Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ, 1897/II. Lizer S. Paol d’ar Gorintied

troet gant John Jenkins.
Société biblique britannique et étrangère, 1897  (p. 343-360)



EIL LIZER SANT PAOL, ABOSTOL,
D’AR
GORINTIED.


————


CHABISTR I.


PAOL, abostol Jesus-Christ, dre volontez Doue, hag hor breur Timoteus, da Iliz Doue a zo e Corint, ha d’an holl Zent a zo en holl Akaia. (2) Gras ha peoc’h deoc’h a-berz Doue hon Tad, hag a-berz an Aotrou Jesus-Christ !

(3) Ra vezo benniget Doue, a zo Tad hon Aotrou Jesus-Christ, Tad an trugarezou, hag an Doue a bep consolation, (4) pehinï a gonsol ac’hanomp ekreiz hon holl enkreziou, evit ma c’hellimp ive consoli ar re holl a zo en eun enkrez-benag, dre ar gonsolation gant pehini omp consolet hon-unan gant Doue. (5) Rag, evel ma cresk souffransou ar C’hrist enomp, evel-se ive e cresk hor c’honsolation dre ar C’hrist. (6) Hogen, pa’z omp enkrezet, kement-se a zo evit ho consolation hag ho silvidigez, pehini a zeu d’en em ober, pa c’houzanvit gant patianted ar memeus souffransou a c’houzanvomp hon-unan ; ha pa’z omp consolet kement-se a zo evit ho consolation hag ho silvidigez, (7) (hag an esperans hon euz divar ho pen a zo krenv), dre ma c’houzomp penaos, evel ma hoc’h euz lod er poaniou, evel-se ive ho pezo lod er gonsolation. (8) Rag, breudeur, na fell ket deomp e choumfac’h heb anaoud an drubuil a zo bet c’hoarvezet ganeomp en Azi, penaos ez omp bet gwall-vac’het, dreist hon nerz, en hevelep doare m’hon doa zoken kollet an esperans da zerc’hel hor buez. (9) Hag en em gonsideremp hon-unan evel tud condaonet d’ar maro, evit ne lakejemp ket hor fizians enomp hon-unan, mes en Doue pehini a laka ar re varo da resussita ; (10) pehini hen deuz hon delivret hag a zelivr ac’hanomp euz a eur seurt maro ; hag esper hon euz e telivro ac’hanomp c’hoas ; (11) o veza ive sicouret ganeoc’h-hu dre ho pedennou evidomp, evit, evel m’hon euz recevet ar c’hras-se dre galz a dud, ma vezo ive kalz o renta grasou da Zoue a gement-se evidomp.

(12) Rag ar pez a ra hor meuleudi, eo an desteni-man euz hor c’houstians, penaos ez omp en em gomportet er bed, ha dreist holl en ho kenver-c’houi, gant simplicite hag eünder dirag Doue, nann gant eur furnez kigus, mes gant gras Doue. (13) Rag na scrivomp deoc’h netra nemed ar pez a lennit, hag ive a anzavit, hag ec’h esperan hen anzavfot beteg ar fin ; (14) evel ma hoc’h euz ive anzavet eun neubeud benag, penaos ez omp sujet a c’hloar deoc’h, evel ma veot ive deomp-ni en deiz an Aotrou Jesus.

(15) Hag er fizians-ze eo e felle d’in mond d’ho kwelet araog, evit ma c’heljec’h receo eur c’hras all ; (16) ha mond neuze euz ho pro da Vacedonia ; ha distrei goude euz a Vacedonia d’ho kavoud, ha beza ambrouget ganeoc’h var-zu ar Jude. (17) Hogen, pa en em broposen kement-se, hag hen great em euz-me dre skanvadurez, pe daoust hag hervez ar c’hig e sonjan ober ar pez a fell d’in, en hevelep doare ma vez ganen-me, ia, ia, ha, nann, nann ? (18) Doue pehini a zo gwirion, a zo test d’in penaos ar ger hoc’h euz recevet diganeomp n’eo ket bet ia ha nann. (19) Rag Mab Doue, Jesus-Christ, pehini a zo bet prezeget deoc’h ganeomp-ni, da lavaret eo, ganen-me, gant Silvanus, ha gant Timoteus, n’eo ket bet ia ha nann ; mes pep tra a zo ia enhan. (20) Rag kement a zo euz a bromessaou Doue, a zo holl ia enhan : dreizhan eta ive an Amen, evit gloar Doue dreizomp-ni. (21) Hogen, an hini a grenva ac’hanomp ganeoc’h er C’hrist, hag hen deuz eoliet ac’hanomp eo Doue, (22) pehini hen deuz hor siellet gant he ziel, hag hen deuz roet deomp en hor c’halonou an arrez euz he Spered.

(23) Hogen kemer a ran Doue da dest var va ene, penaos evit hoc’h espern eo n’oun ket eat c’hoas da Gorint. N’e ket m’hor be c’hoant da zomina var ho feiz-c’houi, mes ken-labourerien omp d’ho choa, pa’z eo gwir dre ar feiz eo e choumit stard.


CHABISTR II.


DECIDET em boa eta enoun va-unan na’z ajen mui d’ho kavout gant tristidigez. (2) Rag mar deuan da rei tristidigez deoc’h, piou a roio joa d’in-me, nemed an hini a vezo bet lakeat ganen en dristidiguez ? (3) Ha scrivet em euz deoc’h evel-se, evit pa vezin erruet, n’em bezo ket a dristidigez digant ar re a dlefe rei joa d’in ; rag fizians em euz enoc’h holl penaos e rit holl ho choa euz va hini-me.

