Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ, 1897/I. Lizer S. Per

troet gant John Jenkins.
Société biblique britannique et étrangère, 1897  (p. 442-449)



KENTA LIZER SANT PER, ABOSTOL


————


CHABISTR I.


PER, abostol Jesus-Christ, d’an estranjourien disperset e broiou Pontus, Galatia, Cappadosia, Asi ha Bithynia, (2) choazet hervez an anaoudegez hen deuz Doue an Tad euz ar pez a dle c’hoarvezoud, evit beza santifiet dre ar Spered, evit senti ouz Jesus-Christ, hag evit kaoud lod er goad hen deuz skulliet. Ra vezo cresket ar c’hras hag ar peoc’h enoc’h !

(3) Ra vezo benniget Doue ha Tad hon Aotrou Jesus-Christ, pehini, hervez he drugarez vraz, hen deuz hon lakeat da c’henel a-nevez da eun esperans beo dre resurrection Jesus-Christ a-douez ar re varo, (4) evit kaoud eun heritach ha na vreino biken, hep tarch e-bed, ha na ia ket da goll, hag a zo miret en envou evidomp-ni, (5) pere, dre c’halloud Doue, a zo diwallet dre ar feiz, evit ar zilvidigez, a ia da veza diskouezet en amzeriou diveza. (6) Euz a gement-man hoc’h euz levenez, petra-benag ma’z oc’h breman en dristidigez, evit eun neubeud amzer, gant meur a seurt poaniou, pa’z eo red e c’hoarvezfe kement-se, (7) evit ma teui an amprouv euz ho feiz, pehini a zo preciussoc’h eged an aour a rank perissa, hag a vez koulskoude amprouvet dre an tan, da drei da veuleudi deoc’h, da henor ha da c’hloar, e deiz donedigez Jesus-Christ, (8) pehini a garit, hep beza hen anavezet, en pehini e credit hep he velet evit c’hoas, hag en em rejouissa a rit gant eur joa ha na hell den he c’hompren, hag a zo leun a c’hloar, (9) o receo ar priz euz ho feiz, silvidigez hoc’h eneou. (10) Divarben ar zilvidigez-ze eo ho deuz enklasket gant aked hag examinet piz ar brofeted, pere ho deuz profetised divarben ar c’hras a zo enoc’h ; (11) o klask anaoud, en pe seurt amzer hag en pe seurt circonstansou, e tiskoueze Spered ar C’hrist a oa enhe, hag a rente testeni a-ziaraog, e tlie c’hoarvezoud souffransou ar C’hrist, hag ar gloar a dlie dond varlerc’h. (12) Hag e oe discleriet dezhe ne oa ket evithe ho-unan, mes evidomp-ni, e reant ho c’harg en traou-man, pere a zo bet breman annonset deoc’h gant ar re ho deuz prezeget an Aviel deoc’h, dre ar Spered-Santel digasset euz an env, traou hag a c’hoanta an elez ho gwelet beteg ar fons.

