Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ, 1897/Lizer S. Paol d’ar Romaned

troet gant John Jenkins.
Société biblique britannique et étrangère, 1897  (p. 289-316)



LIZER SANT PAOL D’AR ROMANED.


————
CHABISTR I.


PAOL, servicher da Jesus-Christ, galvet da veza abostol, choazet evit annons Aviel Doue, (2) an Aviel prometet dija ganthan dre he brofeted, er Scrituriou-sacr, (3) hag a gomz divarben he Vab, ganet euz a lignez David hervez ar c’hig, (4) hag, hervez ar spered a zantelez, discleriet da veza Mab Doue en eun doare galloudus meurbed, dre he resurrection a-douez ar re varo, da lavaret eo, Jesus-Christ hon Aotrou, (5) dre behini hon euz recevet ar c’hras hag ar garg a Abostol, evit digas da blega d’ar feiz en he hano an holl Jentiled ; (6) euz an niver a bere ez oc’h ive, c’houi pere a zo bet galvet gant Jesus-Christ ; (7) d’an holl dud muia-karet gant Doue, pere a zo galvet, ha d’ar zent a zo e Rom ; ra vezo ar c’hras hag ar peoc’h ganeoc’h a-berz Doue hon Tad, hag a-berz an Aotrou Jesus-Christ !

(8) Araog pep tra, e rentan gras evidoc’h holl d’am Doue, dre Jesus-Christ, abalamour ma’z eo ho feiz brudet dre ar bed holl. (9) Rag Doue, pehini a zervichan em spered en Aviel he Vab, a zo test d’in e ran heb ehan memor ac’hanoc’h em fedennou, (10) o c’houlen bepred diganthan ar c’hras da hellout, mar d’eo he volontez, dond a-ben da gavoud eun occasion favorabl-benag da vond d’ho kwelet ; (11) rag c’hoant braz em euz d’ho kwelet, evit rei lod deoc’h euz a eun donezon spirituel-benag, evit ma viot krenveet, (12) da lavaret eo, evit, pa vezin en ho touez, ma en em gonzolimp assambles dre ar feiz a zo commun etrezomp holl, deoc’h kerkoulz ha d’in-me.

(13) Hogen, breudeur, ne fell ket d’in e tremenfec’h hep gouzoud em euz alies lakeat em sonj mond d’ho kavoud, evit gallout dastum eur frouezen-benag en ho touez, evel e-touez an nationou all ; mes beteg-hen eo bet harzet ouzin kement-se. (14) Dleour oun d’ar Greked kerkoulz ha d’ar Varbared, d’an dud gwiziec kerkoulz ha d’ar re ignorant. (15) Dre-ze, en kement ha m’az eo em galloud, ez oun prest da annons an Aviel deoc’h-hu ive, pere a zo e Rom.

(16) Rag n’em euz ket a vêz euz a Aviel ar C’hrist, rag galloud Doue eo evit silvidigez d’ar re holl a gred, d’ar Judeo da genta, ha d’ar Grek goude-ze. (17) Rag enhan ez eo dizoloet eur justis euz a Zoue, hag a zo dre ar feiz hag evit ar feiz, hervez m’az eo scrivet : An den just a vevo dre ar feiz.

(18) Rag coler Doue en em ziskouez euz an env a-enep holl impiete hag injustis an dud, pere dre fallentez a stourm ouz ar wirionez, (19) rag ar pez a heller da anaoud divarben Doue a zo lakeat sclear dirazhe, rag Doue hen deuz hen diskouezet dezhe. (20) Rag ar perfectionou invisibl a Zoue, he c’halloud eternel hag he zivinite, a veler ker sclear ha gant an daou-lagad, abaoe ma’z eo bet crouet ar bed, pa zeller outhe dre he oberou, en hevelep doare ma’z int heb escuz ; (21) rag goude beza anavezet Doue, n’ho deuz ket glorifiet anezhan evel Doue, ha n’ho deuz ket rentet grasou dezhan : er c’hontrol, en em faziet int bet en ho zonjezonou, hag ho c’halon dibourvez a skiant-vad a zo bet karget a devalijen. (22) O pretanti beza ho-unan tud fur, ez int deuet da veza zot ; (23) hag ho deuz troet gloar an Doue immortel en imach an den mortel, hag en imachou lapoused, ha loened a bevar droad, hag a amprevaned.

(24) Abalamour da ze ive, Doue hen deuz ho livret, hervez gwall-ioulou ho c’halon, da eul louzdoni ker braz, ma ho deuz dishenoret ho c’horfou ho-unan ; (25) int pere ho deuz lakeat ar gaou en plas gwirionez Doue, hag ho deuz adoret ha servichet ar c’hrouadur eleac’h ar C’hrouer, pehini a zo benniget da viken. Amen ! (26) Abalamour da ze eo hen deuz Doue ho abandonet da ioulou mezus ; rag memeus ho gragez en ho zouez ho deuz chenchet an usach naturel en eun all a zo a-enep an natur. (27) Er memeus doare ive, ar oazed, o tilezel an usach naturel euz ar vreg, ho deuz devet en ho c’hoantou an eil e-kenver egile, o commetti goaz gant goaz traou iffam, hag o receo enhe ho-unan ar recompans a oa dleet d’ho gwall-fazi. (28) Hag, evel n’ho doa sourci e-bed da anaoud Doue, Doue hen deuz livret anezhe da eur spered a zireizted, en hevelep doare ma reont traou mezus. (29) Leun int a bep seurt injustis, a louzdoni, a fallentez, a avaristed a valis ; leun a avi, a vuntrerez, a zisput, a dromplerez, hag a zrougviez ; (30) flaterien, droug-prezegerien, enebourien da Zoue, brutal, ourgouillus, vên, ivanterien fallagriezou, dizent d’ho zadou ha d’ho mammou ; (31) diskiant, disleal, hep karantez naturel, criz, didruez ; (32) pere, evithe da c’houzoud hen deuz Doue barnet dign euz ar maro ar re a ra an traou-ze, a ra anezhe, hag ouzpen-ze a gav mad ar re ho gra.


CHABISTR II.


RAG-SE, piou-benag ez oud, O den, hag en em laka barner, n’euz escus e-bed evidoud ; rag en eur varn ar re-all en em gondaonez da-unan, pa’z eo gwir, te pehini a varn, a ra ive an traou a reont. (2) Rag gouzoud a reomp penaos barnedigez Doue, a-enep ar re a ra ar seurt traou-ze, a zo hervez ar wirionez. (3) Ha te a sonj d’id, O den, pehini a varn ar re a ra ar seurt traou-ze, hag ho gra da-unan, e tec’hi diouz barn Doue ? (4) Pe otramant, ha disprijoud a rez-te pinvidigeziou he vadelez, he batianted hag he hir-c’houzanvedigez, hep gouzoud e c’halv madelez Doue ac’hanoud d’ar gonversion ? (5) Mes dre da galeder ha da galon dizent ouz Doue, e tastumez eun tenzor a goler evit an deiz a goler, an deiz ma vezo discleriet ar varnedigez just a Zoue, pehini a rento da bep hini hervez he oberou, (7) da lavaret eo, ar vuez eternel d’ar re pere, o kenderc’hel da ober ar pez a zo mad, a glask ar gloar, an henor hag an immortalite ; (8) mes kassoni ha coler d’ar re a zo touellet gant eur spered a zisput ha d’ar re a stourm ouz ar wirionez, hag a zent ouz an injustis ; (9) trubuil ha gwall-enkrez da gement den a ra ar pez a zo fall ; (10) d’ar Judeo da genta, ha neuze d’ar Grek ; (11) mes gloar, hag henor ha peoc’h da gement hini a ra ar mad ; d’ar Judeo da genta, ha neuze d’ar Grek ; rag Doue na zell ket ouz apparans an dud.

(12) Ar re holl ho devezo pec’het heb al lezen, a berisso ive heb al lezen ; hag ar re holl ho devezo pec’het, o kaoud al lezen, a vezo barnet dre al lezen ; (13) rag n’e ket ar re a zelaou al lezen, eo a zo just dirag Doue ; mes ar re a vir al lezen eo a vezo justifiet. (14) Hogen, pa deu ar Jentiled, pere n’ho deuz ket al lezen, da ober, dre natur, an traou commandet gant al lezen, int, pere n’ho deuz ket al lezen, a zalc’h leac’h a lezen dezhe ho-unan ; (15) diskouez a reont ema scrivet en ho c’halon ar pez a zo commandet gant al lezen ; ho c’houstians a rent testeni dezhe, hag ho zonjezonou a damal pe a zifen anezhe ; (16) kement-man a vezo gwelet en deiz ma teui Doue, hervez va Aviel, da varna, dre Jesus-Christ, an oberou secret euz an dud.

(17) Te eta, pehini a zoug an hano a Judeo, hag a fiz var al lezen, hag en em c’hlorifi en Doue ; (18) pehini a anavez he volontez, hag o veza desket dre al lezen, a oar mad petra a zo a-enep al lezen ; (19) pehini a gred beza rener ar re dall, sclerijen ar re a zo en devalijen, (20) doctor ar re diwiziec, mestr-scol an dud simpl, o kaoud ebarz al lezen ar reglen euz ar skiant hag euz ar wirionez ; (21) te eta, pehini a zesk ar re all, n’en em zeskez ket da-unan ! Prezeg a rez na dleer ket laerez, hag e rez laeronsiou ! (22) Lavaret a rez na dleer ket ober avoultriach, hag e rez avoultriach ! Detesti a rez an idolou, hag e laerez an traou sacr ! (23) Te, pehini a denn gloar euz al lezen, a zizhenor Doue, o terri al lezen ! (24) rag hano Doue a zo blasphemet abalamour deoc’h e-touez ar Jentiled, evel ma’z eo scrivet.

