Feiz ha Breiz, 1913  (p. 265-267)



SOUBEN SANT ERVOAN


Ne ’zeus ket e Breiz, ne ’zeus ket unan,
Ne ’zeus ket eur zant evel sant Erwan.


En eur lenn, d’an naontek euz a viz Maë, e Buez ar Zent, buez sant Erwan, ez euz deuet da zonj d’in deus eur gontaden vrao am euz klevet pell a zo divar benn ar zant-ze ; he c’hontet am euz meur a wech d’am nized ha nizezed, hag atao o deveze plijadur ouz he c’hlevet, setu perag am euz sonjet he lakât aman evit ar vugaligou a lenn Feiz ha Breiz ha dreist holl evit filhored ha filhorezed sant Erwan. Kement hini a zo e hano Yvon, Erwan, Eozen, Cheun, Yon, Bon, Yvona, d’ar re-ze tout eo paëron ar zant bras ma komzan anezan, hag a drugarez Doue ez eus c’hoaz kalz anezo en hor bro.

An holl e Breiz a oar eo ganet sant Erwan e kichen Landreger, en eur maner a reat anezan Kervarzin ; pell a zo ar maner-ze a zo kouezet en e boull, mes e kichen al leac’h m’edo, avat, ez eus c’hoaz, sounn en e zav, eur c’houldri round, bras hag uhel, goest da loja kement dube a zo en eskopti Treger. E plas ar maner ez eus breman eun ti, evel an tiez nevez a zaver var ar meaz ha dirag an ti, eul leur a vez peurliesa goloet gant eur c’harden lann.

En ti-ze, o terc’hel tiegez Kervarzin, e oa, breman ez euz marteze kant vloaz, eun den hag a reat anezan pôtr yaouank koz, kredabl abalamour m’en devoa eun tammik oad ha n’oa ket fortuniet ; eur plac’h koz, Mac’harit he hano, daou vevel hag eur pôtr saout a ioa gantan o kas an tiegez en dro ; holl oant kristenien vat ; eur pennadik deus Kervarzin ez euz eur chapel hag eno, bep bloaz e vez d’an naontek a vae eur pardon kaër en henor da zant Erwan, hag ar zant-ma o veza bet, var an douar, mignon hag alvokad ar beorien, ar re-ma hed ar wech o deus dalc’het d’ezan anaoudegez vat hag a deu d’e bardon eus kement korn zo e Breiz ; ar c’hiz a oa, ne oar den pegeit zo da loja e Kervarzin kement paour a deue derc’hent ar pardon da c’houlenn loja ; ar granchou, ar c’hreier a veze leun ; roet e veze kolo d’ezo da ober o gweleou hag o c’hoan zoken o deveze var ar marc’had. Mac’harit a rea en derveziou araok eur bern krampoez ; bara a veze poazet amploc’h evit kustum ha pell araok an noz e veze lakeat var an tan ar jodouren vras, an hini a veze oc’h ober souben d’ar varadeg ha d’an dennadeg lin, ha dre ma tigoueze ar beorien e veze trempet d’ezo o boued.

Ha setu eur bloavez e oa bet epad miz maë glao bemdez evel er bloaz-ma ; ar re goz a lavare :

Miz Maë du koummoullek
A laka an arc’h da veza barrek.

ha c’hoaz :

E miz Maë, re eo glao bemdez,
Re nebeut bep eil dervez.

Mes allas, ar bloaveziou ne vezont ket mad, na kompez an traou enno atao ; er bloavez-ze da vihana ne oa ket ; an douarou a ioa beuzet, an hentchou difounset ha goloët a bri ; e Kervarzin pa deue kont ar pardon e lavaret : « Evit er bloaz-ma, ne deuio ket kalz a beorien da welet ac’hanomp ma chom ar glao-ma. »

Ar pôtr saout a veze trist pa gleve an dra-ze, rag pa deue kalz peorien en deveze plijadur o klevet konchou ganto, ha neuze pa veze tennet kalz kolo da ober lojeiz en deveze nebeutoc’h a-ze da denna goudeze ; mes kaër en devoa kaout dies ar pôtr paour, ar glao a goueze atao, en dervez araok ar pardon en deün e vije lavaret e oa digoret kement speuren a ioa en neac’h ha koueza a rea dour a renkajou.

