Torfed ar Frer Juniper


Torfed ar frer Juniper


skrivet gant Henri Ghéon


troet gant Jakez Riou



HERRI GHÉON
————





TORFED
AR
FRER
JUNIPER


Troet gant Jakez Riou




C’HOARIERION :
AR FRER JUNIPER.
AR FRER GOULAOUIG.
UR C’HOUER eus bro Ombria, en Italia.




TORFED AR FRER JUNIPER
————


Unan eus al lochennoùigoù edo o chom enno kenvreudeur sant Fransez, e kompezenn Asiz, en dro d’ar Porsionkul. Un nor, en tu kleiz. Skiñvier talfaset. Ur picherad dour. En tu dehou, ur gwele raden. Ar breur Goulaouig a zo gourvezet war ar gwele-se ; troet eo gantañ e gein ; kousket eo.

Ar frer Juniper, o tont, a zoug gant doujañs ha gant evezh bras ur plad pri kuzhet gant ur pastell eus e sae.

JUNIPER

Me eo ar frer Juniper, unan eus frered Fransez, an disterañ a bell, bihan e spered, bihan e furnez, ha n’eus ket en e benn daou wennegad a skiant prenet. En em dennañ a ran ar gwellañ ma c'hellan, ha, pa zeu din ur menoz bennak eus diavaez va spered, e kredan atav, e gwir pe e gaou, eo bet degaset din eus baradoz an Aotrou Doue… hag atav e sentan ouzh va menozioù. Klevit : an deiz all e teuas din ur soñj… (Tevel a ra ha c’hoarzhin goude) a a a a a ! (O tiskouez e blad.) Un den d’an nebeutañ en devo plijadur, ar paour kaezh breur a zo aze gourvezet ar war gwele raden, treut evel un askell-groc’hen ha ken tanav ha palm va dorn. Hag ur menoz hag a zegas eürusted da galon ur breur ne dle ket bezañ ur menoz fall. (Sellout a ra ouzh ar frer Goulaouig.) Kousket eo. (E fri er plad.) Hem ! Hem !… O madelezh an Aotrou Doue ! Ur c’hwez vat a zeu diouzh ar plad-se… ken plijadurus eo ma lakaio an heol da barañ e kalon va breur Goulaouig ! Me a sello outañ o tebriñ. An dra-se a vo va gopr evit va foan. N’eus netra par da levenez ur breur da silañ levenez e kalon ur breur all. Ha, dre se, e welin sklaer, pe mat pe fall e oa ar menoz a zo bet degaset din. (Tostaat a ra ouzh ar frer Goulaouig.) Hola ! hola ! frer Goulaouig !

GOULAOUIG

Ha c’hwi an hini eo, frer Juniper ?

JUNIPER

Me an hini eo. Poent dihunañ. Nadoz an heol a vo graet ganti bremaik tro an horolaj ha deuet eo mare lein.

GOULAOUIG (o tihunañ)

Mare lein ?

JUNIPER

Ya ! Trec’het eo ar c’hleñved ha war wellaat emaoc’h, gwelout a ran. Dioueriñ a rafec’h ho lein ? Padal evit dont a-benn eus ar c’hleñved ez eo ret deoc’h debriñ ha debriñ mat. A-raok mont diouzh ar gêr, hon tad ha breur Fransez en deus kemennet din soursial ouzhoc’h e-keit ma vije bet o veajiñ, hag urzh hoc’h eus da sentiñ ouzhin. O foetañ hent dalc’hmat, amañ ahont e Bro-C’hall, e Bro-Spagn, en Douaroù Santel… hag o tebriñ predoù divare, ho stomok ne gav ket e gont.

Er vro-mañ, evit deomp kestañ hon tammig bara pemdeziek eus un toull-dor d’egile, an dud a zo boazet da reiñ, hemañ ur vi d’al lun, hennezh un tamm formaj d’ar meurzh, hennezh all a roio d’ar merc’her ur skouarn koulin soubinellet... ha d’ar gwener un draen pesk eus ar re gaerañ. Bep sizhun d’an hevelep deiz, e vez an hevelep pred, hag ar stomok a zo deuet da c’houzout vat e vicher. Boazet eo. Degas a ran deoc’h eta, ar pezh a c’houlenn ho stomok. It war ho koazez, hag ouzh taol, frer Goulaouig.

GOULAOUIG

Sentiñ a ran neuze. (Mont a ra war e goazez.) Petra a zegasit din, frer Juniper ?

