Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ, 1897/Lizer S. Paol d’ar C’halated

troet gant John Jenkins.
Société biblique britannique et étrangère, 1897  (p. 360-369)



LIZER SANT PAOL, ABOSTOL,
d’ar
C’HALATED.


————


CHABISTR I.


PAOL, abostol, n’e ket aberz an dud, na dre eun den-benag mes dre Jesus-Christ, ha Doue an Tad, pehini hen deuz resussitet anezhan a-douez ar re varo ; (2) hag an holl breudeur a zo assambles ganen, d’an Ilizou euz ar Galatia. (3) Gras deoc’h ha peoc’h digant Doue an Tad, ha digant hon Aotrou Jesus-Christ, (4) pehini a zo en em roet he-unan evit hor pec’hejou, evit gallout hon tenna euz ar bed fall-man, hervez bolontez Doue hon Tad, (5) da behini ar gloar en holl amzeriou ! Amen.

(6) Souezet oun o velet ac’hanoc’h, goude beza dilezet an hini hen doa ho kalvet d’ar c’hras a Jesus-Christ, o vond ker buhan da eun aviel all ; (7) n’eo ket ma’z euz eun aviel all, mes beza ez euz tud hag a laka ac’hanoc’h e nec’hamant, hag a fell dezhe distrei var an tu-gin Aviel ar C’hrist. (8) Mes ha pa deufemp ni hon-unan, pe eun eal euz an env, da brezeg deoc’h eun aviel dishenvel diouz an hini hon euz prezeget deoc’h, ra vezo milliget ! (9) Evel ma hon euz lavaret c’hoas, evel-se e lavaran adare breman : Mar deu unan-benag da brezeg deoc’h eun aviel dishenvel diouz an hini hoc’h euz recevet, ra vezo milliget ! (10) Rag, pe Doue, pe an dud eo a brezegan-me ? pe daoust ha me a glask plijoud d’an dud ? Mar teufen da blijoud d’an dud, ne vefen ket servicher d’ar C’hrist.

(11) Hen discleria a ran deoc’h eta, breudeur : an Aviel em euz prezeget n’e ket a-berz an den ; (12) rag n’em euz ket he recevet nag he disket digant eun den, mes dre eur revelation a-berz Jesus-Christ. (13) Rag klevet hoc’h euz divarben va c’homportamant gwech-all er relijion judeo ; gant pegement a arrach e persecuten Iliz Doue, hag he distrugen ; (14) ha penaos ez een pelloc’h er relijion ar Judevien eged kalz euz ar memeus oad ganen e-touez va nation, o veza douget dreist an holl evit gizou va zud koz. (15) Mes pa eo bet plijet gant Doue, pehini hen doa va choazet adaleg kov va mam, hag hen deuz va galvet dre he c’hras, (16) diskouez he Vab enoun, evit ma prezegjen anezhan e-touez ar Jentiled ; kerkent em euz hen great, heb selaou nag ar c’hig nag ar goad, (17) ha na zaviz ket da Jerusalem da gavoud ar re a oa ebestel araog d’in ; mes mond a riz en Arabi, hag e tistroiz c’hoas da Zamas.

(18) Neuze, a-ben tri bloaz, e saviz da Jerusalem, da velet Per ; hag e choumiz ganthan pemzec dervez ; (19) mes na veliz hini euz an ebestel all, nemed Jakes, breur an Aotrou. (20) (Hogen, setu aman, er pez a scrivan deoc’h, dirag Doue, na lavaran ket a c’hevier.) (21) Goude-ze ez iz en broiou ar Syri hag ar Cilici ; (22) mes na oann ket anavezet euz va bisach gant Ilizou ar Jude pere a zo er C’hrist. (23) An dra-man hep-ken ho doa klevet : An hini hor persecute gwech-all, a brezeg breman ar feiz, a zistruje diagent ; (24) hag e c’hlorifient Doue abalamour d’in.

CHABISTR II.


