Ad. Le Goaziou, leorier, 1925  (p. 19-26)



III


Tiegez Izabel


Izabel a oa plac’h a benn hag a galon. Red eo d’ei beva, arabad eo d’ei en em leuskel da vont gant ar glac’har. Nann ! nann ! Red eo d’ei delc’her penn, enebi, stourm, gounit he bara hag hini he bugale.

An daou vihanan er gêr, hi gant Bilzig ha Madelen ac’h aio d’an ôd, da vigorneta, da goukousa [1], da veskla, ha, pa vo mareou bras, da ormela ha da deureuka [2]. Ar c’hregen dastumet, hi ac’h aio d’o gwerza, war ar mêz, da Wimaek, da Lanmeur, da Blouigno ha da Werrand. Eur bouteg war he fenn, Izabel ac’h ê, dre ar c’homananchou, ar vereriou hag ar bourkou, ha, peurvuia gwerzet he boutegad, e teue ganti en distro pastellouigou kig, eun tamm lard-teu, eur vozadennig vleud, eur gôlenn-bome, eun irvinenn, hag, en he godell, eur gwennegig bennak.

E-pad ma vije oc’h ober he zro, Bilzig a dôle evez d’ar re all.

— N’o c’huita ket, n’o zilez ket ! a gemenne Izabel d’ar pôtr. Ro he sugell da Gatellig… gwisk e zilhad da Yannig… ha tôl evez mad d’ê… Diwall anê !…

Nec’hamant d’ar vamm, evel just, ha n’oa ket hep abeg. A-rôk kuitaat an ti, Izabel a roe d’ar vugale peb a skudellad vad a zoubenn al lard, trawalc’h evit mont betek kreiste, da Gatellig e roe da zena.

Aet ar vamm en he hent…

Pa zihune ar bôtrezig, Bilzig a roe d’ei he sugell, ha, pa ouele, e luskelle anei, hag, evit he lakaat da devel, goustadik e kane d’ei, evel d’ar vugaligou, ar ganaouennig :

Tao ! tao ! bihanig,
Ha me a gano d’it,
Na da c’hortoz da vammig
Da rei bronnig d’it.
Da vammig ’zo danserez,
Da dadig ’zo meoier,
Ha te ha me, bihanig,
A ranko chom er gêr.

Pa vije brao an amzer, kousket Katellig en he c’havell, tomm an heol, Bilzig hag an daou all ac’h ê da c’hoari war an ôd, en trêz, gant ar vugale all. Ha da redek, da c’hourenn, da vera o c’horf hag o dilhad [3]. Eur wech an amzer, Bilzig a deue da welet hag-en a oa dihun ar bôtrez. Hag adarre d’an trêz. Naon d’ê ha skuiz, neuze an trikon toutek [4] a deue d’ar gêr, hag, a-wechou, o mamm a vije er gêr o c’hortoz. Droug a oa enni pa gave he hini diwea o voac’hal hag o c’harmi, sklaset he zreid en he gwele. Met gourdrouz ha gourc’hemenn a dreuz buan penn eur pôtr na nao na dek vlâ, hag, antronoz vintin, n’he dije ket Izabel pignet ar c’hra, gant he boutegad meskl, ma vije Bilzig hag an daou all oc’h heul kanfarted ar bourk. Madelen ha Yannig a chache anean gante.

— Deus, Bilzig, deus… Katellig ne zihuno ket !…

Ha Bilzig en em leuske da vont, a-enep urz ha gourc’hemenn e vamm. Houman n’oa ket nec’het da welet he bugale o redek dre ar bourk, rak, pa ’c’h ê abret eus ar beure da werza he boutegad, peurliesa n’he dije ket amzer da gempenn anê.

Pa chome er gêr, e roe d’ê he ôtre da vont da c’hoari gant ar re all, e-pad ma vije oc’h ober he ziegez. Neuze e vije skubet an ti, gwalc’het an dilhad, puret an anne, dreset ar brageier, al lêreier, an hivizou, ar rochedou, neuze e vije gwalc’het o dioujod, o daouarn, kribet o bleo d’ar vugale ; hag evel-se an ti hag ar vugale a vije kempennet pa chome ar vamm er gêr.

