Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ, 1897/Lizer S. Paol d’an Hebreed

troet gant John Jenkins.
Société biblique britannique et étrangère, 1897  (p. 415-435)



LIZER SANT PAOL, ABOSTOL,
d'an
HEBREED.


————


CHABISTR I.


DOUE, goude beza gwechall komzet ouz hon tadou koz, alies hag e meur a zoare, dre ar brofeted, (2) hen deuz komzet ouzomp en deiziou diveza-man dre he Vab, pehini a zo bet lakeat ganthan da heritour euz an holl draou ; dre behini ive hen deuz great ar bed. (3) He-man, o veza ar skeuden euz he c’hloar, hag ar gwir henveledigez anezhan, hag o souten an holl draou dre an nerz euz he gomz, goude beza great dreizhan he-unan ar burification euz hor pec’hejou, a zo en em azezet a-zeo d’ar Vajeste divin el leac’hiou huela ; (4) o veza bet great sul-vui excellantoc’h eged an elez, ma hen deuz heritet euz eun hano excellantoc’h eged ho hini. (5) Rag da behini euz an elez hen deuz Doue gwech e-bed lavaret : Te eo va Mab, hirio em euz da anjandret ? Ha c’hoas : Me a vezo Tad dezhan, hag hen a vezo va Mab ? (6) Hag el leac’h all, pa zeu da zigas adare ar C’henta-ganet er bed, e lavar : Ra zeui holl elez Doue d’hen adori. (7) Hag evit ar pez a zell an elez, ez eo scrivet : Ober a ra euz he elez, avelou, hag euz he vinistred, flammou-tan. (8) Mes divarben ar Mab e lavar : Da dron, O Doue, a bad da virviken, hag ar reolen euz da rouantelez a zo eur reolen a justis : (9) Karet ec’h euz ar justis, ha kaseet ec’h euz ar fallentez, dre-ze, O Doue ! da Zoue hen deuz da eoliet gant eun eol a joa dreist da gen-sorted. (10) Ha c’hoas : Te, Aotrou, ec’h euz diazezet an douar adaleg ar pen-kenta, hag an envou a zo al labour euz da zaouarn. (11) Int a berisso, mes te a choumo : dond a raint holl da goza, evel ma ra eur viskamant, (12) hag evel eur vantel e plegi ahezhe ; chanjet e vezint, mes te a zo ar memeus hini, ha da vloaveziou n’ho devezo fin e-bed. (13) Ha da behini euz an elez hen deuz Doue gwech e-bed lavaret : Azez a-zeo d’in, ken em bezo lakeat da inimied da scabel dindan da dreid ? (14) Ha n’int-hi ket holl sperejou great evit servicha, ha kasset evit ober eur garg e-kenver ar re a dle herita euz ar zilvidigez ?


CHABISTR II.


RAG-SE e tleomp en em staga startoc’h ouz an traou hon euz klevet, gant aoun n’ez afemp da goll. (2) Rag m’ar d’eo bet accomplisset ar gomz annonset gant an elez, ha mar ho deuz bet pep tor-lezen ha pep dizentidigez eur bunition just, (3) penaos ec’h hellimp-ni tec’hel, mar neglijomp eur zilvidigez ker braz, pehini, o veza bet annonset da genta gant an Aotrou, a zo bet confirmet deomp gant ar re ho deuz klevet anezhan, (4) Doue he-unan o souten ho zesteni dre vurzudou ha miraclou, ha meur a verk euz he c’halloud, ha dre an donezonou euz ar Spered-Santel, hervez he volontez.

(5) Rag n’e ket dindan galloud an elez eo hen deuz lakeat ar bed da zond euz a behini e komzomp. (6) Mes unan-benag, en eul leac’h-benag, hen deuz rentet an desteni-man, en eur lavaret : Petra eo an den, evit ma pefe sonj anezhan, pe mab an den, evit ma selfez outhan ? (7) Great ec’h euz anezhan eun neubeud izelloc’h eged an elez ; he gurunet ec’h euz a c’hloar hag a henor, hag ec’h euz hen lakeat da vestr var an oberou euz da zaouarn ; (8) pep tra ec’h euz lakeat dindan he dreid. Rag Doue en eur lakaad an holl draou da blega dezhan, n’hen deuz lezet netra hep beza dindan-han ; hogen, breman na velomp ket c’hoas an holl draou pleget dindan-han. (9) Mes gwelet a reomp curunet a c’hloar hag a henor ar Jesus-se, pehini, dre ar maro hen deuz gouzanvet, a zo bet great eun tammic izelloc’h eged an elez, evit ma teuje, dre c’hras Doue, da zouffr ar maro evit an holl. (10) Rag, pa’z eo gwir e felle d’an hini, evit pehini ha dre behini ema an holl draou, digas kalz a vugale ebarz er gloar, deread e oa dezhan renta parfet, dre ar souffransou, ar Prins euz ho zilvidigez. (11) Rag an hini a zantifi, hag ar re a zo santifiet, a zepant holl euz a unan hep-ken ; abalamour da ze n’hen deuz ket a vêz ouz ho gervel breudeur, en eur lavaret : (12) Me a zisclerio da hano d’am breudeur ; da veuli a rin e-kreiz an assamble. (13) Ha c’hoas : Me a lakai va fizians enhan. Ha c’hoas : Setu me aman, me hag ar vugale a zo bet roet d’in gant Doue. (14) Pa’z eo gwir eta ar vugale ho deuz lod er c’hig hag er goad, hennes ive hen deuz bet lod enhe, evit gallout, dre ar maro, distruja an hini hen devoa ar galloud euz ar maro, da lavaret eo, an diaoul ; (15) ha ma teuje da zelivra ar re holl pere, dre an aoun rag ar maro, a oa e-pad ho buez dalc’het en esclavach. (16) Rag evit-gwir n’e ket an elez eo hen deuz sicouret, mes sicouret hen deuz lignez Abraham. (17) Dre-ze eo bet red dezhan dond da veza henvel en pep tra ouz he vreudeur ; evit ma vije eur beleg-braz, leun a drugarez, ha fidel en traou a zell ouz Doue, da baea evit pec’hejou ar bobl. (18) Rag, o veza ma’z eo bet tentet he-unan er pez hen deuz souffret, ec’h hell rei sicour d’ar re a zo tentet.


CHABISTR III.


DRE-ZE, breudeur santel, pere hoc’h euz perz er vocation celestiel, considerit mad an abostol hag ar beleg-braz euz ar feiz a anzavomp, Jesus-Christ, (2) pehini a zo bet fidel d’an hini hen deuz hen etablisset, evel ma oe ive Moises en he holl diegez. (3) Hogen, countet eo bet dign euz a eur gloar dreist hini Moises, evel ma’z eo brassoc’h henor an hini hen deuz savet an ti, eged hini an ti he-unan. (4) Rag pep ti a zo bet savet gant unan-benag ; hogen, an hini hen deuz savet an holl draou eo Doue. (5) Hag evit ar pez a zell ouz Moises, hennes a zo bet fidel en holl ti Doue, evel servicher, evit rei testeni euz ar pez a dlie beza annonset ; (6) mes ar C’hrist, evel eur Mab, a zo bet lakeat da vestr var he di, he-unan ; ni eo he di, gant ma talc’himp stard beteg ar fin ar fizians hag an esperans a bere en em c’hlorifiomp.