(13) Rag-se, o veza lakeat eur c’houriz var groazellou hoc’h intentamant, hag o veza sobr, gortozit gant eun esperans parfet ar c’hras a vezo digasset deoc’h da zonedigez Jesus-Christ ; (14) evel bugale sentus, n’en em gonformit ket d’ar gwall-ioulou euz hoc’h ignorans a wech-all. (15) Mes evel ma’z eo santel an hini hen deuz ho kalvet, evel-se c’houi ive bezit santel en hoc’h holl gomportamant. (16) Rag scrivet eo : Bezit santel, rag me a zo santel. (17) Ha mar galvit ho Tad an hini pehini, heb sellet ouz apparans an dud, a varn hervez oberou peb hini, en em gunduit gant doujans e-pad an amzer hoc’h euz da dremen var an douar-man ; (18) o c’houzout penaos, n’eo ket dre draou breinus, evel arc’hant hag aour, hoc’h bet dasprenet euz ar feçon didalvoud da dremen ar vuez, a oa bet disket deoc’h gant ho tadou, (19) mes dre oad precius ar C’hrist, evel euz a eun Oan hep si hag hep tarch e-bed, (20) destinet dija araog fondation ar bed, hag a zo bet diskouezet en amzeriou diveza-man abalamour deoc’h-hu, (21) pere, dreizhan, a gred en Doue, pehini hen deuz resussitet anezhan a-douez ar re varo, hag hen deuz glorifiet anezhan, evit ma vije ho feiz hag hoc’h esperans en Doue. (22) O veza purifiet hoc’h eneou, en eur zenti ouz ar wirionez, dre ar Spered, evit kaoud eur garantez a vreudeuriach hep hipocrizi, kendalc’hit d’en em garet an eil egile gant eur galon bur, (23) o veza ganet a-nevez, nann euz a eun had vreinus, mes euz a eun haden ha na hell ket dond da vreina, dre c’her Doue, pehini a vev hag a bad da viken. (24) Rag pep kig a zo evel ar yeot, hag holl c’hloar an den evel bleun ar yeot ; ar yeot a zeu da zec’ha hag ho bleun da gweza ; (25) mes ger an Aotrou a choum da viken ; hag he-man eo ar ger euz a behini ar c’helou mad a zo bet prezeget deoc’h.


CHABISTR II.


GOUDE beza eta dilezet pep fallentez, pep tromplezon peb hipocrizi, peb anvi ha pep drouk-prezegerez, (2) c’hoantait a galon, evel bugale nevez ganet, al leaz spirituel ha pur, ma teuot dreizhan da greski. (3) Pa’z eo gwir hoc’h euz tanveet ez eo mad an Aotrou, en eur dostaad outhan ; (4) pehini eo ar mean beo taolet a-gostez gant an dud, mes choazet gant Doue, ha precius ; (5) c’houi ive, evel mein beo, a zo savet, evit beza eun ti spirituel, eur velegiach santel, evit offr sacrifisou spirituel agreabl da Zoue, dre Jesus-Christ. (6) Evit-se eo merket er Scritur : Setu, e lakean en Sion eur mean-corn, dibabet ha precius ; hag an hini a gredo enhan na vezo ket mezekeet. (7) C’houi eta, pere a gred, a denno henor anezhan ; mes evit ar re na gredont ket, ar mean a zo bet taolet kuit gant ar re a zave an ti, a zo deuet da veza eur mean-corn, eur mean hag a laka da gweza, eur garrec a scandal ; (8) o veza dizent ouz ar ger, e teuont da wall-stoka outhan, ha da gement-se ez int bet destinet. (9) Mes c’houi eo al lignez choazet, ar velegiacb royal, an nation zantel, ar bobl prenet, evit discleria vertuziou an hini hen deuz ho kalvet euz an devalijen d’he sclerijen burzudus ; (10) c’houi pere gwech all ne oac’h ket eur bobl, mes pere a zo deuet da veza breman pobl Doue ; c’houi pere n’ho poa ket kavet a drugarez, mes pere breman hoc’h euz kavet trugarez.

(11) Va breudeur muia-karet, ho pedi a ran, evel estranjourien ha beajourien, d’en em viret euz a zezirou diroll ar c’hig pere a ra brezel d’an ene ; (12) o kaoud eur gomportamant vad e-touez ar Jentiled, evit ma teuint da c’hlorifia Doue, deiz ar vizitation, o velet hoc’h oberou-mad, e-leac’h drougkomz divar ho pen, evel pa vec’h torfetourien.

(13) Rag-se en em zoumetit, abalamour d’an Aotrou, da gement tra a zo bet instituet gant an dud ; ken d’ar roue, abalamour ma’z eo an huella ; (14) ken d’ar gouarnerien, evel da dud kasset euz he berz, evit punissa ar re a ra droug hag evit meuli ar re a ra mad. (15) Rag bolontez Doue eo ma teufac’h, en eur ober ar mad, da zerri ho genou d’an dud ignorant ha dibourvez a skiant-vad : (16) evel tud libr, nann evit lakaad ho liberte da zervichoud evel eur voal da c’holo ar fallentez ; mes evel servicherien da Zoue. (17) Rentit henor d’an holl ; karit an holl breudeur ; doujit Doue ; henorit ar roue.