Pa vije divalo an amzer, c’hoant n’o doa ket ar vugale da vont da redek. Bilzig, aketus da zelc’her dever enne, a gane d’ê, a c’hoarie gante ; pecherou [5] a rê da Gatellig evit he delc’her sioul ha seder. Tapout a rê troad klei ar bôtrez hag e c’harlinke d’ei seul he zroad :

— Heman eo ar pradig e-lec’h m’an nevoa peuret ar c’hadig !

Entre e viz-meud hag e viz-yod e save biz-meud troad Katellig, ha deus an eil d’egile :

Heman hen gwelas,
Heman hen redas,
Heman hen tapas,
Heman hen debas !

Ha, pa errue gant ar biz-bihan :

Heman eo ar bizig bihan bihan bihan kamm
An nevoa bet tamm digant e vamm,
Tamm digant e vamm !…

Hag e c’harlinke d’ei seul he zroad, ha Katellig a c’hoarze, a c’hoarze ken a reude, hag ar re all evelti.

— Gra d’eomp breman eur c’hoari all ! a lavare Madelen.

Alïes e teue bugale an amezeien da c’hoari gante, ha pep-hini a roe e ali.

— Bia bia bia la !

— Nann ! nann !… ar galafeterenn !

— Al logodennig ! a lavare unan all.

— Alo ! eme Bilzig : Bia bia bia la… Lakit aman war an dôl pep-hini e viz-yod en e zav.

Grêt gante eur c’helc’h ha ledan, Bilzig a droe e viz en kreiz, en eur lavaret :

Bia bia bia la
Piou a yelo da gika ?
« C’est la brunik »
A Bempoulik
A deus torret he askellig.
Rastell, dirastell,
Tenn da viz er-mêz ar ganell
Pe m’en troc’ho gant va c’hontell.

Gwaz d’an hini a vije tapet d’ean e viz ! Pinijenn d’ean ha petore pinijenn ?… Mont da bokat dek gwech d’an drezenn-bod pe d’ar billig, da denna gwin eus an treust, da fluta moc’h munud. Pinijenn ar bôtrezed ne vije ket ken kalet.

Skuiza a rê buan ar vugale gant eur c’hoari, ha da unan all. Ar galafeterenn !…

Madelen a ziskroge ar sklisenn eus an tach, eur bôtrez a azee war an oaled ; ar pôtr, a vije dindan, a lakae e benn war barlenn ar bôtrez, stignet mat e vragou war e bensou. Hag an tôliou sklisenn da sklokal d’ean war e reor. Dao d’ean hep droug na poan !

Breven, breven, mab da vreven,
Gant piou eman ar galafeterenn ?

Hag ar sklisenn a rede eus an eil dorn d’egile. Ha c’hoarzadeg, va Doue ! pa na zivine ket gant piou e vije ar sklisenn.

Goude e teue tro c’hoari al logodennig. Boz war voz uhel uhelloc’h c’hoaz ar vugale a zave o daouarn.

— Pelec’h aet al logodennig eus an toull-man ?

— En toull all.

Hag evel-se beteg an hini diwean.

— Pelec’h aet al logodennig eus an toull-man ?

— En toull ar bern plouz.

— Pelec’h aet ar bern plouz ?

— Devet gant an tan.

— Pelec’h aet an tan ?

— Lac’het gant an dour.

— Pelec’h aet an dour ?

— Evet gant an ejenned.

— Pelec’h aet an ejenned ?

— Da glask peb a vaz skô da ganna gwreg ar gô ! gwreg ar gô !

Ha pep-hini da skei war daouarn an eil egile. Ha skrijadeg, c’hoarzadeg !

Hag evel-se a dremene an amzer pa vije divalo, keit ha ma vije Izabel o werza he boutegad kregen.