(7) Rag-se, evel ma lavar ar Spered-Santel : (8) Hirio mar klevit he vouez, na galedit ket ho calonou, evel ma c’hoarvezaz pa stourmaz ar bobl ouzin, en deiz an dentation en desert, (9) en pe leac’h ho tadou a dentaz ac’hanoun, hag a amprouvaz ac’hanoun, hag en pe leac’h e veljont va oberou e-pad daou-ugent vloaz. (10) Abalamour da ze e savaz droug enoun ouz ar generation-ze, hag e liviriz : Ho c’halon a zeu bepred da fazia, ha n’ho deuz ket anavezet va henchou. (11) Evel-se em euz touet em c’holer, na antreint biken em repos ! (12) Likit evez, breudeur, na vez en hini ac’hanoc’h eur galon fall ha difeiz, en eur drei kein d’an Doue beo. (13) Mes en em exhortit an eil egile bemdez, e-pad ma’z eo lavaret : Hirio ; gant aoun na deufe hini ac’hanoc’h d’en em galedi dre douellerez er pec’hed. (14) Rag ni a zo deuet da gaoud lod er C’hrist, mar dalc’homp stard beteg ar fin hon assurans kenta, (15) e-pad ma’z eo lavaret : Hirio, mar selaouit he vouez, na galedit ket ho calonou, evel ma c’hoarvezaz en devez ar stourm. (16) Piou, en gwirionez, eo ar re a stourmaz goude beza klevet anezhan, nemed ar re a ieaz er meaz euz an Egypt, renet gant Moises ? (17) Hag a-enep piou e oe Doue droug-contant e-pad daou-ugent vloaz ; ha n’eo ket a-enep ar re a bec’haz, hag euz a bere ar c’horfou a gwezaz en dezert ? (18) Ha da biou e touaz-hen na antrejent ket en he repos, nemed d’ar re a oa en em zavet a-enep dezhan ? (19| Evel-se e velomp penaos na helljont ket mond en he repos, abalamour ne gredent ket.

CHABISTR IV.


DIWALLOMP eta, gant aoun, goude ma eo bet lezet ganeomp ar bromessa da antren en he repos, ne zeblantfe unan-benag ac’hanoc’h beza renonset da gement-se. (2) Rag deomp-ni, koulz ha dezhe, eo bet great ar bromessa eürus-se ; mes ar gomz-se ho doa klevet na brofitaz ket dezhe, rag ar re a glevaz anezhi, a choumaz hep credi. (3) Evidomp-ni, pere hon euz credet, a antre er repos, hervez ma hen deuz lavaret : Dre-ze em euz touet em c’holer, na antreint biken em repos ! Koulskoude peur-c’hreat e oa he oeuvrou abaoe crouidigez ar bed ; (4) rag ar Scritur he deuz lavaret en eun tu-benag, divarben ar seizved devez : Ha Doue a reposaz ar seizved devez euz he holl oberou ; (5) hag aman c’hoas : Ne antreint biken em repos ! (6) Pa’z eo gwir eta ez ai hinienou ebarz, ha pa n’eo ket antreet, o veza ma oaint incredul, ar re da bere e oa great da genta ar bromessa eürus-se, (7) Doue a verk c’hoas eun dervez, dre ar gomz-man : Hirio, en eur lavaret dre Zavid, ken pell amzer goude, evel ma’z eo bet lavaret huelloc’h : Hirio mar selaouit he vouez, na galedit ket ho calonou. (8) Rag mar hen divije Josue lakeat anezhe da antren ebarz er repos, neuze Doue na gomzje ket goude-ze divarben eun devez all. (9) Choum a ra eta c’hoas gant pobl Doue eur repos a zabbat. (10) Rag an hini a zo antreet en he repos, a ziskuiz ive euz he oberou he-unan, evel Doue euz he re. (11) Lakomp eta hor poan da glask antren er repos-se, gant aoun na deufe unan-benag da gweza en eur seurt revolt.

(12) Rag ger Doue a zo beo, ha nerzus, ha lemmoc’h eged kleze e-bed lem euz an daou du, treuzi a ra beteg an disparti euz an ene hag euz ar spered, beteg ar juntrou ha mel an eskern, ha barna a ra ar sonjezonou hag ar c’hoantaennou kuzet euz ar galon. (13) N’euz crouadur e-bed hag a vez kuzet dirazhan, mes an holl draou a zo noaz ha dizolo da zaou-lagad an hini da behini a tleomp renta count.

(14) Pa’z eo gwir eta hon euz eur Beleg-braz, pehini hen deuz treuzet an envou, Jesus, Mab Doue, dalc’homp stard hor profession a feiz. (15) Rag n’hon euz ket eur Beleg-braz ha na hell ket kaout truez euz hon infirmiteou, er c’hontrol, amprouvet eo bet e pep tra, evel-domp-ni, mes hep pec’hed. (16) Tostaomp eta gant fizians ouz tron ar c’hras, evit ma recevimp trugarez, ha ma kavimp gras, evit beza sicouret en amzer ma vezo dleet.


CHABISTR V.


RAG, peb Beleg-braz, kemeret euz a-douez an dud, a zo lakeat evit an dud en traou a zell ouz Doue, evit offr donezonou ha sacrifisou evit ar pec’hejou. (2) Gallout a ra kaout truez ouz ar re a zo en ignorans hag en errol, pa’z eo gwir ema he-unan e-kreiz ar zempladurez. (3) Hag abalamour da ze e tle ober offransou evit he bec’hejou he-unan kerkoulz hag evit pec’hejou ar bobl. (4) Ha den na hell kemer an henor-ze evithan he-unan, nemed an hini a zo galvet gant Doue, evel Aaron. (5) Evel-se ive ar C’hrist n’hen deuz ket kemeret evithan he-unan ar gloar da veza Beleg-braz, mes hen recevet hen euz digant an hini hen deuz lavaret dezhan : Te eo va Mab, hirio em euz da engehentet. (6) Evel ma lavar ive dezhan en eul leac’h all : Te a zo Beleg da viken, hervez urz Melkisedec. (7) Hennes eo an hini pehini, e-pad an deiziou euz he vuez er c’hig, o veza offret gant scrij ha gant daelou, pedennou ha supplicationou d’an hini a helle hen sauvetaad euz ar maro, hag o veza bet delivret abalamour m’hen doa doujans evithan, petra-benag ma oa Mab, (8) hen deuz desket ar zentidigez dre an traou hen deuz gouzanvet, (9) hag o veza bet rentet parfet, ez eo deuet da veza an oberour euz ar zilvidigez eternel evit ar re holl a zent outhan ; (10) o veza bet galvet gant Doue Beleg-braz, hervez urz Melkizedec.

