Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ, 1897/II. Lizer S.Paol d’an Thessalonied

troet gant John Jenkins.
Société biblique britannique et étrangère, 1897  (p. 396-399)



EIL LIZER SANT PAOL, ABOSTOL,
d’an
THESSALONIED.


————


CHABISTR I.


PAOL, Silvan ha Timoteus, da Iliz an Thessalonied pehini a zo en Doue hon Tad, hag en Aotrou Jesus-Christ. (2) Gras deoc’h ha peoc’h digant Doue an Tad, hag an Aotrou Jesus-Christ.

(3) Trugarekaad a dleomp Doue bepred evidoc’h, breudeur, evel ma’z eo deread, pa’z eo gwir e cresk meurbed ho feiz, ha ma teu da veza brassoc’h ho karantez holl an eil e-kenver egile, (4) en hevelep doare ma tennomp gloar ac’hanoc’h en Ilizou Doue, abalamour d’ho patianted ha d’ho feiz en hoc’h holl bersecutionou hag en afflictionou a c’houzanvit, (5) ar pez a zo eur breuven euz ar varnedigez just a Zoue, evit ma veot rentet dign euz a rouantelez Doue, evit pehini e c’houzanvit. (6) Rag just eo dirag Doue, ma rentfe affliction d’ar re a afflij ac’hanoc’h, (7) ha ma rofe deoc’h-hu pere a zo afflijet, ar repos ganeomp-ni, pa zeuio an Aotrou Jesus-Christ euz an env gant elez he c’halloud, e-kreiz flammou-tan, (8) evit tenna venjans euz ar re na anavezont ket Doue, ha na zentont ket ouz Aviel hon Aotrou Jesus-Christ. (9) Souffr a raint ho funition, eur gollidigez eternel, pell euz a brezans an Aotrou, hag euz ar gloar euz he c’halloud ; (10) pa zeuio en devez-ze, da veza glorifiet en he zent, ha da veza admiret er re holl ho devezo credet ; (rag c’houi hoc’h euz credet d’hon testeni.) (11) Abalamour da ze ive, ni a bed heb ehan evidoc’h, evit ma teui hon Doue d’ho renta dign euz ar vocation hoc’h euz bet, ha da accomplissa gant nerz enoc’h an holl sonjezonou mad euz he vadelez, hag oeuvr ar feiz ; (12) evit ma vezo hano hon Aotrou Jesus-Christ glorifiet enoc’h, ha c’houi enhan, hervez gras hon Doue, hag hon Aotrou Jesus-Christ.

CHABISTR II.


EVIT ar pez a zell donedigez hon Aotrou Jesus-Christ, hag hon union adare ganthan, (2) e pedomp ac’hanoc’h breudeur, n’en em lezot ket da veza troublet gant neubeud a dra en ho sonjezonou, ha da veza lakeat nec’het gant eun inspiration, pe eur gomz, pe eul lizer-benag a vez lavaret deoc’h a zeufe diganeomp, evel pa vefe tost dervez ar C’hrist. (3) Diwallit na zeufe den d’ho trompla en doare e-bed ; rag red eo e vez deuet da-genta ar revolt, hag e vez bet diskouezet den ar pec’hed, mab ar gollidigez, (4) an enebour hag an hini a zav dreist kement a c’halver Doue, pe a adorer, beteg dond da azeza evel Doue en templ Doue, o lavaret he-unan ez eo Doue .... (5) Ha n’hoc’h euz-hu ket a zonj penaos, pa oann c’hoas ganeoc’h, e lavaren an traou-man deoc’h ? (6) Ha c’houi a oar petra a harz anezhan breman, evit ne vezo diskouezet nemed pa vezo deuet he amzer. (7) Rag myster ar fallentez a labour dija ; o c’hortoz hep-ken ma vezo distrujet an hini a stourm outhan breman. (8) Ha neuze en em diskouezo an impi-ze, pehini a vezo distrujet gant an Aotrou dre ar c’houezaden euz he c’henou, hag a vezo kasset da netra gant ar skeud euz he zonedigez. (9) Donedigez an impi-ze a vezo great gant nerz Satan, gant peb seurt galloud, gant burzudou ha miraclou faoz, (10) ha gant holl dromplerez an injustis e-touez ar re a ia da goll, dre n’ho deuz ket recevet ar garantez euz ar wirionez evit beza salvet. (11) Abalamour da ze Doue a gasso dezhe eur spered nerzus a errol, evit ma credint er gaou ; (12) evit ma vezo condaonet ar re holl pere n’ho deuz ket credet d’ar wirionez, mes ho deuz kemeret plijadur er fallentez.

