Ad. Le Goaziou / Derrien, 1930  (p. 1-59)



TOULL AL LAKEZ

gant

an Abad Lan INISAN

Skeudennet

gant an Dimezell O. DE VILLERS

___

MOULET EVIT AN EIL GWECH



E Kemper

E ti Ad. Le Goaziou, leorier

7, Streat Sant-Fransez

E Brest

E ti Derrien, leorier

85, Streat Siam

1930




TOULL AL LAKEZ
————





E ti an Aotrou AR GOAZIOU, leorier

7, Streat Sant-Fransez (dirag ar C’hoc’hi)

KEMPER (Penn-ar-bed)


E kavfet da brena :

G. MILIN : Gwechall-goz e oa… Marvailhou

Priz : eur skoed.

Yvon CROQ (Eostig Kerinek) : Eur Zac’had Marvailhou.

Priz : daou skoed.

F. AL LAY : Bilzig.

Priz : daou skoed.

E. AR MOAL (Dir-na-Dor) : Pipi Gonto, Marvailhou.

Priz : daou skoed.
(Evit ar frejou-kas dre ar post 10 dre gant ouspenn)

Ha meur a leor all skrivet en brezoneg : Leoriou war Istor Breiz, leoriou-oferenn, leoriou war al labour-douar, hag all.

Divezatoch, e vo embannet

F.-M. LUZEL : Kontadennou ar Bobl en Breiz-Izel, en 2 pe 3 leor, skeudennet.

TOULL AL LAKEZ

gant

an Abad Lan INISAN

Skeudennet

gant an Dimezell O. DE VILLERS

___

MOULET EVIT AN EIL GWECH



E Kemper

E ti Ad. Le Goaziou, leorier

7, Streat Sant-Fransez

E Brest

E ti Derrien, leorier

85, Streat Siam

1930




An admoulladur-man a zo bet aotreet

gant an Aotrou Derrien, leorier, 85, Streat Siam,

e Brest, perc’hen “ Toull al Lakez


————


Moullet a zo bet îvez

10 leor war baper Holland,

niverennet eus a 1 da 10.


Poltred an Abad INISAN
Poltred an Abad INISAN
Poltred an Abad INISAN
wardro ar bloaveziou 1874-1879



LAN INISAN


————


I. — E VUHEZ


Lan-Mari Inisan [1] a oa ganet d’an tri war-nugent a viz du 1826 e parrez Gwinevez-Lokrist, e maner Lanzeon.

Lanzeon, hirio, a zo eur geriadenn, savet war eun dorgennig, eur c’hard-leo en tu all da Lokrist-an-Izelvet, tost da aod Kernig. Ti an Inisaned, deuet da veza breman eun ti henvel ouz an holl tiegeziou diwar ar meaz, a oa gwechall doare eur maner anezan, gant e vein-benerez hag e deir douribell. Adaleg ar XVIet kantved da nebeuta, an Inisaned a veve eno, an eil rumm war-lerc’h egile. Ha tuchentil e oant ? An aotrou Paol de Courcy, unan eus desketa skrivagnerien hor Bro, a skrive, eun dervez, da Lan Inisan, « e c’hellfe beza e familh eus an noblans rak Guy ar Borgn, en e leor Armorial Breton (1667), en doa livet ardameziou an Inisaned, eur skoued aour ha, warnan, eur roudenn ruz gant teir gwalennig ruz, renket, diou en nec’h, hag unan-en traon ».

Ma na oant ket tuchentil, e oant da vihana tud a feiz ha gwir Vreiziz. Er paperiou koz (ha, siouaz ! evel ma lavar Lan Inisan e-unan, eur c’halz a baperiou koz Lanzeon a zo bet kollet dre leziregez, pe gwerzet zoken d’ar bilhaouerien pe d’eur c’hemener bennak a walenne e vezer ganto), − e kaver hano, e familh Lanzeon a rumm da rumm, pe eus eul leanez pe eus eur beleg. Renea Inisan a

Maner Lanzeon
Maner Lanzeon
Maner Lanzeon
varvas e Kastell-Paol, leanez e ti an Ursulinezed e 1781 ; Fanny

Rosec, moereb d’an abad Inisan a oa leanez er Retret e Kemper e 1879. E-touez e eontred koz, e kavomp meur a veleg : Yan Inisan, 1540 ; Lan ha Per, daou vreur ; Bastien, maro e 1691 ; Andre, maro e 1686. Yan-Klaoda, breur d’e dad-koz, a gomzer anezan e Emgann Kergidu, a oa bet person Plouzane ha Lok-Maria e amzer an Dispac’h ; e hano a vez lennet c’hoaz war an tour, savet gantan er bloavez 1775. N’en doa ket falvezet gantan senti ouz lezennou an Dispac’herien, ha setu perak e oa bet paket gant an Tunk {Emgann Kergidu, p. 132), ha kaset da gastell Brest, da c’hedal ma vije barnet ; mervel a reas e Plouzane d’ar 16 a viz eost 1802.

Ahendall perc’henned Lanzeon a oa kustum d’ezo beza e penn Fabrig ar barrez. E 1595, unan anezo, Yon Inisan a oa, hervez ma lennomp er paperiou koz, « sceindique de la Fabrique ». Divezatoc’h, eun Inisan all, breur da dad an abad Inisan a oa « Tenzorier an Iliz », e-pad hanter-kant vloaz. Heman eo a respontas eun dervez da Lan a oa o tont eus skolaj Kastell, peurc’hreat gantan e studi : « Daoust d’it da veza gounezet kemend-all a brichou, n’ez ket da gredi e vez eat ganez holl spered an Inisaned ».

Setu eta familh an abad Lan Inisan. E dad a read anezan Yann-Per ; e vamm, Jann an Hir, a oa ginidik eus a Vodilis. Lan a oa kaset da skolaj Kastell-Paol ; eno e oa unan eus ar varreka e-touez ar skolaerien all. Echu gantan e amzer studi, ez eas da gloerdi bras Kemper, hag eno c’hoaz e tiskouezas pegen lemm e oa e spered ha pegen aketus. An aotrou Fave, person Gwikasnou, hag a oa bet gantan er c’hloerdi bras, a lavare « ne c’haved ket, d’ar mare-ze, er c’hloerdi, kaierou gwelloc'h stummet, bravoc’h moullet o skritur anezo, eget kaierou Lan Inisan ».

Goude beza bet beleget (14 a viz mezeven 1851), e oa hanvet da gure e Gwikourvest (28 a viz mezeven), ha tost goude (11 a viz meurz 1852) e Bodilis, bro e vamm. Eus a Vodilis e oa kaset da Wikasnou (28 a viz gouere 1853), da Bleyben (6 a viz eost 1859) ha da Hanvek (22 a viz gwengolo 1861). Er barrez diveza-man ne chomas ket pell, amzer hepken da sina eur vadeziant (30 a viz gwengolo) hag eun interramant (4 a viz here 1861), rak an abad Guezennec lakeat da gure en e lec’h, a voe hanvet an 8 a viz here. En eur guitaat Hanvek, an abad Inisan a deuas da chom da Lanzeon, gant e gerent.

E dibenn ar bloaz 1865, e kavomp an abad Inisan en Normandi, evel kelenner e skolaj an Neubourg (departamant an « Eur »), renet gant an abaded Normand. Hanvet e voe da berson e Sant-Denez ar Meneziou, parrez eus eskopti Evreux, ar 1 a viz here 1869, hag eno e chomas beteg ar bloaz 1871, bete ma teuas en Normandi ar Brusianed trec’h d’ar Challaoued. Evel ma gonte divezatoc'h an abad Inisan, « ar Brusianed o deus lamet ouzin va zi, hag e renkis dont en-dro da Lanzeon ». Diaes eo da c’houzout ma kendalc’has an abad Inisan d’ober skol en Neubourg epad ma oa person, rak war an « Ordos » eus eskopti Evreux eman bepred war roll kelennerien an Neubourg er bloaveziou 1868, 1869, 1870, 1871.. Ne gredomp ket koulskoude, rak eur flipad mad a hent a zo etre an Neubourg ha Sant-Denez ar Meneziou.

Setu breman, evit an eil gwech, an abad Inisan deut da veza beleg dibarrez e Gwinevez-Lokrist. En e euriou vak e krogas gant eul labour nevez evitan, rak, evit doare, er mare-ze eo en em roas da skriva en brezoneg hag e lakeas war ar stern Toull al Lakez. Ar gontadenn-man, — eur sonjezon eus e yaouankiz, — a voe da genta moullet, er bloaz 1874, war ar gelaouenn-gelc’h koz Feiz ha Breiz, araok beza moullet divezatoc’h, er bloaz 1878, en eul leorig, ti al leorierien Lefournier eus a Vrest. En eur ober moulla e gontadenn e Feiz ha Breiz, an abad Inisan ne sinas ket e labour eus e hano, met hepken eus al lizerennou D.L., da lavaret eo : Dom Lan. Marteze ivez, er bloaveziou-ze, e krogas gant Emgann Kergidu, met diaes eo da c’houzout, rak n’ouzer ket peur na penaos en em lakeas an abad Inisan da skriva al leor-man, a roas d’ezan, dre Vreiz-Izel a-bez, brud eur skrivagner dispar e brezoneg.

E miz here 1874, e kavomp adarre an abad Inisan oc’h ober skol. Hanvet e voe da gelenner er skolaj Itron-Varia Wir-Sikour, e Gwengamp, renet neuze gant an aotrou chaloni Cotentin. Betek divez ar bloaz-skol 1879 e teskas ar galleg, al latin, an istor hag an niveroniez (arithmétique) da vugale vihan ar 7et klas. E deraou ar bloaz 1877, e oa krog da voulla Emgann Kergidu, hag, evel hon eus gwelet, er bloaz 1878, ec’h embannas Toull al Lakez en eul leorig n’eman ken e gwerz pell zo.

