Tour an Arvor (Ernod)
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Tour an Arvor.
TOUR AN ARVOR
――――
— Piou ac’hanoc’h-hu a welaz, — mordud, —
E beg an tour, e ribl an treaz,
E beg tour krenn kastel Arvor
Daoulinet itron Azenor ?
— An itron hon eus-ni gwelet, — autrou, —
E prenestr an tour daoulinet,
Drouklivet he chod, du he zae,
Sïoul he c’halon koulskoude. —
Arru kannadourien eun deiz, — en hanv,
Huela goad demeus a Vreiz,
Sternou arc’hant, dilhad melen ;
Kezeg glas, frank ha ruz o froen.
Ar gedour aba o gwelas — o tont, —
Da gaout ar roue a eas :
— Setu daouzek o tont d’al lae,
Digoret vo ar persier d’e ?
— Ra vo ar persier digoret, — gedour, —
Ra vint seder digemeret ;
Ra vo savet an daul timat ;
Pa zigemer, digemer mat.
— Aberz mab hor roue ’momp deut, — autrou, —
Da c’houlen ho merc’h da briet,
Da c’houlen ho merc’h gant enor,
Da briet ho merc’h Azenor.
— Lausket awalch e vo gantañ — va merc’h, —
Pautr huel ha koant, a glevañ ;
Koant hag huel va merc’h ivez,
Kun evel evn, gwenn evel lez. —
Eskob Is eured a lidas, — laouen —
Ha pemzek deiz krenn e padas ;
Pemzek deiz banvez ha koroll ;
An delenourien en o roll.
— Da eo ganec’h, va greg ioliz, — bremañ, —
Ma ’z aimp-ni d’ar gaer war hor c’hiz ?
— Ne rann forz, va fried nevez,
Lec’h a yefec’h me yei ivez. —
He mam-gaer evel m’he gwelas — arru —
Gant an erez-tag a vougas :
— Ober a rai an oll bremañ
Fouge gant ar beg melen-mañ !
An alc’houez nevez a garer, — setu ! —
An alc’houez gos a zisprizer,
Ha koulskoude peurlïesa
An alc’houez gos zo an esa. —
Ne oa ket eis miz achuet, — me gred, -
D’he lezvab he deus lavaret :
— Da ve genoc’h-hu, pautr a Vreiz,
Diwall al loar demeus ar bleiz ?
Leket evez, mar em c’hredet, — sellet,
Ober a reot ma n’hoc’h eus gret ;
Leket evez d’ho prud, autrou,
Miret ho neiz deus ar goukou !
— Ma e leal am c’helennet, — itron,
Bremaïk hi a vo bac’het ;
Ebars an tour krenn vo laket,
Hag aben tri de vo devet. —
Ar roue kos dal ma klevas — ar vrud, —
Leiz e galon goela ’reas
Ha sachat deus bleo gwenn e benn :
— Goa me ! goa me ! dre ma onn hen !
Ar roue kos a c’houlenne, — paourkæs ! —
Gant ar verdaïdi neuze :
— Merdaïdi, na nac’het ket :
Daoust hag ema va merc’h devet ?
— Ho merc’h nedeo ket devet c’hoas, — autrou, —
Devet e vo aben warc’hoas ;
’Ma hi atau e beg an tour,
O kana he c’hlevis neizour.
O kana he c’hlevis neizour, — autrou, —
Kana sïoul, oh ! kana flour :
« Ho pezet, ho pezet true,
True outo, o va Doue ! » —
Azenor o vonet d’an tan, — an deiz —
Ken dibreder evel eun oan’
Gwenn he dilhad, ha diarc’hen,
Flak war he skoaz he bleo melen.
Azenor o vonet d’an tan, — paourez, —
Holl a lare bras ha bihan :
Pec’hed eo, zur, pec’hed marvel
Devi eur wreg tost da c’henel ! —
Holl hirvoude bras ha bihan — en hent
Nemet he mam-gaer he unan :
— Nedeo ket pec’hed nemet mad,
Mouga an aer gant he c’hofad !
Plantet c’houez, tanourien seder, — plantet, —
Ma pego an tan ruz ha ter !
— Plantomp c’houez, pautred, d’an tiz mat,
Ma pego an tan-ma ervat ! —
Kaer o doa c’houea ha c’houei, — c’houea,
Na bege an tan dindan hi ;
Chouei, c’houea, c’houea, c’houei,
Na zeue an tan da hegi.
Ar pen-barnour dal ma welas — ar bec’h, —
Souezet agren a jomas :
— Boemet, mechans, an tan ganti ;
Pa na zev ket, red ’he beuzi ! —
— Petra war vor hoc’h eus gwelet, — merdead ? —
— Eur vag hep roenv na goel ebet ;
Ha war an aroz, da sturier,
Eun ael, e eskell digor-kaer.
Eur vag war vor a welis pell, — autrou, —
Eur wreg enni gant he bugel,
He bugelig ous he bronn wenn
’Vel eur goulm ous ribl eur grogen.
Ous e geinig noas e poke, — poke, —
Ha d’ezañ ker kaer e kane :
« Toutouik lalla, va mabik ;
Toutouik lalla ’ta, paourik !
Ma ve da dad ha da welfe, — va mab, —
Genoud-te fouge en defe !
Mes siouas ! n’as kwelo nepret,
Da dad, paourik ! a zo kollet. » —
Kastel Arvor zo saouzanet — avat —
Ma eo bet biskoas kastel ’bet ;
Stravil bras a zo er c’hastel :
Ar vam-gaer zo ’vont da vervel.
— An ifern em harz zo digor, — lezvab, —
En han Doue ! deut-hu d’am skor !
Deut-hu d’am skor, me zo daonet !
Ho pried c’hlan am eus gwallet ! —
Ne oa ket he genou sarret, — setu, —
Setu o tont eun aer flemmet
O c’houibanat, stlejas e meas
Hag he flemmas hag he mougas.
Hag he lezvab emeas raktal, — ha kwit, —
Ha kwit trezek ar broiou all ;
Hag heñ war zouar ha war vor,
O klask kelou deus Azenor.
Klasket en doa warzu ’zav-heol — e wreg ; —
Klasket en doa warzu ’c’huz-heol ;
Klasket en doa warzu ’c’hreiste,
Er c’holern ivez he c’hlaske.
Pa zouare en enez vraz, — wardro, —
Eur pautrig eno war an treaz,
Hag heñ o c’hoari tal ar red,
O tastum kregin ’n e roched.
Melen e vleo, glas e lagad, — glas-mor, —
Henvel ous Azenor, avad ;
Ken a lak kalon mab a Vreiz
Da huanada en e greiz.
— Piou eo da dad, va bugel-me, — piou eo ? —
— N’am eus hini nemet Doue ;
Kollet tri bloaz zo neb a oe ;
Va mam a oel o koun da ze.
— Na piou da vam, na pelec’h eo, — mabig ? —
— Kannerez, autrou, ’n hani eo,
’Ma hi duze gant an doaliaou.
— Na deomp-ni d’he chavout hon daou. —
Ha da beg e dorn ar bugel — arauk —
Hag he da zont trema ’r stivel ;
Hag o tont e verve ar goad
E dorn ar mab ous dorn an tad.
— Va mammig kaes, sav alese, — ha sell :
Setu va zad ! askavet e !
Setu va zad a oa kollet ;
Ra vezo Doue kanmeulet ! —
Kanmeulet ganto oe Doue, — ker mat, —
A zas an tad d’ar vugale ;
Distroi reont laouen da Vreiz.
Bennoz an Drinded gant an treiz !