(11) Var ar poent-se hon euz kalz a draou da lavaret, hag a zo dies da zisplega, abalamour ma’z oc’h deuet da veza gorrec da gompren. (12) Rag e-leac’h beza mistri, evel ma tlejec’h beza abaoe pell amzer, hoc’h euz c’hoas ezom da zeski ar c’henteliou kenta euz a gomzou Doue ; hag ez oc’h deuet da gaoud ezom a leaz e-leac’h a voued krenv. (13) Hogen, an hini en em vag gant leaz, na gompren ket komz ar justis ; rag n’ed eo nemed eur bugel bihan. (14) Mes ar boued krenv a zo evit an dud en oad, evit ar re pere, dre ma’z int custum, ho deuz eur Spered exercet da zifferansi an droug hag ar mad.


CHABISTR VI.


RAG-SE, o lezel ar principou kenta euz a zoctrin ar C’hrist, baleomp var-zu ar berfection, hep diazeza a-nevez ar fondamant euz ar gonversion euz an oeuvrou maro, hag euz ar feiz e-kenver Doue, (2) euz a zoctrin ar badizianchou, euz a astennedigez an daouarn, euz a resurrection ar re varo, hag euz ar varn eternel, (3) ha kement-se a raimp, mar permet Doue. (4) Rag impossubl eo d’ar re a zo bet eur vech sclerijennet, hag ho deuz tanveet an donezon celestiel, hag a zo bet lakeat da gaoud lod er Spered-Santel, (5) hag ho deuz tanveet ar gomz vad a Zoue, hag ar puissansou euz an amzer da zond, ha pere a zo deuet da gweza, (6) impossubl eo ho renevezi c’hoas evit ma teuint da gaoud keuz, pa’z eo gwir e crucifiont Mab Doue evithe ho-unan, ouz hen exposi d’an dismegans. (7) Rag an douar, leuniet gant ar glao o kweza alies varnezhan, hag a brodu yeot mad d’ar re a labour anezhan, a receo bennoz digant Doue. (8) Mes an hini a brodu spern hag askol, a zo reprouvet ha tost da veza milliget ; destinet eo da veza devet.

(9) Koulskoude, e c’hortozomp euz ho perz, breudeur muia-karet, traou gwelloc’h, hag a gas var-zu ar zilvidigez, petra-benag ma komzomp evel-se. (10) Rag Doue n’eo ket injust, evit ankounac’haad ho labour, hag an oeuvr a garantez hoc’h euz diskouezet evit he hano, pa hoc’h euz sicouret ha pa zicourit ar Zent. (11) Hogen, desiroud a reomp ma teuio pep hini ac’hanoc’h da ziskouez ar memeus aked evit conservi, beteg ar fin, an assurans parfet euz an esperans ; (12) evit na deuot ket da veza diegus, mes ma teuot da imita ar re pere dre ar feiz hag ar batianted a zo heritourien euz ar promessaou.

(13) Rag, pa reaz Doue ar bromessa da Abraham, o veza na helle ket touat dre eun all brassoc’h, e touaz dreizhan he-unan, en eur lavaret : (14) E gwirionez, me a gargo ac’hanoud a venediction, hag a gresko meurbed da lignez. (15) Hag evel-se, o veza gortozet gant patianted, Abraham a recevaz ar bromessa. (16) Hogen, an dud a dou dre an hini a zo brassoc’h egethe, hag ho le, evit assuri eun dra, a laka fin d’ho froces ; (17) evel-se, Doue, dre ma felle dezhan diskouez c’hoas gwelloc’h da heritourien ar bromessa pegen ferm e oa he volontez, a brometaz dre eul le ; (18) evit m’hor bezo, dre an daou dra-ze ha ne chenchont ket, en pere eo impossubl e vije deuet Doue da fazia, m’hor bezo eur gonsolation ferm, ni pere a glask ar peoc’h er bossession ferm euz an esperans a zo lakeat dirazomp, (19) an esperans-se a zalc’homp evel heor an ene, eun heor sur ha stard, ha pehini a ia a-dreuz ar voal, (20) e pe leac’h eo antreet Jesus evidomp, evel o tigeri an hent deomp, o veza bet great Beleg-braz da viken, hervez urz Melkizedec.


CHABISTR VII.


RAG ar Melkisedec-man, roue Salem, ha beleg an Doue Souveren, eo a ieaz da zialben Abraham, pa oa o tistrei euz ar brezel en pehini hen doa gounezet var ar rouane, hag a vennigaz anezhan ; (2) dezhan ive eo e roaz Abraham an deog euz a gement hen doa gounezet var an inimied. Da genta, Melkisedec a zinifi roue a justis, hag ouz-pen, he-man a oa roue Salem, da lavaret eo, roue a beoc’h ; (3) bet eo hep tad, hep mam, hep lignez, hep commansamant buez, na fin ; o veza bet rentet henvel ouz Mab Doue, e choum beleg da viken.

(4) Breman considerit peger braz eo an hini da behini e roaz ar patriarch Abraham an deog euz ar pez hen doa kemeret van an inimied. (5) Hag e-pad ma rank, hervez al lezen, ar re euz a lignez Levi, pere a ra ar velegiach, sevel an deog var ar bobl, da lavaret eo, var ho breudeur, pere koulskoude a zo deuet euz a groazellou Abraham, (6) Melkisedec, pehini ne oa ket euz ar memeus lignez ganthe, a zavaz an deog var Abraham, hag a vennigaz an hini hen doa ar promessaou. (7) Hogen, ne heller ket dianzav penaos an hini distera eo a vez benniget gant ar brassa. (8) Hag aman, tud hag a dle mervel eo a gemer an deog ; mes eno, hervez ma’z eo testeniet, an hini a receo an deog, a zo beo. (9) Ha Levi, pehini a zav an deogou, hen deuz ive ho faeet, koulz lavaret, dre Abraham ; (10) rag hen a oa c’hoas en kroazellou he dad, pa zeuaz Melkisedec etrezeg enhan.

(11) Ma vije bet eta ar berfection e belegiach Levi (rag ouz ar velegiach-man eo e sell al lezen roet d’ar bobl), pe seurt ezom a oa ma savje eur beleg all, hervez urz Melkisedec, ha nann hervez urz Aaron ! (12) Rag, o veza ma’z eo chenchet ar velegiach, red eo e vez ive eur chenchamant a lezen. (13) Rag an hini, euz a behini ez eo lavaret an traou-ze, a zo euz a eun tribu all, euz a behini nicun n’hen deuz servichet ouz an aoter. (14) Rag sclear eo penaos hon Aotrou a zo euz a lignez Juda, ha Moises n’hen deuz lavaret netra divarben an tribu-ze, evit ar pez a zell ar velegiach. (15) Ha kement-se a zeu da veza c’hoas sclearoc’h, pa zav eur beleg all pehini, evel Melkisedec, (16) a zo bet lakeat en he garg, nann hervez al lezen euz a eur gourc’hemen kigus, mes hervez ar galloud euz a eur vuez ha n’he deuz fin e-bed, (17) rag rentet hen deuz Doue an desteni-man : Te a zo beleg da viken, hervez urz Melkisedec.

