Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Guerzen er marù.



SONNEN D’ER MARU


————


Ne hran ket meit huannadein arleh er maru… Er maru !
Pe oen bihan, m’he surmante el eun dra garru,
Ne chonjen ket sur e helle den he geruel ;
Ha bremen hoant em es, nann em es de veruel !

Pegours e troei endro me hig de vout ludu ;
Pegours e tichennein e dondet er be du ?
Pegours, pegours e vein krignet get er prenued
En ur hoh toul, e korn er vered, ankoeheit !

O bout mahet edan hueh troeted doar ponner,
Bout brein erfin, bout brein ken e ampouizonner,
Bout maru-mik !… Hunvre mat ha dous, hunvre karet,
Joé e lakes em halon peur hag em spered !

Neze e tichueho me horv breuet d’er boen.
Mont e hrer de repoz er gule goude koen ;
Arlerh koen er vuhe, er be e tichuechein,
Hag, el lanjer, doar ha geaut em bo ar me hein.

Epad ma vein else kousket iein-skorn ino
Drest d’em fen maru er hantvleieu e dremeno ;
Rod en amzer e droei atau en ur hudal :
Mes me ne huelein mủi en hoari, me vo dal !

Galuet e vein marse guehave get ma zud,
Mes ne reskondein tra dehe rak, me vo mud ;
Get trouz festeu er bed ’hello krenein en doar,
En trouzieu-se n’ou cheleuein mui, me vo boar.

Me vo dal, me vo inud, me vo boar, me vo brein !
Ahed-kaer e mem be, un hun ponner e hrein,
Hun hemb hunvre, e kreiz un nozeh hemb trenoz,
Er peah !… er peah !… er peah !…
 — Mes perak ha penaus

Penaus e kannan-me, ar un ton ken beunek ?
Girieu a ziskalon nen de ket brezonek :
Peh goaleurieu enta em es bet, ha peh droug ?
— Peh droug ?… Allas, allas ! me halon en hum roug !

Gannet on er glahar, mab d’er hetan pehed,
Douget em es me hroez a houde, hed ha hed,
Hed ha hed heliet me hent rust hemb hun glem,
Hag er glahar atau em fike get e flem.

Ia, skoeit en des er goaleur dal ar me halon,
Skoeit adrez hag ahed, hemb truhe el ul lon !
Edan e dauleu puill me fen em, es pleget,
Lan a zareu, get en ankin hanter-vouget.

Sioah ! Deh e houilen, hiniu e houilan hoah,
Houilein e hran hineah, me houilo forh ar hoah ;
Noz na de ne hellan hum arrest a houilein,
Dareu e zo me hoen ha me hun ha me lein


Malloh d’em de ketan ! malloh ar e sklerder !
O breiniadur me mam, o prenued mem breder,
Deit, hireh em es d’oh, hastet ! El ul linsel
Gronneit-me ol, ag er hlopen betag er sel !

Petra e hran, truhek, er bed-men a zareu ?
El Job en den santel, e on ar deil er hreu,
N’em es nitra, ren don nitra. Mal e d’em er
Sonnein ; mal e d’en Anken koh dont d’em hemer !

Men diuhar e hochell avel re unan meu,
Lan on a chonjeu sot… — Liameu, liameu,
Ne veet ket, enta, torret ?… O me inean,
Saili er mez a me horv, ha neij aben d’en nean.

Rak n’e ket ar me horv hembkin e hirvoudan :
Eit kastiein pehed er hetan tad Adan,
Glaharet e ineanneu peur e vugale
E neb leh ma kerhant er boen zo etal he.

Er mez a zeur er mor n’hell ket biuein er pesk :
Mor me haranteieu zo bet kaset de hesk ;
Oeit int kuit, ol er re e greden em harent,
Men dilausket ou des me unan er pear-hent.

Goulieu dianvez, goulieu diabarh !
Penaus e talhehes d’er vuhe, peurkeh barh ?
Er maru hembkin e hell rein d’id eun tam repoz :
Penaus d’er maru karet ne pas kornal eur poz ?…

En emgann pamdeiek den ne ra d’ein en dorn :
A suhun mem buhe p’ arriuo er sadorn.
A p’ em galuo er maru, sentus avel ur hi,
Ar he lerh e ridein, ha me boko dehi…


— « Arsau, eme er Bed, get triste ha gonzeu.
De bep poen plijadur ha hoarh e zo louzeu ;
Guellad e hreint eue d’ha triste, mar kares
Iv genomb guin er joe er hueren karget rez. »

Hoarhein ! Pen de me skoe flastret edan er beh,
A pen don maheignet, korv ha spered, a beh !
Hoarhein ?… Else e hra meur a unan d’em hoed,
Mes me, me, ha gellout e hrehen ?… Bed amoed !

Kalon mab den e zo ur varrik dizannet :
Kaer en des plijadur ar blijadur donet
Hag er Bed er beein en e joeieu follan,
Ar er geh voul fank-men biruikin ne vo lan.

Neaon enta, Bed, el lehid lous ha blijadur,
Eidon-me, glan e vein doh e gousiadur
Ha ne glaskein konfort, em zrebilleu ehus
Nameit doh treid men Doue, men Doue madelehus…

— Mes hoantat e hran ’tau, hirvoudus, en Dilam,
Ma hei me eskern peur, kammet de uigent lam,
De gousket er harnel betag dé er Barnour
— En de-se e sauo me horf lan a inour.


Ha ma hello m’inean, skanoh eit en avel
E tu ’ral er vuhe darneijal divaruel,
De vout en ur guitat en doar-men iein ha streh,
Eurus de viriukin…
 Doue, etre hou tivreh !

Reims BLEIMOR.