Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ, 1897/Lizer S. Paol d’ar Philippied

troet gant John Jenkins.
Société biblique britannique et étrangère, 1897  (p. 378-384)



LIZER SANT PAOL, ABOSTOL,
d’ar
PHILIPPIED.


————


CHABISTR I.


PAOL ha Timoteus, servicherien Jesus-Christ, d’an holl zent en Jesus-Christ, pere a zo en Philippos, d’an eskibien ha d’an diaconed : (2) Gras ha peoc’h deoc’h digant Doue hon Tad, ha digant Jesus-Christ hon Aotrou !

(3) Renta a ran grasou d’am Doue, ken alies ha ma teu sonj d’in ac’hanoc’h ; (4) o pedi evidoc’h holl bepred gant joa em holl bedennou, (5) abalamour d’ho karantez holl assambles evit an Aviel, abaoe an deiz kenta bete vreman ; (6) o kaoud ar greden ferm penaos an Hini hen deuz commanset an oeuvrvad-se enoc’h, a blijo ganthan he feur-ober bete deiz Jesus-Christ. (7) Ha dleet eo d’in kaoud ar zantimant-se ac’hanoo’h-hu holl, rag, em liammou, hag en difen hag er gonfirmation euz an Aviel, ez oc’h em c’halon, c’houi holl pere hoc’h euz lod ganen er c’hras a zo roet d’in. (8) Rag Doue a zo test d’in pegement e karan ac’hanoc’h holl a-greiz calon en Jesus-Christ. (9) Hag ar pez a c’houlennan, eo ma cresko ho karantez mui-ouz-mui en gwiziegez hag en pep skiant ; (10) evit ma c’hellot, e pep tra, anaoud petra eo ar gwella, evit ma veot pur ha direbech evit dervez ar C’hrist, (11) o veza leun euz a frouez ar justis dre Jesus-Christ, evit gloar ha meuleudi Doue.

(12) Koulskoude, breudeur, e fell d’in e ouefac’h penaos, kement a zo c’hoarvezet ganen, a zo troet kentoc’h evit avansamant an Aviel ; (13) en hevelep doare m’az eo deuet va liammou, dre Jesus-Christ, da veza brudet er pretouar hag e leac’h all, dre holl ; (14) ha penaos an darn vraz euz ar breudeur en Aotrou, o veza bet rentet calounec dre va liammou, a gred prezeg ar gomz hardizoc’h, hag heb aoun. (15) Beza ez euz lod, evit gwir, hag a brezeg ar C’hrist dre anvi ha dre zisput ; ha lod all her gra gant karantez. (16) Darn a brezeg ar C’hrist gant ar c’hoant da gontesti, heb lealded, o sonjal creski va foan em liammou ; (17) mes ar re all her gra dre garantez, o c’houzout penaos ez oun lakeat evit difen an Aviel. (18) Ha fors a zo ? en pe feçon-benag ma vez, pe dre eur zeblant a garantez, pe en gwirionez, ar C’hrist a zo prezeget ; hag en em rejouissa a ran, hag en em rejouissa a rin c’hoas a gement-se. (19) Rag gouzoud a ran penaos kement-se, a droio d’am zilvidigez dre ho pedennou, ha dre ar zicour euz a Spered Jesus-Christ, (20) hervez ar pez a c’hortozan ferm, hag an esperans em euz penaos, na vezin ket mezekeet e tra e-bed, mes penaos, gant peb assurans, ar C’hrist pehini a zo bet a viskoas glorifiet em c’horf, a vezo c’hoas glorifiet breman, pe dre va buez, pe dre va maro. (21) Rag evidoun-me, ar C’hrist eo va buez, hag ar maro a zo eur c’hounidegez evidoun. (22) Hogen, na ouzon ket ha mad ez eo d’in, evit va labour, beva er c’hig, na petra a dlean c’hoantaad. (23) Rag gwasket oun a bep tu, o veza ma em euz c’hoant da guitaad ha da veza assambles gant ar C’hrist, ar pez a vefe kalz gwelloc’h d’in ; (24) a-hend-all talvoudussoc’h eo deoc’h e choumfen er c’hig. (25) Ha creden vad em euz e choumin, hag e rin va demeurans ganeoc’h holl, evit hoc’h avansamant hag ho choa er feiz, (26) evit ma ho pezo enoun, pa zistroin en ho touez, leac’h d’en em c’hlorifia en pep tra en Jesus-Christ.