(18) Evel-se, an ordrenans kenta a zo bet diskaret abalamour d’he zempladurez ha d’he didalvoudegez ; (19) (rag al lezen n’he deuz digasset netra da veza parfet ;) mes lakeat ez euz bet en he flas eun esperans gwelloc’h, dre behini e tostaomp ouz Doue. (20) Hag evel n’eo ket bet lakeat Jesus hep le, (rag ar re all a zo bet lakeat da veleien hep le ; (21) mes he-man a zo bet lakeat gant le, gant an hini hen deuz lavaret dezhan : An Aotrou hen deuz touet, ha n’en em dislavaro ket ; te a zo Beleg da viken, hervez urz Melkisedec,) (22) evel-se eo deuet Jesus da veza ar goarant euz a eun allians kalz gwelloc’h. (23) Hag ouz-pen, bet ez euz eun niver braz a veleien, rag ar maro a vire outhe da choum atao. (24) Mes he-man, o veza ma choum da viken, hen deuz eur velegiach ha na dremen ket. (25) Dre-ze ez eo ive galloudec bepred da zavetei ar re a zeu da gaoud Doue dreizhan, o veza beo bepred da intercedi evithe.

(26) Hogen, ezom hor boa euz a eur Beleg-braz evel hennes, santel, dizroug, glan, separet euz ar bec’herien, ha savet dreist an envou ; (27) da behini na vije ket red, evel d’ar veleien-vraz, offr sacrifisou bemdez, da genta evit he bec’hejou he-unan, ha goude evit re ar bobl ; rag an dra-ze hen deuz great eur vech, pa’z eo en em offret he-unan. (28) Rag al lezen a laka da veleien-vraz tud hag a zo sempl ; mes ar ger euz al le pehini a zo deuet varlerc’h al lezen, a laka ar Mab, pehini a zo bet rentet parfet evit an eternite.


CHABISTR VIII.


HOGEN, ar pen-kenta euz ar pez hon euz lavaret, eo ma hon euz eun hevelep Beleg-braz, pehini a zo azezet a-zeo d’an tron ouz ar Vajeste en envou, (2) hag a zo Ministr ar sanctuer hag ar gwir dabernacl, pehini a zo bet savet gant an Aotrou, ha nann gant an den. (3) Rag peb beleg-braz a zo lakeat evit offr donezonou ha sacrifisou ; dre-ze ez eo red da he-man ive kaoud eun dra-benag da offr. (4) Rag ma vije-hen var an douar, na vije ket memeus beleg, o veza ma’z euz beleien pere a offr donezonou hervez al lezen, (5) pere a rent eur c’hult, imach ha skeuden euz an traou celestiel, hervez an urz divin a oe roet da Voises, pa dlie sevel an tabernacl : Bez leun a evez, emezhan, da ober pep tra hervez ar model a zo bet diskouezet d’id var ar menez. (6) Mes breman ar C’hrist hen deuz recevet eur garg excellantoc’h, o veza ma’z eo ar Mediator euz a eun allians gwelloc’h, pehini a zo fontet var bromessaou gwelloc’h. (7) Rag, ma vije bet an allians kenta hep si, na vije ket bet red lakaad unan all. (8) Rag oc’h ober rebechou dezhe, Doue a lavar d’ar Judevien : Setu, dond a rai an deiziou, eme an Aotrou, ma peur-c’hrin eun aliians nevez gant ti Israel, ha gant ti Juda ; (9) n’e ket eun allians evel an hini a riz gant ho zadou, en deiz ma crogiz en ho dorn, evit ho zenna euz a zouar an Egypt ; rag n’ho deuz ket kendalc’het em allians, hag em euz ho dilezet, eme an Aotrou. (10) Hogen, setu aman an allians a rin gant ti Israel, goude an deiziou-ze, eme an Aotrou, lakaad a rin va lezennou en ho sperejou hag ho scriva a rin var ho c’halonou. Me a vezo ho Doue, hag int a vezo va fobl ; (11) hag hini anezhe ne roi mui kelennadurez na d’he nessa na d’he vreur, en eur lavaret : Anavez an Aotrou ; rag holl ec’h anavezint ac’hanoun, adaleg ar bihana en ho zouez beteg ar brassa ; (12) rag beza e vezin leun a druez e-kenver ho injustisou, ha n’em bezo mui sonj euz ho fec’hejou, nag euz ho fallenteziou. (13) O komz divarben eun allians nevez, e teu da ziscleria ez eo koz an hini genta ; hogen, ar pez a zo deuet da veza ancien hag a zo kosseet a zo dare da vond kuit.


CHABISTR IX.


AN allians kenta he doa eta ive ordrenansou evit ar zervich divin, hag eun tabernacl var an douar. (2) Rag great e oe an tabernacl kenta, en pehini e oa ar c’hantoleur, an daol, hag ar baraou consacret ; hag hennes a oa galvet al leac’h santel. (3) Hag en tu-all d’an eil voal e oa an tabernacl, hanvet al leac’h santella ; (4) eno e oa an ezanzouer aour, hag an arc’h a allians, goloet gant aour tro-var-dro, en pehini e oa ar pod-aour, hag ar manna enhan, ha gwialen Aaron, var behini e savaz bleun, ha taolennou an allians. (5) Ha dreist ar re-man e oa kerubined ar gloar, a c’holoe gant ho skeud ar propitiatouar ; mes n’eo ket red deomp komz breman divarben pep hini euz an traou-ze. (6) Hogen, an traou-man o veza lakeat evel-se en urz, ar veleien a ia dalc’hmad er c’henta tabernacl, evit ober ar servich divin ; (7) mes ebarz an eil, ar beleg-braz hepken a ia eur vech bep bloaz ; nann hep kemer goad, a vez offret ganthan, evithan he-unan hag evit pec’hejou ar bobl ; (8) ar Spered-Santel o rei da anaoud dre gement-se penaos hent al leac’h santella ne oa ket bet c’hoas digoret, e-pad ma choume c’hoas an tabernacl kenta ; hag an dra-man a zo eur figuren evit an amzer a zo o rên, (9) rag breman ec’h offrer donezonou ha sacrifisou, pere na hellont ket renta parfet, e-kenver ar goustians, an hini a ra ar servich, (10) o veza ma n’int (gant kig, gant evachou, ha gant a bep seurt gwalc’hadennou), nemed ceremoniou kigus, pere ne oant ordrenet nemed hep-ken da c’hortoz an amzer ma vije renevezet pep tra.

