Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ, 1897/Actou an Ebestel

troet gant John Jenkins.
Société biblique britannique et étrangère, 1897  (p. 224-289)



ACTOU AN EBESTEL ZANTEL.


————
CHABISTR I.


VA levr kenta em euz great, o Theophil, var gement hen deuz great Jesus ha desket deomp adaleg ar pen-kenta, (2) beteg an deiz ma oe savet en env, goude m’hen doe roet he c’hourc’hemenou, dre ar Spered-Santel, d’he ebestel hen doa choazet ; (3) da bere ive en em ziskouezaz beo, goude he bassion, o rei dezhe kalz a breuvennou euz a gement-se, oc’h apparissa dezhe e-pad daou-ugent devez, hag o komz dezhe euz an traou a zell ouz rouantelez Doue. (4) Hag o veza dastumet anezhe, e c’hourc’hemenaz dezhe na bellajent ket euz a Jerusalem, mes ma c’hortojent eno promessa an Tad pehini, eme-z’han, hoc’h euz klevet ganen-me. (5) Rag Ian evit-gwir hen deuz badezet en dour, mes a-ben eun neubeud deiziou, c’houi a vezo badezet er Spered-Santel.

(6) Int eta, o veza holl assambles, a c’houlenne diganthan : Aotrou, hag en amzer-man eo ec’h adsavi rouantelez Israel ? (7) Mes hen a lavaraz dezhe : N’e ket deoc’h-hu eo anaoud an amzeriou hag ar momanchou hen deuz merket an Tad dre he c’halloud he-unan. (8) Mes c’houi a recevo galloud ar Spered-Santel, pehini a zeuio varnoc’h ; hag e viot testou d’in, en Jerusalem, kerkoulz hag en holl Jude hag er Samari, ha bete ar pen pella euz an douar. (9) Ha goude m’hen doe lavaret ar c’homzou-ze, e oe savet d’an neac’h e-pad ma oaint o sellet outhan, hag eur goabren hen kuzaz ouz ho daou-lagad. (10) Hag evel ma sellent piz varzu an env e-pad ma save d’an neac’h, daou zen gwisket en gwenn (11) en em brezantaz dezhe, hag a lavaraz : Tud a C’halile, perag e choumit-hu aze da zellet ouz an env ? Ar Jesus-se, pehini a zo bet savet diganeoc’h en env, a zistroio er memeus doare ma hoc’h euz gwelet anezhan o sevel d’an env.

(12) Neuze e tistrojont da Jerusalem, euz ar menez a c’halver Olived, pehini a zo eur sabbat bale euz a Jerusalem. (13) Ha pa oent en em gavet, e pignjont er gambr huella e pe leac’h e choume Per, Jakes, Ian, Andre, Philip, Thomas, Bartheleme, Maze, Jakes, mab Alphe, Simon Zelotes, ha Jud, breur Jakes. (14) Ar re-man holl a gendalc’he a-unvan er beden hag er supplication, gant ar gragez, ha Mari, mam Jesus, ha gant he vreudeur.

(15) En deiziou-ze, Per, o sevel e-kreiz an diskibien, a oa dastumet assambles e niver a c’houec’h-ugent den, pe var-dro, a lavaraz dezhe :

(16) Tud breudeur, red e oa ma vije accomplisset ar pez a zo bet profetiset gant ar Spered-Santel dre c’henou David, divarben Judas, pehini a zo bet rener ar re ho deuz kemeret Jesus. (17) Rag hennes a oa unan ac’hanomp, hag he lod hen deuz bet er garg-man.

(18) Mes prenet hen deuz eur park gant arc’hant he dorfet, hag o veza en em daolet d’an traon, ez eo bet freuzet dre he greiz, hag he holl entraillou a zo deuet er meaz euz anezhan. (19) (Kement-man a zo bet anavezet gant holl habitanted Jerusalem, en hevelep doare m’az eo bet galvet ar park-se, en ho langach ho-unan, Akeldama, da lavaret eo, Park ar goad.) (20) Rag scrivet eo e levr ar Salmou : Ra zeuio he di da veza dezert, ha ra na vezo den o choum enhan ; ha : Ra gemero unan all he garg.

(21) Red eo eta e teufe unan, a-douez ar re a zo bet ganeomp e-pad an holl amzer ma hen deuz bevet Jesus en hon touez, (22) adaleg badiziant Ian, beteg an deiz ma eo bet an Aotrou kemeret diganeomp, da veza test assambles ganeomp euz he resurrection.

(23) Neuze e prezantjont daou : Josef, hanvet Barsabas, lez-hanvet Just, ha Matthias. (24) Hag en eur bedi, e leverjont : Te, Aotrou, hag a anavez calonou an holl, diskouez deomp pehini euz an daou-man ec’h euz choazet ; (25) evit ma hen devezo lod er garg hag en abostolach hen deuz Judas dilezet evit mond d’al leac’h ma c’happarchant outhan. (26) Hag e tenjont d’ar sort ; hag ar sort a gwezaz var Matthias, hag he-man a oe lakeat, gant mouez an holl e renk an unnec abostol.


CHABISTR II.


PA oe arruet deiz ar Pentecost, e oant holl assambles er memeus leac’h. (2) Neuze e oe klevet a-greiz holl eun drouz euz an env henvel ouz eur bar-avel o c’hweza krenv, hag a gargaz an ti leac’h ma oant enhan. (3) Hag e veljont teodou, henvel ouz teodou tan, distag an eil diouz egile, pere a bozaz var bep hini anezhe. (4) Hag e oent holl leuniet euz ar Spered-Santel, hag e commansjont da gomz langachou estranjour, hervez ma lake ar Spered anezhe da gomz.

(5) Hogen, bez’ e oa neuze, en Jerusalem, Judevien, tud a zoujans Doue, euz an holl nationou a zo dindan an env. (6) Pa oe klevet eta an drouz-ze, eur foul vraz en em zastumaz eno, hag a oe souezet braz o veza ma kleve pep hini anezhe o komz he langach he-unan. (7) Hag e oant holl er meaz anezhe ho-unan, hag en admiration, hag e lavarent an eil d’egile : An dud-se a zo o komz, ha n’int-hi ket holl Galileed ? (8) Penaos eta e c’hoarvez ma klev pep hini ac’hanomp anezhe e langach ar vro ma’z omp ganet ? (9) Parthed, Meded, Elamited, hag ar re a choum er Mesopotami, er Jude, er C’hapadosi, er Pont hag en Azi, er Phryji, (10) er Pamphyli, en Ejypt, er c’harteriou euz al Libi a zo tost da Cyren, hag estranjourien euz a Rom, (11) Judevien ha Prozelited, Creted hag Arabed, ho c’hlevet a reomp o lavaret en hon langachou an oberou braz a Zoue. (12) Holl eta e oant souezet, ha na ouient petra da zonjal, o lavaret an eil d’egile : Petra a zinifi an dra-man ? (13) Mes re all, oc’h ober goab, a lavare : Leun int a win dous.

(14) Mes Per, ouz en em brezanti gant an unnec, a zavaz he vouez, hag a lavaraz dezhe : Tud Judevien, ha c’houi holl pere a zo o choum en Jerusalem, anavezit kement-man, ha selaouit gant evez va c’homzou : (15) Rag ar re-man n’int ket mezo, evel ma sonjit, rag n’ema c’hoas nemed an deirved heur euz an deiz. (16) Mes kement-man eo ar pez a zo bet lavaret araog dre ar profet Joel : (17) En deiziou diveza, eme Doue, e c’hoarvezo ma skullin euz va Spered var bep kig, ho mipien hag ho merc’hed a brofetizo ; ho tud yaouank a velo visionou, hag ho tud koz ho devezo huvreou. (18) Ia, en deiziou-ze e skullin euz va Spered var va zervicherien ha var va zervicherezed, hag e profetizint ; (19) hag e rin burzudou d’an neac’h en env, ha siniou d’an traon var an douar, goad, tan ha goabrennou moged ; (20) an heol a vezo troet e tevalijen, hag al loar en goad, abarz ma teui devez braz ha glorius an an Aotrou ; (21) hag e c’hoarvezo ma vezo salvet piou-benag a c’halvo hano an Aotrou.

(22) Tud a Israel, klevit ar c’homzou-man : Jesus a Nazaret, an den-ze da behini hen deuz Doue rentet testeni en ho touez dre an oberou a c’halloud, ar burzudou hag ar miraclou hen deuz great Doue dreizhan en ho touez, evel ma ouzoc’h hoc’h-unan ; (23) ar Jesus-se, livret dre ar volontez ferm a Zoue hag hervez he anaoudegez euz ar pez a dlie c’hoarvezout, croget hoc’h euz enhan, ha goude beza hen staget ouz ar groaz dre zaouarn an dud fall, hoc’h euz lakeat anezhan d’ar maro. (24) Mes Doue hen deuz resussitet anezhan, o veza torret liammou ar maro, rag ne oa ket possubl d’ar maro he zerc’hel. (25) Rag David a lavar divar he ben : Gwelet a rean bepred an Aotrou dirazoun, rag en tu deo d’in ema, evit na vezin ket diskaret. (26) Dre-ze eo en em rejouisset va c’halon, hag hen deuz va zeod diskouezet he joa, ha va c’hig ive a reposo en esperans ; (27) rag na lezi ket va ene e-touez ar re varo, ha na bermeti ket e teufe da Zant da velet ar vreinadurez. (28) Roet ec’h euz d’in da anaoud hent ar vuez ; va leunia a ri a joa dirag da faç.

(29) Tud breudeur, permetet eo d’in lavaret deoc’h gant frankiz divarben ar patriarch David, penaos ez eo maro, hag eo bet sebeliet, hag ema c’hoas hirio he vez en hon touez. (30) Mes o veza ma oa profet, hag o c’houzoud hen doa Doue prometet dezhan gant le e lakje ar C’hrist da c’henel euz he lignez hervez ar c’hig, evit hen lakaad da azeza var he dron ; (31) dre ma vele kement-se araog, e lavaraz divarben resurrection ar C’hrist, ne vije ket lezet he ene e-touez ar re varo, ha na velje ket he gig ar vreinadurez. (32) Doue hen deuz resussitet ar Jesus-se ; holl ez omp testou a gement-se. (33) Savet breman en tu deo da Zoue, hag o veza recevet digant an Tad ar bromessa euz ar Spered-Santel, hen deuz skulliet ar pez a velit hag a glevit breman. (34) Rag David n’eo ket pignet en env, mes hen he-unan a lavar : An Aotrou hen deuz lavaret d’am Aotrou : Azez a-zeo d’in, (35) ken am bezo lakeat da inimied da scabel dindan da dreid.

(36) Ra ouezo eta holl di Israel a-dra-zur, penaos hen deuz Doue great Aotrou ha Christ ar Jesus-se pehini hoc’h euz crucifiet.

(37) Pa glevjont kement-se e oent glac’haret en ho c’halonou, hag e leverjont da Ber ha d’an ebestel all : Tud breudeur, petra a raimp-ni ?

(38) Ha Per a lavaraz dezhe : En em gonvertissit, ha ra vezo badezet pep hini ac’hanoc’h en hano Jesus-Christ, evit remission he bec’hejou ; hag e recevot donezon ar Spered-Santel. (39) Rag ar bromessa a zo bet great deoc’h ha d’ho pugale, ha d’ar re holl a-ziabell, kement hag a vezo galvet gant an Aotrou hon Doue. (40) Ha dre galz a gomzou all e pede stard hag ec’h exhorte anezhe, en eur lavaret : En em zaveteit diouc’h ar wenn fall-ze.

(41) Ar re eta a recevaz he c’her a galon vad, a oe badezet ; hag en devez-se e oe lakeat var-dro tri mil ene e niver an diskibien.

(42) Hogen, kenderc’hel a rent e doctrin an ebestel, a-unan etrezhe, o terri ar bara assambles hag o pedi. (43) Hag e teuaz doujans d’an holl, ha kalz a vurzudou hag a viraclou a oa great gant an ebestel. (44) Hogen, ar re a grede a oa holl assambles er memeus leac’h, ha pep tra a oa commun etrezhe ; (45) gwerza a rent ho zraou hag ho madou, hag e tistribuent anezhe d’an holl, hervez an ezom hen doa pep hini. (46) Ha bemdez e oant aketus assambles en templ ; hag o terri ar bara en ho ziez, e kemerent ho boued gant levenez ha gant eünder a galon ; (47) o veuli Doue, hag o veza agreabl d’ar bobl holl ; hag an Aotrou a greske bemdez an Iliz gant tud hag a oa salvet.


CHABISTR III.


PER ha Ian a oa o sevel assambles d’an templ da heur ar beden, da lavaret eo, an naoved heur. (2) Ha bez’ e oa eun den kam abaoe ma oa ganet, hag a vije digasset, ha lakeat bemdez e-tal dor an templ, galvet an nor Gaer, da c’houlen an aluzen digant ar re a antree en templ. (3) Heman, pa velaz Per ha Ian o vond da antren en templ, a c’houlennaz an aluzen diganthe. (4) Mes Per, en eur sellet piz outhan, assambles gant Ian, a lavaraz dezhan : Sell ouzomp. (5) Hag hen a zelle gant evez outhe, oc’h esperout kaoud eun dra-benag diganthe. (6) Neuze Per a lavaraz dezhan : Me n’em euz nag arc’hant nag aour ; mes ar pez em euz, a roan d’id ; en hano Jesus a Nazaret, sav ha bale. (7) Hag o veza croget en he zorn deo, e savaz anezhan ; ha rag-tal pal he dreid hag he zaou-ufern a zeuaz da veza krenv ; (8) hag en eur ober eul lam, e savaz en he za, hag e valeaz, hag ez eaz en templ ganthe, en eur vale, en eur lampad hag en eur veuli Doue. (9) Hag ar bobl holl a velaz anezhan o vale hag o veuli Doue. (10) Hag ec’h anavezjont e oa hennes an hini a oa azezet ouz dor Gaer an templ o c’houlen an aluzen ; hag e oent souezet braz ha karget a admiration gant ar pez a oa c’hoarvezet ganthan.

(11) Hag o veza ma ne deue ket an den kam, a oa bet pareet, da guitaad Per ha Ian, ar bobl holl souezet braz a ziredaz d’ho c’havoud er porchet a c’halveur porchet Salomon.

(12) Mes Per, o velet kement-se, a lavaraz d’ar bobl : Tud a Israel, perag oc’h-hu souezet euz a gement-man ? pe perag ema ho taou-lagad batet varnomp-ni, evel pa vez dre hon galloud hon-unan, pe dre hor zantelez hor bije roet da heman ar bale ? (13) Doue Abraham, Isaac ha Jacob, Doue hon tadou hen deuz glorifiet he Vab Jesus, pehini hoc’h euz livret ha nac’het dirag Pilat, petra-benag ma hen doa he-man barnet ma tlie beza lezet da vond en he liberte. (14) Mes c’houi hoc’h euz nac’het ar Zant hag ar Just, hag hoc’h euz goulennet ma vije roet deoc’h eur muntrer ; (15) hag hoc’h euz lakeat d’ar maro Prins ar vuez, a zo bet resussitet gant Doue euz a-douez ar re varo : ni a zo testou euz a gement-se. (16) Dre ar feiz en he bano eo, hen deuz he hano krenveet an den-man a velit hag a anavezit ; hag ar feiz enhan eo, hen deuz roet d’an den-man ar iec’hed parfet-se dirazoc’h holl. (17) Ha breman, breudeur, gouzoud a ran penaos hoc’h euz great kement-se dre ignorans, kerkouls hag ho chefou. (18) Mes evel-se eo hen deuz Doue accomplisset ar pez hen doa lavaret dre c’henou he holl brofeted, e tlie ar C’hrist soufr. (19) Rag-se eta bezit keuz ha distroit, evit ma vezo effaset ho pec’hejou, evit ma teuio amzeriou a freskadurez a-berz an Aotrou, (20) ha ma tigasso deoc’h an hini a zo bet annonset deoc’h araog, ar C’hrist Jesus, (21) hag a dle beza digemeret en env beteg an amzeriou ma vezo retablisset an holl draou, euz a bere hen deuz komzet Doue dre c’henou he holl brofeted santel, abaoe pell amzer. (22) Rag Moises hen deuz lavaret d’hon tadou : An Aotrou ho Toue a zavo deoc’h, euz a-douez ho preudeur, eur profet eveld’oun ; selaouit anezhan e kement a lavaro deoc’h. (23) Ha piou-benag na zelaouo ket ar profet-se, a vezo distrujet a-grenn euz a-douez ar bobl. (24) An holl brofeted ho deuz komzet adaleg Samuel, hag ar re a zo deuet var he lerc’h, ho deuz annonset ive an deiziou-man. (25) C’houi a zo bugale ar brofeted, hag euz an allians hen deuz great Doue gant hon tadou, en eur lavaret da Abraham : An holl famillou euz an douar a vezo benniget en da lignezte. (26) Evidoc’h-hu da genta eo hen deuz Doue, o veza savet he Vab Jesus, hen digasset evit ho penniga, en eur denna pep hini achanoc’h euz he fallentez.


CHABISTR IV.


MES evel ma oa Per ha Ian o komz ouz ar bobl, ar veleien, cabiten an templ hag ar Sadduseed a zeuaz etrezeg enhe, (2) o veza gwall nec’het, abalamour ma teskent ar bobl, ha ma c’hannonsent resurrection ar re varo en Jesus. (3) Hag e crogjont enhe, hag ho zaoljont er prizon beteg an deiz varlerc’h, rag divezad e oa dija. (4) Mes kalz euz ar re ho doa klevet ar ger, a gredaz, hag an niver euz ar oazed a oe var-dro pemp mil.

(5) Mes an deiz varlerc’h, e c’hoarvezaz ma en em assamblaz en Jerusalem chefou ar bobl, ar re Ancien hag ar Scribed, (6) gant Anna, ar beleg-braz, Caïphas, Ian, Alexandr ha kement hini a oa euz a raç ar veleien ; (7) hag o veza lakeat an ebestel da zond en ho c’hreiz, e lavarjont dezhe : Dre be seurt galloud, hag en hano piou hoc’h euz-hu great kement-man ? (8) Neuze Per, leun euz ar Spered-Santel, a lavaraz dezhe : Renerien ar bobl, ha re Ancien a Israel, (9) pa c’houlenner rezon diganeomp hirio evit beza great vad da eun den mac’hagnet, ha ma c’houlenner gant piou ez eo bet pareet ; (10) gouezit eta, c’houi holl, hag holl bobl Israel, penaos eo dre hano Jesus-Christ a Nazaret, pehini hoc’h euz crucifiet, hag a zo bet savet gant Doue a-douez ar re varo ; dre hennes eo en em ziskouez an den-man iac’h dirazoc’h. (11) Ar Jesus-se eo ar mean hoc’h euz taolet kuit, pa edoc’h o vatissa, hag a zo deuet da veza ar mean kenta euz ar c’horn. (12) Ha n’euz ket a zilvidigez en hini all e-bed ; rag n’euz hano all e-bed dindan an env a vez bet roet d’an dud, dre behini ec’h haljemp beza salvet.

(13) Pa veljont hardiegez Per ha Ian, hag o c’houzoud e oant tud heb diskamant, tud a-douez ar bobl, e oant souezet, hag ec’h anavezent e oa bet ar re-ze gant Jesus. (14) Hag o velet eno, assambles ganthe, an den a oa bet pareet, ne gavent netra da lavaret a-enep. (15) Neuze, goude beza gourc’hemenet dezhe mond er meaz euz al Lez-varn, e cuzuljont etrezhe, (16) en eur lavaret : Petra a raimp-ni d’an dud-ze ? rag an holl en Jerusalem a anavez mad, ho deuz great eur miracl en gwirionez, ha ne hellomp ket hen nac’h, (17) Mes evit na vezo ket an dra-ze brudet pelloc’h e-touez ar bobl, difennomp outhe, ouz ho gourdrouz stard, komz mui da zen e-bed en hano-ze. (18) Hag o veza galvet anezhe, e tifenjont stard outhe komz, na kelen e doare e-bed en hano Jesus. (19) Mes Per ha Ian a respontaz dezhe : Barnit hoc’h unan mar d’eo just dirag Doue, senti ouzoc’h kentoc’h eged ouz Doue ? (20) Rag evidomp-ni, na hellomp ket miret da gomz euz an traou hon euz gwelet ha klevet. (21) Goude beza ho gourdrouzet stard, e laoskjont eta anezhe da vond kuit, dre na gavent tu e-bed d’ho funissa, abalamour d’ar bobl ; rag an holl a c’hlorifie Doue euz ar pez a oa erruet. (22) Rag an den a oa bet pareet dre ar miracl-ze, hen doa tremen daou-ugent vloaz.

(23) Goude ma oent bet leusket, e teujont etrezeg ho breudeur, hag e tisclerjont dezhe kement a oa bet lavaret dezhe gant prinsed ar veleien hag ar re Ancien. (24) Ar re-man, pa glevjont kement-se, a zavaz ho mouez assambles etrezeg Doue, hag a lavaraz : Aotrou, te eo an Doue hen deuz great an env, an douar, hag ar mor, hag an holl draou a zo enhe ; (25) hag ec’h euz lavaret dre c’henou David da zervicher : Perag ema an nationou drouk-contant, ha perag ho deuz ar boblou lakeat en ho fen sonjezonou ven ? (26) Rouane an douar a zo en em zavet, hag ar brinsed a zo en em dastumet assambles a-enep an Aotrou, hag a-enep he Grist. (27) Rag Herodes ha Pons-Pilat, gant ar Jentiled hag ar bobl a Israel, a zo en em assamblet a-enep da Vab santel Jesus, pehini ec’h euz eoliet, (28) evit ober kement tra ho doa da zorn ha da volontez decidet a vije great. (29) Ha breman, Aotrou, sell ouz ho gourdrouzou, ha gra ma teui da zervicherien da annons da c’her gant peb hardiegez ; (30) en eur astenn da zorn, evit ma vezo pareet ar re glanv, ha great miraclou ha burzudou dre hano da Vab santel Jesus.

(31) Pa ho doe pedet, al leac’h en pehini e oant assambles a grenaz ; hag e oent holl leuniet euz ar Spered-Santel, hag ec’h annonsent Ger Doue gant hardiegez.

(32) Hogen, an niver braz euz ar re ho doa credet ne oant holl nemed eur galon hag eun ene ; hag hini anezhe na lavare e oa dezban tam e-bed euz ar madou hen doa ; mes pep tra a oa commun etrezhe. (33) Hag an ebestel a roe testeni, gant kalz a nerz, euz a resurrection an Aotrou Jesus ; ha bez’ e oa eur c’hras vraz varnezhe holl. (34) Rag ne oa den ezomec e-bed en ho zouez ; rag kement hini hen doa douarou pe tiez, a verze anezhe, hag a zigasse ar priz euz ar pez hen doa gwerzet. (35) Lakaad a reant an arc’hant e c’harz treid an ebestel ; hag e vije lodennet da bep hini diouz an ezom hen doa.