(4) Rag scriva a riz deoc’h en eun drubuil vraz, gant eur galon leun a enkrez, ha gant fors daelou ; n’e ket evit ho klac’hari, mes evit rei da anaoud ar garantez dreist muzur em euz en ho kenver. (5) Mar hen deuz unan-benag roet tristidigez, n’e ket me va-unan hen deuz glac’haret, mes c’houi holl, da vihana en eun doare-benag, rag ne fell ket d’in lavaret en tu-all d’ar wirionez. (6) Awalc’h eo d’eun hevelep den, beza bet punisset gant an niver brassa euz an dud, (7) en hevelep doare ma tleit kentoc’h pardoni dezhan hag he gonsoli, gant aoun na vez mantret gant eun dristidigez re vraz. (8) Abalamour da ze e pedan ac’hanoc’h da ziskouez ho karantez en he genver. (9) Rag evit se eo em euz scrivet deoc’h, evit galloud anaoud, en eur amproui ac’hanoc’h, ha c’houi a zo sentus e pep tra. (10) An hini eta da behini e pardonit, me ive a bardon dezhan ; (rag evidoun-me, ar pez em euz pardonet, mar em euz pardonet, eo abalamour deoc’h), dirag Jesus-Christ, (11) evit ne vezo ket Satan treac’h deomp ; rag anaoud a reomp ar pez a c’hoanta ober.

(12) Hogen, pa zeuiz da Droas, evit prezeg Aviel ar C’hrist, petra-benag ma hen doa digoret an Aotrou eun nor d’in, (13) na gaviz ket a repos em spered, abalamour ne gaviz ket eno Titus, va breur ; rag-se, goude beza kimiadet ouz ar breudeur, e teuiz d’ar Macedonia. (14) Hogen, ra vezo rentet grasou da Zoue pehini a ra deomp beza bepred treac’h er C’hrist, ha pehini a skuil dre enomp-ni ar c’houez euz he anaoudegez e peb leac’h. (15) Rag ni eo ar c’houez vad euz ar C’hrist dirag Doue, evit ar re a zo salvet hag evit ar re a ia da goll ; (16) d’ar re-man, eur c’houez a varo, hag a laka da vervel ; ha d’ar re all, eur c’houez a vuez, hag a laka da veva. Ha piou a zo barec evit an traou-ze ? (17) Rag ni ne droomp ket en faoz Ger Doue, evel ma’z euz kalz hag a ra ; mes komz a reomp gant gwirionez, evel a-berz Doue, dirag Doue, er C’hrist.


CHABISTR III.


HA commans a refomp-ni, adare d’en em recommandi hon-unan, pe daoust ha ni hon euz ezom, evel hinienou, a lizerou evit hon recommandi deoc’h, pe a lizerou diganeoc’h evit hon recommandi d’ar re all ? (2) C’houi hoc’h-unan eo hon lizer-ni, scrivet en hor c’halonou, anavezet ha lennet gant an holl dud ; (3) rag anat mad eo, penaos ez oc’h eul lizer a-berz ar C’hrist, scrivet gant hon labour-ni, nann gant liou, mes gant Spered an Doue beo ; nann var daolennou mein, mes var daolennou kig, var ho calonou. (4) Hogen, dre ar C’hrist eo hon euz eun hevelep fizians dirag Doue. (5) N’e ket ma vemp-ni capabl, ac’hanomp hon-unan, da zonjal eun dra-benag, evel pa deufe ac’hanomp hon-unan ; mes hor galloud a zeu euz a Zoue, (6) pehini ive hen deuz hon rentet capabl da veza ministred an allians nevez, nann euz al lizeren, mes euz ar Spered ; rag al lizeren a ro ar maro mes ar Spered a ro buez. (7) Hogen, mar d’eo bet karg ar maro, hini al lizeren, scrivet var ar vein, ken glorius ma na helle ket bugale Israel sellet piz ouz bisach Moises, abalamour d’ar sclearder euz he visach, petra-benag ma tlie ar sclerijen-ze tremen ; (8) pegement ne vezo ket gloriussoc’h karg ar Spered ? (9) Rag mar d’eo bet glorius ar garg a gondaonation, ar garg euz ar justis he deuz eur gloar kalz brassoc’h. (10) Hag, evit-gwir, ar garg kenta-ze, pehini a zo bet glorius, n’e ket bet glorius, abalamour d’ar gloar dispar euz an eil. (11) Rag, mar d’eo bet glorius ar pez a dlie tremen, kalz gloriussoc’h eo ar pez a dle choum atao.

(12) O veza eta ma hon euz eun hevelep esperans, e kemeromp kalz a liberte, (13) ha ne reomp ket evel Moises, pehini a lake eur voal var he visach, evit ne velje ket bugale Israel ar fin euz ar pez a dlie disparissa. (14) Mes ho sperejou a zo bet dallet beteg-hen. Rag hirio c’hoas, pa lenner an Testamant-Koz, ar voal-ze a choum, heb beza savet, rag ne hell beza savet nemed gant ar C’hrist. (15) Hirio c’hoas, pa vez lennet Moises, eur voal a zo taolet var ho c’halon. (16) Mes pa zistroint ouz an Aotrou, ar voal a vezo lammet kuit. (17) Hogen, an Aotrou eo ar Spered ; hag el leac’h ma ema Spered an Aotrou, eno ema al liberte. (18) Evel-se ni holl pere, gant eur visach dizolo, a gontempl, evel en eur mellezour, gloar an Aotrou, lakeat omp da zond henvel ouz he imach, euz an eil gloar d’eben, evel gant Spered an Aotrou.

CHABISTR IV.



DRE-ZE, o veza ma hon euz ar garg-man hervez an drugarez a zo bet great deomp, na gollomp ket a gourach ; (2) mes taolet hon euz diouzomp an traou mezus a vez kuzet, hep bale en dromplerez, hag hep trei en faoz Ger Doue, mes ouz en em recommandi hon-unan da goustians pep den dirag Doue, en eur diskouez ar wirionez. (3) Mar d’eo hon Aviel goloet c’hoas, ez eo goloet evit ar re a ia da goll, (4) evit an dud difeiz, da bere doue ar bed-man hen deuz dallet ho sperejou, gant aoun na vijent sclerijennet gant ar sclerijen euz Aviel glorius ar C’hrist, pehini eo imach Doue. (5) Rag n’e ket ni hon-uhan eo a brezegomp, mes Jesus-Christ an Aotrou ; ha ni a zo servicherien deoc’h, abalamour da Jesus. (6) Rag an Doue pehini hen deuz lavaret d’ar goulou sclerijenna ekreiz an devalijen, eo an hini hen deuz lugernet en hor c’halonou, evit lakaad ar sclerijen euz an anaoudegez a c’hloar Doue da lugerni en Jesus-Christ.