(25) Ar circoncision a zo talvoudus, ia, mar mirez al lezen ; mes mar d’oud eun torer euz al lezen, euz a circonciset e teuez da veza dicirconcis. (26) Rag-se, mar deu an den, pehini n’eo ket bet circonciset, da viret gourc’hemenou al lezen, daoust ha na vezo ket tremenet evit eun den circonciset, petra-benag ma’z eo dicirconcis ? (27) Ha mar deu an den a zo dicirconcis adaleg he c’hinivelez, da viret al lezen, condaonet e vi ganthan, te pehini, gant al lizeren euz al lezen hag euz ar circoncision, na zentez ket ouz al lezen. (28) Rag ar gwir Judeo n’eo ket an hini hen deuz an apparans a-ziaveaz hep-ken, hag ar gwir circoncision n’eo ket an hini a vez great er c’hig a-ziaveaz ; (29) mes euz an diabarz eo e vezer Judeo, hag ar gwir circoncision eo hini ar galon, an hini a zo hervez ar spered, ha nann hervez al lizeren ; ha meulodi ar Judeo-ze na zeu ket euz an dud, mes euz a Zoue.


CHABISTR III.


PE seurt avantach eta hen deuz ar Judeo var ar re all, pe pe seurt profit a dennont-hi deuz ar circoncision ? (2) Braz eo e pep doare, ha dreist holl o veza ma eo bet fiziet enhe komzou Doue. (3) Mes, a lavarfot-hu, mar d’euz eur re-benag ha n’ho deuz ket credet, daoust hag ho incredulite a rento di-c’hallout ar fidelite a Zoue ? (4) Pell ac’hane ! Mes ra vezo Doue anavezet gwirion, ha peb den gaouiad, hervez ma’z eo scrivet : Evit ma vezi kavet just en da gomzou, ha ma c’hounezi da broces pa vezi barnet.

(5) Mes mar deu hon injustis da ziskouez sclearoc’h ar justis a Zoue, petra a livirimp-ni ? Daoust ha Doue n’eo ket injust pa ra deomp santoud he goler ? (E giz an den e komzan.) (6) Pell ac’hane ! Rag ma vije injust, penaos e varnje Doue ar bed ? (7) Mes mar deu gwirionez Doue, dre va gaou-me, d’en em ziskouez c’hoas sclearoc’h, evit he c’hloar, perag ez oun-me c’hoas condaonet evel pec’her , (8) Ha perag ne rafemp-ni ket an droug, evit ma teui ar vad anezhan, evel ma’z euz tud hag a assur e leveromp, en eur droug-komz ac’hanomp ? Tud hag a zo just ho c’hondaonation.

(9) Petra ’ta, a lavarfomp-ni ? ha gwelloc’h ez omp-ni eged ar Jentiled ? E nep doare ; rag diskouezet hon euz dija penaos ema an holl, ar Judevien kerkoulz hag ar Greked, dindan ar pec’hed, (10) hervez ma’z eo scrivet : N’euz den just e-bed, nann, hini e-bed. (11) N’euz den hag hen deuz comprenezon ; den hag a glask Doue. (12) Holl ho deuz kollet ho hent, hag ez int holl en em gorrompet assambles ; n’euz hini anezhe hag a ra ar mad, n’euz ket unan zo-ken. (13) Ho gouzoug a zo eur bez digor ; lakeat ho deuz ho zeod da zervicha da dromplerez ; dindan ho muzellou ez euz eur vulum aspic. (14) Ho genou a zo leun a valloz hag a c’houervder. (15) Ho zreid a zo skanv evit mond da skullia goad. (16) An dezolation hag ar vizer a zo en ho henchou. (17) N’ho deuz ket anavezet hent ar peoc’h. (18) N’ema ket doujans Doue dirag ho daou-lagad. (19) Hogen, gouzoud a reomp penaos kement tra a lavar al lezen, hen lavaret a ra d’ar re a zo dindan al lezen, evit ma vezo serret pep genou, ha ma vezo ar bed holl anavezet evit beza coupabl dirag Doue. (20) Rag den e-bed na vezo justifiet dirazhan dre oberou al lezen ; rag dre al lezen eo e teu an anaoudegez euz ar pec’hed.

(21) Mes breman, heb al lezen, eo bet dizoloet eur justis euz a Zoue (da behini al lezen hag ar brofeted a rent testeni) ; (22) eur justis euz a Zoue, a lavaran, dre ar feiz en Jesus-Christ, d’ar re holl ha var ar re holl pere a gred ; (23) rag n’euz differans e-bed etre an dud, pa’z eo gwir ho deuz holl pec’het, ha ma’z int privet euz a c’hloar Doue, (24) ha ma’z int justifiet en gratis dre he c’hras, dre ar redemption a zo en Jesus-Christ, (25) pehini a oa bet lakeat gant Doue da veza eur sacrifis a beoc’h, dre ar feiz en he oad, evit diskouez he justis dre ar pardon euz ar pec’hejou tremenet, great en amzer ar batianted a Zoue ; (26) evit diskouez, a lavaran, he justis en amzer a zo o ren, evit beza he-unan anavezet da veza just, ha da veza an hini a justifi an den hen deuz feiz en Jesus.

(27) Pe leac’h eta ema ar sujet d’en em c’hlorifia ? Taolet eo er meaz. Dre be seurt lezen ? Dre lezen an oberou ? Nann, mes dre lezen ar feiz.

(28) Dre-ze eta e varnomp penaos an den a zo justifiet dre ar feiz, heb oberou al lezen. (29) Doue hag hen a zo hep-ken Doue ar Judevien ? Daoust ha n’eo ket hen ive Doue ar Jentiled ? Eo zur ! Doue ar Jentiled eo ive ; (30) rag beza ez euz eun Doue hep-ken, pehini a justifio ar re circonciset dre ar feiz, hag ar re dicirconcis dre ar feiz.

(31) Daoust ha dre ar feiz e tiskaromp al lezen ? Pell ac’hane ! Er c’hontrol, krenvaad a reomp al lezen.


CHABISTR IV.


PE seurt avantach eta a livirimp-ni hen deuz Abraham, hon tad, kavet hervez ar c’hig ? (2) rag mar d’eo bet justifiet Abraham dre an oberou, hen deuz leac’h d’en em c’hlorifia, mes nann dirag Doue. (3) Rag petra a lavar ar Scritur ? Abraham a gredaz da Zoue, hag e oe countet kement-se dezhan evit justis. (4) Hogen, d’an hini a labour, ar gobr na vez ket countet evel eur c’hras, mes evel eur gle. (5) Mes d’an hini na labour ket, mes a gred en hini a justifi ar pec’her, he feiz a zo countet dezhan evel justis.

(6) Evel-se eo e teu David da ziscleria eürusted an den a zo countet just gant Doue heb an oberou : (7) Eürus, emezhan, ar re a zo pardonet dezhe ho gwall-oberou, hag a zo goloet dezhe ho fec’hejou ! (8) Eürus an den da behini an Aotrou na gounto ket he bec’hed !

(9) Daoust hag an eürusted-se n’ed eo nemed evit ar re circonciset hep-ken ? Pe ive evit ar re dicirconcis ? rag lavaret a reomp penaos he feiz a oe countet da Abraham evit justis. (10) Mes pe-gouls eta eo bet countet dezhan evit justis ? Goude ma oa bet circonciset, pe araog ? Ne oa ket goude, mes e-pad ma oa c’hoas dicirconcis. (11) Hag e recevaz merk ar circoncision, evel eur siel euz ar justis hen doa bet dre ar feiz, pa oa c’hoas dicirconcis ; evit ma vije tad d’ar re holl a gred, evithe da veza dicirconcis ; ha ma teuje ho feiz da veza ive countet dezhe evit justis ; (12) ha ma vije ive tad d’ar re a zo circonciset, da lavaret eo, d’ar re pere ouzpen ma’z int circonciset, a heuil ive an hent euz ar feiz, hen doa heuillet hon tad Abraham, araog beza bet circonciset.

(13) Rag, n’e ket dre al lezen eo bet great da Abraham, pe d’he lignez, ar bromessa da gaoud ar bed evit heritach, mes dre ar justis euz ar feiz ; (14) rag mar d’eo ar re euz al lezen eo an heritourien, ar feiz a zo didalvoudec, ha n’euz promessa ebed ken. (15) Rag al lezen a zigas ar goler ; rag el leac’h n’euz lezen e-bed, n’euz ket ken neubeud a dor-lezen. (16) Dre ar feiz eta eo ez omp heritourien, evit ma vezo dre c’hras, ha ma vezo assuret ar bromessa d’an holl lignez, n’e ket hep-ken d’an hini a zo dindan al lezen, mes ive d’an hini a zo euz a feiz Abraham, pehini a zo tad deomp holl, (17) (hervez ma’z eo scrivet : Me em euz da lakeat da dad da galz a nationou), tad deomp, a lavaran, dirag Doue, da behini e credaz, ha pehini a ro buez d’ar re varo, hag a c’halv an traou n’emaint ket, evel pa vefent. (18) Oc’h esperoud heb sujet a esperans ebed, hen deuz credet e teuje da veza tad da galz a nationou, hervez ar pez a oa bet lavaret : Ker braz-ze e teui da lignez da veza. (19) Ha dre ne oa ket febl er feiz, ne chomaz ket da zonjal e oa he gorf dija dinerzet (pa’z eo gwir e oa erru tost da gant vloaz) ; na ken neubeud e oa Sara er meaz euz an oad da gaoud bugale ; (20) ha n’hen doe na douetans na disfiz euz ar bromessa a Zoue, mes krenveet e oe gant ar feiz, hag e roaz gloar da Zoue, o veza persuadet mad, (21) penaos ez eo galloudec awalc’h ober ar pez hen deuz prometet. (22) Abalamour da ze eo e oe countet dezhan kement-se evit justis.

