Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Tina, Merc’h ar Meliner.



TINA GOANT
(Merc’h ar miliner)
————

Ton dastumet e Lanngedik gant L. Herrieu



\version "2.22.0"
\score {
  \new Staff {
    \relative c'{
      \key g \major
      \autoBeamOff
      \time 6/8
      b'8 g b d([ b]) d | b4. a8 g([ b]) | b g b d([ b]) d
      b4 a8 g4 r8 \bar ":|." g b c d4 d8 | e([ g]) e d4 r8
      d b a b4. | b8 g b e4 r8 | d b a b4.
      c8 a a g4 r8 \bar "|."
    }
    \addlyrics{
      Mi -- li -- ner, mi -- li -- ner, Ker -- c’hoant Mi -- li -- ner, mi -- li
      ner, Ker -- c’hoant Mi -- li -- ner, mi -- li -- ner, Ker -- c’hoant
      A -- naout a rit e Di -- na goant A -- naout a rit
      e Di -- na goant_?
    }
  }
  \layout {
    indent = #00
    line-width = #123
    ragged-last = ##t
  }
  \midi {}
}
\header { tagline = ##f }

1

Miliner, miliner, Kerc’hoant
Anaout a rit e Dina goant ?


2

E verc’h ker fichet d’ar zuliou,
A zans ker skanv er pardoniou.


3

Setu ar plac’hig dimezet ;
Piou a zonj d’eoc’h he deus-hi bet ?


4

Neb he c’harie ’vel e lagad,
Laouik eus a vilin Rozmad ?


5

Nann ! bet he deus eur genaoueg,
Pinvidik, a gomz ar galleg.


6

Ha setu rannet gant glac’har,
Kalon ar miliner her c’har.


7

Laouik a zo karantezus,
Eur poanier mat, eun den nerzus ;


8

Met egile en deus arc’hant :
Setu ’n werzet Tina goant !


9

Laouik ’ gomze a garantez
Egile gomze a zanvez :


10

Gant dilhad kaer, arc’hant hag aour
E c’hounezas ar plac’hig paour.


11

Va malloz rus war ar madou,
A dro pennou ar merc’hedou.


12

Gwell eo karantez leiz an dourn
Eged aour melen leiz ar fourn.


————