(7) Hogen, derc’hel a reomp an tenzor-ze en besseliou douar, evit ma vezo anavezet evit beza da Zoue, ha nann deomp-ni, an excellans euz ar galloud. (8) Gwasket omp a bep tu, mes n’omp ket rentet en extremite diveza ; nec’het omp, mes n’omp ket en dizesper ; (9) persecutet omp, mes n’omp ket dilezet ; diskaret omp, mes n’omp ket distrujet holl ; (10) dougen a reomp bepred, en hor c’horf, maro an Aotrou Jesus, evit ma vezo ive buez Jesus diskouezet en hor c’horf. (11) Rag ni pere a vev, a zo dalc’h-mad livret d’ar maro, abalamour da Jesus, evit ma vezo ive buez Jesus diskouezet en hor c’hig mortel, (12) en hevelep doare ma labour ar maro enomp-ni, mes ar vuez enoc’h-hu. (13) Mes o veza ma hon euz ar memeus spered a feiz, hervez ma’z eo scrivet : Credet em euz, hag abalamour da ze em euz komzet ; ni ive a gred, hag abalamour da ze eo e komzomp, (14) o c’houzout penaos an hini hen deuz resussitet, an Aotrou Jesus, a resussito ivez ac’hanomp dre Jesus, hag hon lako da gomparissa assambles ganeoc’h. (15) Rag an holl draou-man a zo abalamour deoc’h, evit ma teuio ar c’hras-ze, en eur greski, da lakaad muioc’h-vui e calon eun niver braz a dud actionou a c’hras evit gloar Doue.

(16) Dre-ze na gollomp ket courach, ha mar deu hon den a-ziaveaz d’en em distruja, an diabarz a vez renevezet euz an eil deiz d’egile ; (17) rag hon affliction skanv euz an amzer brezant a zeu da brodui enomp eur pouez eternel a c’hloar meurbed excellant ; (18) pa’z eo gwir ne zellomp ket ouz an traou visibl, mes ouz an traou invisibl ; rag an traou visibl a zo evit eun amzer, mes ar re invisibl a zo eternel.


CHABISTR V.


RAG gouzoud a reomp penaos, mar d’eo distrujet an danten-man, an ti douar-man en pehini e choumomp, hon euz ebarz an envou eun ti-all a-berz Doue, eun ti eternel, ha n’eo ket bet great gant dorn an den. (2) Rag huanadi a reomp en danten-man, o tezirout gant nerz beza gwisket gant hon ti a zo euz an env ; (3) mar digouez deomp koulskoude beza kavet gwisket, eleac’h beza en noaz. (4) Rag ni pere a zo en danten-man, ne reomp nemed huanadi dindan ar beac’h, o veza ma fell deomp, eleac’h beza divisket, beza gwisket, evit ma vezo ar pez a zo marvel lounket gant ar vuez. (5) Hag an hini hen deuz great ac’hanomp evit kement-se, eo Doue pehini ive hen deuz roet deomp an arrez euz he Spered. (6) Ato eta ez omp leun a fizians, ha gouzoud a reomp penaos e-pad ma’z omp o choum er c’horf-man, emomp pell diouz an Aotrou. (7) (Rag dre ar feiz eo e valeomp, ha nann dre ar gwelet.) (8) Mes leun omp a fizians, ha gwelloc’h eo ganeomp kuitaad ar c’horf-man, ha beza e-kichen an Aotrou o choum. (9) Evit se eo e reomp hor fossubl da veza agreabl dezhan, pe e vez red deomp choum er c’horf-man, pe mond kuit euz anezhan. (10) Rag red eo deomp holl parissa dirag tribunal ar C’hrist, evit ma recevo pep hini hervez ar mad pe an droug hen devezo great, e-pad ma oa er c’horf. (11) Oc’h anaoud eta an doujans a zo dleet d’an Aotrou, e poaniomp evit lakaad an dud da gredi ; ha Doue a anavez ac’hanomp, hag esperoud a ran ive ez omp anavezet ganeoc’h en ho coustians, (12) rag n’en em recommandomp ket a-nevez deoc’h, mes rei a reomp deoc’h leac’h d’en em c’hlorifia abalamour deomp, evit ma c’hellot kaout peadra da respont d’ar re en em c’hlorifi euz an diaveaz, ha nann er galon. (13) Rag, pe ni a zo er meaz ac’hanomp hon-unan, evit Doue eo, pe ni a choum en hor skiant-vad, evidoc’h eo. (14) Rag karantez ar C’hrist a bres ac’hanomp, o veza ma credomp stard penaos, mar d’eo marvet unan evit an holl, neuze an holl a zo maro ; (15) hag evit an holl eo bet marvet, evit ma teui ar re a zo beo, da veva nann evithe ho-unan, mes evit an hini a zo maro ha resussitet evithe. (16) Evel-se, a-vreman, na anavezomp den hervez ar c’hig ; ha memeus mar hon euz anavezet ar C’hrist hervez ar c’hig, breman n’hen anavezomp mui evel-se. (17) Mar d’euz eta unan-benag hag a zo er C’hrist, hennes a zo eur c’hrouadur nevez ; an traou koz a zo tremenet ; setu deuet pep tra da veza nevez. (18) Hogen, an holl draou-ze a zeu euz a Zoue, pehini hen deuz hon unanet a-nevez ganthan dre Jesus-Christ, hag hen deuz roet deomp ar garg a adunvaniez. (19) Rag Doue a oa er C’hrist, oc’h adunvani ar bed ganthan he-unan, o viret da gounta dezhe ho fec’hejou ; hag hen deuz lakeat enomp ar gomz a adunvaniez.

(20) Ober a reomp eta ar garg a gannaded evit ar C’hrist, evel pa vez Doue he-unan oc’h exhorti dreizomp ; hag en hano ar C’hrist eo e pedomp ac’hanoc’h stard : Bezit unanet a-nevez gant Doue ! (21) Rag an Hini n’hen deuz ket anavezet ar pec’hed, a zo bet tretet ganthan evel pec’her abalamour deomp, evit ma teuimp-ni da veza just euz a justis Doue enhan.


CHABISTR VI.