Rei a reas dilez eus e garg a gelenner gant ehan-skol ar bloaz 1879, ha neuze en em dennas, evit mad ha beteg e varo, e presbital Gwinevez. Taget e voe gant eur c’hlenved kriz ha n’hell den beza trec’h d’ezan : ar c’hrign-beo, paket gantan en e gouzoug, hervez ma konter, diwar e gorn-butun. Nouennet e voe gant an Aotrou Guen, kure Gwinevez d’ar mare-ze, ha, d’ar 5 a viz eost, er bloaz 1891, e varvas e peoc’h an Aotrou Doue, hag e voe beziet e bered Gwinevez, e-kichen e dadou koz.

Per Pronost, eur barz brudet ginidik eus a Dreflez, [2] en deus bet an eurvad da welet diou wech, e presbital Gwinevez, an abad Inisan, ha displeget en deus ar sonjezon-ze eus e yaouankiz, en eur pennad-skrid embannet gwechall er gelaouenn-gelc’h Spered ar Vro (eost 1903, p. 1-3). Plijadur a raio, war hon mennoz, da lennerien Toull al Lakez, kavout, aman war-lerc’h, an darnvuia eus ar pennad-skrid-ze, a ziskouez d’eomp ar pez a oa d’ar mare-ze, war-dro ar bloaveziou 1875-1880, an abad Inisan.

Ma ’z eus bet skrivet biskoaz en hor yez levriou brezounek gwirion eo Emgann Kergidu ha Toull al Lakez ; n’eus ket kalz kennebeud a wir Vretoned evel an hini en deus o skrivet.

Ya, ma ’z eus bet e Breiz-lzel eur gwir Vreton eo ar beleg an Aotrou Inisan eus Gwinevez-Lokrist.

Me ’oa yaouankik p’ am oa her gwelet, ar wech genta.

An Aotrou Inisan en doa eun nebeudig madou ; evit en em rei holl d’e studi karet ne chomas ket beleg-parrez ; lavaret a rea e oferenn e Gwinevez-Lokrist, e Treflez pe e Ploueskat.

…D’ar vakansou [3] ez ean alïes gant an Aotrou Tanguy da welet an Aotrou Roux [4], ha va digemere atao gant karantez. Eun devez oc’h taol, e welis eur beleg ha n’em oa ket bet gwelet c’hoaz e presbital Gwinevez-Lokrist.

Epad lein n’hallen ket tenna va daoulagad diwarnan ; n’her c’haven ket henvel ouz ar re all : e sellou, e gomzou ha beteg e jestrou o doa ne ouien petra a zibaot hag a roe d’in doujans, met eun doujans ha va foulze d’hen anaout gwelloc’h ha zoken da glask an tu da veza e vignon.

Koulskoude n’em oa ket gallet dont a-benn, en devez-ze, da gomz outan, ha me a dleas distrei da Dreflez, gant displijadur. A-hed an hent avad imach ar beleg dibaot a oa dirazon. Gwelet a rean e zaoulagad doun ha lemm, e vleo gwenn ha fuilhet o tispaka, war e dal uhel, eur gurunenn arc’hant, ar pez a rea d’in sonjal er roue Gradlon, e gwerz Kear Is :

Hag en-dro d’e dal e vleo gwenn
A rea dispak eur gurunenn.

Goulenn a ris digant an Aotrou Tanguy piou ’oa ar beleg en doa kement va lakeet da hunvreal.

— Ar beleg-ze, Perik, eo an Aotrou Inisan, en deus grêt Emgann Kergidu ha Toull al Lakez, a gavez ken kaer !

— Ya, emeve, e vrezoneg a zo kaeroc’h eget ar galleg, al latin hag ar gregach.

Ne dlien gwelet an Aotrou Inisan nemet daou vloaz goude.

…An Aotrou Tanguy a deuas da vervel…, ha, d’ar vakansou warlerc’h, ar vakansou diveza, siouaz ! tenval va fenn, ha rannet va c'halon, me a heulie va-unan an hent a ya eus Treflez da Winevez-Lokrist.

Digemeret e voen gant an Aotrou Roux gant muioc’h c’hoaz a garantez, hag oc’h taol, en dro-man adarre, em boe an eurvad da welet an Aotrou Inisan.

Daoust hag hen a lennas e goueled va c’halon ? Ya, moarvad, rak, da c’houde lein, p’am boe lavaret kenavezo d’an Aotrou Roux, em heulias war hent Treflez, elec’h m’oan diskennet e ti va eontr e keriadenn Keruz. [5]

An heol a lugerne, bleun ar skao war ar c’hleuziou a skuilhe en ear o c’houez vad ; eun dudi ’oa beva war an douar en devez-ze.

An Aotrou Inisan a c’houlennas krenn :

— Perak, Perik, eo tenval da benn, pa eo ken laouen ’pep tra ? Daoust ha buhez ar c’holach ne blij mui d’it ?

— Ar c’holach a blije d’in kalz, araok, met abaoue maro an Aotrou Tanguy em eus evel heuz ouz ar galleg, al latin hag ar gregach. — Mad, Perik, eme an Aotrou Inisan, n’eus forz peseurt hent a gemeri en da vuhez, me a ro eun ali d’it : studi ar brezoneg, hag araok lavaret kenavezo d'in, tou dirazon e laki ar pez ac’h eus a zeskadurez da harpa hor yez.

E zaoulagad lemm a bare warnon hag an tan anezo am zrec’has kement, ma teujen da respont, hep chom da varc’hata :

— Hen toui a ran, Aotrou Inisan. [6]

Abaoue n’em eus ket ankounac’heet ar ger roet da skrivagner Emgann Kergidu ha Toull al Lakez, ha kaout a ra d’in atao gwelet daoulagad doun ha lemm an Aotrou Inisan o para warnon, hag e vleo gwenn ha fuilhet o tispaka, war e dal uhel, eur gurunenn arc’hant.

II. — OBEROU

1°. — Toull al Lakez, gant Lan Inisan, beleg a Winevez-Lokrist (leorig in-32, 67 pajenn ennan ; Brest, J.-B. hag A. Lefournier, 86, ru Vraz ; — Kemper, e ti I. Salaün, leorier, 56, ru Kereon. 1878) [7] « a zispleg, ken brao ha tra, kentel ar seizvet hag an dekvet gourc’hemenn a Zoue ». « Na kaera fustadenn, — a skrive gwechall an Aotrou Moan, person Plourin-Gwitalmeze da Lan Inisan, — na kaera fustadenn a roit aze d’an neb a zo hir e vrec’h ha digor bras e graban, dioc’htu ma wel eun dra bennak da blijout d’ezan. » (An abad Moan, Ar pevare gourc’hemenn a Zoue, p. 10. — Brest, Moullerez ru ar Chastell, 1922) [8]

2°. — Emgann Kergidu ha traou all c’hoarvezet e Breiz-Izel epad Dispac'h 1793, gant Lan Inisan, beleg a Winevez-Lokrist. (2 leor in-12, 313 ha 325 p. ; Brest, J.-B. hag A. Lefournier, 86, ru Vraz, 1877-1878). [9]

Eun eil moulladur, en eul leor in-12, 333 p. (Brest. En ti dalc’het gwechall gant an Ao. A. Lefournier. D. Derrien, leorier, 85, ru Siam ; — Kemper, E ti Iann Salaün, leorier, 56, ru Kereon. 1902) a gaver c’hoaz da brena, met prestik e vezo diviet.

3°. — Buhez Sant Fransez a Aziz, gant Lan Inizan, beleg a Winevez-Lokrist (moullet da genta er bloaz 1889, hag evit an eil gwech er bloaz 1891, ti an Intanvez Desmoulins, leorier, ru ar Pont, e Landerne). An Aotroü Goff, person Gwinevez, a alias an abad Inisan da skriva al leor-man, hag evit-se heman en deus kinniget e Iabour da berson e barrez.

4". — Skrivet en deus ivez eur c’haierig, ennan doare familh an Inisaned, adalek 1500 betek 1887.

An holl leoriou-ze a zo eus ar re wella, eus ar re vraoa a c’hellomp da lenn e brezoneg, abalamour d’an traou kaer ha diduellus a zo displeget ha livet enne, en eun doare dereat. Ar skridou-ze, daoust ha n’int ket henvel eus skeudennou koz hon Ilizou, kizellet er mean-grouan, kalet ha padus an danvez anezo, ha kaer meurbed gant o manteliou broudet, gant o gwiskamanehou labouret ken souezus ? Ra vezo atao yez hon tadou koz, yac’h ha beo, ha digemmesk, evel ma kavomp anezan e leoriou Lan Inisan !




TOULL AL LAKEZ
————







KINNIG
————
D’am c’hamarad Fanch Ar Moan,
kure Eüssa.


Gwelet a ran n’hoc’h eus ket ankounac’heat, va c’hamarad Fanch Ar Moan [10], peger stard, p’oamp bihanik, er gear, e tifenne hor mammou ouzomp mont war-dro Toull al Lakez, pa ’z eamp da c’hoari d’an aod. Sonj hoc’h eus e veze lavaret d’eomp e oa en toull-ze eur vleizez-vor, reun louet war livenn he c’hein gant he zorrad re vihan, hag a lamme en eun taol, er-meaz eus an dour, kerkent ha ma ’z ea eur c’hrouadur bennak e-kichen. Kregi a rea ennan, a lavared d’eomp ; her chacha a rea da oueled an toull, hag eno her roe da zibri d’he bleizi vihan.

Gouzout a rit ne dosteamp morse ouc’h an toull-ze, rak aon hon doa. Ha koulskoude, dioc’h a bell, n’oamp ket evit miret da zevel war eur roc’h pe eun torr-kleuz bennak da zellet ha da c’houzouga war-zu Toull al Lakez, da c’houzout ha gwelet a rajemp ar vleizez koz er-meaz eus an dour, hi he-unan, pe gant he re vihan. Biskoaz n’hon eus gwelet netra, hag evelato, en eur zont d’ar gear, pa gomzemp a Doull al Lakez, n’oamp ket evit miret da zellet, gant enkrez, en-dro d’eomp, gant aon na vije deuet ar vleizez koz, a-dreuz an douarou, war hon lerc’h ha da razailha warnomp, pa sonjfemp an nebeuta.

Ha n’eo ket hor mammou-ni hepken a lavare an traou-man d’o bugale, ar mammou all a dro-war-dro a lavare ar memes tra, hag an holl vugale, kerkouls ha ni, a dec’he dioc’h Toull al Lakez.