Da c’houde kreiz deiz pôtr yaouank koz a lavaras da Vac’harit ne dalveze ket ar boan lakât ar pod bras var an tan, an hini a veze bemdez oc’h ober souben a ioa bras awalc’h, rag sur ne deuje den da c’houlenn loja gant an amzer a rea, hag e gwirionez deuet oa an noz ha debret koan ha den ebed ne deue. Edot o lavaret ar pedennou diouz an noz, digouezet gant al litaniou pa glevjont bunta var an nor ; ar mevel bras a ya da zigeri, en eur lavaret « ora pro nobis, ora pro nobis ». Mes pa zigoras an nor e chenchas litaniou : « Seitek mil batimanchad kurun, emezan, biskoaz n’am euz gwelet kement all », hag e teuas en ti, var e lerc’h eur brosesion beorien ne oa fin ebed d’ezi ; an holl a oa savet en o sav, hag a jomas mantret ; ar beorien a deue atao, ar re genta a yea var an oaled tosta ma c’hellent d’an tan ; lod a azeze var ar bankou e giz pa vijent eno er gear, ar re ziveza a jome en o sav ; holl e tivere o dilhad e giz ma vijent deuet penn da benn gant eur ster ; pa oa deuet an holl en ti ha serret an nor, ar pôtr yaouank koz a lavaras gant eur vouez glac’harus « Va zud paour, n’oamp ket ouz ho kedal ker fall oa an amzer, ha n’eus ket great a zouben deoc’h ! » An holl a reas eur zell truezus ouz ar pod bihan a ioa c’hoaz var an tan ha n’oa ket ennan ouspenn diou pe deir skudellad zouben : Va Doue, a leverjont en eur vouez, kement all a naon hon deus, ha ker gleb all ma ʼz omp. »

Neuze deus kichen an nor e teuas eun den da neac’h an ti ha n’oa ket henvel ouz ar beorien all ; eur zaë hir a ioa gantan evel hini eur beleg pe eur manac’h ; en noaz e benn edo, ha lavaret a vije n’en devoa bet banne glao ebed, rag seac’h oa e zilhad ; mont a reas var an oaled, dizelei a reas ar pod hag o trei ouz ar plac’h e lavaras : « Trempit o boued da vihana d’ar re goz ha d’ar vugaligou. » Tud an ti a zentas kerkent ; lod a dape skudellou, lod a dorre krampouez enno, ha Mac’harit a gommansas trempa ar bouejou. P’he devoa trempet dek e laoskas al loa vras er pod hag ec’h azezas var eur skaon en eur grena ; ne c’helle lavaret nemed : « Va Doue, va Doue, deus peleac’h e teu ar zouben-ma. » Pôtr yaouank koz hag ar mevellou a oa ken souezet ha Mac’harit ; an hini en devoa dizoloet ar pod a grogas neuze el loa-bod, lavaret a reas : « Grit bouejou buhan ; ha me a drempo ; awalc’h a vô d’an holl. » Hag e gwirionez kement paour a ioa en ti o devoue boued o gwalc’h ; pa ouent koutantet holl ne jome mui banne souben ebed er pod hag an hini en devoa trempet ar bouejou a ieas kuit den ne ouie dre beleac’h ; neuze, mestr an ti a c’houlennas ouz ar beorien piou oa hennez, den n’hen anaveze ; eur vaouez koz a lavaras he devoa gwelet anezan o tont eus chapel ar Minihi pa oa o tremen dre eno, hag oa deuet penn da benn en he c’hichen, zoken en devoa dougennet anezi diou pe deir gwech dreist ar poullou dour, mes avat n’hen anaveze ket. Neuze ar memes sonj a deuas d’an holl : sant Erwan eo a ioa deuet euz ar baradoz da zikour ar beorien a ioa fidel dezan hag a deue d’e bardon en despet d’ar glao puilh. Abaoue n’eus fors pe seurt amzer a vez derc’hent gouel sant Erwan e vez lakeat atao ar pod bras var an tan e Kervarzin hag ar beorien a gav atao evel diagent. souben ha lojeiz.

Aotrou sant Erwan benniget pedit evidomp !

M.-A. Abgrall.