JUNIPER

Penaos ? N’ouzoc’h ket ? Ha n’hoc’h eus ket lavaret din dec’h ar c’hoant bras ho poa da zebriñ un troad pemoc’h ?

GOULAOUIG

Un troad pemoc’h ? Klevit ! Ya, ur c’hoant direizh am eus bet. Urzh ar frer Fransez, avat…

JUNIPER

Reolennoù an urzh n’int ket bet graet evit ur frer klañv. Asa ! grit cher vat ! Degaset em eus deoc’h un troad pemoc’h suilhet dispar. Sellit. (Dizoleiñ a ra e blad). Ne blij ket deoc’h ? Ma ! poan gollet e vo bet… Me va-unan am eus suilhet anezhañ.

GOULAOUIG

Eo, plijout a ra din. Re e plij din zoken, gwelloc’h e vije bet din gwaskañ war c’hoant direizh va stomok. Da vihanañ, en ur zebriñ, e poaniin da gaout plijadur an nebeutañ ma c’hellin.

JUNIPER

Ma ne gemerit ket plijadur, ne ziazezo ket mat ar pred. En anv ho stomok, ho preur, a zo o c'houlenn anezhañ, hag en anv ar sentidigezh, e roan urzh deoc’h da gemer plijadur en ur zebriñ an troad pemoc’h-se. Ma ! Mont a ra yen e-keit ma chomomp da gontañ. Debrit, frer Goulaouig ; me a sello ouzhoc’h. (Lakaat a ra dezhañ ar plad war e varlenn ; azezañ a ra war ur skaoñ ; dirazañ, ar frer Goulaouig a zebr). C’hwez fall a zo gantañ ?

GOULAOUIG

N’eus ket… n’eus ket…

JUNIPER

N’eo ket poazhet mat ?

GOULAOUIG

O ! poazhet mat eo.

JUNIPER

Perak eta, e rit geizoù o tebriñ anezhañ ?

GOULAOUIG

Geizoù a ran en diavaez… abalamour em eus droug ouzhin va-unan o kavout anezhañ ker mat all. Em c’hof avat…

JUNIPER (o c’hoarzhin)

A a a a a a a a !

GOULAOUIG (o paouez debriñ)

Nann… nann… n’eo ket dleet din.

JUNIPER

Kendalc’hit, va breurig, ha chomit sioul ! Difenn a ran deoc’h rannañ ur gomz ken. Etre daou vegad e lavarot : « An Aotrou Doue a zo mat ». Livirit en ho spered ma ne fell ket deoc’h lavarout gant ho kenou.

GOULAOUIG

Mat ! (Debriñ a ra ha lavarout). An Aotrou Doue a zo mat !

JUNIPER (o c’hoarzhin)

A a a a a a a !

GOULAOUIG

An Aotrou Doue a zo mat. (Dont a ra dezhañ ar paz).

JUNIPER (o tiskargañ dezhañ da evañ)

Evit ! Arabat deoc’h en em vougañ ! ’c’heller ket debriñ ha komz war memes tro. Gortozit ! Me a veulo an Aotrou Doue evidoc’h. (Uhel e vouezh hag o taneal ar frer Goulaouig da bep begad). An Aotrou Doue a zo mat… — Mat eo an Aotrou Doue en deus krouet al loen pemoc’h… — Mat eo an Aotrou Doue en deus krouet ar pemoc’h gant treid hag a zo deomp da zebriñ… — Mat eo an Aotrou Doue en deus roet d’ar frer Juniper an tan evit o suilhañ hag an tu d’ober anezho skañv ha tener… evit pareañ stomok ar frer Goulaouig. Ha dre ar memes taol, hilliget dezhañ e daol. — Mat eo an Aotrou Doue… (Ur pennad. Klask a ra ur frazenn all da lavarout.)

GOULAOUIG (laouen)

O ! e c’hellit lavarout, frer Juniper. Pell ’zo n’em eus ket debret gant ur galon ken digor. Ya, ar galon a zo digor mat… an troad suilhet a zo mat… hag an Aotrou Doue a zo gwelloc’h c’hoazh.


JUNIPER (o c’hoarzhin)

Gloar da Zoue ! Gwelout a ran ar yec’hed o livrinañ ho tivjod. An troad-se en deus nevesaet ho kwad. Arabat deoc’h lezel un disterañ en ho tilerc’h.