Goulenn a rit diganen, va c’hamarad Fanch Ar Moan, perak e rea Toull al Lakez kemend-all a aon d’an Arvoriz, paotred diskramailh, dispont koulskoude, ha boazet diouc’h ar mor doun. Setu aman, goude beza klasket e meur a lec’h, ar pez am eus kavet war gement-se el leoriou bras.



TOULL AL LAKEZ


————


Laerez na miret madou den
Gant gouiziegez na ri biken.

Eur wech er bloaz da vihana
E kofesaï hep nac’h netra.


D’an nao a viz eost, er bloaz pemp kant seiz ha daou-ugent, goude maro hor Zalver Jezuz-Krist, war-dro teir heur goude kreisteiz, tomm an heol ken a boaze, eur marc’heg, gantan war e benn eun tok houarn, ha, war gern e dok houarn, eur pouchad [11] teo a rubanou ruz, ker ruz hag ar glaou, a ziskenne d’an daoulamm diwar-zu Ploueskat d’al lec’h m’eman breman Pont-Krist. E varc’h a oa digor e fronellou evel dor eur fourn, hag ar fronellou-ze a zivogede, evel pa vije bet an tan enno ; e zaoulagad a oa liou ar gwad warnezo hag e gosteziou a oa gwenn-kann gant an eonenn ; poultrenn an hent bras a oa leun a bikou great gant ar c’houezenn a zivere dioutan, ker gleb e oa.

O klevet eur marc’h o c’haloupat ker buan, Per-Fanch ar Chrafer, — a oa azezet en disheol a-drenv eur roc’h a zo e beg gwaremm ar C'huiok, e-tal Pont-Krist, a-zehou pa ’z ear eus a Bloueskat da Lesneven, — a deuas d’ar red d’an traon da gaout an hent hag a zavas en eun taol war ar c’hleuz da c’houzout piou ’oa an hini a yea ker buan-ze. Digeri a rea e zaoulagad evel diou vrinikenn o sellet ouc’h ar marc’h hag ouc’h ar marc’heg pa deuas heman d’her gervel :

— Paotr, emezan, va marc’h en deus sec’hed : e pelec’h e kavin-me dour da rei d’ezan da eva ?

— Emaoc’h e-kichennik, eme Ber : dirazoc’h eman kanol ar C'hernig ; mes, mar kirit trei aman a-zehou, e vezo easoc’h d’eoc’h rei da eva d’ho marc’h, rak war an treaz eo kaletoc’h eget aze dirak, e-touez al lec’hid.

— Mad ! bale a-raok da ziskouez d’in.

Per a ziskennas en eul lamm diwar ar c’hleuz hag a yeas d’ar red a-raog ar marc’heg. P’en em gavas war an treaz, e lavaras d’ezan :

— Sellit, aze eman ar ganol ; aze ez eus dour-red.

— Ya, gwelet a ran, eme ar marc’heg.

Hag hen en hent war-zu ar ganol. Ne lavaras ket bennoz Doue da Ber, avad.

Ar marc’h, kerkent ha ma welas an dour, a bleg e benn, hag en em lakeas da gluka gant kement a herder, ma kleved, kant paz a, dro-war-dro, e c’hinaouadou dour o koueza en e gof. E-pad m’edo er c’hiz-ze pleget ar marc’h, e c’hinou er ganol, an tortisou a stage eur valizenn a oa war e dalier, a deuas da derri gant ar bec’h a roe : ar valizenn a hanter-zigoras, hag anezi e kouezas forz peziou arc’hant gwenn an amzer-ze, hag a dalie, me ’bari, pep-hini anezo, ugent real d’an nebeuta.

Per a oa eun tregont paz bennak a-drenv hag a wele an arc’hant o koueza, mes ne lavare netra ; eur zonj fall a oa en e benn. Evel-se, kerkent ha ma voe eat ar marc’heg en e hent, goude beza douret e varc’h, ez eas da gichen ar ganol. Ar peziou arc’hant gwenn a zo etre e dreid, c’hoant en deus d’o dastum… Sellet a ra piz en-dro d’ezan… N’eus den en aod nag en douarou a dro-war-dro… An diaoul a c’houezas ar pec’hed en e galon. Per a blegas, a zastumas kement pez arc’hant a oa war an treaz, ha, ker buan ha ma c’helle, kuit ac’hano war-zu ar gear, atao e zourn gantan war e arc’hant, en e c’hodell, gant aon na vije deuet unan bennak d’her lemel digantan.

Evelato dre ma ’z ea, Per a huanade ; me ’gred e goustians a bike anezan. Mes ma huanade Per, e zourn a oa ivez war an arc’hant en e c’hodell… Trec’h e voe an droug d’ar mad.

— Na me ’zo diod, emezan, o kaout kemend-all a nec’hamant. Na perak ne ve ket an arc’hant-man d’in-me ! Daoust ha n’eo ket me eo a zo bet o tiskouez ar ganol d’an aotrou ?… Ha neuze, ar c’had a zo d’an nep he fak : ha me eo am eus kavet an arc’hant-man… Hag ouspenn, den n’am diskuilho, rak den n’en deus va gwelet ; sellet mad ha piz am eus great en-dro d’in ; archer ebet ivez ’ta ne c’hello dont da glask trabas ouzin… Marteze e ve mad d’in lavaret an dra-ma, pa ’z in da gofez… Oh ! kofez va c’havadenn !… Mes neuze e vezo lavaret d’in restôli. Restôli.. restôli… neuze emaoun ker paour ha biskoaz !… Ha da biou e restôlin-me ? Ar marc’heg-hont a zo breman e n’oun dare pelec’h !… Nann, an traou-ze ne dint nemet sponterezed. Hag ouspenn c’hoaz, daoust ha, p’am bezo lavaret va fec’hejou all, ne daio ket ivez heman d’o heul ? Ar re goz am eus klevet o lavaret : « Pec’hed kuzet, hanter-bardonet »… Ya, ya, great an taol, an arc’hant-man a zo d’in-me, ha warc’hoaz gantan me a raio va gwaz e foar Sant-Loranz, e Ploueskat.

En eur sonjal en traou-ze, Per en em gavas er gear. Ober a reas an neuz da zibri e goan gant ar re all, mes ne zaleas ket da vont d’e wele da hunvreal en e arc’hant.

Tad Per a oa e hano Fanch ar C'hrafer. N’ouzoun ket hag hennez ’oa e hano mad. Ne read nemet an hano-ze anezan, abalamour ma veze bemdez en-dro, dre Bloueskat, Gwinevez ha Trelez, o krafat skudellou, podezou, lachefreou [12], plajou ha zoken boteier-prenn. Penselia a rea ivez ar pilligou, ar basinou da ober kouëz hag ar basinou da c’horo ar zaoud. Ouspenn-ze c’hoaz e varikleze [13] ar c’helc’hou metal a lakea an dud yaouank war o boteier da zul. N’en doa brud fall ebet er vro, den n’en doa bet biskoaz d’en em glemm anezan, e giz ebet, hag evelato n’oa ket karet. Eun tamm diskred a oa anezan abalamour ma talc’he baro hir, ha, dreist pep tra, abalamour ma ’z oa eat da chom, en eun toull treaz en doa great er Chinivid, e tevenn Ploueskat, hen, e wreg hag e vugale, rak iskiz e kaved gwelet eur c’hristen o chom en eun hevelep ti, ha keit diouz ar gristenien all. Koulskoude, eur wech c’hoaz, nikun ne c’helle lavaret en divije kemeret eur vrochenn diwar goust den, na great fallagriez e giz ebet. An traou-man a lavaran evit diskouez n’en doa ket bet Per skouer fall digant e dud.

Antronoz Per a zavas abred eus e wele ken laouen ha tra, da vihana da welet. D’e vreudeur ha d’e c’hoarezed e voe roet peb a damm bara torz. Per a lavaras n’en doa ket a naon ken abred, hag ez eas da foar Sant-Loranz, da Bloueskat, da glask e zijuni. Ne voe great van ebet evit her gwelet o chom hep tamm : sonjal a read edo en e venoz kaout gwelloc’h pred e Ploueskat eget e ti e dad, en toull treaz, er Chinivid.

Setu eta va faotr Per en e hent, e arc’hant gantan en e c’hodell, hag e zourn gantan ivez atao war e arc’hant, evel en dervez a-raok.

P’edo o sevel d’ar C'hrinou, e kavas eno paotred Yon ar C'hoz, a Vilin-ar-Gall, a oa gant o zaoud er waremm, war ribl an hent bras, hag a oa ganto eun neiziad laboused bihan.

— Sell ’ta, paotred Milin-ar-Gall, petra a zo ganeoc’h aze ? eme Ber.

— Ni, eme Lik, ar c’hosa anezo, ni hon eus kavet aman eun neiziad pistraked [14] bihan, hag a yelo bremaïk, pa vezo eat hor zaoud d’o c’hraou, d’o gwerza da foar Sant-Loranz, da Bloueskat.

E broiou a zo, al laboused-ze a vez hanvet strakerien-lann, e broiou all filiped-lann. En hor bro-ni, e vez great pistraked anezo, abalamour, a gav d’in, ma lavaront atao : Pis, trak, trak, trak, trak, trak.

— Me a ya ivez d’ar foar, eme Ber, ha, mar kirit, me a breno ho pistraked diganeoc’h.

— Te, Per ? eme Olier, ar yaouanka eus a baotred Milin-ar-Gall, souezet o klevet Per a ouie a-walc’h a oa paour.

— Ya, me. Diskouez anezo aman, ma welin.

Olier a yeas war an hent bras.

— N’eo ket pluet a-walc’h da laboused ; n’eus nemet marbleo warnezo. Ne dalont ket kalz a dra.

— A gav d’it, Per ar C'hrafer. Me ’gav d’in, er c’hontrol, emaint e doare da veza gwerzet mad, rak easoc’h eo boueta ha donvaat al laboused pa na vezont ket re bluet, a lavar an aotrouien a vez o prena laboused e pardon Sant-Yan-Keran.