PEVARZEC vloaz goude, e saviz adare da Jerusalem gant Barnabas, hag e kemeriz ive Titus ganen. (2) Hogen, dre eur revelation eo e saviz di, hag e roiz da anaoud, dreist holl d’ar re a zo ar muia istimet, an Aviel a brezegan etouez ar Jentiled ; gant aoun da redec pe da veza redet en vên. (3) Ha Titus he-unan pehini a oa ganen, ne rankaz ket lakaad he circoncisa, petra-benag ma oa Grek. (4) Ha kement-se a c’hoarvezaz abalamour d’ar fals breudeur a oa antreet en kuz en hon touez, evit gedal al liberte hon euz en Jesus-Christ, ha gallout hon renta en esclavach ; (5) ne fellaz ket deomp, eur momant hep-ken, plega dezhe, evit ma kendalchje ar wirionez euz an Aviel en ho touez. (6) Evit ar pez a zell ar re a zo countet evit beza eun dra-benag, (n’euz fors d’in petra int bet gwech-all, rag Doue ne ra ket a zifferans e-touez an dud), ar re a zo ar muia istimet n’ho deuz lavaret netra d’in. (7) Er c’hontrol, pa veljont e oa bet fiziet enoun an Aviel evit ar re dicirconcis, evel ma oa bet da Ber, evit ar re circonciset, (8) (rag an hini hen deuz labouret da vad en Per, evit hen lakaad da abostol ar Judevien, hen deuz ive labouret da vad enoun-me, evit ar Jentiled), (9) pa anavezaz Jakes, Cephas ha Ian, pere a zo kemeret evel pilierou, ar c’hras a oa bet roet d’in, e rojont d’in ha da Varnabas an dorn a gompagnunez evit m’az ajemp, ni etrezeg ar Jentiled, hag int etrezeg ar re circonciset. (10) Dleoud a remp hep-ken kaout sonj euz ar beorien ; hag ez oun bet aketus d’hen ober.

(11) Hogen, pa zeuaz Per da Antiokia, me a stourmaz outhan en he faç, rag meritoud a rea beza reprenet. (12) Rag dibri a rea assambles gant ar Jentiled, araog ma oe arruet hinienou hag a oa bet kasset gant Jakes ; mes kerkent ha ma oe en em gavet ar re-man, hen en em dennaz hag en em dispartiaz ouz ar Jentiled, gant aoun rag ar re circonciset. (13) Hag ar Judevien all a zissimulaz assambles ganthan, en hevelep doare ma oe Barnabas he-unan gounezet ganthe da heuil ho hipocrizi. (14) Mes, pa veliz penaos ne valeent ket eün hervez gwirionez an Aviel, e liviriz da Ber, dirag an holl : Mar teuez, ha te Judeo, da veva e giz ar Jentiled, ha nann e giz ar Judevien, perag e rez-te d’ar Jentiled ober evel ma ra ar Judevien ? Evidomp-ni, pere a zo ganet Judevien, ha pere n’omp ket pec’herien a-douez ar Jentiled, (16) o c’houzout penaos an den n’eo ket justifiet dre oberou al lezen, mes dre ar feiz en Jesus-Christ, hon euz hon-unan credet en Jesus-Christ, evit gallout beza justifiet dre ar feiz er C’hrist, ha nann dre oberou al lezen, rag den e-bed na vezo justifiet dre oberou al lezen. (17) Mes, ha pa zigouezfe deomp, e-pad m’az omp o klask beza justifiet dre ar C’hrist, beza kavet pec’herien, daoust hag ar C’hrist a vefe eur ministr a bec’hed ? En nep feçon ! (18) Rag, mar savan a-nevez an traou em euz distrujet, e tisclerian ez oun va-unan transgressour ; (19) rag dre al lezen eo ez oun deuet da vervel d’al lezen, evit beva da Zoue. (20) Crucifiet oun bet assambles gant ar C’hrist, ha mar bevan, n’e ket me eo a vev, mes ar C’hrist eo a vev enoun ; ha mar bevan c’hoas er c’hig, e vevan dre ar feiz e Mab Doue, pehini hen deuz va c’haret, hag a zo en em roet he-unan evidoun. (21) Ne lakan ket gras Doue da veza didalvoudus ; rag mar deu ar justis euz al lezen, neuze maro ar C’hrist n’eo servichet da vad ebed.


CHABISTR III.


