Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Tasel hag e Gog.



TASSEL HAC HE GOG
____


   Etre Tassel hac he gog
’Zo savet eur gwall distog.
   Diridon tralandirida !
Diridog tralandiridenno !

   A zo savet eun ergu
Abalamour da iod it-du.

   Laket oa ar iod er-meas,
Da c’hortos diskenn al leas.

   Tassel a lavare d’he gôg :
— Paoues, camarad, euz ar iod.

   — N’eo ket debri ar iod a ran,
Dibab ar polot anezhan ;

   Dibab ar polot, gant ma bec,
Evit sevel enor da vroec.

   Tassel a dap-croc ’n eur skillenn,
Da rei d’ar c’hôg war ho grippenn.

   — Tor ec'h eus abalamour d’in,
’M eus grét meur a vad en ho ti ;

   ’M eus grêt meur a vad en ho ti,
Damesaad nao a ieresi ;

   Damesaad nao a ieresi,
Clasket nezio d’hé da dovi...


Canet gant Marc’harid Fulup.

______________