Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ, 1897/I Lizer S. Paol d’ar Gorintied

troet gant John Jenkins.
Société biblique britannique et étrangère, 1897  (p. 316-342)



KENTA LIZER SANT PAOL, ABOSTOL,
D’AR
GORINTIED.
————


CHABISTR I.


PAOL, galvet da veza abostol euz a Jesus-Christ, dre volontez Doue, ha Sosthenes, hor breur, (2) da Iliz Doue a zo en Corinth, d’ar re a zo bet santifiet en Jesus-Christ, pere a zo galvet Sent, ha d’ar re holl, en pep leac’h, hag a c’halv hano hon Aotrou Jesus-Christ, (3) ho Aotrou hag hon hini. Gras deoc’h ha peoc’h digant Doue, hon Tad, ha digant hon Aotrou Jesus-Christ ! (4) Trugarekaad a ran va Doue bepred abalamour deoc’h, evit ar c’hras hen deuz roet deoc’h en Jesus-Christ, (5) da lavaret eo : dre ma’z oc’h bet pinvidikeet enhan e pep doare, en kement a zell ouz ar gomz hag ouz an anaoudegez, (6) testeni ar C’hrist o veza bet etablisset mad en ho touez ; (7) en hevelep doare ne vank donezon e-bed deoc’h-hu, pere a c’hortoz ma vezo diskouezet hon Aotrou Jesus-Christ. (8) Derc’hel a raio c’hoas d’ho krenvaad beteg ar fin, evit ma viot didamal en deiz hon Aotrou Jesus-Christ. (9) Doue, dre behini oc’h bet galvet da gommunion he Vab Jesus-Christ, hon Aotrou, a zo fidel. (10) Hogen, ho pidi a ran breudeur, en hano hon Aotrou Jesus-Christ, da veza accord assambles en ho komzou, da ziwall ne zavfe division en ho touez, mes da veza unanet mad assambles, a spered hag a zantimant. (11) Rag, roet eo bet d’in da anaoud, va breudeur, gant ar re euz a di Chloe, penaos ez euz disput en ho touez. (12) Da lavaret eo, pep hini, en ho touez, a lavar : Me a zo, diskibl da Baol ; ha me, da Apollos ; ha me, da Gephas ; ha me, d’ar C’hrist. (13) Daoust hag ar C’hrist a zo diviset ? Daoust ha Paol a zo bet crucifiet evidoc’h, pe daoust ha c’houi a zo bet badezet en hano Paol ? (14) Trugarekaad a ran Doue abalamour n’am euz badezet hini ac’hanoc’h, nemed Crispus ha Gaïus ; (15) evit na lavaro den penaos em euz badezet em hano va-unan. (16) Badezet em euz ive famill Stephanas ; mes a-hend-all, na ouzon ket ha me em befe badezet c’hoas unan all-benag.

(17) Rag n’eo ket evit badezi hen deuz kasset ar C’hrist ac’hanoun, mes evit prezeg an Aviel, nann gant furnez ar gomz, gant aoun ne vez rentet dic’halloud croaz ar C’hrist. (18) Rag predication ar groaz a zo follentez evit ar re a ia da goll ; mes evidomp-ni pere a zo salvet, ez eo ar galloud a Zoue. (19) Rag scrivet eo : Me a zistrujo furnez ar re fur, hag a gasso da netra gwiziegez an dud a skiant. (20) Peleac’h ema an den fur ? Peleac’h ema ar Scrib ? Peleac’h ema an disputer euz ar bed-man ? Ha n’hen deuz ket Doue diskouezet ez eo furnez ar bed-man follentez ? (21) Rag, o veza n’hen deuz ket gallet ar bed, dre he furnez, anaoud Doue, e furnez Doue, ez eo bet plijet gant Doue savetei, dre ar follentez euz ar bredication ar re a gred. (22) E-pad ma ema ar Judevien o c’houlen miraclou, ha ma ema ar Greked o klask ar furnez, (23) ni a brezeg ar C’hrist crucifiet, scandal evit ar Judevien ha follentez evit ar Greked ; (24) mes evit ar re a zo galvet, ken Judevien ken Greked, ar C’hrist eo ar galloud a Zoue hag ar furnez a Zoue ; (25) rag ar follentez a Zoue a zo furoc’h eged an dud, hag ar zempladurez a Zoue a zo krenvoc’h eged an dud.

(26) Considerit, breudeur, penaos en ho touez-c’houi, pere a zo bet galvet, n’euz ket kalz a dud fur hervez ar c’hig, na kalz a dud galloudec, na kalz a noblans. (27) Mes Doue hen deuz choazet traou foll ar bed, evit ober mêz d’ar re fur, ha Doue hen deuz choazet traou dister ar bed, evit ober mêz d’ar re grenv, (28) hag an traou vil euz ar bed hag ar re a zo ar muia disprijet, memeus ar re n’int ket, a zo bet choazet gant Doue, evit kas da netra ar re a zo, (29) evit na zeuio den e-bed d’en em c’hlorifia dirazhan. (30) Hogen, dreizhan eo ez oc’h en Jesus-Christ, pehini a zo bet great evidomp a-berz Doue, furnez, justis, sanctification ha redemption ; (31) evit ma teui, hervez ma’z eo scrivet, an hini en em c’hlorifio, d’en em c’hlorifia en Aotrou.

CHABISTR II.


EVIDOUN-ME, breudeur, pa oun deuet d’ho kavout, n’e ket gant komzou gwisket kaer, na gant furnez ar bed, ez oun deuet da ziscleria deoc’h testeni Doue. (2) Rag n’em euz klasket anaoud tra e-bed en ho touez, nemed Jesus-Christ, ha Jesus-Christ crucifiet. (3) Bet oun va-unan en ho touez er zempladurez, hag en aoun, ken a grenen. (4) Ha n’em euz ket impliet, en eur gomz hag en eur brezeg deoc’h, ar c’homzou eloquant euz a furnez ar bed, mes roet em euz preuvennou sclear euz ar spered hag euz ar galloud a Zoue ; (5) evit ma teuje ho feiz da veza fountet, nann var furnez an den, mes var ar galloud a Zoue.

(6) Hogen, prezeg a reomp ar furnez e-touez ar re barfet, eur furnez ha n’eo ket euz ar bed-man, nag euz a renerien ar bed-man pere n’ho deuz galloud e-bed ; (7) mes prezeg a reomp furnez Doue, en eur myster, eur furnez hag a oa kuzet, hag a oa bet destinet a bep amzer gant Doue evit hor gloar, (8) ha n’eo bet anavezet gant hini euz a renerien ar bed-man ; rag ma ho divije he anavezet, n’ho divije ket crucifiet Aotrou ar gloar. (9) Mes, hervez ma’z eo scrivet, ar re-man a zo traou ha n’hen doa na lagad an den ho gwelet, nag he skouarn ho c’hlevet, pere ne oant ket antreet en he galon, hag a oa bet preparet gant Doue evit ar re a gar anezhan. (10) Mes Doue hen deuz discleriet anezhe deomp dre he Spered ; rag ar Spered a zont pep tra, memeus an traou dounna euz a Zoue. (11) Rag piou a anavez ar pez a zo en den, nemed ar spered euz an den a zo enhan ? Evelse ive ne anavez den ar pez a zo en Doue, nemed ar Spered a Zoue. (12) Evidomp-ni, n’hon euz ket recevet spered ar bed, mes ar Spered a zeu euz a Zoue, evit anaoud an traou a zo bet roet deomp gant Doue ; (13) hag ho discleria a reomp nann gant ar c’homzou a zeu euz a furnez an den, mes gant ar re a zo desket deomp gant ar Spered-Santel, hag e tisplegomp an traou spirituel d’ar re a zo spirituel. (14) Hogen, an den aneval na gompren ket an traou euz a Spered Doue ; rag follentez int evithan, ha na hell ket ho anaoud, rag dre ar Spered a Zoue eo e ranker ho barna. (15) Mes an den spirituel a oar barna pep tra, ha n’ed eo barnet gant den. (16) Rag piou hen deuz anavezet mennoz an Aotrou evit galloud he gelen ? Mes ni hon euz mennoz ar C’hrist.


CHABISTR III.


EVIDOUN-ME, breudeur, n’em euz ket gallet komz ouzoc’h evel ouz tud spirituel ; mes evel ouz tud kigus, evel ouz bugaligou er C’hrist. (2) N’em euz ket roet deoc’h a gig, mes leaz da eva, rag ne oac’h ket c’hoas evit supporti kig ; ha breman memeus, ne hellit ket hen ober, rag c’houi a zo c’hoas kigus. (3) Rag pa’z eo gwir ez euz etrezoc’h jalouzi, dissension ha meur a barti, ha n’oc’h-hu ket kigus, ha na valeit-hu ket hervez an den ? (4) Rag pa lavar unan : Me a zo diskibl da Baol ; hag eun all : Me a zo diskibl da Apollos, ha n’oc’h-hu ket kigus ? (5) Piou eta eo Paol, ha piou eo Apollos, nemed servicherien dre bere hoc’h euz credet, hervez ma’z eo bet roet da bep hini anezhe gant an Aotrou ? (6) Me em euz plantet, Apollos hen deuz douret, mes Doue eo hen deuz lakeat da greski. (7) Evel-se ’ta, an hini a blant n’eo netra, nag an hini a zoura ken neubeud, mes Doue pehini a laka da greski. (8) Hogen, an hini a blant hag an hini a zoura a zo henvel ho daou, ha pep hini anezhe a recevo he recompans hervez he labour he-unan.