PA’Z eo gwir eta ez omp ken-labourerien assambles gant Doue, ho pedi a reomp stard da ober en hevelep doare ma n’ho pezo ket bet gras Doue en vên. (2) Rag hen a lavar : Me em euz da zelaouet en amzer favorabl, hag em euz da zicouret e deiz ar zilvidigez. Setu breman an amzer favorabl ; setu breman deiz ar zilvidigez. (3) Ne roomp scandal e-bed, en nep doare, evit na vezo tamal e-bed var hor c’harg. (4) Mes klask a reomp beza kavet mad e pep tra, evel servicherien da Zoue, en eur batianted vraz, en afflictionou, en tourmanchou, en enkreziou, (5) er gouliou, er prizoniou, er seditionou, el labouriou, er veilladou, er iunou, (6) er burete, er wiziegez, en hirc’houzanvedigez, en dousder, dre ar Spered-Santel, (7) dre eur garantez gwirion, dre gomz ar wirionez, dre nerz Doue, dre armou ar justis, pere a zalcher a-zeo hag a-gleiz ; (8) e-kreiz an henor hag an dismegans, e-kreiz ar vrud fall hag ar vrud vad ; (9) o veza tremenet evit tromplerien, ha ni gwirion koulskoude ; evel tud ha n’int anavezet gant den, ha ni anavezet mad ; evel tud o vervel, ha ni beo koulskoude ; evel tud kastizet, mes hep beza lakeat d’ar maro ; (10) evel tud glac’haret, ha ni joaüs bepred ; evel peorien, ha ni o pinvidikaad meur a hini ; evel tud ha n’ho deuz netra, ha ni o kaout pep tra.

(11) O Corintied, abalamour deoc’h eo hon euz digoret hor genou ! Deuet eo hor c’halon da veza frankoc’h. (12) N’eo ket henk varnoc’h enomp-ni ; mes ho calon-hu a zo henkeet. (13) Hogen, evit ober d’in evel ma ran deoc’h (komz a ran ouzoc’h evel ouz va bugale), frankait ive ho calon.

(14) N’en em lakit ket dindan ar memeus ieo assambles gant an dud difeiz ; rag daoust pe seurt henveledigez a zo etre ar justis hag ar fallentez ? ha pe seurt accord a hell beza etre ar sclerijen hag an devalijen ? (15) Pe seurt union a hell beza etre ar C’hrist ha Belial ? pe daoust pe seurt lod a hell an den a feiz kaout gant an den difeiz ? (16) Petra hen deuz templ Doue da ober gant an idolou ? Rag c’houi eo templ an Doue beo, evel ma hen deuz Doue lavaret : Me a choumo en ho c’hreiz hag e valein en ho zouez ; me a vezo ho Doue, hag int a vezo va fobl. (17) Rag-se deuit er meaz euz ho zouez, ha dispartiit diganthe, eme an Aotrou, ha na douchit ouz netra a vez impur, ha me ho tigemero ; (18) ha me a vezo Tad deoc’h, ha c’houi a vezo mibien ha merc’hed d’in, eme an Aotrou holl c’halloudec.


CHABISTR VII.


EVEL ma hon euz eta, breudeur muia-karet, an hevelep promessaou, en em netaomp hon-unan euz a bep impurete euz ar c’hig hag euz ar spered, o peurachui hor sanctification en doujans Doue. Digemerit ac’hanomp en ho calonou ; (2) n’hon euz great gaou ouz den e-bed ; n’hon euz lakeat den da goll he dra ; n’hon euz tromplet den. (3) Na lavaran ket an dra-man evit ho condaoni ; rag lavaret em euz dija penaos emoc’h en hor c’halonou, evit mervel assambles hag evit beva assambles. (4) Komz a ran ouzoc’h gant kalz a hardiegez ; kalz a leac’h em euz d’en em c’hlorifia abalamour deoc’h ; leun oun a gonsolation ; karget a joa em holl afflictionou. (5) Rag, pa’z omp bet erruet er Macedonia, n’hon euz bet repos ebed er c’hig, er c’hontrol, poaniet omp bet e pep feçon, o kaout da gombatti en diaveaz, hag o veza en enkrez en diabarz. (6) Mes Doue, pehini a gonsol ar re a zo mantret, hen deuz hor c’honsolet, pa’z eo erruet Titus ; (7) ha n’e ket hep-ken dre ar gwel euz anezhan, mes ive dre ar gonsolation hen deuz bet diganeoc’h, en eur rei da anaoud deomp ho tezir braz, ho taelou, ho polontez vad em c’henver ; en hevelep doare ma’z eo bet cresket va joa dre gement-se.

(8) Rag, petra-benag m’em beuz contristet ac’hanoc’h gant va lizer, n’am euz ket a geuz breman, mar em euz bet eur vech-benag, rag gwelet a ran penaos al lizer-ze hen deuz ho contristet, mes evit eur pennadic amzer. (9) Breman em euz joa, nann abalamour ma’z oc’h bet contristet, mes abalamour ma’z eo deuet ho tristidigez d’ho lakaad da gaout keuz ; rag contristet oc’h bet hervez Doue, en hevelep doare n’oc’h euz bet koll e-bed euz va feurz. (10) Rag an dristidigez a zo hervez Doue, a laka da zevel eur c’heuz a zilvidigez, euz a behini ne vez morse a geuz ; eleac’h an dristidigez a zo hervez ar bed a zigas ar maro. (11) Rag gwelit an dristidigez-ze hervez Doue, pebez bolontez vad n’he deuz-hi ket digasset enoc’h ! Pebez didamal, pebez indination, pebez doujans, pebez desiriou, pebez ardor, pebez castiz ! Diskouezet hoc’h euz e pep tra ez oc’h nêt e-kenver an affer-ze. (12) Evel-se, pa em euz scrivet deoc’h, ne oa ket abalamour d’an hini hen doa great an droug, nag abalamour d’an hini da behini e oa bet great, mes evit rei da anaoud deoc’h ar zourci hon euz evidoc’h dirag Doue. (13) Rag-se ez omp bet consolet dre ho consolation ; mes kalz muioc’h ez omp bet laoueneet abalamour da joa Titus, o veza ma eo bet soulajet he spered ganeoc’h holl ; (14) ha mar em euz tennet gloar ac’hanoc’h dirazhan, evit eun dra-benag, n’em euz ket bet a vêz euz a gement-se ; mes evel ma hon euz lavaret pep tra gant gwirionez, evel-se ive hor meuleudi dirag Titus a zo en em gavet gwirion. (15) Hag evel-se he garantez evidoc’h a zeu da veza c’hoas brassoc’h, pa zeu da zonj dezhan euz ho toujans holl, ha penaos hoc’h euz hen digemeret gant aoun hag en eur grena. (16) En em rejouissa a ran eta abalamour ma em euz fizians enoc’h e pep tra.