-— Ya, te ’lavar an dra-ze. Mes n’euz forz ; mar kerez, me a breno da laboused diganez. Pegement a c’houlennez anezo ?

— Te, Per, a breno ar pistraked-man ? eme Olier, breman mantret oc’h e glevet.

— Ya, me. Ha perak n’her grafen ket ? Daoust ha n’am eus ket a arc’hant kerkouls hag eun all ? Sell hag e weli.

Ha Per a dennas eun dournad arc’hant eus e c’hodell. Lik hag Olier a chomas o-daou mantret da zellet an eil oc’h egile. Mes an dra-ze ne badas ket pell. Lik, ar c’hosa a lavaras :

— Mad ! Per. Pemp labous bihan a zo ganeomp ; mar kerez e pezo anezo evit daou wenneg ar pez.

— Daou wenneg ! Re ger int.

— Ya, mes ar re-man a zo pistraked evel-se, ha neiziou pistraked a zo diês da gaout.

— Daou wenneg !… Mad, great ar marc’had. Pemp a zo anezo…, pemp gwech daou a ra dek, Setu aze dek gwenneg, ha ro d’in da bistraked.

Lik ar C'hoz hag Olier a roas o fistraked da Ber, a gemeras o arc’hant, fouge enno, hag a deuas da gaout o zaoud.

En em gavet d’an nec’h da zao ar C'hrinou, Per a azez war eur roc’h evit c’hoari eur pennad gant e laboused. Floura a ra o c’hein d’ezo ; skei a ra goustadik gant e viz-yod war o beg evit o lakaat da zigeri o ginou hag o boaza da zibri boued. En eun taol, e klev ar pistrak koz, mamm al laboused bihan, o krial a-zioc’h outan [15]. Per a zavas e benn da zellet, ha kerkent e neiziad pistraked bihan a yeas kuit diwar nij.

— Sell ’ta, eme Ber souezet, setu aman traou drol avad ! Laboused ha n’oa ket eur bluenn warnezo, hag a nij kerkouls ha re goz ! Petra eo an traou-man ?… Bah ! evit dek gwenneg kollet ne dal ket ar boan d’in en em c’hlac’hari kemend. Arc’hant a-walc’h a zo c’hoaz em godell. Deomp war-eün d’ar bourk.

Ha Per a daolas e neiz goullo dreist ar c’hleuz, e park ar brun Koier.

P’edo o tiskenn da Bont-an-Traon, e klevas unan bennak o tont gant hast war e lerc’h. Distrei a reas da zellet, hag ec’h anavezas Kolaïg Leskonnek, eus a Lesneven, a yea buan dre an hent abalamour m’en devoa c’hoant da veza abred er foar.

— En dro-man, eme Ber, n’eo ket en aner, nag e laboused e tispignin va arc’hant ; en dro-man e prenin kouignou, ha sukr a forz warnezo, evit terri va naon, rak, pa sonjan mad, n’em eus bet tamm ebet c’hoaz hirio… Holla ! digasit d’in eun dousenn gouignou eus ar re wella a zo ganeoc’h ; arc’hant a zo em godell d’ho paea.

Kolaïg a oa gantan e baner war e benn ; kregi a reas enni gant e zaou zourn unan a bep tu, hag he lakeas war benn e c’hlin da Ber da choaz e zousenn gouignou. Per en doa c’hoant da furcha beteg ar fons, abalamour da gaout eur gouign a bep seurt ; mes Kolaïg a viras outan, hag a lavaras d’ezan kemeret diwar c’horre ma karje, rak ne dea ket, evit eun dousenn hepken, da zi- renka e banerad kouignou eus an nec’h d’an traon. Per a rankas kemeret eun dousenn krakilinennou ; o faea a reas avad, gant fae, evel eun den ha na zell ket ker piz-ze ouz e arc’hant.

Kerkent Kolaïg a zammas adarre e baner war e benn, hag a yeas en e hent buana ma c’helle evit beza e bourk Ploueskat a-raok ar varc’hadourien all, hep taoler evez ebet ouz Per ar C'hrafer, rak m’en divije troet e benn da zellet war e lerc’h, e vije chomet mantret a-walc’h. Nann, den n’her c’hredfe, nemet her gwelet en defe.

Setu aman petra ’c’hoarvezas.

Kenta tiz en devoe Per, pa oa krog en e gouignou, ’voe d’o lakaat en e c’hodellou, nemet unan a zalc’has en e zourn da zibri dioc’htu. Sonj mad en doa d’o dibri holl a-raog en em gaout er bourk, rak petra eo daouzek krakilinenn e kof eur paotr evel Per ar C'hrafer n’en devoa bet tamm d’e zijuni ? Krog e oa en e grakilinenn, savet e oa e zourn en ear, digor e oa e c’hinou pa deuas, en eun taol, ar grakilinenn d’en em ziframma eus a-dre e zaouarn ha d’en em blanta war ribl an hent bras, troet en eur gabell-touseg (e broiou zo e vez lavaret tok-touseg). An unnek all a lammas er-meaz eus e c’hodellou hag a reas ar memes tra, hag, e-lec’h e grakilinennou, Per ne welas a bep tu d'ezan nemet daouzek kabell-touseg, c’houec’h a bep tu d’an hent, eun troad a-zindano holl, ha daou baz etre pep-hini anezo.



Per a chomas eun tamm sebezet. Eur zell a reas ouz e gouignou eat da gabellou-touseg ha, raktal, evel p’en divije mez, e tec’has kuit.

Ar vugale ne daolont ket kalz a spled [16] ouz an traou : ankounac’haat a reont buan. Eur wech troet e gein d’e gabellou-touseg ha savet diouz Pont-an-Traon, Per a oa eat e sebezenn hag e aon gant an avel, ha n’en doa ken mall nemet d’en em gaout e-touez e gamaraded, er bourk, na ken youl nemet da zispign e arc’hant gant kalz a fougaserez. Evel-se ez ea ken dinec’h ha biskoaz.

P’en em gavas dirak bali Kerfrekant, e kavas eno eur paour keaz dall o c’houlenn an aluzenn, ha, gantan, eur c’hi-barbed du, eur glozenn en e c’hinou.

— Ah ! eme Ber, setu aman eun dro vrao. Me ivez a zo bet o klask va bara hag a oar pegen diês eo beza paour. Mont a ran da rei d’ar paour keaz dall-man eun dournad arc’hant ; ha, ma kar o espern, e c’hello chom pell hep mont da glask.

Ha Per d’e c’hodell en eur dostaat ouz ar paour keaz dall. P’edo o vont da deuler e wenneg er glozenn a oa e ginou ar c’hi, heman a lezas e glozenn da goueza d’an douar, hag a zerras e zaoulagad, evel p’en divije mez o sellet ouz Per. Hag ar paour keaz dall a grias a vouez uhel, evel ma kri ar re a vez o c’houlenn an aluzenn er foariou pe er pardoniou :

— Krouadur, Doue ne fell ket d’ezan e kemerfen an arc’hant-ze.

— Sell ’ta, eme Ber outan e unan, setu aman peorien hag a zo rok an tamm anezo avad ! Ne fell ket d’ezan kemeret va aluzenn ? Mad, gwaz a ze evitan !

Ha Per adarre en e hent en eur lakaat e arc’hant en e c’hodell. Mes, e feson, hen taolas a-biou, rak, p’edo o pellaat, ar paour keaz dall a grias outan :

— Krouadur, koll a rit an arc’hant-ze.

Per, mezek, en eur zistrei ouz ar paour, a blegas da zastum e arc’hant, hep lavaret ger. En dro-man e oa piket e galon, pe e goustians, rak ententet mad en devoa. Ar paour ne lavare ket : koll a rit hoc’h arc’hant, mes koll a rit an arc’hant-ze.

— Daoust, emezan, hag heman en defe bet eur c’helou bennak eus va c’havadenn-me ?… Daoust hag heman a c’houfe n’eo ket, e gwirionez, an arc’hant-man d’in-me ?… Neuze avad… Mes nann, an dra-ze ne c’hell ket beza gwir ; n’oa nemedon war an aod, sellet piz em oa great en-dro d’in. Me ’doufe eo heman unan eus ar re-ze hag a vez oc’h ober o dall pe o c’hamm, er foariou hag er pardoniou, ha n’int ket dalloc’h na kammoc’h egedon-me. Heman en deus gwelet va arc’hant o vont a-biou d’am godell, ha setu perak en deus galvet ac’hanon.

Ha Per adarre en e hent.

N’en doa ket kalz da ober : kant paz c’hoaz hag edo war bave bourk Ploueskat.

Mintin e oa c’hoaz, ha dre-ze n’oa en em gavet den er foar ; stal ebet zoken n’oa c’hoaz digor. N’oa dre ar ruiou nemet bugale, o dilhad da zul ganto, savet abred eus o gwele, evit mont da c’haloupat ar bourk, da zigeri o ginou evit gouzout marteze e pelec’h e vije ar braoa pa vije ar foar en he feur [17].

Per a yeas d’o c’haout, an eil warlerc’h egile, o dastumas holl en-dro d’ezan, hag a lavaras d’ezo :

— Paotred, mar kirit, da c’hedal ma tigoro ar foar, ez aimp da di Janedig ar Bombonou da ober peb a gofad kouignou. Deuit holl ganen, hep aon ebet, me am eus arc’hant da baea.

— Ha gwir e c’hellfe beza kement-se, Per ? eme ar vugale souezet, rak gouzout a reant peger paour e oa tud Per.

N’eus forz ! ar vugale ne da ket keit-se d’ezo ; mont a rejont holl warlerc’h Per da di Janedig ar Bombonou.

Lavaret d’eoc’h ped kouign a voe lonket eno, e berr amzer, n’eo ket eas. Holl a c’houzoc’h pegen doun eo kof ar vugale p’en em gavont war draou lipous, dreist pep tra pa na vezont ket boazet diouto. Kouignou Janedig a deuze e ginou ar baotred ker buan ha ker brao m’oa eun dudi o gwelet. Pa veze eat eun dousenn, e veze digaset eun dousenn all, ha goude an dousenn-ze, eun dousenn all c’hoaz. Ez a stal Janedig da veza goulonderet !