(9) Rag ni a zo labourerien assambles gant Doue ; c’houi eo park Doue, batis Doue. (10) Hervez ar c’hras a Zoue a zo bet roet d’in, me em euz, evel ma ra eur mestr-maçoner fur diazezet ar fondamant, hag eun all a vatis var-c’horre ; mes lako evez pep hini penaos e vatisso var-c’horre. (11) Rag den na hell diazeza fondamant all e-bed, nemed an hini a zo bet diazezet, pehini eo Jesus-Christ. (12) Mar deu unan-benag da vatissa var ar fondamant-man gant aour, pe arc’hant, pe mein precius, pe koat, foen, soul, (13) labour pep hini a vezo diskouezet ; rag an deiz hen roio da anaoud, rag discleriet e vezo dre an tân, hag an tân a ziskouezo petra eo labour pep hini. (14) Mar choum en he za labour an hini hen devezo batisset var ar font, an den-ze a recevo ar recompans. (15) Mar deu an tân da zevi labour unan-benag, e ranko anduri ar c’holl ; hen he-unan a vezo salvet, mes evel a-dreuz an tân.

(16) Ha na ouzoc’h-hu ket penaos ez oc’h an templ a Zoue, hag ema Spered Doue o choum enoc’h ? (17) Mar deu unan-benag da zistruja templ Doue, Doue a zistrujo anezhan ; rag templ Doue a zo santel, ha c’houi eo an templ-ze. (18) Diwallit na zeufe den d’en em drompla he-unan. Mar d’euz unan-benag en ho touez hag a sonj dezhan beza fur er bed-man, ra zeui da veza foll, evit ma teui da veza fur ; (19) rag furnez ar bed-man a zo follentez dirag Doue ; hervez ma’z eo scrivet : Doue a dap ar re fur en ho finessaou ho-unan. (20) Ha c’hoas : An Aotrou a anavez eo ven sonjezonou an dud fur. (21) Rag-se eta, diwaliit na zeufe den da lakaad he c’hloar en dud, rag pep tra a zo deoc’h ; (22) Paol, pe Apollos, pe Cephas, pe ar bed, pe ar vuez, pe ar maro, pe an traou a-vreman, pe an traou da zond ; pep tra a zo deoc’h, ha c’houi a zo d’ar C’hrist, hag ar C’hrist a zo da Zoue.


CHABISTR IV.


RA zeui eta pep hini da gemer ac’hanomp evel servicherien d’ar C’hrist ha dispanserien euz a vysteriou Doue. (2) Mes a hend-all, ar pez a c’houlenner digant an dispanserien, eo ma vezo kavet pep hini anezhe fidel. (3) Evidoun-me, a ra neubeud a dra d’in beza barnet ganeoc’h-hu, pe gant justis an dud ; ha n’en em varnan ket va-unan ken neubeud. (4) Rag n’en em zantan coupabl euz a netra ; koulskoude, n’oun ket justifiet abalamour da ze ; mes an hini a varn ac’hanoun, eo an Aotrou. (5) Rag-se na varnit netra araog ma vez deuet an amzer, ken a zeuio an Aotrou pehini a lakai da veza sclear an traou a oa kuzet en devalijen, hag a lako dirag daoulagad an holl ar c’huzuliou kuzet euz ar c’halonou ; ha neuze pep hini hen devezo he veuleudi digant Doue.

(6) Hogen, breudeur, en em lakeat oun va-unan, hag Apollos assambles ganen, da exempl euz kement-man holl abalamour deoc’h, evit ma teskot dreizomp-ni miret da zonjal en tu-all d’ar pez a zo scrivet, evit na zeui hini ac’hanoc’h d’en em c’houeza gant an ourgouil evit unan ac’hanomp a-enep egile. (7) Rag piou a laka eun differans-benag etrezoud hag eun all ? Ha petra ec’h euz-te, ha n’az pefe recevet ? Ha mar ec’h euz hen recevet, perag en em c’hlorifiez-te, evel pa n’az pefe ket hen recevet ? (8) Dija ez oc’h leun, dija ez oc’h pinvidic, emoc’h o ren hep-d’omp-ni. Plijet gant Doue ma renfac’h evit ma renimp ive assambles ganeoc’h ! (9) Rag me a zonj penaos Doue hen deuz hon exposet, ni an ebestel, evel an diveza euz an dud, evel tud destinet d’ar maro, o lakaad ac’hanomp da zervichoud da spectacl d’ar bed, d’an elez ha d’an dud. (10) Ni a zo foll abalamour d’ar C’hrist, mes c’houi a zo fur er C’hrist ; ni a zo febl, mes c’houi a zo krenv ; c’houi a zo henoret, mes ni a zo disprijet. (20) Bete vreman ec’h anduromp an naoun hag ar sec’hed, hag emomp en noaz ; hon skei a rer var hon bisach, hag ez omp o redec aman hag a-hont ; (12) poania a reomp, o labourat gant hon daouarn hon-unan ; gwall-gomz a rer ouzomp, hag e vennigomp ; persecuti a rer ac’hanomp, hag her gouzanvomp ; (13) pa zroug-prezeg an dud divar hon fen, ni a bed ; bete vreman emaomp evel skubien ar bed-man, tud disprizet gant an holl.

(14) N’e ket evit ober mez deoc’h eo e scrivan an traou-man ; mes ho kelen a ran evel va bugale muia-karet. (15) Rag, ha pa ho pefe deg mil mestr er C’hrist, n’ho pefe ket koulskoude meur a dad ; rag me eo em euz anjandret ac’hanoc’h en Jesus-Christ, dre an Aviel. (16) Dre-ze ho pedan da gemer exempl ouzin. (17) Abalamour da ze eo em euz kasset d’ho kavout Timoteus, pehini eo va mab muia-karet ha fidel en Aotrou ; hen a zigasso sonj deoc’h euz va henchou er C’hrist, ha penaos e kelennan dre holl, en holl Ilizou. (18) Hogen, hinienou a zo en em c’houezet gant an ourgouil, evel pa na dlejen ket mond d’ho kwelet. (19) Mes mond a rin d’ho kavout hep dale, mar plïj gant an Aotrou, hag ec’h anavezin, n’e ket ar c’homzou, mes ar galloud euz ar re a zo c’houezet. (20) Rag rouantelez Doue n’ema ket er c’homzou, mes er galloud. (21) Penaos eo ar gwella ganeoc’h ? Pe ez afen d’ho kavout gant eur skourjez, pe gant karantez, hag en eur spered a zouster ?


CHABISTR V.


BRUDET eo dre holl penaos ez euz en ho touez dizurzou, ha dizurzou ker braz, ma n’int ket anavezet zo-ken e-touez ar Jentiled ; unan-benag ac’hanoc’h hen deuz kemeret greg he dad. (2) Hag ez oc’h c’hoas c’houezet gant an ourgouil ! Ha n’hoc’h euz ket, kentoc’h, kemeret glac’har, evit ma vije lammet euz ho touez an hini hen deuz great kement-se ? (3) Evidoun-me, absant a gorf, mes prezant a spered, em euz barnet dija, evel pa vijen prezant, an hini hen deuz great kement-se : (4) (en hano hon Aotrou Jesus-Christ, c’houi o veza en em dastumet assambles, ha me ganeoc’h a spered, gant galloud hon Aotrou Jesus-Christ,) (5) barnet em euz, eur seurt den-ze da veza livret da Satan, ma vezo distrujet ar c’hig, ha ma vezo salvet ar spered e dervez an Aotrou Jesus. (6) Ne zere ket ouzoc’h en em c’hlorifia. Ha na ouzoc’h-hu ket penaos eun tammic goell a laka an toaz holl da c’hoï ? (7) Taolit er meaz eta ar goell koz, evit ma viot eun toaz nevez, evel ma’z oc’h hep goell ; rag ar C’hrist, hor Pask-ni, a zo bet offret en sacrifis evidomp. (8) Rag-se, miromp ar gouel, nann gant ar goell koz, na ken-neubeud gant goell ar valiç hag an drougviez, mes gant ar baraou hep goell euz al lealded hag euz ar wirionez.

(9) Scrivet em euz deoc’h em lizer diwall deuz compagnunez an dud impudic ; (10) ne fell ket d’in lavaret kement den impudic a zo er bed, pe an dud touellet gant an avaristed, al laeron, pe adorerien an idolou ; anez e vije red deoc’h mond er meaz euz ar bed ; (11) mes ar pez em euz scrivet deoc’h eo kement-man : Mar d’euz unan-benag a c’halver breur, hag a zo impudic, pe avar, pe servicher an idolou, pe teod fall, pe mezvier, pe laer, diwallit da gaoud darempred ganthan, na zo-ken da zibri assambles gant eur seurt gwall den. (12) Rag, da betra em euz-me ezom da varn ar re a zo en diaveaz ? Ha n’eo ket deoc’h-hu eo da varn ar re a zo en diabarz ? (13) Evit ar re a zo en diaveaz, Doue a varno anezhe. Lammit eta an den fall euz ho touez.


CHABISTR VI.