CHABISTR VIII.


HOGEN, breudeur, rei a reomp da anaoud deoc’h ar c’hras a Zoue a zo bet roet da Ilizou Macedonia ; (2) penaos, goude beza bet amprouet gant kalz a afflictionou, ez int bet karget a joa, ha penaos en ho faourentez vraz, ho deuz skulliet en abondans ar pinvidigeziou euz ho largentez. (3) Rag, hen assuri a ran, roet ho deuz ho aluzen anezhe ho-unan, hervez ho galloud, ha zo-ken en tu-all d’ho galloud ; (4) ouz hor pedi stard da receo an aluzen-ze hag ho lod evit sicour ar zent. (5) Ha n’e ket hep-ken evel m’hon doa esper ho deuz great, mes en em roet int bet ho-unan da genta d’an Aotrou, ha neuze deomp-ni, dre volontez Doue ; (6) en hevelep doare ma hon euz pedet Titus, evel m’hen doa commanset an oeuvr-ze a garantez, d’hen achui ive en ho touez.

(7) Evit se, evel m’hoc’h euz pep tra en abondans, ar feiz, ar gomz, an anaoudegez, ar volontez-vad e pep tra, ar garantez evidomp-ni, ho pedomp da gaoud ive en abondans ar volontez-vad evit an oeuvr-man a garantez. (8) Na lavaran ket an dra-man dre c’hourc’hemen, mes evit amprouv, dre an hast euz ar re all, al lealded euz ho karantez. (9) Rag anaoud a rit ar garantez euz hon Aotrou Jesus-Christ, pehini, hag hen pinvidic, a zo en em c’hreat paour abalamour deoc’h, evit ma teujac’h da veza pinvidic dre he baourentez. (10) Hag en kement-man e roan deoc’h eun ali, rag deread eo kement-se ouzoc’h-hu, pere n’hoc’h euz ket hep-ken commanset d’hen ober, mes pere ho poa bet ar sonj d’hen ober adaleg ar bloaz tremenet. (11) Achuit eta breman d’hen ober, hag evel ma’z oc’h bet pront a intantion, peur-achuit ive hervez ho kalloud. (12) Rag, mar hen deuz an den bolontez-vad da rei, ez eo agreabl da Zoue, o rei hervez ar pez hen deuz, ha nann hervez ar pez n’hen deuz ket. (13) Rag evit-gwir, arabad eo deoc’h beza re zammet, evit ma vezo soulajet ar re all ; er c’hontrol, ra vezo egalite etrezoc’h, (14) ra zeuio hoc’h abondans da zicour breman ho faourentez ; evit ma teuio abondans ar re-ze da zicour ive ho paourentez, en hevelep doare ma vezo pep tra ingal, hervez ma’z eo scrivet : (15) An hini a zastume kalz, n’hen divije ket muioc’h, hag an hini a zastume neubeud, n’hen divije ket neubeutoc’h.

(16) Hogen, ra vezo rentet grasou da Zoue, pehini hen deuz lakeat e calon Titus ar memeus sourci evidoc’h ; (17) rag en em roet eo d’am ali, hag ez eo eat en hent, gant muioc’h a hast hag a galon-vad, evit ho kwelet. (18) Kasset hon euz ive ganthan ar breur euz a behini ar veuleudi a zo skulliet en holl Ilizou, evit ar pez a zell an Aviel ; (19) ha n’eo ket a-walc’h kement-se, mes choazet eo bet ive gant an Ilizou, evit dond ganeomp en hor beach, hag evit dougen an aluzennou a c’houarnomp evit gloar an Aotrou he-unan, hag hervez an nerz euz ho polontez-vad. (20) Kemeret hon euz ar brecaution-ze, evit na hello den hon tamal divarben ar gouarnamant euz an aluzennou braz-ze ; (21) o lakaad aket da ober ar pez a zo mad, n’e ket hep-ken dirag an Aotrou, mes ive dirag an dud. (22) Kasset hon euz ive ganthe hor breur, pehini hon euz kavet meur a vech aketus meurbed, hag a vezo c’hoas muioc’h ar vech-man, abalamour d’ar fizians vraz hen deuz enoc’h. (23) Evel-se, evit ar pez a zell Titus, hennes a zo compagnon d’in, ha labourat a ra assambles ganen evidoc’h ; hag evit ar pez a zell hor breudeur, ar re-man a zo kannaded an Ilizou, ha gloar ar C’hrist. (24) Roit eta dezhe, dirag an Ilizou, merkou euz ho karantez, hag euz al leac’h hon euz d’en em c’hlorifia divar ho pen.


CHABISTR IX.


N’EM euz ket ezom da scriva deoc’h divarben ar sicour a zo da rei d’ar Zent. (2) Rag anaoud a ran ho polontez-vad ; euz a behini e tennan meuleudi ouzoc’h dirag ar Vacedonied, o veza ma’z eo prest an Akaia, abaoe varlene, evel ma lavaran dezhe ; hag ho polontez-vad-c’houi he deuz allumet bolontez-vad an niver brassa. (3) Kasset em euz koulskoude hor breudeur, evit na vezo ket hor meuleudi ac’hanoc’h didalvoudus e kement-se, ha ma veot prest, evel ma em euz lavaret ; (4) gant aoun, mar teufe ar Vacedonied assambles ganen, ha mar kavfent ac’hanoc’h hep beza prest, ne deufe kement-se da veza eur sujet a vêz evidomp-ni, rag ne fell ket d’in lavaret evidoc’h-hu, abalamour d’ar veuleudi hon doa tennet euz a gement-se. (5) Rag-se, em euz kavet e oa red pedi ar breudeur da vond araog d’ho kavoud, evit achui da brepari an donezonou ho poa prometet a-ziagent, evit ma vezo prest, nann evel frouez an avaristed, mes evel eul largentez.