A-barz ar fin, evelato, e voe karget ar c’hofou. Per a baeas hep marc’hata, a lavaras bennoz Doue da Janedig, hag a yeas kuit gant e gamaraded. Mar ho pije gwelet ar baotred-man o vont, dre vourk Ploueskat, e vijec’h chomet a-zav da zellet outo. Per a oa e-kreiz, sounn e benn, drant war e dreid, rok an tamm anezan, hag ar re all a oa en-dro d’ezan oc’h esa gouzout piou a vije an tosta, oc’h esa komz outan evit her meuli hag hen trugarekaat. Ha da belec’h ez eont er c’hiz-ze, hor c’hanfarted ? Ne ouient ket o-unan, pa deuas Per, evel mestr ar vandenn, da lavaret d’ezo :

— N’eus c’hoaz netra er bourk. Mar kirit, ez aimp breman war hent Kleder da zellet ouz an dud o tont d’ar foar. Goude-ze e teuimp en-dro, hag e raimp adarre eun abadenn all a zibri kouignou.

— Ya, ya, eme ar baotred ; eomp war hent Kleder, ha deus en hor c’hreiz, Per. Pa vezo digor ar foar e tistroimp d’ar bourk, hag e kavimp kouignou all gwelloc’h marteze eget re Janedig ar Bombonou.

Hag ar baotred war hent Kleder. Dre ma ’z eant, ne veze klevet nemet ar c’homzou-man :

— Te a zo eur gwaz, avad, Per !… Te a zo eun den, avad !… Hag e lakead an dourn war skoaz Per evit ober flourig d’ezan.

Ha Per, e-kreiz, a oa lorc’h ennan.

Chom a rejont da c’hoari e-kichen ar Groaz-Hir, war al letonenn a zo dirak Feunteun-Zant. Ne voe ket hir an abadenn c’hoari, rak, a-benn eun nebeudig amzer, e weljod hor c’hamaraded oc’h en em dorta, oc’h en em starda, oc’h en em gordigella, oc’h en em ruilha war an douar, en eur ouela hag en eur grial e oant ampoezonet gant Per ar C'hrafer. Ar gwentr ar c’hrisa a oa kroget enno ; an tan a oa en o bouzellou, ne ouient war be du trei. Unan hepken anezo ne grie ha ne youc’he ket, ne rea nemet c’hoarzin dre ma wele ar re all o tua gant ar gwentr : hennez ’oa Per ar C'hrafer. N’oa ket evit miret da c’hoarzin, mes ar re all a gave d’ezo edo oc’h ober goap, hag, evel pa vije eat droug enno, edont o vont da lammet warnezan, pa deujont, en eun taol-kont, i o-unan, da c’hoarzin evel Per. Setu breman an holl o c’hoarzin a-unan. Mes o c’hoarz ne deue ket a-berz Doue, a gav d’in, rak o ginou a oa faoutet beteg o diouskouarn, o muzellou a deuas da veza spinac’het, ha zoken trouskennet, o daoulagad a oa dispourbellet hag entanet, o fri a oa krinet, o dent a strake en o fenn, hag e-lec’h trid kalon ar re a c’hoarz evit mad, ne gleved nemet roc’herez ha youc’herez o tont eus o gouzoug.

Me ’gav d’in e tle ar c’hoarz-ze beza henvel ouz c’hoarz an diaoulou en ifern, mar gell an diaoulou c’hoarzin.

Pegeit e padas an abadenn-ze, n’oufen ket her lavaret. Ar pez a zo gwir eo, a-benn eur pennad, ne chome ken nemet Per ar C'hrafer war al letonenn, eat e c’hoarz n’oar den da belec’h ; ar re all a oa eat pep-hini en e hent.

C'houi a zonj d’eoc’h marteze e tlie an traou burzudus-ze touch kalon Per, her lakaat da ziskenn ennan e-unan, ha lavaret d’ezan sklear a-walc’h e teue e gouignou a-berz an diaoul. Siouaz, nann ! Al laer a zo kriz a galon, hag a zo diês da zistrei.

Per, evel pa na vije c’hoarvezet seurt gantan, a zistroas d’ar bourk, hag a zigouezas, e penn ar c’hoc’hi, dirak ti Loeiz Jaouen, gant eur vandenn all a baotred a oa o c’hoari pil pe fas. An holl a oar ar c’hoari-ze : an neb a ra an dourn a daol e bez a wenneg en ear, hag a zo atao ar fas evitan, ar pil a zo evit ar re all. Er c’hoari-man e c’heller beza kement ha ma karer pa ’z eo gwir unan a ra rampo ouz an holl.

Per ivez ’ta a deuas da gaout ar re-man, ha, ker rok ha biskoaz, e lavaras d’ezo :

— Paotred, mar kirit, me a c’hoario ganeoc’h ivez.

— Ni a zo kontant, gant ma ri an dourn. Arc’hant a-walc’h ac’h eus evit-se ?

— Oh ! ya, bezit dinec’h.

Ha Per a diskouez d’ezo eur vozad mouniz.

Ober an dourn, er c’hoari-man, a zo risklus, pa c’hoarier a-enep kalz : daou pe dri daol kollet a zo a-walc’h evit kas an den d’ar bern.

— Alo ! mad an dra-ze, eme ar baotred ; an dourn da Ber ar C'hrafer, hag ar gwenneg en avel.

Per a grogas en unan eus e wenneien hag hen taolas en ear, mes n’hen taolas ket uhel a-walc’h, hag e voe red d’ezan komans e daol a-nevez. En dro-man hen taolas ken uhel ha tôenn ar c’hoc’hi, en eur grial, hervez ar c’hiz :

— D’eoc’h ar pil, paotred, ha d’in-me ar fas.

Ar gwenneg, en ear, a droe hag a zistroe an eil tu war-lerc’h egile ; an holl a oa savet o fenn, o daoulagad o lugerni warnan…

Daoust war be du e troio ?

Ar gwenneg a gouezas d’an douar hag a droas fas. Setu gounezet e daol gant Per.

— Eun taol all c’hoaz, eme ar baotred.

— Kement ha ma kerot, eme Ber.

Hag ar gwenneg adarre en ear, hag adarre da goueza fas. Tri, pevar, pemp taol a voe great er c’hiz-ze, ha pep tro Per a c’houneze.

— Ac’hanta ! eme Ber outan e-unan, ha n’em eus-me ket great mad kas en o zro ar zonjou zod a lakea em penn va foan gof gentaou [18] …En dro-man eo deuet an traou a-du ganen.

Mes, siouaz ! n’oa ket achu an abadenn.

E-touez ar c’hoarierien a c’hoarie a-enep Per, e oa daou baotr, dreist ar re all, ha n’oa ket pikouzet o daoulagad. Ker fin ha pep-hini, hep beza trubard e-kenver den, an Toli hag ar Yaïg a oa souezet, hag a chome mantret o welet Per ar C'hrafer o c’hounit pep taol. Meur a wech o doa c’hoariet ar c’hoari-ze ; mar gounezent alïes, e kollent evelato a-wechou ; ha Per ne golle taol ebet !

— Daoust, eme an Toli d’ar Yaïg, penaos e c’hell Per ar C'hrafer gounit pep taol er c’hiz-ze ? Esaomp eun taol all c’hoaz. Taol evez, Yaïg, gwella ma c’helli ; me ivez ne lakin ket va daoulagad em godell.

— Greomp ’ta eun taol all c’hoaz, eme ar Yaïg, ha taolomp evez mad.

— Alo ! Per, deus aman c’hoaz eun taol all, eme an Toli, m’hon taoli war ar bern teil, rak n’hon eus ken nemet peb a wenneg.

— Keit ha ma pado hoc’h arc’hant, paotred, me a c’hoario ouzoc’h.

Ha gwenneg Per adarre en ear, hag adarre da goueza fas. N’ouzoun ket petra a yeas dre benn an Toli o welet e kolle adarre. Lammet a reas war gwenneg Per ar Chrafer, sellet a ra outan diouz an daou du, ha ker buan, kounnar ennan, e kri a-bouez e benn :

— Laer ! laer ! laer !… E wenneg a zo merket fas en daou du, ha dre-ze n’oa ket evit koll eun taol, hag en divije bet zoken c’hoant d’hen ober.

An Toli en devoa lavaret gwir : gwenneg Per a oa merket fas an daou du anezan.

Neuze e savas kabal e-touez ar baotred, avad, va c’hredi a c’hellit. Kement hini o doa kollet hag o doa keuz d’o arc’hant, a razailhas war ar paour keaz Per. A-gleiz hag a-zehou e koueze, evel glao, an taoliou dourn war e benn ha war e ziouskoaz.

Taoliou dourn an Toli a oa ker pounner ha taoliou morzol ar Berder koz, pa skoe gwechall war e anne. Ar Yaïg a yea hag a deue a bep tu evit klask e dro da rei d’ezan taoliou treid hag a gigne an divesker e-lec’h ma kouezent. Kaer a oa skei, Per a zalc’he mad d’e voned en doa lakeat eul lodenn eus e arc’hant ennan. An Toli a welas kement-se hag a roas d’ezan eun taol ker krenv war e vrec’h dehou, ma rankas diskregi. Ker buan dek dourn a grogas er boned. Per a zalc’he mad atao gant e zourn kleiz. Edo o vont da veza flastret gant ar vandenn baotred a oa warnezan, pa deuas e voned da freuza, ha da skuilha an arc’hant war an douar. Setu petra a glaske an holl, an arc’hant laeret d’ezo. Diskregi a rejont diouz Per evit dastum ar pez o devoa kollet. Per ivez, kerkent ha ma kavas e du, a yeas ac’hano, hep ma voe red her pedi, buana ma c’helle, gant e voned reuget.

Kerzet a reas, d’ar red, dre an hent bihan a zo a-drenv ar presbital evit mont da guzat, gant aon na vije c’hoaz deuet an Toli pe re all war e lerc’h. Siouaz ! Ne c’hellas ket mont pell, rak brevet e oa e gorf ha bronduet e zivrec’h a daoliou dourn ; kignet e oa e zivesker a daoliou treid, bec’h en doa oc’h en em dreina. Chom a rankas a-zav ; azeza a reas e-c’harz ar c’hleuz, el lec’h m’eo savet breman ti ar Seurezed, hag eno, oc’h huanada, e lavaras outan e-unan :

— Marteze, evelato, n’em eus ket great mad o kemeret an arc’hant-man.

