Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ, 1897/II. Lizer S. Ian

troet gant John Jenkins.
Société biblique britannique et étrangère, 1897  (p. 460-461)



EIL LIZER SANT IAN, ABOSTOL.


————



AN Ancien, d’an itron choazet, ha d’he bugale, pere a zo karet ganen-me er wirionez (ha n’e ket ganen-me hep-ken, mes ive gant ar re holl ho deuz anavezet ar wirionez), (2) abalamour d’ar wirionez a choum enomp, hag a vezo ganeomp da virviken : (3) Ra vezo ganeoc’h ar c’hras, an drugarez hag ar peoc’h, euz a-berz Doue an Tad, hag euz a-berz an Aotrou Jesus-Christ, Mab an Tad, er wirionez hag er garantez.

(4) Joa vraz em euz bet o veza kavet meur a hini euz da vugale hag a vale er wirionez, hervez ar gourc’hemen hon euz bet digant an Tad. (5) Ha breman e pedan ac’hanoud, itron, n’eo ket evel pa scrivjen d’id eur gourc’hemen nevez, mes an hini hon euz bet adaleg ar pen-kenta, ma en em garimp an eil egile. (6) Hag ar garantez eo ma valeimp hervez he c’hourc’hemenou. Hennes eo ar gourc’hemen, evel ma hoc’h euz hen klevet adaleg ar pen-kenta, evit ma valeot enhan. (7) Rag kals a douellerien a zo deuet ebarz er bed, pere na anzavont ket ez eo deuet Jesus-Christ er c’hig. Eun hevelep den eo an toueller hag an ante-christ. (8) Likit evez ouzoc’h hoc’h-unan, evit na gollimp ket ar frouez euz hon labour, mes ma recevimp eur recompans leun. (9) Piou-benag a dor al lezen ha na choum ket en kelennadurez ar C’hrist, n’ema ket Doue ganthan. An hini a choum en kelennadurez ar C’hrist, gant hennes ema an Tad hag ar Mab. (10) Mar deu unan-benag d’ho kavoud, ha na zigas ket ganthan ar gelennadurez-ze, n’hen digemerit ket en ho ti, ha na zaludit ket anezhan. (11) Rag an hini a zalud anezhan, hen deuz lod en he oberou fall.

(12) Petra-benag m’am boa kalz a draou da scriva deoc’h, n’e ket fellet d’in hen ober gant paper ha liou : mes esper em euz da vond beteg enoc’h, ha da gomz ouzoc’h genou ouz genou, evit ma vezo hor joa parfet. (13) Bugale da c’hoar choazet a zalud ac’hanoud ! Amen.


————