Speret-Santel, deut

Eskopti Sant-Brieg ha Landreger
Ti René Prud’homme, 1924 (p. 156-158).
◄   Jezus, Zalver an ineou Speret-Santel, deut Me am euz hirie preparet (Diviz)   ►



ZUL AR PANTEKOST
————

An Ebestel, ar Werc’hes gante, a dremenas dek de o pedi Doue e zâl vraz ar Genakl. D’ar zul, wardro 9 beur, ar Speret- Zantel a ziskenas warneze e form teodou tan. Heman zo bet an de kentan a vue an llis katolik. Speret Doue he dalc’h en he zav aboe neuze.


N° 126. — Ar Veni Sancte Spiritus.
War don : Venez, Esprit-Saint pur amour, N° 126.


1. Speret-Zantel, deut ni ho ped,
A lein an Envou digaset
Ho tan burzudus war ar bed.

Diskan.
Breman ha bepret, gloar d’ar Speret-Zantel,
Sklerder ha ners an dud fidel,
Breman ha bepred, gloar d’ar Speret-Zantel,
Sklerder ha ners an dud fidel.

2. C’houi eo gwir Dad an ol baourien,
Euz an ol vadou ar vammen,
Heol an ol sperejou kristen !

3. El labour c’houi a zo dic’han,
Freskadures e kreiz an han,
En amzer an daerou, dizoan !

4. O sklerijen an eürusan,
Treantet er c’horniou donan
Euz hon c’halonou en de-man.

5. Anez zikour ho madeles
Netra ma chom gant an den kez,
Netra nemet fallagries !

6. Hastet goalc’hi fank ar pec’het,
Douran kement zo dizec’het,
Parean neb zo gouliet.

7. Blodet ar pez a zo kalet,
Tomet ar pez a zo skornet,
Eünet ar pez a zo kamet.

8. Plijet rei ho seiz donezon,
D’imp ho servijerien gwirion :
Ni ho goulen a greiz kalon

9. Otreet priz d’hon oberou,
Eur maro mad d’hon ineou,
Ha gloar eternel en Envou !
Amen.

K. G.

Kantikou-al d’ar Speret-Zantel, 2, 3. Pe ar c’hantik O pebes tan, N° 135.


————
Zul an Dreindet e heller kanan. Me zo kristen, 98, pe Ar C’hatekis war gân, 94.

Evit Gouel ha Prozesion ar Zakramant gret eun dibab e touez ar c’hantikou, adalek O Jezus, o Hosti Zantel, 6, beteg Enor ha gloar, N° 23.

Miz Even, miz an deiou hir ha skedus, a zo evit ar gristenien skiantet miz ar Galon-Zakr. Pemp gwerz a gaver el leor-man en enor da Galon-Jezus, 22, 24, 25, 26, 27.

An 29 a viz Even, Gouel zant Per ha zant Pol, ebestel, hag ar zul warlec’h, Kantik ar Pab, 134, ha Fe hon tud-koz, 97.