(11) Mes ar C’hrist, o veza deuet evel ar Beleg-braz euz ar madou da zond, goude beza tremenet dre eun tabernacl brassoc’h ha parfetoc’h, ha n’eo ket bet great gant daouarn an dud, da lavaret eo, ha n’eo ket euz an traou crouet-man, (12) a zo bet antreet eur vech hep-ken el leac’h santella, nann gant goad bouc’hed, ha goad loeou, mes gant he oad he-unan, o veza gounezet eur redemption eternel. (13) Rag mar deu goad ar c’holeou hag ar bouc’hed, ha ludu eun ounner o veza skulliet var ar re a zo souillet, da zantifia anezhe evit ar pez a zell ar burification euz ar c’hig, (14) pegement muioc’h goad ar C’hrist, pehini, dre ar Spered eternel, a zo en em offret he-unan dinam da Zoue, ne zeui-hen ket da nettaad ho coustians euz an oberou maro, evit ma teuot da zervicha an Doue beo !

(15) Abalamour da ze hennes eo ar Mediator euz eun allians nevez, evit ma teuio ar re o zo bet galvet, eur vech paeet dre ar maro ar pec’hejou great dindan an allians kenta, da receo ar bromessa euz an heritach eternel. (16) Rag el leac’h ma’z euz eun testament, ez eo red ma vez prouvet maro an hini hen deuz great anezhan ; (17) rag goude ar maro eo e teu eun testamant da veza mad, pa’z eo gwir n’hen deuz nerz e-bed e-pad ma’z eo beo an hini hen deuz great anezhan. (18) Dre-ze ive an allians kenta n’eo ket bet etablisset hep rankout skullia goad. (19) Rag, goude m’hen doe Moises discleriet d’an holl bobl an holl gourc’hemenou euz al lezen, e kemeraz goad al loeou hag ar bouc’hed, gant dour ha gant gloan ruz, ha gant bodennou hysop, hag e strinkaz var al levr he-unan ha var an holl bobl, en eur lavaret : (20) He-man eo goad an allians pehini hen deuz Doue gourc’hemenet evidoc’h. (21) Strinka a reaz ive ar goad var an tabernacl ha var an holl vesseliou euz ar zervich. (22) Ha kazi an holl draou a vez purifiet gant goad, hervez al lezen, hag hep skul goad n’euz ket a bardon.

(23) Bed e oa eta d’an imachou euz an traou a zo en envou, beza purifiet evel-se, mes red e oa d’an traou celestiel beza purifiet gant sacrifisou excellantoc’h eged ar re-ze. (24) Rag ar C’hrist n’eo ket antreet en eul leac’h santel great gant daouarn an dud, imach an hini gwirion, mes ebarz an env zo-ken, evit gallout parissa breman e prezans Doue evidomp. (25) Nann evit en em offr he-unan meur a vech, evel ma teu ar beleg-braz da antren bep bloaz el leac’h santella gant eur goad ha n’eo ket he hini he-unan, (26) (rag neuze hen dije ranket souffr meur a vech abaoe m’az eo crouet ar bed) ; mes breman, eur vech hep-ken, da fin an oajou, ez eo en em ziskouezet evit lakaad fin d’ar pec’hed, ouz en em zacrifia he-unan. (27) Hag evel ma’z eo red d’an dud mervel eur vech, ha goude-ze e teu ar varn ; (28) evel-se ive ar C’hrist, o veza bet offret eur vech evit lemmel kuit pec’hejou kalz a dud, en em ziskouezo eun eil gwech hep pec’hed d’ar re a c’hortoz anezhan evit ar zilvidigez.


CHABISTR X.


HOGEN, al lezen, o veza n’he deuz ket an imach gwirion euz an traou, mes ar skeuden hep-ken euz ar madou da zond, na hell james dre ar sacrifisou-ze a vez offret ato, bep bloaz, renta parfet ar re a dosta outhe. (2) Anez e vije bet ehanet da offr anezhe, pa’z eo gwir ar re a rea ar zervich-se, eur vech ma vijent purifiet, n’ho divije bet mui santet ar beac’h euz ho fec’hejou. (3) Mes er sacrifisou-ze, e tigasser da zonj, bep bloaz, euz ar pec’hejou ; (4) rag impossubl eo e teufe goad ar c’holeou hag ar bouc’hed da lemmel kuit ar pec’hejou. (5) Abalamour da ze, eo e lavar ar C’hrist, en eur zond er bed : N’ec’h euz goulennet na sacrifis nag offrans e-bed, mes roet ec’h euz d’in eur c’horf. (6) N’ec’h euz ket kemeret a blijadur er sacrifisou a vez devet en tan, nag er sacrifisou evit ar pec’hed. (7) Neuze me em euz lavaret : Setu e teuan, O Doue ! evit ober da volontez, evel ma’z eo scrivet divar va fen e rulien al levr. (8) Goude m’hen deuz lavaret huelloc’h : N’ec’h euz goulennet na loen da laza, nag offrans, na sacrifis da zevi, na sacrifis all e-bed evit ar pec’hed, (traou hag a vez offret hervez al lezen :) ha n’oud ket bet en em blijet enhe ; e lavar c’hoas : Setu ma teuan, O Doue, evit ober da volontez. (9) Diskar a ra ar sacrifis kenta, evit lakaad an eil en he blas. (10) Dre vertuz ar volontez-ze eo ez omp santifiet, dre an offrans great eur vech hep-ken euz a gorf Jesus-Christ. (11) Ouz-pen-ze, peb beleg en em brezant bemdez, oc’h ober ar zervich, hag oc’h offr meur a vech ar memeus sacrifisou, pere na hellont james lemmel ar pec’hejou ; (12) mes he-man, o veza offret eur sacrifis hep-ken evit ar pec’hejou, a zo azezet da viken en tu deo da Zoue, (13) o c’hortoz a-vreman ma vezo he inimied lakeat da scabel dindan he dreid. (14) Rag, dre eun offrans hep-ken hen deuz rentet parfet da viken ar re a zo santifiet. (15) Hag ar Spered-Santel ive a ro testeni deomp a gement-se ; rag, goude beza lavaret da genta : (16) Setu aman an allians a rin ganthe goude an deiziou-ze, eme an Aotrou : Me a lakai va lezennou en ho c’halonou, hag a scrivo anezhe en ho ententamant ; (17) e lavar c’hoas : Ha na zalc’hin mui a zonj euz ho fec’hejou nag euz ho gwall oberou. (18) Hogen, el leac’h ma’z eo peur-achu pardon ar pec’hejou, n’euz mui ezom a zacrifis evit ar pec’hed.