(27) En em gomportit, da vihana, en eun doare dign euz a Aviel ar C’hrist, evit, pe e teuin d’ho kwelet, pe e vezin pell diouzoc’h, ma klevin lavaret ac’hanoc’h, penaos e choumit stard en eur memeus spered, o combatti gant eur memeus ene, evit ar feiz euz an Aviel, heb beza spountet e doare e-bed gant hoc’h enebourien, (28) ar pez a zo evithe eur zin anat a gollidigez ; mes evidoc’h eur zin a zilvidigez ; ha kement-se a-berz Doue ; (29) rag roet hen deuz deoc’h ar c’hras, abalamour d’ar C’hrist, n’e ket hep-ken da gridi enhan, mes ive da zouffr evithan, (30) o combatti ar memeus combat en pehini hoc’h euz gwelet ac’hanoun hag e klevit emoun c’hoas breman.


CHABISTR II.


MAR d’euz eta eur gonsolation-benag er C’hrist, eur soulajamant-benag er garantez, eur gommunion-benag er Spered, mar d’euz eur gompassion hag eun drugarezbenag, (2) lakit va joa da veza parfet, o veza a-unan etrezoc’h, o kaoud ar memeus karantez, ar memeus ene, ar memeus santimant ; (3) na rit netra dre zisput ; na dre fougeerez ; mes ra zeuio peb hini ac’hanoc’h da gonsideri ar re all, dre humilite, evel gwelloc’h egethan he-unan. (4) Na zellit ket pep hini ac’hanoc’h ouz hoc’h interest hoc’h-unan, mes ive ouz hini ar re all. (5) Bezit enoc’h ar memeus santimanchou evel Jesus-Christ, (6) pehini o veza en doare eun Doue, n’hen deuz ket klasket evel eur preiz da dapout, beza par da Zoue ; (7) mes en em divisket eo bet he-unan, en eur gemer doare eur servicher, o tond da veza henvel ouz an dud ; (8) hag, o veza kemeret form eun den, ez eo en em izeleet, o tond da veza sentus beteg ar maro, ha zoken maro ar groaz. (9) Abalamour da ze ive, Doue hen deuz hueleet meurbed anezhan, hag hen deuz roet dezhan eun hano hag a zo dreist pep hano ; (10) evit ma teuio peb glin da blega en hano Jesus, en env, ha var an douar, ha dindan an douar, (11) ha ma teuio pep teod da anzav penaos Jesus-Christ eo an Aotrou, evit gloar Doue an Tad.

(12) Dre-ze, va breudeur muia-karet, evel ma hoc’h euz sentet a-viskoas, nann hep-ken evel em frezans, mes breman kalz muioc’h pa’z oun pell diouzoc’h, labourit evit ho silvidigez gant aoun, hag en eur grena ; (13) rag Doue eo a ro deoc’h ar volontez hag ar galloud, evel ma plij ganthan. (14) Grit pep tra heb murmuri hag heb disput ; (15) evit ma viot direbech, heb tarch e-bed, bugale da Zoue, didamal e-kreiz eur raç corrompet ha fallacr, etouez pere e lugernit evel goulou er bed, o tigas enhan ar gomz a vuez ; (16) en hevelep doare ma c’heliin, en dervez ar C’hrist, en em c’hlorifia, dre n’am bezo ket redet, na labouret en vên. (17) Ha memeus mar deu va goad da veza skulliet var ar sacrifis hag an oeuvr euz ho feiz, em euz joa a gement-se, hag en em rejouissa a ran ganeoc’h holl. (18) C’houi ive evel-se, kemerit levenez, hag en em rejouissit assambles ganen.