(36) Evel-se Joses, les-hanvet Barnabas gant an ebestel, da lavaret eo, mab a gonsolation, eul Levit, ginnidic euz a Cipra, (37) hag hen doa eur park, a verzaz anezhan, hag a zigassaz an arc’hant, hag hen lekeaz e c’harz treid an ebestel.


CHABISTR V.


HOGEN, eun den, hanvet Ananias, gant he vreg Saphira, a verzaz douarou ; (2) hag a viraz lod euz ar priz, a-unan gant he vreg, hag e tigassaz ar rest, hag hen lekeaz e c’harz treid an ebestel. (3) Mes Per a lavaraz dezhan : Ananias, perag hen deuz Satan leuniet da galon, ken ec’h euz lavaret gaou d’ar Spered-Santel, ha miret eul loden euz priz an douar ? (4) Ma’z pije miret anezhan, daoust ha ne oa ket d’id ? ha pa ez poa hen gwerzet, daoust hag ar priz ne oa ket en da c’halloud ? Penaos ec’h euz-te sonjet en da galon ober ar pez ec’h euz great ? N’e ket d’an dud ec’h euz lavaret gaou, mes da Zoue. (5) Ananias, o veza klevet ar c’homzou-ze, a gwezaz, hag a varvaz kerkent ; kement-se a reaz eur spount vraz d’ar re holl a glevaz komz euz a gement-man. (6) Hag an dud yaouank a zavaz, hag o veza kemeret anezhan ha kasset anezhan ganthe, hen lakjont en douar.

(7) Var-dro teir heur goude, he vreg, hep gouzoud ar pez a oa c’hoarvezet, a antreaz. (8) Ha Per, o komz, a lavaraz dezhi : Lavar d’in, kement ha kement eo hoc’h euz-hu gwerzet an douar ? Hag hi a lavaraz : Ia, kement-se eo. (9) Neuze Per a lavaraz dezhi : Perag oc’h-hu en em glevet etrezoc’h evit tenti Spered an Aotrou ? Setu e-tal an nor ar re ho deuz lakeat da bried en douar, ha te ive a gassint ganthe. (10) Ha rag-tal e kwezaz d’he dreid, hag e varvaz. Hag an dud yaouank, o veza antreet, he c’havaz maro, hag o veza he douget er meaz, e lakjont anezhi en douar e-kichen he fried. (11) Kement-ze a lakeaz eur spount vraz var an Iliz holl, ha var gement hini a glevaz kement-se.

(12) Hogen kalz a viraclou hag a vurzudou a oe great, dre zaouarn an ebestel, e-touez ar bobl ; hag e oant holl a-unan e porched Salomon. (13) Hag hini euz ar re-all na grede en em lakaad assambles ganthe, mes ar bobl a veule kalz anezhe. (14) Ouz-pen-ze, eun niver braz a oazed hag a verc’hed, euz ar re a grede en Aotrou, a oe lakeat a-gresk en Iliz ; (15) en hevelep doare ma vije douget ar re glanv er ruiou, ha ma vijent lakeat var gweleou ha var golc’hejou, evit pa dremenje Per, ma teuje da vihana he skeud da c’holo unan-benag anezhe. (16) Dond a rea ive da Jerusalem eur bobl vraz euz ar c’heariou divar-dro ; hag e tigassent an dud klanv, hag ar re a oa tourmantet gant sperejou impur, hag e oant holl pareet.

(17) Neuze,ar beleg-braz hag ar re holl a oa ganthan, da lavaret eo, sect ar Saduseed, a zavaz, leun a jalouzi. (18) Hag o cregi en ebestel, e lekejont anezhe er prizon public. (19) Mes eun eal a-berz an Aotrou a zigoraz, e-pad an noz, dorojou ar prizon, ho lakeaz er meaz, hag a lavaraz dezhe : (20) It, hag o choum ebarz an templ, prezegit d’ar bobl an holl gomzou euz ar vuez-man. (21) O veza klevet kement-se, ec’h antrejont, da c’houlou-deiz, ebarz an templ, hag eno e kelennent. Mes ar beleg-braz hag ar re a oa ganthan o veza deuet, e c’halvjont assambles ar Sanhedrin hag holl Conseil ar re Ancien euz a vugale Israel ; hag e kasjont tud d’ar prizon da gerc’hat an ebestel. (22) Mes pa zeuaz ar serjanted, n’ho c’havjont ket er prizon ; distrei a rejont eta, hag e tisclerjont kement-se, (23) en eur lavaret : Kavet hon euz ar prizon serret mad hag ar gwarded dirag an norojou en ho za ; mes pa hon euz digoret, n’hon euz kavet den ebarz.

(24) Pa ho doe ar beleg-braz, cabiten an templ, ha prinsed ar veleien, klevet kement-se, ne ouient petra da zonjal divarben an ebestel, na petra a c’hoarvezje var gement-se. (25) Mes unan-benag a zeuaz, hag a lavaraz dezhe : An dud-se ho poa lakeat er prizon, setu emaint en templ, o kelen ar bobl. (26) Neuze ar c’habiten a ieaz gant ar serjanted, hag a zigassaz anezhe hep ho forci re-holl ; rag aoun ho doa rag beza meinet gant ar bobl. (27) Pa ho doe ho digasset, e lekejont anezhe dirag ar Sanhedrin. Hag ar beleg-braz a c’houlennaz diganthe evel-hen : (28) Ha n’hon euz-ni ket difennet stard ouzoc’h prezeg en hano-ze ? Ha setu hoc’h euz leuniet Jerusalem gant ho toctrin, hag e fell deoc’h lakaad goad an den-ze da gweza varnomp.

(29) Mes Per hag an ebestel all a respontaz : Red eo senti ouz Doue kentoc’h eged ouz an dud. (30) Doue hon tadou hen deuz resussitet Jesus, pehini hoc’h euz lakeat d’ar maro, en eur staga anezhan ouz ar groaz. (31) Doue hen deuz savet anezhan en tu-deo dezhan, evel ar Prins hag ar Zalver, evit rei da Israel ar gonversion hag ar remission euz ar pec’hejou. (32) Ha ni a zo testou dezhan euz an traou-man, kerkoulz hag ar Spered-Santel, pehini a zo bet roet gant Doue d’ar re a zent outhan.

(33) O klevet kement-se, e skrignent ho dent, hag en em guzulent evit ho lakaad d’ar maro. (34) Mes eur Farizian, hanvet Gamaliel, eun doctor euz al lezen, henoret gant an holl bobl, a zavaz er Sanhedrin, hag a c’hourc’hemenaz lakaad an ebestel er meaz, evit eur pennadic. (35) Hag e lavaraz dezhe : Tud a Israel, likit evez mad petra hoc’h euz da ober e-kenver an dud-ze. (36) Rag, n’euz ket pell e savaz Theudas, en eur lavaret e oa eun dra-benag ; var-dro pevar-c’hant den en em lakeaz a-du ganthan ; mes hennes a oe lazet, hag ar re holl ho doa credet anezhan a oe dispartiet ha kasset da netra. (37) Goude hennes, en amzer ma oat o sevel an niver euz ar bobl, e savaz Judas, ar C’halilead, pehini a dennaz kalz a bobl var he lerc’h ; mes he-man ive a oe lazet, hag ar re holl ho doa credet anezhan a oe dispartiet. (38) Breman eta e lavaran deoc’h : Ne glaskit ken affer ouz an dud-se, mes laoskit anezhe da vale ; rag mar d’eo euz an dud e teu ar pez a glaskont, pe ar pez a reont, kasset e vezo da netra ; (39) mes mar deu kement-se euz a Zoue, na hellit ket hen diskar ; ha diwallit ne vez kavet e vec’h bet oc’h ober brezel da Zoue.

(40) Hag e oent euz he ali, ha goude beza galvet an ebestel, ha beza lakeat ho skourjeza, e tifenjont outhe komz en hano Jesus ; hag e loaskjont anezhe. (41) Ar re-man eta a ieaz kuit a-zirag ar Sanhedrin, leun a joa abalamour ma oant bet kavet dign da zoufr dismegans evit an hano a Jesus. (42) Ha na ehanent ket bemdez da gelen ha da brezeg Jesus-Christ, ebarz an templ hag euz an eil ti d’egile.


CHABISTR VI.


EN amzer-ze, evel ma creske an niver euz an diskibien, e savaz trouz e-touez ar Greked a-enep an Hebreed, abalamour ma tremenet heb rei gant aked ho lod d’ho intanvezed er pe a vije distribuet bemdez. (2) Rag-se an daouzec abostol a c’halvaz assambles ar foul euz an diskibien, hag a lavaraz dezhe : N’e ket deread deomp leuskel a-gostez ger Doue, evit servicha ouz an taoliou. (3) Choazit eta, breudeur, seiz den en ho touez, tud a vrud-vad, leun euz ar Spered-Santel hag a furnez, evit ma lakaimp anezhe er garg-se. (4) Evidomp-ni a gendalc’ho d’en em rei d’ar beden ha da zervich ar ger.

(5) Ar c’homzou-ze a blijaz d’an holl assamble ; hag e choazjont Stefan, den leun a feiz hag euz ar Spered-Santel, ha Philip, ha Procor, ha Nicanor, ha Timon, ha Parmenas ha Nicolas, eur prozelit euz a Antiokia ; (6) hag ho frezantjont d’an ebestel, pere, goude beza pedet, a astennaz varnezhe ho daouarn.

(7) Ha ger Doue a rede, hag an niver euz an diskibien a greske kalz en Jerusalem. Hag eun niver braz euz ar veleien a zente ouz ar feiz.

(8) Hogen, Stefan, leun a feiz. hag a nerz, a rea burzudou ha miraclou braz e-touez ar bobl. (9) Mes darn euz ar sinagog a hanver sinagog an dud liberet, hag euz a hini ar Cyreneed hag an Alezandrined, ha tud euz a Cilicia ha bro an Azi, a zavaz da zisput a-enep Stefan. (10) Ha na hellent ket herzel ouz ar furnez hag ar Spered dre behini e komze. (11) Neuze e c’hounezjont tud da lavaret : Ni hon euz klevet anezhan o lavaret gwall-gomzou a-enep Moises hag a-enep Doue. (12) Lakaad a rejont eta ar bobl, hag ar re Ancien, hag ar Scribed da zevel ; hag oc’h en em deurel varnezhan, e crogjont enhan, hag e kasjont anezhan ganthe d’ar Sanhedrin ; (13) hag e lekejont testou faoz, pere a lavare : An den-man na baouez da lavaret komzou a vlasphem a-enep al leac’h santel-man hag a-enep al lezen. (14) Rag klevet hon euz anezhan o lavaret penaos Jesus, an Nazaread-se, a zistrujo al leac’h-man, hag a chencho an ordrenansou roet deomp gant Moises. (15) Hag evel m’ho doa ar re holl a oa azezet er Sanhedrin ho daoulagad batet varnezhan, e veljont he visach henvel ouz bisach eun eal.


CHABISTR VII.


NEUZE ar beleg-braz a lavaraz da Stefan : Hag evel-se eo ema an traou-ze ?

(2) Ha Stefan a lavaraz : Tud breudeur ha tadou, selaouit. An Doue a c’hloar en em ziskouezaz d’hon tad Abraham, pa edo er Mezopotami, araog ma teuaz da choum en Carran ; (3) hag e lavaraz dezhan : Kea er meaz euz da vro hag euz da gerentiach, ha deuz d’ar vro a ziskouezin d’id. (4) Neuze e sortiaz euz a vro ar C’haldeed, hag e teuaz da choum en Carran. Ac’hane, goude ma oe maro he dad, Doue a reaz dezhan dond d’ar vro-man en pehini e choumit breman, (5) ha ne roaz dezhan heritach e-bed enhi, nann zo-ken eun troatad douar ; mes prometi a reaz rei dezhan ar vro-ze, ha d’he lignez var he lerc’h, petra-benag n’hen doa bugel e-bed. (6) Ha Doue a gomzaz evel-hen : Da lignez a ielo da choum en eur vro estranjour, e-pad pevar c’hant vloaz ; hag e vezo rentet en esclavach, ha gwall-dretet. (7) Mes me, eme an Aotrou, a varno ar bobl dindan behini e vezint bet esclaved, ha goude-ze e teuint er meaz, hag e servichint ac’hanoun el leac’h-man. (8) Neuze e roaz dezhan an allians euz ar circoncision ; hag evel-se hen doe Abraham eur mab, Isaac, hag e circoncisaz anezhan an eizved devez, hag Isaac hen doe Jacob, ha Jacob an daouzec patriarch. (9) Hag ar patriarched, dre anvi ouz Josef a verzaz anezhan evit mond d’an Ejypt ; mes Doue a oe ganthan. (10) Hen delivra a reaz euz he holl afflictionou, hag e roaz dezhan gras ha furnez dirag Pharaon, roue an Ejypt, pehini hen lekeaz da c’houarner var an Ejypt ha var he di holl. (11) Neuze e c’hoarvezaz eur gernez vraz en holl vro an Ejypt, hag en Canaan, hag eur vizer vraz, en hevelep doare ne gave ket hon tadou a vevans. (12) Mes Jacob, o veza klevet e oa ed en Ejypt, a gassaz di hon tadou, eur vech kenta. (13) Ha d’an eil gwech, e oe anavezet Josef gant he vreudeur, ha Pharaon a zeuaz da anaoud famil Josef. (14) Neuze Josef a lakaz kerc’hat Jacob he dad, hag he holl gerent, a oa anezhe pemzec den ha tri-ugent. (15) Jacob eta a ziskennaz en Ejrpt, hag e varvaz eno, hag hon tadou ive, (16) hag e oent digasset da Sichem, ha lakeat er bez a oa bet prenet gant Abraham, a briz arc’hant, digant mipien Hemor, tad Sichem. (17) Mes, evel ma tostae an amzer euz ar bromessa, hen doa great Doue gant le da Abraham, ar bobl a greskaz hag a zavaz stank en Ejypt, (18) bete ma teuaz en Ejypt eur roue all, ha n’hen doa ket anavezet Josef. (19) Ar roue-ze, o c’hoari dre finessa a-enep hon tud, a walldretaz hon tadou, beteg ober dezhe teurel er meaz ho bugale vihan, evit harz ne vijent dalc’het en buez. (20) En amzer-ze eo e c’hanaz Moises, a oa eur bugel kaer meurbed dirag Doue hag a oe maget e-pad tri miz en ti he dad. (21) Goude-ze, pa oe bet dilezet, merc’h Pharaon a gemeraz anezhan, hag a reaz hen sevel evel he mab he-unan. (22) Ha Moises a oe desket en holl skianchou an Ejyptianed ; hag e oa galloudec e komzou hag en oberou. (23) Mes, pa oe deuet d’an oad a zaou-ugent vloaz, e teuaz en he galon mond da velet he vreudeur, bugale Israel. (24) Hag o velet gwall-dreti unan anezhe heb rezon, e tifennaz anezhan, hag e venjaz an hini a oa gwasket, en eur laza an Ejyptian. (25) Hogen, credi a rea e teuje he vreudeur da gompren e tigasse Doue dezhe an delivrans dre he zorn ; mes ne gomprenjont ket kement-se. (26) An deiz var-lerc’h, en em ziskouezaz dezhe pa oant oc’h en em ganna, hag ec’h aliaz anezhe da veva en peoc’h, en eur lavaret : Tud, breudeur oc’h ; perag en em wall-dretit an eil egile ? (27) Mes an hini a wall-drete he nessa, a voutaz anezhan, en eur lavaret : Piou hen deuz lakeat ac’hanoud da vestr ha da varner varnomp-ni ? (28) Ha c’hoant ec’h euz d’am laza, evel ma c’heuz lazet deac’h an Ejyptian ? (29) Var ar gomz-ze, Moises a dec’haz kuit, hag a choumaz evel estranjour en douar Madian, hag eno hen doe daou vab. (30) Daou-ugent vloaz goude-ze, eal an Aotrou en em ziskouezaz dezhan en dezert menez Sina, e-kreiz ar flammou-tan euz eur voden spern o tevi. (31) Pa velaz Moises kement-man, e oe souezet gant ar pez a vele ; hag evel ma tostae evit he c’honsideri, mouez an Aotrou a gomzaz outhan, en eur lavaret : (32) Me eo Doue da dadou, Doue Abraham, Doue Isaac, ha Doue Jacob. Ha Moises a grene, ha na grede ket sellet. (33) Neuze an Aotrou a lavaraz dezhan : Tenn da voutou euz da dreid ; rag al leac’h e pehini emoud a zo douar santel. (34) Gwelet ha consideret em euz affliction va fobl a zo en Ejypt, hag em euz klevet ho c’hlemmou, hag ez oun diskennet evit ho delivra. Deuz eta breman, hag e kassin ac’hanoud en Ejypt. (35) Ar Moises-ze pehini ho doa taolet kuit diouthe, en eur lavaret : Piou hen deuz da lakeat da vestr ha da varner ? hennes eo a oe kasset gant Doue da rener ha da liberatour, dre zorn an eal a oa en emziskouezet dezhan er voden-spern. (36) Hennes eo an hini ho zennaz er meaz, en eur ober burzudou ha miraclou en douar an Ejypt, er mor Ruz, hag en dezert, e-pad daou-ugent vloaz. (37) Ar Moises-ze eo an hini a lavaraz da vugale Israel : An Aotrou ho Toue a zavo deoc’h eur profet euz a-douez ho preudeur, henvel ouzin ; selaouit anezhan. (38) Hennes eo an hini, pa oa assamblet ar bobl en dezert, a oa o komz gant an eal var menez Sina, ha gant hon tadou, hag a recevaz komzou a vuez evit ho rei deomp. (39) Hon tadou ne fellaz ket dezhe senti outhan, mes hen teurel a rejont diouthe, hag e tistrojont en ho c’halon d’an Ejypt, (40) en eur lavaret da Aaron : Gra deomp doueou hag a gerzo en hon raog ; rag evit ar Moises-ze pehini hen deuz hon tennet euz a zouar an Ejypt, na ouzomp ket petra eo deuet da veza. (41) Hag e rejont eul leue en deiziou-ze, hag ec’h offrjont sacrifisou d’an idol, hag e oent karget a joa euz al labouriou great gant ho daouarn ho-unan. (42) Mes Doue a droaz divarnezhe, hag ho lezaz da zervicha arme an env, evel ma’z eo scrivet e levr ar brofeted : O ti Israel, ha d’in-me eo hoc’h euz offret loened lazet ha sacrifisou e-pad daou-ugent vloaz en dezert ? (43) Douget hoc’h euz tanten Moloch, ha stereden ho toue Remphan, poltrejou hag hoc’h euz great evit ho adori ; evit se e kassin ac’hanoc’h en tu all da Vabylon. (44) Tanten an desteni a zo bet gant hon tadou en dezert, evel m’hen doa gourc’hemenet an hini hen doa lavaret da Voises hen ober hervez ar model hen doa gwelet. (45) Hag hon tadou, o veza he recevet, a zougaz anezhan, renet gant Josue, er vro a oa d’an nationou a oe chasseet gant Doue dirag hon tadou, bete deiziou David, (46) pehini a gavaz gras dirag Doue, hag a c’houlennaz diganthan ma c’helje sevel eun ti da Zoue Jacob. (47) Mes Salomon eo a zavaz eun templ dezhan. (48) Koulskoude an Doue Holl-C’halloudec na choum ket en templou great gant daouarn an dud, evel ma lavar ar profet : (49) An env eo va zron, hag an douar scabel va zreid. Pe seurt ti a zavfot d’in-me, eme an Aotrou, hag en pe leac’h e vezo ar plas ma reposin ? (50) Daoust ha n’eo ket va dorn hen deuz great an holl draou-ze ? (51) Tud a c’houzoug reut, dicirconcis a galon hag a ziou-skouarn, stourm a rit bepred ouz ar Spered-Santel ; henvel oc’h ive ouz ho tadou. (52) Piou eo ar profet ha n’eo ket bet persecutet gant ho tadou ? Lazet ho deuz ar re ho doa annonset donedigez ar Just-se, pehini a zo bet livret breman ganeoc’h, hag euz a behini ez oc’h bet ar vuntrerien ; (53) c’houi pere hoc’h euz recevet al lezen dre zaouarn an elez, ha n’hoc’h euz ket miret anezhi....

(54) O klevet ar c’homzou-ze, e oent transportet gant an arach en ho c’halon, hag e skrignent ho dent ouz Stefan. (55) Mes he-man, leun euz ar Spered-Santel, hag o sellet stard var-zu an env, a velaz gloar Doue, ha Jesus en he za en tu deo da Zoue ; (56) hag e lavaraz : Setu, e velan an envou digor, ha Mab an den en he za en tu deo da Zoue. (57) Neuze a crijont a-bouez pen, hag e stouvjont ho diou-skouarn, hag en em daoljont holl assambles varnezhan ; (58) hag o skleja anezhan er meaz a gear, hen lazjont a daoliou mein. Hag an testou a lekeaz ho dillad e c’harz treid eun den yaouank hanvet Saul. (59) Hag e-pad ma oant o veina Stefan, hen a bede hag a lavare : Aotrou Jesus, receo va spered. (60) Hag o veza en em lakeat var he zaoulin, e criaz gant eur vouez krenv : Aotrou, na laka ket ar pec’hed-man varnezhe. Ha pa hen doe lavaret kement-se, e choumaz kousket.


CHABISTR VIII.


HOGEN, Saul hen doa consantet d’he varo. Hag an deiz-ze e c’hoarvezaz eur bersecution vraz a-enep Iliz Jerusalem ; hag e oent holl disperset, nemed an ebestel, dre vroiou ar Jude hag ar Samari.

(2) Ha tud a zoujans Doue a sebeliaz Stefan, hag a reaz eur c’haon braz dezhan. (3) Ha Saul a wall-gasse an Iliz, oc’h antren en tiez ; hag o treina dre fors ar oazed hag ar gragez, e stlape anezhe er prizon.

(4) Ar re a oa bet disperset, a iea eta euz an eil plas d’egile, an eur annons ar c’helou mad euz ar Ger.

(5) Hogen, Philip o veza diskennet en eur gear euz ar Samari, a brezegaz eno ar C’hrist.

(6) Hag ar bobl, holl a-unan, a rea evez ouz an traou a lavare Philip, o klevet, hag o velet ar burzudou a rea. (7) Rag ar sperejou ïmpur a ïea, en eur grial krenv, er meaz euz a veur a hini hag a oa dalc’het ganthe ; ha kalz a dud paralitic hag a re gam a oe iac’heet. (8) Kement-man a lakeaz eur joa vraz er gear-ze. (9) Hogen, beza e oa diagent, er gear-ze, eun den hanvet Simon, oc’h ober sorserach, hag a douelle ar bobl euz a Samari, o klask tremen evit eur personach braz.

