Ar bed en eus tôlet e vantel a gozni,
Eun oabl glas ha lirzin a lintr ’uz d’ar maeziou,
En draouienn hag er prad, ar waz, ’n eur hiboudi,
A ruilh ’touez ar bleuniou
An heol a zo savet beure mat ha seder,
An evned a richan ’uz d’ar gwenojennou,
’N o zour dantelezet e vrall drant ar c’hleier,
Setu sul ar bleuniou !
Sul ar bleuniou, ger dous, ha devez ar c’haeran,
Gouel leun a goantiri gant Doue dibabet
’Vit bezan ive gouel ar vugale vihan,
Bleun tener a c’hlanded !
Ha da vouez ar c’hleier, eus pep park hag hent don,
Renet gant eur vam vad, e tifluk eun êlig ;
Fichet brao ha seder, e tired d’ar pardon,
Eur bod beuz ’n e zornig
An dudou vras ive a zeu holl gant bleunio,
En koun euz an enor rentet da Vab Doue
Gant tud Jeruzalem, breman daou vil vla zo,
P’Hen klaskent da roue !
Ar c’hleier zo tavet hag an dud evurus
En o iliz vihan ’zo daoulinet gand fe ;
Peden ha kan d’an Nenv a ginnig dudius
C’houez melus al lore.
Ar bleun ’zo benniget… ar prozesion zantel
A ra tro an iliz dindan ’n ezen dener ;
Pep-hini gant doujans ha karante a zell
Ouz e voked dister.
Hag ar « Gloria, laus » a zav drant d’an Nenvou :
« Gloar, enor, meulodi ra vezo rentet d’it,
« Roue a Israel, Salver an holl boblou,
« Deuet euz gouen David !
« Evel ma tiredas gwechall eur bobl doujus
« Da skuilh, gant karante, bleun war da wenojen,
« Ni ’zeu da ginnig d’it, en giz bleun dudius,
« Hon c’han hag hon feden.
« Mes ar pez a rent i ’vit ar C’hrist a dlee,
« Prest goude, hon zalvi, hon frenan ’n eur dremen,
« Ni hen gra d’ar Zalver, Roue a drugare :
« Ra glevo hon feden ! »
Goude ken kaer peden, tud vraz, bugaligou,
A glev an oferen, drant ’vel sent hag êle ;
Piou zo kiriek d’o joa ?… ’N o c’halon, d’o bleuniou
E laront trugare…
Ha goude an ofis, er gêr gant ar re goz
Gant evez bras e ve lodennet pep bodig,
Er c’hraou, ’us dor an ti, en korn ar gwele kloz
’Ve laket eur brankig.
Ha gant eur werennig leun a zour benniget,
’Weler goude an tad o vale e barkou ;
Gant ar bodig santel war e vadou karet
E strink gliz an Nenvou…
Pa guitafomp ar bed goude ar vuhe-man,
Pa vo war ar vaz-kaon hon c’horv yen ha maro,
Strinket ’vo warnean ar gliz sakr diwean
Gant bod sul ar Bleunio !
O burzud ! Ar gouel-man en eus treuzet divrall,
Hep koll e goantiri, kantvejou niverus :
Hon bleuniou a vir c’houez ar bleun tôlet gwechall
Dindan treid glan Jezus !
|