GOULAOUIG

O ! bremañ ! Pa emaon gantañ… ne ziskrogin ket. Gwelout a rit, sentiñ a ran… ha sentiñ a rin… betek an askorn.

JUNIPER

Betek an askorn… betek an askorn ! Ma oufec’h va breur klañv, al levenez a gouezh bremañ em c’halon, eus baradoz an Aotrou Doue. (Ur pennad).

GOULAOUIG (hep diskregiñ)

Livirit din, frer Juniper : eus pelec’h e teu an troad burzhudus-mañ ? Ret e vo din va-unan, kerkent ha ma vin deuet da vale en-dro, mont da drugarekaat ar c’hristen madelezhus en deus roet anezhañ deoc’h. Eus pelec’h e teu ’ta ?

JUNIPER

Eus pelec’h ? O ! n’eus forzh eus pelec’h, va breur Goulaouig.

GOULAOUIG

C’hoant am eus da c’houzout.

JUNIPER

Dont a ra… dont a ra… eus ul loen pevar-zroadek.

GOULAOUIG

Sur a-walc’h. Piv eo perc'henn an aneval ?

JUNIPER

N’ouzon ket re vat.

GOULAOUIG

O ! penaos ?

JUNIPER

Selaouit ’ta ! Bremañ e c’hellan anzav ouzhoc’h, rak ar blijadur hoc’h eus bet a ziskouez din em eus graet mat. Edon o vale a-dreuz ar parkeier, ha, dre ma kerzhen, ho c’hoant a hope em spered : « Frer Juniper, debriñ a rafen gant plijadur un troad pemoc’h… » Ne oan ket evit distagañ va soñj diouzh ho c’hoant… Hag edon o vont klañv. « Frer Juniper, debriñ a rafen gant plijadur un troad pemoc’h. » Ur pemoc’h a oa er park, o turiat gant e vin ur bern delioù sec’h dindan ur wezenn derv… Neuze… em eus dispaket va c’hontell… — ha setu !

GOULAOUIG

Setu petra ?

JUNIPER

Setu em eus troc’het unan eus e bavioù. Souezhet marv eo chomet da gentañ ha n'en deus lavaret grik. Degaset em eus an tamm ganin ha poazhet anezhañ.

GOULAOUIG

Hep goulenn aotre digant an den ?

JUNIPER

Ne oa den er park. Pemoc’h an Aotrou Doue e oa, ha lakaet gant an Aotrou Doue war an hent... ha feiz !...

GOULAOUIG

O ! frer Juniper !

JUNIPER

Ar pemoc’h en deus skrijet diwezhatoc’h… Gouzout a ran moarvat ez eo laouen gant ar pezh a zo bet graet dezhañ, hag en em gavout a ra a-du ganin-me.

GOULAOUIG

O ! o ! en anv hon tad santel Fransez ! N’ho poa ket aotre ebet da gemer un troad diwar goust ar pemoc'h kentañ hoc’h eus kavet, va breurig.

JUNIPER

A gred deoc’h ? Me a grede din. Setu en em gavit gwall-nec’het gant nebeut a dra.

GOULAOUIG

It buan ! redit, frer Juniper ! Klaskit ar pemoc’h hag e berc’henn ha, war ho taoulin, goulennit pardon diganto !

JUNIPER

Pardon evit petra ?… ha digant piv ?… digant ar pemoc’h ?

GOULAOUIG

Digant ar perc’henn — ha digant ar pemoc’h zoken. Hastit afo !

JUNIPER

Hastañ… hastañ ! N’ouzon perak em eus da hastañ buan, ar moc’h a zo bet krouet gant treid evit… evit ma…

GOULAOUIG

It !

JUNIPER

Mont a ran… peogwir e fell deoc’h. N’ouzon ket ervat peseurt pardon goulenn diganto, pa em eus troc’het an troad evit yec’hed ur frer. Me a lavaro bennozh Doue d'an den ha bennozh Doue d'ar pemoc’h… Ha goude… (Klevout a reer un den o c’harmiñ er-maez ; frer Juniper a selaou).

KOUER

Hola ! hola ! hola !

JUNIPER

Petra ’c’hoarvez ?

KOUER

Hola va zroad ! Hola, va gar ! Kent e oan stummet ken brav hag e valeen ken kaer. Bremañ e vin kamm betek fin va buhez… evit da virviken ! hola ! hola ! hola !

JUNIPER

Petra ’c’hoarvez ? (Digeriñ a ra an nor ; sellout a ra.) Ur c’houer… Deuit tre.