PA zigouez da unan ac’hanoc’h kaoud eun affer a-enep eun all, daoust hag hen a gred hen kas da veza barnet dirag an dud difeiz, kentoc’h eged dirag ar Zent ? (2) Ha na ouzoc’h-hu ket penaos ar Zent a varno ar bed ? ha mar barnit ar bed, hag indign oc’h-hu da varn an traou distera ? (3) Ha na ouzoc’h-hu ket penaos e varnimp-ni an elez ? Kent a ze e varnimp-ni traou ar vuez-man ! (4) Mar hoc’h euz procejou evit afferou ar vuez-man, e kemerit evit barnerien tud hag a zo disprijet gant an Iliz ! (5) Kement-se a lavaran evit ho mêz. Daoust ha n’euz ket a dud fur en ho touez, hini e-bed hag a helfe barna etre he vreudeur ? (6) Mes eur breur hen deuz eur proces a-enep he vreur, ha kement-se dirag an dud difeiz ! (7) Kaout procejou an eil a-enep egile a zo dija eur gwall si en ho touez. Perag ne andurit-hu ket kentoc’h e vez great gaou ouzoc’h ? Perag ne andurit ket kentoc’h ar c’holl ? (8) Mes c’houi hoc’h-unan eo a ra gaou, hag a ra koll, ha c’hoas d’ho preudeur ! (9) Ha na ouzoc’h-hu ket penaos an dud injust n’ho devezo ket rouantelez Doue en heritach ?

(10) N’en em dromplit ket ; nag an dud libertin, nag an idolatred, nag an avoultrerien, nag ar re en em ro d’al lubricite, nag ar sodomited, nag al laeron, nag ar re avarisius, nag ar mezverien, nag ar gwall-deodou, nag ar re a chas ganthe ar pez n’eo ket dezhe, na heritint rouantelez Doue. (11) Hogen lod ac’hanoc’h a zo bet evel-se ; mes c’houi a zo bet gwalc’het, mes c’houi a zo bet santifiet, mes c’houi a zo bet justifiet en hano an Aotrou Jesus, ha dre Spered hon Doue.

(12) Pep tra a zo permetet d’in, mes pep tra n’eo ket talvoudus ; pep tra a zo permetet d’in, mes n’en em lakin esclav dindan hini. (13) Ar boued a zo evit ar c’hov, hag ar c’hov evit ar boued ; mes Doue a zistrujo an eil hag egile. Hag ar c’horf n’eo ket great evit al libertinach, mes evit an Aotrou, hag an Aotrou evit ar c’horf. (14) Hogen Doue hen deuz resussitet an Aotrou, hag a resussito ive ac’hanomp-ni dre he c’halloud. (15) Ha na ouzoc’h-hu ket penaos ho corfou a zo izili ar C’hrist ? Daoust eta ha me a gemero izili ar C’hrist, evit ober anezhe izili eur plac’h a vuez fall ? Doue ra viro ! (16) Petra, ha na ouzoc’h-hu ket penaos an hini en em ro da eur plac’h a vuez fall, ne ra nemed eur c’horf assambles ganthi ? Rag scrivet eo : Ho daou ne vezint nemed eur c’hig hep-ken. (17) Mes an hini a zeu d’en em unani gant an Aotrou, a ra eur memeus spered assambles ganthan. (18) Tec’hit diouz al libertinach. Kement pec’hed all a ra an den, a zo en diaveaz euz ar c’horf ; mes an hini a ra ar pec’hed hudur a bec’h a-enep he gorf he-unan. (19) Ha na ouzoc’h-hu ket penaos ho corf eo templ ar Spered-Santel, pehini a zo enoc’h, hag a zo bet roet deoc’h gant Doue, ha penaos n’oc’h ket deoc’h hoc’h-unan ? (20) rag c’houi a zo bet prenet gant eur priz braz ; glorifiit eta Doue en ho corf hag en ho spered, pere a zo da Zoue.


CHABISTR VII.


EVTT ar pez a zell an traou hoc’h euz scrivet d’in, mad eo d’an den choum heb touch ouz maouez e-bed. (2) Koulskoude evit tec’hel diouz al libertinach, ra hen devezo pep goaz he vreg he-unan, ha ra he devezo pep maouez he ozac’h he-unan. (3) Ra zeui an ozac’h da renta d’he vreg ar pez a zo dleet ; hag evel-se ive ar vreg d’he ozac’h. (4) Ar vreg n’eo ket mestres var he c’horf he-unan, mes he ozac’h eo ; hag er memeus doare ive, an ozac’h n’e ket mestr var he gorf he-unan, mes he vreg eo. (5) N’en em brivit ket an eil euz egile, nemed consanti a rafec’h ho taou, evit eur pennad amzer, evit gallout en em rei d’ar iun ha d’ar beden ; ha goude, deuit adare assambles, gant aoun na deufe Satan da denti ac’hanoc’h dre ho kwall-ioulou. (6) Hogen, kement-man a lavaran evel eun ali, ha n’eo ket eur gourc’hemen. (7) Rag me a garje e vije an holl dud henvel ouzin ; mes pep hini hen deuz recevet he zonezon digant Doue, unan evel-hen, egile en eur feçon all.

(8) Lavaret a ran eta d’ar re n’int ket dimezet, ha d’an intanvezed, penaos eo mad dezhe choum evel-d’oun-me. (9) Mes mar na hellont ket en em viret, eo gwelloc’h dezhe dimezi ; rag gwell eo dimezi eged devi.

(10) Hogen d’ar re a zo dimezet e roan ar gourc’hemen-man (n’e ket me koulskoude hen ro, mes an Aotrou) : Ar vreg na dle ket en em dispartia diouz he fried ; (11) (ha mar deu hi d’en em dispartia diouthan, ra choumo hep dimezi, pe ra zeui d’en em unani adare gant he fried,) hag arabad eo d’ar pried dilezel he vreg. (12) Mes d’ar re all a lavaran (me eo hen lavar ha n’e ket an Aotrou) : Mar hen deuz unan euz ar breudeur eur vreg difeiz, hag hi contant da choum ganthan, diwallo d’he c’huitaad ; (13) ha mar he deuz eur vreg-benag eun ozac’h difeiz, hag hen contant da choum ganthi, diwallo ive d’he guitaad. (14) Rag an ozac’h difeiz a zo santifiet gant ar vreg ; hag ar vreg difeiz a zo santifiet gant he ozac’h ; anez, ho pugale a vefe impur, eleac’h breman ez int santel. (15) Mes mar fell d’an hini difeiz dispartia, lezit anezhan da vond ; ar breur hag ar c’hoar a zo libr, pa c’hoarvez kement-se ; mes Doue hen deuz hor galvet d’ar peoc’h. (16) Rag ha te a oar, o greg, ha na helli ket salvi da bried ? Pe c’hoas, te, o goaz, ha gouzoud a rez-te ha na helli ket salvi da vreg ?

(17) A-hend-all, ra zeuio pep hini da vale hervez al loden hen deuz recevet digant Doue, hervez ar stad en pehini e oa, pa hen deuz an Aotrou galvet anezhan. Hennes eo ar gourc’hemen a roan en holl Ilizou. (18) Ha galvet eo bet unan-benag goude beza circonciset ? ra choumo circonciset. Ha galvet eo bet unan-benag hag hen dicirconcis ? Ra choumo dicirconcis. (19) Ar circoncision n’eo netra ; an dicirconcision n’eo netra ; mes miret gourc’hemenou Doue eno ema an holl dever. (20) Ra choumo peb unan er stad en pehini e oa pa eo bet galvet. (21) Ha galvet oud bet pa oaz esclav ? na gemer ket a nec’hamant euz a gement-se ; mes mar gellez dond da veza libr, gra kentoc’h da brofit a gement-se. (22) Rag an esclav a zo bet galvet gant an Aotrou, a zo den-libr an Aotrou, hag er memeus doare ive, an hini a zo bet galvet, hag hen libr, a zo esclav ar C’hrist. (23) C’houi a zo bet prenet gant eur priz braz ; na deuit ket da veza esclaved an dud. (24) Breudeur, ra choumo pep hini ac’hanoc’h dirag Doue er stad ma’z eo bet galvet.

(25) Evit ar pez a zell ar gwerc’hezed, n’em euz gourc’hemen ebed a-berz an Aotrou ; mes rei a ran deoc’h eun ali, evel eun den hag hen deuz bet lod en trugarez an Aotrou, evit beza fidel dezhan. (26) Sonjal a ran eta, abalamour d’an afflictionou euz an amzer-man, ez eo eun dra vad d’an den choum er stad en pehini ema. (27) Hag unanet oud gant eur vreg ? na glask ket en em dispartia outhi. Ha n’oud-de ket unanet gant eur vreg ? na glask greg e-bed. (28) Koulskoude mar timezez, na bec’hez ket ; ha mar teu eur verc’hez da zimezi, na bec’h ket ken-neubeud ; mes an dud-se ho devezo afflictionou er c’hig ; ha me a garfe distrei divarnoc’h an afflictionou-ze.

(29) Mes setu aman petra a lavaran, breudeur : An amzer a zo ber haviziken ; ra vezo ar re ho deuz gragez evel pa n’ho defe ket ; (30) ar re a ouel, evel pa na ouelfent ket ; ar re a zo er joa, evel pa ne vent ket er joa ; ar re a brên, evel pa n’ho defe netra ; (31) hag ar re a ra usach euz ar bed-man, evel pa na rafent ket a usach anezhan ; rag skeuden ar bed-man a dremen. (32) Hogen me a garfe e vec’h disourci. An hini n’eo ket dimezet, hen deuz preder evit ar pez a zell ouz an Aotrou, evit plijoud d’an Aotrou. (33) Mes an hini a zo dimezet, a zo troet gant traou ar bed-man, evit plijoud d’he vreg. (34) An differans-man a zo etre eur vreg hag eur verc’hez, ar vaouez n’eo ket dimezet a zo occupet ouz ar pez a zell an Aotrou, evit beza santel a gorf hag a spered ; mes an hini a zo dimezet, a zo troet gant traou ar bed-man, evit plijoud d’he goaz.

