Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ, 1897/II. Lizer S. Paol da Dimoteus

troet gant John Jenkins.
Société biblique britannique et étrangère, 1897  (p. 406-411)



EIL LIZER SANT PAOL, ABOSTOL,
da
DIMOTEUS.


————


CHABISTR I.


PAOL, abostol Jesus-Christ, dre volontez Doue, evit annons ar bromessa euz ar vuez a zo en Jesus-Christ, da Dimoteus, va mab muia-karet. (2) Gras, trugarez ha peoc’h aberz Doue an Tad, ha Jesus-Christ hon Aotrou !

(3) Trugarekaad a ran Doue pehini a zervichan gant eur goustians pur, evel ma ho deuz great va zadou, rag, noz-deiz, e ran memor ac’hanoud em fedennou, (4) o kaout sonj euz da zaelou, o kaoud eur c’hoant vraz da velet ac’hanoud, evit ma vezin karget a joa, (5) hag o terc’hel sonj euz ar feiz gwirion a zo enoud, hag a zo bet da genta en da vam-goz Loïsa, ha goude-ze en da vam Eunis, hag a zo enoud-de ive, me a zo sur-mad.

(6) Abalamour da ze me a zigas sonj d’id da vewaad a-nevez an donezon a Zoue a zo bet roet d’id pa astenniz va daouarn varnoud. (7) Rag Doue n’hen deuz ket roet deomp eur spered a abafder, mes eur spered a c’halloud, a garantez hag a furnez. (8) Dre-ze, diwall da gaoud mêz euz a desteni hon Aotrou, nag ac’hanoun-me, he brizonier ; mes gouzanv assambles ganen evit an Aviel, dre ar gailoud a Zoue, (9) pehini hen deuz hor zaveteet, hag hor galvet dre eur c’halvedigez zantel, nann hervez hon oberou, mes hervez he volontez he-unan, hag ar c’hras a zo bet roet deomp en Jesus-Christ araog an holl amzeriou, (10) hag a zo bet discleriet breman dre zonedigez hor Zalver Jesus-Christ, pehini hen deuz distrujet ar maro, hag hen deuz rentet anat ar vuez hag an immortalite dre an Aviel, (11) evit pehini ez oun bet lakeat da brezeger, da abostol, ha da zoctor ar Jentiled. (12) Abalamour da ze ive eo e souffran an traou-man ; koulskoude n’em euz ket a vêz, rag gouzoud a ran en piou em euz credet, hag em euz an assurans penaos, dre he c’halloud, e viro beteg an deiz-ze ar pez em euz fiziet enhan. (13) Dalc’h mad er feiz hag er garantez a zo en Jesus-Christ, ar model euz an instructionou mad ec’h euz klevet ganen. (14) Mir, dre ar Spered-Santel pehini a ra he zemeurans enomp, an dra vad-se a zo bet roet d’id da ziwall.

(15) Gouzoud a rez ez oun bet dilezet gant ar re holl a zo en Azi, e-touez pere ema Phyjell hag Hermojen. (16) Doue da rei trugarez da famill Oneziphor ; rag alies hen deuz va c’honsolet, ha n’hen deuz ket bet a vez euz va chadennou. (17) Er c’hontrol, pa’z eo bet e Rom, hen deuz va c’hlasket gant kalz a boan, hag hen deuz va c’havet. (18) Ra zeui an Aotrou da rei dezhan ar c’hras da gaout trugarez digant an Aotrou en deiz-ze. Ha te a oar gwelloc’h eged den all e-bed, pegement eo bet util d’in en Ephesus.


CHABISTR II.


DEUZ eta, te, va mab, da grenvaad er c’hras a zo en Jesus-Christ. (2) Hag an traou ec’h euz klevet ganen, dirag kalz a destou, laka anezhe etre daouarn tud fidel, pere a vezo ive capabl d’ho diski d’ar re all. (3) Te eta, gouzanv ar poaniou evel eur zoudard mad da Jesus-Christ. (4) Den e-bed pa vez er brezel, na zeu d’en em luya gant traou ar vuez-man, evit plijoud d’an hini hen deuz he anrollet evit ar brezel. (5) Hag ive, mar deu unan-benag da gombatti er c’hourennadegou, ne vez curunet nemed combatet hen defe hervez al lezennou. (6) Red eo d’an tiec labourad, araog dastum ar frouez. (7) Taol evez ouz ar pez a lavaran, ha Doue da rei d’id skiant en pep tra.