(19) Rag-ze, breudeur, pa hon euz al liberte da antren el leac’h santel dre oad Jesus, (20) dre an hent nevez ha beo hen deuz digoret deomp a-dreuz ar voal, da lavaret eo, a-dreuz he gig ; (21) hag o veza ma hon euz eur Beleg-braz hag a zo lakeat var di Doue ; (22) tostaomp gant eur galon gwirion, o kaoud eun assurans leun a feiz, hor c’halonou purifiet euz a louzdoni eur goustians fall, hag hor c’horfou gwalc’het gant dour pur. (23) Dalc’homp stard ar brofession euz hon esperans ; rag fidel eo an hini hen deuz great ar bromessa. (24) Ha sellomp gant evez an eil ouz egile, evit en em dougen d’ar garantez ha d’an oeuvrou mad. (25) Na zilezomp ket hor reunion assambles, evel ma’z eo custum hinienou d’hen ober, mes en em exhortomp an eil egile, ha kement-se gant sul-vui a aket, ma velit an Deiz o tostaad.

(26) Rag ma pec’homp dre hor bolontez, goude beza recevet an anaoudegez euz ar wirionez, na choum mui a zacrifisou evit ar pec’hejou, (27) mes eur gortoz heuzus a varnedigez hag eur gwall dan, pehini a dle devori an enebourien. (28) Piou-benag a zeu da derri lezen Moises, a vez lakeat d’ar maro hep truez e-bed, var desteni daou pe dri ; (29) a bebeuz poaniou brassoc’h, a gav deoc’h, na vezo ket kavet dign an hini a vac’ho gant he dreid Mab Doue, hag a istimo evel profan goad an allians, dre behini eo bet santifiet, hag a rai outrach var ar Spered a c’hras ? (30) rag anaoud a reomp an hini hen deuz lavaret : Ar venjans a zo d’in-me ; me a rento tra evit tra, eme an Aotrou. Ha c’hoas : An Aotrou a varno he bobl. (31) Eun dra heuzus eo kweza etre daouarn an Doue beo,

(32) Hogen, ho pezit sonj euz an deiziou kenta, en pere, goude beza bet sclerijennet, hoc’h euz dalc’het pen da eur gombat vraz a boaniou ; (33) pa ez oc’h bet, euz eur c’hostez, exposet dirag an holl d’an dismegans ha d’ar persecutionou, hag euz eur c’hostez-all, pa hoc’h euz kemeret lod euz a boaniou ar re a oa evel-se gwall-dretet. (34) Rag c’houi hoc’h euz ive ken-c’houzanvet ganen em liammou, hag hoc’h euz anduret gant joa e vije lammet diganeoc’h ho madou, o c’houzoud penaos hoc’h euz en env gwelloc’h danvez, hag a zo padus. (35) Rag-se na daolit ket diouzoc’h ho fizians, pehini he devezo eur recompans vraz. (36) Rag ezom hoc’h euz a batianted, evit, goude ma ho pezo great bolontez Doue, ma recevfot ar pez a zo bet prometet. (37) Rag c’hoas eun neubeudic amzer, hag an hini a dle dond a erruo, ha na zaleo ket. (38) Hogen an den just a vevo dre ar feiz ; mes, mar deu unan-benag d’en em denn kuit, va ene na gemer ket a blijadur enhan. (39) Evidomp-ni, n’omp ket euz ar re en em denn adre evit mond da goll, mes euz ar re a gred evit silvidigez ho ene.


CHABISTR XI.


HOGEN ar feiz a zo eur gortoz leun a fizians euz an traou a esperer, ar breuven sclear euz an traou na veler ket. (2) Rag dreizhan ho deuz kavet hon tadou-koz euz desteni vad. (3) Dre ar feiz eo ec’h ouzomp ez eo bet great ar bed gant ger Doue ; en hevelep doare ma n’eo ket bet great an traou a veler, gant traou hag a heller da velet. (4) Dre ar feiz, Abel a offraz da Zoue eur sacrifis gwelloc’h eged hini Caïn ; abalamour d’he feiz e oe kavet just, Doue o renta testeni d’he offransou ; ha petra-benag ma’z eo maro, dre ar feiz-ze e komz c’hoas. (5) Dre ar feiz, Henoc a oe savet ouz an douar evit na velje ket ar maro, ha na oe mui kavet, abalamour m’hen doa Doue savet anezhan ; rag araog ma oa bet savet, hen doa bet an desteni da veza bet plijet da Zoue. (6) Hogen, heb ar feiz na hell den plijoud da Zoue, rag red eo d’an hini a dosta ouz Doue, credi ez euz eun Doue, hag e teui Doue da recompansi ar re a glask anezhan. (7) Dre ar feiz, Noe, o veza bet berzet gant Doue euz an traou na hallent ket c’hoas beza gwelet, a oe karget a zoujans, hag a reaz eun arc’h, evit savetei he famill ; dreizhi e condaonaz ar bed, hag e teuaz da veza heritour euz ar justis a zo hervez ar feiz. (8) Dre ar feiz, Abraham, pa oe galvet, a zentaz, evit mond d’ar vro a dlie da gaoud en heritach, hag a ieaz en hent, hep gouzoud da be leao’h ez ea. (9) Dre ar feiz, e choumaz en douar a oa bet prometet dezhan, evel en eun douar estranjour, o loja en tantennou, gant Isaac ha Jacob, ken-heritourien euz ar memeus promessa. (10) Rag en gortoz e oa euz ar gear he deuz fondationou, ar gear euz a behini Doue he-unan eo ar fondator hag ar mestr-maçoner. (11) Dre ar feiz ive, Sara a recevaz ar galloud da gaoud eur mab hag hen ganaz, en despet d’he oad avanset, abalamour ma credaz e oa fidel an hini hen doa great ar bromessa. (12) Evel-se euz a eun den, hag a oa dija dinerzet gant an oad, ez euz ganet eun niver braz, ken alies a zen hag a stereden a zo en env, hag a c’hreunen treaz a zo var bord ar mor, pere na hell den ho c’hounta.

(13) Ar re-ze holl a zo bet marvet er feiz, hep beza recevet an traou prometet, mes goude beza ho gwelet a-ziabell, ho deuz ho c’hredet, hag ho digemeret, goude beza anzavet penaos e oant estranjourien ha beajourien var an douar. (14) Rag ar re a gomz evel-se, a ziskouez sclear e klaskont ho bro. (15) Rag, mar ho divije dalc’het sonj euz ar vro a behini e oant deuet, ho divije bet amzer da zistrei di ; (16) mes breman e c’hoantaont eur vro gwelloc’h, da lavaret eo, eur vro celestiel ; dre-ze Doue n’hen deuz ket a vêz o veza galvet ho Doue ; rag preparet hen deuz eur gear evithe.

(17) Dre ar feiz, Abraham, o veza amprouvet, a offraz Isaac ; an hini hen doa recevet ar promessaou, a offraz memeus he vab unic, (18) divarben pehini e oa bet lavaret : En Isaac eo e vezo galvet da lignez-te ; (19) o veza sonjet e oa Doue galloudec d’hen sevel zoken a-douez ar re varo : hag en gwirionez, hen receo a reaz a-nevez, evel ma vije bet resussitet en eun doare-benag. (20) Dre ar feiz, Isaac a vennigaz Jacob hag Esaü en gwêl euz an traou da zond. (21) Dre ar feiz, Jacob, o vervel, a vennigaz pep hini euz a vibien Josef, hag ec’h adoraz, ouz en em harpa var ben he vaz. (22) Dre ar feiz, Josef, oc’h echui he vuez, a gomzaz divarben ar bobl a Israel, a dlie sortial euz an Egypt, hag a roaz urzou divarben he eskern.