(19) Hogen esperoud a ran, en Aotrou Jesus-Christ, e kassin hep-dale Timoteus d’ho kavoud, evit m’am bezo ive courach, o klevet deuz ho kelou. (20) Rag n’am euz den hag a vez ken accord ganen, evit kemer sourci a-walc’h euz ar pez a zell ouzoc’h ; (21) rag holl e klaskont ho interest ho-unan, ha nann hini Jesus-Christ. (22) Gouzoud a rit ez eo bet amprouvet, pa’z eo gwir ez eo en em lakeat assambles ganen e servich an Aviel, evel eur bugel gant he dad. (23) Esper em euz eta d’hen kas d’ho kavout kerkent ha m’em bezo gwelet e pe stad ema va afferou ; (24) ha beza em euz fizians en Aotrou, penaos e teuin ive va-unan hepdale. (25) Mes sonjet em euz koulskoude e oa red kas deoc’h Epaphroditus, va breur, va c’hen-labourer, ha va c’hompagnon a-vrezel, an hini a zo kannad deoc’h, hag hen deuz va zicouret em ezomou ; (26) rag eur c’hoant vraz hen doa d’ho kwelet holl, ha poan vraz a rea ganthan ho poa klevet e oa bet klanv. (27) Klanv eo bet, en gwirionez, ha darbet dezhan mervel ; mes Doue hen deuz bet truez outhan ; ha n’e ket outhan hep-ken, mes ive ouzin-me, evit n’am bije ket tristidigez var dristidigez. (28) Kasset em euz eta anezhan gant kalz a hast, evit m’ho pezo joa ouz hen gwelet, ha m’am bezo va-unan neubeutoc’h a dristidigez. (29) Digemerit eta anezhan en Aotrou gant pep levenez, ha diskouezit eun istim vraz evit ar seurt-tud-se. (30) Rag bet eo tost d’ar maro evit oeuvr ar C’hrist, o veza lakeat he vuez en danjer, evit gallout renta d’in ar zervich ne oac’h ket hoc’hunan evit renta.


CHABISTR III.


A-HEND ALL, va breudeur, en em rejouissit en Aotrou. Ne skuizan ket, evidoun-me, o scriva deoc’h ar memeus traou, hag evidoc’h-hu, kement-se eo hoc’h assurans. (2) Likit evez ouz ar chass ; likit evez ouz an droug-oberourien ; likit evez ouz ar fals circoncision. (3) Rag ni eo ar gwir circoncision, ni pere a zervich Doue en spered, hag en em c’hlorifi en Jesus-Christ, ha ne lekeomp ket hor fizians er c’hig, (4) petra-benag ma c’halljen-me ive kaout fizians er c’hig. Mar d’euz unan-benag hag a zonj dezhan ec’h hell fizioud er c’hig, me a hell hen ober c’hoas muioc’h, (5) me, pehini a zo bet circonciset an eizved devez, euz a lignez Israel, hag euz a dribu Benjamin, eun Hebreat, ganet euz eun Hebreat ; evit ar pez a zell al lezen, eur Farizian ; (6) evit ar pez a zell va aket e-kenver va relijion, o veza persecutet an Iliz ; evit ar pez a zell ar justis hervez al lezen, direbech. (7) Mes an traou-ze holl, pere a oa eur gounid evidoun, em euz ho c’honsideret evel eur c’holl, abalamour d’ar C’hrist. (8) Ouzpen-ze, evel eur c’holl e consideran pep tra, abalamour da excellans an anaoudegez euz a Jesus-Christ, va Aotrou, evit pehini em euz kollet pep tra, hag ho c’honsideri a ran evel skubien, evit galloud gounid ar C’hrist, (9) ha beza kavet enhan, o kaout nann va justis va-unan, a zo hervez al lezen, mes an hini a zeu dre ar feiz er C’hrist, ar justis euz a Zoue dre ar feiz ; (10) evit ma c’hallin anaoud ar C’hrist, hag anaoud ar vertuz euz he resurrection, ha kaoud lod en he zouffransou, o tond da veza henvel outhan en he varo ; (11) evit erruout, mar gallan, da resurrection ar re varo. (12) N’e ket ma ven dija erruet beteg ar pal, na ma ven deuet d’ar stad a berfection, mes redec a ran gant va holl nerz, evit gallout cregi er priz ; hag abalamour da ze eo hen deuz ar C’hrist tapet crog enoun. (13) Breudeur, evidoun-me, a ziwall da gredi em befe evit c’hoas tapet ar priz ; (14) mes setu aman ar pez a ran : en eur ankounac’haad an traou a zo var va lerc’h, hag oc’h avans var-zu ar re a zo dirazoun, e redan gant ardor etrezeg ar but, evit ar priz euz ar c’halvedigez celestiel a Zoue en Jesus-Christ.

(15) Ni holl eta pere a zo parfet, kemeromp ar zantimant-man enomp ; ha mar sonjit en eur feçon all var eun dra-benag, Doue hen diskouezo ive deoc’h. (16) Koulskoude er poent m’az omp erruet, kerzomp hervez ar memeus reglen, ha dalc’homp ar memeus santimanchou. (17) Breudeur, heullit holl an exempl a roan deoc’h, ha sellit ouz ar re a vale hervez ar skouer hoc’h euz enomp. (18) Rag beza ez euz kalz, hen lavaret em euz deoc’h alies, ha breman hen lavaran adare, en eur wela, hag a vale evel enebourien euz a groaz ar C’hrist ; (19) ar fin euz ar re-ze a vezo ar gollidigez ; ober a reont ho Doue euz ho c’hov, lakaad a reont ho gloar er pez a ra ho dizhenor, ho c’halon a zo stag ouz traou an douar. (20) Mes evidomp-ni a zo bourc’hizien an env ; a be leach ive e c’hortozomp ar Zalver, an Aotrou Jesus-Christ, (21) pehini a chencho hor c’horf vil, evit ma teui da veza henvel ouz he gorf glorius, hervez ar galloud hen deuz da lakaad pep tra da blega dezhan.