(6) A-hend-all : An hini a had neubeud, a vedo eun eost dister, hag an hini a had stank a vedo eun eost founnus. (7) Ra zeuio pep hini da rei hervez ma hen deuz decidet en he galon, nann gant keuz, pe dre fors ; rag Doue a gar an hini a ro gant joa. (8) Ha Doue a zo galloudec evit ho peur-leunia a bep seurt grasou, evit m’ho pezo bepred kement a zo necesser, ha ma viot leun a bep seurt oeuvrou mad, (9) hervez ma’z eo scrivet : Skulliet hen deuz, roet hen deuz d’ar beorien ; he justis a bad da virviken. (10) Hogen, an Hini a ro had d’an hader, ha bara dezhan da zibri, a roio deoc’h hag a gresko deoc’h an had, hag a lakaio da greski ar frouez euz ho chustis ; (11) evit ma viot pinvidikeet e pep tra, evit gallout ober a bep seurt largentezou, pere a lakai renta da Zoue actionou a c’hras dreizomp. (12) Rag an distribution euz an offrans-man a ra ouz-pen contanti ezomou ar Zent, leun eo c’hoas a actionou a c’hras a vezo rentet da Zoue gant meur a hini. (13) Glorifia a reont Doue, oc’h amprouv, dre ar zicour-man, ho sentidigez e-kenver Aviel ar C’hrist a zervichit, hag ar gwir galon-vad a ziskouezit en ho c’henver, hag, e-kenver an holl ; (14) hag e pedont evidoc’h, o karet ac’hanoc’h gant teneredigez, abalamour d’ar c’hras excellant hen deuz great Doue deoc’h. (15) Hogen, ra vezo rentet grasou da Zoue evit he zonezon mad meurbed !


CHABISTR X.


A-HEND-ALL, me Paol, a bed ac’hanoc’h dre zouster ha madelez ar C’hrist, (2) me pehini a zo humbl dirazoc’h, mes leun a hardiegez en ho kenver, pa vezan pell diouzoc’h ; ho pedi a ran, pa vezin tost deoc’h, na vezo ket red d’in ober usach gant fizians euz an hardiegez-ze, a behini em euz sonj da ober usach a-enep eun darn-benag pere a gemer ac’hanomp evit tud hag a vale hervez ar c’hig. (3) Rag petra-benag ma valeomp er c’hig, na vrezelekaomp ket hervez ar c’hig. (4) Rag hon armou a-vrezel n’int ket kigus, mes galloudus int en Doue, evit diskar ar fortereziou, (5) evit diskar rezoniou an dud, ha pep huelder a zav a-enep an anaoudegez a Zoue, hag evit digas pep sonjezon da blega da zoujans ar C’hrist ; (6) ha prest omp da bunissa pep dizentidigez, pa vezo parfet ho sentidigez. (7) Ha sellet a rit-hu ouz an traou hervez an apparans ? Mar d’euz unan-benag hag a gred enhan he-unan ez eo d’ar C’hrist, ra gredo eta ive penaos, evel ma’z eo hen he-unan d’ar C’hrist, ni ive a zo dezhan. (8) Ha pa deufen d’en em c’hlorifia c’hoas muioc’h euz ar galloud hon euz bet digant an Aotrou, evit ho krenvaad er feiz ha nann evit ho tiskar, n’em befe ket a vêz euz a gement-se ; (9) evit na vezo ket credet e karfen ober aoun deoc’h dre va lizerou. (10) Rag, eme an dud, he lizerou a zo rust ha leun a nerz ; mes pa vez dirazomp, he zoare a zo sempl, hag he gomz a zo dister. (11) Ra zeuio an hini a gomz evel-se, da gonsideri penaos, evel ma’z omp en hor c’homzou hag en hon lizerou, pa vezomp pell diouzoc’h, evel-se ive ez omp en hon oberou, pa vezomp dirazoc’h. (12) Rag na gredomp ket en em lakaad e renk darn, pere en em veul ho-unan, nag en em gompari ganthe ; ouz en em vuzuri ho-unan dreizhe ho-unan, hag ouz en em gompari ganthe ho-unan, e tiskouezont n’ho deuz ket a skiant. (13) Mes evidomp-ni, n’en em c’hlorifiomp ket en tu-all d’ar pez a zo dleet ; mes hervez ar muzul euz al loden roet deomp gant Doue, evit erruout beteg enoc’h. (14) Rag n’en em astennomp ket pelloc’h eged n’eo dleet, evel pa na vemp ket erruet beteg enoc’h, pa’z eo gwir ez omp arruet gant Aviel ar C’hrist. (15) Ni n’en em c’hlorifiomp ket en tu-all d’ar pez a zo dleet, da lavaret eo, en labouriou ar re-all ; mes an esperans hon euz penaos, pa vezo cresket ho feiz-c’houi, ez aimp kalz pelloc’h, el loden a zo bet merket deomp ; (16) evit prezeg an Aviel er broiou a zo en tu-all d’hoc’h hini ; hep en em chlorifia euz ar pez a zo bet great dija en loden ar re all. (17) Koulskoude an hini a deu d’en em c’hlorifia, ra zeuio d’en em c’hlorifia en Aotrou. (18) Rag n’e ket an hini en em recommand he-unan a vez kavet mad, mes an hini a vez recommandet gant Doue.


CHABISTR XI.