(10) An holl a oa douget dezhan, braz ha bihan ; hag e lavarent : He-man eo ar galloud braz a Zoue. (11) Hag e oent troet en tu ganthan, dre m’hen doa abaoe pell amzer estonet anezhe gant he zorserez. (12) Mes, pa ho doe credet da Philip, pehini a brezege ar c’helou mad euz ar pez a zell rouantelez Doue hag hano Jesus-Christ, e oent badezet, goazed ha merc’hed. (13) Ha Simon he-unan a gredaz ive, ha goude ma oa bet badezet, ne bellae ken diouz Philip ; hag o velet ar miraclou hag ar burzudou braz a vije great, e oa souezet meurbed.

(14) Koulskoude, an ebestel a oa en Jerusalem, o veza klevet hen doa recevet ar Samari ger Doue, a gassaz di Per ha Ian, (15) pere, o veza deuet, a bedaz evithe, evit ma recevjent ar Spered-Santel. (16) Rag ne oa ket c’hoas diskennet var hini anezhe ; mes badezet hep-ken e oant bet en hano an Aotrou Jesus. (17) Neuze an ebestel a astennaz ho daouarn varnezhe, hag e recevjont ar Spered-Santel.

(18) Mes Simon, o velet e oa roet ar Spered-Santel dre an ebestel oc’h asten ho daouarn var an dud, a ginnigaz arc’bant dezhe, en eur lavaret : (19) Roit d’in-me ive ar galloud-ze, evit ma teui kement hini a astennin va daouarn varnezhan da receo ar Spered-Santel. (20) Mes Per a lavaraz dezhan : Ra berisso da arc’hant assambles ganez, pa c’heuz credet ec’h heller prena donezon Doue gant arc’hant. (21) N’ec’h euz na perz na loden e-bed en affer-man ; rag da galon n’e ket eün dirag Doue. (22) Bez keuz eta euz da fallagriez, ha ped Doue, evit ma vezo pardonet d’id, mar d’eo possubl, ar sonjezon-ze euz da galon. (23) Rag gwelet a ran ez oud en eur vestl c’houero meurbed hag en liammou ar fallagriez. (24) Mes Simon a respontaz hag a lavaraz : Pedit c’houi an Aotrou evidoun, evit na c’hoarvezo netra ganen euz ar pez hoc’h euz lavaret.

(25) Goude beza eta roet testeni hag annonset ger an Aotrou, e tistrojont da Jerusalem, hag e prezegjont an Aviel en kalz euz a vourkou ar Samaritaned.

(26) Hogen eun eal euz an Aotrou a gomzaz ouz Philip, hag a lavaraz dezhan : Sav, ha kea var-zu ar c’hreisteiz, var an hent dezert a zisken euz a Jerusalem da Gaza. (27) Hen a zavaz, hag en em lekeaz en hent. Ha setu, eun den euz an Ethiopi, eun eunuk, ministr braz a Gandas, rouanez an Ethiopi, lakeat da c’houarn he zenzoriou holl, hag a oa deuet da Jerusalem evit adori, (28) a oa o tistrei d’ar gear, azezet var he garros, o lenn ar profet Izaias. (29) Neuze ar Spered a lavaraz da Philip : Tosta, ha kea beteg ar c’harros-se. (30) Ha Philip a ziredaz, hag a glevaz anezhan o lenn ar profet Izaias ; hag e lavaraz dezhan : Hag intent a rez-te mad ar pez a lennez ? (31) He-man a respontaz dezhan : Ha penaos ec’h hellfen-me intent, ma ne deu unan-benag d’am c’helen ? Hag e pedaz Philip da zevel, ha da azeza en he gichen. (32) Hogen, ar pennad e oa o lenn euz ar Scritur, a oa he-man : Evel eun danvad eo bet kasset d’ar gigerez ; hag evel eun oan mud dirag an hini a dle hen touza, n’hen deuz ket digoret he c’henou. (33) He gondaonation a zo bet savet divarnezhan en he izelder. Mes piou a hello counta an deveziou euz he vuez ? Rag he vuez a zo bet lammet divar an douar. (34) Neuze an eunuk, o komz, a lavaraz da Philip : Me az ped, divarben piou e lavar ar profet an dra-ze ? Euz anezhan he-unan, pe euz a eun all-benag ? (35) Neuze Philip, o komz outhan, hag o commans dre ar c’homzou-ze euz ar Scritur, a brezegaz dezhan Aviel Jesus.

(36) Hag evel ma’z eent gant ho hent, ec’h arrujont e leac’h ma oa dour ; hag an eunuk a lavaraz : Setu aman dour, petra a vir na ven badezet ? (37) Ha Philip a lavaraz dezhan : Mar credez a-greiz da galon, permetet eo d’id. Hag hen o respont, a lavaraz : Credi a ran ez eo Jesus-Christ Mab Doue. (38) Hag e c’hourc’hemenaz arreti ar c’harros ; hag e tiskenjont ho daou en dour, Philip hag an eunuk ; ha Philip a vadezaz anezhan. (39) Mes pa oent deuet er meaz euz an dour, Spered an Aotrou a zavaz Philip ac’hane, hag an eunuk n’hen gwelaz ken, ha mond a reaz en he hent laouen braz ; (40) mes Philip en em gavaz en Azot ; hag en eur dremen, e prezege an aviel en holl geariou, bete ma teuaz da Cezare.


CHABISTR XI.


KOULSKOUDE Saul, ar gourdrouz hag ar vuntrerez o vervi bepred enhan a-enep diskibien an Aotrou, a ieaz da gavoud ar beleg-braz, (2) hag a c’houlennaz diganthan lizerou evit sinagogou Damas, evit gallout, mar kavje tud euz ar greden-ze, goazed pe verc’hed, ho digas stag da Jerusalem. (3) Ha pa oa en hent, ha ma tostae da Zamas, en eun taol, eur sclerijen euz an env a lugernaz en-dro dezhan. (4) Hag o veza kwezet d’an douar, e klevaz eur vouez hag a lavare dezhan : Saul, Saul, perag e persecutez-te ac’hanoun ? (5) Hag hen a respontaz : Piou oud-de, Aotrou ? Hag an Aotrou a lavaraz : Me eo Jesus emoud o persecuti ; kaled e vez d’id stourm ouz ar broudou. (6) Neuze, spountet-holl hag en eur grena, e lavaraz : Aotrou, petra a fell d’id a rafen ? Hag an Aotrou a lavaraz dezhan : Sav, ha kea en kear hag eno e vezo lavaret d’id petra a zo red d’id da ober. (7) Hogen, an dud a oa o vond assambles ganthan a choumaz en ho za mut gant ar souez, o klevet mad ar vouez, mes hep gwelet den. (8) Ha Saul a zavaz divar an douar, hag o veza digoret he zaou-lagad, ne vele den ; int a renaz eta anezhan dre he zorn, hag a gassaz anezhan da Zamas. (9) Hag e oe tri devez hep gwelet, hag hep debri nag eva.

(10) Hogen bez’ e oa en Damas eun diskibl, hanvet Ananias. An Aotrou a lavaraz dezhan en eur vizion : Ananias ! Hag hen a respontaz : Setu me aman, Aotrou. (11) Hag an Aotrou a lavaraz dezhan : Sav, ha kea er ru a hanver ar ru Eün, ha goulen en ti Judas eun den hanvet Saul, euz a Dars ; rag setu ema o pedi. (12) Gwelet hen deuz en eur vizion eun den hanvet Ananias oc’h antren, hag hen deuz astennet he zaouam varnezhan, evit ma kavo ar gwelet. (13) Mes Ananias a respontaz : Aotrou, klevet em euz gant meur a hini divarben an den-ze, pegement a zroug hen deuz great d’az Sent en Jerusalem. (14) Ha bez’ hen deuz aman ar galloud, euz a-berz prinsed ar veleien, da eren ar re holl a c’halv da hano. (15) Mes an Aotrou a lavaraz dezhan : Kea ; rag an den-ze a zo eun instrumant em euz choazet, evit dougen va hano dirag ar Jentiled, dirag ar rouane ha dirag bugale Israel ; (16) ha me a ziskouezo dezhan pegement e rank souffr evit va hano.

(17) Ananias eta a ieaz kuit, hag o veza antreet en ti, ec’h astennaz he zaouarn varnezhan, en eur lavaret : Saul, va breur, an Aotrou Jesus, pehini a zo en em ziskouezet d’id en hent dre behini e oaz o tond, hen deuz va digasset evit ma kavi ar gwelet, ha ma vezi leuniet euz ar Spered-Santel. (18) Ha kerkent e kwezaz euz he zaou-lagad evel skant, ha rag-tal, e kavaz ar gwelet ; ha neuze e savaz, hag e oe badezet.

(19) Hag o veza kemeret boued, e teuaz nerz dezban. Ha Saul a choumaz eun neubeud deiziou gant an diskibien pere a oa en Damas. (20) Ha rag-tal e prezegaz er sinagogou, e oa Jesus Mab Doue. (21) Hag ar re holl a gleve anezhan a oa souezet hag e lavarent : Ha n’e ket hennes eo a bersecute en Jerusalem ar re a c’halve an hano-ze, hag a oa deuet aman evit ho c’has chadennet da brinsed ar veleien ? (22) Hogen Saul a grenvae muioc’h-mui, hag a drec’he ar Judevien a oa o choum en Damas, o prouvi e oa Jesus ar C’hrist.

(23) Eun neubeud amzer goude, ar Judevien en em guzuliaz assambles evit lakaad Saul d’ar maro. (24) Mes ho c’homplot a oe roet da anaoud dezhan. Hogen, ar re-man a ziwalle noz-deiz an norojou, evit gallout hen laza. (25) Mes an diskibien a gemeraz anezhan en noz, hag hen diskennaz a-hed ar voger, en eur baner.

(26) Ha pa oe erruet Saul en Jerusalem, e klaske en em unani gant an diskibien ; mes holl ho doa aoun arazhan, o veza na gredent ket e oa eun diskibl. (27) Neuze Barnabas a gemeraz anezhan hag hen kassaz d’an ebestel, hag a gontaz dezhe penaos an Aotrou a oa en em ziskouezet dezhan en hent, hag hen doa komzet dezhan ; ha penaos hen doa komzet gant hardiegez en Damas en hano Jesus. (28) Adaleg neuze e oa ganthe, o vond hag o tond en Jerusalem, hag e komze heb aoun en hano an Aotrou Jesus ; (29) komz ha disputi a rea gant ar Greked ; mes ar re-man a glaske an tu da lemmel he vuez diganthan. (30) Pa ouezaz ar breudeur kement-se, e tigasjont anezhan da Cezare, hag hen kasjont da Dars.

(31) Koulskoude, an Ilizou dre an holl Jude, ar C’halile hag ar Samari a oa en peoc’h, o veza edifiet hag o vale en doujans an Aotrou ; hag e creskent dre zicour ar Spered-Santel.

(32) C’hoarvezoud a reaz, pa oa Per ouz ho bizita holl, ma teuaz ive etrezeg ar Zent a oa o choum en Lydda. (33) Hag e kavaz eno eun den, hanvet Eneas, gourvezet var eur gouele eiz vloaz a oa, ha klanv gant ar paralizi. (34) Ha Per a lavaraz dezhan : Eneas, Jesus, ar C’hrist, a iac’ha ac’hanoud ; sav, ha gra da vele. Ha ragtal e savaz. (35) Hag ar re holl a oa o choum en Lydda hag en Saron, a velaz anezhan, hag e tistrojont ouz an Aotrou.

(36) En Joppe e oa eur vaouez diskibl, hanvet Tabitha, da lavaret eo, en grek, Dorcas, (heiezic). Hou-man a rea kalz a ceuvrou mad hag a aluzennou. (37) Kweza a reaz klanv en amzer-ze, hag e varvaz. Ha goude m’ho doe he gwalc’het, e lekejont anezhi en eur gambr huel. (38) Ha dre ma ema Lydda e-kichen Joppe, an diskibien, o veza klevet e oa Per eno, a gassaz daou zen etrezeg enhan d’hen pedi da zond hep dale d’ho c’havout. (39) Per a zavaz, hag a ieaz ganthe. Ha pa oe erruet, e kasjont anezhan er gambr huel ; hag an holl intanvezed a dostaaz outhan, en eur wela, hag en eur diskouez dezhan pegement a zaeou hag a zillad a rea Dorcas, pa oa ganthe. (40) Ha Per, o veza kasset anezhe holl er meaz, a ieaz var he zaoulin hag a bedaz ; neuze o trei varzu ar c’horf, e lavaraz : Tabitha, sav. Hag hi a zigoraz he daou-lagad, hag o veza gwelet Per, e savaz en he c’houaze. (41) Ha Per, o rei dezhi he zorn, a zavaz anezhi, hag, o veza galvet ar Zent hag an intanvezed, e lakeaz anezhi beo dirazhe. (42) Kement-man a oe anavezet dre Joppe holl ; ha kalz a gredaz en Aotrou. (43) Ha Per a choumaz meur a zevez en Joppe, e ti eur certen Simon, a oa kivijer.


CHABISTR X.


EN Cezare e oa eun den hanvet Corneil, eur c’hantener en eur gohort galvet Italianes. (2) Den a religion hag a zoujans Doue e oa, hen hag he holl famill ; ober a rea ive aluzennou braz d’ar bobl, hag e pede Doue heb ehan. (3) Heman a velaz sclear en eur vizion, var-dro an naoved heur euz an deiz, eun eal a-berz an Aotrou oc’h antren en he di, hag a lavaraz dezhan : Corneil ! (4) Hag hen o sellet piz ouz an eal, hag o veza spountet holl, a lavaraz : Petra a zo, Aotrou ? Hag an eal a lavaraz dezhan : Da bedennou ha da aluzennou a zo savet dirag Doue, ha bet hen deuz sonj anezhe. (5) Kas eta breman tud da Joppe, ha digemen Simon, pehini a zo leshanvet Per. (6) He-man a zo o choum e ti eun den hanvet Simon, eur c’hivijer, a zo he di tost d’ar mor ; hennes eo a lavaro d’id petra a zo red d’id da ober. (7) Pa oe eat kuit an eal a gomze ouz Corneil, heman a c’halvaz daou euz he zervicherien hag eur zoudard a zoujans Doue, euz ar re a choume bepred en he gichen, (8) ha goude m’hen doa discleriet dezhe kement a oa erruet, e kassaz anezhe da Joppe.

(9) An deiz varlerc’h, evel ma oant en hent, ha ma tostaent ouz kear, Per a bignaz var lein an ti, var-dro ar c’houec’hved heur, da bedi. (10) Hag e teuaz naoun dezhan, hag e fellaz dezhan dibri ; mes e-pad ma oat o prepari boued dezhan, he spered a oe ravisset. (11) Gwelet a reaz an env digor, hag eun dra henvel ouz eun doubier vraz dalc’het dre he fevar c’horn, hag a ziskenne etrezeg an douar ; (12) hag en doubier-ze e oa a bep seurt anavaled a bevar droad, ha loened gwez, hag amprevaned euz an douar, ha lapoused an env. (13) Hag eur vouez a lavaraz dezhan : Sav, Per, laz, ha debr. (14) Mes Per a respontaz : Nann, Aotrou ; rag biskoas n’em euz debret netra hag a vez impur pe souillet. (15) Ar vouez a lavaraz dezhan c’hoas evit an eil gwech : Na gemer ket evit impur ar pez a zo bet lakeat neat gant Doue. (16) An dra-ze a c’hoarvezaz teir gwech ; ha goude-ze an doubier a oe savet adare en env.

(17) Evel ma oa Per nec’het evit gouzout petra a zinifie ar vizion hen doa bet, setu an dud a oa bet digasset gant Corneil, o veza goulennet e pe leac’h e oa ti Simon, en em gavaz e-tal an nor. (18) Ha goude beza galvet, e c’houlenjont ha Simon les-hanvet Per a oa o choum eno. (19) Hag evel ma oa Per o sonjal er vizion, ar Spered a lavaraz dezhan : Setu aze tri den o klask ac’hanoud.

(20) Sav eta, disken, ha kea ganthe hep stourm tam e-bed ; rag me eo em euz ho digasset. (21) Neuze Per a ziskennaz da gavoud an dud a oa digasset dezhan euz a-berz Corneil, hag a lavaraz dezhe ; Setu me aman ; me eo an hini a glaskit ; evit petra oc’h-hu deuet ? (22) Ar re-man a lavaraz : Corneil, ar c’hantener, eun den just hag a zoujans Doue, hag a vrud vad e-touez holl bobl ar Judevien, a zo bet avertisset a-berz Doue gant eun eal santel, da lakaad kerc’had ac’hanoud d’he di, evit ma klevo ar pez a lavari dezhan. (23) Per eta, o veza great dezhe antren, a lojaz anezhe ; hag an deiz varlerc’h en em lekeaz en hent da vond ganthe, o kemer ganthan unan-benag euz a vreudeur Joppe. (24) An deiz varlerc’h ec’h antrejont en Cezare. Hogen, Corneil oa o c’hortoz anezhe gant he gerent hag he vignoned brassa, hen doa galvet assambles. (25) Hag evel ma oa Per oc’h antren, Corneil a zeuaz d’he zialben, hag oc’h en em deurel d’he dreid, ec’h adoraz anezhan. Mes Per a zavaz anezhan, (26) en eur lavaret : Sav ; rag n’ed oun va-unan nemed eun den. (27) Hag en eur gomz outhan ec’h antreaz, hag e kavaz kalz a dud en em dastumet eno.

(28) Hag e lavaraz dezhe : Gouzoud a rit ez eo difennet da eur Judeo darempredi eun estranjour, pe mond d’he di ; mes Doue hen deuz diskouezet d’in na dlean henvel den e-bed impur pe souillet. (29) Dre-ze, pa’z oun bet digemenet ez oun deuet hep stourm e-giz e-bed. Goulen a ran eta diganeoc’h evit petra hoc’h euz great d’in dond aman. (30) Neuze Corneil a lavaraz : Breman zo pevar devez, d’an heur-man, e oann o iun hag o pedi em zi d’an naoved heur, ha setu ma en em brezantaz en eun taol dirazoun eun den gwisket skedus, hag a lavaraz : (31) Corneil, da beden a zo bet selaouet, ha Doue hen deuz bet sonj euz da aluzennou. (32) Kas eta da Joppe, ha digemen aman Simon, a zo les-hanvet Per ; ema o choum e ti Simon, kivijer, e-tal ar mor ; hennes, pa vezo deuet, a gomzo ouzid. (33) Kasset em euz eta rag-tal tud d’az kavout, ha mad ec’h euz great dond. Setu ni eta holl breman prezant dirag Doue, evit klevet kement a zo bet gourc’hemenet d’id gant Doue. (34) Neuze Per, o komz outhe, a lavaraz : Gwelet a ran e gwirionez, penaos Doue na zell ket ouz apparans an dud ; (35) mes penaos en pep bro, an neb hen deuz doujans evithan hag a ra ar pez a zo just, a zo agreabl dezhan. (36) Setu aze ar ger hen deuz roet da vugale Israel, en eur embann ar c’helou mad euz ar peoc’h dre Jesus-Christ, pehini eo Aotrou an holl. (37) Gouzoud a rit petra a zo c’hoarvezet er Jude holl, hag er pen-kenta er Galile, goude ar vadiziant prezeget gant Ian ; penaos hen deuz Doue eoliet euz ar Spered-Santel (38) hag euz a c’halloud Jesus a Nazaret, pehini a iea euz an eil leac’h d’egile en eur ober vad hag en eur iac’haad ar re holl a oa mac’het gant an diaoul ; rag Doue a oa ganthan. (39) Ha ni a zo testou euz an holl draou hen deuz great, ken e bro ar Judevien ken en Jerusalem. Hen lakeat ho deuz d’ar maro, en eur staga anezhan ouz ar groaz ; (40) mes Doue hen deuz resussitet anezhan an trede deiz, hag hen deuz permetet ma teuje d’en em diskouez, nann d’an bobl holl, mes d’an testou choazet araog gant Doue ; (41) deomp-ni pere hon euz debret hag evet ganthan, goude ma’z eo bet savet adouez ar re varo. (42) Hag hen deuz gourc’hemenet deomp prezeg d’ar bobl, ha testenia penaos hen eo an hini a zo bet lakeat gant Doue da varner var ar re veo ha var ar re varo. (43) An holl brofeted a ro an desteni-man divar he ben, penaos piou-benag a gred enhan, a receo dre he hano ar remission euz he bec’hejou.

(44) Pa oa c’hoas Per o lavaret ar c’homzou-ze, ar Spered-Santel a ziskennaz var ar re holl a zelaoue ar pez a lavare. (45) Hag an holl dud fidel circonciset, a oa deuet gant Per, a oe souezet, o velet e oa skulliet ive var ar Jentiled an donezon euz ar Spered-Santel ; (46) rag ho c’hlevet a rent o komz meur a seurt langach, hag o c’hlorifia Doue. (47) Neuze Per a lavaraz c’hoas : Daoust ha den e-bed a hell refus dour ar vadiziant d’ar re ho deuz recevet ar Spered-Santel, kerkoulz ha ni ? (48) Hag e c’hourc’hemenaz ma vijent badezet en hano an Aotrou. Neuze e pedjont anezhan da choum ganthe eun neubeud deiziou.


CHABISTR XI.


AN ebestel hag ar breudeur a oa er Jude, a glevaz penaos ar Jentiled ho doa ive recevet ger Doue. (2) Ha pa oe distro Per da Jerusalem, ar re a oa euz ar circoncision a zispute outhan ; (3) hag a lavare : Antreet oud bet e ti tud dicirconcis, hag ec’h euz debret assambles ganthe.