(23) Hogen, n’e ket evithan hepken, eo bet scrivet penaos e oe countet kement-se dezhan evit justis ; (24) mes ive evidomp-ni, da bere e vezo ive countet kement-se, evidomp-ni pere a gred en Hini hen deuz savet a-douez ar re varo Jesus hon Aotrou, (25) pehini a zo bet livret evit hor pec’hejou, hag a zo resussitet evit hon justification.


CHABISTR V.


OVEZA eta justifiet dre ar feiz, hon euz ar peoc’h gant Doue, dre hon Aotrou Jesus-Christ, (2) pehini hen deuz lakeat ac’hanomp da gaoud, dre ar feiz, an antre er c’hras-se, en pehini e chomomp stard, ha d’en em c’hlorifia en esperans euz a c’hloar Doue ; (3) ha n’eo ket en kement-se hep-ken, mes en em c’hlorifia a reomp c’hoas en afflictionou, o c’houzout penaos an affliction a zigas ar batianted, (4) hag ar batianted ar vertuz amprouvet-mad, hag ar vertuz amprouvet-mad an esperans. (5) Hogen, an esperans n’ed eo ket tromplus, rag karantez Doue a zo skulliet en hor c’halonou, gant ar Spered-Santel a zo bet roet deomp.

(6) Rag, pa oamp c’hoas hep nerz, ar C’hrist a varvaz en he amzer, evit ar bec’herien. (7) Rag, dies e vefe kavoud eun den contant da vervel en plas eun den just ; marteze c’hoas e rafe unan-benag kement-se evit eun den mad. (8) Mes en kement-man e tiskouez Doue he garantez en hon c’henver-ni ma’z eo marvet ar C’hrist evidomp, pa oamp c’hoas pec’herien. (9) O veza eta justifiet breman dre he oad, kent a ze, e vezimp saivet dre enhan euz ar goler a Zoue. (10) Rag, mar d’omp bet, pa oamp c’hoas inimied, unanet a-nevez gant Doue dre varo he Vab ; kent a ze, o veza dija unanet ganthan, e vezimp salvet dre he vuez.

(11) N’eo ket an dra-ze hep-ken ; mes en em c’hlorifia a reomp en Doue dre hon Aotrou Jesus-Christ, dre behini hon euz recevet breman ar c’hras da veza unanet gant Doue.

(12) Dre-ze, evel ma’z eo dre eun den hep-ken ez eo deuet ar pec’hed er bed, hag ar maro dre ar pec’hed ; evel-se ive ar maro a zo deuet d’en em asten var an holl dud, rag holl ho deuz pec’het. (13) Rag ar pec’hed a oa er bed araog al lezen ; mes ar pec’hed na vez ket countet, pa ne vez lezen e-bed. (14) Koulskoude ar maro hen deuz renet adaleg Adam bete Moises, var ar re memeus n’ho doa ket pec’het dre eun tor-lezen henvel ouz hini Adam, ar skeuden euz an hini a dlie da zond.

(15) Mes ne c’hoarvez ket gant an donezon evel gant ar pec’hed. Rag, mar d’eo bet pec’hed unan pen-caoz da varo kalz, kent a ze gras Doue, hag an donezon euz ar c’hras pehini a zeu euz a eun den hepken, da lavaret eo Jesus-Christ, a zo en em skulliet en abondans var galz a dud !

(16) Ha ne c’hoarvez ket gant an donezon-ze, evel gant ar pez a zo arruet dre ar pec’hed euz a unan hep-ken ; rag ar setans a gondaonation a zeu dre eur pec’hed hep-ken ; mes an donezon euz ar c’hras a justifi an den, goude ma’z euz kalz a bec’hejou. (17) Rag, mar d’eo deuet ar maro da ren abalamour da bec’hed unan hepken, dre an den-ze hep-ken, kent a ze, ar re a receo an abondans euz ar c’hras hag euz an donezon a justis, a reno er vuez dre unan hepken, da lavaret eo, dre Jesus-Christ !

(18) Evel-se eta, mar d’eo bet eur pec’hed hep-ken pen-caoz da gondaonation an holl dud, evel-se ive, dre justis unan hep-ken, e recevo an holl dud ar justification a behini e teu ar vuez. (19) Rag, evel dre dizentidigez eun den hep-ken kalz a zo bet lakeat da veza pec’herien, evel-se ive dre zentidigez unan hep-ken kalz a vezo lakeat da veza just.

(20) Hogen, al lezen a zo deuet evit lakaad ar pec’hed da greski ; mes el leac’h ma hen deuz ar pec’hed cresket, ar c’hras he deuz cresket c’hoas muioc’h, (21) evit ma teuje ar c’hras, evel ma hen deuz renet ar pec’hed evit rei ar maro, da ren ive dre ar justis, evit rei ar vuez eternel, dre Jesus-Christ hon Aotrou.


CHABISTR VI.


PETRA eta a livirimp-ni ? Ha choum a raimp-ni er pec’hed, evit ma teui ar c’hras da greski ? (2) Doue d’hon preservo ! Penaos ni, pere a zo maro d’ar pec’hed, ec’h halfemp-ni c’hoas beva enhan ? (3) Ha na ouzoc’h-hu ket penaos kement hini ac’hanomp a zo bet badezet en Jesus-Christ, a zo bet badezet en he varo ? (4) Sebeliet omp bet eta assambles ganthan en he varo, dre ar vadiziant, evit, evel ma’z eo savet ar C’hrist a-douez ar re varo dre c’hloar an Tad, ma valeimp, ni ive, en eur vuez nevez. (5) Rag, mar d’omp deuet da veza eur memeus planten ganthan, o tond da veza henvel outhan en he varo, e vezimp ive henvel outhan en he resurrection ; (6) o c’houzoud an dra-man, penaos hon den koz a zo bet crucifiet assambles ganthan, evit ma vezo distrujet corf ar pec’hed, hag evit na vezimp mui servicherien ar pec’hed. (7) Rag an hini a zo maro, a zo delivret euz ar pec’hed. (8) Hogen, mar d’omp bet marvet gant ar C’hrist, e credomp penaos e vevimp ive assambles ganthan, (9) o c’houzout penaos ar C’hrist, o veza savet euz a-douez ar re varo, na varv mui, ha penaos ar maro n’hen deuz ken a c’halloud varnezhan. (10) Rag en eur vervel, eo bet marvet eur vech hep-ken evit ar pec’hed ; mes o veza beo, e vev evit Doue. (11) Deuit ive c’houi d’en em gonsideri evel maro d’ar pec’hed, mes beo da Zoue en Jesus-Christ hon Aotrou.

(12) Na lezit ket eta ar pec’hed da ren en ho corf mortel, evit senti outhan en he wall-ioulou ; (13) na roit ket hoc’h izili d’ar pec’hed, evit servichoud da instrumanchou a fallentez ; mes en em roit hoc’h-unan da Zoue, evel tud varo, deuet d’ar vuez, ha grit euz hoc’h izili instrumanchou a justis da Zoue. (14) Rag ar pec’hed n’hen devezo ket a c’halloud varnoc’h, rag n’emoc’h ket dindan al lezen, mes dindan ar c’hras.

(15) Petra eta ? ha pec’hi a raimp-ni abalamour n’emomp ket dindan al lezen, mes dindan ar c’hras ? Doue d’hon preservo ! (16) Ha na ouzoc’h-hu ket penaos, n’euz fors dindan piou en em lakit da zervichoud evel esclav, ez oc’h esclav d’an hini a zentit outhan ; pe d’ar pec’hed evit ar maro, pe d’ar zentidigez evit ar justis ? (17) Mes ra vezo rentet grasou da Zoue, abalamour, goude beza bet esclav d’ar pec’hed, ma hoc’h euz sentet a galon ouz reglen an doctrin a zo bet roet deoc’h. (18) Hogen, o veza bet delivret euz ar pec’hed, c’houi a zo deuet da veza esclav d’ar justis. (19) Hervez giz an dud e komzan, abalamour d’ar zempladurez euz ho kig. Evel eta ma hoc’h euz lakeat izili ho corf da zervicha d’an impurete ha d’ar fallentez evit an droug, grit dezhe breman servichoud evel esclaved d’ar justis evit ar zantelez. (20) Rag pa edoc’h esclaved d’ar pec’hed, e oac’h libr e-kenver ar justis. (21) Pe seurt frouez a dennac’h-hu neuze euz an traou a bere hoc’h euz mêz breman ? Rag ar fin euz an traou-ze eo ar maro. (22) Mes breman delivret euz ar pec’hed hag esclaved da Zoue, e tennit evit frouez ar zantelez, hag evit fin ar vuez eternel ; (23) rag recompans ar pec’hed eo ar maro ; mes an donezon euz a Zoue eo ar vuez eternel en Jesus-Christ hon Aotrou.


CHABISTR VII.