PLIJET gant Doue ma supportfec’h eun neubeud va follentez ! mes ive, me ho ped, supportit ac’hanoun. (2) Rag me a zo jalous ac’hanoc’h gant eur jalouzi a Zoue, rag hoc’h unanet em euz gant eur Pried hep-ken evit ho prezanti evel eur verc’hez dinam d’ar C’hrist. (3) Mes aoun em euz, ne c’hoarvezfe ganeoc’h evel gant Eva a oe tromplet dre finessa ar serpant, na deufe ho sperejou d’en em gorrompi en eur dilezel ar simplicite a zo er C’hrist. (4) Rag, mar teufe unan-benag da brezeg deoc’h eur C’hrist dishenvel ouz an hini hon euz-ni prezeget, pe eur Spered all dishenvel ouz an hini hoc’h euz recevet, pe eun aviel dishenvel ouz an hini hoc’h euz digemeret, c’houi hen supportfe hep stourm. (5) Mes me a istim n’ed oun bet, var boent e-bed, disterroc’h eged ar re vrassa euz an ebestel. (6) Mar d’oun zo-ken, evit ar pez a zell al langach, evel eun den izel, n’ed oun ket evit ar pez a zell an anaoudegez ; mes en em roet hon euz da anaoud en ho touez e pep doare hag e pep tra. (7) Daoust ha me em befe great eur pec’hed oc’h en em izellaad va-unan, evit ma vijec’h huelleet, o tond da annons deoc’h evit netra Aviel Doue ? (8) Lakeat em euz var an noaz an Ilizou all, o kemer diganthe peadra d’en em antreteni, evit ho servicha, ha pa’z oun bet en em gavet ezomec en ho touez, n’ed oun en em lakeat da veac’h var den ; (9) rag ar breudeur deuet euz a Vacedonia ho deuz pourveet d’am ezomou. Hag e pep tra ez oun bet en em viret, hag en em viroud a rin c’hoas da lakaad beac’h varnoc’h. (10) Kemer a ran da dest gwirionez ar C’hrist, a zo enoun, den na viro ouzin ar veuleudi-man e broiou an Akaia. (11) Abalamour da betra ? abalamour n’ho karan ket ? Doue her goar. (12) Mes ober a ran kement-se, (hag hen ober a rin c’hoas), evit lemmel pep digarez digant ar re a glask digareziou, evit ma vezint kavet henvel ouzimp en traou euz a bere e tennont gloar. (13) Rag ar seurt tud-ze a zo fals-ebestel, labourerien tromplus dic’hizet en ebestel ar C’hrist. (14) Ha kement-se n’eo ket souezus, rag Satan he-unan a zeu d’en em dic’hiza en eun eal a sclerijen. (15) N’eo ket eta souezus mar deu he vinistred d’en em dic’hiza ive en servicherien ar justis ; mes fin ar re-man a vezo henvel ouz ho oberou.

(16) Hen lavaret a ran c’hoas : Diwallit na zeuio den d’am c’hemeret evel eun den foll ; pe, da vihana, supportit ac’hanoun evel eun den foll, evit ma c’hellin ive en em c’hlorifia eun neubeudic. (17) Ar pez a lavaran er fizians-se gant pehini en em c’hlorifian, n’hen lavaran ket hervez an Aotrou, mes evel dre follentez. (18) Pa’z eo gwir ez euz kalz hag a denn gloar hervez ar c’hig, me ive a denno gloar evelthe. (19) Rag c’houi, o veza ma’z oc’h fur hoc’h-unan, ec’h andurit hep poan ar re foll. (20) Rag mar deu unan-benag d’ho mestronia, mar deu unan-benag d’ho tevori, mar deu unan-benag da gregi enoc’h, d’en em zevel, d’ho skei var ho pizach, ec’h andurit kement-se holl. (21) Mêz em euz ouz hen lavaret, bet omp sempl ; koulskoude, (breman e komzan evel eun den foll), kement tra a hell unan all credoud ober, me a gred ive hen ober. (22) Hag int a zo Hebreed ? me a zo ive. Hag int a zo Israelited ? me a zo ive. Hag int a zo lignez Abraham ? me a zo ive. (23) Hag int a zo ministred ar C’hrist ? (evel eun den foll e komzan), me a zo muioc’h c’hoas egethe ; muioc’h dre al labouriou, kalz muioc’h dre ar gouliou, muioc’h dre ar prizoniou ; alies en danjer ar maro ; (24) digant ar Judevien em euz bet beteg pemp gwech daou-ugent taol scourjez nemed unan ; (25) teir gwech ez oun bet skoet gant bizier ; eur vech ez oun bet meinet ; teir gwech ez oun bet kollet var vor ; tremenet em euz eun nozvez hag eun devez er mor doun ; (26) alies en hent ; en danjer var ar steriou braz, en danjer a-berz al laeron, en danjer e-touez tud va bro, en danjer e-touez ar Jentiled, en danjer er c’heariou, en danjer en dezertchou, en danjer var ar mor, en danjer e-touez ar fals-breudeur ; (27) er poaniou, el labouriou, er beilladennou alies, en naoun, er sec’hed, alies er iuniou, er ienien hag en noazder. (28) Ha bemdez, hep komz euz an traou all, ez oun gwasket gant ar zourciou euz an holl Ilizou. (29) Piou hen deuz poan, hep m’em euz-me ive poan ? Piou a zo scandalizet, hep ma teuan da zevi gant kement se ? (30) Mar d’eo red en em c’hlorifia, me en em c’hlorifio euz va infirmiteou. (31) Doue pehini a zo Tad hon Aotrou Jesus-Christ, ha pehini a zo benniget da viken, a oar na lavaran ket a c’hevier. (32) Er gear a Zamas, ar gouarner evit ar roue Aretas hen doa lakeat diwall kear an Damasiaded gant soudarded, evit gallout cregi enoun ; (33) mes dre eur prenest e oenn diskennet, en eur baner, a-hed ar voger, hag e tec’hiz euz tre he zaouarn.


CHABISTR XII.


ADRA-ZUR na zere ket ouzin en em veuli, rag dond a rafen da gomz euz a vizionou hag a revelationou a-berz an Aotrou. (2) Anaoud a ran eun den er C’hrist, pehini a zo bet, breman ez euz tremen pevarzec vloaz, savet beteg an trede env ; (pe e oe gant he gorf, na ouzon ket ; pe e oe heb he gorf, na ouzon ket ; Doue her goar). (3) Hag ec’h ouzon penaos, an den-ze (pe e oe gant he gorf, pe heb he gorf, na ouzon ket ; Doue her goar), (4) a oe savet beteg ar barados ; hag e klevaz eno komzou dudius, ha na hell ket an den ho lavaret. (5) Gallout a ran en em c’hlorifia divarben an den-ze ; mes ne fell ket d’in en em c’hlorifia ac’hanoun va-unan, nemed euz va infirmiteou. (6) Ma karfen en em c’hlorifia, ne vefen ket foll, rag ne lavarfen nemed ar wirionez ; mes en em virout a ran a gement-se, gant aoun na zeufe den d’am istim en tu-all d’ar pez a vel enoun, pe d’ar pez a glev ganen. (7) Ha gant aoun ne deujen d’en em zevel re huel, abalamour d’am revelationou kaer meurbed, ez euz bet lakeat d’in em c’hig eur broud, eun eal euz a Satan, da ober mêz d’in, evit harz ac’hanoun d’en em huellaad. (8) Teir gwech em euz pedet an Aotrou d’hen pellaad diouzin, (9) mes an Aotrou hen deuz lavaret d’in : Va gras a zo awalc’h evidoud ; rag va galloud en em ziskouez er zempladurez. En em c’hlorifia a rin eta kentoc’h euz va infirmiteou, evit ma teuio galloud ar C’hrist da choum enoun. (10) Evit se eo en em blijan em infirmiteou, en dismegansou, en ezomou, er persecutionou, en enkreziou abalamour d’ar C’hrist ; rag pa vezan dinerz, neuze eo e vezan krenv.