CHABISTR IV.


DRE-ZE, va breudeur ker ha deziret meurbed, va joa ha va c’hurunen, choumit stard evel-se en Aotrou, va breudeur muia-karet.

(2) Me a bed Evodias, hag a bed Sintyke,da gaoud ar memeus santimant en Aotrou. (3) Pedi a ran ac’hanoud-te ive, va c’hen-labourer gwirion, da zicour ar gragez-ze ; labouret ho deuz assambles ganen evit an Aviel, koulz ha Clement hag ar re all euz va c’hen-labourerien, a bere an hanoiou a zo el levr a vuez.

(4) En em rejouissit bepred en Aotrou ; hen lavaret a ran c’hoas : En em rejouissit. (5) Ra vezo anavezet ho tousder gant an holl dud. An Aotrou a zo tost. (6) Na vezit sourciet gant netra, mes, en peb occasion, lakit ho koulennou dirag Doue, dre bedennou ha supplicationou gant actionou a c’hras, (7) hag ar peoc’h a Zoue, pehini a dremen peb ententamant, a ziwallo ho calonou hag ho sonjezonou en Jesus-Christ.

(8) A-hend-all, breudeur, ra vezo occupet ho sperejou gant kement a zo gwir, kement a zo honest, kement a zo just, kement a zo pur, kement a zo dign a garantez, kement a zo a vrud vad, hag a zo enhan eur vertuz-benag, hag a zo dign a veuleudi ; ra vezo occupet ho sperejou gant an holl draou-ze. (9) Ho desket hoc’h euz ive, ho recevet hag ho c’hlevet ganen-me, hag ho gwelet hoc’h euz enoun-me. Grit an traou-ze, ha Doue ar peoc’h a vezo ganeoc’h.

(10) Hogen, braz eo bet va joa en Aotrou, o veza m’hoc’h euz lakeat da renevezi ho karantez evidoun ; evit gwir e sonjec’h enoun, mes an occasion a vanke deoc’h. (11) Na lavaran ket kement-se abalamour d’am dienez ; rag desket em euz beza contant euz ar stad en pehini en em gavan. (12) Gouzoud a ran beza en eur stad izel, gouzoud a ran ive beza en abondans ; en holl ha dre holl em euz desket beza rassaziet ha kaoud naoun ; beza en abondans, ha beza en dienez. (13) Gallout a ran pep tra dre ar C’hrist, pehini a ro nerz d’in. (14) Koulskoude mad hoc’h euz great kemer lod ganen em affliction. (15) Gouzout mad a rit ive, Philippied, penaos goude ma oat commanset da brezeg an Aviel, pa c’hiz kuit euz a Vacedonia, Iliz e-bed n’he doa roet d’in, ha na receviz netra, nemed digant hoc’h hini ; (16) ha memeus, pa oann en Thessalonika, hoc’h euz digasset d’in eur vech, ha zo-ken diou vech, peadra evit va ezomou. (17) N’e ket ma klaskfen presanchou, mes klask a ran lakaad da greski ar frouez a dleit da gaoud euz a gement-se. (18) Hogen, recevet em euz pep tra, hag emoun en abondans ; karget oun bet a vadou, o receo digant Epaphroditus ar pez hoc’h euz digasset d’in, evel eur baum a c’houez-vad, eur sacrifis digemeret gant Doue, hag agreabl dezhan. (19) Ha va Doue a bourveo ive d’hoc’h holl ezomou, hervez he binvidigezou, gant gloar, en Jesus-Christ. (20) Hogen, da Zoue, hon Tad, ra vezo ar gloar euz an eil kanvet d’egile ! Amen.

(21) Saludit an holl Zent en Jesus-Christ ; ar breudeur a zo ganen a salud ac’hanoc’h. (22) An holl Zent a zalud ac’hanoc’h, ha dreist-holl ar re a zo euz a diegez Cezar.

(23) Ra vezo gras hon Aotrou Jesus-Christ ganeoc’h holl ! Amen.


————