Taervet loden — VIII.

Moulerez Sant-Gwillerm, 1910  (p. 189-194)



§ VIII. — EUN DRO D’AN DISKOEADEG GALLO-ZÔZ


Al Lun ar 14et a Wengolo.


Goude bean bet oc’h ofernian er gatedral evel an deio-all, e leinomp ha, da nav heur hanter, e kemeromp an tube evit mont d’an Espozision.

E-mêz a gêr, mes dioustu goude ar ruio divezan, e zo bet savet eur bern tier, pe gentoc’h palezio eus ar c’heran : eur gêrig en gwirione, penegwir ec’h a ganti ouspenn kant devez arat douar.

He lojeiz, mar gint kaer da welet, na ’n eus ket o danve kalz a dalvoudegez, grêt mac’h int, n’ê ket gant mein, mes gant koad. Eur memes liw a zo warne-oll : eul liw melen sklêr sklêr, tost da wenn.

O diabarz avat a zo leun a dreo a briz ; ar pez a vraoan hag a wellan an neus gellet lakat enne Bro-Zôz hag ar Frans ha kolonio an eil hag eben.

Mes ne daleïn ket da zisplegan d’am lennerien an treo kaer am eus gwelet eno : kaeroc’h o deus gwelet, kalz anê da vihanan, en espozisiono Paris, a zo bet grêt evit ar bed oll.

Ne gomzin nemet eus palez ar C’hanada : evidon-me, gantan eo e oa ar maout. Penôs e tigoader hag e tiskoder plenenno ar Saskatchevan vit hadan ed enne ; penôs e ve medet, chareet, berniet ha dornet an êst ; pegement a ed a ro pep devez arat ha pegement arc’hant e ve tennet dioutan : merket eo ze eno, dirak ho taoulagad. Bean zo dreist oll eun dôlen liwet ha, pa vec’h diraki, e kavfe d’ac’h gwelet tud o labourat war ar blenen.

Memes tra vit an doare da sevel saout ha da gutuilhat ar gwe avalo : tôlenno adarre evit se. Ha gwiniz, plouz ha greun, dre-oll en dro d’ac’h, ed a dornado, ed a feskenno ; gant an edo-ze ec’h ê grêt, me n’onn penôs, an norjo hag ar piliero.

Pac’h arru an nen ouz an amann, e chom an nen estlammet. Sonjet eta e weler eno poltred ar Roue Edouard VII ha hini an Otro Fallières, presidant hon republik, o lakat o dorn an eil en dorn egile : emichans evit digas sonj d’ar zellerien e zo bet grêt eun emgleo a vignoniaj, a neve-so, etre ar Frans ha Bro-Zôz. Mes n’ê ket gant se eman ma spered pa zellan ouz an daou den-ze : sonjal a ran en ijin an dud a zo deut a-benn da zevel ar poltrejo ha d’o zigas eus ar C’hanada da Londrez hep o stokan, hep o fraillan, ha, dreist-oll, hep lezel anê da fontan ; rak gant amann ec’h int grêt, penn kil ha troad. Ma ! ret ê d’an den bean ampart evit ober ar sort-trêo ! Hon foltrejo, herve, a zo bet kavet an tu d’o delc’hen yen-sklas : setu perak e viront o farfetiz.

Arsa ! goude stal ar C’hanada, petra a c’hallfen c’hoaz laket dirak daoulagad ma lennerien hag a vefe neve evite ? Ar Stadium marteze, da laret ê eul leuren redek hag a ver êt da skol ar C’hresianed evit hec’h ober : 1.000 troatad a hed ha 700 a ledander he deus, ha gouest eo da gemer 150.000 seller. Diou pe daer gwej ar zun e ve enni redadeier, darn war droad, darn war gezeg c’houarn, darn en dour dre nanv. Rak, e tu-hont da daou hent grêt ispisial unan evit ar c’halouperien, hag egile evit ar siklerien, e zo, e kreiz al leuren, eur stank ledan. Ar zellerien a c’hell azean war skabello regennet tro-zro, an eil eun nebeudig a-us d’eben, war eun daou-ugent bennak a regenno. Pac’h omp êt er stadium da zevel hon fri, e oa goullou pe dost. Koulskoude hon deus heuilhet gant plijadur eur redadeg etre daou varc’h c’houarn, unan kaset en dro gant petrol, hag egile gant divesker. Ouspenn dek tro a reont hep ma c’hall ar motosikl tec’hel pell rôk ar sikl : biken n’am mije kredet e vije bet kement a nerz en diouhar eun den. Benn an unekvet tro, memes tra, e kemer ar sikl petrol e lans war egile, ha benn ar fin e lez anean pell war e lerc’h. N’eus fors : diskoeet an nevo pôtr e zivesker, daoust d’ean da vean bet trec’het, e zo ennan eun nerz sort na weler ket bemde.

