Paul Lebreton
Imprimiri J.-B. Lefournier henâ, 1848  (p. 7-8)




AN EOL.


————


An eol ê buez ar bed-ma, eb-tan ne vefe na peuri nac eost er parquêyer, na fleur, na legumach, na frouez er jardinou ; petra lavaran-me ! eb-tan ar bed-ma a berisfé… Hac ac’h alfemp beva eb madou an douar na frouez ar gouez, ar yenien a renfe var an douar a lac’hfe tud ha loenet en ber amzer.

Remerq a reomp penos en peb amzer, hac er goan spécialamant, ê yennoc’h dre ma tosta d’ar mintin evit e commançamant an noz ; ar rêzon a ze ê ma yenna atao an douar e forz da rea privet d’eus tomder an éol, evel ma ra eur vacinat lêz bervet tennet divar an tân ; yennaad a ra beb moment ac e finis da vea qer yén evel arôg ma voa bet laquet var an trébez.

An éol a zo pêvar ha trégont million pemp cant mil léo d’eus an douar.

Evit réi dec’h eun idé d’eus an distanc-sé, supposomp eur voulet pehini a ra o sortial d’eus ar c’hanoill daou-vil pemp-cant-uguent toazen dré vinut, pe c’houec’h-cant-tri ha tri-uguent léo beb heur, pe trizec-mil-no c’hant léo bemdé ; en eur suspposi dei ar memeus nerz bétec an éol, ar voulet-se a laquefe couscoude c’huec’h vla da vont bétec ennan.

Hé vent a zo eur million pêvar c’hant mil guech brassoc’h evit ar bed-ma.

Placet è e créis bolz ar firmamant evel eul lambr brillant e créis plafon eur zall ; ne vouj qet d’eus e blaç… Comprenit mat ; an eol ne vale quet.

Ar savantet o d’eus couscoude rémerquet penos e ra eun dro varn’an e-unan d’eus an Occidant d’an Oriant en pemp dervez varn’uguent, hac an dro-zé e ra evel eur velin, eb bouj eus e blaç.

Drẻ e nerz o trei o chach d’ê eûll en dro dean, mes pep hini en e c’heill, eunnec planeden d’eus a bere an douar a zo unan.

Lavaret em eus penos ne vouj quet an éol d’eus e blaç, evit en explica e ranquan coms d’eus an douar.


————