(4) Mes Per en em lekeaz da gonta dezhe reiz, hag a lavaraz : (5) O pedi e oann er gear a Joppe, hag e-pad ma oann extasiet, em boe eur vizion ; gwelet a riz o tisken euz an env eun dra henvel ouz eun doubier vraz dalc’het dre he fevar c’horn, hag a zeuaz beteg enoun. Hag o veza sellet piz outhi, (6) e veliz enhi an anevaled a bevar-droad euz an douar, al loened gwez, an amprevaned ha lapoused an env. (7) Neuze e kleviz eur vouez hag a lavare d’in : Sav, Per ; laz, ha debr. (8) Ha me a respontaz : Nann, Aotrou ; rag biskoas netra impur na souillet n’eo antreet em genou. (9) Ar vouez a gomzaz d’in eun eil gwech euz an env, hag alavaraz : Na gemer ket evit impur ar pez a zo bet lakeat neat gant Doue. (10) Ha kement-man a c’hoarvezaz bete teir gwech, ha goude-ze pep tra a oe tennet adare d’an env. (11) Er memeus mare, tri den, pere a oa bet digasset d’am c’havoud euz a Cezare, en em brezantaz dirag an ti el leac’h ma oann. (12) Hag ar Spered a lavaraz d’in mond ganthe, heb stourm e doare ebed. Hag ar c’houec’h breur-man a zeuaz ive ganen, hag ec’h antrejomp e ti an den-ze, (13) hag he-man a gontaz deomp penaos hen doa gwelet en he di an eal, a oa en em brezantet dirazhan hag hen doa lavaret dezhan : Kas tud da Joppe, ha digemen Simon les-hanvet Per, (14) he-man a lavaro d’id komzou dre bere e vezi salvet, te ha da di holl. (15) Ha pa oann o commans da gomz, ar Spered-Santel a ziskennaz varnezhe, evel ma oa bet diskennet varnomp-ni er pen-kenta. (16) Neuze e teuaz memor d’in euz ar gomz-man euz an Aotrou : Ian hen deuz badezet en dour ; mes c’houi a vezo badezet er Spered-Santel. (17) Pa hen deuz roet Doue dezhe ar memeus donezon evel deomp-ni pere hon euz credet en Aotrou Jesus-Christ, piou e oann-me evit enebi ouz Doue ?

(18) Pa ho doe klevet an traou-ze, e rojont peoc’h hag e c’hlorifijont Doue, en eur lavaret : Doue eta hen deuz roet ive d’ar Jentiled ar gonversion, evit m’ho devezo ar vuez.

(19) Ar re a oa bet disperset gant ar bersecution a oa savet divarben Stefan, a ieaz beteg Phenicia, Cyprus hag Antiokia, en eur brezeg ar ger d’ar Judevien, ha da zen all e-bed. (20) Mes darn anezhe, pere a oa tud euz a Cyprus hag euz a Cyren, o veza antreet en Antiokia, a gomzaz ouz ar Greked, o prezeg dezhe Aviel an Aotrou Jesus. (21) Ha dorn an Aotrou a oa ganthe, hag eun niver braz a gredaz hag en em gonvertissaz ouz an Aotrou. (22) Hogen, ar vrud euz a gement-se a zeuaz da ziouskouarn Iliz Jerusalem ; hag e kasjont Barnabas da vond beteg Antiokia. (23) Pa oe erruet, ba pa hen doe gwelet gras Doue, hen doe joa euz a gement-se, hag ho exhortaz holl da choum fidel a-greiz calon d’an Aotrou. (24) Rag eun den mad e oa, eun den leun euz ar Spered-Santel ha leun a feiz, ha kalz a bobl en em unanaz gant an Aotrou.

(25) Neuze Barnabas a ieaz da Dars, da glask Saul ; (26) hag o veza kavet anezhan, e tigassaz anezhan da Antiokia ; hag e-pad eur bloaz leun, en em dastumjont assambles gant an Iliz, hag e rojont deskadurez da galz a dud, hag en Antiokia eo e oe roet da genta d’an diskibien an hano a Gristenien.

(27) En amzer-ze, e tiskennaz profeted euz a Jerusalem da Antiokia. (28) Hag unan anezhe, hanvet Agabus, a zavaz, hag a roaz da anaoud dre ar Spered e vije eur gernez vraz dre ar bed holl ; ha kement-se a c’hoarvezaz en amzer Claud-Cezar. (29) Hag an diskibien a zecidaz kas eun dra~benag, pep hini hervez he c’halloud, evit sicour ar breudeur a choume er Jude. (30) Hag e rejont ive kement-se, o kas ho aluzen d’ar re Ancien dre zaouarn Barnabas ha Saul.


CHABISTR XII.


ER memeus amzer, ar roue Herodes a gommansaz da wall-dreti darn euz an Iliz. (2) Lakaad a reaz da vervel dre ar c’hleze Jakes, breur da Ian ; (3) hag o velet e plije kement-se d’ar Judevien, e lekeaz ive arreti Per. Kement-se a zigouezaz e-pad deiziou ar bara hep goell. (4) O veza eta lakeat cregi enhan, e lekeaz anezhan er prizon, hag e roaz anezhan da ziwall da beder banden a bevar zoudard pep hini, gant ar menoz d’he gas da laza dirag ar bobl, goude ar Pask. (5) Per a oa eta diwallet er prizon ; mes an Iliz a rea hep ehan pedennou da Zoue evithan.

(6) Hag en noz araog an deiz ma tlie Herodes hen kas d’ar maro, Per a oa kousket etre daou zoudard, staget gant diou chaden ; hag ar gwarded e-tal an nor er meaz a ziwalle ar prizon. (7) Ha setu ma teuaz souden eun eal a-berz an Aotrou ; eur sclerijen a lugernaz er prizon, hag an eal o skei Per var he gostez, a zifunaz anezhan, hag a lavaraz dezhan : Sav buhan. Hag ar chadennou a gwezaz euz he zaouarn. (8) Hag an eal a lavaraz dezhan : Laka da c’houriz en-dro d’id, ha da zandalou en da dreid ; ha Per her greaz. Neuze an eal a lavaraz dezhan : Taol da vantel en-dro d’id ha deuz var va lerc’h. (9) Ha Per, o veza deuet er meaz, a heullie anezhan, heb gouzoud ha gwir e oa ar pez a rea an eal, mes sonjal a rea e vele eur vizion. (10) Ha pa ho doe tremenet ar c’henta hag an eil gward, e teujont d’an nor houarn, a ia etrezeg kear, hag an nor a zigoraz anezhi he-unan dirazhe. Hag o veza eat er meaz, ez ejont a hed eur ru ; ha kerkent an eal en em dennaz diouthan.

(11) Per, o veza deuet enhan he-unan, a lavaraz : Breman ec’h ouzon a-dra-zur hen deuz an Aotrou digasset he eal, hag hen deuz va delivret euz a zorn Herodes, hag euz a gement a oa ar bobl euz ar Judevien en zell da velet. (12) Ha goude beza sonjet mad, ez eaz da di Vari, mam Ian, les-hanvet Marc, en pe leac’h e oa kalz a dud assamblet hag o pedi. (13) Pa hen doe Per skoet var dor ar porz, e teuaz eur plac’h, hanvet Rhode (Rose), da zelaou. (14) Hag o veza anavezet mouez Per, gant ar joa, na zigoraz ket an nor ; mes redec a reaz da lavaret e oa Per e-tal an nor. (15) Hag e leverjont dezhi : Diskiantet oud. Mes hi a assure stard e oa gwir kement-se ; hag e leverjont : He eal eo. (16) Koulskoude, Per a gendalc’he da skei, ha pa ho doe digoret, e veljont anezhan, hag e oent transportet gant ar joa. (17) Mes hen, oc’h ober sin dezhe gant he zorn da devel, a gontaz dezhe penaos hen doa an Aotrou hen digasset er meaz euz ar prizon ; hag e lavaraz : Roit da anaoud kement-man da Jakes ha d’hon breudeur ; goude-ze e sortiaz, hag ez eaz da eul leac’h all.

(18) Pa oe deuet an deiz, e savaz eun drubuil vraz e-touez ar zoudarded, evit gouzout petra e oa deuet Per da veza. (19) Hag Herodes, goude beza lakeat tud d’hen klask hep gallout hen kavoud, a reaz proces d’ar gwarded, hag e c’hourc’hemenaz ho c’has d’ar maro. Neuze hen a ziskennaz euz a Jude da Cezare, hag a choumaz eno.

(20) Hogen, Herodes a oa drouk enhan a-enep tud Tyr ha Sidon. Mes ar re-man a zeuaz a-unan d’he gavoud, hag o veza gounezet Blastus, ministr euz a di ar roue, e c’houlenjont ar peoc’h, abalamour ma tenne ho bro he magadurez euz a hini ar roue. (21) D’an devez merket, Herodes, gwisket gant he zillad a roue, a azezaz var he dron, hag a reaz eun discours dezhe. (22) Hag ar bobl a griaz : Mouez eun doue eo, n’e ket mouez eun den ! (23) Mes kerkent eun eal a-berz an Aotrou a skoaz anezhan, abalamour n’hen doa ket roet gloar da Zoue ; hag e varvaz debret gant ar prenved.

(24) Hogen ger Doue a greske hag en em skullie mui-oc’h-mui. (25) Ha Barnabas ha Saul, goude beza peur-achuet ho c’harg, a zistroaz euz a Jerusalem, o veza kemeret ive ganthe Ian, les-hanvet Marc.


CHABISTR XIII.


EN Iliz Antiokia e oa eun neubeud profeted ha doctored, Barnabas, Simeon a c’halver Niger, Lucius ar Cyrenead, Manahem, pehini a oa bet savet assambles gant Herodes, ha Saul. (2) E-pad ma oant oc’h ober servich an Aotrou, ha ma iunent, ar Spered-Santel a lavaraz dezhe : Dibabit d’in Barnabas ha Saul, evit an oeuvr da behini em euz ho galvet. (3) Neuze, goude beza iunet ha pedet, ec’h astenjont ho daouarn varnezhe, hag ho lakjont da vond en hent.

(4) Int eta, o veza kasset gant ar Spered-Santel, a ziskennaz da Seleucia, hag ac’hane ec’h ambarkjont evit mond da Cyprus. (5) Ha pa oent erruet en Salamina, e prezegjont ger Doue e sinagogou ar Judevien, ha Ian a oa ïve ganthe ouz ho zicour. (6) Ha goude m’ho doe treuzet an enezen bete Paphos, e kavjont eur Judeo, sorcer ha fals-profet, hanvet Barjesus, (7) hag a oa gant ar proconsul Sergius Paulus, eun den a skiant. He-man, o veza galvet Barnabas ha Saul, a c’hoantaaz klevet ger Doue. (8) Mes Elymas, ar sorcer, rag setu ar pez a zinifi he hano, a stourme outhe, o klask distrei ar proconsul diouz ar feiz.

(9) Mes Saul, pehini a zo ive hanvet Paol, leun euz ar Spered-Santel, a zellaz stard outhan, hag a lavaraz : (10) O den leun a bep tromplerez hag a bep fallentez, mab an diaoul, enebour da bep justis, ha na baouezi-te ket da bervertissa henchou eün an Aotrou ? (11) Ha setu, a-vreman ema dorn an Aotrou varnoud, hag e vezi dall, ha na veli ket an heol, evit eun amzer. Ha rag-tal, e kwezaz varnezhan eur vrumen hag eun devalijen ; hag o trei a bep tu, e klaske eur re-benag da ren anezhan gant an dorn. (12) Neuze ar proconsul, o velet ar pez a oa c’hoarvezet, a gredaz, o veza leun a admiration evit kelennadurez an Aotrou.

(13) Ha Paol hag ar re a oa ganthan, o veza ambarket e Paphos, a zeuaz da Berj e bro Pamphylia. Mes Ian, o veza kuiteet anezhe, a zistroaz da Jerusalem.

(14) Ha goude beza partiet euz a Berj, e teujont da Antiokia, e bro Pisidia ; hag o veza antreet er sinagog, deiz ar sabbat, ec’h azezjont. (15) Ha goude beza klevet lenn al lezen hag ar brofeted, ar chefou euz ar sinagog a gassaz tud da lavaret dezhe : Tud breudeur, mar hoc’h euz eur gomz-benag a exhortation da lavaret d’ar bobl, livirit-hi.

(16) Neuze Paol a zavaz, hag o veza great sin gant he zorn da devel, e lavaraz : Tud a Israel, ha c’houi pere hoc’h euz doujans Doue, selaouit. (17) Doue ar bobl-man a Israel hen deuz choazet hon tadou hag hen deuz savet ar bobl-man, pa oa o choum en douar an Ejypt, hag hen deuz ho zennet ac’hane gant an nerz euz he vreac’h. (18) Hag e-pad var-dro daou-ugent vloaz amzer, e kemeraz patianted ganthe hag ho magaz ebarz an dezert. (19) Ha goude beza distrujet seiz nation en douar Canaan, e lodennaz douar ar re-man etrezhe dre ar sort. (20) Ha goude-ze, e-pad pevar c’hant hanter-kant vloaz, pe var-dro, e roaz dezhe barnerein, bete Samuel ar profet. (21) Neuze e c’houlenjont eur roue, ha Doue a roaz dezhe Saül, mab Kis, euz a dribu Benjamin, e-pad daou-ugent vloaz. (22) Ha goude beza taolet he-man kuit, Doue a zavaz David da roue dezhe, da bebini e rentaz testeni, en eur lavaret : Kavet em euz David, mab Jesse, eun den hervez va c’halon, hag a rai va boll bolontez. (23) Euz a lignez David eo hen deuz Doue, hervez he bromessa, savet da Israel eur Zalver, pehini eo Jesus. (24) Araog he zonedigez, Ian ben doa prezeget badiziant ar gonversion d’an boll bobl a Israel. (25) Ha pa oa Ian oc’h achui he redaden, e lavare : Piou a sonj deoc’h ez oun-me ? N’e ket me eo ar C’hrist ; mes va goude, e teu an hini n’oun ket dign da zilassa dezhan he voutou.

(26) Tud breudeur, bugale euz a lignez Abraham, ha c’houi pere hoc’b euz doujans Doue, deoc’h-hu eo prezeget ar ger-man a zilvidigez. (27) Rag tud Jerusalem hag ho renerien, dre m’ho deuz dianavezet anezhan, ho deuz accomplisset, en eur gondaoni anezhan, komzou ar brofeted, a vez lennet bep devez sabbat. (28) Ha petra-benag n’ho doa sujet e-bed d’hen lakaad d’ar maro, e pedjont Pilat d’hen lakaad da vervel. (29) Neuze, goude m’ho doe accomplisset kement a zo bet scrivet divar he ben, e lamjont anezhan euz ar groaz, hag hen lekejont en eur bez. (30) Mes Doue hen deuz savet anezhan a-douez ar re varo ; (31) hag ez eo bet gwelet, e-pad meur a zevez, gant ar re a oa pignet ganthan euz a C’halile da Jerusalem, hag ar re-man a zo he destou dirag ar bobl. (32) Ha ni ive, ec’h annonsomp deoc’b ar c’helou mad, penaos ar bromessa a oa bet great d’hon tadou, (33) a zo bet peur-c’hreat gant Doue evidomp-ni, ho bugale, pa hen deuz digasset Jesus ; evel ma eo scrivet en eil Salm : Te eo va Mab, hirio em euz da engehentet. (34) Mes evit diskouez penaos hen deuz resussitet anezhan a-douez ar re varo, evit na zistroio mui d’ar vreinadurez, hen deuz komzet evelhen : Derc’hel a rin mad en ho kever ar promesseou sacr great da Zavid. (35) Rag-se e lavar ive en eur Salm all : Na bermeti ket e teufe da Zant da velet ar vreinadurez. (36) Hogen David, goude beza servichet en he amzer da volontez Doue, a zo maro, hag a zo bet lakeat gant he dadou, hag hen deuz gwelet ar vreinadurez ; (37) mes an hini a zo bet resussitet gant Doue, n’hen deuz ket gwelet ar vreinadurez.

(38) Gouezit eta ervad, tud breudeur, penaos hennes eo an hini dre behini eo annonset deoc’h ar pardon euz ar pec’hejou ; (39) ha penaos eo dreizhan eo justifiet ar re holl a gred, euz an holl draou a bere n’hoc’h euz ket gallet beza justifiet dre lezen Moises. (40) Diwallit eta ne c’hoarvezfe ganeoc’h ar pez a zo bet lavaret gant ar brofeted : (41) Gwelit, c’houi pere a zisprij ac’hanoun, ha bezit souezet, deuit da veza droug-livet gant ar spount ; rag mond a ran da ober eun oeuvr en hoc’h amzer, eun oeuvr ha na gredfec’h ket ma vefe contet deoc’h.

(42) Pa oant o vond er meaz euz a sinagog ar Judevien, ar Jentiled ho fedaz da brezeg ar memeus traou dezhe, er sabbat varlerc’h. (43) Ha pa oe fin d’an assamble, meur a hini euz ar Judevien hag euz ar brozelited a zouje Doue, a ieaz varlerc’h Paol ha Barnabas, hag ar re-man, en eur gomz ganthe, a exhortaz anezhe da genderc’hel en gras Doue.

(44) Ar sabbat varlerc’ h, ar gear kazi holl en em zastumaz evit selaou ger Doue. (45) Mes pa velaz ar Judevien ar bobl vraz-ze, e oent leun a jalouzi, hag ec’h enebent ouz komzou Paol, o tislavaret anezhan hag o kwall-gomz outhan. (46) Neuze Paol ha Barnabas a lavaraz dezhe gant hardiegez : Deoc’h-hu e oa red rei da anaoud da genta ger Doue ; mes pa’z eo gwir e troit kein outhan, hag en em varnit hoc’h-unan da veza indign euz ar vuez eternel, setu e troomp ouz ar Jentiled. (47) Rag kement-se a zo bet gourc’hemenet deomp gant an Aotrou, pa hen deuz lavaret : Da lakeat em euz da sclerijen d’ar Jentiled, evit ma vezi ho zilvidigez beteg ar pennou pella euz an douar.

(48) O klevet kement-se, ar Jentiled en em rejouisse, hag e c’hlorifient Ger an Aotrou, ha kement hini a oa destinet d’ar vuez eternel, a gredaz. (49) Ha ger an Aotrou a rede dre ar vro holl. (50) Mes ar Judevien a lakeaz drouk en eun toullad merc’hed devot, tud a galite, hag er re genta euz a gear, hag e savjont eur bersecution a-enep Paol ha Barnabas, hag e kasjont anezhe er meaz euz ho bro. (51) Mes Paol ha Barnabas, o veza hijet ar boultren euz ho zreid en ho enep, a ieaz da Iconium. (52) Hag an diskibien a oa karget a joa, ha leun euz ar Spered-Santel.


CHABISTR XIV.


C’HOARVEZOUD a reaz en Iconium, ma c’hantreaz Paol ha Barnabas assambles e sinagog ar Judevien, hag e komzjont en hevelep doare ma credaz eun niver braz eur ar Judevien hag ive euz ar Greked. (2) Mes ar Judevien pere na gredent ket a lakaz drouk e sperejou ar Jentiled a-enep ar breudeur. (3) Choum a rejont koulskoude eno pell amzer, o komz gant hardiegez, abalamour d’an Aotrou, pehini a rente testeni da gomz he c’hras, en eur ober dre ho daouarn burzudou ha miraclou. (4) Mes ar bobl euz ar gear a oe rannet en diou loden ; darn a oe a-du gant ar Judevien, ha darn all gant an ebestel. (5) Hag evel ma c’hoarvezaz eur revolt euz ar Jentiled hag euz ar Judevien, assambles gant ho chefou kenta, evit gwall-dreti an ebestel hag ho laza a daoliou mein, (6) ar re-man, o veza gouezet an dra-ze, a dec’haz da Listra ha da Zerb, keariou euz a Licaonia, ha d’ar vro a zo var-dro, (7) hag eno e prezegjont an Aviel.

(8) Hogen e Listra e oa eun den azezet, mac’hagnet en he dreid ; kam e oa adaleg ma oa ganet, ha n’hen doa biskoas baleet. (9) He-man a zelaoue Paol pehini, o veza arretet he zaou-lagad varnezhan, hag o velet hen doa feiz evit beza iac’heet, (10) a lavaraz gant eur vouez krenv : Sav zoun var da dreid. Kerkent e lampaz, hag e valeaz.

(11) Hag ar bobl, o veza gwelet ar pez hen doa great Paol, a zavaz ho mouez, hag e leverjont en langach Licaonia : Doueou, henvel ouz tud, a zo diskennet en hon zouez. (12) Hag e c’hanvet Barnabas, Jupiter, ha Paol, Mercurius, abalamour maoa he-man a zouge ar gomz. (13) Ha memeus beleg Jupiter, a behini an templ a oa tost d’ho c’hear, a zigassaz koleou-taro ha garlanteziou beteg an nor, hag e felle dezhan offr sacrifis dezhe assambles gant ar bobl. (14) Mes an ebestel Barnabas ha Paol, pa glevjont kement-se, a rogaz ho dillad hag a lammaz e-kreiz ar bobl, en eur grial, hag en eur lavaret : (15) O tud, perag e rit-hu kement-se ? Ni n’ed omp nemed tud, sujet d’ar memeus infirmiteou evel-d’oc’h. Prezeg a reomp deoc’h eur c’helou mad, evit ma teuot da zistrei euz an traou ven-ze d’an Doue beo, hen deuz great an env, an douar hag ar mor, ha kement tra a zo enhe ; (16) pehini en amzeriou tremenet hen deuz lezet an holl nationou da vale en ho henchou ho-unan, (17) petra-benag n’hen deuz ket paouezet da rei testeniou anezhan he-unan, oc’h ober vad, hag en eur rei deomp ar glao euz an env, sezoniou frouezus, hag o karga hor c’halonou a vadou hag a levenez. (18) Hag en eur lavaret an traou-ze, a-boan ec’h helljont harz ouz ar bobl da zacrifia dezhe.

(19) Neuze ec’h erruaz eno Judevien euz a Antiokia hag euz a Iconium. Ar re-man a c’hounezaz ar bobl, ha goude beza meinet Paol e sklejchont anezhan er meaz euz a gear, o cridi e oa maro. (20) Mes an diskibien, o veza en em zastumet en-dro dezhan, e savaz hag ez eaz en kear. Hag an deiz varlerc’h ez eaz kuit gant Barnabas da Zerbe.

(21) Ha goude beza prezeget an Aviel er gear-ze, ha beza great kalz a ziskibien, e tistrojont da Listra, da Iconium ha da Antiokia ; (22) o krenvaad eneou an diskibien, hag en eur exhorti anezhe da genderc’hel er feiz, hag o tiskouez dezhe ez eo dre galz a drubuliou ez eo red deomp antren en rouantelez Doue. (23) Ha goude beza pedet ha iunet, e lekejont re Ancien e peb Iliz, hag ho recommandjont d’an Aotrou, en pehini ho doa credet. (24) Ha goude, o veza treuzet ar Pisidia, e teujont er Pamphilia. (25) Ha goude beza prezeget er gear a Perj, e tiskenjont da Attalia. (26) Hag ac’hane ec’h ambarkjont evit mond da Antiokia, a beleac’h e oant bet recommandet da c’hras Doue, evit an oeuvr ho doa great.

(27) Ha pa oent erruet, ha pa ho doe assamblet an Iliz, e contjont kement hen doa Doue great dreizhe, ha penaos hen doa digoret d’ar Jentiled dor ar feiz. (28) Hag e choumjont eno pell-amzer gant an diskibien.


CHABISTR XV.