(13) Mes evidomp-ni, breudeur muia-karet gant an Aotrou, ni a dle renta heb ehan grasou da Zoue abalamour deoc’h, dre ma hen deuz Doue choazet ac’hanoc’h adaleg ar pen-kenta evit ar zilvidigez dre zanctification ar Spered, ha dre ar feiz er wirionez ; (14) ho kalvet hen deuz da gement-se dre hon Aviel, evit m’ho pezo ar gloar euz hon Aotrou Jesus-Christ. (15) Dre-ze, breudeur, choumit ferm ha dalc’hit mad ar c’helenadurezou hon euz roet deoc’h, pe dre hor c’homz, pe dre hon lizerou.

(16) Hogen ra zeui hon Aotrou Jesus-Christ he-unan, ha Doue hon Tad, pehini hen deuz hor c’haret, hag hen deuz roet deomp eur gonsolation eternel, hag eun esperans vad dre he c’hras, (17) da gonsoli ho calonou, ha d’ho krenvaad en pep deskadurez santel hag en pep oeuvr vad.


CHABISTR III.


A-HEND-ALL, breudeur, pedit evidomp, evit ma vezo ger an Aotrou libr da redec, ha ma vezo glorifiet dre-holl, evel ma’z eo en ho touez ; (2) ha ma vezimp delivret euz a dud noazus ha drouk ; rag an holl n’ho deuz ket ar feiz. (3) An Aotrou a zo fidel hag a grenvaio ac’hanoc’h, hag ho miro euz an drouk. (4) Ha bez’ hon euz ar fizians-man en ho kenver en Aotrou, penaos e rit hag e reot an traou a c’hourc’hemenomp deoc’h. (5) Ra zeuio an Aotrou da ren ho calonou da garantez Doue, ha da c’hortoz ar C’hrist gant patianted.

(6) Breudeur, recommandi a reomp deoc’h ive, en hano hon Aotrou Jesus-Christ, pellaad diouz peb breur hag a vev en dizurz, ha nann hervez ar gelennadurez hen deuz recevet diganeomp. (7) Rag gouzoud a rit hoc’h-unan penaos e tleit imita ac’hanomp, pa’z eo gwir n’hon euz ket bevet en ho touez en dizurz, (8) ha n’hon euz debret bara den e-bed evit netra, mes ma’z omp bet er skuizder, hag er boan, o labourat noz-deiz, evit miret da zamma hini ac’hanoc’h. (9) N’e ket dre ma n’hon doa ket a urz d’hen ober, mes evit rei deoc’h enomp hon-unan eur skouer deoc’h da imita. (10) Rag ive pa oamp ganeoc’h, e lavaremp deoc’h freaz, penaos piou-benag na fell ket dezhan labourat, na dle ket dibri ken neubeud. (11) Koulskoude e klevomp lavaret penaos ez euz hinienou en ho touez hag a vev en dizurz ; ne labouront ket, ha koll a reont ho amzer en traou didalvoudus. (12) Hogen, alia a reomp ar re a zo evel-se, hag e pedomp anezhe dre hon Aotrou Jesus-Christ, da labourat en peoc’h, evit gounid ar bara a zebront. (13) Evidoc’h-hu, breudeur, na skuizit ket oc’h ober ar mad. (14) Ha mar d’euz unan-benag ha na zent ket ouz ar pez a leveromp dre al lizer-man, taolit pled dezhan, ha na zarempredit ket anezhan, evit m’hen devezo mêz. (15) Koulskoude, na gemerit ket anezhan evel eun adversour, mes kelennit anezhan evel eur breur.

(16) Ra zeuio an Aotrou a beoc’h da rei deoc’h he-unan ar peoc’h en pep tra hag en peb amzer ! Ra vezo an Aotrou ganeoc’h holl !

(17) Ar zalud a zo euz va dorn va-unan, me, Paol ; hennes eo va zinatur em holl lizerou ; evel-se eo e scrivan. (18) Gras hon Aotrou Jesus-Christ ra vezo ganeoc’h holl ! Amen.


————