(35) Hogen, evit ho mad e lavaran kement-man, ha n’e ket evit stigna pechou deoc’h, mes evit ho tougen d’ar pez a zo deread, ha d’ar pez ho talc’ho stard en Aotrou, hep beza distroet gant tra e-bed.

(36) Koulskoude mar d’euz unan-benag hag a zonj dezhan e vez eun dishenor evit he verc’h tremen he yaouankiz dizimez, hag e vez red he dimezi, grai evel a garo, n’euz pec’hed e-bed evithan ; ra zimezo ar merc’hed. (37) Mes an hini a choum ferm en he galon, heb beza forset gant netra, mes er c’hontrol a zo mestr da ober he volontez he-unan, hag hen deuz decidet en he galon miret he verc’h, a ra mad. (38) Evel-se ’ta, an hini a ro he verc’h da zimezi, a ra mad ; mes an hini n’her ro ket da zimezi, a ra gwelloc’h.

(39) Ar vreg a zo unanet dre al lezen gant he goaz keit ha ma vez he-man en buez ; mes mar deu he goaz da vervel, ez eo libr da zimezi a-nevez d’an hini a garo ; ra zimezo da vihana hervez bolontez an Aotrou. (40) Koulskoude, hervez va zantimant-me, ez eo eürussoc’h, mar choum evel ma ema. Hogen, me a gred ema ive Spered Doue ganen.


CHABISTR VIII.


EVIT ar pez a zell an traou bet offret d’an idolou, ec’h ouzomp penaos hon euz holl an anaoudegez a gement-se. Hogen an anaoudegez a laka an dud d’en em c’houeza, mes ar garantez a edifi. (2) Ha mar d’euz unan-benag hag a sonj dezhan e oar eun dra-benag, ne oar c’hoas netra evel ma tleer gouzout. (3) Mes mar d’euz unan-benag hag a gar Doue, hennes a anavez Doue. (4) Dre-ze eta, var ar pez a zell dibri traou bet offret d’an idolou, ec’h ouzomp penaos eun idol n’eo netra er bed, ha penaos n’ez euz nemed eun Doue hep-ken. (5) Rag, petra-benag ma’z euz en env ha var an douar lod hag a zo hanvet doueou (evel m’az euz e gwirionez meur a zoue ha meur a aotrou), (6) koulskoude ni n’hon euz nemed eun Doue hep-ken, an Tad, euz a behini e teu an holl draou, hag ez omp bet crouet evithan ; hag eun Aotrou kep-ken, Jesus-Christ, dre behini ema an holl draou, ha ni a zo dreizhan. (7) Mes an holl n’ho deuz ket an anaoudegez-ze ; rag beza ez euz tud, pere o credi, evel ma reont c’hoas breman, ez eo an idol eun dra-benag, a zebr eun dra evel pa vez bet offret d’an idol ; hag ho c’houstians o veza febl, a vez souillet.

(8) Hogen n’eo ket ar pez a zebromp eo hon rent agreabl da Zoue ; rag mar tebromp n’hon euz profit e-bed a gement-se ; ha mar na zebromp ket, n’hon euz ive koll e-bed. (9) Mes likit evez na zeufe al liberte-ze hoc’h euz, da veza skouer fall d’ar re febl. (10) Rag, mar deu unan-benag da velet ac’hanoud-te, pehini ec’h euz anaoudegez, azezet ouz taol en templ an idolou, an hini a zo febl a goustians, ha na vezo-hen ket douget da zibri euz an traou a zo bet offret d’an idolou ? (11) Hag e vezo kollet dre da wiziegez ar breur febl, evit pehini eo marvet ar C’hrist. (12) Evel-se en eur bec’hi a-enep ar breudeur, hag oc’h offansi ho c’houstians febl, e pec’hit a-enep ar C’hrist. (13) Rag-se, mar deu ar pez a zebran da rei gwall exempl d’am breur, na zebrin mui a gig, gant aoun ne lakfen va breur da gweza er pec’hed.


CHABISTR IX.


HA n’oun-me ket abostol ? Ha n’oun me ket libr ? Ha n’am euz-me ket gwelet Jesus-Christ hon Aotrou ? Ha n’eo ket c’houi eo va labour-me en Aotrou ? (2) Mar n’oun ket abostol d’ar re all, ez oun da vihana evidoc’h-hu ; rag c’houi eo ar ziel euz va abostoliach en Aotrou. (3) Eno ema va difen a-enep ar re a varn ac’hanoun. (4) Daoust ha n’hon euz-ni ket ar gwir da zibri ha da eva ? (5) Daoust ha n’omp-ni ket libr da gas ganeomp dre-holl eur c’hoar, hor pried, evel an ebestel all, ha breudeur an Aotrou, ha Cephas ? (6) Pe c’hoas, daoust ha n’euz nemed me ha Barnabas, ha n’ho defe urz e-bed da choum hep labourat ? (7) Piou a ia morse d’ar brezel divar he goust he-unan ? Piou a blant eur winien, ha na zebr ket euz he frouez ? Pe c’hoas, piou a ro da beuri da eur vanden denved, ha na zebr ket euz ho leaz ? (8) Hag hervez giz an dud eo e lavaran kement-man ? Daoust hag al lezen n’hen lavar ket ive ? (9) Rag scrivet eo e lezen Moises : Ne zalc’hi ket serret muzel an eujen a zo o voustra an ed. Daoust hag euz an eujened eo e kemer Doue sourci ? (10) Daoust ha n’e ket evidomp-ni kentoc’h eo e lavar kement-se ? Evidomp-ni eo hen deuz scrivet e tle an hini a vez oc’h arat an douar, labourat gant esperans, hag an hini a zorn, dorna gant esperans da gaoud he lod. (11) Mar hon euz hadet evidoc’h madou spirituel, hag eur gwall dra e vefe deomp medi euz ho madou temporel ? (12) Mar gra tud all usach euz ar galloud-se varnoc’h, ha na dleomp-ni ket hen ober kentoc’h egethe ? Koulskoude n’omp ket en em zervichet euz ar galloud-se, er c’hontrol, anduri a reomp pep tra, gant aoun na zeufe tra e-bed da herzel ouz Aviel ar C’hrist. (13) Ha na ouzoc’h-hu ket penaos ar re a zervich en traou sacr, a zebr euz an traou sacr, hag ar re a zervich ouz an aoter, ho deuz lod en aoter ? (14) Evelse ive, an Aotrou hen deuz gourc’hemenet d’ar re a brezeg an Aviel, beva diouz an Aviel.

(15) Mes evidoun-me n’oun ket en em zervichet a hini euz an droajou-ze, ha na scrivan ket an dra-man, evit ma vezo great evel-se d’in ; rag gwell a vez ganen mervel, eged ma teufe unan-benag da lemmel diganen ar sujet-se a c’hloar. (16) Rag mar prezegan an Aviel, n’em euz leac’h e-bed d’en em veuli, rag red eo d’in hen ober ; ha malheur d’in-me, ma na brezegan ket an Aviel ! (17) Ma her prezegan a galon-vad, em euz ar recompans ; mes ma her gran en despit d’in, em euz koulskoude recevet ar garg d’hen ober. (18) Pe seurt recompans em euz-me eta ? Gallout, en eur brezeg an Aviel, etablissa Aviel ar C’hrist digoust da zen, ha tremen heb ober usach euz ar galloud em euz en Aviel. (19) Rag, petra-benag ma’z oun libr e-kenver an holl, ez oun en em rentet servicher an holl, evit gallout gounid muioc’h a dud. (20) Gant ar Judevien ez oun bet evel eur Judeo, evit gounid ar Judevien ; evel dindan al lezen gant ar re a zo dindan al lezen, evit gounid ar re a zo dindan al lezen ; (21) evel hep lezen, gant ar re a zo hep lezen (petra-benag n’ed oun ket hep lezen e-kenver Doue, pa’z eo gwir emoun dindan lezen ar C’hrist), evit gounid ar re a zo bep lezen. (22) Bet oun evel febl gant ar re febl, evit gounid ar re febl ; en em c’hreat oun bet pep tra d’an holl, evit gallout e peb doare gounid unan-benag. (23) Ha kement-se holl a ran abalamour d’an Aviel, evit ma c’hellin kaoud lod enhan. (24) Ha na ouzoc’h-hu ket penaos, pa vezer o redec en eur redadec, an holl a red, mes unan hepken a receo ar priz ? Redit en hevelep feçon ma c’hounezfot ar priz. (25) Pep den hag a glask gounid var ar re all, en em briv a bep tra ; hag an dud-se a ra kement-se evit kaoud eur gurunen hag a zeu da vreina, mes ni her gra evit kaoud eur gurunen ha na vreino biken. (26) Redec a ran eta, n’e ket en avantur ; skei a ran, mes n’eo ket taoliou goullo ; (27) ha criz oun e-kenver va c’horf va-unan, hag e lakan anezhan da blega d’in, gant aoun goude beza prezeget d’ar re all, na ven me va-unan taolet kuit.


CHABISTR X.