HOGEN, hinienou pere a oa deuet euz ar Jude, a gelenne ar breudeur, en eur lavaret : Ma na vezit circonciset hervez giz Moises, na hellit ket beza salvet. (2) Eur gontestation hag eun disput vraz o veza eta savet etre Paol ha Barnabas hag ar re-man, e oe decidet e pignje Paol ha Barnabas, hag hinienou all euz ho zouez, da Jerusalem, da gavout an ebestel hag ar re ancien divarben ar gestion-ze. (3) O veza kasset eta gant an Iliz, e treuzjont ar Phenicia hag ar Samaria, oc’h annons conversion ar Jentiled ; hag e rejont eur joa vraz d’an holl vreudeur. (4) Pa oent erruet en Jerusalem, e oent digemeret gant an Iliz, ha gant an ebestel hag ar re ancien, hag e contjont an holl draou hen doa Done great dreizhe. (5) Mes hinienou euz a sect ar Farizianed, pere ho doa credet, a zavaz, en eur lavaret e oa red circoncisa ar Jentiled ha gourc’hemen dezhe miret lezen Moises.

(6) Neuze an ebestel hag ar re ancien en em dastumaz evit examina an affer-ze. (7) Hag evel ma oa eun disput vraz etrezhe, Per a zavaz, hag a lavaraz dezhe :

Tud breudeur, c’houi a oar penaos pell amzer zo hen deuz Doue va choazet en hon touez, evit ma klevje ar Jentiled dre va genou ger an Aviel, ha ma credjent. (8) Ha Doue, pehini a anavez ar c’halonou, hen deuz roet testeni dezhe, en eur rei dezhe ar Spered-Santel kerkoulz ha deomp-ni ; (9) ha n’hen deuz great differans e-bed etre ni hag int-hi, o veza purifiet ho c’halonou dre ar feiz. (10) Breman eta, perag e tentit-hu Doue, en eur lakaad var chouk an diskibien eur ieo ha n’ho deuz ket gallet hon tadou he zougen, na ni ken neubeud ? (11) Mes ni a gred penaos eo dre c’hras an Aotrou Jesus-Christ e vezimp salvet, ni kerkoulz hag int.

(12) Neuze an assamble holl a davaz, hag e selaouent Barnabas ha Paol, pere a gonte pebeuz miraclou ha burzudou hen doa great Doue dreizhe, e-touez ar Jentiled.

(13) Ha goude m’ho doe ehanet da gomz, Jakes a gomzaz, hag a lavaraz : Tud breudeur, selaouit ac’hanoun : (14) Simon hen deuz discleriet penaos hen deuz Doue commanset da choaz etouez ar Jentiled eur bobl consacret d’he hano ; (15) ha var gement-se en em accord komzou ar brofeted, hervez ma eo scrivet ; (16) Goude-ze, me a zistroio, hag e savin a-nevez tabernacl David, pehini a zo kwezet ; an tammou anezhan a oa bet dispennet a gempennin, hag e lakin anezhan adare en he za ; (17) evit ma vezo klasket an Aotrou gant ar rest euz an dud, ha gant an holl nationou var bere eo bet galvet va hano ; evel-se a lavar an Aotrou, hen deuz great an holl draou-man. (18) Holl oberou Doue a so anavezet ganthan a bep eternite. (19) Dre-ze e sonj d’in na dleer ket ober nec’h d’ar re euz a-douez ar Jentiled a zistro ouz Doue ; (20) mes scriva dezhe en em viret daveza souillet gant an idolou, hag en em ziwall euz an debauch, euz kig al loened mouget, hag euz ar goad. (21) Rag abaoe meur a gant vloaz, ez euz en pep kear, tud hag a brezeg Moises er sinagogou, hag eno e lenner anezhan bep sabbat.

(22) Neuze e oe kavet mad gant an ebestel hag ar re ancien ha gant an Iliz holl, kas tud choazet euz ho zouez ho-unan da Antiokia, assambles gant Paol ha Barnabas, da lavaret eo, Jud, les-hanvet Barsabas, ha Silas, tud euz ar re genta e-touez ar breudeur ; (23) o kas ar scrid-man dreizhe :

An ebestel, ar re ancien hag ar breudeur, d’hor breudeur euz a-douez ar Jentiled, pere a zo en Antiokia, er Syri hag er Cilici, salud. (24) O veza ma hon euz klevet penaos darn, hag a oa eat euz hon zouez, ho deuz troublet ac’hanoc’h gant ho c’homzou, oc’h ober d’hoc’h eneou fazia, en eur lavaret ez eo red beza circonciset ha miret al lezen (ar pez n’hor boa ket gourc’hemenet dezhe) ; (25) ni hon euz kavet mad, holl assambles, choaz tud hag ho c’has deoc’h gant hor breudeur muia-karet Barnabas ha Paol, (26) tud pere ho deuz exposet ho buez evit hano hon Aotrou Jesus-Christ. (27) Kas a reomp eta deoc’h Jud ha Silas, pere a lavaro deoc’h a c’henou ar memeus traou. (28) Rag kavet eo bet mad gant ar Spered-Santel ha ganeomp-ni, ne vez lakeat varnoc’h beac’h e-bed nemed an traou a zo red ; (29) da lavaret eo, ma en em virot diouz traou offret d’an idolou, diouz ar goad, diouz an anevaled mouget, ha diouz an debauch ; mad a reot en em viret diouz an traou-ze. Iec’hed deoc’h.

(30) O veza eta bet kasset, e teujont da Antiokia ; ha pa ho doe assamblet ar bobl, e rojont al lizer. (31) Pa ho doe lennet anezhan, e oent er joa euz an ali vad-se. (32) Ha Jud ha Silas, pere a oa ho-unan profeded, a exhortaz hag a grenvaaz ar breudeur dre veur a brezegen. (33) Ha goude beza choumet eno eur pennad amzer, e oent laosket gant ar breudeur da vond en peoc’h etrezeg an ebestel. (34) Koulskoude, Silas a gavaz mad choum eno. (35) Mes Paol ha Barnabas ive a choumaz en Antiokia, o kelen hag o prezeg gant kalz a re all ar c’helou mad euz a c’her an Aotrou. (36) Eun neubeud deiziou goude-ze, Paol a lavaraz da Varnabas : Distroomp da visita hor breudeur dre an holl geariou en pere hon euz prezeget ger an Aotrou, evit gwelet penaos emaint. (37) Ha Barnabas a felle dezhan kemeret ganthe Ian, les-hanvet Marc. (38) Mes Paol na gave ket e oa deread kemer ganthe an hini a oa dispartiet diouthe en Pamphilia, ha n’hen doa ket ho heulliet en ho labour. (39) Sevel a reaz eta eun disput, en hevelep doare m’az eaz an eil digant egile, ha Bamabas a gemeraz Marc ganthan, hag ez eaz dre vor da enez Cyprus.

(10) Mes Paol, o veza choazet Silas, en em lekeaz en hent, goude beza bet recommanded da c’hras Doue gant ar breudeur ; (41) hag e tremenaz dre ar Syri hag ar Cilici, en eur grenvaad an Ilizou.


CHABISTR XVI.


PAOL en em gavaz en Derbe hag en Listra, hag eno e oa eun diskibl hanvet Timoteus, mab da eur vaouez euz ar Judevien hag a grede, mes he dad a oa grek. (2) Ar breudeur a Listra hag a Iconium a rente testeni vad anezhan. (3) Paol a fellaz dezhan ez aje ganthan ; hag o veza kemeret anezhan, hen circoncisaz, abalamour d’ar Judevien a oa er c’harteriou-ze ; rag gouzoud a rent holl e oa he dad eur grek. (4) Hag evel ma’z eent euz an eil kear d’eben, ec’h alient ar re fidel da viret an urzou a oa bet etablisset gant an ebestel hag ar re ancien euz a Jerusalem. (5) Evel-se an Ilizou a oa krenveed er feiz, hag an niver anezhe a greske bemdez.

(6) Goude m’ho doe treuzet ar Phrijia ha bro ar Galatia, e oe difennet outhe gant ar Spered-Santel prezeg ar Ger en Azi. (7) Hag o veza deuet e bro Mizia, en em breparjont da vond da vro Bitinia ; mes ar Spered na bermetaz ket dezhe. (8) Neuze o treuzi ar Mizia, e tiskenjont da Droas. (9) Ha Paol hen doe eur vizion e-pad an noz : eun den euz a Vacedonia a oa en he za, hag a bede anezhan, en eur lavaret : Tremen er Macedonia, ha deuz d’hon zicour. (10) Kerkent ha m’hen doa bet ar vizion-ze, en em brebarjomp da vond dioc’h-tu d’ar Macedonia, o sonjal dre eno e c’halve an Aotrou ac’hanomp da brezeg an Aviel er vro-ze.

(11) O veza eta partiet euz a Droas, ez ejomp var eün da Zamothracia, hag an deiz varlerc’h da Neapolis ; (12) hag ac’hane da Philippos, pehini eo ar gear genta euz ar c’hartier-ze euz a Vacedonia, hag a zo eur c’holoni ; hag e choumjomp eno eun neubeud deveziou. (13) Da zeiz ar sabbat ez ejomp er meaz euz a gear, tost da eur ster, el leac’h ma oat custum da ober ar beden ; hag o veza azezet, e komzemp ouz ar merc’hed a oa en em dastumet eno. (14) Hag eur vaouez a zoujans Doue, hanvet Lydi, gwerzerez pourpr, euz ar gear a Diatira, a zelaoue ; hag an Aotroù a zigoraz he c’halon, evit ma raje evez ouz an traou a lavare Paol. (15) Ha pa oe bet badezet assambles gant tud he zi, e reaz deomp ar beden-man : Mar hoc’h euz kavet ez oun fidel d’an Aotrou, antreit em zi, ha choumit enhan ; hag ober a reaz deomp choum.

(16) Hogen, pa oamp o vond d’al leac’h ma vije great ar beden, en em gavaz ganeomp eur plac’h, hag he devoa eur spered a Biton, hag a c’houneze kalz a arc’hant d’he mistri, oc’h ober micher a zivineres. (17) Honnes, o veza heulliet Paol ha ni, en em lakaz da grial, en eur lavaret : An dud-man a zo servicherien an Doue Holl-C’halloudec, pere a annons deoc’h hent ar zilvidigez. (18) Ober a reaz kement-se e-pad meur a zevez ; mes Paol, o veza skuiz, a zistroaz, hag a lavaraz d’ar spered : Me a c’hourc’hemen d’id en hano Jesus-Christ, mond er meaz euz ar plac’h-se. Hag ez eaz kerkent er meaz anezhi.

(19) Mes pa velaz he mistri ho doa kollet an esperans euz ho gounidegez, e crogjont en Paol hag en Silas, hag e treinjont anezhe d’ar blasen bublic, dirag ar barnerien. (20) Hag e tigasjont anezhe d’ar gouarnerien, en eur lavaret : An dud-man a laka kalz trouz en hon c’hear ; (21) Judevien int, ha deski a reont d’an dud giziou ha n’eo ket permetet deomp ho receo nag ho observi, pa’z eo gwir ez omp Romaned. (22) Neuze ar bobl a zavaz assambles en ho enep, hag ar gouarnerien, goude beza lakeat difreuza ho dillad dezhe, a c’hourc’hemenaz ho skei gant gwialennou. (23) Ha goude ma oe bet roet meur a daol dezhe, e taoljont anezhe er prizon, en eur c’hourc’hemen d’ar jeolier ho diwall mad. (24) He-man, o veza recevet an urz-ze, a lekeaz anezhe er prizon a-ziabarz, hag a ereaz ho zreid gant hualou.

(25) Var-dro hanter-noz, Paol ha Silas a oa o pedi, hag a gane meuleudiou da Zoue, hag ar brizonierien a gleve anezhe. (26) Hag en eun taol e c’hoarvezaz eur gwall-grenamant douar, ken a oe dismantret fondamant ar prizon, ha kerkent an holl dorojou a zigoraz, hag ho liammou dezhe holl a doraz. (27) Neuze ar jeolier, o veza dihunet, pa velaz dorojou ar prizon digor, a dennaz he gleze, hag a oa o vond d’en em laza he-unan, o sonjal e oa tec’het kuit ar brizonierien. (28) Mes Paol a griaz gant eur vouez krenv, en eur lavaret : Na ra droug e-bed d’id da-unan, rag emomp holl aman. (29) Neuze ar jeolier, o veza goulennet goulou, a redaz buhan, hag en eur grena en em daolaz da dreid Paol ha Silas. (30) Hag o veza ho zennet er meaz, e lavaraz : Aotrounez, petra a zo red d’in-me da ober evit beza salvet ? (31) Hag e leverjont dezhan : Cred en Aotrou Jesus-Christ, hag e vezi salvet, te ha da diegez. (32) Hag ec’h annonsjont dezhan ger an Aotrou, ha d’ar re holl a oa en he di. (33) Hag o veza ho c’hemeret ganthan d’an heur-ze euz an noz, e walc’haz dezhe ho gouliou ; ha rag-tal e oe badezet, hen hag he holl dud. (34) Ha goude m’hen doe ho digasset en he di, e lekeaz boued dirazhe ; hag hen devoe eur joa vraz da veza credet en Doue gant he holl diegez.

(35) Pa oe deuet an deiz, ar gouarnerien a gassaz hucherien da lavaret dezhan : Laosk an dud-se en ho liberte. (36) Kerkent, ar jeolier a zigassaz ar c’helou-ze da Baol hag a lavaraz dezhan : Ar gouarnerien ho deuz digasset tud, da lavaret leuskel ac’hanoc’h ; sortiit eta breman, hag it en peoc’h. (37) Mes Paol a lavaraz d’an hucherien : Goude beza hor scourjezet dirag an boll, hep barnedigez, ha ni Romaned, ho deuz hon lakeat er prizon ; ha breman e reont hon lakaad er meaz e-kuz ; nann ! nann ! mes deuint ho-unan d’hon lakaad er meaz. (38) An hucherien a gassaz ar c’homzou-ze d’ar gouarnerien, hag ar re-man a gemeraz aoun, pa glevjont e oant Romaned. (39) Hag e teujont da c’houlen excus diganthe, hag o veza ho c’hasset er meaz, e pedjont anezhe da vond kuit euz ho c’hear. (40) Ha goude beza sortiet euz ar prizon, ez ejont da di Lydi ; hag o veza gwelet ar breudeur, e consoljont anezhe, hag ez ejont kuit neuze.


CHABISTR XVII.


OVEZA tremenet dre Amphipolis ha dre Apollonia, Paol ha Silas a zeuaz da Dessalonika, e peleac’h e oa sinagog ar Judevien. (2) Ha Paol, hervez he c’hiz, a antreaz d’ho c’havoud, hag e-pad tri sabbat a gomzaz ganthe divarben ar Scrituriou, (3) o tiskouez hag o prouvi e oa red m’hen divije souffret ar C’hrist, ha ma vije resussitet a-douez ar re varo ; hag o lavaret : Ar C’hrist-se eo Jesus a annonsan deoc’h. (4) Ha darn anezhe a gredaz, hag en em unanaz gant Paol ha Silas, hag assambles ganthe eun niver braz a C’hreked a zoujans Doue, ha kalz a c’hragez a galite.

(5) Mes ar Judevien pere na gredent ket, o veza leun a jalouzi, a gemeraz ganthe eun toullad paotred fall divar ar plasennou public ; ha goude beza savet ar bobl, e lekejont trubuil dre gear, hag o vond assambles da di Jason, e klaskent Paol ha Silas, evit digas anezhe er meaz d’ar bobl. (6) Mes evel n’ho c’havjont ket eno, e treinjont Jason hag hinienou euz ar breudeur dirag ar pennou-kear, en eur grial : An dud-man, pere ho deuz boulverset ar bed holl, a zo deuet aman ive. (7) Ha Jason hen deuz ho digemeret en he di ; holl e stourmont ouz ordrenansou Cezar, o lavaret ez euz eur roue all, hag a c’halvont Jesus. (8) Troubli a rejont eta ar bobl, hag ar pennou euz a gear, pere a gleve kement-se. (9) Ha goude beza recevet caution digant Jason ha digant ar re all, e lezjont anezhe da vond.

(10) Ha kerkent ar breudeur a reaz da Baol ha da Silas mond kuit, e-pad an noz, evit mond da Verea, hag, o veza erruet eno, ec’h antrejont e sinagog ar Judevien. (11) Ar re-man ho doe santimanchou kaeroc’h eged an dud euz a Dessalonika ; receo a rejont buhan ar Ger, ha bemdez e studient ar Scrituriou, evit gwelet ha gwir e oa kement a glevent. (12) Dre-ze meur a hini anezhe a gredaz, kerkoulz ha gragez a galite euz ar Greked, hag eun niver mad a oazed. (13) Mes, pa glevaz ar Judevien euz a Dessalonika e oa prezeget Ger Doue gant Paol en Berea, e teujont ive di, hag e lekejont trouz e-touez ar bobl. (14) Ha kerkent ar breudeur a gassaz kuit Paol, evit ober van da vond varzu ar mor ; mes Silas ha Timoteus a choumaz c’hoas eno, en Berea. (15) Hag ar re a iea assambles gant Paol, a gassaz anezhan beteg Athen, hag, o veza bet an urz da lavaret da Silas ha da Dimoteus dond buhan d’hen kavoud, ez ejont kuit.

(16) E-pad ma oa Paol ouz ho gortoz en Athen, e oa kounnaret he galon, o velet ar gear-ze leun a idolou. (17) Komz a rea eta er sinagog gant ar Judevien hag ar re a zerviche Doue, ha bemdez er marc’halleac’h ouz ar re a vije eno. (18) Hag unan-benag euz ar philosophed Epicureaned ha Stoikied a rezone outhan ; ha lod a lavare : Petra a fell d’an teodec-ze da lavaret ? Ha re all : Seblantoud a ra prezeg doueou estranjour. Rag annons a rea dezhe ar c’helou mad euz a Jesus hag euz ar resurrection. (19) Hag, o veza kemeret anezhan, hen kasjont d’an Areopach, en eur lavaret : Ha ni a helfe gouzoud petra eo an doctrin nevez-ze euz a behini e komzez ? (20) Rag da glevet a reomp o lavaret traou estranj ; karoud a rafemp eta gouzout petra a zinifi an traou-ze. (21) Hogen, an Athenianed holl hag an estranjourien a oa en ho zouez, na dremenent ho amzer nemed o lavaret hag o klevet eur c’helou nevez-benag.

(22) Neuze Paol a zavaz e-kreiz an Areopach, hag a lavaraz : Athenianed, gwelet a ran ez oc’h devot braz d’an doueou en pep tra. (23) Rag en eur dremen, hag o consideri an traou a adorit, em euz kavet eun aoter var behini eo scrivet : D’an Doue Dizanaf. An hini eta a adorit heb hen anaoud, hennes eo a brezegan deoc’h. (24) An Doue pehini hen deuz great ar bed ha kement a zo enhan, o veza ma’z eo Aotrou an env hag an douar, na choum ket en templou great gant daouarn an dud. (25) Ha n’eo ket servichet gant daouarn an dud, evel pa hen defe ezom euz a eun dra-benag, pa ’z eo hen a ro d’an holl ar vuez, an alan ha pep tra. (26) Hag hen eo hen deuz great euz a eur goad hep-ken kement raç-tud a zo, evit choum en holl vroiou euz an douar, o veza merket an amzeriou hag an harzou euz ho choumach ; (27) evit ma klaskint an Aotrou, da velet hag int a helfe he gavoud, en eur he glask dre daston, petra-benag n’ema ket pell euz pep hini ac’hanomp. (28) Rag enhan e vevomp, e finvomp hag hon euz ar vuez ; evel m’ho deuz lavaret darn euz ho parzidi : Rag ni ive a zo he lignez. (29) Pa ’z omp eta lignez Doue, ne dleomp ket credi e vez an divinite henvel ouz an aour, pe ouz an arc’hant, pe ouz eur mean taillet gant dorn hag hervez ijin an den. (30) Mes Doue, o veza lezet an amzeriou a ignorans-ze da dremen, a lavar breman d’an dud, ma teuint holl, en peb leac’h, d’en em gonvertissa ; (31) rag merket hen deuz eun dervez, en pehini e varno ar bed hervez ar justis, dre an Den hen deuz lakeat evit se ; ha rei hen deuz great eur breuven certen euz a gement-se d’an holl, en eur resussita anezhan a-douez ar re varo......

(32) Pa glevjont komz euz a resurrection ar re varo, lod a reaz goab, hag ar re all a lavaraz : Eur vech all e klevimp ac’hanoud var gement-se. (33) Evel-se Paol a ieaz kuit euz ho zouez. (34) Koulskoude e oe unan-benag hag en em lakeaz assambles ganthan hag a gredaz ; e-touez pere e oa Denes, barner en Areopach, hag eur vaouez hanvet Damaris, ha re all c’hoas ganthe.


CHABISTR XVIII.


GOUDE-ZE Paol, o veza eat kuit euz a Athen, a zeuaz da Gorint. (2) Hag o veza kavet eno eur Judeo, hanvet Akilas, ginidic euz ar Pont, hag a oa nevez deuet euz an Itali gant Priscilla he vreg, abalamour m’hen doa Claud gourc’hemenet d’an holl Judevien sortial euz a Rom, Paol a ieaz d’ho c’havout. (3) Ha dre ma oa euz ar memeus micher, e choumaz en ho zi, hag eno e vije o labourat, hag ho micher a oa ober tantennou. (4) Hogen hen a brezege er sinagog, bep devez sabbat, hag e lake ar Judevien hag ar Greked da gredi. (5) Ha pa oe deuet Silas ha Timoteus euz a Vacedonia, Paol, poulzet gant ar Spered, a destenie d’ar Judevien penaos Jesus a oa ar C’hrist.

(6) Mes, evel ma stourment, ha ma wall-gomzent outhan, hen a hijaz he zillad, hag a lavaraz dezhe : Ra gwezo ho koad varnoc’h hoc’h-unan ; neat oun euz a gement-se ; divar-vreman, ez in etrezeg ar Jentiled.

(7) Hag o veza eat ac’hane, ez eaz en ti eun den hanvet Justus, den a zoujans Doue, hag a oa he di stag euz ar sinagog. (8) Ha Crispus, chef ar sinagog, a gredaz en Aotrou gant holl tud he di ; ha kalz a Gorintied, hag a zeue da zelaou, a gredaz, hag a oe badezet.

(9) Hag an Aotrou, dre eur vizion, en noz, a lavaraz da Baol : N’az pe ket a aoun ; mes komz, ha na dav ket ; (10) rag me a zo ganez, ha den ne lakai he zaouarn varnoud, evit ober droug d’id ; rag bez’ em euz eur bobl vraz er gear-man. (11) Ha choum a reaz eno eur bloaz ha c’houec’h miz, o kelen ger Doue en ho zouez.