’N eur vont ha ’n eur dont dre an Espozision, e teuas, a c’hellet kridi, hon c’halon da zigeri. War-dro kreiste ec’h eomp ’ta ouz tôl, en eun debti (restaurant) eus Frans, dalc’het gant Paillard : servijet omp eus ar gwellan, goude koulskoude ma oa eno war eun dro, tost da daou c’hant debrer.

Goude hon fred, e klevomp eur muzik tost d’imp o son ar Marseillaise, kan broadus hon bro ger. Lampet a ra hon c’halon en hon c’hreiz gant al levenez a zantomp, ha ni dioustu da gê al lochig koant elec’h eman ar vuzikerien o c’hoari. Don a-walc’h eman en douar, e-kreiz eur c’helc’h hag a zo evel eur pikol penton : tro-zro kadorio regennet evel re ar stadium ha tud eleiz warne. Darn ac’hanomp a disken evit azeï, int ive, ha darn all a chom e kroec’h en o zav. N’eus fors pelec’h ec’h omp, e kavomp eun didu dreist muzuilh o klevet eun ton hag a digas d’imp sonj eus hon bro.

Ha mar gê seder hon zal, ec’h ê sonn ive hon fenn : lorc’h a zo ennomp o klevet muzikan ken c’houek ha ken reiz. Kenvroïz d’imp eo a zo o c’hoari, muzikerien ar c’hentan Génie, eus Versailles, muzikerien hag a gavfed nebeud en Frans gouest d’o fakan.

Ne laran ket e vefent re da vuzikerien rejimant ar Horse-Guard, hon deus klevet o son, eur pennadig goude, dindan eur c’hiosk all hanvel ouz hini ar Fransizien ; n’o deus ket muzikerien Frans ha re Vro-Zôz an hevelep doare da c’hwean en o benvio ha da lakat o notenno da glotan. Bepret ê e c’hellomp laret, goude bean klevet an daou rum o c’hoari ar Marseillaise hag ar God save the King (kan broadus Bro-Zôz), e plije d’imp kalz muioc’h doare c’hoari hon c’henvroïz ; dous ha fetis evel voulous. Ha bean oa ennan eun dra, evit ar Marseillaise da vihanan, ha na oa ket ar Zôzon evit kavout : eun ine tomm hag a domme hon hini.

Betek pemp heur ne reomp nemet troieta, ken e teuomp da vean evel skwiz, daoust d’an treo koant pe gaer a ro dre oll didu d’hon daoulagad ha d’hon diskouarn : re hon deus da glevet ha re da welet war eun dro. A dammigo e tostaomp d’ar porz a enor ’n eur ober eur poz aman hag eur poz ahont evit sellet tud o vageal war ar san-dour (canal) pe evit prenan al limajo a zigaso koun d’imp divezatoc’h eus an Espozision. Meur a hini a zo breman eveldomp o tanzen mont e-mêz. Mes muioc’h a dud a deu ebarz. Ha ze n’ê ket souezus : ar c’haeran a zo da vean. Emberr d’an noz e vo gwelet aman goloio elektrik o luc’han dre-oll koulz diabarz ha diavêz ar palezio, koulz en êr hag en dour : rak steredenni a refont war eul lenn ac’h a ganti eul loden vras eus ar porz a enor. Bean a vo anê zoken dindan al lammo dour a ra eur waz ’n eur gouean el lenn, hag ac’hane, hep bean gwelet, a refont eus ar ballen dour eur ballen aour hag a lako ar zellerien sebezet da zigeri o geno.

Ni eo an dour a deu en hon geno, o sonjal ne danvafomp ket ar sort dudi. Mes n’eus ket da laret : ret ê d’imp mont en dro, penegwir ’vit noz da nav heur e tleomp kwitât Londrez.

Kemer a reomp eta hent hon hotel, ’n eur gomz an eil ouz egile eus ar pez hon deus gwellet en hon devez. A dra zur n’hon deus ket kollet hon amzer, ha koulskoude e tougomp eun tamm anvi ouz ar gendalc’herien a zo bet hirie en Arundel, eur gêriaden tost da Londez, evit gwelet en e di an Duk a Norfolk. Kalz anê, en o fenn Legat an Tad Santel ar Pab, arc’heskob Westminster, ha meur a eskob, a oa bet pedet da vont di : meur a hini all a oa êt d’o heuilh, hag oll e oant bet digemeret gant kalon ha gant enor.

Ar memes lun, e kemeras eur rum all a gendalc’herien, eskibien ive gante, hent Kantorbery : kloer anglikan ar gatedral a bleas gante a galon vat hag a ziskoeas d’ê oll densorio o iliz (eun iliz bet laeret d’ar gatoliked evel kement a re all), ha dreist oll relego sant Thomas, eun arc’heskob a skuilhas e wad evit difenn ar gwir fe.

Ni n’hon deus gwelet na katedral Cantorbery na kastel Arundel : keu bras hon deus. Mes ne oamp ket vit hen ober.