HA na ouzoc’h-hu ket, Va breudeur, (rag komz a ran da dud hag a anavez al lezen,) ha na ouzoc’h-hu ket penaos al lezen n’he deuz gailoud var an den nemed keit ha ma ema en buez ? (2) Rag ar vaouez pehini a zo dimezet, a zo ereet ouz he ozac’h dre al lezen, keit ha ma choum beo ; mes mar deu an ozac’h da vervel, hi a zo dizereet euz a lezen he ozac’h. (3) Evel-se eta, mar deu, e-pad ma’z eo beo he goaz, da zimezi da eur goaz all, e vezo galvet avoultrez ; mes mar deu he ozac’h da vervel, hi a zo liberet euz al lezen, en hevelep doare ma n’eo ket avoultrez, mar deu da zimezi da eur goaz all. (4) Evel se, va breudeur, c’houi ive a zo maro d’al lezen, dre gorf ar C’hrist, evit beza da eun all, da lavaret eo, d’an hini a zo resussitet a-douez ar re varo, evit ma tougimp frouez da Zoue. (5) Rag pa edomp er c’hig, gwall-ioulou ar pec’hejou, o kemer nerz dre al lezen, a laboure en hon izili, en hevelep doare ma tougent frouez d’ar maro. (6) Mes breman pa’z omp delivret euz al lezen, o veza ma’z orap maro d’al lezen gant pehini e oamp dalc’het, e servichomp Doue en eur spered nevez, ha nann hervez al lizeren, a zo deuet da veza koz.

(7) Petra eta a livirimp-ni ? Ez eo al lezen pen-caoz d’ar pec’hed ? Doue ra viro ! Koulskoude n’am euz anavezet ar pec’hed nemed dre al lezen ; rag n’am bije ket anavezet ar gwall-ioul, ma n’hen divije ket lavaret al lezen : Na c’hoantai ket. (8) Mes ar pec’hed, o veza kemeret occasion euz ar gourc’hemen, hen deuz lakeat enoun a bep seurt gwall-ioulou. Rag anez al lezen, ar pec’hed a zo maro. (9) Rag me a oa beo, pa oann gwech-all heb lezen ; mes pa eo deuet ar gourc’hemen, ar pec’hed hen deuz kemeret buez adare, hag ez oun deuet da vervel ; (10) hag ez eo c’hoarvezet ma eo deuet ar gourc’hemen a dlie rei d’in ar vuez, da rei d’in ar maro. (11) Rag ar pec’hed, o kemer occasion euz ar gourc’hemen, hen deuz touellet ac’hanoun, hag hen deuz va lazet dreizhan. (12) Al lezen eta a zo santel, hag ar gourc’hemen a zo santel, just ha mad.

(13) Daoust eta hag ar pez a zo mad hen deuz roet d’in ar maro ? E giz e-bed ! mes ar pec’hed, evit diskouez eo pec’hed, hen deuz roet d’in ar maro dre eun dra vad, evit ma teuje ar pec’hed dre ar gourc’hemen da veza gwall-bec’hedus.

(14) Rag ni a oar penaos al lezen a zo spirituel ; mes me a zo kigus, gwerzet d’ar pec’hed. (15) Rag ne gavan ket e vez mad ar pez a ran, ne ran ket ar pez a fell d’in, mes ober a ran ar pez em euz kassoni outhan. (16) Hogen, mar gran ar pez na fell ket d’in, ec’h anzavan dre eno ez eo mad al lezen. (17) Ha breman n’eo mui me a ra kement-se, mes ar pec’hed pehini a choum enoun. (18) Rag gouzoud a ran penaos ar mad na choum ket enoun, da lavaret eo, em c’hig, rag bolontez em euz da ober ar pez a zo mad ; mes ne deuan ket a-ben d’hen ober. (19) Rag ne ran ket ar mad a fell d’in ; mes ober a ran an droug ne fell ket d’in da ober. (20) Hogen mar gran ar pez ne fell ket d’in, n’e ket me eo her gra eta, mes ar pec’hed eo, pehini a choum enoun. (21) Kavoud a ran eta enoun va-unan al lezen-man : pa fell d’in ober ar mad, an droug a chom stag ouzin. (22) Rag kemer a ran plijadur el lezen Doue, hervez an den a-ziabarz ; (23) mes gwelet a ran eul lezen all em izili, pehini a stourm ouz lezen va spered hag am dalc’h ereet dindan lezen ar pec’hed, pehini a zo em izili. (24) Den maleürus ma’z oun ! piou a zelivro ac’hanoun euz ar c’horf-man a varo ?..... (25) Trugarekaad a ran Doue dre Jesus-Christ hon Aotrou ! Evel-se eta, dre ar spered, ez oun stag ouz lezen Doue, mes dre ar c’hig, ouz lezen ar pec’hed.

CHABISTR VIII.


N’EUZ ket eta breman a gondaonation evit ar re pere a zo en Jesus-Christ, hag a vale, nann hervez ar c’hig, mes hervez ar spered ; (2) rag lezen ar Spered a vuez, pehini a zo en Jesus-Christ, he deuz va delivret euza lezen ar pec’hed hag ar maro. (3) Rag ar pez a oa impossubl d’al lezen, abalamour ma oa rentet dic’halloud dre ar c’hig, Doue hen deuz hen great : o tigas he Vab he-unan en eur c’hig henvel ouz hini ar pec’hed ; hag evit ar pec’hed, hen deuz condaonet ar pec’hed er c’hig ; (4) evit ma vije accomplisset ar justis euz al lezen enomp-ni, pere na valeomp ket hervez ar c’hig, mes hervez ar Spered. (5) Rag ar re a vev hervez ar c’hig, a laka ho c’harantez en traou ar c’hig ; mes ar re a vev hervez ar Spered, a gar an traou euz ar Spered. (6) Rag ar garantez euz ar c’hig eo ar maro ; mes ar garantez euz ar Spered eo ar vuez hag ar peoc’h ; (7) rag ar garantez euz ar c’hig a zo kassoni ouz Doue ; rag ne bleg ket da lezen Doue ; hag evit-gwir na hell ket hen ober. (8) Hogen, ar re a zo er c’hig na hellont ket plijoud da Zoue.

(9) Evidoc’h-choui, n’ez oc’h ket er c’hig, mes er Spered, gant ma vezo Spered Doue o choum enoc’h. Hogen, mar d’euz unan-benag ha n’hen deuz ket Spered ar C’hrist, hennes n’eo ket dezhan. (10) Mes mar ema ar C’hrist enoc’h, ar c’horf evit-gwir a zo maro abalamour d’ar pec’hed, mes ar spered a zo beo abalamour d’ar justis. (11) Ha mar ema Spered an hini hen deuz savet Jesus a-douez ar re varo o choum enoc’h, an hini hen deuz savet ar C’hrist a-douez ar re varo a rento ive ar vuez d’ho corfou marvel, dre he Spered, pehini a choum enoc’h.

(12) Evel-se eta, breudeur, n’omp ket dleourien d’ar c’hig, evit beva hervez ar c’hig. (13) Rag, mar bevit hervez ar c’hig, e varvfot ; mes mar lakit, dre ar Spered, oberou ar c’horf da vervel, c’houi a vevo. (14) Rag ar re holl a zo cunduet gant Spered Doue, a zo bugale da Zoue.

(15) Rag n’hoch euz ket recevet eur spered a esclavach, evit kaoud aoun c’hoas ; mes recevet hoc’h euz eur Spered a adoption, dre behini e criomp : Abba, Tad. (16) Rag ar Spered he-unan a rent testeni d’hor spered-ni, penaos ez omp bugale da Zoue. 17) Ha mar d’omp bugale, ez omp ive heritourien ; heritourien da Zoue, ha kenheritourien gant ar C’hrist ; gant ma teuimp da c’houzanv koulskoude assambles ganthan, evit ma vezimp ive glorifiet assambles ganthan.

(18) Rag me a gav d’in penaos souffransou an amzer prezant-man n’int netra e-kichen ar gloar da zond, a dle beza diskouezet enomp-ni. (19) Rag an holl grouadurien a zo o c’hortoz, gant eun hast braz, ma vezo diskouezet bugale Doue, (20) (rag n’e ket dre ho bolontez ho-unan eo ar grouadurien lakeat da blega d’ar vanite, mes abalamour d’an Hini hen deuz ho lakeat da blega,) (21) en esperans ma vezint delivret ive euz a esclavach ar vreinadurez, evit beza el liberte glorius euz a vugale Doue. (22) Rag ni a oar penaos, bete vreman, an holl grouadurien a zo oc’h huanadi assambles, hag a zo assambles en poan ar goentrou ; (23) ha n’e ket ar re-man hep-ken, mes ive ni hon-unan pere hon euz ar c’henta frouez euz ar Spered, huanadi a reomp ive enomp hon-unan, en eur c’hortoz an adoption, ar redemption euz hor c’horf. (24) Rag en esperans eo ez omp salvet. Hogen, pa veler ar pez a esperer, kement-se n’eo ken eun esperans ; rag, penaos ec’h heller esperoud ar pez a veler ? (25) Mes ma c’hesperomp ar pez na velomp ket, ez omp ouz he c’hortoz gant patianted.

(26) Hag ouz-pen-ze ive ar Spered a zicour ac’hanomp en hor sempladureziou ; rag na ouzomp ket petra a dleomp da c’houlen evit pidi evel ma’z eo dleet ; mes ar Spered he-unan a zeu da intercedi evidomp dre huanadou ha na heller ket ho rei da gompren. (27) Koulskoude an hini a vel bete fons ar c’halonou, a oar petra eo karantez ar Spered, pehini a bed hervez Doue evit ar zent.

(28) Hogen, gouzoud a reomp ive penaos pep tra a dro da vad gant ar re a gar Doue, gant ar re a zo galvet hervez he volontez. (29) Rag ar re a zo bet anavezet ganthan a-ziagent, hen deuz ive ho merket a-ziagent, evit beza henvel ouz imach he Vab, evit ma vije he-man ar c’henta-ganet etouez kalz a vreudeur ; (30) Hag ar re a zo bet merket ganthan a-ziagent, ar re-ze hen deuz ive galvet ; hag ar re hen deuz galvet, ar re-ze hen deuz ive justifiet ; hag ar re hen deuz justifiet, ar re-ze hen deuz ive glorifiet.