O GALATED diskiant ! piou hen deuz ho touellet evit na zentfac’h ken ouz ar wirionez ? c’houi, dirag daoulagad pere eo bet diskouezet Jesus-Christ ken sclear, hag evel crucifiet enoc’h ? (2) An dra-man hep-ken a fell d’in da glevet diganeoc’h : Ha dre oberou al lezen eo hoc’h euz recevet ar Spered, pa dre bredication ar feiz ? (3) Ha diskiant a-walch oc’h-hu, evit peur-achui breman dre ar c’hig, goude beza commanset dre ar Spered ? (4) Ha gouzanvet hoc’h euz kemend-all, evit koll ho poan ? ha c’hoas ma na refec’h nemed koll ho poan ! (5) An hini eta pehini a ro deoc’h ar Spered, hag a ra burzudou en ho touez, daoust hag hen her gra dre oberou al lezen, pe kentoc’h dre bredication ar feiz ? (6) Evel m’az eo lavaret divarben Abraham : Credi a reaz en Doue, hag e oe countet kement-se dezhan evit justis ; (7) gouezit eta, penaos ar re ho deuz ar feiz, a zo bugale da Abraham. (8) Rag-se ar Scritur, o santoud araog e teuje Doue da justifia ar Jentiled dre ar feiz, he deuz prezeget an Aviel dre avans da Abraham, en eur lavaret dezhan : An holl nationou a vezo benniget enoud. (9) Evel-se ’ta ar re a gred, a zo benniget assambles gant Abraham pehini hen deuz credet. (10) Mes kement hini hag en em ro d’an oberou euz al lezen, a zo dindan ar valloz, rag scrivet eo : Milliget eo kement den ha na gendalc’h ket da ober an holl draou a zo scrivet e levr al lezen ? (11) N’euz den justifiet dirag Doue dre al lezen, kement-se a zo sclear ; rag : An den just a vevo dre ar feiz. (12) Hogen al lezen na justifi ket dre ar feiz ; mes lavaret a ra : An den hen devezo great an traou-man, a vevo dreizhe. (13) Ar C’hrist hen deuz hor prenet euz a valloz al lezen, o veza bet great malloz evidomp ; (rag scrivet eo : Milliget eo kement hini a zo staget ouz ar c’hoat) ; (14) evit ma teuje ar venediction prometet da Abraham da veza skulliet var ar Jentiled dre Jesus-Christ, ha ma recevjemp, dre ar feiz, ar Spered a oa bet prometet.

(15) Breudeur, komz a ran hervez giz an dud : Pa vez great ha sinet eur chontrat gant eun den, na zeu den d’hen terri, ha na vez lakeat netra ouz-pen varnezhan. (16) Hogen, ar promessaou a zo bet roet da Abraham ha d’he lignez. N’eo ket bet lavaret : D’he ligneou, evel pa vije bet meur a hini ; mes evel pa vije unan hep-ken : Ha d’az lignez, pehini eo ar C’hrist. (17) Setu aman eta ar pez a lavaran : Evit ar pez a zell an allians a oa bet a-ziaraog confirmet gant Doue er C’hrist, al lezen, roet pevar c’hant ha tregont vloaz goudeze, n’he deuz ket gallet he zerri, evit diskar ar bromessa. (18) Rag, mar d’eo euz al lezen eo e teu an heritach, n’eo mui dre ar bromessa. Hogen, Doue hen deuz roet anezhan en gratis da Abraham dre ar bromessa.

(19) Da betra eta ez eo mad al lezen ? Lakeat eo bet assambles gant ar bromessa abalamour d’ar pec’hejou, ken a deuje al lignez da behini e oa bet great ar bromessa ; hag e oe roet dre zorn an elez, ha dre zicour eur mediator. (20) Hogen, eur mediator na zervich ket da unan hep-ken, mes Doue a zo unan hep-ken. (21) Daoust hag al lezen eta a zo a-enep promessaou Doue ? E nep doare ; rag ma vije bet roet eul lezen hag a hellje rei ar vuez, a-dra zur ar justis a deuje euz al lezen. (22) Mes ar Scritur he deuz lakeat pep tra dindan ar pec’hed, evit ma vije roet ar bromessa, dre ar feiz en Jesus-Christ, d’ar re a gred.