Daoust hag an Aotrou Doue, evit lakaat an den da zont ennan e-unan, a zo red d’ezan skei warnezan ? Ha n’eo ket a-walc’h e aliou, e vurzudou, e viraklou ? Ar pez a zo gwir eo taoliou dourn an Toli, ha taoliou treid ar Yaïg, a reas muioc’h war galon ha war spered Per eget laboused displu o nijal, kouignou o trei e kabellou-touseg ha tud dall o welet sklear.

Evelato n’oa ket distroet c’hoaz war an hent mad.

A-benn eun nebeudig diskuiz, en eur ruilh gant e zourn e arc’hant en e c’hodell, e lavaras :

— Me ’gav d’in eo gwelloc’h evidon chom hep mont da glask kamaraded ; n’eus hini mad ebet. Gwella am eus da ober eo mont va-unan d’ar C'halvar da vale, da bourmen, da c’houzout ha kalz kezeg, kalz chatal a zo er foar.

Hag en eur gempenn e vleo, en eur lakaat dres e voned reuget war e benn, ez eas d’ar plas-foar.

P’edo o tigouezout warnezi, e krogas ennan eur c’hounnar-dibri eus ar re zua. Kouezet brao e oa an dro-man, rak n’edo ket tregont paz diouz stal eur vaouez a Benzez a oa eno o werza bara mouchenn. D’ar red ez eas d’he c’haout hag, hep marc’hata, e prenas diou vouchenn, eun hanter real pep-hini anezo. Ker kriz ’oa e naon ma ne droas ket e gein zoken evit diskolpa eur c’hinaouad eus a unan ar mouchennou. Mes, siouaz adarre, a-vec’h m’oa eat an tamm en e c’hinou, ma voe gwelet ar paour keaz Per o tigeri e veg, o krina e fri hag e dal, hag o krainchat e c’hinaouad bara.

Ar varc’hadourez, souezet, a c’houlennas outan petra a c’hoarie gantan.

— C'houi, emezan, hoc’h eus gwerzet d’in-me bara great gant treaz eus an aod, ha nann gant bleud malet er vilin.

— Bara great gant treaz, va faotr paour !… N’ouzoc’h ket petra livirit. Bara great gant treaz !…

— Ya, ya, a lavare Per en eur grainchat hag en eur dourlonkat ; ya, n’eus kuchenn bleud gwiniz en ho para, n’eus ennan nemet treaz…

O klevet eun tamm trouz, an dud a vodas buan en-dro d’ar stal, rak ar foariou a zo leun a c’hinaoueien. Evel maouez Penzez, an holl a chome mantret o klevet Per o lavaret n’oa nemet bara treaz er stal-ze. Meur a hini, paotred fin war o meno, evit gouzout pe oa gwir pe n’oa ket ar pez a lavare Per, ha marteze ivez evit gellout beza test ma vije eun tamm prosez, a brenas mouchennou digant ar varc’hadourez, ha kaer o doa blaza ha divlaza, ne gavent nemet blaz mad gant ar bara-ze. Mes kaer en devoa ar bara beza mad evit ar re all, evit Per n’en doa ken blaz nemet blaz an treaz. N’eo ket souezus ivez ’ta ma ne ehane da grainchat, rak, her c’hompren a dleit, bara great gant treaz a dle skarza ar c’houzoug gant ruster ha beza dizaour d’ar ginou. Ouspenn-ze, tourjouna [19] a rea e zent, ha devi toull e c’houzoug hag e vuzellou a dro-war-dro.

Per n’eo ket evit chom ken e-touez an dud ; mont a rank da eun tu bennak da glask eur banne dour da walc’hi ha da zistana e c’hinou.

Hag an dud a lavare oc’h her gwelet o vont kuit : — Per ar C'hrafer en deus kollet e benn !

Nann, n’en doa ket kollet e benn ; e ene avad en doa hanter-gollet dre e laeronsi.

Mont a ra rag-eeun d’an ti kenta a gav dirazan ; goulenn a ra, en hano Doue, eur banne dour da eva.

En ti-ze e oa ostaleri. N’eus forz, e Ploueskat, ez eus kalon vad e-touez an dud, dreist-holl pa c’houlenner en hano Doue. An ostizez a lezas e ostizien da zervicha evit rei eur banne dour da Ber, rak gwelet a rea n’edo ket an traou a-du gantan, hep gouzout evelato e pelec’h edo e c’hlaz.

A-vec’h m’en doa Per evet eul lonkad dour hepken, ma voe klevet o termal ha, ker buan all, o tisteurel, evel pa vije roet d’ezan eul louzou eus ar re grenva. Krial a ra, kas a ra e zourn d’e c’hinou, dua a ra, dispourbella a ra e zaoulagad en e benn… Tud an ti a vod en-dro d’ezan ; kaout a ra d’ezo eman o vont da vervel, rak pizennet eo ar c’houezenn war e dal, ha bec’h en deus o tenna e alan… Evelato, a-benn eur pennad, e torr warnezan hag e c’hell kaozeal,

— C'houi, n’eo ket dour hoc’h eus roet d’in-me da eva, emezan en eur ouela, gwinegr eo.

— Petra ’leverez, Per, gwinegr eo ? Eus ar pod-dour em eus diskarget eur banne d’it, hag ar podad dour-man a zo bet kerc’het, n’eus ket eun heur c’hoaz, eus ar feunteun ; ha me ’gred, ar feunteun-ze n’eo ket gwinegr eo a red anezi.

— Pa lavaran d’eoc’h, eme Ber oc’h eugi. Bremaïk edo an tan em ginou hag e toull va gouzoug hepken, ha breman, gant ho panne gwinegr-c’houi, eo diskennet em stomok hag em c’hof zoken. Devi a ra an diabarz ac’hanon… Oh ! va Doue, nag a boan am eus-me !… Mont a ran d’ar gear.

— Ya, gwelloc’h eo d’it, rak n’out ket yac’h, eme an ostizez.

Dirak ti ar Brun ec’h en em gavas tal-oc’h-tal gant Jozon, eur c’hanfard all eus a Bloueskat. Kerkent ha m’her gwelas, e lammas warnezan en eur lavaret :

— Atao emaout dre aman ’ta, Per al laer, Per ar fripon ?

Ha Jozon da blanta gantan taoliou dourn ker pounner ha re an Toli.

— Me da zesko, emezan en eur skei, da zont da laerez hon arc’hant-ni gant peziou merket fas en daou du.

Per a reas eur c’haloupadenn evit tec’het ; Jozon ne deas ket war e lerc’h : a-walc’h, a gave d’ezan, en devoa bet.

Teo e benn, du e dal, liou an nec’hamant warnezan, Per a ya war-zu ar gear. Dont a ra da zonj d’ezan eus ar pez a oa c’hoarvezet gantan abaoue ar mintin, hag e kav d’ezan n’eman ket an Aotrou Doue a-du gantan.

— Nann, emezan, en eur skrabat e benn, n’em eus ket great mad o kemeret an arc’hant-man, breman her gwelan sklear… Kaout bac’hadou digant an Toli ha Jozon !… Beza ampoezonet en ostaleri Soaz, eur vaouez ker mad d’ar paour !… Me ’gav d’in eman an Aotrou Doue war va lerc’h… Hag evelato, pa zonjan piz ha mad, da biou e ve an arc’hant-man nemet d’in-me ? Hag ouspenn, piou en deus va gwelet ouz hen dastum ?… Mont a ran atao d’ar gear, ha goude-ze me a welo : disul marteze ne daio ket an traou ganen evelhen.

Nag a boan a vez o tiskregi diouz madou dastumet gant dislealded ! Na gant pegement a eazamant e teu an den paour d’en em zalla war e gont e-unan !

En eur zonjal en traou-ze, Per en em gavas dirak bali Kerfrekant, hag eno e kavas adarre, gant e gi, ar paour keaz dall en doa gwelet diouz ar mintin hag en doa lavaret d’ezan : « Koll a rit an arc’hant-ze ! » Trei a reas diwarnan evit mont dre an tu all eus an hent bras. Kaer en devoe, ar c’hi hen anavezas.


Kerkent ha ma voe en em gavet dirazan, e laoskas e glozenn da goueza eus e c’hinou, evel diouz ar mintin ; hag, evel pa vije fae gantan, en dro-man, sellet hepken outan, e troas krenn dioutan en eur yudal, evel ma yud ar chas pa zantont c’houez ar bleiz. Ar paour dall, gant eur vouez krenvoc’h c’hoaz eget diouz ar mintin, a grias warnezan :

— Krouadur, en nenv ez eus unan bennak ha n’eo ket aviz ac’hanoc’h.

Per ne respontas grik. Trei a reas ouz ar c’hleuz ha, buana ma c’helle, e kerzas gant e hent. Ne oufen ket lavaret d’eoc’h petra a zo breman en e spered, ar pez a zo gwir eo e oa savet ar gwad d’e benn evel ma sav da benn ar re o deus mez.

P’en em gavas e Pont-an-Traon, e chomas a-zav, souezet, spontet zoken. Eno, evel a ouzoc’h, en doa prenet digant Kolaïg Leskonnek kouignou hag a oa deuet da drei e kabellou-touseg. Mad, chomet e oant eno ivez o-daouzek, c’houec’h a bep tu d’an hent bras ha daou baz etre pep-hini. N’oa ket a-walc’h c’hoaz kement-se : war bep-hini eus ar c’habellou-touseg e oa breman eur pez arc’hant, henvel-poch ouz ar re en doa en e c’hodell, ha daoulagad an hini a oa merket war ar pez arc’hant a oa war ar c’habellou-touseg, a lugerne war-zu ennan, evel daou gef-tan ruz.