KOUER (o tont)

Truez ouzhin va frered kaezh ! N’on ket evit mont mui ! Aotre a roit din da azezañ ? Kouezhañ a ran diouzh va sav… Kamm on. (Azezañ a ra war ur skaoñ).

JUNIPER

Penaos eta ?

KOUER

Ya, va frered kaezh, kollet em eus ur c’har.

JUNIPER

Pe hini ?

KOUER

Hini va loen paour. — O ! va breudeur kaezh, an hini bravañ a oa er c’hraou, kuilh ha reut-tenn e vlevenn evel ur bolozenn. Hag e karen anezhañ kement ma santan e boan em c’horf… O ! va zroad ! O ! va gar ! N’hoc’h eus ket gwelet anezhañ, aze, en un tu bennak ?

JUNIPER

Petra ?

KOUER

An troad… ar gar… troad va femoc’h… Hola ! hola !

JUNIPER (o tirollañ da c’hoarzhin)

A a a a a a ! — A a a a a a ! — A a a a a a !

KOUER

C’hoarzhin a rit, va frerig ? N’eus ket da c’hoarzhin, avat.

JUNIPER

Eo eo ! (o c’hoarzhin). A a a a a ! — A a a a a a !

KOUER

Ne gredit ket ac’hanon ’ta ? Ha krediñ a ra deoc’h emaon o tisplegañ gevier ?

JUNIPER

N’eo ket… n’eo ket (o c’hoarzhin). A a a a a !

KOUER (d’ar breur Goulaouig)

Klasket em eus anezhañ e kement korn… ha kavet em eus anezhañ stouet war e bav mognet, o wic’hal, o tiroc’hal, hep gallout anavezout e vestr nemet gant e lost… o treiñ hag en em skoulmañ evel ma vije bet an tan ennañ… e gof en e wad… en ur stad truezus !… Ha gant ar gwad aet da goll, setu e kollan ivez ur walenn gwadigennoù, ha marteze ouzhpenn.

JUNIPER

Gwell a se… A a a a a a !

KOUER

Ah ! mont a raio droug ennon… Gwelout a reer mat ne oa ket deoc’h al loen.

JUNIPER

Ar c’hontrol, va den mat. C’hoarzhin a rafen an hanter muioc’h ma vije bet din al loen… A a a a a a ! Pa oufec’h… Dañsal a rafec’h gant ar blijadur.

KOUER

Me, c’hoarzhin ?

JUNIPER

C’hoarzhin a rafec’h.

KOUER

Abalamour eo bet troc’het ur pav d’am pemoc’h ?

JUNIPER

Just !

KOUER

Ya, moarvat.

JUNIPER

Selaouit, hag arabat bezañ ken trist-se ! (Ur pennad). Me, frer Juniper, keneil d’an tad santel Fransez, me eo an hini en deus troc’het pav ar pemoc’h gant ar gontell-mañ.

KOUER

Hola ! hola ! (D’ar frer Goulaouig). Ha gwir eo ?

GOULAOUIG

Gwir eo, va den mat. Un dra divalav en deus graet ar frer Juniper. Ha troad ho pemoc’h emaon o peurechuiñ debriñ anezhañ. Pardonit din ! (Diskouez a ra e blad).

KOUER

Hola ! hola !

JUNIPER (laouen)

Perak e c’harmit ken kreñv ? Me eo an hini en deus trochet an troad.

KOUER

Hag en em gavout a ra c’hoazh (Droug ennañ) Laer ! amprevan ! loen brein !

JUNIPER

Arabat deoc’h kounnariñ. — N’hoc’h eus ket komprenet… Ne vefec’h ket evit mirout da c’hoarzhin pa oufec’h…

KOUER

Ha gouzout petra ? N’ouzon ket perak e c’hoarzhin gant ur pav mac’hagnet.

JUNIPER

Selaouit !

KOUER

Ha selaou petra ?

JUNIPER

Ret eo deoc’h gouzout… ha din displegañ deoc’h. Azezit ! (Ur pennad) Ar frer Goulaouig a zo aet e stomok da fall muioc’h eget e dreid en ur birc’hirinañ war hentoù ar bed… ha, peogwir e stomok a c’houlenne un troad pemoc’h tener… a a a a ! setu em eus troc’het an hini kentañ am eus kavet war va hent… hag eo degouezhet, va den mat, dre ur c’hras vras a-berzh an Aotrou Doue, e oa an troad-se hini ho pemoc’h… Klevout a rit ? (C’hoarzhin a ra.)

