Telenn Remengol (Gwerz)

◄  Da ene va mamm vad Telenn Remengol D’ann Itroun Varia Remengol   ►


TELENN REMENGOL


————
Da varz-meur Breiz, ann aotrou Kermarker


————
War don : Gralon ha Ker Is.


Ne oann c’hoaz nemet eur bugel,
Me gare va bro Breiz-Izel ;
Me gare va bro Breiz-Izel,
Bro ar feiz hag ann dud zantel.

Gant va mamm, eunn deiz da zao-heol,
Me ieaz da bardoun Remengol ;
Me ieaz da bardoun Remengol
Da bedi Gwerc’hez Remed-holl.

Mont a reamp dre goad ar Rannou,
Pa gleviz huanadennou ;
Klevet a riz enn eunn dervenn,
O son truezuz eunn delenn ;


Ha dre ma sone ann delenn,
E sao diraz-oun eur skeudenn,
Skeudenn wenn-kann sant Gwenole,
A gomz evel-hen ouz-in-me :
 
« Setu telenn aour Remengol,
» Dilezet aman gant ann holl ;
» War ann delenn-ma Kaourintin,
» Gralon, Herve, Efflam, Trifin,
 
» Gwenole, Primel ha Gweneal,
» Barzed Breiz, enn amzer gwechall,
» D’ar Werc’hez a gane gwersiou,
» Ha da sent Breiz meuleudiou.

» Barz, kemer telenn Remengol,
» Son gant-hi ha lavar d’ann holl,
» Lavar ar burzudou zo bet
» E Breiz, enn amzer dremenet. »
 
Rak-tal e nijaz ar skeudenn,
Ha me da zon gant ann delenn.
Landevennek am euz kanet,
Bro ar zent hag ar rouaned,


Mene-Hom, mor Douarnenez,
Ker Is hag ar brinsez Ahez,
Iliz-veur Gemper ha Krozon,
Ann Eskop Gwenn, den a galon[1].

Hag ann daelou em daoulagad,
Kanet ’m euz Rosdren ha Bulat ;
Gwerc’hez ’nn Esperanz, sant Briek,
Am euz me kanet kalonek ;

Itron Wir-Zikour enn Gwengam
Am euz meulet a neve-flamm ;
Ha daoulinet enn he iliz,
’M euz hi pedet evit Breiz.

Karet em euz a-greiz kalon,
Feiz Breiz-Izel, feiz-koz Gralon,
Ar zent hag ann dud kalonek,
Ha flemmet ar re divezek.

Ho karet, meulet m’euz dreist holl,
Gwerc’hez sakr, Itron Remengol ;
E-c’harz ho treid, gant va fedenn,
Me laka brema va zelenn.


Dont a rai c’hoaz tud kalonek,
Da zon gant-hi e brezonek,
Da zon gant-hi toniou santel,
’nn enor Patronez Breiz-Izel.

Va bleo gwenn lavar d’in brema,
E tosta va heur diveza ;
Gwerc’hez, c’houi a dolo evez
War bez ho Parz, ho pugel kez !

Ra vo meulet dre ar bed holl,
Hoc’h hano, Gwerc’hez Remengol !
Gwerc’hez vad, Itron Remengol,
Miret oc’h Breiz da vont da goll !

Mamm ann dud paour, klanv, ankeniet,
Mamm ar Barzed, ar Vretoned,
Kasit ac’hanomp d’ann envou,
Da veuli Jezuz, hon Aotrou !

Jezuz, mestr ann env, ann douar,
Zo maro war mene Kalvar ;
Jezuz, Doue ar Vretoned,
E Breiz c’houi vo Doue bepred.

  1. S.o. pajenn 150