(12) Hogen, e-pad ma oa Gallion proconsul euz a Akaia, ar Judevien en em zavaz a-unan a-enep Paol, hag e tigasjont anezhan d’an tribunal, en eur lavaret : (13) He-man a ali an dud da zervicha Doue en eun doare a zo a-eneb al lezen. (14) Hag evel ma oa Paol o vond da zigeri he c’henou, Gallion a lavaraz d’ar Judezien : Ma vije kistion euz a eun injustis pe eun torfet-benag, O Judevien, me a zelaouje ac’hanoc’h, hervez ar rezon ; (15) mes mar d’eo kistion euz a zisput var eun doctrin, var hanoiou, ha var ho lezen, kement-se a zell ouzoc’h hoc’h-unan, rag ne fell ket d’in beza barner euz an traou-ze. (16) Hag e kassaz anezhe er meaz euz an tribunal. (17) Neuze an holl C’hreked, o veza croget en Sosthenes, chef ar sinagog, a skoe ganthan dirag an tribunal, ha Gallion na rea van e-bed euz a gement-se.

(18) Koulskoude Paol, goude beza choumet c’hoas eur pennad mad en Corint, a gimiadaz euz ar breudeur, hag a ieaz dre vor d’ar Syri, assambles gant Priscilla hag Akilas ; araog mond, hen doa lakeat troc’ha he vleo en Senkre, rag eur voeu hen doa great. (19) Neuze ec’h erruaz en Ephesus, hag e lezaz eno he gen-veajourien, mes o veza antreet er sinagog, en em lekeaz da rezoni gant ar Judevien, (20) hag ar re-man a bedaz anezhan da choum pelloc’h ganthe ; mes ne fellaz ket dezhan choum. (21) Hag e kimiadaz outhe, en eur lavaret dezhe : Red mad eo d’in ober ar gouel a zeu en Jerusalem ; mes distrei a rin d’ho kwelet, mar plij gant Doue ; hag ez eaz kuit euz a Ephesus. (22) Hag o veza erruet dre lestr en Cezare, e savaz da Jerusalem ; ha goude beza saludet an Iliz, e tiskennaz da Antiokia. (23) Ha goude beza choumet eno eur pennad amzer, ez eaz kuit, o vond euz an eil kear d’eben, dre vro ar Galatia hag ar Phrigia, en eur granvaad an holl diskibien.

(24) Hogen, erruoud a reaz en Ephesus eur Judeo, hanvet Apollos, ginidic euz a Alexandria, eun den a dalant ha disket braz er Scrituriou. (25) He-man a oa bet desket en hent an Aotrou, hag, o veza leun a fervor en he spered, e komze hag e kelenne gant aked divarben an traou a zell ouz an Aotrou, petra-benag na anaveze c’hoas nemed badiziant Ian. (26) Commans a reaz eta da gomz gant hardiegez er sinagog. Akilas ha Prisilla, o veza klevet anezhan, a zigemeraz anezhan, hag a zeskaz dezhan gwelloc’h hent Doue. (27) Hag o veza ma felle dezhan mond en Akaia, ar breudeur ho doa aliet anezhan da vond, a scrivaz d’an diskibien digemer mad anezhan. Pa oe erruet, e rentaz kalz a zervich, dre c’hras Doue, d’ar re ho doa credet. (28) Rag kendrec’hi a rea gant nerz ar Judevien dirag an holl, o tiskouez dre ar Scrituriou e oa Jesus ar C’hrist.


CHABISTR XIX.


E-PAD ma oa Apollos e Corint, Paol, goude beza tremenet dre ar c’hosteziou huella euz an Azi, a zeuaz da Ephesus. Eno e kavaz eun neubeud diskibien, hag e lavaraz dezhe : (2) Ha recevet hoc’h euz-hu ar Spered-Santel, pa’z oc’h deuet da gredi ? Respont a rejont dezhan : N’hon euz ket klevet zo-ken e vefe eur Spered-Santel. (3) Hag hen a lavaraz dezhe : Pe seurt badiziant hoc’h euz-hu eta recevet ? Ar re-man a lavaraz : Badiziant Ian. (4) Neuze Paol a lavaraz : Ian evit-gwir hen deuz badezet euz ar vadiziant a gonversion, en eur lavaret d’ar bobl credi en Hini a zeue var he lerc’h, da lavaret eo, er C’hrist Jesus. (5) O veza klevet kement-se, e oent badezet en hano an Aotrou Jesus. (6) Ha pa hen doe Paol astennet he zaouarn varnezhe, ar Spered-Santel a ziskennaz varnezhe, hag e komzent meur a seurt langach, hag e profetisent. (7) Ha var-dro daouzec a oa anezhe.

(8) Neuze oc’h antren er sinagog, e komzaz gant hardiegez e-pad tri miz, o prezeg hag o lakaad da gredi var ar pez a zell ouz rouantelez Doue. (9) Mes, evel ma oa lod hag en em galede ho c’halon ha na gredent ket, hag a zrouk-komze euz a hent an Aotrou dirag ar bobl, o veza lezet anezhe, e tispartiaz an diskibien diouthe, hag e prezege bemdez e scol unan hanvet Tirannus. (10) Hogen an dra-ze a badaz e-pad daou vloaz, en hevelep doare ma teuaz ar re holl a oa o choum en Azi, ken Judevien ken Greked, da glevet ger an Aotrou Jesus. (11) Ha Doue a rea burzudou dreist ordinal dre zaouarn Paol ; (12) en hevelep doare ma lekeet var an dud klanv mouchouerou ha lienennou ho doa touchet ouz he gorf, hag e vijent pareet euz ho c’hlenvejou, hag an drouk-sperejou a iea er meaz anezhe.

(13) Neuze darn euz an exorcisted judeo, pere a rede ar vro, en em lekeaz, evit gwelet, da c’hervel hano an Aotrou Jesus var ar re a oa dalc’het gant drouk-sperejou, en eur lavaret : Ni a gonjur ac’hanoc’h dre Jesus, an hini a zo prezeget gant Paol. (14) Ar re a rea kement-se a oa seiz mab da Scevas, eur judeo hag unan euz ar re genta e-touez ar veleien. (15) Mes an drouk-spered a respontaz dezhe : Anaoud a ran Jesus, ha gouzoud a ran piou eo Paol ; mes c’houi piou oc’h-hu ? (16) Hag an den a oa possedet gant an drouk-spered en em daolaz varnezhe, hag o veza trec’het anezhe, ho gwall-dretaz kement, ma tec’hjont euz an ti-ze en noaz ha gouliet.

(17) An dra-ze a oe anavezet gant an holl Judevien hag an holl Greked a oa o choum en Ephesus, hag e oent spountet-holl ; hag hano an Aotrou Jesus a oa glorifiet. (18) Ha kalz euz ar re ho doa credet, a zeue da ziscleria ha da anzav ar pez ho doa great. (19) Hag eun niver braz euz ar re ho doa great sorcerach, a zigassaz ho levriou, hag ho devaz dirag an holl ; ha pa oe countet ar priz anezhe, e oe kavet e save da hanter-kant mil pez arc’hant. (20) Evel-se e creske meurbed ger an Aotrou, o redec hag o krenvaad muioc’h-mui.

(21) Goude-ze, Paol en em broposaz, en he spered, treuzi ar Macedonia hag an Akaia, ha mond da Jerusalem, en eur lavaret : Goude ma vezin bet eno, e rankin ive gwelet Rom. (22) Hag o veza kasset en Macedonia daou euz ar re a oa ouz hen sicour, Timoteus hag Erastus, e choumaz c’hoas eur pennad amzer en Azi.

(23) Hogen c’hoarvezoud a reaz en amzer-ze eun drubuil ha ne oa ket bihan, divarben an doctrin. (24) Rag eun orfeber, hanvet Demetrius, pehini a rea en arc’hant poltrejou bihan euz a dempl Diana, hag a lake da c’hounid kalz an artizaned a vije ganthan, (25) a c’halvaz ar re-man assambles gant ar re all a rea ar seurt labouriou-ze, hag a lavaraz dezhe : O tud, gouzoud a rit penaos euz al labour-ze eo e teu hor gounidegez ; (26) ha gwelet a rit, hag e klevit lavaret penaos, n’eo ket hep-ken en Ephesus, mes kazi dre an Azi holl, hen deuz ar Paol-ze persuadet ha distroet kalz a dud, en eur lavaret n’int ket doueou ar re a zo great gant daouarn an dud. (27) Ha n’eo ket evidomp-ni hepken ez euz da ziwall ne vez gwall-vrudet hor micher, mes templ an itroun vraz Diana zo-ken a hell kweza en dismegans, hag ar vajeste anezhi, henoret en holl Azi hag er bed holl, a hell ive beza kasset da netra.

(28) Pa glevjont kement-se, e oent kounnaret-holl, hag e crijont, en eur lavaret : Braz eo Diana an Ephesied ! (29) Hag ar gear holl a oe leun a zireiz : hag e redjont holl assambles d’an theatr, o skleja ganthe Gaius hag Aristark, tud euz a Vacedonia, ha ken-veajourien da Baol. (30) Hogen Paol a felle dezhan mond dirag ar bobl ; mes an diskibien n’her permetjont ket dezhan. (31) Hag unan-benag memeus euz a chefou an Azi, pere a oa mignoned dezhan, a gassaz tud d’hen pedi n’ez aje ket d’an theatr. (32) Darn eta a lavare eun dra, ha re all eun dra all ; rag an assamble a oa direizet, hag an darnvuia na ouient ket evit petra e oant deuet assambles.

(33) Neuze e tenjont Alexandr euz a-greiz ar bobl, hag ar Judevien a lake anezhan er pen araog ; hag Alexandr, oc’h ober sin gant he zorn, a felle dezhan ho difen dirag ar bobl. (34) Mes, kerkent ha m’ho doe anavezet e oa eur Judeo, an holl en eur vouez, e-pad div heur, pe var-dro, a griaz : Braz eo Diana an Ephesied !

(35) Neuze ar greffier euz a gear, o veza lakeat ar bobl da choum sioul, a lavaraz : Tud a Ephesus, piou eo eta an den ha na oar ket penaos kear an Ephesied a zo consacret d’an doueez vraz Diana, evit diwall anezhi, hag he imach a zo diskennet euz an env ? (36) Pa’z eo gwir na hell den dislavaret kement-se, e tleit choum sioul, hag heb ober tra e-bed gant buhanegez. (37) Rag an dud-se hoc’h euz digasset aman, n’ho deuz great sacrilach e-bed, na lavaret blasphem e-bed a-enep ho toueez. (38) Mar hen deuz Demetrius hag an artizaned a zo ganthan eur c’hlem-benag da ober a-enep den, ez euz deveziou a audianç ha proconsuled ; ra c’halvo an eil egile d’al lez-varn. (39) Ha mar hoc’h euz eun dra-benag all da c’houlen, ec’h hello kement-se beza decidet en eun assamble hag a vezo hervez al lezen. (40) Rag en danjer omp da veza tamallet a revolt abalamour d’an drouz a zo bet hirio, pa n’euz rezon e-bed dre behini ec’h hellomp rei digarez d’an dud da veza bet en em zavet evel-hen. (41) Ha pa hen doe lavaret kement-se, e kassaz kuit an assamble.


CHABISTR XX.


PA oe ehanet an drouz, Paol a c’halvaz an diskibien d’he gavoud, ha goude beza kimiadet outhe, e partiaz evit mond da Vacedonia.

(2) Goude m’hen doa tremenet dre ar c’hosteziou-ze, ha m’hen doa exhortet ar breudeur dre veur a brezegen, e teuaz d’ar Gres.

(3) Pa oe bet choumet eno tri miz, ar Judevien o veza stignet pechou dezhan, pa oa o vond da embarki evit ar Syri, ar breudeur a oe ali dezhan da zistrei dre ar Macedonia. (4) Hag e oe ambrouget beteg en Azi gant Sopater euz a Verea, Aristark ha Secondus euz a Dessalonika, Gaius euz a Zerb, Timoteus, Tichikus ha Trophimus, euz an Azi. (5) Ar re-man, o veza eat araog, a c’hortozaz ac’hanomp en Troas. (6) Ha ni, goude an deiziou euz ar bara hep goell, en em ambarkaz en Philippos, hag e teujomp en pemp devez d’ho c’havoud en Troas, en peleac’h e choumjomp seiz devez.

(7) D’an deiz kenta euz ar sizun, pa oa an diskibien dastumet evit terri ar bara, Paol, pehini a dlie mond kuit an deiz varlerc’h, a brezege dezhe, hag ec’h astennaz he brezegen beteg hanter-noz. (8) Hogen, bez’ e oa kalz a lampou er gampr huel leac’h ma oant en em dastumet. (9) Hag eun den yaouank, hanvet Eutikus, pehini a oa azezet var eur prenestr, a choumaz kousket-maro, e-pad ar brezegen hir a rea Paol, hag e-kreiz he gousk, e kwezaz euz an trede estach d’an traon, hag e oe savet ac’hane maro. (10) Mes Paol, o veza diskennet, en em astennaz varnezhan, hen kemeraz etre he zi-vreac’h, hag a lavaraz : Na vezit ket nec’het, rag ema he ene enhan. (11) Hag o veza pignet adare, hag o veza torret ar bara, ha debret, e komzaz outhe eur pennad mad, bete goulou-deiz, ha goude-ze ez eaz kuit. (12) Hogen, kas a rejont kuit an den yaouank beo, hag e oent consolet braz.

(13) Hogen ni, o veza eat araog var al lestr, a ieaz etrezeg Assos, en peleac’h e tliemp kemer Paol ; rag evel-se hen doa gourc’hemenet, o veza ma felle dezhan ober an hent var droad. (14) Pa oe eta en em gavet ganeomp en Assos, e kemerjomp anezhan, hag e teujomp da Vitylene. (15) Hag ac’hane, o vond dre vor, ec’h errujomp, an deiz varlerc’h, dirag Kios. An deiz varlerc’h e teujomp da Zamos, hag o veza choumet eur pennadic en Trogyll, e teujomp, an devez goude, da Vilet. (16) Rag Paol hen doa decidet tremen en tu all da Ephesus, evit na gollje ket a amzer en Azi, rag hasta a rea buhan evit en em gavout, mar doa possubl dezhan, en Jerusaiem, a-ben deiz ar Pentecost.

(17) Mes kas a reaz tud euz a Vilet da Ephesus, da c’hervel ar re ancien euz an Iliz. (18) Ha pa oent deuet d’hen kavoud, e lavaraz dezhe : C’houi a oar en pe seurt doare ez oun en em gomportet bepred en ho touez, adaleg an deiz kenta ma’z oun antreet en Azi ; (19) o servicha an Aotrou gant pep humilite, gant kalz a zaelou, hag en kreiz ar poaniou digouezet ganen dre guzuliou fall ar Judevien ; (20) ha penaos n’em euz kuzet diouzoc’h netra euz an traou a oa talvoudec deoc’h, ha n’oun ket bet manket d’ho discleria deoc’h, ha d’ho kelen dirag an holl, hag euz an eil ti d’egile ; (21) o prezeg d’ar Judevien hag ive d’ar Greked ar gonversion e-kenver Doue, hag ar feiz e-kenver Jesus-Christ hon Aotrou. (22) Ha breman, en liammou ar Spered, ez an da Jerusalem hep gouzout petra a dle c’hoarvezout ganen eno ; (23) nemed ma’z oun avertisset gant ar Spered-Santel ez euz, e pep kear, chadennou hag afflictionou ouz va gortoz. (24) Mes n’en em lakan en poan euz a netra, ha va buez n’eo ket precius d’in, gant ma peur-achuin gant joa va redaden hag ar garg em euz bet digant an Aotrou Jesus, da annons ar c’helou mad euz ar c’hras a Zoue. (25) Ha setu breman, ec’h ouzon ervad ne velot mui va bisach, c’houi holl e-touez pere em euz tremenet o prezeg rouantelez Doue. (26) Dre-ze ho kemeret a ran hirio da destou, ez oun neat euz ho koad holl. (27) Rag discleriet em euz deoc’h holl bolontez Doue, heb kuzat netra. (28) Likit evez eta ouzoc’h hoc’h-unan, hag ouz an holl denved var bere hen deuz ar Spered-Santel lakeat ac’hanoc’h da eskibien, evit diwall Iliz Doue, prenet ganthan gant he voad he-unan. (29) Rag me a oar penaos, goude ma vezin eat kuit, ec’h antreo gwall-vleizi en ho touez, ha na espernint ket an denved ; (30) hag e savo euz ho touez hoc’h-unan tud hag a brezego doctrinou fall, evit tenna an diskibien var ho lerc’h. (31) Beillit eta, o kaout sonj penaos, e-pad tri bloaz n’em euz ket ehanet noz-deiz da avertissa peb hini ac’hanoc’h gant daelou. (32) Ha breman, breudeur, e recommandan ac’hanoc’h da Zoue ha d’ar gomz euz he c’hras, dezhan pehini a hell ho krenvaad, ha rei deoc’h an heritach assambles gant an holl zent. (33) N’em euz c’hoanteet nag arc’hant, nag aour, na dillad den e-bed. (34) Ha gouzoud a rit hoc’h-unan penaos an daouarn-man ho deuz pourveet d’am ezomou ha da ezomou ar re a oa ganen. (35) Diskouezet em euz deoc’h en pep tra, penaos evel-se, en eur labourad, ez eo red sicour ar re febl, ha derc’hel sonj euz a gomzou an Aotrou Jesus, pehini hen deuz lavaret : Muioc’h a eürusted a zo o rei eged o receo.

(36) Pa hen doe lavaret kementse, en em lekeaz var he zaoulin, hag e pedaz ganthe holl. (37) Neuze an holl a oe beuzet en ho daelou, hag oc’h en em deurel da c’houzoug Paol, e pokent dezhan, (38) o veza glac’haret dreist holl abalamour m’hen doa lavaret na veljent mui he visach. Hag ez ejont d’hen ambroug beteg al lestr,


CHABISTR XXI.


OVEZA eta pignet el lestr, goude beza dispartiet diouthe, e teujomp var eün da Gos, hag an deiz varlerc’h da Rhod, hag ac’hane da Vatara. (2) Hag o veza kavet eul lestr hag a iea da Phenicia, e pignjomp enhan, hag ez ejomp kuit. (3) Neuze, o veza gwelet a-ziabell enezen Cyprus, e lezjomp anezhi en dorn kleiz, hag ez ejomp etrezeg ar Syri, hag e touarjomp en Tir, rag eno eo e tlie al lestr diskarga. (4) Hag o veza kavet an diskibien, e choumjomp eno seiz devez. Ar re-man a lavare da Baol, dre ar Spered, na dleje ket mond da Jerusalem. (5) Mes pa oe tremenet an deiziou-ze, ez ejomp er meaz hag en em lekejomp en hent, hag e teujont holl, gant ho gragez hag ho bugale, da ambroug ac’hanomp beteg er meaz a gear. Hag o veza daou-linet var an aod, e rejomp ar beden. (6) Ha goude beza briatet an eil egile, e pignjomp var al lestr ; hag int a zistroaz d’ar gear.

(7) Oc’h achui hor beach dre vor, euz a Dir e teujomp da Ptolemaïs, ha goude beza saluded ar breudeur, e choumjomp eun devez ganthe. (8) An deiz varlerc’h, Paol ha ni pere a oa ganthan, o veza partiet, e teujomp da Cezare ; hag o veza antreet en ti Philip an avieler, pehini a oa unan euz ar seiz diacon, e choumjomp ganthan. (9) He-man hen doa peder merc’h gwerc’hezed, pere a brofetise. (10) Evel ma choumjomp eno meur a zevez, e teuaz euz a Jude eur profet, hanvet Agabus. (11) Hag o veza deuet d’hor c’havoud, e kemeraz gouriz Paol, ha goude beza liammet he zaouarn hag he dreid he-unan, e lavaraz : Ar Spered-Santel a lavar an dra-man : An den da behini eo ar gouriz-man a vezo liammet evel-hen en Jerusalem gant ar Judevien, hag e livrint anezhan etre daouarn ar Jentiled. (12) Ha pa hor boe klevet kement-se, ni hag an dud ac’hane a bedaz Paol evit na bignje ket da Jerusalem. (13) Mes Paol a respontaz : Petra a rit-hu o wela hag oc’h ober d’in rann-galon ? Rag me a zo prest, n’e ket hep-ken da veza liammet, mes ive da vervel en Jerusalem evit hano an Aotrou Jesus. (14) Evel-se, pa n’hon doa ket gallet hen distrei, e choumjomp tranquil hag e leverjomp : Ra vezo great bolontez an Aotrou !

(15) Eun neubeud deiziou goude-ze, o veza great hor pakajou, e pignjomp da Jerusalem. (16) Hag eun diskibl-benag euz a Cezare a zeuaz ive ganeomp, o tigas ganthe Mnason, eun den euz a Cyprus, eun diskibl koz, e ti pehini e tliemp loja.

(17) Pa oemp erruet en Jerusalem, ar breudeur a zigemeraz ac’hanomp gant levenez. (18) Hag an deiz varlerc’h, Paol a zeuaz ganeomp da di Jakes, hag an holl re ancien en em zastumaz eno. (19) Ha goude m’hen doe ho briatet, e contaz dezhe piz an traou hen doa great Doue dreizhan, e-touez ar Jentiled. (20) Pa glevjont kement-se, e c’hlorifijont an Aotrou, hag e leverjont da Baol : Breur, gwelet a rez ped mil a zo euz ar Judevien hag ho deuz credet, hag holl emaint douget evit al lezen. (21) Hogen, klevet ho deuz divar da ben penaos e teskez an holl Judevien a zo e-touez ar Jentiled, da zilezel Moises, en eur lavaret dezhe na dleont ket circoncisa ho bugale, nag heuil ar c’hiziou. (22) Petra eta a zo da ober ? Sur a-walch ar bobl en em zastumo assambles ; rag klevet a raint ez oud erruet. (23) Gra eta ar pez ma’z eomp da lavaret : Pevar den hon euz hag ho deuz great eur voeu ; (24) kemer anezhe ganez, en em burifi assambles ganthe, ha pae ho dispignou, evit ma c’hellint touza ho fennou, ha ma ouezo an holl penaos n’eo ket gwir an traou ho deuz klevet divar da ben, mes e kendelc’hez da viret al lezen. (25) Evit ar pez a zell ar Jentiled pere ho deuz credet, hon euz decidet ha scrivet dezhe penaos na dlient miret netra euz ar seurt-se, mes hep-ken en em viret diouz ar pez a zo sacrifiet d’an idolou, diouz ar goad, diouz kig loened mouget ha diouz an debauch. (26) Neuze Paol, o veza kemeret an dud-se, hag o veza en em burifiet ganthe, a antreaz ganthe en templ an deiz var-lerc’h, hag a roaz da anaoud ped devez e padje ar burification, hag an deiz ma vije great an offrans evit pep hini anezhe.