(23) Hogen, araog ma oe deuet ar feiz, e oamp dalc’het da ziwall dindan al lezen, evit ar feiz pehini a dlie beza dizoloet. (24) Evel-se al lezen a zo bet hon rener evit hor c’has beteg ar C’hrist, evit ma vijemp justifiet dre ar feiz. (25) Hogen, ar feiz o veza deuet, n’emomp mui dindan ar rener-ze. (26) Rag c’houi holl a zo bugale da Zoue dre ar feiz en Jesus-Christ. (27) Rag kement hini ac’hanoc’h a zo bet badezet er C’hrist, hen deuz gwisket ar C’hrist. (28) N’euz mui na Judeo na Grek ; n’euz nag esclav na den libr ; n’euz na goaz na maouez ; rag c’houi holl a zo unan en Jesus-Christ. (29) Ha mar d’oc’h d’ar C’hrist, neuze ez oc’h lignez Abraham, hag an h heritourien hervez ar bromessa.


CHABISTR IV.


HOGEN, me a lavar penaos, keit ha ma’z eo an heritour eur bugel, ez eo henvel en pep tra ouz eun esclav, petra-benag ma’z eo mestr var pep tra ; (2) mes choum a ra dindan renerien ha culatored, beteg an amzer merket gant an tad. (3) Evel-se ive ni, pa oamp bugale, e oamp en esclavach dindan kenta genteliou ar bed. (4) Mes, pa’z eo deuet an amzer merket, Doue hen deuz digasset he Vab, ganet euz a eur vreg, ganet dindan al lezen, (5) evit prena ar re a oa dindan al lezen, evit ma teujemp da veza bugale a adoption. (6) Hag, abalamour ma’z oc’h bugale, Doue hen deuz digasset Spered he Vab en ho calonou, hag ar Spered-ze a gri : Abba, O Tad ! (7) Dre-ze n’oud ken eun esclav, mes eur mab, ha mar d’oud eur mab, ez oud ive heritour da Zoue dre ar C’hrist.

(8) Mes en amzer-ze, evit-gwir, dre ne anavezec’h ket Doue, e servichec’h doueou ha n’int ket doueou dre ho natur. (9) Ha breman pa hoc’h euz anavezet Doue, pe kentoc’h pa’z oc’h bet anavezet gant Doue, penaos e tistroit-hu c’hoas d’ar c’henta genteliou dister ha paour-ze, da bere e fell deoc’h plega a-nevez ? (10) Miret a rit gant aked an deiziou, ar miziou, an amzeriou hag ar bloaveziou. (11) Aoun em euz evidoc’h, n’em befe labouret en hoc’h andred, ha kollet va foan.

(12) Breudeur, me ho ped, bezit evel-d’oun, rag me ive a zo eveldoc’h. N’hoc’h euz great gaou e-bed ouzin ; (13) hag anaoud a rit penaos em euz prezeget deoc’h an Aviel araog breman er zempladurez euz ar c’hig ; (14) ha n’hoch euz ket va disprizet, na va zaolet diouzoc’h, abalamour ma’z oun amprouvet evel-se em c’hig ; mes digemeret oc’h euz ac’hanoun evel eun eal a-berz Doue, evel Jesus-Christ he-unan. (15) Petra eta a rea neuze hoc’h eürusted ? Rag me a ro testeni deoc’h penaos ma vije bet possubl deoc’h, ho pije tennet euz ho pen ho taou-lagad hoc’h-unan, ha roet anezhe d’in-me. (16) Ha deuet oun-me eta da veza enebour deoc’h, en eur lavaret deoc’h ar wirionez ? (17) Sourci ho deuz evidoc’h ; mes n’eo ket gant lealded : er c’hontrol, c’hoant ho deuz d’ho tistaga diouzimp, evit ma vezoc’h leun a c’hoantegez-vad evithe. (18) Hogen, mad eo beza leun a volontez-vad evit ar pez a zo mad, e peb amzer, ha nann hep-ken pa vezan prezant en ho touez. (19) Va bugaligou, evit pere e santan c’hoas ar poaniou a vez o c’henel bugale, ken a vezo formet ar C’hrist enoc’h ; (20) karoud a rajen beza breman assambles ganeoc’h, ha chanch va langach ; rag eur gwall zourci em euz divar ho pen.