Pa vije brao ? Ac’han ! pa vije brao ?… Salver Jezuz binniget ! Al laboused aet da nij, ankouaet gourc’hemennou ar vamm, ankouaet he urzou ; an heol, an trêz, ar mor, ar bagou, ar c’hoariou ha me oar pegement a draou all a entize, a heskine o c’hoant. Fall a rênt, arabad eo lavaret nann. Siouaz ! Otrou Doue, hon zikourit, miret na ’c’h afemp hon-unan da goll war-lerc’h ar mennoziou goullo, ar pedennou didal am eump bet dibunet dirak ho furnez !

War ledander ar bed, en donder an nenvou, na kavet hoc’h eus-hu eur galloud nerzus a-walc’h evit trec’hi war ar c’hoant ? Krenv eo ar garante, a lavarer, ken krenv hag ar maro ! Ha pegen muioc’h hon holl zechou all !... Klevit anê, mad pe fall, en-dro d’ho kalon, o kana, o richana, o klemm, o c’hourdrouz, o c’hourc’hemenn pe o pedi. Enebi a rit-hu oute ? Trec’het hoc’h eus-hu war darn anê ?… Selaouit, ha na glevit-hu ket eur vouezig flour a kana he c’hanaouennig ? Dinerza a ra ho kalon hag ho spered, ha setu c’houi goneet, goustadik, goustadik e c’hed, d’e heul, war an hent iè [6], met ken lufr, ken ramplus ar blijadurezou ! Distrei war ho kiz a fell d’ ec’h ? Rampla a ra ho troad, n’oc’h ket evit enebi, c’houi, koulskoude, den a skiant, marteze den fur. Hag e fell d’ec’h penôs eur bugel evel Bilzig, eur pôtrig dibreder, a vefe evit harza eus e c’hoantegeziou, eus e siou, eus e dechou pe eus e heugennou [7]. Kri a vefe al lezenn evit eur bugel, leusk [8] ha dall evidoc’h-hu, tud a bouez hag a oad ?…

Eun devez ’ta, Bilzig ac’h ês gant ar re all da c’hoari, ha, pa erruas ar vamm, goullo an ti : droug enni, evel just, skuiz e oa hag o paouez klevet tamall he bugale da vea bet, gant kanfarted all ar bourk, o laerez piz ha fao en park ar Mestrezek. Ha bec’h war Bilzig !

— Penôs, mic’hiek, foreant [9] ’zo ac’hanout, o laerez out bet, ne peus-te ket a vez ?… E-lec’h tôler evez d’ar re vihan, ec’h ez gante da redek, da dourvarc’hat [10]; gante ec’h ez er bagou bihan me oar, beui a ri anê !…

Hag en gwirione, re alïes, pa ne vije ket o mamm er gêr, e weled anê o ruzata war ar gerreg, o c’haloupat war an ôd, gleb-dour-teil, pe o ruza o boutou, leun a frigas hag a fank war an henchou.

Evelkent gaou a oa bet lavaret d’ar vamm : pizenn na favenn n’o devoa tafeet en de-se ; met kaer an nevoa bet Bilzig hag an daou all stourm ouz o mamm e oant bet tamallet hep abeg. Izabel a dapas krog en eun tamm kordenn voan.

— N’am skoit ket, mamm Izabell, me ho ped, n’am skoit ket, en han’ Doue, nan in ken d’an trêz, me ’chomo er gêr.

Ne anzavas ket penôs, pa zileze an ti, peurliesa e vije evit ober plijadur d’e c’hoar ha d’e vreur. Hen ne c’hoarie ket, ral e vije, Katellig atao gantan war e choug. Izabel en em douete a gement-se : eun tôlig pe daou he deus roet d’ar pôtr, truez d’ei outan.

— Paour kêz bugel reuzeudik !

Ha, gant korn he davanjer, e sec’has e zaerou :

— Paour kêz bugel !

Eur pokig d’ean. Hag ar pôtr :

— O mamm Izabel !

Hag e ouele gwalc’h e galon.