(23) Dre ar feiz, Moises, o veza ganet, a oe kuzet e-pad tri mis gant he dud, dre ma veljont e oa kaer ar bugel ; ha n’ho doe ket a aoun rag gourc’hemen ar roue. (24) Dre ar feiz, Moises, pa oe deuet da veza braz, a refusaz beza galvet mab da verc’h Pharaon ; (25) o karout kentoc’h beza gwall-dretet assambles gant pobl Doue, eged jouissa evit eur pennadic euz a blijadurezou ar pec’hed ; (26) oc’h estimoud e oa dismegans ar C’hrist brassoc’h pinvidigez eged tenzoriou an Egypt, rag sellet a rea ouz ar recompans. (27) Dre ar feiz eo, e lezaz an Egypt, hep kaoud aoun rag coler ar roue ; rag en em zerc’hel a reaz ferm, evel pa velje an hini a zo invisibl. (28) Dre ar feiz, e reaz ar Pask, hag e skulliaz ar goad, evit na deuje ket an eal a zistruje ar vugale kenta-ganet da douch ouz re an Israelited. (29) Dre ar feiz, a treuzjont ar Mor ruz evel dre eun hent seac’h ; pa glaskaz an Egyptianed tremen ive, e oent beuzet er mor. (30) Dre ar feiz, e kwezaz mogeriou Jerico, goude ma oe bet great an dro dezhe epad seiz devez. (31) Dre ar feiz, na oe ket distrujet Rahab, ar gourtizanes, assambles gant ar re dizent, abalamour m’he doa digemeret ar spierien en peoc’h. (32) Ha petra a livirin-me ouz-pen ? Rag an amzer a vankfe d’in, evit komz euz a Gedeon, euz a Varac, euz a Samson, euz a Jephte, euz a Zavid, euz a Samuel, hag euz ar brofeted ; (33) pere, dre ar feiz, ho deuz trec’het rouantelezou, ho deuz rentet ar justis, ho deuz bet ar madou prometet, ho deuz serret ho genou d’al leoned, (34) ho deuz mouget nerz an tan, ho deuz tec’het diouz lem ar c’hleze, a zo bet pareet euz ho c’hlenvejou, a zo bet galloudec er brezel, ho deuz lakeat an armeou estranjour da dec’hel kuit. (35) Gragez ho deuz adkavet ho zud varo dre ar resurrection ; ha re all a zo bet merzeriet, pa ne felle ket dezhe beza delivret, evit gallout kaoud eur resurrection gwelloc’h ; (36) re all a zo bet amprouvet gant goaperezou ha skourjezou ; ha memeus dre chadennou ha dre brizon : (37) meinet int bet, eskennet int bet, amprouvet int bet, lazet int bet gant ar c’hleze, mond a reant aman hag a-hont, gwisket gant krec’hen denved ha krec’hen gevri, en dienez a bep tra, persecutet, ha gwall-dretet ; (38) (int euz a bere ar bed ne oa ket dign ;) o vale en dezertchou hag er meneziou, er c’havernou hag en toullou an douar. (39) Hag ar re-ze holl, o veza bet eun desteni vad dre ho feiz, n’ho deuz ket gallet kaoud ar madou prometet ; (40) rag Doue hen deuz pourveet eun dra-benag gwelloc’h evidomp-ni, evit na vijent ket rentet parfet hep-domp-ni.


CHABISTR XII.


EVEL-SE eta, pa’z eo gwir ez euz en-dro deomp eun niver ker braz a destou, o teuler kuit diouzomp pep beac’h hag ar pec’hed a zeu ken eazet d’hon luya, kendalc’homp da redec ar redadec a zo digor dirazomp ; (2) o terc’hel da zellet ouz Jesus, ar mestr hag ar peur-oberour euz ar feiz, pehini, oc’h ober fae var ar vêz, abalamour d’ar joa a oa kinniget dezhan, hen deuz gouzanvet ar groaz, hag ez eo azezet a-zeo da dron Doue. (3) Rag-se, considerit ervad an hini hen deuz gouzanvet eun hevelep enebiez a-berz ar bec’herien, evit ne gwezot ket, o lezel hoc’h eneou da zemplaad.

(4) C’houi n’hoc’h euz ket c’hoas stourmet beteg ar goad, o combatti a-enep ar pec’hed. (5) Hag hoc’h euz ankounac’heet an exhortation a zo bet roet deoc’h, evel da vugale : Va mab, na zisprij ket punition an Aotrou, ha na goll ket a gourach, pa zeu da repren ac’hanoud ; (6) rag an Aotrou a gastiz an hini a zo karet ganthan, hag a sko gant gwialennou var an hini a zo anavezet ganthan evit he vab. (7) Mar gouzanvit ar bunition, Doue en em ziskouez deoc’h, evel da vugale dezhan ; rag piou eo ar mab ha na vez ket punisset gant he dad ? (8) Mes mar bezit exant euz ar bunition a behini an holl ho deuz lod, neuze eta ez oc’h bastarded, he nann bugale legitim. (9) Ouz-pen-ze, hon tadou hervez ar c’hïg ho deuz punisset ac’hanomp, ha koulskoude hon euz bet respet evithe : ha na vezimp-ni ket kalz sentussoc’h ouz Tad ar sperejou, evit gallout kaoud ar vuez ? (10) Rag hon tadou a bunisse ac’hanomp evit eun neubeud deiziou, evel ma kavent mad ; mes Doue a gastiz ac’hanomp evit hor brassa mad, evit m’hor bezo lod en he zantelez. (11) Gwir eo penaos pep punition a zeblant, er momant ma vez roet, beza eur sujet a dristidigez, ha nann eur sujet a joa ; mes goude, e teu da rei, er peoc’h, eur frouez a justis evit ar re a vez bet evel-se amprouvet. (12) Krenvait eta ho taouarn dinerzet, hag ho taoulin pere a zo sempleet ; (13) ha grit eun hent eün d’ho treid, evit n’ez ai ket ar pez a zo kam divar an arouden, mes kentoc’h ma vezo pareet.

(14) Klaskit ar peoc’h gant an holl, hag ar zantelez, hep pehini na velo den an Aotrou ; (15) o lakaad evez ne deufe den d’en em briva euz a c’hras Doue ; ha ne deufe eur c’hrizien c’houero-benag, o sevel, da veza kiriec a drubuil deoc’h, ha da lakaad meur a hini da veza saotret ganthi ; (16) hag o tiwall na vez den avoultr, na profan e-bed evel Esaü, pehini, evit eur pred-boued hep-ken, a verzaz he zroed a vab hena. (17) Rag anaoud a rit penaos goude-ze, pa fellaz dezhan herita euz ar venediction, e oe reprouvet, rag ne hellaz ket distrei ar pez a oa bet great, petra-benag ma her goulennaz gant daelou.