(31) Petra a livirimp-ni eta var gement-man ? Mar ema Doue evidomp, piou a vezo a-enep deomp ? (32) Hen, pehini n’hen deuz ket espernet he Vab he-unan, mes hen deuz livret anezhan evidomp-ni holl, penaos na roi-hen ket ive deomp pep tra assambles ganthan ? (33) Piou a zavo evit tamal ar re choazet gant Doue ? Doue eo an hini a justifi anezhe. (34) Piou a gondaono anezhe ? Ar C’hrist a zo marvet, hag ouzpen-ze resussitet eo, azezet eo memeus en tu-deo da Zoue, hag intercedi a ra ive evidomp. (35) Piou a zispartio ac’hanomp euz a garantez ar C’hrist ? Pe an affiiction, pe an enkrez, pe ar bersecution, pe an naoun, pe an noazder, pe an danger, pe ar c’hleze ? (36) Evel ma’z eo scrivet : Bemdez ez omp livret d’ar maro abalamour d’id, ha kemeret omp evel denved, pere a zo merket evit beza lazet. (37) Er c’hontrol, en holl draou-ze e c’hounezomp ar victoar ha muioc’h c’hoas, dre an hini hen deuz karet ac’hanomp. (38) Rag assur oun penaos, nag ar maro, nag ar vuez, nag an elez, nag ar brinselezou, nag ar puissansou, nag an traou a vreman, nag an traou da zond, (39) nag an huelder, nag an dounder, na crouadur all e-bed, na hello dispartia ac’hanomp euz a garantez Doue, diskouezet en Jesus-Christ hon Aotrou.


CHABISTR XI.


ME a lavar ar wirionez er C’hrist, na lavaran gaou e-bed ; ha va c’houstians a ro testeni d’in dre ar Spered-Santel, (2) penaos em euz eun dristidigez vraz, ha ne baouez ket va c’halon da veza tourmantet. (3) Rag karoud a rajen beza va-unan milliget, pell diouz ar C’hrist, evit va breudeur, va c’herent hervez ar c’hig ; (4) pere a zo Israelited, euz a bere ec’h apparchant an adoption, ar gloar, an alliansou, al lezen, ar servich divin hag ar promessaou ; (5) pere a zo deuet euz a lignez an tadou, hag euz a bere eo ganet, hervez ar c’hig, ar C’hrist, pehini a zo Doue dreist an holl, benniget da virviken. Amen !

(6) N’eo ket m’hen defe ger Doue faziet ; rag ar re holl a zo deuet euz a lignez Israel, n’int ket euz a Israel ; (7) hag evithe da veza lignez Abraham, n’int ket holl he vugale ; mes scrivet eo : En Isaac e vezo eul lignez hag a zougo da hano ; (8) da lavaret eo, n’e ket bugale ar c’hig eo a zo bugale da Zoue ; mes bugale ar bromessa eo ar re a zo countet da veza al lignez. (9) Rag, setu aman geriou ar bromessa : D’ar poent-man ar bloaz e teuin adare, ha Sara he devezo eur mab.

(10) Ha n’eo ket a-walc’h kement-se ; mes gant Bebecca e c’hoarvezaz hement-all, pa he doe concevet daou vab assambles, euz a Isaac, hon tad. (11) Rag ne oant ket ganet c’hoas, ha n’ho doa great na droug na vad, ha koulskoude, evit ma choumje stard ar choaz a Zoue, nann abalamour d’an oeuvrou, mes abalamour d’an hini a c’halv, e oe lavaret dezhi : (12) Ar c’hossa a vezo lakeat dindan ar yaouanka. (13) Evel ma’z eo scrivet : Karet em euz Jacob, mes kas em euz bet euz Esaü.

Petra eta a livirimp-ni ? (14) Ha bez’ a zo injustis en Doue ? E feçon e-bed. (15) Rag lavaret hen deuz da Voises : Me em bezo trugarez euz an hini a behini em bezo trugarez, hag em bezo truez euz an hini a behini em bezo truez. (16) Kement-se ne deu ket eta euz a volontez an den, nag euz an hini a red ; mes euz a Zoue pehini a ra trugarez. (17) Rag ar Scritur a lavar da Pharaon : Evit kement-man em euz da zavet, evit diskouez enoud va galloud, ha ma vezo discleriet va hano dre ar bed holl. (18) Ober a ra eta trugarez d’an neb ma plij dezhan, hag e laka da galedi an neb a fell dezhan.

(19) Hogen te a lavaro d’in : Perag e teu Doue c’hoas d’en em glem ? Rag piou a hell enebi ouz he volontez ? (20) Mes kentoc’h, O den, piou oud-de, evit disput ouz Doue ? Daoust hag ar pod-pri a lavaro d’an hini hen deuz great anezhan : Perag ec’h euz-te va great evel-hen ? (21) Daoust ha n’hen deuz ket ar poder ar galloud da ober euz ar memeus tolzen-bri, eur vessel evit usachou henorabl, hag unan all evit usachou disterroc’h ? (22) Ha petra da lavaret, mar hen deuz Doue, o felloud dezhan diskouez he goler ha rei da anaoud he c’halloud, anduret gant eur batianted vraz vesseliou ar goler, great evit ar gollidigez ? (23) Evit rei da anaoud ive ar pinvidigeziou euz he c’hloar var ar vesseliou a drugarez, great ganthan en avans evit ar gloar, (24) da lavaret eo, var-n’omp-ni pere a zo bet galvet ganthan, nann euz a-douez ar Judevien hep-ken, mes ive euz a-douez ar Jentiled ? (25) Hervez m’hen lavar ive er profet Osee : Me a c’halvo va fobl, ar re ne oant ket va fobl, ha va muia-karet, an hini ne oa ket va muia-karet ; (26) hag e c’hoarvezo penaos el leac’h memeus ma oa bet lavaret dezhe : N’oc’h ket va fobl, eno e vezint galvet bugale an Doue beo. (27) Isaias ive a zav he vouez, da lavaret divarben Israel : Ha pa vez an niver euz a vugale Israel ker braz hag hini an treaz euz ar mor, eul loden vihan hep-ken a zilerc’h a vezo salvet. (28) Rag an Aotrou a echuo hag a zivero an affer gant justis ; an Aotrou a rai eun diminu vraz var an douar. (29) Isaias hen devoa lavaret ive araog : Ma n’hen divije Aotrou an armeou lezet ganeomp unan-benag euz bon raç, e vijemp deuet da veza evel Sodom, hag e vijemp bet rentet henvel ouz Gomor.

(30) Petra eta a livirimp-ni ? Penaos ar Jentiled, pere ne glaskent ket ar justis, ho deuz kavet ar justis, da lavaret eo, ar justis a zo dre ar feiz ; (31) eleac’h Israel, pehini a glaske eul lezen a justis, n’eo ket deuet aben da gavoud al lezen-ze a justis. (32) Perag ? Abalamour n’ho deuz ket he c’hlasket dre ar feiz, mes dre oeuvrou al lezen : rag en em stropet int ouz ar mean a laka da gweza ; (33) evel ma’z eo scrivet : Setu e lakaan en Sion eur mean a wall-lam hag eur roc’h a scandal ; ha : Piou-benag a gred enhan, n’hen devezo ket a leac’h da gaoud mêz.


CHABISTR X.


BREUDEUR, dezir va c’halon, ha va feden da Zoue evit Israel, eo ma vezint salvet. (2) Rag rei a ran an desteni-man dezhe, penaos ho deuz zêl evit Doue ; mes eur zêl heb anaoudegez ; (3) rag evel na anavezont ket ar justis a Zoue, hag o klask etablissa ho justis ho-unan, n’ho deuz ket pleget d’ar justis a Zoue. (4) Rag ar C’hrist eo ar fin euz al lezen, evit justifia kement den a gred.

(5) Rag Moises a scriv evel-hen divarben ar justis a zeu euz al lezen : An den a rai an traou-man, a vevo dreizhe. (6) Mes ar justis a zeu dre ar feiz a gomz evel-hen : Na lavar ket en da galon : Piou a bigno en env ? Lavaret kement-se eo digas ar C’hrist d’an traon ac’hane ; (7) pe c’hoas : Piou a ziskenno e calon an douar ? Kement-se eo lakaad ar C’hrist da zevel a-douez ar re varo. (8) Petra eta a lavar-hi ? Ar ger a zo tost d’id, en da c’henou hag en da galon. Setu eno ger ar feiz a brezegomp. (9) Lavaret a ra penaos mar deuez da anzav a c’henou ez eo Jesus an Aotrou, ha mar credez en da galon hen deuz Doue savet anezhan a-douez ar re varo, e vezi salvet. (10) Rag euz ar galon e creder, evit kaoud ar justis, ha gant ar genou eo ec’h anzaver, (11) evit kaoud ar zilvidigez. Rag ar Scritur a lavar : Piou-benag a gred enhan, n’hen devezo ket a leac’h da gaoud mêz.

Rag n’euz ket a zifferans etre ar Judeo hag ar Grek, (12) rag holl ho deuz ar memeus Aotrou, (13) pehini a zo pinvidic evit ar re holl a c’halv anezhan. Rag piou-benag a c’halvo hano an Aotrou, a vezo salvet.

(14) Penaos eta e c’halvint-hi an hini en pehini n’ho deuz ket credet ? Ha penaos e credint-hi en hini euz a behini n’ho deuz ket klevet komz ? Ha penaos e klevint-hi, ma ne vez den da brezeg ? (15) Ha penaos e vezo prezeget, ma ne vez digasset den ? evel ma’z eo scrivet : Na peger kaer eo treid ar re a zigas ar c’helou mad euz ar peoc’h, ar re a annons traou mad ! (16) Mes n’ho deuz ket sentet holl ouz an Aviel ; rag Izaias a lavar : Aotrou, piou hen deuz credet d’ar pez hon euz-ni prezeget ?