Ne raio ken, nann, ne raio ken, a-grenn, er gêr e chomo, nan aio ken er bagou, nan aio ken da c’haloupat. Gant e vreur hag e c’hoarezed, en trêz e c’hoario, pa vo brao, hag er gêr pa vo divalo. Touet an neus, krainchet an neus en e zorn dehou, ha savet anean dirag ar groaz. Pôtr a galon hag a zoare, met, siouaz ! nemet eur bugelig nan eo ! Ha petra a fell d’ec’h ? Eur pôtr dek vlâ nan eo ket evelkent eun den grêt. Kalon vad an nevoa, karantezus e-kenver e vamm, e vreur hag e c’hoarezed ; karet a rê anê a-greiz e galon : siouaz ! ankouaüs e oa ; ha, pa vije brao an amzer, tomm an heol, pa wele ar vugale all o c’hoari en trêz pe er vourk, kelennou, urziou, gourc’hemennou Izabel a-nebeudou a zile dre e c’houn.

— Deus da c’hoari ! a lavare d’ean ar ganfarted all.

— Demp d’an trêz, Bilzig ! a c’hourgomze Madelen ha Yannig.

— Brao a vo du-hont, war an trêz, c’hoari gant ar re all ! a c’houeze d’ean, en e skouarn, huanadenn ar c’hoantegez.

Ha Bilzig, nebeud ha nebeud goneet, Katellig war e choug, an daou all oc’h e heul, ha d’an trêz, ha da c’hoari. Rebech a ra d’ean e gonsians. Oh ! ne vo ket pell : bremaïk, dioustu e vo distro. Bremaïk, dioustu, pegoulz ? Ankounac’haet an amzer dremenet. Ankounac’haet, oh ! na pebez gir ! O ankounac’h, evurus an hini a zarempredez, evurus an ene war pehini ec’h eus displeget da vrumenn madelezus.

Ankounac’h, bugelig Doue, pleg da ziouaskell, deus war va barlenn, harp da benn war va c’halon, deus ha me a gano d’it. Luskellet gant va c’hanaouenn, kanaouenn va buhe tremenet, serr da zaoulagad, kousk, bugelig, kousk da benn war va c’halon.

Chom aze, evit miret na deufe ar c’houn, eus goueled va evor, ar c’houn goaper ha chifus da ziskouel d’in gant e viz, war an hent am eus heuliet, ar vleuennou pere n’am eus ket bet kuntuilhet, ar frouez mad ha dourek pere am eus bet disprizet. Kousk war va barlenn, ankounac’h, bugelig Doue, evit na deuio ken ar c’houn… Ha koulskoude, koulskoude, dihun, ankounac’h, dihun, dihun !… Sav war da ziouaskell, kea ! kea ! lez, lez ar c’houn, ya, lez ar c’houn da sklerijenna va mennoz.

Na da guz-heol e vuhe, piou na gar, a-rôk mont da gousket, lezel ar c’houn da vleina e spered a-us e zevejou evurus ? Ha, war dachenn ledan ar vuhe, piou na gar, eur wech c’hoaz, dibaba e-touez ar vleuniou dic’houez ar vleuennigou a c’houez mad, pere o deus sklerijennet e hent ha sederaet e galon ?…

  1. Koukous, col., coques (sg. -enn) ; koukousa, chercher des coques.
  2. Teureug, col., oursins (sg. -enn) ; teureuga, chercher des oursins.
  3. Mera o c’horf hag o dilhad, expression courante pour dire que les enfants se battaient et déchiraient leurs habits.
  4. Trikon toutek, Trikon, trio. (Cf. an trikon a zo ganeoc’h ? Vous avez les trois rois ?… expression des joueurs de cartes). — Toutek, craintif, honteux, confus, comme l’enfant qui, ayant commis une faute, vient quand on l’appelle, mais toutek, confus.
  5. Pecherou, caresses.
  6. Hent iè, route joyeuse, facile, gaie.
  7. Heugenn, idée subite, caprice.
  8. Leusk, indifférent. Cf. laosk.
  9. Foreant ou forean, vagabond, voyou.
  10. Tourvarc’hat, vagabonder comme les enfants, courir d’un endroit à un autre, sauter.