(11) Foll oun bet oc’h en em vanti ; c’houi eo hoc’h euz va lakeat d’hen ober, rag c’houi eo a dlie beza lavaret vad divar va fen, rag n’oun ket bet disterroc’h en netra eged ar re vrassa euz an ebestel, petra-benag n’ed oun netra. (12) Ar preuvennou euz va abostolach ho deuz lugernet en ho touez dre eur batianted parfet, dre vurzudou, oberou souezus ha miraclou. (13) Rag e pe tra ez hoc’h-hu bet izelloc’h eged an Ilizou all, nemed abalamour n’em euz ket bec’hiet ac’hanoc’h ? Pardonit d’in an tor em euz bet. (14) Setu me prest, evit an derved gwech da vond adare d’ho kavoud ; ha na veot ket bec’hiet ganen, rag c’houi hoc’h-unan eo a glaskan, ha nann ho madou ; rag n’e ket ar vugale a dle dastum evit ho zadou, mes an tadou evit ar vugale. (15) Hag evidoun-me a zo contant braz da zispign, hag en em dispign a rin c’hoas va-unan evit hoc’h eneou ; ha pa vez red d’in seul-vui ma karan ac’hanoc’h, beza karet seul-vui neubeutoc’h ganeoc’h. (16) Mad ! eme c’houi. N’am euz ket bec’hiet ac’hanoc’h, mes o veza eun den troidellec, em euz ho kemeret dre finessa. (17) Mes ha tennet em euz-me eur profit-benag ouzoc’h dre unan-benag euz ar re em euz kasset beteg enoc’h ? (18) Choazet em euz Titus da vond etrezeg enoc’h, hag em euz kasset unan euz ar breudeur assambles ganthan. Daoust ha Titus hen deuz tennet eur profit-benag ouzoc’h ? Ha n’hon euz-ni ket kerzet er memeus spered, dre ar memeus roudou ?

(19) Ha sonjal a rit-hu e fell deomp adare en em justifia ? E prezans Doue er C’hrist eo e komzomp ; ha kement-se holl, va breudeur muia-karet, evit hoc’h edification. (20) Rag aoun em euz, pa erruin, n’ho kavfen ket evel ma fell d’in, ha na vefen ket kavet ganeoc’h evel ma fell deoc’h, ha na c’hoarvezfe disputou, jalouziou, kasoniou, dissentionou, droug-prezegerez, gwall-deodadou, santimanchou a ourgouil, ha trubuil ; (21) ha na ven humiliet gant va Doue, pa zeuin adare d’ho kavoud, ha na rankfen gwela var meur a hini hag ho doa pec’het a-ziagent, ha n’int ket distroet euz al louzdoni, euz al libertinach hag euz al lubricite ho deuz great.


CHABISTR XIII.


SETU aman an derved gwech ma’z an d’ho kavout. Var ger daou pe dri dest e vezo reglet pep tra. (2) Hel lavaret em euz dija, hag hel lavaret a ran choas, evit an eil gwech, evel pa vijen prezant ganeoc’h, petra-benag ma’z oun breman pell diouzoc’h, d’ar re ho deuz pec’het a-ziaraog, koulz ha d’ar re all eo e scrivan kement-man, mar teuan adare, na espernin hini anezhe, (3) pa’z eo gwir e klaskit eur breuven ema ar C’hrist o komz dreizoun-me, hen pehini n’eo ket sempl en ho kenver, mes a zo galloudus enoc’h. (4) Rag petra-benag ma’z eo bet crucifiet er zempladurez, koulskoude, ema beo dre c’halloud Doue ; ha ni a zo sempl ive assambles ganthan, mes beva a raimp ganthan, dre c’halloud Doue en ho touez. (5) Sellit enoc’h hoc’h-unan, da velet ha c’houi a zo er feiz ; en em eprouvit hoc’h-unan ; ha na anavezit-hu ket hoc’h-unan penaos ema Jesus-Christ enoc’h ? nemed reprouvet e vec’h marteze. (6) Mes esper em euz ec’h anavezot penaos evidomp-ni, n’omp ket reprouvet. (7) Hag e pedan Doue na reot droug e-bed ; nann evit ma seblantfemp beza approuvet, mes evit ma reot ar pez a zo mad, ha pa dlefemp-ni beza evel reprouvet hon-unan. (8) Rag n’hon euz galloud e-bed a-enep ar wirionez, mes evit ar wirionez. (9) Hag hon euz joa o veza sempl, gant ma viot krenv ; hag ar pez a c’houlennomp digant Doue eo ma teufot da veza parfet. (10) Abalamour da ze e scrivan an traou-man pell diouzoc’h, evit ne rankin ket beza garo, pa vezin tost deoc’h, hervez ar galloud hen deuz roet an Aotrou d’in evit edifia, ha nann evit distruja.

(11) A-hend-all breudeur, bezit leun a joa ; klaskit beza parfet ; en em gonsolit an eil egile ; bezit euz ar memeus santimant ; bevit en peoc’h ; ha Doue ar peoc’h hag ar garantez a vezo ganeoc’h. (12) En em zaludit an eil egile gant eur pok santel. An holl Zent a zalud ac’hanoc’h. (13) Gras hon Aotrou Jesus-Christ, karantez Doue, ha communion ar Spered-Santel ra vezo ganeoc’h holl ! Amen !


————