(17) Evel-se eta, ar feiz a zeu euz ar pez a glever, hag ar pez a glever, a zeu euz a c’her Doue. (18) Mes me her goulen, ha n’ho deuz-hi ket her c’hlevet ? Eo zur, ho mouez a zo eat dre ar bed holl, hag ho c’homzou beteg ar pennou pella euz ar bed. (19) Me her goulen c’hoas : Daoust hag Israel n’hen deuz ket bet a anaoudegez euz ar ger-ze ? Da genta Moises a lavar : Me a lakai ar jalouzi da zevel enoc’h dre eur bobl ha n’eo ket va fobl ; lakaad a rin droug da zevel enoc’h dre eur bobl dibourvez a skiant. (20) Hag Isaias hen deuz an hardiegez da lavaret : Kavet oun bet gant ar re na glaskent ket ac’hanoun, anavezet oun bet gant ar re na c’houlennent ket divar va fen. Mes divarben Israel, e lavar : A-hed an deiz em euz astennet va daouarn var-zu eur bobl pehini a stourm ha na zent ket.


CHABISTR XI.


GOULEN a ran eta : Daoust ha Doue hen deuz taolet he bobl diouthan ? Pell a ze ; rag me va-unan a zo euz a Israel, euz a lignez Abraham, euz a dribu Benjamin. (2) Doue n’hen deuz ket taolet diouthan he bobl pehini hen deuz anavezet a-ziagent. Ha na ouzoc’h-hu ket petra a lavar ar Scritur divarben Elias, penaos e reaz klem ouz Doue a-enep Israel, en eur lavaret : (3) Aotrou, lazet ho deuz da brofeted, ha diskaret ho deuz da aoteriou ; ha me a zo choumet va-unan, hag emaint o klask lemmel va buez diganen. (4) Mes pe seurt respont a reaz Doue dezhan ? Miret em euz evidoun va-unan seiz mil den, pere n’ho deuz ket pleget ho glin dirag Bahal. (5) Beza ez euz eta ive en amzer-man eur rum tud hag a zo bet miret, hervez ar choaz euz he c’hras. (6) Hogen mar d’eo dre ar c’hras int bet choazet, n’eo ket mui dre an oberou ; anez ar c’hras ne vije mui eur c’hras ; a-hend-all, mar d’eo dre an oberou, neuze n’eo mui dre ar c’hras ; anez an oberou ne vijent mui oberou. Petra eta ? (7) Israel n’hen deuz ket kavet ar pez a glaske, mes ar re choazet ho deuz hen kavet, hag ar re all a zo bet kaledet, (8) hervez ma’z eo scrivet : Doue hen deuz roet dezhe eur spered a bounner-gousk, daou-lagad ha na velont ket, ha diou-skouarn ha na glevont ket, beteg an devez-man. (9) Ha David a lavar : Ra vezo ho zaol evithe eur roued hag eur pech, eun occasion da gweza hag ho recompans ; (10) ra vezo ho daoulagad tenvaleet evit na velint ket, ha ra vezo ho c’hein daou-bleget da viken.

(11) Her goulen a ran eta : Daoust hag assoupi ho deuz great evit kweza ? Doue ra viro ! mes dre ho lam eo deuet ar zilvidigez d’ar Jentiled, evit lakaad ar jalouzi da zevel enhe. (12) Hogen, mar d’eo bet ho lam pen-caoz da binvidigez ar bed, hag ho c’holl pen-caoz da binvidigez ar Jentiled, pegement mui e vezo conversion ar bobl holl ?

(13) Rag me a lavar deoc’h-hu, Jentiled : O veza ma’z oun abostol ar Jentiled, e c’hlorifian va c’harg, (14) o klask, mar gallan, lakaad an dud euz va goad da c’hoantaad beza par d’ar re all, ha da zavetei unan-benag anezhe. (15) Rag mar d’eo deuet ar bed da veza unanet gant Doue, dre ma’z eo bet ar re-man taolet a-gostez, pa vezint galvet a-nevez, petra a vezo kement-se, nemed eur resurrection euz a varo ?

(16) Hogen, mar d’eo santel ar c’henta frouez, ar rest euz ar frouez a zo santel ive ; ha mar d’eo santel ar c’hrizien, ar brancou a zo santel ive. (17) Mes mar d’eo bet diskolpet unan-benag euz ar brancou, ha te, gwezen olivet sauvach, mar d’oud bet greffet en ho flas, ha mar d’oud deuet da gaoud lod er c’hrizien hag er mêl euz ar vezen olivet, (18) n’ed a ket da denna gloar d’id da-unan divar goust ar brancou ; pe mar grez, bez sonj n’eo ket te a zoug ar c’hrizien, mes ar c’hrizien, eo a zoug ac’hanoud. (19) Mes te a lavaro : Ar brancou a zo bet diskolpet, evit ma vijen-me greffet. (20) Mad ; diskolpet int bet abalamour ne gredent ket ; mes te a choum stard dre ar feiz ; diwall d’en em huellaad, mes bez var da aoun. (21) Rag mar n’hen deuz ket Doue espernet ar brancou naturel, laka evez gant aoun na espernfe ket ac’hanoud-de ken neubeud.

(22) Sell eta ouz ar vadelez hag ouz ar garventez a Zoue ; he c’harventez e-kenver ar re a zo kwezet, mes he vadelez en da genver-te, mar kendalc’hez en he vadelez ; anez, te ive a vezo diskolpet. (23) Hag evit ar pez a zell ar re-ze, mar na choumont ket en discredoni, e vezint greffet a-nevez ; rag Doue hen deuz ar galloud d’ho greffa adare. (24) Rag mar d’oud bet troc’bet euz ar vezen olivet sauvach, ha mar d’oud bet, er c’hontrol d’an natur, greffet var eur vezen olivet vad ; pegement kentoc’h na vezo ket ar re a zo ar brancou naturel greffet var ho gwezen olivet ho-unan ?

(25) Rag ne fell ket d’in, breudeur, ec’h ignorfac’h ar myster-man, evit na veot ket fur dirag ho taou-lagad hoc’h-unan ; penaos eul loden euz a Israel a zo kwezet en dallentez, bete ma vezo holl bobl ar Jentiled antreet en Iliz. (26) Hag evel-se Israel holl a vezo salvet, hervez ma’z eo scrivet : Al liberatour a zeui euz a Sion, hag a bellaio euz a Jacob peb impiete ; (27) hag houman eo an allians a rin ganthe, pa lammin kuit ho fec’hejou.

(28) Gwir eo penaos, e-kenver an Aviel ez int enebourien, abalamour deoc’h ; mes e-kenver ar choaz a Zoue, ez int karet abalamour d’ho zadou, (29) rag donezonou ha galvedigez Doue ne hellont ket beza torret. (30) Hag evel ma’z oc’h bet ive gwech-all dizent ouz Doue, ha m’hoc’h euz koulskoude kavet breman trugarez dre ho dizentidigez ; (31) evel-se, ez int deuet breman da veza dizent, evit ma ho devezo trugarez, dre an drugarez a zo bet great deoc’h. (32) Rag Doue hen deuz lakeat an holl da veza assambles en dizentidigez, evit ober trugarez d’an holl.

(33) O dounder euz ar binvidigez, hag euz ar furnez, hag euz ar wiziegez a Zoue ! Pegen incomprenabl eo he varnedigeziou, pegen dies da anaoud he henchou ! (34) Rag piou hen deuz anavezet sonj an Aotrou, pe piou hen deuz roet eun ali-benag dezhan ? (35) Pe c’hoas, piou hen deuz roet eun dra-benag dezhan da genta, hag e vezo rentet dezhan adare ? (36) Rag an holl draou a zo diganthan, ha dreizhan, hag evithan : Dezhan ar gloar da viken ! Amen !


CHABISTR XII.


HO pedi a ran eta, breudeur, dre an drugarezou a Zoue, da rei ho corfou en sacrifis beo, santel, hag agreabl da Zoue, rag evel-se e tere ouzoc’h hen servicha. (2) Ha na gemerit ket skouer var ar bed-man, mes bezit chanchet holl, en eur zond da gaoud eur spered nevez, evit ma c’hanavezfot ez eo bolontez Doue mad, agreabl ha parfet.

(3) Hogen, lavaret a ran da bep hini ac’hanoc’h, dre ar c’hras a zo bet roet d’in, diwall da gaoud anezhan he-unan eun istim brassoc’h eged n’eo dleet, mes kaout santimanchou deread, hervez ar muzur euz ar feiz a zo bet roet da bep hini. (4) Rag, evel ma hon euz en eur c’horf hepken kalz a izili, ha n’ho deuz ket an holl izili-ze ar memeus labour da ober ; (5) evel-se ni, petra-benag ma’z euz kalz ac’hanomp, ez omp eur c’horf hep-ken er C’hrist ; hag ez omp pep hini ac’hanomp iziii an eil d’egile ; (6) mes evel ma hon euz donezonou dishenvel, hervez ar c’hras a zo bet roet deomp, greomp usach anezhe, mar d’eo an donezon a brofesi, en eur exerci anezhi hervez muzur ar feiz ; (7) pe a zervich Doue, oc’h en em rei d’ar zervich-se ; pe a instruction, en eur instrui ; pe a exhortation, en eur exhorti. (8) Ra zeuio an hini a zistribu an aluzennou, d’hen ober gant lealded ; an hini a zo lakeat da brezidant, da ober he garg gant evez ; an hini a ra ceuvrou a vizericord, d’ho ober gant joa.