(27) Hogen, evel ma oa ar seiz devez tost da veza echuet, ar Judevien euz an Azi, o velet anezhan en templ, a lakaz ar bobl holl d’en em zevel, hag a daolaz ho daouarn varnezhan, en eur grial : (28) Tud a Israel, sicourit ac’hanomp. He-man eo an den hag a brezeg en pep leac’h, ha dirag an holl, a-enep ar bobl a Israel, a-enep al lezen, hag a-enep al leac’h-man ; hag ouzpen-ze, digasset hen deuz c’hoas Greked en templ, hag hen deuz profanet al leac’h santel-man. (29) Rag gwelet ho doa araog Trophimus euz a Ephesus en kear ganthan, hag e credent hen doa digasset Paol anezhan ebarz an templ. (30) Hag ar gear holl en em zavaz, hag ar bobl a ziredaz di ; ha goude beza croget en Paol, e treinjont anezhan er meaz euz an templ ; ha kerkent e oe serret an norojou.

(31) Mes, evel ma klaskent laza anezhan, e teuaz ar vrud da gabiten ar c’hohort e oa ar gear a Jerusalem holl en dizurz. (32) He-man a gemeraz rag-tal ganthan soudarded ha kantenerien, hag a redaz etrezeg enhe ; ha pa veljont ar c’habiten hag ar zoudarded, e paouezjont da skei gant Paol. (33) Neuze ar c’habiten a dostaaz, hag a grogaz enhan, hag a gommandaz hen eren gant diou chaden ; ha goudeze e c’houlennaz piou e oa, ha petra hen doa great. (34) Mes e-touez ar bobl darn a grie en eun doare, darn en eun doare all ; dre na helle ket eta gouzout netra a zur, gant an drouz a oa, e commandaz kas anezhan d’ar c’hastel. (35) Ha pa oe erruet Paol var ar scalierou, e rankaz ar zoudarded hen dougen, abalamour da goler ar bobl, (36) rag eur bobl vraz az ea var he lerc’h, en eur grial : Laka anezhan d’ar maro !

(37) Pa oa Paol o vond da antren er c’hastel, e lavaraz d’ar c’habiten : Ha permetet eo d’in lavaret eun dra d’id ? Hag he-man a lavaraz : Gouzoud a rez eta ar gregach ? (38) Ha n’e ket te eo an Ejyptian-ze pehini, an deiziou diveza-man, hen deuz lakeat ar bobl da zevel, hag hen deuz kasset ganthan d’an dezert pevar mil dorfetour ? (39) Paol a respontaz : Me a zo eur Judeo, euz a Dars, ar gear vrudet-se euz a Cilicia ; da bedi a ran stard da lezel ac’hanoun da gomz ouz ar bobl. (40) Ha pa hen doe permetet dezhan, Paol, oc’h en em zerc’hel en he za var ar pazennou, a reaz sin gant he zorn d’ar bobl ; ha pa ho doe roet peoc’h, e komzaz en langach hebrach, hag e lavaraz :


CHABISTR XXII.


TUD breudeur ha tadou, selaouit breman ar pez em euz da lavaret deoc’h evit va difen.

(2) Ha pa glevjont e komze dezhe en langach hebrach e choumjont c’hoas sioulloc’h.

(3) Hag e lavaraz : Me a zo eur Judeo, ginidic euz a Dars, en Cilicia, mes savet oun bet er gear-man e-c’harz treid Gamaliel, ha kelennet mad e lezen hon tadou, o veza devot braz e-kenver Doue, evel ma’z oc’h c’houi holl hirio. (4) Persecutet em euz an doctrin-man beteg ar maro, o liamma hag o lakaad er prizon ar oazed kerkoulz hag ar merc’hed, (5) evel ma’z eo test d’in ar beleg-braz, hag holl gonseil ar re Ancien. Memeus goude beza recevet diganthe lizerou evit ar breudeur, ez iz da Zamas, evit digas ar re a oa eno liammet da Jerusalem, evit beza punisset. (6) Hogen, c’hoarvezoud a reaz, pa oann en hent, ha pa dostaen euz a Zamas, var-dro kreiz-deiz, ma teuaz en eun taol eur sclerijen vraz euz an env da lugerni en-dro d’in. (7) Hag o veza kwezet d’an douar, e kleviz eur vouez hag a lavare d’in : Saul, Saul, perag e persecutez-te ac’hanoun ? (8) Ha me a respontaz : Piou oud-de, Aotrou ? Hag hen a lavaraz d’in : Me eo Jesus a Nazaret, pehini a bersecutez. (9) Hogen, ar re a oa assambles ganen a velaz mad ar sclerijen, hag e oent spountet ; mes na glevjont ket mouez an hini a gomze ouzin. (10) Neuze e liviriz : Aotrou, petra a rin-me ? Hag an Aotrou a respontaz d’in : Sav, ha kea da Zamas, hag eno e vezo lavaret d’id an holl draou a dleez da ober. (11) Hag evel na velen taken gant sked ar sclerijen-ze, ar re a oa ganen a renaz ac’hanoun dre va dorn, hag ez iz da Zamas.

(12) Hogen, Ananias, eun den devot, hervez al lezen, da behini an holl Judevien a choume eno a roe eun desteni vad, a zeuaz d’am c’havoud ; (13) hag o veza tosteet, e lavaraz d’in : Saul, va breur, receo ar gwelet. Ha kerkent e veliz anezhan. (14) Hag e lavaraz d’in : Doue hon tadou hen deuz da choazet evit ma c’hanavezi he volontez, ha ma veli ar Just, ha ma klevi ar c’homzou euz he c’henou. (15) Rag te a vezo test dezhan dirag an holl dud, euz an traou ec’h euz gwelet ha klevet. (16) Ha breman, perag e taleez-te ? Sav, receo ar vadiziant ha bez gwalc’het euz da bec’hejou, en eur c’hervel hano an Aotrou.

(17) Hogen, c’hoarvezoud a reaz ganen, pa oann distro da Jerusalem, hag o pedi en templ, beza extasiet a spered ; (18) hag e veliz Jesus, hag a lavare d’in : Hast, ha kea buhan er meaz euz a Jerusalem ; rag na gredfont ket an desteni a roi ac’hanoun. (19) Hag e liviriz : Aotrou, gouzoud a reont ho-unan penaos e laken er prizon hag e laken skourjeza er sinagogou ar re a grede enoud ; (20) ha pa oe skulliet goad da verzer (dest), Stefan, e oann ive va-unan eno, hag e consanten d’he varo, hag e oann o tiwall dillad ar re a laze anezhan. (21) Mes hen a lavaraz d’in : Kea ; rag me a gasso ac’hanoud gwall bell etrezeg ar Jentiled . . .

(22) Beteg ar gomz-ze e selaoujont anezhan ; mes neuze e savjont ho mouez, en eur lavaret : Lam ar seurt den-ze divar an douar ; rag n’eo ket dign da veva. (23) Hag evel ma crient, ha ma c’hijent ho dillad, ha ma taolent poultren en ear, (24) ar c’habiten a c’hourc’hemenaz hen kas d’ar c’hastel, hag e c’hourc’hemenaz ma vije interrojet ha skourjezet gant ar walen, evit gouzout perag e crient evel-se a-enep dezhan.

(25) Mes pa ho doe liammet anezhan gant lerennou, Paol a lavaraz d’ar c’hantener a oa eno : Ha permetet eo deoc’h skourjeza eur bourc’hiz roman, heb ma vez bet barnet ? (26) Ar c’hantener, o veza klevet kement-se, a ieaz d’hen lavaret d’ar c’habiten, en eur lavaret : Laka evez petra a ri ; rag an den-ze a zo Roman. (27) Neuze e teuaz ar c’habiten, hag e lavaraz dezhan : Lavar d’in, ha te a zo bourc’hiz roman ? Hag hen a respontaz : Ia. (28) Ar c’habiten a respontaz : Kalz a arc’hant eo bet coustet d’in dond da veza bourc’hiz a Rom. Ha me, eme Paol, a zo roman abaoe ma’z oun ganet. (29) Ar re eta a dlie hen skourjeza evit ober dezhan anzav, en em dennaz kerkent ; hag ar c’habiten ive a gemeraz aoun, pa velaz e oa Roman, hag hen doa lakeat hen liamma.

(30) An deiz varlerc’h evel ma felle dezhan gouzoud evit petra e oa tamallet gant ar Judevien, e lekeaz hen diliamma, hag o veza kemennet da brinsed ar veleien ha d’an holl Sanhedrin en em assambli, e tigassaz Paol d’an traon, hag a lekeaz anezhan en ho c’hreiz.


CHABISTR XXIII.


PAOL, o sellet stard ouz ar Sanhedrin, a lavaraz : Va breudeur, beteg-hen em euz bevet dirag Doue e peb coustians vad. (2) Var ar ger-ze, Ananias, ar beleg-braz, a c’hourc’hemenaz d’ar re a oa tost dezhan, hen skei var he visach. (3) Neuze Paol a lavaraz dezban : Doue a skoio ac’hanoud, moger gwennet ; rag azezet oud evit va barna hervez al lezen ; hag o terri al lezen, e c’hourc’hemenez skei ac’hanoun. (4) Hogen, ar re a oa eno, a lavaraz dezhan : Penaos e credez-te gwall-gomz ouz beleg-braz Doue ? (5) Paol a respontaz : Breudeur, na ouien ket e oa hennes ar beleg-braz ; rag scrivet eo : Na zroug-komzi ket euz a brins da bobl.

(6) Hogen Paol, o c’houzoud e oa Saduceed eul loden euz he varnerien, hag eul loden all Farizianed, a griaz er Sanhedrin : Tud breudeur, Farizian oun, mab da eur Farizian, hag abalamour d’an esperans ha da resurrection ar re varo eo e varner ac’hanoun. (7) Ha pa hen doe lavaret kement-se, e c’hoarvezaz eun disput etre ar Farizianed hag ar Saduceed ; hag an assamble a oe rannet e diou loden. (8) Rag ar Saduceed a lavar penaos n’ez euz na resurrection, nag eal, na spered ; mes ar Farizianed a anavez an eil hag egile. (9) Evel-se e c’hoarvezaz eun drouz vraz. Hag ar Scribed euz a du ar Farizianed a zavaz, hag a stourme ouz ar re all, en eur lavaret : Ni ne gavomp droug e-bed en den-ze, ha mar hen deuz eur spered pe eun eal komzet outhan, na reomp ket a vrezel da Zoue. (10) Hag evel ma oa savet eun disput vraz, ar c’habiten, gant aoun ne vije Paol dismantret ganthe, a c’hourc’hemenaz d’ar zoudarded disken, da lemmel anezhan euz ho c’hreiz, hag he gas d’ar c’hastel.

(11) An noz varlerc’h, an Aotrou en em brezantaz da Baol, hag a lavaraz dezhan : Paol, kemer courach ; rag, evel ma ec’h euz roet testeni ac’hanoun en Jerusalem, evel-se eo red ive e rofez testeni e Rom.

(12) Pa oe deuet an deiz, eur re-benag euz ar Judevien a reaz eur c’homplot, hag a c’houlennaz malloz varnezhe ho-unan, mar debrjent pe ma c’hevjent, araog ma ho divije lazet Paol. (13) Ar re ho doa touet kement-se a oa anezhe ouz-pen daou-ugent. (14) Hag ez ejont da gavout prinsed ar veleien hag ar re Ancien, hag e leverjont dezhe : Touet hon euz, dindan poan da veza milliget, ne zebrjemp seurt ebed, ken hor bije lazet Paol. (15) Rag-se eta breman c’houi, gant ar Sanhedrin, livirit d’ar c’habiten lakaad hen disken varc’hoas en ho kreiz, evel pa fellfe deoc’h examina pissoc’h he affer ; ha ni a zo prest d’hen laza araog ma c’herruo.

(16) Mes mab c’hoar Paol, o veza klevet ar c’homplot-se, a zeuaz, hag o veza eat er c’hastel, a roaz kement-se da anaoud da Baol. (17) Ha Paol, o veza galvet unan euz ar c’hantenerien, a lavaraz dezhan : Kas an den yaouank-man d’ar c’habiten, rag eun dra-benag hen deuz da ziscleria dezhan. (18) Ar c’hantener o veza kemeret anezhan, hen kassaz d’ar c’habiten, hag a lavaraz dezhan : Paol, ar prizonier, hen deuz va galvet ha va fedet da zigas d’id an den yaouank-man, pehini hen deuz eun dra-benag da lavaret d’id. (19) Hag ar c’habiten, o cregi en he zorn, en em dennaz a-gostez ganthan, hag a c’houlennaz diganthan : Petra ec’h euz-te da ziscleria d’in ? (20) Hag hen a lavaraz : Ar Judevien a zo en em glevet evit pidi ac’hanoud da zigas Paol varc’hoas d’ar Sanhedrin, evel pa ho defe c’hoant da examiha pissoc’h he affer. (21) Mes n’ed a ket da fizioud enhe ; rag bez’ ez euz ouz-pen daou-ugent anezhe hag a stign pechou dezhan, hag a zo en em westlet dre le, da choum hep debri nag eva, ken ho devezo lazet anezhan ; hag emaint breman prest, o c’hortoz da respont.

(22) Ar c’habiten eta a gassaz kuit an den yaouank, goude beza berzet anezhan na lavarje da zen hen doa discleriet kement-se dezhan. (23) Hag o veza galvet daou gantener, e lavaraz dezhe : Dalc’hit prest daou c’hant soudard, deg ha tri-ugent cavalier ha daou c’hant archer, da vond da Cezare d’an derved heur euz an noz. (24) Preparit ive loened evit lakaad Paol varnezbe, hag hen kas sur da Felix ar gouarner. (25) Hag hen a scrivaz dezhan eul lizer er giz-man : (26) Claud Lysias, d’ar gouarner mad meurbed Felix, salud ! (27) Ar Judevien ho doa croget en den-man, hag a oa o vond d’hen laza, pa oun deuet gant ar vanden zoudarded, hag em euz tennet anezhan diganthe, o veza anavezet e oa Roman. (28) Hogen, dre ma felle d’in gouzout petra a damallent dezhan, em euz great dezhan disken en ho Sanhedrin. (29) Hag em euz kavet penaos eo tamallet var draou euz ho lezen, mes n’ed eo karget a grim e-bed dign a varo nag a brizon. (30) Hag, o veza bet avertisset ho doa stignet ar Judevien pechou dezhan, em euz hen kasset kerkent d’id, o c’hourc’hemen d’ar re hen tamalle lavaret dirazoud petra ho deuz a-enep dezhan. Ken-a-vezo.

(31) Ar zoudarded eta, hervez an urz ho doa bet, a gemeraz Paol, hag a gassaz anezhan en noz da Antipatris. (32) Hag an deiz varlerc’h, o veza lezet ar gavalierien da vond ganthan, e tistrojont d’ar c’hastel. (33) Ar gavalierien, o veza arruet en Cezare, a roaz al lizer d’ar gouarner, hag a lekeaz ive Paol dirazhan. (34) Hag ar gouarner, o veza lennet al lizer, a c’houlennaz a be seurt provinç e oa Paol ; hag o klevet e oa euz a Cilicia, e lavaraz dezhan : (35) Me a zelaouo ac’hanoud pa vezo deuet da damallerien. Hag e c’hourc’hemenaz hen derc’hel e lezvarn Herodes.


CHABISTR XXIV.


PEMP devez goude-ze, Ananias, ar beleg-braz, a ziskennaz gant darn euz ar re Ancien hag eun avocat, hanvet Tertullus, pere a zougaz clem a-enep da Baol. (2) Paol o veza bet galvet, Tertullus a gommansaz d’hen tamal, en eur lavaret : (3) Anzav a reomp e pep tra ha dre holl, ha gant peb seurt actionou a c’hras, O Felix mad meurbed, e meump an heur-vad da gaoud eur peoc’h parfet, dre da zicour ha dre an oberou kaer a zo bet great d’ar bobl-man, dre ar zourci ec’h euz bet anezhi. (4) Mes evit na zalc’hfomp ket ac’hanoud re bell, e pedan ac’hanoud da zelaou, en da vadelez, ar pez em euz da lavaret en ber gomzou : (5) Ni hon euz kavet an den-man, pehini a zo eur vossen, hag a laka trouz etre ar Judevien dre ar bed holl, hag a zo ar pen euz a sect an Nazareaned, ha pehini c’hoas hen deuz klasket profani an templ. (6) Ni hon doa croget enhan, hag e felle deomp hen barna hervez hon lezen ; (7) mes ar c’habiten Lysias a zo deuet, hag hen deuz lammet anezhan dre fors euz tre hon daouarn, (8) o c’hourc’hemen d’ar re hen tamalle dond d’az kavout. Gallout a ri da-unan gouzoud diganthan, en eur interroji anezhan, an holl draou euz a bere e tamallomp anezhan. (9) Ar Judevien en em lekeaz ive deuz costez ar re hen tamalle, en eur lavaret e oa pep tra evel-se.

(10) Mes Paol, goude m’hen doe ar gouarner great sin dezhan da gomz, a respontaz : O veza ma c’houzon ez euz meur a vloaz emoud barner var an nation-man, e komzan gant muioc’h a fizians evit en em difen ; (11) rag gouzoud a hellez penaos n’euz ket ouz-pen daouzec dervez abaoe ma’z oun pignet da Jerusalem evit adori. (12) N’ho deuz va c’havet o tisput gant den e-bed en templ, nag o tastum ar bobl er sinagogou, nag en kear, (13) ha na hellfent ket prouvi an traou euz a bere e tamallont ac’hanoun breman. (14) Koulskoude ec’h anzavan an dra-man ouzid, penaos e servichan Doue va zadou-koz, hervez an doctrin e c’halvont herezi, o cridi an holl draou a zo scrivet el lezen hag er brofeted ; (15) hag o kaoud en Doue an esperans-se ho deuz ho-unan, penaos e c’hoarvezo resurrection ar re varo, kerkoulz ar re just evel ar re injust. (16) Abalamour da ze eo e labouran, evit kaout bepred eur goustians divlam dirag Doue ha dirag an dud. (17) Hogen, goude meur a vloaz, ez oun deuet da zigas d’am nation aluzennou hag offransou. (18) Ha pa oann oc’h ober ze, unan-benag euz a Judevien an Azi a gavaz ac’hanoun purifiet en templ, hep kalz a dud na trouz. (19) Int ho-unan a dleje beza deuet aman dirazoud da damal ac’hanoun, mar ho divije bet eun dra-benag da lavaret a-enep d’in. (20) Mes ra zeui ar re-man eta da ziscleria hag int ho deuz kavet ac’hanoun coupabl euz a eun dra-benag, pa’z oun bet lakeat dirag ar Sanhedrin, (21) nemed ne vez euz ar gomz-man hep-ken em euz bet lavaret a vouez huel pa oann dirazhe : Abalamour da resurrection ar re varo eo ez oun barnet hirio ganeoc’h.

(22) Pa glevaz Felix kement-se, dre ma c’hanaveze gwelloc’h an traou a zell ouz an doctrin, e kassaz anezhe da eur vech all, en eur lavaret : Pa vezo deuet ar c’habiten Lysias, ec’h examinin mad hoc’h affer. (23) Hag e c’hourc’hemenaz da eur c’hantener diwall Paol, mes lezel ganthan eun tam liberte, hep herzel euz he dud d’hen servicha pe da zond d’he velet.

(24) Eun neubeud deiziou goude-ze, Felix, o veza deuet gant Drusilla, he vreg, pehini a oa Judeves, a gassaz tud da gerc’hat Paol, hag e selaouaz anezhan divarben ar feiz er C’hrist. (25) Hag evel ma komze Paol divarben ar justis, an demperans hag ar varn da zond, Felix, spountet-holl, a lavaraz dezhan : Kea kuit evit breman, ha pa gavin eun amzer favorabl-benag, e c’halvin ac’hanoud. (26) Esperoud a rea ive e vije roet arc’hant dezhan gant Paol, evit ma laoskje anezhan en he liberte ; evit se eo e kasse alies tud d’he gerc’hat hag e komze ganthan.

(27) Daou vloaz a dremenaz evel-se, hag e teuaz Porcius Festus e plas Felix ; ha Felix, evit ober plijadur d’ar Judevien, a lezaz Paol er prizon.


CHABISTR XXV.


FESTUS eta o veza erruet er provinç, a bignaz, tri devez goude, euz a Cezare da Jerusalem. (2) Neuze ar beleg-braz, hag ar re genta euz a-douez ar Judevien, a zougaz clem dirazhan a-enep Paol ; (3) ouz he bedi, e c’houlennent diganthan, evit noazoud da Baol, m’hen divije ar vadelez da lakaad hen digas da Jerusalem, rag lakeat ho doa tud kuzet da c’hedal, evit hen laza en hent. (4) Mes Festus a respontaz e oa Paol diwallet-mad en Cezare, hag e tlie he-unan mond di hep-dale. (5) Ra zeui eta, eme-z’han, ar re vrassa ac’hanoc’h da zisken assambles ganen, ha ra damallint an den-ze mar d’euz eun dra-benag a-enep dezhan.

(6) Festus na choumaz en ho zouez nemed eiz pe deg devez, hag a ziskennaz neuze da Cezare ; hag an deiz varlerc’h, o veza azezet var he dribunal, e c’hourc’hemenaz digas Paol. (7) Pa oe deuet, ar Judevien a oa diskennet euz a Jerusalem en em lekeaz en-dro dezhan, o tougen a-enep Paol kalz a wall damallou, ha na hellent ket ho frouvi. (8) Eleac’h Paol a lavare evit en em difen : N’em euz pec’het e tra e-bed nag a-enep lezen ar Judevien, nag a-enep an templ, nag a-enep Cezar. (9) Koulskoude Festus, o c’hoantaad ober plijadur d’ar Judevien, a gomzaz ouz Paol, hag a lavaraz dezhan : Ha te a garfe pignat da Jerusalem, ha beza barnet eno dirazoun var an traou-ze ? (10) Ha Paol a lavaraz : Dirag tribunal Cezar emoun ; aman eo red d’in beza barnet ; n’em euz great gaou e-bed ouz ar Judevien, evel ma c’houzoud ervad. (11) Mar em euz great eun injustis-benag, pe eun torfet-benag hag a vez dign a varo, na refusan ket mervel ; mes mar n’euz netra a wir en traou a damallont d’in, den na hell va livra dezhe ; Ouz Cezar e ran appel. (12) Neuze Festus, goude beza komzet gant he gonseil, a respontaz : Ouz Cezar ec’h euz great appel, da Cezar ez i.

