An ilioenn lec’h ma zè n’em staget
A gar mervel. Ia, mez, lar d’az mignoun,
Bodennik koant, perag ne roaz ket
Da bokejou kevret gant da galoun ?
— Diwal, na ro, ma faotrik, re vuhan
Pez alies vo kavet re vihan.
N’euz, Breiziz, iez war dost par d’hon ini
Deut, Gallaouet, pere glask bokejou
Evit harpa ho kallek n’he gozni,
Deut ha redit eun tam hor marc’hajou,
Hag a velfot ma c’henbroiz o skuilla,
Leiz dorn, ar pez a c’hoanteed ar muia.
————
An den iaouank reud he gar ha lirzin
(M’an deuz eur wech skoet eeun va zad koz)
N’e ket chalet da weloud ar mintin.
Nag ar c’hez koz da welet dont an noz.
Kousket pe nann, hennez ra huvre aour ;
Ato dihun, heman med chasé paour.
|