(18) Servicherien, plegit gant pep doujans d’ho mistri, n’e ket bep-ken d’ar re vad ha jentil, mes ive d’ar re zrouk. (19) Rag eun dra eo hag a blij da Zoue, pa deu unan-benag, abalamour d’ar goustians, da anduri afflictionou, en eur c’houzanv dre injustis. (20) Rag pe seurt meuleudi a zeufe deoc’h, o c’houzanv gant patianted beza skoet, pa hoc’h euz great an drouk ? Mes mar gouzanvit gant patianted poaniou evit beza great ar mad, kement-se eo a ra plijadur da Zoue. (21) Rag da gement-se ive eo ez oc’h bet galvet, rag ar C’hrist ive hen deuz gouzanvet evidoc’h, o lezel ganeoc’h eur skouer, evit ma teuot da heuil he roudou ; (22) hen pehini n’hen deuz great pec’hed e-bed, hag e genou pehini n’euz bet kavet faozentez e-bed ; (23) hen pehini na rente outrach e-bed d’ar re a outraje anezhan ; ha pa vije gwall-dretet, na c’hourdrouze ket, mes a leze kement-se etre daouarn an hini a varn gant justis ; (24) hen pehini hen deuz douget hor pec’hejou en he gorf var ar groaz, evit ma teuimp, o veza maro d’ar pec’hed, da veva d’ar justis, ha dre c’houliou pehini ez oc’h bet pareet. (25) Rag c’houi a oa evel denved dianket ; mes breman ez oc’h distroet da gaoud ar Pastor hag an Evesaer euz hoc’h eneou.


CHABISTR III.


GRAGEZ, bezit evel-se ive sentus e-kenver ho priejou, evit, mar d’euz lod anezhe ha na zentont ket ouz ar ger, ma vezint gounezet heb ar ger, dre gomportamant ho gragez ; (2) pa velint ho comportamant pur ha leun a respet. (3) Diwallit ne vez hoc’h ornedigez an hini a-ziaveaz, en ho pleo pentet, pe en hoc’h ornamanchou aour, pe er feçon d’en em viska, (4) mes ra vezo hoc’h ornedigez an den kuzet en diabarz ar galon, eur spered a zousder hag a beoc’h, eun ornamant ha na zeu ket da wenvi, hag a zo talvouduz braz dirag Doue. (5) Rag evel-se en em orne ive gwech-all ar gragez santel, pere a oa ho esperans en Doue, o senti ouz ho friejou ; (6) evel Sara pehini a zente ouz Abraham, o c’hervel anezhan he Aotrou. Da honnes eo e teuit da veza bugale, oc’h ober ar mad, hag o tiwall ne zeufe spount e-bed d’ho trubuilla.

(7) Ezec’h, evel-se ive en em gomportit gant furnez e-kenver ho kragez, evel e-kenver eur c’hrouadur semploc’h, en eur renta henor dezhe, pa’z eo gwir ec’h heritint ganeoc’h euz ar c’hras a vuez ; evit na zeui netra d’hoc’h herzel da bedi.