(18) Hogen, c’houi n’oc’h ket bet tosteet ouz ar menez a helle beza touchet gant an dorn, hag a oa an tan en-dro dezhan, nag ouz ar goabren deo, nag ouz an devalijen, nag ouz an tempest, (19) nag ouz an drompil skiltrus, nag ouz trouz ar c’homzou, eun drouz ker braz ma teuaz ar re her c’hleve, da bedi, evit ne vije mui adresset ar gomz dezhe. (20) Rag ne oant ket evit supporti an urz-man : Mar deu memeus eun aneval da douch ouz ar menez, e vezo lazet a daoliou mein, pe c’hoas e vezo treuzet gant eur flem. (21) Ha ken heuzus e oa ar pez en em ziskoueze, ma lavaraz Moises : Krena a ran, hag ez oun spountet-holl. (22) Mes c’houi a zo tosteet ouz menez Sion, ouz kear an Doue beo, ar Jerusalem celestiel, ouz ar milierou a elez, (23) ouz an assemble hag ouz Iliz ar re genta-ganet, scrivet ho hano en env, ouz eur barner pehini a zo Doue an holl, ouz sperejou ar re just deuet da veza parfet, (24) hag ouz Jesus, Mediator an allians nevez, hag ouz ar goad skulliet, pehini a lavar gwelloc’h traou eged hini Abel. (25) Likit evez na rafec’h disprij var an hini a gomz ouzoc’h ; rag mar n’ho deuz ket gallet ar re a rea disprij var an hini ho c’helenne var an douar a-berz Doue, tec’hel kuit, diessoc’h c’hoas e vezo deomp-ni tec’hel pa droomp kein d’an hini a gomz euz an env ; (26) ar vouez euz a behini neuze a lakaz an douar da grena, ha pehini breman hen deuz great ar bromessa-man, en eur lavaret : Eur vech c’hoas e lakin da grena, nann an douar hep-ken, mes ive an env. (27) Hogen, ar c’homzou-man : C’hoas eur vech, a verk ar fin euz an traou a hell beza chenchet, e kement ha ma’z int bet great, evit ma choumo ar re ne chenchont ket. (28) Abalamour da ze, o cregi er rouantelez ha na hell ket beza chenchet, dalc’homp ar c’hras, evit ma c’hellimp dreizhi servicha Doue en eun doare hag a blijo dezhan gant respet ha gant doujans ; (29) rag hon Doue a zo ive eun tan hag a zev.


CHABISTR XIII.


RA bado ar garantez etre ar breudeur. (2) Na ankounac’hait ket rei digemer mad d’an dud a-ziaveaz ; rag dre eno hinienou ho deuz digemeret elez, heb hen gouzout. (3) Dalc’hit sonj euz ar brizonerien, evel pa vec’h er chadennou assambles ganthe ; hag euz ar re a zo gwall-dretet, evel pa vijec’h c’houi hoc’h-unan en ho c’horfou. (4) Ra vezo ar briedelez henoret gant an holl, hag ar gwele disouillet ; rag Doue a varno an dud libertin hag an avoultrerien. (5) Ra vezo ho puez dinam a avaristed ; bezit contant gant ar pez hoc’h euz ; rag Doue he-unan hen deuz lavaret : Na zilezin ket ac’hanoud, ha ne abandonin ket ac’hanoud. (6) En hevelep doare ma c’hellomp lavaret gant assurans : An Aotrou a zo va zicour, ha n’em bezo ket a aoun ; petra a hell an den ober d’in-me ? (7) Ho pezit sonj euz ho renerien, pere ho deuz prezeget deoc’h ger Doue, hag en eur gonsideri ar fin euz ho buez, heullit ho feiz. (8) Jesus-Christ a zo ar memeus hini, deac’h hag hirio, ha da viken. (9) N’en em lezit ket da veza troet ha distroet gant pep seurt doctrin estranjour ; rag mad eo e vez ar galon krenveet dre ar c’hras ha nann dre c’hourc’hemenou divarben ar boued da zibri, gourc’hemenou ha n’ho deuz great vad e-bed d’ar re ho deuz heulliet anezhe. (10) Ni hon euz eun aoter euz a behini ar re a zervich en tabernacl n’ho deuz ket ar galloud da zibri. (11) Corfou an anevaled euz a bere ar goad a vez kasset d’al leac’h santel gant ar beleg-braz, evit ar pec’hed, a vez devet er meaz euz a leur-gear. (12) Dre-ze Jesus ive, evit santifia ar bobl dre he oad he-unan, hen deuz souffret en diaveaz a gear. (13) Deomp eta er meaz euz a leur-gear, evit mond d’he gaoud, o tougen he zismegans. (14) Rag n’hon euz kear peurbadus e-bed var an douar-man, mes klask a reomp an hini da zond. (15) Offromp eta heb ehan da Zoue, dre Jesus, eur sacrifis a veuleudi, da lavaret eo, ar frouez euz muzellou hag a anzav he hano. (16) Ha na ankounac’hait ket ober vad ha rei euz ho tanvez ; rag ar seurt sacrifisou-ze a blij da Zoue. (17) Sentit ouz ho renerien ha plegit dezhe, rag ar re-ze a ziwall hoc’h eneou, evel tud hag a dle renta count anezhe, evit ma c’hellint hen ober gant joa ha n’e ket en eur huanadi ; rag an dra-ze a vezfe domajus evidoc’h.

(18) Pedit evidomp, rag ni a gred penaos hon euz eur goustians vad, o teziroud en em gundui ervad en pep tra. (19) Hag hoc’h exhorti a ran d’hen ober gant sul-vui a nerz, evit ma vezin rentet deoc’h kentoc’h a ze.

(20) Hogen, ra zeuio Doue ar peoc’h, pehini hen deuz digasset adare euz a-douez ar re varo hon Aotrou Jesus, ar Pastor Souveren euz an denved, dre ar goad euz eun allians etemel, (21) da renta ac’hanoc’h parfet en peb oeuvr vad, ma reot he volontez, oc’h ober he-unan enoc’h ar pez a zo agreabl dirazhan, dre Jesus-Christ, da behini ar gloar da viken ! Amen.

(22) Me ho ped, breudeur, da zupporti ar gomz-man a exhortation ; rag en ber gomzou em euz scrivet deoc’h. (23) Gouzoud a rit penaos hor breur Timoteus a zo bet lakeat en liberte ; mar teu hep-dale, e velin ac’hanoc’h assambles ganthan.

(24) Saludit hoc’h holl renerien, hag an holl Zent. Ar re euz an Itali a zalud ac’hanoc’h. (25) Ra vezo ar c’hras ganeoc’h holl ! Amen.


————