(21) Livirit d’in, c’houi pere a fell deoc’h beza dindan al lezen, ha na gomprenit-hu ket al lezen ? (22) Rag scrivet eo, penaos Abraham hen deuz bet daou vab ; unan euz ar plac’h-esclav, hag egile euz ar vreg-libr. (23) Mes an hini a oa euz ar plac’h-esclav a oe ganet hervez ar c’hig ; hag hini ar vreg-libr a oe ganet dre vertuz ar bromessa. (24) An traou-ze a zo eun imach ; rag an diou vaouez-ze a zo diou allians, unan euz a venez Sina, hag a c’han esclaved, hag honnes eo Agar. (25) Rag an Agar-ze eo menez Sina, en Arabi, ha represanti a ra ar Jerusalem a-vreman, pehini, evel ma velomp, a zo en esclavach gant he bugale ; (26) mes ar Jerusalem, a zo euz an env, a zo libr, hag honnes eo hor mam-ni holl. (27) Rag scrivet eo : Kemer levenez, maouez difrouez, te pehini n’az poa ket a vugale, sav da vouez, ha cri a bouez-pen, te pehini n’oud ket bet en poan a vugale ; rag an hini a oa dilezet, he devezo muioc’h a vugale, eged an hini he doa ar pried. (28) Hogen ni, breudeur, evel Isaac, a zo bugale ar bromessa. (29) Mes evel ma c’hoarvezaz neuze, ma teuaz an hini a oa ganet hervez ar c’hig da bersecuti an hini a oa ganet hervez ar Spered, evel-se e c’hoarvez breman. (30) Mes petra a lavar ar Scritur ? Kas kuit ar plac’h esclav hag he mab ; rag mab ar plac’h esclav na herito ket assambles gant mab ar vreg-libr. (31) Hogen, breudeur, n’omp ket bugale ar plac’h esclav, mes bugale ar vreg-libr.


CHABISTR V.


RAG-SE choumit stard el liberte gant pehini hen deuz ar C’hrist rentet ac’hanoc’h libr, ha n’en em likit ket a-nevez dindan yeo an esclavach.

(2) Me, Paol, a lavar deoc’h, penaos mar lakit circoncisa ac’hanoc’h, ar C’hrist na dalvezo deoc’h da netra. (l3) Ha testenia a ran ouz-pen da gement den a laka circoncisa anezhan, e rank derc’hel al lezen pen-da-ben. (4) Dispartiet oc’h ouz ar C’hrist, c’houi holl pere a glask en em justifia dre al lezen, kwezet oc’h e-meaz euz ar c’hras. (5) Rag, evidomp-ni a zo, dre ar Spered, en gortoz euz an esperans da veza justifiet dre ar feiz. (6) Rag er C’hrist Jesus ar circoncision na dal netra nag an dicirconcision ken neubeud, mes ar feiz hag a labour dre ar garantez. (7) Redec a reac’h ervad, piou hen deuz harzet ac’hanoc’h, ma na zentit mui ouz ar wirionez ? (8) An ali-ze na zeu ket euz an Hini hen deuz ho kalvet. (9) Eun tammic goell a laka an toaz holl da c’hoi. (10) Fizians em euz divar ho pen, dre an Aotrou, ne zonjfet ket otramant ; mes an hini a droubl ac’hanoc’h, piou-benag eo, a ranko dougen ar beac’h euz a gement-se. (11) Evidoun-me, breudeur, mar prezegan c’hoas ar circoncision, perag e persecuter c’hoas ac’hanoun ? Distrujet eo ar scandal euz ar groaz ! (12) Plijet gant Doue ma vije lammet kuit ar re a deu d’ho troubli !

