Tour Iliz va farrez a weler o sevel
Splamm, moan ebarz an ear, adreist ar gwez huel.
Ma ’z eo du an amzer, an tour gant e liou gwenn
A droc’h ar vogeden, evel eur stereden
A lugern splammoc’h c’hoaz pa vez tenval an noz.
Ha bez eman an heol o skuilha e vennoz ?
Neuze, war beg an tour ar groaz a lintr dispar.
Ar groaz, merk ar c’hristen, huel diouz an douar
Zo bet aze pignet evit beza, diouz pell,
Gwelet gant pephini o sevel en dremwell.
Ar groaz a ziskennas Doue beteg an den,
A c’hell pignat an den beteg Doue zoken
Evel eur skoulm santel ema kroaz Hor Zalver
Etre Doue ha ni, Kroaz, fizianz ar pec’her,
Hirio ni ho salud, o kroaz errez a beoc’h !
————
En tour, en traon d’ar groaz, eun hanter izeloc’h,
Ema kambr ar c’hleier, a zo daou gloc’h enni,
Anavezet o mouez aman gant pephini…
— « Savit da labourat », eme d’eomp ar c’hleier
Bep mintin, « ha buan kerzit d’ho parkeier ;
Arabad adreist-oll dizonjal ho pedenn ! »
Kreizde ! Brevet hor c’horf dindan al labour denn :
— « Ehan ! eme ar c’hloc’h ; diskuizit, bugale,
Kerzit da glask ho mern, mez en-dro hep dale ! »
Duze pell en dizwell pa vez an heol ruz-tan
O tiskenn er mor doun a-drenv an dero koz,
Diveza galv ar c’hloc’h a lavar d’eomp : « Ehan !
» Poaniet ho peus awalc’h diouz ar mintin d’an noz.
» Doue ne c’houlenn ket gant e grouadurien,
» Labour dreist o galloud. Breman, labourerien,
» Distroït oll d’ar gear da glask penn euz ho koan,
» Hag evit diskuiza warlerc’h eun devez poan !
» O labourer-douar, ar greun hadet ganid
» A zidenvo buan, hag a reio kelvid
» En da bark, a c’hlazo dindan gliz ha tomder ;
» Hag oc’h eosti d’an hanv, en desped d’az skuizder,
» Da galon a drido ; rak d’alc’hmad da labour
» A vezo diwallet eneb d’az enebour
» Gant elez da Grouer bepred madelezuz :
» ’Vit e drugarekât, lavar an Anjeluz ! »
… Hag epad ma klevomp ar c’hloc’h o son lirzin,
E lavaromp « Ave », stouet war hon daoulin.
Ha setu ni d’ar gear goude teuler eur zell
War goantiri dispar hor Mam-Vro Breiz-Izel,
Epad ma pign al loar, didrouz, mesk ar stered,
Evel eur Rouanez gant he strollad floc’hed.
————
— « Hirio, pa zonez drant, kloc’h, petra ’lavarez ?
» Klevout a reomp da vouez o c’hervel ar barrez ! »
— « Hirio, parresioniz, eo digouezet ar zul,
» An deiz ma skuilh Doue grasou puilh, hep muzul,
» An deiz ma c’hourc’hemenn d’an oll mont d’an Iliz !
» D’ar zul e sonan sard, evel em yaouankiz ;
» Va c’halon arm a drid p’ho kwelan kristenien,
» En desped d’an domder, pe daoust d’an amzer yen,
» O tiredet oll aman d’an oferen-bred,
» Ha p’ho kwelan, goude, daoulinet er vered
» Evit pedi Doue da gemeret truez
» Ouz ho tud tremenet, ouz Anaon ar barrez !
» Keit ha ma kendalc’hoc’h da zont oll d’an Iliz,
» E sonin laouen-braz, bep sul, Breiz-Izelliz ! »
————
— « Kloc’h va farrez, lavar, petra zo a nevez ? »
— « Eur bugel badezet a zo deut d’ar vuez,
» Hag e fell d’in kana da zeiz ginievelez
» Eur bugel da Zoue hag eur breur d’an Elez ! »
— « Kleier, c’houi ’zon laouen, perak an dra-ze ’ta ? »
— « En e galonig glan, evit ar wech kenta,
» Eur bugel en deiz-man en deus digemeret
» Korf ha gwad e Zalver ! » — « Petra zo tremenet
» Hirio ? »
— « Daou zen yaouank o deus touet gant le
» D’en em garet dalc’hmad an eil hag egile ! »
— « Ha perak bep eil tro, kleier, e sonit kaon ? »
» Pedit, rak eur c’hristen a zo eat d’an Anaon ! »
————
Ah ! Tourik va farrez, pegement da garan !…
Evel ar martolod a glask sked an tour-tan
Da veachi, d’an noz, War ar moriou treitour,
E klaskan ac’hanout war ar meaziou, va zour !
Ouzpenn mar tigasez an envor da bep den,
Tour, euz ar Baradoz, Bro wirion ar c’hristen,
Ez oud eun ere krenv etre tud eur barrez ;
Pep kalon a lar d’id : « karantez, trugarez ! »
|