En dro-man e krogas, evit mad, aon e Per. N’eus forz d’ezan pe du sellet, ne wel nemet kabellou-touseg, ha warnezo daoulagad ruz o lugerni warnan. Krena a ra…. N’eo ket evit mont war e giz, rak sonj a deu d’ezan breman, en eun taol, er gwall draou a zo c’hoarvezet gantan e Ploueskat ; n’eo ket evit mont nag a-gleiz nag a-zehou, rak an daouzek kabell-touseg, gant o feziou arc’hant lugernus, a zo c’houec’h a bep tu d’ezan ; n’eo ket evit chom e-kreiz an hent kennebeut, rak daoulagad ruz ar peziou arc’hant a zev anezan. Petra ’raio ivez ’ta Per ?… Kemer a ra eun tamm penn-herr, hag e sav d’ar c’haloup war-zu ar C'hrinou. A-raok m’oa savet d’an nec’h ’oa deuet ar berr-alan d’ezan : chom a rankas da ehana. Distrei a reas da zellet war e giz, gant aon na vije deuet ar c’habellou-touseg d’e heul… Nann, n’oant ket deuet ; chomet e oant el lec’h m’edont a-raok, mes troet e oant, avad, o-daouzek, da zellet outan gant o daoulagad a dan.

Per ne chomas ket pell da ehana. Sevel a ra ar zao en eur grena hag en eur skrabat e benn.

— Ya, me ’gred, emezan, em oa great fall dec’h o tastum an arc’hant-man ; me her c’haso da gichen ar ganol, d’al lec’h m’am eus her c’havet. Koulskoude m’her c’hasan di, unan bennak all hen dastumo. Daoust ha n’eman ket kerkouls em godell-me eget e godell eun all ?… Evelato ar paour dall en deus lavaret d’in e oa en nenv unan bennak ha n’oa ket aviz ac’hanon… Daoust hag an Aotrou Doue e vez hennez ?…

En eur zonjal en traou-ze, e galon etre diou, etre beza laer ha beza leal, Per, e benn pleget, a ya war-zu Pont-Krist.

P’en em gavas el lec’h m’en doa prenet, diouz ar mintin, e neiziad laboused bihan, e chomas mantretoc’h eget biskoaz, rak klevet a reas e laboused o krial warnezan. An holl o deus klevet ar pistraked o kana, pe o krial. Gouzout a rit e vezont gwelet war beg eur skourr spern, pe war-c’horre eur vojenn lann o krial, pa welont unan bennak : Pis… trak… trak… trak… trak… trak…, pis… trak… trak… trak.. trak… trak… Ha c’houi a oufe petra a gan breman ar pistraked bihan, o-femp, hag an daou goz a-unan ganto ? Oh ! ya, Per a grene, ha lec’h da ober en doa. C'houi hoc’h-unan ho pije krenet kement hag hen, ma vijec’h bet en e lec’h ; rak breman ar pistraked ne ganont ken o c’hanaouenn goz ha boazet : Pis… trak… trak… trak… trak… trak… kana a reont : Per, laer… laer… laer… laer… laer… Ha n’eo ket spontus klevet laboused o kana traou er c’hiz-ze.

Per ne gred ket sevel e benn ; bale a ra buana ma c’hell… Kaer en deus bale buan, ar pistraked, tri en eun tu d’an hent bras, ha pevar en tu all, a nij d’e heul, diwar beg an eil bod lann war egile, hag o-zeiz e kriont, pep-hini d’e dro pe daou pe dri a-unan, ha c’hoaz krenva ma c’hellont :

— Per, laer… laer… laer… laer… laer…, Per, laer… laer… laer… laer…

En dro-man avad e teu Per da skei war boull e galon, en eur lavaret :

— Ya, pec’het am eus ; mont a ran da restôli va arc’hant, mont a ran d’her c’has d’al lec’h m’am eus her c’havet. Me a gave d’in ne anaveze den va c’havadenn, pa lavarin gwell, va laeronsi ; eo, Doue hen anaveze ; hen diskouez en deus great d’in dre va fez arc’hant fas en daou du, dre va c’houignou troet e kabellou-touseg, ha dreist-holl dre gan flemmus ar pistraked-man. Mes Doue a zo madelezuz ; me a yelo da gofez, ha Doue va fardono.

Kaer en doa Per kaout keuz ha glac’har. Ar pistraked a yea atao didruez d’e heul, ha ne ehanent da grial warnezan :

— Per, laer… laer… laer.. laer… laer…, Per, laer… laer… laer.. laer… laer…

Per, abaoue ar mintin, a rea ar skouarn vouzar ; n’en doa great van ebet evit gwelet burzudou ; ha c’houi a gavo iskiz ma teu an Aotrou Doue, d’e dro, da ober ar skouarn vouzar ha da zerri, evit eur pennad, dor e galon ?

Edo en em gavet gant ar wazenn-zour a zired diouz Lanrial ha milin Sant-Jorj, pa welas o tont, d’an daoulamm-ruz, daou archer war varc’h, dre an hent a zo etre Ker-Yun ha Kereloun…

— Ah ! den n’en doa gwelet va laeronsi, eme Ber. Koulskoude, setu aman archerien !…

Eur c’houezenn yen a bizennas en eun taol war dal Per ; ruilha a ra an dour a-hed e ziouvoc’h, krena a ra war e dreid, bec’h en



deus o chom en e zav, ar berr-alan a zo gantan… Hag ar pistraked, ken didruez ha biskoaz, a gri atao war e lerc’h :

— Per laer… laer… laer… laer… laer…, Per laer… laer.. . laer… laer… laer…

— Great eo ganen en dro-man, emezan, great eo ganen ! Erru eo an archerien d’am c’herc’hat, d’am c’has d’ar prizon, d’ar galeou zoken, marteze !..

Hag ar pistraked a gri atao :

— Per laer… laer… laer… laer… laer…, Per laer… laer.. . laer… laer… laer…

C'hoant tec’het diwar an hent bras war-zu Lanrial a deuas d’ezan. Edo o sevel dre ar skalier e gwaremm ar C'huiok, pa welas, e skeud ar roc’h, m’edo hen e-unan, en dervez a-raok, pa deuas eun aotrou da c’houlenn digantan e pelec’h e kavje dour da rei d’e varc’h, eun aotrou all, baro hir d’ezan, gant eur marc’h du evel eur vran ; hag e zaoulagad a lugerne ouz Per gwasoc’h c’hoaz eget daoulagad ar peziou arc’hant a oa war ar c’habellou-touseg e Pont-an-Traon.

— Re eo kement-man ! eme Ber. Dirazon eur marc’heg gant eur marc’h duet gant moged an ifern ; dirazon daou archer ouz va c’hlask ; war va lerc’h pistraked o lavaret d’an holl n’oun nemet eul laer ! Gwelloc’h e kavan mont d’en em veuzi… Doue a welo em eus keuz d’am fec’hed, rak teuler a rin an arc’hant war an treaz, el lec’h m’am eus her c’havet…

Ha Per, evel pa vije kollet e benn gantan, a gerz d’ar red war-zu ar ganol, d’al lec’h m’en doa great e gavadenn.

Ha, dre ma ’z ea, ar pistraked a yea war e lerc’h, en eur grial gwasoc’h-gwaz :

— Per laer… laer… laer… laer… laer…, Per laer… laer.. . laer.. laer… laer…

P’en em gavas e-kichen ar ganol, e kavas eno, azezet, eun den koz, touzet e benn, e zremm dizec’het ha drouklivet. Evit dilhad n’en doa nemet eun tamm mezer groz a ziskenne eus azaleg e c’houzoug betek e dreid, hag a oa stardet gant eur gordenn en-dro d’e groaz-lez. N’oa ket brao da welet, ha koulskoude ar peoc’h a galon, ar vadelez hag ar garantez a oa merket war e dal. En e gichen e oa eur vaz hir hag, ouz beg ar vaz, eun tamm bara torz e-touez eun tamm lian. An den koz-ze ’oa sant Gwevrog, en doa savet e gouent war devenn Gwinevez, dirak bourk Trelez. Tammou eus ar gouent-ze a weler c’hoaz hirio, dreist-holl ar chapel hag an aoter a zo a-zindani eur feunteun hag a zo dour dous enni ha mad da eva. Va-unan em eus hen tanveat, eviti da veza kleuzet e-kreiz an treaz, war-c’horre an tevenn hag e-kichennig ar mor bras.

Sant Gwevrog, en eur zistrei a Berroz, e-lec’h m’en doa eur gouent all, a oa bet o pardona e Gwengamp hag e Sant-Yann-ar-Biz… A-raok mont en e gouent, e oa chomet eno, war an abardevez, da walc’hi e dreid evit en em ziskuiza eus e hent.

O klevet Per o tont war-zu ennan d’ar red hag en eur huanada, e troas e benn. Kerkent her gwelas o tiskarga e c’hodelIou hag o teuler arc’hant en dour, evel pa vije kollet e benn gantan. P’en devoe diskarget e c’hodellou ha stlapet en dour kement gwenneg en doa, edo o vont e-unan a benn-herr d’en em deuler war e benn er ganol. Ar zant, ouz e welet, a zavas en eul lamm en e zav, a redas d'her c’haout, a grogas en e vrec’h, en eur lavaret d’ezan :

— Da ober petra ez it aze, va bugel ?

Per a zavas e zaoulagad da zellet ouz ar zant hag, o welet peger madelezus, peger karantezus e oa an ear anezan, a zantas e galon evel o teuzi en e greiz, hag a respontas en eur ouela :

— Pec’hi am eus great en eur gemeret madou va nesa ; n’eus pardon ebet evidon.

— Eo, va mab, pardon a zo evit pep pec’hed, gant ma vezo kofeseat ha bet keuz d’ezan.

— Nann, evidon-me n’eus ket. Sellit, den koz, ha na welit-hu ket aze o neun war-c’horre an dour ar peziou arc’hant am eus laeret, hag o daoulagad o lugerni warnon ? Gwelet a rit ne deont ket d’ar goueled, na gant an dour kennebeut ; ne reont nemet troïdellat an eil pez war-lerc’h egile, evel pa o defe c’hoant da lammet er-meaz ha d’am jacha en dour ganto.

— N’eus forz ! keuz hoc’h eus e gwirionez d’ho pec’hed hag hen anzao a rit ?

