Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ, 1897/Lizer S. Jud

troet gant John Jenkins.
Société biblique britannique et étrangère, 1897  (p. 462-464)



LIZER SANT JUD, ABOSTOL.


————



JUD, servicher Jesus-Christ, ha breur da Jakes, d’ar re a zo galvet, a zo bet santifiet en Doue an Tad, ha diwallet gant Jesus-Christ. (2) Trugarez, ha peoc’h ha karantez ra vezo cresket deoc’h.

(3) Breudeur muia-karet, o veza ma em boa eur c’hoant braz da scriva deoc’h divarben ar zilvidigez a zo commun etrezomp, em euz sonjet e oa red d’in hen ober, evit hoc’h exhorti da gombatti evit ar feiz a zo bet roet eur vech d’ar zent. (4) Rag eat ez euz en ho touez hinienou, a bere ar gondaonation a zo scrivet abaoe pell amzer ; tud impi, hag a dro gras hon Doue en diroll, hag a nac’h Doue, pehini a zo Mestr souveren, ha n’euz nemerthan, ha Jesus-Ohrist hon Aotrou.

(5) Hogen me a fell d’in digas da sonj deoc’h-c’houi pere hoc’h euz hen klevet eur vech, penaos an Aotrou o veza saveteed ar bobl euz a zouar an Egypt, a zistrujaz goude-ze ar re na gredjont ket ; (6) ha penaos e talc’h ereet gant chadennou eternel e-kreiz an devalijen, evit beza barnet en devez braz, an elez pere n’ho deuz ket miret ho stad kenta, hag ho deuz dilezet ho demeurans ho-unan. (7) Evel Sodom ha Gomorrh, hag ar c’heariou divar dro, pere a oa en em roet d’ar memeus impurete evelthe, ha da bec’hejou enep an natur, a zervich da exempl, o c’houzanv ar boan euz a eun tan eternel ; (8) ar re-ze ive, sebeliet en ho hunvreou, a zeu da zaotri ho c’hig, da zisprijout an otorite ha da wall-gomz divarben ar c’hargou huel. (9) Hogen, Mikeal, an arc’heal, pa zispute gant an diaoul divarben corf Moises, na gredaz ket rei eur setans a valloz ; mes lavaret a reaz : Ra zeui an Aotrou da repren ac’hanoud. (10) Mes ar re-man a zroug-prezeg euz a gement na anavezont ket ; hag en traou a ouzont dre natur, en em gorrompont evel loened privet a rezon. (11) Malheur dezhe ! rag heulliet ho deuz hent Caïn ; rag en em roet int d’ar pez hen deuz dallet Balaam, ar garantez direiz euz an arc’hant ; hag en em gollet int dre eur revolt henvel ouz hini Core. (12) Tarchou int en ho prejou a garantez, o vaga ho c’horf hep damanti, pa zeuont da zebri assambles ganeoc’h ; ar re-ze a zo goabrennou hep dour, taolet ha distaolet gant an avel ; gwez erruet da fin an diskar-amzer, difrouez, diou wech maro ha dic’hriziennet ; (13) ar re-ze a zo tarzou-mor spountus, hag a daol an eonen euz ho louzdoni ; stered-red evit pere an devalijen a zo destinet da virviken. (14) Divarben ar re-ze eo hen deuz profetizet Enoch ar seizved den adaleg Adam, en eur lavaret : (15) Setu, an Aotrou a zo deuet gant he viriadou santel evit ober eur varn a-enep ah holl, hag evit kendrec’hi an holl dud impi, euz an holl oberou a impiete ho deuz great, hag euz an holl draou noazuz ho deuz lavaret ar bec’herien impi a-enep dezhan. (16) Tud int ha ne reont nemed murmuri, hag en em glem bepred, pere a gerz hervez ho c’hoantou diroll ; ho genou a gomz gant ourgouil, ha dre interest e reont stad euz an dud a galite.

(17) Mes c’houi, breudeur karet meurbed, dalc’hit memor euz ar c’homzou a zo bet lavaret araog gant ebestel hon Aotrou Jesus-Christ : (18) pere a lavare deoc’h e vije goaperien en amzer diveza, pere a valeje hervez ho c’hoantou diroll hag impi. (19) Ar re-man a zo tud hag en em disparti ho-unan, tud douget d’ho c’horf, ha n’ema ket ar Spered ganthe.

(20) Mes c’houi, breudeur ker, oc’h en em edifia hoc’h-unan var ho feiz santel meurbed, hag en eur bedi dre ar Spered- Santel, (21) en em dalc’hit e karantez Doue, o c’hortoz trugarez hon Aotrou Jesus-Christ evit ar vuez eternel. (22) Kemerit truez ouz darn hag a zo en douetans, (23) sovetait ar re all dre ar spount, o tenna anezhe euz an tan, kaout kas beteg ouz an dillad a zo bet saotret gant ho c’horf.

(24) Hogen d’an hini a zo galloudec d’ho tiwall a bep lam, ha d’ho lakaad dinam ha leun a joa e prezans he c’hloar, da Zoue, hor Zalver, en pehini hep-ken ema ar furnez, ra vezo ar gloar, an henor, an nerz hag ar galloud, breman ha da virviken ! Amen.


————