(13) Breudeur, galvet oc’h bet d’al liberte ; mes diwallit, var digarez al liberte-ze, da veva hervez ar c’hig ; mes deuit da blega an eil d’egile dre garantez. (14) Rag al lezen holl a zo en eur gomz hep-ken, houman : Karoud a ri da nessa evel-d’oud da-unan. (15) Mes mar deuit da gregi gant ho tent, ha d’en em zevori an eil egile, diwallit ne deufec’h da veza distrujet an eil gant egile. (16) Me a lavar eta : Baleit hervez ar Spered, ha na gontantit ket c’hoantegeziou ar c’hig. (17) Rag ar c’hig hen deuz c’hoantaennou control d’ar Spered, hag ar Spered, hen deuz ive control d’ar c’hig, hag an eil a stourm euz egile ; en hevelep doare na rit ket an traou a fellfe deoc’h da ober. (18) Mar d’och renet gant ar Spered, n’emoc’h ket dindan al lezen. (19) Hogen, oberou ar c’hig a zo anat, hag an oberou-ze a zo : an avoultriach, al libertinach, al louzdoni, (20) al lubricite, an idolatriach, ar sorcelach, ar gassoni, an disput, ar jalouzi, ar goler, an emgannou, an divisionou, (21) an hereziou, an anviou, al lazerezou, ar vezventiou, an dirollou, hag an traou all euz ar seurt-se. Lavaret a ran deoc’h en avans, evel ma em euz ive lavaret dija, penaos ar re a ra ar seurt traou-se, na heritint ket rouantelez Doue. (22) Mes frouez ar Spered eo, ar garantez, ar joa, ar peoc’h, ar batianted, ar vadelez, ar garantez evit ar mad, ar fidelite, an dousder, an demperans ; (23) al lezen n’ema ket a-enep an traou-ze. (24) Hogen, ar re a zo d’ar C’hrist ho deuz crucifiet ar c’hig gant he wall-viçou hag he wall-ioulou.

(25) Mar bevomp dre ar Spered, baleomp ive dre ar Spered. (26) Diwallomp da glask ar gloar vên, an eil o klask beza treac’h var egile, hag o veza leun a anvi an eil e-kenver egile.


CHABISTR VI.


BREUDEUR, mar tigouez da eun den beza kavet en eur faot-benag, c’houi pere a zo spirituel, divankit anezhan gant eur spered a zousder. Diwall ouzid da-unan, gant aoun na vez ive tentet. (2) Dougit an eil beac’hiou egile, hag evel-se likit en pratic lezen ar C’hrist. (3) Rag, mar d’euz unan-benag hag a zonj dezhan ez eo eun dra-benag, pa n’ed eo netra, en em drompla a ra he-unan. (4) Mes ra zeui pep hini da amprouv he oberou he-unan, ha neuze hen devezo leac’h d’en em veuli enhan he-unan, ha nann ouz en em gompari gant ar re all ; (5) rag pep hini a zougo he veac’h he-unan.

(6) Ra zeui an hini a vez kelennet er Ger, da rei lod euz he holl vadou d’an hini a gelen anezhan. (7) Diwallit d’en em drompla ; ne vez ket great goab ouz Doue ; rag an den a zastumo ar pez hen devezo hadet. (8) An hini a had evit he gig he-unan, a vedo euz ar c’hig ar vreinadurez ; mes an hini a had evit ar Spered, a vedo euz ar Spered ar vuez eternel. (9) Na skuizomp ket eta oc’h ober ar mad, rag en amzer ma’z eo dleet, e kavimp da vedi, mar ne deuomp ket da skuiza. (10) Rag-se, e-keit ha ma hon euz an occasion, greomp vad d’an holl, mes dreist-holl d’ar re a zo euz a famill ar feiz.

(11) Gwelet a rit pebez lizer braz em euz scrivet deoc’h gant va dorn va-unan.

(12) Kement holl hag a fell dezhe plijoud deoc’h, hervez ar c’hig, a laka ac’hanoc’h d’en em circoncisa, mes ne reont kement-se, nemed evit gallout tec’hel ouz ar bersecution, abalamour da groaz ar C’hrist. (13) Rag ar re circonciset ho-unan na viront ket al lezen ; mes c’hoant ho deuz e vec’h circonciset, evit galloud en em c’hlorifia ho-unan en ho kig. (14) Evidoun-me, gras ma na c’hoarvezo biken ganen d’en em c’hlorifia, nemed e croaz hon Aotrou Jesus-Ohrist, dre behini ez eo crucifiet ar bed evidoun, ha me ive d’ar bed. (15) Rag en Jesus-Christ ar circoncision na dalv netra, nag an dicirconcision ken-neubeud, mes red eo genel a-nevez. (16) Ha kement hini hag a vale hervez ar reglen-man, ra vezo ar peoc’h hag an drugarez varnezhe, ha var an Israel a Zoue ! (17) Diwallo den da ober poan d’in divar vreman, rag dougen a ran em c’horf merkou an Aotrou Jesus. (18) Breudeur, ra vezo gras hon Aotrou Jesus-Christ gant ho spered ! Amen.


————