Gwechall, yaouank, en ti ma zad,
A-hed eur c’hleuniad spern-gwenn,
Dindan ezen flour ha c’houez vad
E teuen, Yan diberc’henn,
Da glevet an eostig bihan
Er sioulder o teurel e gân ;
Hag, evurusted miz mae,
Gantan e kanen ive…
Diskan
— C’houez spern-gwenn ha kân an eostig,
A ra d’ar spered bemnoz hunvreal ;
Ha, hep gout d’ei, ar galonig
A deu sederoc’h da dri… dridal !
II
Eun toullad blaveziou goude,
Eus koste eur wreg karet,
Hi ha me leun a garante,
Hon daou neve-eureujet…
Dindan c’houez tener ar bleuniou,
Richan al lapousedigou,
Diou galon en eun unan,
N’hon doa nemed eun diskan :
— C’houez spern-gwenn ha kân an eostig,
A ra d’ar spered bemnoz hunvreal :
Ha, hep gout d’ei, ar galonig
A deu sederoc’h da dri… dridal !
III
Siouaz ! abenn eun tri blavez,
Dindan ar spern-gwenn bepred,
Mantret, brevet gant an enkrez,
An anken, ar boan-spered,
O chilaou c’hoaz kân an eostig,
Me ouele dourek d’am c’houlmig,
Marvet an de-kentan vae
Da goulz an bleuniou neve…
— C’houez spern-gwenn ha kân an eostig,
Pa digoue d’an den chom warlerc’h e bar,
A frailh, a frailh ar galonig,
Hunvreou nijet… Pebez glachar !
IV
Breman, pa fell d’in hunvreal,
Hanter-sec’het ma daerou,
A-hed ar c’hleun spern da sonjal
E teuan c’hoaz a-wechou…
Eno, ar sonj eus ma c’houlmig
Ha kân dudius an eostig,
A stag ac’hanon ouspenn
Dimeus ar bleuniou spern-gwenn…
C’houez spern-gwenn ha kân an eostig,
Pa digoue d’an den chom warlec’h e bar,
A ro frealz d’ar galonig
A skanva enni poan ha glac’har !
|