NE fell ket d’in, breudeur, ec’h ignorfac’h penaos hon tadou a zo bet holl dindan ar goabren, hag ho deuz holl tremenet dre ar mor ; (2) hag ez int bet holl badezet en Moises ebarz er goabren hag er mor ; (3) hag ho deuz holl debret euz ar memeus boued spirituel ; (4) hag ho deuz holl evet euz ar memeus evach spirituel ; rag eva a rent dour euz ar roc’h spirituel pehini a heullie anezhe, hag ar roc’h-ze a oa ar C’hrist ; (5) mes an darn-vuia anezhe na oent ket agreabl da Zoue ; rag kweza a rejont maro ebarz an dezert. (6) Hogen an traou-ze a zo bet c’hoarvezet evit talvezoud da skouer deomp-ni, evit ne c’hoantaimp ket traou fall, evel ma c’hoantaaz ar re-ze. (7) Na deuit ket eta da veza idolatred, evel lod anezhe, hervez ma’z eo scrivet : Ar bobl a azezaz evit dibri hag eva, hag e savjont da zansal. (8) Diwallomp da gweza er pec’hed hudur, evel ma reaz lod anezhe ; hag e perissaz tri mil var-n’ugent anezhe er memeus dervez. (9) Ha diwallomp da denti ar C’hrist, evel ma reaz lod anezhe ; hag e oent distrujet gant ar serpanted. (10) Ha na vurmurit ket, evel ma reaz darn anezhe ; hag e oent lakeat da berissa gant an eal distrujer. (11) Hogen, an holl draou-ze a c’hoarvezaz ganthe evit servichoud da skouer ; ha scrivet int bet evit hor c’helen, ni pere a zo erru var fin an amzeriou. (12) Rag-se, an hini a gred beza en he za, diwallo da gweza. (13) N’eo c’hoarvezet ganeoc’h tentation e-bed, hag a vez bet dreist nerz an den. Hogen, Doue a zo fidel, ha na bermeto ket e vec’h tentet en tu-all d’ho nerz ; mes gant an dentation e tiskouezo ive an hent da zond er meaz anezhi, evit ma c’hellot he anduri.

(14) Rag-se, va muia-karet, tec’hit diouz an idolatriach. (15) Komz a ran deoc’h evel ouz tud a skiant ; barnit hoc’h-unan ar pez a lavaran. (16) Ar c’halir a vennoz pehini a vennigomp, ha n’eo-hen ket ar gommunion e goad ar C’hrist ? Ar bara a doromp, ha n’eo-hen ket ar gommunion e corf ar C’hrist ? (17) Evel ma n’ez euz nemed eur bara hep-ken, ni, evidomp da veza kalz, n’ed omp nemed eur c’horf hep-ken ; rag holl hon euz lod er memeus bara. (18) Sellit ouz Israel hervez ar c’hig ; ar re a zebr ar sacrifisou, ha n’ho deuz-hi ket communion gant an aoter ? (19) Petra a lavaran-me eta ? ez eo an idol eun dra-benag ? pe, ez eo ar pez a zo sacrifiet d’an idol eun dra-benag ? (20) Nann ; mes lavaret a ran, penaos ar pez a vez sacrifiet gant ar Jentiled, her sacrifiont d’an drouk-sperejou, ha n’e ket da Zoue. Hogen, na fell ket d’in e teufac’h d’en em unani gant an drouk-sperejou. (21) Na hellit ket eva calir an Aotrou, ha calir an drouk-sperejou ; na hellit ket kaoud lod euz a daol an Aotrou, hag euz a daol an drouk-sperejou. (22) Ha c’hoant hon euz-ni da lakaad ar jalouzi da zevel e calon an Aotrou ? Ha krenvoc’h ez omp-ni egethan ?

(23) An holl draou a zo permetet d’in, mes pep tra n’eo ket talvoudec ; an holl draou a zo permetet d’in, mes pep tra na zervich ket da edification. (24) Ra zeuio pep hini da glask avantach ar re all, ha nann he hini he-unan. (25) Debrit euz a gement a verzer er gigerez, hep goulen tra e-bed, evit ar pez a zell ar goustians ; (26) rag : An douar, ha kement a zo enhan, a zo d’an Aotrou. (27) Mar deu eun den difeiz d’ho pedi, ha mar fell deoc’h mond, debrit euz a gement a vezo lakeat dirazoc’h, hep goulen tra e-bed evit ar pez a zell ar goustians. (28) Mes mar deu unan-benag da lavaret deoc’h : An dra-man a zo bet sacrifiet d’an idolou ; na zebrit ket, abalamour d’an hini hen deuz hoc’h avertisset, hag abalamour d’ar goustians ; rag : An douar, ha kement a zo enhan, a zo d’an Aotrou. (29) Hogen, ar goustians a lavaran-me, n’e ket da hini-te, mes coustians egile ; rag perag e vefe condaonet va liberte-me gant coustians unan-all ? (30) Ha mar debran gant action a c’hras, perag e vezin-me tamallet deuz eun dra evit pehini e rentan grasou. (31) Pe c’houi eta a zebro, pe c’houi a evo, pe c’houi a rai eun dra all-benag, grit pep tra evit gloar Doue. (32) Na roit skouer fall da zen e-bed, na d’ar Judevien, na d’ar Greked, na da Iliz Doue ; (33) evel-se e ran va-unan, o klask plijoud d’an holl e pep tra, hep klask va avantach va-unan, mes hini ar re all, evit ma vezint salvet.


CHABISTR XI.


KEMERIT skouer ouzin, evel ma kemeran va-unan ouz ar C’hrist.

(2) Breudeur, ho meuli a ran abalamour ma talc’hit sonj ac’hanoun en pep tra, ha ma virit va c’helenadurezou, evel ma em euz ho roet deoc’h. (3) Mes me a fell d’in e ouefac’h penaos ar C’hrist a zo chef var pep den, hag an den chef var ar vaouez, ha Doue chef var ar C’hrist. (4) Pep den hag a bed pe a brofetis, goloet he ben, a zishenor he chef. (5) Mes pep maouez hag a bed pe a brofetis dizolo he fen, a zishenor an hini a zo chef varnezhi ; rag ar memeus tra eo evel ma vefe touzet. (6) Mar n’eo ket goloet pen ar vaouez, ra droc’ho ive eta he bleo. Mes mar d’eo mezus da eur vaouez berraad he bleo, pe ho zroc’ha rez he fen, ra vezo goloet gant eur voal. (7) Evit ar pez a zell ouz ar goaz, na dle ket he-man golo he ben, o veza ma’z eo imach ha gloar Doue ; mes ar vaouez eo gloar ar goaz. (8) Rag, ar goaz n’eo ket bet tennet euz ar vaouez, mes ar vaouez a zo bet tennet euz ar goaz ; (9) ha n’eo ket ar goaz a zo bet crouet evit ar vaouez, mes ar vaouez evit ar goaz. (10) Dre-ze e tle ar vaouez, abalamour d’an elez, kaoud var he fen eur merk euz ar galloud dindan pehini ema. (11) Koulskoude, ar goaz n’ema ket heb ar vaouez, nag ar vaouez heb ar goaz, en Aotrou. (12) Rag evel ma’z eo bet kemeret ar vaouez euz ar goaz, evel-se ive ar goaz a zeu da c’henel euz ar vaouez ; mes pep tra a zeu euz a Zoue. (13) Barnit kement-se hoc’h-unan ; ha deread eo e teufe eur vaouez da bedi Doue, hag he fen dizolo ? (14) Daoust hag an natur he-unan ne ro ket deoc’h da anaoud ez eo mezus da eur goaz kaout bleo hir ; (15) mes mar he deuz ar vaouez bleo hir, kement-se a zo eun henor evithi, rag ar bleo a zo roet dezhi evit voal ? (16) Mar fell da unan-benag contesti, evidomp-ni n’hon euz ket ar c’hiz-ze, nag Ilizou Doue ken neubeud.

(17) Hogen, er pez ma’z an da ziscleria deoc’h, ne veulan ket ac’hanoc’h : en em dastum a rit assambles, n’e ket evit dond da veza gwelloc’h, mes falloc’h. (18) Rag, da genta, e klevan penaos pa en em assamblit en Iliz, e vez divisionou en ho touez (19) (ha credi a ran lod euz a gement-se, rag red eo e teufe eur rum en ho touez, da zevel a-enep eur rum all, evit ma vezo anavezet ar re a zo approuvet en ho touez). (20) Pa zeuit eta assambles en eur memeus leac’h, n’e ket evit dibri Koan an Aotrou e teuit ; (21) rag pa vezer o preda, pep hini a gemer he goan he-unan, hep gortoz ar re all ; hag evel-se unan hen deve naoun, hag eun all a vez leun. (22) Petra, ha n’hoc’h euz-hu ket tiez evit dibri hag eva ? Pe otramant, hag ober a rit-hu fae var Iliz Doue, ha c’hoant hoc’h euz-hu da ober mêz d’ar re n’ho deuz netra ? Petra a livirin-me deoc’h ? Hag ho meuli a rin-me ? Na veulan ket ac’hanoc’h var gement-se. (23) Rag recevet em euz digant an Aotrou ar pez em euz ive desket deoc’h ; penaos an Aotrou Jesus, en noz en pehini e oe trahisset, a gemeraz bara ; (24) hag o veza rentet grasou, e torraz anezhan, hag e lavaraz : Kemerit, debrit ; he-man eo va c’horf, pehini a zo torret evidoc’h ; grit kement-man en memor ac’hanoun. (25) Evel-se ive, goude beza koaniet, e kemeraz ar c’halir, hag e lavaraz : Ar c’halir-man eo an allians nevez em goad ; grit an dra-man en memor ac’hanoun, ken alies gwech ma c’hevot euz anezhan. (26) Rag ken alies gwech ma tebrot euz ar bara-man, ha ma c’hevot euz ar c’halir-man, e tiscleriot maro an Aotrou, bete ma teuio. (27) Evel-se eta, piou-benag a zebro euz ar bara-man, hag a evo euz ar c’halir-man euz an Aotrou indignamant, a vezo coupabl euz a gorf hag euz a oad an Aotrou. (28) Ra zeui eta pep hini d’en em amprouv he-unan, ha ra zeui evel-se da zibri euz ar bara-man ha da eva euz ar c’halir-man ; (29) rag an hini a zebr hag a ev indignamant, hep discerni corf an Aotrou, a zebr hag a ev he gondaonation he-unan. (30) Abalamour da ze ez euz en ho touez kalz a dud sempl hag a dud klanv, hag ez euz marvet meur a hini. (31) Rag ma karfemp en em varna hon-unan, ne vefemp ket barnet. (32) Mes pa vezomp barnet, an Aotrou a gastiz ac’hanomp, evit na vezimp ket condaonet assambles gant ar bed. (33) Rag-se, va breudeur, pa en em dastumit assambles evit dibri, choumit an eil da c’hortoz egile. (34) Ha mar hen deuz unan-benag naoun, ra zebro en he di, evit n’en em assamblot ket evit ho condaonation. Evit an traou all, me ho reglo pa vezin erruet.