(9) Ra vezo ar garantez leal. Kemerit kas ouz an droug, en em stagit ferm ouz ar mad. (10) Evit ar pez a zell ouz ar garantez etre breudeur, bezit leun a deneredigez an eil evit egile. Er pez a zell ar respet, bezit leun a volontez vad an eil e-kenver egile. (11) Na vezit ket didalvez e-kenver ar zêl. Bezit leun a fervor en ho spered ; servichit an Aotrou. (12) Bezit joaüs en esperans, leun a batianted en afflictionou, ha kendalc’hit er beden. (13) Kemerit perz en ezomou ar zent ; bezit prim da zigemer en ho ti. (14) Bennigit ar re a deu d’ho persecuti ; bennigit, ha na roit ket ho malloz. (15) Bezit laouen gant ar re a zo laouen, ha gwelit gant ar re a zo o wela. (16) Ra vezo ar memeus santimanchou etrezoc’h ; na glaskit ket ar grandeuriou, mes en em gontantit euz an traou izel ; na vezit ket fur dirag ho taou-lagad hoc’h-unan.

(17) Na rentit da zen an droug evit an droug ; en em stagit ouz ar pez a zo mad dirag an holl dud. (18) Mar d’eo possubl, hag en kement ha ma tepant ouzoc’h, bevit en peoc’h gant an holl dud. (19) N’en em venjit ket hoc’h-unan, va breudeur muia-karet, mes lezit ar goler a Zoue da ober kement-se ; rag scrivet eo : Ar venjans a zo d’in-me ; me he rento, eme an Aotrou. (20) Rag-se, mar hen deuz da enebour naoun, ro da zibri dezhan ; mar hen deuz sec’hed, ro da eva dezhan ; rag en eur ober evel-se, e tastumi glaou-tan var he ben. (21) Na lez ket an droug da veza treac’h d’id ; mes treac’h an droug gant ar mad.


CHABISTR XIII.


RA vezo peb den sentus ouz ar puissansou huel ; rag n’euz puissans e-bed ha ne deufe euz a Zoue ; hag ar puissansou a zo breman, a zo bet lakeat gant Doue. (2) Rag-se, piou-benag a stourm ouz an otorite, a zeu da enebi ouz urz Doue ; hag ar re a zeu da enebi, a denno ar varnedigez varnezhe ho-unan. (3) Rag n’eo ket pa rer actionou mad, mes pa rer re fall, e vez leac’h da gaoud aoun rag ar re a c’houarn. Ha te a fell d’id beza heb aoun rag ar puissansou ? Gra ar mad, hag e vezi meulet ganthe. (4) Rag ar Rener a zo servicher Doue evit da vad-te ; mes, mar grez an drouk, diwall, rag n’eo ket evit netra e toug-hen ar c’hleze ; rag eur servicber a Zoue eo, evit renta ar justis, en eur bunissa an hini a ra an drouk. (5) Dre-ze eo red beza sentus, n’e ket hep-ken abalamour d’ar bunition, mes ive abalamour d’ar goustians. (6) Abalamour da ze ive eo e paeit ar c’hargou, rag ministred Doue int, oc’h en em rei d’an deveriou-ze. (7) Rentit eta da bep hini ar pez a zo dleet dezhan ; an tribut d’an neb ma’z eo dleet an tribut ; an taillou d’an neb ma’z eo dleet an taillou ; an doujans d’an neb ma’z eo dleet an doujans ; an henor d’an neb ma’z eo dleet an henor.

(8) Na dleit netra da zen e-bed, nemed ar garantez an eil evit egile ; rag an hini a gar ar re all, hen deuz accomplisset al lezen. (9) Rag, ar gourc’hemenou-man : Na ri ket a avoultriach ; na lazi ket ; na laeri ket ; na liviri ket a desteni faoz ; na c’hoantai ket ; ha kement gourc’hemen all a helfe beza, kement-se holl a zo dalc’het er gomz-man : Karoud a ri da nessa evel-d’oud da-unan. (10) Ar garantez na ra ket a zrouk d’an nessa ; ar garantez eta eo an accomplissamant euz al lezen.

(11) Ha kement-se a dleit da ober, abalamour d’an amzer ma’z omp enhan ; rag breman ema an heur deomp da zihuna euz hor c’housk, pa’z eo gwir ar zilvidigez a zo breman tostoc’h deomp eged pa hon euz credet. (12) An noz a zo avanset mad, hag an deiz a dosta ; taolomp eta diouzomp oberou an devalijen, ha gwiskomp armou ar sclerijen. (13) Baleomp gant honestis evel ma rer en deiz, ha nann en diroll hag er vezventi, nag el lubricite nag el louzdoni, nag er chican, nag en anvi ; (14) mes en em viskit euz an Aotrou Jesus-Christ, ha na zelaouit ket ar c’hig evit he gontanti en he zeziriou fall.


CHABISTR XIV.


AN hini a zo febl er feiz, digemerit anezhan gant madelez, heb disput var an opinionou. (2) Unan a gred ec’h hell dibri euz a bep tra ; hag an hini a zo febl na zebr nemed legumach. (3) An hini a zebr a bep seurt, ra ziwallo da zisprijoud an hini na zebr ket a bep seurt ; hag an hini na zebr ket a bep seurt, ra ziwallo da varn an hini a zebr a bep seurt ; rag Doue hen deuz he zigemeret. (4) Piou oud-de, te pehini a gondaon servicher eun all ? D’he vestr he-unan eo barn anezhan, mar choum en he za, pe mar deu da gweza ; mes choum a rai en he za, rag Doue a zo galloudus evit rei nerz dezhan.

(5) He-man a istim eun devez dreist eun devez all ; hennes a istim an holl deveziou an eil kement hag egile ; ra hen devezo pep den en he spered eur greden barfet eo mad ar pez e ra. (6) An hini a observ an deveziou, a observ anezhe, abalamour d’an Aotrou ; hag an hini na observ ket anezhe, n’ho observ ket, abalamour d’an Aotrou ; an hini a zebr a bep seurt, a zebr, en doujans an Aotrou, rag trugarekaad a ra Doue ; hag an hini na zebr ket a bep seurt, evit an Aotrou eo ne zebr ket, hag e rent ive grasou da Zoue. (7) Rag, hini ac’hanomp na vev evithan he-unan, hag hini ac’hanomp na varv evithan he-unan. (8) Mar bevomp, evit an Aotrou eo e vevomp ; ha mar marvomp, evit an Aotrou eo e varvomp ; evel-se ’ta, daoust pe beva, pe vervel a reomp, ez omp d’an Aotrou. (9) Rag evit se eo marvet ar C’hrist, ha resussitet, hag hen deuz kemeret adare ar vuez, evit dond da ren var ar re veo ha var ar re varo.

(10) Mes te, perag e varnez-te da vreur ? Ha te ive, perag e tisprijez-te da vreur ? pa’z eo gwir e vezimp lakeat holl dirag tribunal ar C’hrist. (11) Rag scrivet eo : Evel ma’z oun beo, eme an Aotrou, pep glin a blego dirazoun, ha pep teod a rento gloar da Zoue. (12) Evel-se ’ta pep hini ac’hanomp a rento count da Zoue evithan he-unan.

(13) N’en em varnomp mui eta an eil egile ; mes barnit kentoc’h ne dleer rei nag occasion da bec’hi, na scandal e-bed d’hor breur. (14) Me a oar, hag a zo sur mad dre an Aotrou Jesus, penaos n’euz netra souillet anezhan he-unan ; koulskoude an hini a sonj dezhan ez eo souillet eun dra, an dra-ze a zo souillet evithan. (15) Mes ma vez da vreur glac’haret ganez abalamour da eur boued-benag, n’en em gomportez mui hervez ar garantez. Ne laka ket da vond da goll, dre da voued, an hini evit pehini eo marvet ar C’hrist. (16) Diwallit eta ne vez drouk-komzet divarben al liberte hoc’h euz. (17) Rag rouantelez Doue n’ema ket en dibri nag en eva, mes er justis, er peoc’h, hag er joa dre ar Spered-Santel. (18) An neb a zervich ar C’hrist en doare-ze, a blij da Zoue, hag a vez kavet mad gant an dud.

(19) Klaskomp eta an traou a gas d’ar peoc’h, hag a hell hon edifia an eil hag egile. N’ed a ket da zistruj oeuvr Doue evit eun tam boued. (20) Gwir eo penaos pep tra a zo pur, mes eun dra fall eo d’an den ho dibri, en eur rei scandal. (21) Mad eo choum heb dibri kig, nag eva gwin, hag en em viret euz a gement a helfe lakaad da vreur da stronsa, pe da gweza, pe da zinerza. (22) Beza ec’h euz-te ar feiz-ze ? dalc’h anezhi enoud da-unan dirag Doue. Eürus an hini n’en em gondaon ket he-unan er pez a gav mad. (23) Mes an hini hen deuz douetans divarben eun tam boued, a zo condaonet mar tebr anezhan, abalamour n’hen gra ket gant feiz ; hogen kement tra n’ed eo ket great gant feiz, a zo pec’hed.


CHABISTR XV.


