Trede Sul euz ann Azvent
Ar Iuzevien a gasaz euz a Jerusalem beleien ha tud a lignez Levi betek Iann-Vadezour da c’houlenn outhan : Piou hoc’h c’hui ? Hag hen oc’h anzao, heb nac’h, hag o lavaret : N’eo ket me ar C’hrist. Hag hi adarre : Petra eta neuze ? Hag Elias e vec’h c’hui ? N’ounn ket, emez’han. Ar prophet hoc’h marteze ? N’ounn ket, a lavaraz. Piou hoc’h eta. emez’ho, ma roimp eur respount bennag d’ar re o deuz bon digaset ? Petra livirit ac’hanoc’h hoc’h unan ? Me zo, emez’han, mouez ann hini a glever o krial er plasou distro : ehunit he hent d’ann Aotrou, evel a lavare ar prophet Isai. Hogen, ar re a ioa bet digaset a ioa pharizianet hag a reaz outhan ar goulenn all-ma : Perak neuze e vadezit, ma n’hoc’h nag ar C’hrist, nag Elias, nag ar prophet ? Me, a lavaraz d'ezho sant Iann, me a vadez enn dour. Mes, enn ho touez euz diguezet eunn all ha ne anavezit ket. Hennez eo a dle dont var ma lerc’h me, ha beza he blas araok va hini, rak me n’oun ket din da ziskoulma liamm he voutou. Ann traou-ma a c’hoarvezaz e Bethani, enn tu all da ster Jourden, el leac’h m'edo Iann o vadeza.
O velet ar pinijennou a rea Iann-Vadezour hag ouz he glevet o prezeg, ar Iuzevien her c’hemere evit ar Mesias. Pa ziskleriaz d’ezho n’oa ket, e tenjont da gredi oa da vihana pe Elias pe eur prophet all digaset a berz Doue da zeski d’ezho penaoz digemeret Salver ar bed. Mes, ar zant a anzavaz adarre n’oa nag ann eil nag egile. Pebez kentel evit ar gristenien !
Iann-Vadezour a vije bet eaz d’ezhan tremen evit ar Mesias, Mab ann Doue Holl-C’halloudek. N’en doa nemet lavaret eur gomz hag e vije diredet ar pennou braz euz ar bobl hag ann dud e karg d’he ziambroug ha da rei peb meuleudi d’ezhan ec’hiz a rejont d’Hor Zalver pa ziguezaz e Jerusalem vardro goueliou Pask. Mes, e leac’h kemeret eunn hano hag henoriou a ioa dleet d’eunn all e tiskuez beza melkoniet hag e lavar krenn n’eo ket hen ar Mesias ; ha guir eo kement-ze. Mes, heb ma vije ar Christ, Mab Doue, e c’helle beza great stad anezhan evel euz eur prophet a gelenne ann holl gant eur furnez burzuduz hag a ioa he-unan eur mellezour a zantelez. Rak-ze, gant aoun na ve savet dreist ar re all e lavaro c’hoaz evit troc’ha berr da gaoziou ar Iuzevien : « Pell dioc’h beza Elias pe eur prophet braz bennag, me n’ounn ket din da ziliamma boutou ar Mesias. »
Evel-se o deuz great ar zent e peb amzer. Petra bennag ma reant pinijennou skrijuz ha ma tremenent ann deiz hag ann noz o pedi ; goude beza dilezet ar bed ha dioueret pep tra ; daoust ma vevent ec’hiz elez var ann douar, e c’hoanteant beza kemenet evit pec’herien baour, ha ne c’houlennent nemed beza kaseat ha disprijet gant ann holl. E pe leac’h e kafec’h brema kristenien henvel ouz ar re-ze ?
N’ema ket pep unan o klask kuzat kernent a rafe tro d’ezhan da ruzia, hag o vruda a vouez huel ar pez a lakai ann dud d’her meuli ?
Meur a hini a garfe memez rei da gredi o deuz great kalz muioc’h a draou kaer eged n’o deuz e guirionez. P’o devezo roet ann disterra aluzen d’ar paour pe d’ann iliz e lavarint beza taolet arc’hant gant ar voz. Ma’r greont eunn tammik pinijenn pe eur bedenn bennag muioc’h eged ar re all, ann holl a glevo heb dale.
A dra zur, n'eo ket red d’eunn den speredek pe zesket braz lavaret na kredi eo diskiant ha ne c’hoar netra ; pec’hed e ve zoken dianaout pe nac’h evel-se madoberou Doue enn hor c’henver. Evit beza humbl, n’euz ket ezom ken nebeut da guzat atao hag ouz ann holl kement vad a reomp. Aliez guech eo talvouduz d’ann nesa guelet hon oberou evit ma kemero skuer diouzomp ha ma rei meuleudi d’ann Tad en deuz bugale ken aketuz d’her servicha. Ar pez o zo difennet eo en em zevel dreist ar re all abalamour d’ar gened, d’ann nerz, d’ar skiant, d’ann danvez roet d’eomp gant Doue ; ar pez zo droug eo klask beza meulet gant ann dud evit ann nebeudik vad on defe great.
Evit sant Iann, ouspenn en em izelaat he unan, a fell d’ezhan ober meuleudi ann hini a zo c’hoaz dianavezet gant ar Iuzevien. Rak, petra ne vezo ket galloud ha santelez ar Mesias, pa lavar ar Badezour ker brudet n’eo ket din da ziliamma he voutou d’ezhan ! Dishenvel braz eo diouthan eur c'halz kristenien ne c’houzanvont ket klevet ann distera vad euz ho nesa. Pa reot meuleudi eunn all bennag dirazho emaint raktal ankeniet evel pa vec’h o kemeret divar ho c’houst ; ker buban e klaskfent drouk da lavaret euz ann den-ze. Ar re-ze zo techet da bec’hed Lusifer a guezaz enn ifern evit beza c’hoanteat sevel re huel er Baradoz.
Pedenn. — O va Zalver, dre oberou koulz ha dre gomsou oc’h euz desket d’eomp ober fae var meuleudiou ann dud, grit ma kerzimp a greiz kaloun dre ann hent-ze varlerc’h sant Iann-Vadezour, evit ma vezimp eunn deiz ganthan enn ho rouantelez. Evel-se-bezet-great.