CHABISTR XII.


EVIT ar pez a zell an donezonou spirituel, breudeur, ne fell ket d’in e vec’h heb anaoudegez. (2) Gouzoud a rit penaos pa oac’h Jentiled, e oac’h douget d’an idolou mud, hervez ma vijec’h renet. (3) Rag-se e tisclerian deoc’h penaos den e-bed, o komz dre Spered Doue, na lavar ez eo Jesus milliget, ha penaos den na hell lavaret eo Jesus an Aotrou, nemed dre ar Spered-Santel. (4) Hogen, bez’ a zo meur a seurt donezon, mes n’euz nemed eur Spered hep-ken.

(5) Beza ez euz ive meur a seurt kargou mes n’euz nemed eun Aotrou hep-ken ; (6) ne labour ket er memeus feçon en holl, mes ar memeus Doue eo a ra pep tra en holl. (7) Hogen, an donezonou euz ar Spered a zo roet da bep hini evit mad an holl. (8) Rag da unan eo roet dre ar Spered komz ar furnez ; da eun all komz ar wiziegez, dre ar memeus Spered ; (9) unan all a receo ar feiz dre ar memeus Spered ; unan all a receo digant ar memeus Spered an donezon da barea an dud klanv ; (10) unan all, an donezon euz ar miraclou ; unan all, ar brofesi ; eun all ar galloud da anaoud ar sperejou ; eun all ar galloud da gomz meur a seurt langach ; hag unan all, an donezon da rei da intent al langachou. (11) Mes eur Spered hep-ken, hag ar memeus Spered, a ra an holl draou-ze, en eur rei da bep hini he zonezonou, evel ma fell dezhan. (12) Rag evel m’az eo ar c’horf unan, petra-benag m’hen deuz kalz a izili ; hag evel ma ne ra holl memprou ar c’horf-se, petra-benag ma’z int kalz, nemed eur c’horf hep-ken, evel-se ive e c’hoarvez gant ar C’hrist. (13) Rag badezet omp bet holl ebarz er memeus Spered, evit beza eur c’horf hep-ken, ken Judevien, ken Greked, esclavourien ha tud libr ; ha leuniet omp bet holl euz ar memeus Spered. (14) Rag n’eo ket bet great ar c’horf gant eun ezel hep-ken, mes gant meur a hini. (15) Mar teufe an troad da lavaret : Pa n’e ket me eo an dorn, n’ed oun ket euz ar c’horf ; daoust hag hen na vefe ket koulskoude euz ar c’horf ? (16) Ha ma lavarfe ar skouarn : Pa n’e ket me eo al lagad, me n’ed oun ket euz ar c’horf ; daoust ha ne vefe ket koulskoude euz ar c’horf ? (17) Ma vije ar c’horf holl lagad, pe-leac’h e vije ar c’hlevet ? Ha ma vije holl klevet, pe-leac’h e vije ar c’houessa ? (18) Mes breman Doue hen deuz lakeat an izili, pep hini anezhe er c’horf, evel m’az eo bet plijet ganthan. (19) Ha c’hoas, ma ne vijent holl nemed eun ezel hepken, pe-leac’h e vije ar c’horf ? (20) Mes breman ez euz kalz a izili, hag eur c’horf hep-ken. (21) Hag al lagad na hell ket lavaret d’an dorn : N’am euz ket a ezom ac’hanoud ; na c’hoas ar pen d’an treid : N’am euz ket a ezom ac’hanoc’h. (22) Mes er c’hontrol, an izili euz ar c’horf hag a zeblant beza ar re zembla, a zo necesser. (23) Hag ar re a gav deomp a zo an neubeuta henorabl euz ar c’horf, e reomp dezhe eun henor brassoc’h : en hevelep doare ma teu ar re divaloa, da gaoud ar brassa henor. (24) Eleac’h ar re a zo deread n’ho deuz ket ezom a gement-se ; mes Doue hen deuz reizet ar c’horf assambles, en hevelep doare ma hen deuz roet mui a henor d’an hini a vanke henor dezhan ; (25) evit na vezo ket a zizunion er c’horf, mes m’ho devezo an izili ar memeus preder an eil evit egile. (26) Evel-se, mar souffr eun ezel, an holl izili a zouffr ganthan ; ha pa vez henoret eun ezel, an holl izili a zo er joa assambles ganthan. (27) Hogen, c’houi eo corf ar C’hrist, ha c’houi eo he vemprou, pep hini ac’hanoc’h. (28) Ha Doue hen deuz lakeat en Iliz, da genta, an ebestel ; d’an eil, ar brofeted ; d’an trede, an doctored ; neuze, ar re a ra miraclou ; ha goude-ze, ar re ho deuz an donezon da barea ar re glanv, da zicour, da c’houarn, da gomz meur a langach. (29) Daoust hag int a zo holl ebestel ? Daoust hag int a zo holl profeted ? Daoust hag int a zo holl doctered ? Daoust hag int a ra holl miraclou ? (30) Daoust hag int ho deuz holl an donezon da barea an dud klanv ? Daoust hag int a gomz holl meur a langach ? Daoust hag holl ec’h hellont ho rei da intent ? (31) Hogen, klaskit a-greiz ho calon kaoud an donezonou gwella, ha me a ia da ziskouez deoc’h eun hent excellantoc’h c’hoas.


CHABISTR XIII.


HA pa gomzfen langachou an dud, ha memeus langachou an elez ; ma n’em euz ket ar garantez, ez oun evel an arem hag a zôn, pe evel eur zimbalen skiltrus. (2) Ha pa’m befe an donezon da brofetisa, ha pa anavezfen an holl mysteriou hag an holl skiantchou ; ha pa’m befe an holl feiz beteg diblasi ar meneziou ; ma n’em euz ket ar garantez, n’ed oun netra. (3) Ha pa rofen va holl vadou evit maga ar beorien, ha pa rofen va c’horf evit beza devet ; ma n’am euz ket ar garantez, kement-se ne zervich d’in da netra.

(4) Ar garantez a zo hir-c’houzanvus, leun a vadelez ; ar garantez n’eo ket c’hoantaüs ; ar garantez ne blij ket dezhi en em veuli ; n’em em c’houez ket gant an ourgouil ; (5) ne ra netra divalo ; na glask ket he interest he-unan ; ne fach ket ; ne sonj droug e-bed ; (6) ne gemer ket a blijadur en injustis, mes en em rejouissa a ra deuz ar wirionez ; (7) supporti a ra pep tra, cridi a ra pep tra, esperoud a ra pep tra, gouzanvi a ra pep tra. (8) Ar garantez na dremeno biken.

Evit ar pez a zell ar profesiou, tremen a raint, al langachou a baouezo, hag ar wiziegez a vezo kasset da netra ; (9) rag ne anavezomp ha ne brofetisomp ket mad a-walc’h ; (10) mes pa vezo deuet ar pez a zo parfet, neuze ar pez n’eo ket parfet a dremeno. (11) Pa oann bugel, e komzen evel eur bugel, e comprenen evel eur bugel, e rezonen evel eur bugel ; mes pa’z oun deuet da veza den, em euz dilezet kement a oa euz ar bugel. (12) Breman e velomp dre eur mellezour, hep gwelet sclear, mes neuze e velimp faç ouz faç ; breman ne anavezan ket mad, mes neuze ec’h anavezin evel ma’z oun bet anavezet.

(13) Breman eta, e choum an tri dra-man ; ar feiz, an esperans, ar garantez ; mes ar brassa anezhe eo ar garantez.


CHABISTR XIV.


