Moulerez Sant-Gwillerm, 1910  (p. 197-199)



STAGADEN


KELEIER
digoueet epad ma ver bet o voulan « Ma Beaj Londrez »
————
I
MARO EO AR ROUE EDOUARD VII


Edouard VII, roue Bro-Zôz, hon deus komzet anean ouspenn eur wej gant meulodi, a zo deut da vervel goude berr glenved ar 6et a viz mê 1910.

Eur c’hanvo grevus evit ar Zôzon, karet ma oa ar Roue gant e oll sujidi. Grevus dreist-oll evit Bretoned Bro-Gymri hag Iverzon, dre ma roe dorn d’ê da vagan o spered-bro.

Eur gwall goll ive evit ar gatoliked, a gave bepret ennan eur volante tuet mat, c’hoant ganti da vean just ha zoken hegarat en o c’henver. Gwelet hon deus an nevoa, de e zakridigez, laret e-kuz ha ’n eur valbouzat, ar c’homzo eus an « diskleriadur » a zo anoazus evit ar gatoliked. Goût ouzomp ive pegen dereat e tigemerer en e rouantelez, aboe pemp pe c’hwec'h vlâ so, ar venec’h hag al leanezed a ya di eus Frans, ha dreist-oll eus Breiz-Izel, da glask al liberte a nac’h oute o mamm-bro.

Doue eta d’hen pardono !
E vap Jorj V a zo bet êt en e blas.
Doue d’hen miro !


II
CHANJET EO, EN BRO-ZOZ « DISKLERIADUR » AR ZAKRIDIGEZ


Marvat o deus sonj lennerien Ma Beaj Londrez e venne an O. Redmond, penn-rener politik Iverzoniz, dizamman katoliked Breiz-Veur, goude ar c’hendalc’h Eukaristek, eus tri zra hag a oa meurbet dismegansus evite[1]. Ozan a reas zoken eur bill, da laret eo eur steuen lezen, evit lakat e vennado dirak daoulagad ar C’hentan ministr ha kannaded Kambr ar C’homuno.

Ac’hanta ! setu bet gantan unan anê.

An 28et a viz even 1910, he deus laret ar Gambr, gant 383 mouez enep da 42, e vije chanjet ar c’homzo a lavar rouane Bro-Zôz, aboe ar blâ 1689, ’n eur ober o « diskleriadur » de o zakridigez.

Lemet e vo diouti ar pez a anoaze ar gatoliked. Ne chomo ken netra enni enep da Zakramant an Oter, nag eneb d’ar Verc’hez glorius Vari. Diwar vreman, e lavaro hepken rouane neve Bro-Zôz en o le (Jorj V eo ar c’hentan hen lavaro) ec'h int hag e chomfont protestant herve lezenno ar vro, hag en em gemerfont eus o gwellan evit o delc'hen sonn en o zav.

Kement-man a ziskoe o deus c’hoant protestanted Bro-Zôz pe, da vihanan, eul loden aneze, ma chomfe beo bueek o relijion ha dreist oll ar brotestantiez anglikan a zo harpet war lezenno ar vro : mez lezel ar relijiono all da vevan a fell d'ê ive.

Eur skouer vat roet adarre da galz a Fransizien, a fell d'ê, kousto da goustout, mougen ar relijion gatolik en o bro, war digare ne ra, eminti, nemet tenvalaat ha gwaskan ar sperejo, ha, dre-ze, nemet krennan al liberte da zonjal ar pez a gerer.

C’hwel ’nê aze, pôtred o spered kamm ! Ar gir « liberte » a deu gante leiz o geno. Mes laret hag ober n’eo ket memes tra. Gant al liberte a roont d’ac’h, e c’hellfet ober dizrouk ar pez a reont int o-unan, da laret eo bean digristen ha stourm ouz ar relijion gristen. War digare digabestenni ho spered, e lakfont d’ean eur gabesten dir. Ne gomzet d’in eus eul liberte war an tu yen.

N’eo ket honnez a ro d’o c'henvroïz renerien Bro-Zôz. Re a boell an neus ar ministr kentan, an O. Asquith, dreist-oll aboe ma ’neus bet gwelet ar gatoliked o kas ken kaer da benn o c’hendalc’h Eukaristek, evit nac’h oute ar mennado a reont evit bean laket disi dirak al lezen evel ar Zôzon all. Hen e-unan eo a bedas Kambr ar C’homuno da chanj « diskleriadur » ar zakridigez.

C’hoaz eur wej, « bevan ha lezel bevan » : evelse ec’h intent an O. Asquith al liberte, hag an oll dud a sans vat a vo a du gantan.


————
  1. Pajen 186.