NI eta, pere a zo krenv, a dle supporti sempladurez ar re febl, eleac’h en em blijoud enomp hon-unan. (2) Ra zeui kentoc’h pep hini ac’hanomp da glask plijoud d’he nessa, er pez a zo mad, evit an edification ; (3) rag ar C’hrist ive n’eo ket en em blijet enhan he-unan ; mes evel ma’z eo scrivet : Dismegansou ar re a ra dismegans d’id, a zo kwezet varnoun-me. (4) Hogen, kement tra a zo bet scrivet gwech all, a zo bet scrivet evit hor c’helenadurez, evit ma hor bezo esperans, dre ar batianted hag ar gonsolation a zeu euz ar Scrituriou. (5) Gras deoc’h da gaoud digant an Doue a batianted hag a gonsolation ar memeus santimanchou an eil e-kenver egile, hervez Jesus-Christ ; (6) evit gallout gant ar memeus calon hag ar memeus genou, renta gloar da Zoue, pehini a zo Tad hon Aotrou Jesus-Christ. (7) Rag-se en em digemerit an eil egile, evel ma’z omp bet digemeret gant ar C’hrist evit gloar Doue.

(8) Lavaret a ran eta penaos Jesus-Christ a zo bet ministr ar circoncision, evit diskouez ar fidelite a Zoue, en eur accomplissa ar promessaou great d’an tadou ; (9) hag evit ma teui ar Jentiled da c’hlorifia Doue abalamour d’he drugarez, hervez ar pez a zo scrivet : Abalamour d’an dra-man me a rento d’id meulodi e-touez ar Jentiled, hag e canin canticou d’az hano. (10) Lavaret eo bet c’hoas : En em rejouissit, Jentiled,gant he bobl. (11) Ha c’hoas : Nationou, meulit holl an Aotrou, ha c’houi poblou, celebrit anezhan holl. (12) Izaias a lavar ive : Dond a rai euz a Jesse eur c’hrizien hag a zavo evit gouarn ar Jentiled ; hag ar Jentiled a espero enhan.

(13) Ra zeui eta an Doue a esperans d’ho karga a bep seurt joa ha peoc’h, er feiz, evit ma creskot en esperans, dre c’halloud ar Spered-Santel.

(14) Evidoun-me, va breudeur, em euz ar greden ez oc’h leun a vadelez, karget a bep anaoudegez, ha capabl ive d’en em exhorti an eil egile. (15) Koulskoude, breudeur, em euz scrivet deoc’h gant mui a hardiegez marteze, evit digas da zonj deoc’h, euz an traou-man, hervez ar c’hras a zo bet roet d’in gant Doue, (16) da veza ar ministr euz a Jesus-Christ e-kenver ar Jentiled, ha da accomplissa an deveriou santel euz a garg Aviel Doue, evit ma vezo kavet mad an offrans euz ar Jentiled, o veza santifiet gant ar Spered-Santel. (17) Bez’ em euz eta leac’h d’en em c’hlorifia dre Jesus-Christ, en traou a zell ouz Doue. (18) Rag na gredfen komz a netra, ha ne vez bet great dreizoun gant ar C’hrist, dre ar gomz ha dre an oberou, evit lakaad ar Jentiled da zenti outhan ; (19) dre c’halloud ar miraclou hag ar burzudou ; dre c’halloud ar Spered a Zoue ; en hevelep doare ma em euz prezeget dre-holl Aviel ar C’hrist, adaleg Jerusalem hag ar broiou tro-var-dro, beteg an Illyria. (20) Hag evel-se em euz lakeat va holl zourci da brezeg an Aviel, eleac’h ne oa ket bet c’hoas klevet hano ar C’hrist, gant aoun ne zeufen da vatissa var fondamant eun all ; (21) hervez ma’z eo scrivet : Ar re da bere ne oa ket bet annonset her gwelo, hag ar re n’ho doa ket klevet komz anezhan, a glevo.

(22) Abalamour da ze ive oun bet harzet alies da vond beteg enoc’h. (23) Mes evel n’em euz ken breman affer e-bed er vro-man, ha ma em euz eur c’hoant vraz abaoe meur a vloaz da vond d’ho kwelet, (24) ez in d’ho kavout, pa vezin en hent evit mond d’ar Spagn ; rag esperoud a ran ho kwelet, en eur dremen, ha beza ambrouget ganeoc’h en hent varzu eno, goude m’am bezo da genta contantet eun neubeud ar c’hoant em euz da veza ganeoc’h. (25) Mes breman ez an da Jerusalem, da gas d’ar Zent eun tam sicour. (26) Rag ar re euz a Vacedonia hag euz a Akaia ho deuz kavet mad rei lod euz ho madou d’ar beorien a zo e-touez Sent Jerusalem. (27) Kement-se ho deuz kavet mad, hag evit-gwir, dleouiren e oant ive dezhe ; rag, mar ho deuz bet ar Jentiled lod euz ho madou spirituel, e tleont dond ive d’ho zicour en traou temporel. (28) Goude eta m’am bezo great kement-se, ha m’am bezo roet dezhe gant fidelite ar pez a zo da rei, e tremenin dre ho pro, en eur vond d’ar Spagn. (29) Hogen, gouzoud a ran, pa zeuin d’ho kavoud, e teuin karget euz benedictionou Aviel ar C’hrist.

(30) Ho pidi a ran eta, breudeur, dre hon Aotrou Jesus-Christ, ha dre garantez ar Spered, da gombati assambles ganen er pedennou a reot evidoun da Zoue ; (31) evit ma vezin delivret euz an dud difeiz euz ar Jude, hag evit ma vezo va c’harg en Jerusalem digemeret mad gant ar Zent ; (32) evit ma’z in d’ho kavout gant joa, dre volontez Doue, ha ma c’hallin kaoud eun tam repos en ho touez. (33) Ra vezo Doue ar peoc’h ganeoc’h holl ! Amen.


CHABISTR XVI.


RECOMMANDI a ran deoc’h Phoebe, hor c’hoar, ha servicherez euz an Iliz a Genchrea ; (2) evit ma tigemerot anezhi en Aotrou, evel ma tere ouz ar Zent ; ha ma sicourot anezhi en kement tra ma c’halfe kaoud ezom ac’hanoc’h ; rag honnes he deuz recevet en he zi meur a hini, hag ac’hanoun-me dreist holl.

(3) Saludit Priscilla hag Akilas, va c’hen-labourerien en Jesus-Christ, (4) pere ho deuz exposet ho buez evit va hini-me ; ha n’e ket me hep-ken a deu d’ho zrugarekaad, mes ive holl Ilizou ar Jentiled. (5) Saludit ive an Iliz a zo en ho zi. Saludit Epaïnetus, va muia-karet, ar c’henta a zo bet en em gonvertisset d’ar C’hrist en Akaia. (6) Saludit Mari, pehini he deuz kemeret kalz a boan evidomp. (7) Saludit Andronicus ha Junia, va c’herent, ha va c’hompagnunez er prizon. Braz int etouez an ebestel, hag ouz-pen, credet ho deuz er C’hrist a-raog d’in. (8) Saludit Amplias, va muia-karet en Aotrou. (9) Saludit Urbanus, compagnon euz hon labouriou er C’hrist ; ha Stachys, va muia-karet. (10) Saludit Appelles, pehini a zo bet amprouvet er C’hrist. Saludit ar re euz a di Aristobolus. (11) Saludit Herodion, a zo euz va c’herent. Saludit ar re euz a di Narcissus, pere a zo en Aotrou. (12) Saludit Tryphina ha Tryphosa, pere ho deuz labouret evit an Aotrou. Saludit Persid, ar muia-karet, pehini he deuz labouret kalz evit an Aotrou. (13) Saludit Rufus, choazet gant an Aotrou, hag he vam, pehini a zo ive mam d’in-me. (14) Saludit Asyncritus, Phlegon, Hermas, Patrobas, Hermes, hag ar breudeur pere a zo ganthe. (15) Saludit Philologus ha Julia, Nerea hag he c’hoar, hag Olympia, hag an holl Zent a zo ganthe. (16) En em zaludit an eil egile gant eur pok santel. Ilizou ar C’hrist a zalud ac’hanoc’h.

(17) Koulskoude, ho pedan, breudeur, da ziwall ouz ar re a laka da zevel divisionou ha scandal a-enep an doctrin hoc’h euz desket, ha da bellaad diouthe. (18) Rag ar seurt tud-se na zervichont ket hon Aotrou Jesus-Christ, mes ho c’hov ho-unan ; ha gant komzou kaer ha meulodiou, e tromplont calonou an dud divalis. (19) Rag anavezet eo gant an holl ez oc’h sentus meurbed ; en em rejouissa a ran eta abalamour deoc’h, ha deziroud a ran e vec’h fur e-kenver ar mad ha pur e-kenver an drouk. (20) Hep dale an Aotrou a beoc’h a vrevo Satan dindan ho treid. Gras hon Aotrou Jesus-Christ ra vezo ganeoc’h ! Amen.

(21) Timoteus, va c’hen-labourer, ha Lucius, ha Jason, ha Sosipater, va c’herent, a zalud ac’hanoc’h.

(22) Me, Tertius, pehini em euz scrivet al lezer-man, a zalud ac’hanoc’h.

(23) Gaius, an hini am receo, hag a receo an Iliz holl en he di, a zalud ac’hanoc’h. Erastus, tenzorier kear, ha Kuartus, hor breur, a zalud ac’hanoc’h.

(24) Gras hon Aotrou Jesus-Christ ra vezo ganeoc’h holl ! Amen.

(25) D’an hini hen deuz ar galloud d’ho krenvaad hervez va Aviel, hag ar pez a zo bet prezeget gant Jesus-Christ, hervez revelation ar myster, dalc’het kuzet e-pad meur a gant vloaz, (26) mes a zo breman diskuzet dre Scrituriou ar brofeted, hervez gourc’hemen an Doue eternel, ha discleriet d’an holl Jentiled, evit ma sentint ouz ar feiz ; (27) da Zoue, pehini hep-ken a zo fur, ra vezo rentet, dre Jesus Christ, ar gloar e peb amzer ! Amen.


————