(8) Er fin, bezit holl euz ar memeus santimant, o kemer an eil poaniou egile, oc’h en em garoud evel breudeur, leun a drugarez hag a volontez-vad ; (9) e-leac’h renta an droug evit an droug, na gwall-gomz evit gwall-gomz, bennigit kentoc’h, o c’houzout penaos da gement-se eo ez oc’h bet galvet, evit m’ho pezo ar bennoz evit heritach. (10) Rag, an hini a fell dezhan karoud ar vuez ha gwelet deiziou eürus, ra viro he deod diouz an droug, hag he vuzellou diouz ar c’homzou tromplus ; (11) ra zeuio da drei kein d’an droug, ha da ober ar mad, da glask ar peoc’h, ha da heuil anezhan. (12) Rag daou-lagad an Aotrou a zo var ar re just, hag he ziou-skouarn a zo aketus d’ho feden ; mes faç an Aotrou a zo a-enep ar re a ra an drouk. (13) Ha piou a rai droug deoc’h, ma c’heullit ar mad ? (14) Mes ha pa zeufec’h memeus da c’houzanv abalamour d’ar justis, e vefec’h eürus. N’ho pezet ket eta a aoun rag ar spount ho deuz c’hoant da ober deoc’h, ha na vezit ket nec’het ; (15) mes santifiit an Aotrou Doue en ho calonou. Ha bezit ato prest d’en em zifen gant dousder ha respet ouz ar re a c’houlen rezon diganeoc’h divarben an esperans a zo enoc’h ; (16) o kaoud eur goustians vad, evit ma vezo confontet er pez a lavar a-enep deoc’h ar re a zeu da damal ho comportamant vad er C’hrist, evel pa vijec’h torfetourien. (17) Rag gwelloc’h eo gouzanv, mar d’eo bolontez Doue, en eur ober ar mad, eged en eur ober an drouk. (18) Rag ar C’hrist ive hen deuz gouzanvet eur vech evit ar pec’hejou, an hini a oa just evit ar re injust, evit hon digas da Zoue ; o veza bet lakeat d’ar maro hervez ar c’hig, mes beoeet dre ar Spered ; (19) dre behini ive ez eaz da brezeg er prizon, (20) d’ar sperejou pere gwech-all a oa bet difeiz, pa c’hoarvezaz, en amzer Noe, ma oa patianted Doue o c’hortoz, evit ar vech diveza, e-pad ma oat o sevel an arc’h, en pehini eun niver bihan a dud, da lavaret eo, eiz den, a oe sauveteet a-dreuz an dour. (21) Hag an imach a gement-se, ar vadiziant (n’e ket an hini a lam kuit louzdoniou ar c’horf, mes an angajamant euz a eur goustians vad dirag Doue,) a zeu d’hon sauvetaad breman, dre resurrection Jesus-Ohrist ; (22) pehini o veza eat d’an env, a zo a-zeo da Zoue, ha dezhan e rank an elez, ar princelezou hag ar puissansou plega.

CHABISTR IV.


PA hen deuz eta ar C’hrist gouzanvet evidomp-ni er c’hig, c’houi ive en em armit euz ar sonj-man, penaos an hini hen deuz gouzanvet er c’hig, hen deuz paouezet da bec’hi ; (2) evit na vevo mui hervez dezirou fall an dud, mes hervez bolontez Doue, e-pad an amzer m’hen deuz c’hoas da veva' er c’hig. (3) Rag awalc’h eo deomp beza great, en amzer hor buez tremenet, bolontez ar Jentiled, en eur vale en diroll, en droug-ioulou, er vezventi, er gourmandiz, hag er zervich criminal euz an idolou. (4) Abalamour da ze ez int souezet o velet na redit ket assambles ganthe er memeus diroll a vuez fall, hag e troug-komzont divar ho pen. (5) Renta a raint count d’an hini a zo prest da varn ar re veo hag ar re varo. (6) Rag an Aviel a zo bet prezeget ive d’ar re varo, evit ma teujent, goude beza bet barnet hervez an den, er pez a zell ar c’hig, da veva hervez Doue er pez a zell ar spered.

(7) A-hend-all, tostaad a ra ar fin euz an holl draou ; dre-ze bezit fur ha beillit er beden. (8) Dreist pep tra, bezet an eil evit egile eur garantez tener ; rag ar garantez a c’holoio eun niver braz a bec’hejou. (9) Bezit ato prest d’en em zigemer an eil egile en ho tiez, heb en em glem. (10) Ra zeui pep hini, hervez m’hen deuz recevet, da implija he zonezon e servich ar re all, evel distribuerien vad a bep gras a Zoue. (11) Mar deu unan-benag da gomz, ra gomzo hervez an oraclou a Zoue ; mar hen deuz unan-benag eur garg-benag, ra zeui d’hen ober hervez ar galloud a ro Doue dezhan, evit ma vezo Doue glorifiet en pep tra dre Jesus-Christ, da behini eo ar gloar hag ar galloud da viken ! Amen.