DALC’HIT da heuil ar garantez ; c’hoantait ive gant ardor an donezonou spirituel, mes dreist holl an donezon da brofetisa. (2) Rag an hini a gomz en eul langach ha n’eo ket anavezet, na gomz ket ouz an dud, mes ouz Doue, pa’z eo gwir ne intent den anezhan, hag e lavar mysteriou en he spered. (3) Mes an hini a brofetis, a gomz ouz an dud, evit ho edifia, ho exhorti hag ho c’honsoli. (4) An hini a gomz eul langach ha n’eo ket anavezet, en em edifi he-unan ; mes an hini a brofetis, a edifi an Iliz. (5) Me a garfe ho kwelet holl o komz langachou, mes dreist holl o profetisa ; rag brassoc’h eo an hini a brofetis, eged an hini a gomz langachou, nemed dond a rafe d’ho rei da intent, evit ma teuio ac’hane edification d’an Iliz. (6) Breman, breudeur, mar teufen d’ho kavoud en eur gomz langachou ha na intentfe den anezhe, pe seurt vad a rafen-me deoc’h, ma ne lavarfen ket deoc’h komzou a revelation, pe a wiziegez, pe a brofesi, pe a zoctrin ? (7) Er memeus doare, mar ne deu an traou ha n’ho deuz buez e-bed mes pere a ra trouz, evel eur fleüt, pe eun delen, da rei toniou dishenvel, penaos e vezo gouvezet petra a vez canet gant ar fleüt, pe gant an delen ? (8) Ha mar deu an drompil da ober eun tôn ha na intento den petra eo, piou en em breparo evit ar gombat ? (9) Evel-se ive c’houi, mar grit eur brezegen en eul langach ha na hell den he gompren, penaos ec’h hallo an dud gouzout petra a livirit ? rag komz a reot en ear. (10) Na pegement a seurt geriou, evel a ouzoc’h, n’euz ket er bed ? Ha beza ez euz unan-benag ha na zinifife netra ? (11) Dre-ze, mar na ouzon ket petra a zinifi ar c’homzou-ze, e vezin eun divroad evit an hini a gomz, hag an hini a gomz eun divroad evidoun. (12) Evel-se eta, pa zesirit stard an donezonou spirituel, klaskit ho c’haoud en abondans evit edification an Iliz. (13) Abalamour da ze, an hini a gomz eul langach ha n’eo ket anavezet, ra c’houlenno an donezon d’hen rei da gompren. (14) Rag, mar pedan en eul langach dizanavezet, va spered a bed, mes va intentamant a choum difrouez. (15) Petra a zo eta da ober ? Me a bedo dre va spered, mes pidi a rin ive gant va intentamant. Me a gano dre va spered, mes cana a rin ive gant va intentamant. (16) Anez, mar bennigez dre da spered, penaos ec’h hello an hini a zalc’h plas eun ignorant respont Amen, goude da action a c’hras, pa ’z eo gwir ne oar ket petra a leverez ? (17) Gwir eo penaos an actionou a c’hras a rentez a zo mad meurbed ; mes ne roont edification e-bed d’ar re-all. (18) Trugarekaad a ran va Doue, abalamour ma komzan muioc’h a langachou egedoc’h holl ; (19) mes gwell e vez ganen lavaret en Iliz pemp ger gant va intentamant evit gallout ive kelen ar re all, eged dec mil en eul langach ha na intentfe den anezhan.

(20) Breudeur, na vezit ket bugale e-kenver ar skiant ; mes e-kenver ar fallentez bezit bugaligou ; hag evit ar pez a zell ar skiant bezit tud c’hreat. (21) Scrivet eo el lezen : Dre dud a langach all, ha dre vuzellou estranjour e komzin ouz ar bobl-man, ha koulskoude evel-se na zelaouint ket ac’hanoun, eme an Aotrou. (22) Evel-se eta al langachou a zo eur sin a-berz Doue, nann evit ar re a gred, mes evit ar re na gredont ket ; eleac’h ar brofesi a zo eur sin, nann evit ar re na gredont ket, mes evit ar re a gred. (23) Mar deu eta an Iliz holl d’en em assambli en eur memeus leac’h, ha mar deu an holl da gomz langachou dianavezet, ha mar deu eno tud simpl, pe tud incredul, ha na livirint-hi ket hoc’h euz kollet ho skiant-vad ? (24) Mes mar deu an holl da brofetisa, ha mar deu eno eun den incredul, pe eun den hep gwiziegez, he-man a zo confontet gant an holl, ha barnet gant an holl ; (25) hag evel-se an traou kuzet euz he galon a vezo dizoloet, hag o kweza evel-se d’an douar, e teuio da adori Doue, ha da ziscleria dre-holl ema Doue en ho touez en gwirionez.

(26) Petra eta, breudeur, a dleit-hu da ober ? Pa deuit d’en em dastum assambles, ha beza hen deuz pep hini achanoc’h eur c’hantic, pe eur gelenadurez, pe eul langach estranjour, pe eur revelation, pe eun dra-benag da rei da intent ? Ra vezo great pep tra evit an edification. (27) Mar d’euz unan-benag hag a gomz eul langach estranjour, ra vezo, d’an hirra, daou pe dri anezhe, hag an eil goude egile ; ha ra vezo eno unan evit rei ho c’homzou da gompren. (28) Mar n’euz den evit rei da gompren, ra zeuio an hini a gomz eul langach estranjour da devel en Iliz, ha ra gomzo outhan he-unan hag ouz Doue. (29) Na dle komz nemed daou pe dri euz ar brofeted, hag ar re all a dle barna. (30) Ha mar hen deuz unan euz ar re a zo eno eur revelation-benag, ra zeuio ar c’henta da devel. (31) Rag holl ec’h hellit profetisa an eil goude egile, evit ma teuio an holl da zeski, ha da veza kelennet. (32) Hogen, sperejou ar brofeted a rank plega d’ar brofeted ; (33) rag Doue n’eo ket eun Doue a zizurz, mes eun Doue a beoc’h.

(34) Evel ma her gweler en holl Ilizou ar zent, ra zeuio ho kragez da devel en Ilizou, rag n’eo ket permetet dezhe komz eno ; ha ra vezint sentus, hervez ma lavar ive al lezen. (35) Mar fell dezhe diski eun dra-benag, ra interrojint ho friejou en ho zi ; rag n’e ket deread d’ar gragez komz en Iliz. (36) Daoust ha diganeoc’h-hu eo deuet Ger Doue, pa daoust ha beteg enoc’h-hu hep-ken e vefe deuet ?

(37) Mar d’euz unan-benag hag a sonj dezhan beza profet, pe kaoud Spered Doue, ra anzavo penaos an traou a scrivan deoc’h a zo gourc’hemenou a-berz an Aotrou. (38) Ha mar d’euz unan-benag hag a fell dezhan choum heb anaoudegez var gement-man, ra choumo.

(39) Evel-se eta, breudeur, desirit gant nerz an donezon da c’hallout profetisa, ha na zifennit ket ouz an den komz langachou estranjour. (40) Ra vezo great pep tra deread ha gant reiz.


CHABISTR XV.


DIGAS a ran da zonj deoc’h, breudeur, euz an Aviel em euz prezeget deoc’h, hag hoc’h euz recevet, hag en pehini e kendalc’hit ferm, (2) dre behini ive ez oc’h salvet, mar hen dalc’hit evel ma em euz hen prezeget deoc’h ; anez ne dalfe netra deoc’h beza credet. (3) Hogen, disket em euz deoc’h, da genta, ar pez em boa va-unan recevet : penaos ez eo marvet ar C’hrist evit hor pec’hejou, hervez ar Scrituriou ; (4) ha penaos eo bet sebeliet, hag ez eo resussitet an trede deiz, hervez ar Scrituriou ; (5) penaos eo bet gwelet gant Cephas, ha goude-ze, gant an daouzec ; (6) goude-ze, eo bet gwelet, en eur vech, gant ouz-pen pemp kant breur, euz a bere unan-benag a zo maro hag an darnvuia a zo c’hoas beo. (7) Goude-ze, eo bet en em diskouezet da Jakes, ha neuze d’an holl ebestel, (8) ha goude ar re all, ez eo ive en em diskouezet d’in-me, evel da eur c’hrouadur ganet araog an termen. (9) Rag me a zo an distera euz an ebestel, me pehini n’oun ket dign da veza galvet abostol, rag persecutet em euz Iliz Doue. (10) Mes dre c’hras Doue ez oun ar pez ma’z oun ; hag he c’hras pehini a zo bet roet d’in, n’eo ket bet didalvoudus ; mes labouret em euz kalz muioc’h egethe holl ; n’e ket me koulskoude, mes gras Doue pehini a zo ganen. (11) Evel-se eta, pe eo me, pe int a brezeg, setu aze ar pez a brezegomp, ha setu aze ar pez hoc’h euz credet.

(12) Hogen, mar prezeger ez eo resussitet ar C’hrist a-douez ar re varo, penaos e teu hinienou en ho touez da lavaret n’euz ket a resurrection ar re varo ? (13) Mes mar n’euz ket a resurrection evit ar re varo, ar C’hrist ken neubeud n’eo ket resussitet. (14) Ha mar n’eo ket resussitet ar C’hrist, neuze hor fredication a zo didalvoudus, hag ho feiz-c’houi a zo didalvoudus ive. (15) C’hoarvezoud a ra zo-ken ma’z omp testou faoz e-kenver Doue ; rag rentet hon euz an desteni-man divarben Doue, penaos hen deuz resussitet ar C’hrist, pehini n’eo ket bet resussitet ganthan, mar d’eo gwir ne deu ket ar re varo da resussita. (16) Rag mar ne deu ket ar re varo da resussita, ar C’hrist ken neubeud n’eo ket resussitet. (17) Ha mar n’eo ket resussitet ar C’hrist, ho feiz-c’houi a zo didalvoudus, hag ez oc’h c’hoas en ho pec’hejou. (18) Neuze eta, ar re a zo maro er C’hrist, a zo ive kollet. (19) Mar d’eo evit ar vuez-man hep-ken hon euz esperans er C’hrist, ez omp ar mizerapla euz an holl dud.