(8) Dalc’h sonj euz a Jesus-Christ, savet a-douez ar re varo, ganet euz a raç David, hervez va Aviel, (9) evit pehini e souffran poan, beteg beza liammet evel eun torfetour, mes ger Doue n’eo ket liammet. (10) Kement-se a zo caoz ma c’houzanvan an holl draou abalamour d’ar re choazet, evit ma c’hellint ive kaoud ar zilvidigez a zo en Jesus-Christ, gant ar gloar eternel. (11) Gwir eo ar gomz-man : Mar marvomp assambles ganthan, e vevimp ive assambles ganthan. (12) Mar gouzanvomp assambles ganthan, e renimp ive assambles ganthan ; mar nac’homp anezhan, hen ive a nac’ho ac’hanomp ; (13) mar n’omp ket fidel, hen a choum fidel koulskoude ; na hell ket en em nac’h he-unan.

(14) Digas dezhe memor euz an traou-man, o testenia dezhe a-zevri dirag an Aotrou, e tleer diwall da zisput divarben komzou goullo, n’int mad nemed da goll ar re a zelaou anezhe. (15) Bez aketus d’en em diskouez evel eun den amprouvet dirag Doue, evel eul labourer divlam, o tispans gant eünder ar gomz a wirionez. (16) Mes diwall euz ar c’homzou dizantel ha vên ; rag ar re a zo techet dezhe a gwez ato muioc’h-mui en impiete ; (17) hag ho c’homz a zebro evel ar c’hangren. E niver ar re-ze ema Hymene ha Philet, (18) pere ho deuz troet kein d’ar wirionez, o lavaret penaos ar resurrection a zo dija c’hoarvezet, hag a ziskar evel-se feiz hinienou. (19) Koulskoude ar fondamant stard a Zoue a choum, o kaoud ar ziel-man : An Aotrou a anavez ar re a zo dezhan ; ha c’hoas ; Piou-benag a c’halv hano ar C’hrist, ra zilezo an injustis. (20) En eun ti braz n’euz ket hep-ken vesseliou aour hag arc’hant, mes ive vesseliou coat ha pri ; darn evit eun usach henorabl, darn all evit eun usach disteroc’h. (21) Mar deu unan-benag eta d’en em zerc’hel pur euz an traou-ze, e vezo eur vessel a henor, santifiet, talvoudec evit usach ar mestr, ha preparet evit peb oeuvr vad. (22) Tec’h ive ouz c’hoantadennou ar yaouankiz, ha klask ar justis, ar feiz, ar garantez hag ar peoc’h gant ar re a c’halv an Aotrou gant eur galon bur. (23) Ha taol kuit diouzid ar c’histionou foll, e pere n’euz deskadurez e-bed, o c’houzoud penaos e teu chican anezhe. (24) Hogen, arabad eo da zervicher an Aotrou karet an disput ; mes dous e tle beza e-kenver an holl, mad da gelen, leun a batianted ; (25) o lakaad gant dousder he adversourien en hent mad, o c’hortoz ma plijo gant Doue ho lakaad da gaoud keuz, ha da zond da anaoud ar wirionez, (26) evit en em diluya euz a bechou an diaoul, pehini ho dalc’h dindan-han pleget d’he volontez.

CHABISTR III.


HOGEN, red eo d’id gouzout penaos en deveziou diveza e teui gwall-amzeriou. (2) Rag an dud a vezo touellet ganthe ho-unan ha gant an arc’hant, fougeerien, ourgouillus, gwall-deodou, dizent ouz ho zad hag ouz ho mam, (3) dizanaoudec, impi, hep carantez naturel, dibardon, droug-prezegerien e-faoz, diroll, didruez, leun a gassoni evit an dud vad, (4) treitourien, ter, c’houezet gant an ourgouil, douget d’ar blijadur muoc’h eged da Zoue, (5) o kaoud an apparans euz ar biete, mes o veza nac’het an nerz anezhi. (6) Pella ive diouz an dud-se. E niver euz ar re-ze ema ar re a ia en tiez, hag a c’hounid merc’hed paour karget a bec’hejou, sklejet gant pep seurt ioulou fall ; (7) pere a zo atao o teski, heb gallout biken dond a-ben da anaoud ar wirionez. (8) Hag evel ma teuaz Jannes ha Jambres da enebi ouz Moises, evel-se ive ar re-man a stourm ouz ar wirionez ; tud a spered corrompet, ha reprouvet evit ar pez a zell ar feiz. (9) Mes n’ez aint ket pelloc’h ; rag ho follentez a vezo anavezet gant an holl, evel ma oe ive hini an daou-ze. (10) Evidoud-te, ec’h euz heulliet va doctrin, va buez, va dessein, va feiz, va fatianted, va c’harantez, va hir-c’houzanvedigez, (11) va fersecutionou ha va zouffransou, evel ar re a c’hoarvezaz ganen en Antiokia, en Iconium, en Lystra. Pebez persecutionou em euz-me gouzanvet ! Hag an Aotrou hen deuz va delivret anezhe holl. (12) Hogen kement a fell dezhe beva hervez ar biete er C’hrist Jesus, a vezo, persecutet. (13) Mes an dud fall hag an dromplerien a ielo var wassaad, en eur drompla ar-re all, hag o veza tromplet ho-unan. (14) Mes te, kendalc’h mad en traou ec’h euz desket, hag euz a bere ez oud bet assuret, o c’houzout gant piou ec’h euz desket anezhe, (15) hag o c’houzout penaos, adaleg da vugaleach, ec’h anavezez ar Scrituriou-Sacr, pere a zo capabl da gelen ac’hanoud evit ar zilvidigez, dre ar feiz a zo en Jesus-Christ. (16) An holl Scritur a zo inspiret gant Doue, ha mad evit rei kelennadurez, evit lakaad da gredi, evit corrija, evit diski er justis ; (17) evit ma vezo an den a Zoue rentet parfet, ha mad evit peb mad-ober.