(13) Eun neubeud deiziou goude, ar roue Agrippa ha Berenis a zeuaz da Cezare, evit saludi Festus. (14) Hag evel ma choumjont eno meur a zevez, Festus a roaz da anaoud d’ar roue affer Paol, en eur lavaret : Felix hen deuz lezet aman eun den, prizonier, (15) a-enep pehini prinsed ar veleien ha re ancien ar Judevien ho deuz douget clem pa oann en Jerusalem, o c’houlen ma vije condaonet. (16) Respontet em euz dezhe n’ema ket ar c’hiz e-touez ar Romaned da livra eun den d’ar maro, ken n’hen deve bet an hini a zo tamallet he damallerien a-zirazhan, ha ken n’hen deve bet al liberte d’en em zifen euz ar pez a damaller dezhan. (17) Goude eta ma’z int bet en em assamblet aman, heb nep dale an deiz varlerc’h, ec’h azeziz var an dribunal, hag e roiz urz da zigas an den-ze. (18) Ar re hen tamalle, o veza en em brezantet, n’ho deuz douget en he enep hini e-bed euz ar c’hlemmou a zonjen. (19) Mes bet ho deuz ganthan eun disput-benag divarben ho relijion ho-unan, ha divarben eur Jesus maro, a gendalc’he Paol da lavaret e oa beo. (20) Hogen, evel ma oann en douetans var gement-se, e c’houlenniz diganthan ha felloud a rea dezhan mond da Jerusalem, ha beza barnet eno var an traou-ze. (21) Mes Paol o veza great appel, evit ma vije barnet he broces gant an impelaer, em euz gourc’hemenet he zerc’hel bete ma kassin anezhan da Cezar. (22) Neuze Agrippa a lavaraz da Festus : Me a garfe ive klevet an den-ze. Varc’hoas, eme Festus, e klevi anezhan.

(23) An deiz varlerc’h eta, Agrippa ha Berenis a zeuaz gant kalz a lorc’haj, ba pa oent antreet e leac’h an audians, gant ar c’habitaned hag an dud kenta euz a gear, e oe digasset Paol dre urz Festus. (24) Neuze Festus a lavaraz : Roue Agrippa, ha c’houi holl pere a zo aman prezant ganeomp, gwelet a rit an den a-enep pehini eo deuet holl bobl ar Judevien d’am c’havoud, en Jerusalem hag aman, o crial ne oa ket gleet hen lezel pelloc’h da veva. (25) Mes, o veza kavet penaos n’hen doa great netra dign euz ar maro, ha dre ma hen deuz he-unan great appel d’an impelaer, em euz resolvet hen kas dezhan. (26) N’em euz tra sclear e-bed da scriva d’an impelaer divar he ben, rag-se em euz hen digasset dirazoc’h, ha dreist holl dirazoud, roue Agrippa, evit m’em bezo eun dra-benag da scriva, goude ma vezo bet interrojet. (27) Rag ne zeblant ket d’in e vez deread kas eur prizonier, hep merka ive ar pez a damaller dezhan.

CHABISTR XXVI.


NEUZE Agrippa a lavaraz da Baol : Permetet eo d’id komz evidoud da-unan. Neuze Paol, o veza astennet he zorn, a gomzaz evel-hen evit he zifen :

(2) Eürus en em gavan, roue Agrippa, abalamour ma em euz da ober va difen hirio dirazoud, divarben an holl draou euz a bere ez oun tamallet gant ar Judevien, (3) ha dreist-holl dre ma c’houzon ec’h anavezez ervad an holl giziou hag an holl gistionou a zo etouez ar Judevien ; rag-se e pedan ac’hanoud d’am zelaou gant patianted. (4) Evit ar pez a zell ouz ar vuez em euz renet, abaoe va yaouankiz, en doare ma’z eo tremenet abaoe ar pen-kenta, e-touez va fobl, en Jerusalem, anavezet eo gant an holl Judevien. (5) Rag gouzoud a reont, abaoe ar pen-kenta (mar fell dezhe rei testeni var gement-se), penaos em euz bevet evel eur Farizian, oc’h heuil ar reglen rusta-ze euz hon relijion. (6) Ha breman ez oun lakeat da veza barnet abalamour d’am esperans er bromessa hen deuz great Doue d’hon tadou, (7) hag euz a behini hon daouzec tribu, pere a zervich Doue dalc’h-mad, noz-deiz, a zo o c’hortoz an accomplissamant. Abalamour d’an esperans-ze, roue Agrippa, ez oun tamallet gant ar Judevien. (8) Petra ! ha c’houi a gav diez credi e teufe Doue da resussita ar re varo ? (9) Gwir eo penaos, evidoun-me, em boa credet e oa va dever stourm gant nerz a-enep hano Jesus a Nazaret. (10) Hag hen ober a riz ive en Jerusalem. Lakaad a riz kalz a zent er prizon, goude beza bet ar galloud-se digant prinsed ar veleien, ha pa vijent lakeat d’ar maro, e roen va mouez a-enep dezhe. (11) Hag o punissa anezhe alies en holl sinagogou, e ren dezhe blasphemi ; hag o veza kounnaret holl en ho enep, e persecuten anezhe beteg er c’heariou estranjour.

(12) Hag evel ma oann o vond evit se da Zamas, gant galloud ha gant eur brocuration euz a-berz prinsed ar veleien, (13) var-dro kreiz an deiz, o roue, pa oann en hent, e veliz eur sclerijen euz an env, skedussoc’h eged an heol, hag a lugernaz en-dro d’in, ha d’ar re a rea hent assambles ganen. (14) Hag o veza kwezet holl d’an douar, e kleviz eur vouez o komz ouzin, hag ar vouez a lavare din, en langach hebrach : Saul, Saul, perag e persecutez-te ac’hanoun ? Kalet e vez d’id stourm ouz ar broudou. (15) Neuze e liviriz : Piou oud-de, Aotrou ? Hag hen a respontaz : Me eo Jesus, pehini a bersecutez. (16) Mes sav, hag en em zalc’h var da dreid, rag en em ziskouezet oun d’id evit da lakaad da vinistr ha da dest euz an traou ec’h euz gwelet, hag euz ar re evit pere en em ziskouezin d’id c’hoas. (17) Choazet em euz ac’hanoud a-douez ar bobl-man hag a-douez ar Jentiled, ha breman e kassan ac’hanoud etrezeg enhe, (18) evit digeri dezhe ho daou-lagad, hag ober dezhe tremen euz an devalijen d’ar sclerijen, hag euz a c’halloud Satan da Zoue, evit ma recevint dre ar feiz enoun ar pardon euz ar pec’hejou, ha lod en heritach ar zent.

(19) Dre-ze, roue Agrippa, n’em euz ket stourmet euz ar vizion euz an env ; (20) mes prezeget em euz da genta d’ar re a zo en Damas, ha goude en Jerusalem, ha dre ar Jude holl, ha d’ar Jentiled, da gaout keuz, ha da zistrei ouz Doue, oc’h ober oeuvrou dign euz ar gonversion. (21) Abalamour da gement-ze eo ho deuz ar Judevien klasket va laza, goude beza kemeret ac’hanoun en templ. (22) Mes, dre zicour Doue, ez oun choumet em buez beteg hirio, o rei testeni dirag ar re vihan ha dirag ar re vraz, hag o lavaret netra nemed ar pez ho deuz Moises hag ar brofeted lavaret a dlie c’hoarvezout, da lavaret eo, (23) e tlie ar C’hrist souffr, hag, evel ma’z eo ar c’henta resussitet a-douez ar re varo, e tlie annons ar sclerijen d’ar bobl-man ha d’ar Jentiled.

(24) Pa oa o lavaret kement-se evit en em difen, Festus a lavaraz gant eur vouez krenv : Kollet ec’h euz da skiant, Paol, da zeskadurez vraz a laka ac’hanoud da ziskianta. (25) Mes Paol a lavaraz : Na ziskiantan ket, o Festus mad meurbed ; mes lavaret a ran komzou gwir hag a skiant-vad. (26) Ar roue a anavez an holl draou-man ; ha me a gomz anezhe gant hardiegez dirazhan, rag persuadet oun n’euz hini euz an traou-man kuzet diouthan, rag n’int ket bet great e-kuz. (27) Roue Agrippa, ha na gredez-te ket ar brofeted ? Me a oar e credez. (28) Hag Agrippa a lavaraz da Baol : Emoun kazi gounezet ganez da veza christen. (29) Ha Paol a lavaraz dezhan : Plijet gant Doue ma vijec’h, n’e ket te hep-ken, mes ive kement hini a zelaou ac’hanoun hirio, kazi henvel, hag henvel parfet ouzin-me, nemed er pez a zell euz al liammou-man !

(30) Goude m’hen doe lavaret Paol kement-se, ar roue, ar gouarner ha Berenis hag ar re a oa azezet ganthe, a zavaz. (31) Hag en eur vond kuit, e lavarent an eil d’egile : An den-ze n’hen deuz great netra da veritoud ar maro nag ar prizon. (32) Hag Agrippa a lavaraz da Festus : An den-ze a helle beza laosket en he liberte, ma n’hen divije ket great appel da Cezar.


CHABISTR XXVII.


GOUDE ma oa bet decidet ez ajemp dre vor d’an Itali, e oe livret Paol hag eun neubeud prizonerien all da eur c^hantener euz a gohort Augustus, hanvet Julius ; (2) hag o veza pignet var eul lestr euz a Adramyt, ez ejomp en hent gant an intantion da douch ouz porzou-mor douar an Azi, ha beza e oa ganeomp Aristark, eur Macedoniad euz a Dessalonika. (3) An deiz varlerc’h, ec’h arrujomp en Sidon ; ha Julius, o treti Paol gant dousder, a bermetaz dezhan mond da velet he vignoned, da veza soulajet ganthe. (4) Goude beza eat ac’hane, e navigjomp dindan enez Cyprus, rag an avel a oa a-enep. (5) Ha goude beza treuzet mor Cilicia ha Pamphylia, e teujomp da Vyrrha, en bro Lycia, hag ar c’hantener, (6) o veza kavet eno eul lestr euz a Alexandria hag a iea d’an Itali, a reaz deomp mond ebarz. (7) Ha dre ma n’hon doa ket avancet kalz e-pad meur a zevez, ha ma oamp a-boan erruet dirag Gnidus, abalamour na bermete ket an avel deomp, e tremenjomp izelloc’h eged enez Creta var-zu Salmon ; (8) hag o vond gant poan a-biou dezhi, e teujomp da eul leac’h hanvet Porziou-kaer, tost da behini ema ar gear a Lase.

(9) Dre ma oa tremenet kalz a amzer, ha ma oa deuet ar mor da veza danjeruz, o veza ma oa dija tremenet amzer ar iun, (10) Paol a avertissaz anezhe, hag a lavaraz dezhe : Gwelet a ran, goazed, e vezo hor beach leun a zanjerou hag a gollou braz, n’e ket hep-ken evit al lestr hag ar garg a zo enhan, mes ive evidomp-ni. (11) Mes ar c’hantener a grede kentoc’h d’ar sturier ha da berc’hen al lestr, eged d’ar pez a lavare Paol. (12) Hag o veza ne oa ket mad ar porz-ze evit goanvi, an darnvuia a oa ho ali mond kuit ac’hane, ha klask mond, mar galjent, bete Phoenice, eur porz euz a Greta, hag a zo troet var-zu an avel a zeu euz an Afric, etre an Nord hag ar C’huz-heol, evit gallout tremen ar goanv eno. (13) Hag an avel euz ar c’hreizteiz o veza deuet da c’houeza goustadic, e credjont e teujent a-ben euz ho mennoz, hag o veza savet an heor, e ribljont tost da enez Creta.

(14) Mes eun neubeud goude, e savaz eun avet foll, a c’halver Euroclydon, hag a c’houeze var-zu an aod. (15) Al lestr a oe treinet, hag evel na helle ket harz ouz an avel, hen lezjomp da vond ; (16) ha pa hor boe tremenet izelloc’h eged eun enezen vihan, hanvet Clauda, gant kalz a boan ec’h helljomp derc’hel ar vag. (17) Mes goude m’ho doe savet anezhi, ar vortoloded a reaz usach a zicouriou, oc’h amar al lestr a-zindan gant kerden ; hag o veza m’ho doa aoun da veza taolet var treaz ar Syrt, e tiskenjont ar vernien ; hag e oant douget evel-se. (18) Evel ma oamp gwall-stropet gant ar gwall-amzer, an deiz varlerc’h e taoljont ar gargezon er mor. (19) Hag an trede deiz, e taoljomp paramant al lestr er meaz gant hon daouarn hon-unan. (20) Hag evel n’en em ziskouezaz nag an heol, nag ar stered epad meur a zevez, ha ma skoe eun tempest braz varnomp, e koljomp peb esperans da veza saveteet.

(21) Hogen pell amzer e oat bet hep debri. Neuze Paol, o sevel en he za en ho c’hreiz, a lavaraz dezhe : Dleet e vije bet eta deoc’h va zelaou, goazed, e-leac’h mond kuit euz a Greta, hag hor bije gallet espern ar boan hag ar c’holl-man. (22) Mes breman ho pedan da gemer courach, rag hini ac’hanoc’h na gollo he vuez, ne vezo kollet nemed al lestr. (23) Rag en noz-man, eun eal a-berz an Doue, da behini ez oun-me, hag a zervichan, a zo en em diskouezet d’in, en eur lavaret : (24) N’az pez ket a aoun, Paol ; red eo d’id mond dirag Cezar ; ha setu, Doue hen deuz roet d’id kement hini a zo o naviga assambles ganez. (25) Dre-ze, goazed, kemerit courach ; rag me em euz fizians en Doue penaos e c’hoarvezo evel ma’z eo bet lavaret d’in ; (26) mes red eo deomp beza taolet var eun enezen-benag.

(27) Dre ma oa deuet ar bevarzecved nozvez, ha ma oamp kasset aman hag a-hont var ar mor Adriatik, ar vortoloded, var-dro hanter-noz, a zonjaz dezhe e tostaent ouz eun douar-benag. (28) Hag o veza taolet ar ploum, e kavjont ugent gourad. Goude beza eat eun neubeud pelloc’h, e taoljont adare ar ploum, hag e kavjont pemzec gourad. (29) Neuze, gand aoun na gouezjemp var eur garrec-benag, e taoljont pevar heor euz a ziadre al lestr, hag ho doa hast da velet an deiz.

(30) Hag evel ma klaske ar vortoloded tec’hel euz al lestr, ha m’ ho doa diskennet ar vag var ar mor, var zigarez mond da deurel heoriou ar pen-araog euz al lestr, (31) Paol a lavaraz d’ar c’hantener ha d’ar zoudarded : Mar na choum ket ar re-man ebarz al lestr, na hellit ket beza saveteet. (32) Neuze ar zoudarded a droc’haz kerden ar vag, hag hen lezjont da gweza.

(33) Hag, o c’hortoz an deiz da zond, Paol ho exhortaz holl da gemer boued, en eur lavaret : Hirio eo ar bevarzecved devez abaoe ma’z oc’h o c’hortoz, hag o choum var iun, hep kemer netra. (34) Rag-se e pedan ac’hanoc’h da gemer boued, rag red eo deoc’h, evit gallout en em zavetei ; ha na gwezo ket eur vleven euz a ben hini ac’hanoc’h. (35) Goude beza lavaret kement-se, e kemeraz bara, hag e rentaz grasou da Zoue, dirag an holl ; hag o veza torret anezhan, en em lekeaz da zebri. (36) An holl neuze a gemeraz courach, hag e tebrjont boued ive. (37) Hogen, bez’ e oamp en holl ebarz al lestr, daou c’hant c’houezec ha tri-ugent den. (38) Ha pa ho doe debret awalc’h, e skanvajont al lestr, en eur deurel an ed er mor.

(39) Ha pa oe deuet an deiz, ne anavezent ket an douar ; mes o veza gwelet eun aber, en pehini e oa eun aod, e tecidjont, mar galljent, kas al lestr ebarz. (40) O veza eta troc’het-kuit an heoriou, ho lezjont er mor, o tizeren er memeus amzer ereou ar sturiou ; ha goude beza savet gouel ar vern-volosk d’an avel, e tennjont var-zu an aod. (41) Mes, o veza deuet en eul leac’h ma oa mor a bep tu, al lestr a stokaz eno, hag an diaraog o veza engajet, a choumaz stard, mes an diadre a freuze gant an nerz euz an taoliou-mor. (42) Neuze ar zoudarded a oe ali da laza ar brizonerien, gant aoun na deuje unan-benag anezhe da dec’hel kuit var neu. (43) Mes ar c’hantener, dre m’hen doa c’hoant da zavetei Paol, ho distroaz deuz an ali-ze, hag a c’hourc’hemenaz d’ar re holl a helle neu en em deurel da genta er mor, ha mond d’an douar ; (44) ha d’ar re all mond, lod var blench ha lod var dammou euz al lestr. Evel-se e c’hoarvezaz ma en em savetejont holl d’an douar.

CHABISTR XVIII.


GOUDE beza en em zaveteet, ec’h anavezjont e oa Malt hano an enezen-ze. (2) Hag ar Varbared a ziskouezaz en hor c’henver eur vadelez dreist ordinal ; rag ober a rejont tan, hag hon digemeret a rejont holl, abalamour d’ar glao a gweze, ha d’ar ienien.

(3) Hogen Paol, o veza dastumet eun toullad brinsaou, ha lakeat anezhe en tan, eun aer-viber a zortiaz gant an domder, hag en em stagaz ouz he zorn. (4) Ha pa velaz ar Varbared al loen-ze a ispil euz he zorn, e leverjont etrezhe ; A-dra-zur an den-ze a zo eur muntrer, pa’z eo gwir, goude ma eo bet en em dennet euz ar mor, ar Justis n’hen lez ket da veva. (5) Mes hen, o veza hijet an aer-viber-ze en tan, n’hen doe droug e-bed. (6) Ar Varbared a oa en gortoz ma teuje da goenvi, pe e kwezje rag-tal, skoet gant ar maro ; mes goude beza gortozet pell, hag o velet ne c’hoarveze droug e-bed ganthan, e chenchjont a zantimant, hag e leverjont e oa hennes eun doue.

(7) Hogen en-dro d’al leac’h-se e oa douarou an den kenta euz an enezen, hanvet Publius, pehini a zigemeraz ac’hanomp, hag hon lojaz e-pad tri devez gant kalz a vadelez. (8) Hag e c’hoarvezaz ma oa tad Publius en he vele, klanv gant an derzien hag ar red-goad. Paol a antreaz d’he gavoud ; ha goude beza pedet, ec’h astennaz he zaouarn varnezhan hag e pareaz anezhan. (9) Pa oe c’hoarvezet kement-se, ar re holl a oa euz an enez, pere ho doa klenvejou, a zeuaz d’hen kavoud hag e oent iac’heet. (10) Great eoe deomp ive henoriou braz, ha pa bartijomp, e rojont deomp kement hon doa ezom.

(11) Tri miz goude-ze, ec’h ambarkjomp var eul lestr euz a Alexandria, pehini hen doa tremenet ar goanv en enezen, hag a oa hanvet An-daou-vreur. (12) Hag o veza erruet e Syracuz, e choumjomp eno tri devez. (13) Ac’hane, en eur vond a-hed aod ar Sicil, ec’h arrujomp e Rhegium. Hag eun devez goude, gant an avel o c’houeza diouz ar c’hreiz-teiz, e teujomp en daou devez da Bouzzol ; (14) eno e kavjomp breudeur pere a bedaz ac’hanomp da choum ganthe seiz devez ; hag evel-se ez ejomp da Rom. (15) Hag ar breudeur ac’hane, o veza klevet euz hor c’helou, a zeuaz d’hor rancontr, bete Marc’had Appius ha gan Teir-hostaliri ; ha Paol, pa velaz anezhe, a drugarekaaz Doue, hag a gemeraz courach.

(16) Pa oamp erruet e Bom, ar c’hantener a livraz ar brizonerien da brefet ar pretouar ; mes da Baol e oe permetet choum en he di he-unan, gant eur soudard o tiwall anezhan. (17) Tri devez goude-ze, Paol a c’halvaz assambles ar re genta euz ar Judevien, ha pa oent en em gavet assambles, e lavaraz dezhe : Tud breudeur, petra-benag n’am euz great netra a-enep ar bobl, nag a-enep giziou hon tadou, ez oun bet lakeat er prizon en Jerusalem, ha livret etre daouarn ar Bomaned, (18) pere, goude beza examinet ac’hanoun, a felle dezhe va leuskel kuit abalamour n’am boa great netra a verite ar maro. (19) Mes dre ma c’henebe ar Judevien, em euz ranket ober appel da Cezar, petra-benag n’em euz ket a leac’h da damal tud va bro. (20) Abalamour da ze eta eo em euz goulennet ho kwelet ha komz ouzoc’h ; rag abalamour da esperans Israel ez oun ereet gant ar chaden-man.

(21) Ar re-man a respontaz dezhan : N’hon euz recevet lizer e-bed euz ar Jude divar da ben ; hag hini euz ar breudeur deuet ac’hane, n’hen deuz discleriet na lavaret droug ebed ac’hanoud. (22) Koulskoude hon deuz c’hoant da glevet ganez petra ec’h euz da lavaret rag evit al lezen nevez-ze ec’h ouzomp e komzer a-enep dezhi dre holl.

(23) O veza merket eun deiz dezhan, e teujont en niver brassoc’h d’hen kavoud en hostaliri ; hag adaleg ar mintin beteg an noz e tisclerie dezhe rouantelez Doue, o renta testeni, hag ouz ho lakaad da gredi, dre lezen Moises ha dre ar brofeted, ar pez a zell ouz Jesus. (24) Darn a gredaz an traou a lavare ; mes ar re all ne gredjont ket. (25) Hag evel n’en em glevent ket etrezhe, ez ejont kuit, goude m’hen doe Paol lavaret ar gomz-man dezhe : Komzet mad hen deuz ar Spered-Santel d’hon tadou dre ar profet Izaias, pa hen deuz lavaret : (26) Kea etrezeg ar bobl-ze ha lavar dezhan : Klevet a reot gant ho tiou-skouarn, ha na gomprenot ket ; hag o velet, c’houi a velo, ha na ziferansot ket. (27) Rag calon ar bobl-man a zo kaledet ; ho diou-skouarn a zo pounner-glev, ha serret ho deuz ho daou-lagad, gant aoun da velet gant ho daou-lagad, da glevet gant ho diou-skouarn, da gompren gant ho c’halon, gant aoun na zistrofent, ha na barefen anezhe. (28) Gouezit eta penaos ar zilvidigez a Zoue a zo kasset d’ar Jentiled, hag ar re-man a zelaouo. (29) Ha goude m’hen doe lavaret kement-se, ar Judevien a ieaz kuit, hag e oe eur gontestation vraz etrezhe.

(30) Hogen Paol a choumaz daou vloaz leun en eun ti hen doa feurmet evithan he-unan, hag e receve eno ar re holl a zeue d’he gavoud, (31) o prezeg rouantelez Doue, hag o teski an traou a zell ouz an Aotrou Jesus-Christ, gant peb hardiegez hag heb ampechamant ebed.

————