◄ War hent santel ar groaz | Trede levr - I | Ar wirionez a gomz ouz hon ene hep na glever trouz he c’homziou ► |
1. — Ann ene mad — Me a zelaouo
ar pez a lavaro d’in ann Aotrou
Doue e gweled va c’haloun.
Jezuz-Krist. — Euruz ann ene a zelaou ann Aotrou Doue o komz out-han, hag a zigemer ar c’homziou a frealzidigez a zeu euz he c’henou ! Euruz ann diskouarn a glev mouez ann Aotrou Doue ha ne reont van e-bed euz a draou ar bed !
Euruz-braz ann diskouarn ne zelaouont
tamm ar vouez a zeu a-ziaveaz ha
ne zelaouont nemet ar wirionez o komz
ouz ann ene ! Euruz ann daoulagad a vez
serret oc’h ann traou a-ziaveaz ha digor
frank d’ann traou a-ziabars !
Euruz ar re a anavez ann traou a-ziabars hag a laka ho foan da zont da anaout mui-oc’h-vui ann traou euz ann env, oc’h ober bemdez ar pez a c’houlen ar feiz digant-ho ! Euruz ar re en em ro a galoun vad da Zoue hag en em zishual euz a sparlou ar bed !
2. — Ann ene mad. — Taol evez oc’h kement-se, o va ene, ha serr da zor oc’h plijaduresiou ar c’horf, evit mac’h helli klevet ar pez a lavaro d’id ann Aotrou Doue.
Jezuz-Krist. — Chetu a lavar ho muia karet : Bez’ ez ounn ho silvidigez, ho peoc’h hag ho puez. Kerzit em c’hichen, hag e kavot ar peoc’h. List da vont e-biou kemend a dremen, ha klaskit ar pez a bado da viken.
Da betra eo mad ann holl draou a
dremen, nemet da douella ann den ? Pe
seurt skoaz ho pezo-hu digant ann holl
draou krouet, mar d-oc’h dilezet gant ho
Krouer ? O veza eta dilezet pep tra, likit
ho poan da blijout d’ho Krouer ha da
veza feal d’ezhan, evit mac’h hellot mont
d’ar gwir euruzded.
Selaouomp furnez ann Aotrou Doue : Va holl blijadur, eme-z-hi, a zo beza e-touez bugale ann dud. Siouaz, ann darn vuia euz ann dud n’int ket evit lakaat he c’homziou enn ho spered, pe ne fell ket d’ezho klevet he mouez ; rak-se e pellaont diout-hi evit trei oc’h ann traou krouet. Deuet eo er bed, hag ar bed n’en deuz ket anavezet anezhi. Evit-se eo en deuz gourc’hemennet ann Abostol na garfemp ket ar bed na netra euz a gemend a zo er bed, o veza ma’z eo holl d’ann drouk-spered.
Rak-se, mar fell d’e-omp tenna war-n-omp spered Doue, ar spered-ze a zesk pep tra, e rankomp pellaat dioc’h ar bed, dilezel he fals kisiou, he blijaduresiou ne zigasont nemet trouz ha diroll. El leac’hiou distro hep-ken e kaver Jezuz, he vouez ne vez ket klevet e-kreiz ann emgroez nag e-mesk ann dud a vagadou. Pa fell da Jezuz skuilla he vadelesiou enn eunn ene kristen, e kas anezhan d’al leac’hiou distro, hag eno e komz ouz he galoun. A-ioul ec’h hallfenn lavaret peger c’houek eo ar c’homziou a vez etre-z-ho ho daou ! Ann hini en deuz klevet anezho, na pa ve nemet eur weach, ne hell mui klevet komziou ann dud. O va Jezuz, komzit oc’h va c’haloun, hiviziken ne fell d’in selaou nemet ho mouez, ïtell dioc’h trouz ar bed.