— Ya, keuz am eus d’am fec’hed, Doue hepken a oar pegement ; hag hen anzao a rankan, pa ’z eo gwir e teu beteg al laboused bihan zoken da lavaret d’in n’oun nemet eul laer. Evelato, me ’gave d’in e oa va fec’hed hanter-bardonet pa ’z eo gwir den n’en doa va gwelet, mes e feson an dra-ze n’eo ket gwir.

— Mad ! Pa hoc’h eus keuz er c’hiz-ze d’ho pec’hed, ha p’hen anzavit ken didroell, me, en hano an Aotrou Doue, a ro d’eoc’h ar pardon hag an distôl anezan. Hag evit diskouez d’eoc’h ez eo gwir ar pez a lavaran, ez an da gas da oueled ar ganol ar peziou arc’hant a welit o neun war-c’horre an dour ha na ehanont da lugerni ouzoc’h.

Ker buan sant Gwevrog a zoublas, a grogas en eun dournad treaz hag hen taolas er ganol, ha ker buan all ivez ar peziou arc’hant, a oa war-c’horre an dour, a yeas holl n’oun dare da belec’h, Eur zutadenn hepken a voe klevet, pa oant o vont kuit.

Sant Gwevrog a oa c’hoaz o kentelia Per, pa deuas seiz heur da zon e bourk Ploueskat. D’an heur-ze eo ez a Biel ar c’hloc’her da zon an Angelus.

— Evit trugarekaat Doue hag ar Werc’hez Vari, e vamm binniget, eme ar zant, da veza ho tistroet diwar an hent fall, en em daoulinomp aman hon-daou, va bugel, hag, a-greiz hor c’halon, lavaromp an Angelus.

Per, dizammet eus e bec’hejou ha troet ouz Doue, a zaoulinas kalonek, kroazet e zaouarn. Sant Gwevrog, daoulinet en e gichen war an treaz, a zav e zourn dehou d’e dal evit ober sin ar groaz. A-vec’h m’en doa lavaret : In nomine patris, ma voe klevet o tont en eur youc’hal, en eur bec’hi ken a dregerne an aod gantan, adalek Milin-ar-Gall betek Tour-ar-C’hernig, an aotrou barvek a oa gant e varc’h du e gwaremm ar C'huiok. Ker buan ez a, ma weler nemet e zaoulagad o vervi en e benn evel daou gef-tan, ha luc’hed en-dro d’ezan. Krena a ra an douar a-zindan treid e varc’h ; mont a ra a benn-herr war-zu ar ganol, el lec’h m’en doa Per taolet e arc’hant, lammet a ra enni, loen hag all… An dour a strinkas a dro-war-dro, hag ar ganol a vervas evel ma verv an dour pa vez soubet ennan eur c’hef-tan pe eun houarn ruz bennak. Eur poufad moged teo a zavas en ear hag a zigasas an noz-du en eun taol : a-vec’h e weled pal an dourn. Ker buan e santjod an douar o krena hag e klevjod ar reier o frailha, o terri, o rigougnat an eil roc’h ouz eben, evel pa vije deuet holl diaoulou an ifern, gant o morzoliou pounner hag o linveriou [20] dir kalet, da veza tennerien mein en aod ar C'hernig.

Per ar C'hrafer a gren evel eur bern deliou. Krena a ra, rak aon en deus na ve an diaoul oc’h esa her samma gantan.

Sant Gwevrog, ken dinec’h evel pa vije bet o pedi Doue en e gouent, a grogas en e zourn, en eur lavaret d’ezan :

— Na grenit ket, va bugel ; trec’h eo atao an Aotrou Doue d’an drouk-spered.

Ober a ra sin ar groaz, ha ker buan an trouz a baouezas, ar voged a yeas da netra hag an amzer a deuas da veza ker brao ha biskoaz. Per a zispourbelle e zaoulagad da zellet a bep tu d’ezan ; sonjal a rea e ranke, goude kement a drouz, beza troet ar bed war an tu all. Nann, an traou a oa chomet evel m’edont a-ziagent, nemet eun dra evelato.

E-harz treid Per ha sant Gwevrog, el lec’h ma rede a-raok, plean ha flour, ar ganol a ya eus a Vilin-ar-Gall d’ar mor bras, ez eus breman eun toull doun ha ledan. Eno, e-lec’h mont war-eeun, e chom breman an dour da ehana, da ober troïdellou, evel pa ve o para war eun dra bennak. A-wechou zoken e weler toullou moan ha doun war-c’horre an dour, aman hag a-hont, e-kreiz an troïdellou, evel pa ve unan bennak er fonz, — m’en deus Toull al Lakez eur fonz all nemet an ifern, — o klask chacha gantan d’ar goueled an neb a dostafe. An toull-ze a oa great gant an aotrou barvek, a oa en em stlapet er ganol gant e varc’h du ; hag hennez, an aotrou-ze, a oa an diaoul, lezet gant Doue da zont war an douar da glask tud da vont da zevi gantan d’an ifern, ha kaset war e giz d’ar gear dre gofesion vad Per ar C'hrafer ha pedennou sant Gwevrog.

Hag abaoue, tud ar vro o deus great Toull al Lakez eus an toull-ze, ha den ne gred tostaat outan hep krena, ha kaout eun tamm enkrez en e galon.

A-raok en em zispartia, sant Gwevrog a lavaras da Ber ar C'hrafer ;

— Va bugel, diouz ar pez a zo c’hoarvezet ganeoc’h hirio, deskit n’o deus morse talvoudegez hir ar madou dastumet gant dislealded pe gant laeronsi ; ha dalc’hit sonj eus ar pez a lavare hon tud koz : Bleud an diaoul a ya da vrenn… Gwelloc’h eo beza paour ha beva e karantez Doue eget beza pinvidik ha beva a-du gant an diaoul. Deskit c’hoaz, va bugel, n’eo ket diskarg ho koustians, abalamour ma n’oc’h ket bet gwelet gant den o pec’hi. Ouz an dud e c’hellor kuzet a-wechou, ouz Doue morse ! Na dit ket ’ta da gredi ar pez a lavar kalz pec’herien, o deus c’hoant da vouzara o c’houstians ha d’en em zalla o-unan : Pec’hed kuzet hanter-bardonet. Nann ! Doue a wel betek goueled ar galon ; den ne c’hell kuzet netra outan. Hoc’h-unan hoc’h eus her gwelet hirio. N’eus forz peger kuzet e ve eur pec’hed, evit beza pardonet gant Doue, e rank beza diskleriet ha kofeseat.



Setu aze, va c’hamarad Fanch ar Moan, ar pez am eus kavet el leoriou koz diwar-benn Toull al Lakez.




Peurvoullet
gant Ti-Moullerez E. THOMAS,
Gwengamp
an 31 a viz Eost 1930
.






  1. — En eur pennad dourn-skrid, an abad Inisan a ra d’eomp da anaout en deus atao Inisaned Lanzeon skrivet o hano, adalek 1587, gant eun S ha neket gant eur Z.
  2. Ganet e Treflez, ar 15 a viz meurz 1861 ; marvet e Brest, ar 5 a viz genver 1909.
  3. — P. Pronost a oa neuze skolaer e Lesneven, hag an abaded Tanguy, person Treflez, ha Roull, rener ar skolaj, a baee ar skol evitan, rak paour oa e gerent.
  4. — Person Gwinevez.
  5. — D’ar mare-ze, kerent P. Pronost, rivinet gant dic’hlann stèr ar Zeaz, a dremen dre barrez Treflez, a oa èt da chom e Brest.
  6. — Ar pez ne lavar ket Per Pronost eo e talc’has d’ar ger roet gantan d’an abad Inisan. Skriva a reas e brezoneg er Chourrier, en " Espérance Bretonne " (dindan leshano Gwenole), e Kroaz ar Vretoned, er Bobl. Skigna a reas aman hag ahont meur a werz hag a son, a zastumas divezatoc’h, er bloaz 1902, en eul leor : Annaïk, Lili ha Roz gouez.
  7. — An « Imprimatur » a zo bet sinet an 21 a viz mezeven 1878 gant an abad Aug. Chatton, vikel-vras eskopti Sant-Briek. Gwelet hon eus uheloc’h e oa bet embannet Toull al Lakez, er bloaz 1874, e Feiz ha Breiz. — An aotrou F. Vallée en deus e embannet a-nevez e Kroaz ar Vretoned. (17, 24 a viz du ; 1, 8, 15, 29 a viz kerdu 1912 ; 5, 12 a viz genver 1913).
  8. — Ar re a blijo gante gouzout piou ’oa Per ar C'hrafer, ar Iaïk, an Toli, a gomzer outo e Toull al Lakez, n’o devezo nemet lenn leor an abad Moan. Heman, ginidik a Winevez-Lokrist, en deus o anavezet mad.
  9. — Eun droidigez gallek eus al lodenn genta (pennadou I-VI, VIII, X, XI, XIII-XVI eus an eil-moulladur a zo bet embannet gant Th. Pilven Ar Sevellec er gelaouenn-gelc’h L’Hermine (Roazon) adalek here 1889 betek c’houevrer 1892.
  10. — An abad Fanch ar Moan, deut da veza divezatoc’h person Plourin-Gwitalmeze, a zo marvet er barrez-ze e miz du 1927.
  11. Pouchad (ivez bouchad), touffe, amas.
  12. Lachefre, pe lechefre, plat rond ou ovale en terre pour mettre des pâtes au four.
  13. Marilkleza, ouvrager. Se dit aussi bien de dessins à couleurs variées que de sculpture en relief ou incrustation.
  14. Pistrak (ivez betrag. gwitrag), petite grive, traquet.
  15. A zioc’h outan, au-dessus de sa tête (ivez : a-us d’e benn).
  16. Spled, ivez pled, plê, attention, soin.
  17. Feur apogée (d’une chose), épanouissement : eur paotr yaouank en e feur (klevet a vez ivez : en e fleur), un jeune homme dans la fleur de la jeunesse.
  18. Gentaou, tantôt, tout à l’heure.
  19. Tourjouna, (ivez tozona, toazana, Trêg. tazonan,) agacer (les dents).
  20. Linver, levier.