CHABISTR IV.


DA bedi stard a ran eta, dirag Doue ha dirag an Aotrou Jesus-Christ, pehini a varno ar re veo hag ar re varo, pa zistroio adare ha pa zeui he rouantelez, (2) prezeg ar ger ha prezeg c’hoas, en amzer deread hag en amzer all, bez aketus da repren, da c’hourdrouz, da exhorti gant peb patianted, hag en eur gelen. (3) Rag dond a rai eun amzer en pehini an dud na andurint ket ar gelenadurez vad, mes, o klask klevet traou da blijout dezhe, e tastumint doctored d’ho c’helen, hervez ho ioulou ho-unan, (4) hag e serrint ho diou-skouarn ouz ar wirionez, hag e troint varzu fablennou. (5) Mes te, bez leun a aket en pep tra, gouzanv an afflictionou, gra labour eun avieler ; gra da garg var he hed.

(6) Rag evidoun-me, a zo o vond da veza offret e sacrifis, hag an amzer ma’z in kuit a zo erru tost. (7) Combattet em euz ar gombat vad, echuet em euz va redaden, miret em euz ar feiz. (8) Divar-vreman ez eo lakeat a-du evidoun eur gurunen a justis, hag an Aotrou, ar barner just a roio d’in anezhi en deiz-ze, ha n’e ket d’in-me hep-ken, mes ive da gement hini hen devezo karet he zonedigez.

(9) Gra da bossubl evit dond dizale d’am c’havout ; (10) rag Demas, o veza karet ar bed-man, hen deuz va dilezet, hag a zo eat da Dessalonika, Crescens a zo eat en Galatia, ha Titus da Zalmatia. (11) Lucas hep-ken a zo ganen. Kemer Marc, ha digas anezhan ganez, rag util braz eo d’in evit an zervich. (12) Kasset em euz Tykikus da Ephesus. (13) Pa zeui, digas ganez ar vantel em euz lezet gant Carpus en Troas, hag al levriou, dreist-holl ar paperou. (14) Alexandr an artisan a labour ar c’huevr, hen deuz great kalz a zroug d’in ; an Aotrou a rento dezhan hervez he oberou. (15) Te ive laka evez outhan, rag stourm kalet hen deuz great ouz hor c’homzou. (16) Em c’henta difen n’euz bet den ouz va zicour ; mes holl ho deuz va dilezet. Doue ra viro ne vez countet kement-se dezhe ! (17) Mes an Aotrou a zo bet choumet em c’hichen, hag hen deuz va c’hrenveet, evit ma vije ar bredication nerzus meurbed dreizoun, ha ma vije klevet gant an holl Jentiled ; hag ez oun bet delivret euz a c’henou al leon. (18) Hag an Aotrou am delivro euz a bep oeuvr fall, hag a zaveteo ac’hanoun en he rouantelez celestiel. Dezhan ar gloar da viken ! Amen.

(19) Salud Prisca hag Akilas, ha famill Onesiphor. (20) Erastus a zo choumet en Corint, ha Trophimus em euz lezet klanv en Milet. (21) Hast buhan dond araog ar goanv. Eubulus, Pudens, Linus, Claudia hag an holl vreudeur a zalud ac’hanoud.

(22) An Aotrou Jesus-Christ ra vezo gant da spered ! Ar c’hras ra vezo ganeoc’h ! Amen.


————