Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ, 1897/III. Lizer S. Ian

troet gant John Jenkins.
Société biblique britannique et étrangère, 1897  (p. 461-462)



TREDE LIZER SANT IAN, ABOSTOL.


————



AN Ancien, da Gaïus, ar muia-karet, pehini a garan er wirionez.

(2) Va mignon, ar pez a c’houlennan eo gwelet pep tra o vond mad ganez, ha ma kendaic’hi en ieched, evel ma ema ive iac’h da ene. (3) Rag kalz a joa em euz bet pa eo deuet ar breudeur, hag ho deuz roet testeni euz da fidelite, hag euz an doare ma kerzez er wirionez. (4) N’em euz ket brassoc’h joa eged klevet e kerz va bugale er wirionez.

(5) Va mignon, ober a rez gant fidelite kement a rez evit ar breudeur hag evit an estranjourien ; (6) ha roet ho deuz testeni euz da garantez dirag an Iliz. Ober a ri mad o pourvei d’ho beach en eun doare dign a Zoue. (7) Rag abalamour d’he hano int eat en hent, hep kemeret netra digant ar Jentiled. (8) Rag-se ni a dle digemeret ar seurt tud-se, evit dond da veza ken-labourerien ganthe evit ar wirionez.

(9) Scrivet em euz d’an Iliz ; mes Diotreph pehini a gar beza ar c’henta en ho zouez, na receo ket ac’hanomp. (10) Rag-se, mar teuan, e tigassin sonj dezhan euz an oberou a ra, rag gwall-gomz a ra en hon enep ha n’e ket awalc’h kement-se, ne receo ket he-unan ar breudeur, mes dond a ra c’hoas da herzel ar re a fell dezhe hen ober, ha d’ho zeuler en meaz euz an Iliz. (11) Va mignon, kemer skouer, nann euz an drouk, mes euz ar mad. An hini a ra ar mad, a zo euz a Zoue ; mes an hini a ra an drouk, n’hen deuz ket gwelet Doue. (12) An holl, hag ar wirionez he-unan, a ro testeni vad da Zemetrius ; ni hon-unan a ro ive an desteni-ze dezhan, ha choui a oar penaos hon testeni a zo gwirion.

(13) Bez’ em boa meur a dra da scriva d’id ; mes na fell ket d’in hen ober gant ar bluen ha gant liou ; (14) rag esperoud a ran da velet hep-dale, hag e komzimp genou ouz genou. (15) Ra vezo ar peoc’h ganez ! Ar mignoned a zalud ac’hanoud. Salud ar mignoned, pep hini dre he hano.


————