KOUER (o sevel, droug ennañ adarre)

Amprevan !… diaoul ! ar gwashañ diaoul a-douez an diaouled ! Ha dindan gwiskamant ur manac’h hag a vev diwar an aluzon ! Mil mallozh ! A ! fiziañs am bo c’hoazh en ur manac’h. Ar venec’h-se a ra an neuz da vezañ paour evit ober droug d’an dud kaezh. Penaos e chomfent bev ma n’eo ket dre laeroñsi ? A ! amprevan ! a diaoul ! Va zroad !… va zroad !… er plad-se !… o ! askornoùigoù bihan ! Laer ! torfedour ! muntrer ! lazher ! lazher treid-moc’h !

JUNIPER

O la ! o la ! Ar c’homzoù-se n’int ket komzoù dereat… ar fallañ tra eo kounnariñ, hag ur pec’hed bras eo da vezañ kofesaet hep koll amzer… Rak, ma tegouezhfe deoc’h mervel gant un taol-gwad, feiz, n’ouzon ket petra a c’hoarvezfe ganeoc’h. Asa ! asa ! n’hoc’h eus ket klevet mat.

KOUER

N’on ket bouzar emichañs.

JUNIPER

N’hoc’h eus ket komprenet.

KOUER

Ha krediñ a ra deoc’h on un azen ?

JUNIPER

Nann ! nann ! — Met…

KOUER

N’eo ket gwir, marteze ?

JUNIPER

Gwir petra ?

KOUER

Eo bet mac’hagnet va femoc’h… ganeoc’h… gant ho kontell ?

JUNIPER

Eo.

KOUER

A ! loen brein !

JUNIPER

Pa lavaran deoc’h e oa evit brasañ mad… — klañv eo ar frerig Goulaouig… — hag en deus ezhomm eus treid moc’h evit pareañ e stomok… — hag eo bet krouet ar moc’h evit an holl dud… — hag ar pezh a zo d’an holl dud, rak hini ebet ac’hanomp ne c’hell krouiñ an disterañ tra… — hag an holl dud, war an douar a zo breudeur ha c’hoarezed… — hag eo dleet deoc’h en em gavout, rak an troad pemoc’h-se en deus graet plijadur kenañ da stomok ho preur. N’eo ket gwir ?

KOUER

A ! amprevan ! a ! an diot anezhañ ! a ! penn azen. Hag o klask lakaat ac’hanon da c’hoarzhin ! — A ! diaoul milliget, ker e kousko dit. (O kregin en ur skaoñ). Gortoz ma torrin dit ur pav ivez. Na c’hoarzh ket ! na c’hoarzh mui ! pe…

JUNIPER

Mat ! Gouelañ a rin. Ret e vo din gouelañ, ma ne c’hoarzhit ket evel ma eo dleet ober evit ar joa en deus graet an Aotrou Doue da unan eus e grouadurion… en ur ober implij ac’hanoc’h muioc’h eget ac’hanon… Rak ar pemoc’h-se a oa bet roet deoc’h da virout, ha c’hwi an hini en deus soursiet outañ, maget anezhañ… padal me n’em eus graet nemet…


KOUER

Diot eo… da stagañ !

JUNIPER (e barr al levenez)

Ah ! va breur bihan, an Aotrou Doue a zo mat !

KOUER

Ne welan ket penaos.

JUNIPER

Ma lez ar c’hleñved da gouezhañ war an dud, ez eo evit kaout digarez da zegas ar pare dezho en-dro.

KOUER

Ya, moarvat !

JUNIPER

Evit teneraat kalon o breudeur.

KOUER

Me am eus ur galon dir.

JUNIPER

Hag en deus hadet, plantet ha lakaet war dachenn ar bed kement tra hag a fiñv, kement tra difiñv ha kement tra all, end-eeun evit o fareañ.

KOUER

Koulskoude…

JUNIPER

Hag a ra d’an dud yac’h eveldoc’h hag eveldon-me gounit meritoù gant kleñvedoù ar re all.

KOUER

Evit ar meritoù…

JUNIPER

Hag en deus roet dezho da virout an holl draoù mat am eus lavaret deoc’h evit sikour o breudeur en o ezhommoù.

KOUER

Kompren a ran…

JUNIPER

Setu, va den mat, va breur, an Aotrou Doue en deus roet ar pemoc’h-se deoc’h da virout…

KOUER

Ker eo koustet din.