(12) Breudeur muia-karet, na vezit ket souezet m’az euz eur fournes a dan en ho touez, evit hoc’h amprouvi, evel ma c’hoarvezfe ganeoc’h eun dra estranj-benag. (13) Mes en em rejouissit, o veza ma hoc’h euz lod e souffransou ar C’hrist, evit ma viot ive karget a joa, pa vezo diskouezet he c’hloar. (14) Mar bezit outrajet abalamour da hano ar C’hrist, ez oc’h eürus ; rag ar Spered a c’hloar, Spered Doue, a choum varnoc’h. Ar re-ze a vlasphem anezhan, mes glorifiet eo ganeoc’h-hu. (15) Diwallit ne zeufe hini ac’hanoc’h da veza punisset evel eur muntrer, pe eul laer, pe eun torfetour, pe eun den sourciet gant afferou ar re all. (16) Mes ma souffr evel christen, ne dle ket kaoud mêz, mes renta gloar da Zoue evit kement-se. (17) Rag dond a ra an amzer ma tle ar varn commans dre di Doue ; ha mar commans dreizomp-ni, petra e vezo fin ar re na zentont ket ouz Aviel Doue ? (18) Ha mar bez a boan salvet an den just, petra e teui da veza an den impi hag ar pec’her ? (19) Ra zeui eta ar re a c’houzanv dre volontez Doue, da erbedi dezhan ho eneou, evel da eur Chrouer fidel, en eur ober ar mad.


CHABISTR V.


PEDI a ran ar re Ancien pere a zo en ho touez, me pehini a zo ive Ancien assambles ganthe, ha test euz a souffransou ar C’hrist, ha lodennec euz ar gloar a dle beza diskouezet : (2) Messait denved Doue pere a zo en ho touez, o teuler evez varnezhe, nann dre fors, mes a volontez-vad ; nann evit eur c’hounidegez vil, mes dre garantez ; (3) nann evel pa vijec’h mestr var ar re a zo bet fiziet enoc’h, mes o rei skouer vad dezhe. (4) Ha pa zeuio ar Pastor souveren, c’houi a recevo ar gurunen ziwenvus a c’hloar. (5) C’houi ive evel-se, tud yaouank, en em zoumetit d’ar re ancien, hag o plega holl an eil d’egile, en em viskit a humilite ; rag Doue a stourm ouz ar re ourgouillus, mes ober a ra trugarez d’ar re a zo humbl. (6) Plegit eta gant humilite dindan an dorn galloudus a Zoue, evit ma savo ac’hanoc’h pa vezo deuet an amzer ; (7) o teurel varnezhan hoc’h holl zourciou, rag hen hen deuz sourci ac’hanoc’h. (8) Bezit sobr, beillit ; rag hoc’h enebour, an diaoul, a ra an dro deoc’h, evel eul leon o iudal, o klask piou a hello da lounka. (9) Stourmit outhan, o choum stard er feiz, o c’houzout penaos ho preudeur, pere a zo er bed, a c’houzanv ar memeus poaniou. (10) Hogen, ra zeui an Doue a bep gras, pehini hen deuz hor galvet d’he c’hloar eternel en Jesus-Christ, goude ma ho pezo gouzanvet eun neubeud, d’ho renta parfet, ferm, krenv ha stard en ho sa. (11) Dezhan ar gloar hag ar galloud da viken ! Amen.

(12) Scrivet em euz deoc’h e ber gomzou dre Silvanus, pehini a zo, evel ma c’histiman anezhan, eur breur fidel, en eur exhorti ac’hanoc’h hag en eur assuri deoc’h penaos ar gwir c’hras a Zoue eo an hini en pehini e choumit stard. (13) An assamble euz ar re choazet a zo en Babylon, ha Marc va Mab, a zalud ac’hanoc’h. (14) En em zaludit an eil egile dre eur pok a garantez.

Ar peoc’h ganeoc’h holl pere a zo en Jesus-Christ ! Amen.


————