(20) Mes breman, ar C’hrist a zo resussitet a-douez ar re varo, hag ez eo deuet da veza ar c’henta frouez euz ar re a zo maro. (21) Rag, pa’z eo gwir eo deuet ar maro dre eun den, dre eun den ive eo deuet resurrection ar re varo. (22) Rag, evel ma varv an holl en Adam, evel-se ive er C’hrist an holl a vevo adare ; (23) mes pep hini en he renk he-unan ; ar C’hrist eo ar c’henta-frouez, goude-ze ar re a zo d’ar C’hrist, en he zonedigez. (24) Goude-ze e teuio ar fin, pa hen devezo roet ar rouantelez etre daouarn Doue an Tad, ha distrujet pep rouantelez peb otorite ha pep galloud ; (25) rag red eo dezhan ren bete ma hen devezo lakeat he holl enebourien dindan he dreid. (26) An diveza enebour a vezo distrujet eo ar maro ; (27) rag Doue hen deuz lakeat pep tra dindan he dreid. Hogen, pa lavar ez eo bet lakeat pep tra dindan-han, ez eo sclear penaos an hini hen deuz lakeat pep tra dindan-han, n’ema ket he-unan dindan-han. (28) Ha pa vezo bet lakeat pep tra dindan-han, neuze ive ar Mab he-unan a vezo lakeat dindan an hini hen deuz lakeat pep tra da blega dezhan, evit ma vezo Doue holl en holl.

(29) Anez, petra a rai ar re a zo badezet evit ar re varo ? Mar ne deu hini e-bed euz ar re varo da resussita, perag neuze ez int-hi badezet evit ar re varo ? (30) Ha perag emomp-ni ive hon-unan en danjer da bep heur ? (31) Bemdez e varvan ; hen assuri a ran deoc’h dre al leac’h em euz d’en em c’hlorifia ac’hanoc’h en Jesus-Christ hon Aotrou. (32) Mar d’eo en gwel euz ar bed-man em euz combatet ouz al loened gwez en Ephesus, pe seurt profit em euz-me euz a gement-se ? Ma ne deu ar re varo da resussita, debromp hag evomp, rag varc’hoas e varvimp. (33) N’en em dromplit ket : an darempredou fall a goll ar vuez vad. (34) Savit euz ho mezventi evit beva er justis, ha na bec’hit ket ; rag bez’ a zo darn hep anaoudegez a Zoue ; hen lavaret a ran evit ho prassa mêz.

(35) Mes unan-benag a lavaro : Penaos a teu ar re varo da resussita ? Gant pe seurt corf e teuont-hi ? (36) Den diskiant, ar pez a hadez na zeu ket da veza beo, ma na varv ket da genta. (37) Hag evit ar pez a hadez, n’e ket ar c’horf a dle genel eo a hadez, mes eur c’hreunen noaz, evel ma c’hoarvez, eur c’hreunen winiz, pe eun had all-benag. (38) Mes Doue a ro dezhi eur c’horf evel ma plij ganthan, ha da bep haden ar c’horf a zere outhi. (39) Peb kig n’eo ket ar memeus kig ; mes kig an dud a zo unan, ha kig al loened a zo unan all, ha kig ar pesked unan all, ha kig al lapoused unan all. (40) Beza ez euz ive corfou celestiel, ha corfou euz an douar ; mes skeud ar re celestiel a zo dishenvel euz hini ar re euz an douar ; (41) dishenvel eo skeud an heol, hag hini al loar, hag hini ar stered ; rag eur stereden a zo dishenvel diouz eur stereden all dre he skeud. (42) Evel-se ive e c’hoarvez gant resurrection ar re varo. Ar c’horf a vez hadet sujet d’ar vreinadurez, resussita a ra hep gallout mui breina : (43) hadet e vez en dizhenor, resussita a ra leun a c’hloar ; hadet e vez er zempladurez, resussita a ra leun a nerz ; (44) hadet e vez corf aneval, resussita a ra corf spirituel ; beza ez euz eur c’horf aneval, ha beza ez euz eur c’horf spirituel, (45) evel ma’z eo scrivet : An den kenta, Adam, a zo bet great eun ene beo ; mes an diveza Adam a zo eur Spered hag a ro buez ; (46) hogen, n’eo ket ar pez a zo spirituel a zo da genta, mes ar pez a zo aneval ; ar pez a zo spirituel a zeu varlerc’h. (47) An den kenta, o veza bet tennet euz an douar, a zo douar ; mes an eil den, an Aotrou, a zo euz an env. (48) Evel ma ema an hini a zo euz an douar, evel-se ive ema ar re a zo euz an douar ; hag evel ma ema an hini a zo euz an env, evel-se ive ema ar re a zo euz an env. (49) Hag evel ma tougomp imach an hini a zo euz an douar, e tougimp ive imach an hini a zo euz an env.

(50) Hogen, breudeur, ar pez a lavaran eo an dra-man, penaos ar c’hig hag ar goad na hellont ket herita euz a rouantelez Doue, na ken neubeud ar vreinadurez herita euz an divreinadurez. (51) Setu, e lavaran deoc’h eur myster : Na varvimp ket holl, mes holl e vezimp chenchet, (52) en eur momant, en eur zerlagad, pa zono an drompil diveza ; rag an drompil a zono, hag ar re varo a resussito divreinus, hag e vezimp chenchet. (53) Rag red eo d’ar c’horf breinus-man beza gwisket gant an divreinadurez, ha d’ar c’horf mortel-man beza gwisket gant an immortalite. (54) Hogen, pa hen devezo ar c’horf breinus-man gwisket an divreinadurez, hag ar c’horf mortel-man gwisket an immortalite, neuze e vezo accomplisset ar gomz-man euz ar Scritur : Ar maro a zo bet lounket er victor. (55) O maro ! peleac’h ema da flem ? O maro ! peleac’h ema da victor ? (56) Hogen, flem ar maro eo ar pec’hed ; ha galloud ar pec’hed eo al lezen. (57) Mes ra vezo rentet grasou da Zoue, pehini hen deuz roet deomp ar victor dre hon Aotrou Jesus-Christ. (58) Rag-se, va breudeur muia-karet, choumit zounn, ha stard en ho sa, o labourat muioc’h-mui en oeuvr an Aotrou, o c’houzout penaos ho labour n’eo ket didalvoudus en Aotrou.


CHABISTR XVI.


EVIT ar pez a zell ar gest a rer breman evit ar zent, grit evel m’em euz gourc’hemenet d’an Ilizou euz a Galatia. (2) D’an deiz kenta euz a bep sizun, ra lako pep hini ac’hanoc’h a-gostez en he di eun dra-benag, o tastum ar pez a hello, hervez he c’hounidegez, evit na vezo ket ar gest da ober, pa erruin. (3) Ha pa vezin erruet, me a gasso gant lizerou ar re ho pezo choazet, da gas ho tonezonou da Jerusalem. (4) Ha mar d’eo deread ez afen-me ive va-unan, e teuint assambles ganen. (5) Ouzpen, mond a rin d’ho kavout, goude ma em bezo tremenet dre ar Vacedonia ; rag tremen a rin dre ar Vacedonia. (6) Ha marteze e choumin eur pennad amzer ganeoc’h, marteze zo-ken da c’hoanvi, evit beza ambrouget ganeoc’h en pe leac’h-benag ma’z in. (7) Rag ne fell ket d’in ho kwelet breman, en eur dremen ; mes esperoud a ran choum ganeoc’h eur pennad amzer, mar permet an Aotrou. (8) Koulskoude e choumin en Ephesus beteg ar Fentecost ; (9) rag eun nor vraz a zo digor d’in eno gant esperans da c’hallout ober eun dra-benag a vad ; mes kalz a enebourien a zo.

(10) Mar deu Timoteus, likit evez ma vezo heb aoun en ho touez, rag labourat a ra da oeuvr an Aotrou, kerkoulz ha me va-unan. (11) Rag-se diwallit ne deufe den d’hen disprija, hag ambrougit anezhan en peoc’h, evit ma teuio beteg enoun, rag ouz he c’hortoz emoun gant ar breudeur. (12) Evit ar pez a zell Apollos, hor breur, hen pedet em euz stard da vond d’ho kavout gant ar breudeur ; mes n’eo ket bet fellet dezhan mond breman ; mes mond a raio pa gavo an occasion.

(13) Beillit, choumit ferm er feiz, en em gomportit evel tud, creskit en nerz ; (14) grit kement a reot gant karantez.

(15) Breudeur, anaoud a rit famil Stephanas, ha gouzoud a rit penaos ez int ar c’henta-frouez euz an Akaia, hag ez int en em roet ho-unan da zervich ar Zent, (16) ho pidi a ran d’en em zoumeti d’ar seurt tud-se, ha da gement hini a labour hag a gemer poan assambles ganeomp. (17) Joa em euz ma’z eo deuet Stephanas, ha Fortunatus, hag Akaikus, rag dalc’het ho deuz ho plas, pa ne oac’h ket aman ; (18) rag krenveet ho deuz va spered hag hoc’h hini-c’houi. Bezit eta leun a respet evit ar seurt tud-se.

(19) Ilizou an Azi a zalud ac’hanoc’h. Akilas ha Friscilla, gant an Iliz a zo en ho zi, a zalud kalz ac’hanoc’h en Aotrou. (20) An holl breudeur a zalud ac’hanoc’h. En em zaludit an eil egile dre eur pok santel.

(21) Me, Paol, a zalud ac’hanoc’h gant va dorn va-unan. (22) Mar d’euz unan-benag ha na gar ket hon Aotrou Jesus-Christ, ra vez oanathem, Maranatha ! (Erru eo an Aotrou.) (23) Gras hon Aotrou Jesus-Christ ra vezo ganeoc’h. (24) Va c’harantez a zo ganeoc’h holl en Jesus-Christ ! Amen.


————