JUNIPER

Hag en deus lakaet anezhañ war va hent…

KOUER

Siwazh din !

JUNIPER

Ha me ’zo sur, c’hwi hoc’h eus dibabet anezhañ gant ho kalon hag ho madelezh kristen, dibabet a-douez ho moc’h all — an hini kuilhañ, an hini kaerañ, an hini muiañ karet — evit pareañ ar frer Goulaouig.

KOUER

N’eo ket gwir… n'eo ket gwir… n’em eus graet dibab ebet.

JUNIPER

Eo ! eo ! (o tiskouez ar frer Goulaouig). Sellit outañ ! Paour kaezh breur, un dudi eo gwelout anezhañ bremañ ker koant hag ur boked-mae, — hag e oa deut amañ, pladet ha drouklivet, evel ur fiezenn en he boest… hag e stomok, ker figus a-raok, en em glev gantañ bremañ eus ar gwellañ. Abalamour deoc’h… abalamour d’ho troad. (E barr al levenez). Livirit ’ta, oc’h un den digalon ha ne blij ket deoc’h gwelout ar frer Goulaouig o pareañ. Livirit ’ta ho pije nac’het ouzhin ho pemoc’h mar em bije goulennet anezhañ diganeoc’h, ha miret ouzh ho preur da vezañ yac’h ha pare ? Livirit ’ta e kavit kasaus gwelout anezhañ kel livrin ? Ho pemoc’h a lamm gant plijadur o soñjal er baredigezh-se. Mar en deus bet poan, ar paour kaezh loen — ar pezh n’ouzon ket — ne vezo ket bet poan gollet. Hag an troad a dalvez deomp war an douar, a dalvezo deoc’h e-barzh an neñv. — Gloar da Zoue ! gloar da zoue ! C’hoarzhomp ! korollomp !… Pokomp an eil d'egile… Me a zo breur deoc’h ha c’hwi a zo breur din. A a a a a ! (Pokat a ra d’ar c’houer.)

KOUER (souezhet-marv hag an dour en e lagad)

Hem ! hem ! frer Juniper, graet ho pije din c’hoarzhin ma ne vijen ket bet o ouelañ. — Hem ! hem ! kavout a ra din emaon o ouelañ ha n’ouzon ket perak… (Sec’hañ a ra e zaeloù). Mar deo gwir, hervez ma livirit, en deus an troad-se degaset ar yec’hed d’ar frer Goulaouig, n’em eus ket a geuz dezhañ. N’em boa ket soñjet c’hoazh, daoust ma vez lennet an aviel er gêr, ur wech bep ar mare, ez omp breudeur evit mat… ha ne soñjen ket kennebeut emañ an holl draoù eeunet ken brav gant an Aotrou Doue, ma vez gounezet en tu-mañ ar pezh a vez kollet en tu-se. Ar gentel hoc’h eus desket din a dalvez troad va faour kaezh loen.

JUNIPER

Ac’hanta ! Setu aze komzoù kristen.

KOUER (goude ur pennad-prederiañ)

Nann, gouzout a rit ?… Nann, n’eo ket a-walc’h c’hoazh. Divinit ar pezh emaon o vont d’ober ? O vont da ziwadañ al loen kaezh emaon, ha ne zalc’hin evidon nemet ar gwad evit ober ar gwadigennoù… ar peurrest, klevout a rit ?… a vo d’ar Vreuriezh.

JUNIPER

Bravo ! bravo ! pa lavaran deoc’h eo mat an Aotrou Doue.

KOUER

An Aotrou Doue a zo mat…

GOULAOUIG (d’ar frer Juniper)

Ya, madelezhus eo an Aotrou Doue a ra din tennañ gounidigezh eus ho torfed. Hogen, ne gred ket din, va breurig, e roio meuleudi deoc’h evit an doare ober.

Ar frer Fransez, goude ma vo distro d’ar gêr, a zisplego deomp an dra-se, hervez lezenn an Aotrou Doue. Krediñ a ra din e lavaro deoc’h, a-raok kemer hiviziken un dra bennak diwar goust an nesañ, goulenn digantañ e ali.

KOUER

N’en em chalit ket ganin ! An dra-se a ra plijadur din ha va femoc’h a zo deoc’h penn-kil-ha troad.

GOULAOUIG

Plijadur a ra deoc’h bremañ. Kenteliet oc’h bet avat, gant ar frer Juniper. Setu aze ur chañs ha n’eo ket bet roet d’an holl.


ECHU