◄ Red eo selaou komziou Doue gant eur galoun izel ; meur a hini ne brizont ket anezho evel ma’z eo dleet | Trede levr - IV | Diwar-benn ann nerz euz a garantez Doue ► |
1. — Jezuz-Krist. — Va map, kerzit dira-z-oun gant pep lealded, ha klaskit bepred ac’hanoun gant eur galoun eeun ha displeg. Ann hini a gerz dira-z-oun er wirionez a vezo miret dioc’h stourm ann drouk-spered oc’h ober brezel, hag ar wirionez a viro anezhan dioc’h atizou ha dioc’h drouk komziou he enebourien. Mar d-ema ar wirionez oc’h ho tiwall, neuze e viot enn eur gwir frankiz a galoun ha ne reot van e-bed euz a gomziou goullo ann dud.
2. — Ann ene mad. — Aotrou Doue, ar pez a livirit a zo gwir ; grit, me ho ped, ma rinn evel-se. Ra zeuio ho kwirionez d’am c’helenn, d’am miret, d’am derc’hel beteg ar mare diveza enn hent ar zilvidigez. Ra vezinn-me miret dre-z-hi dioc’h pep gwall garantez, dioc’h pep c’hoantegez fall. Neuze e kerzinn dira-z-hoc’h gant eur frankiz vraz a galoun.
3. — Jezuz-Krist. — Me a zesko d’e-hoc’h, eme ar wirionez, ar pez a zo mad hag ar pez a blij d’in. Sonjit enn ho pec’hejou gant keuz ha gant glac’har, ha ne gredit morse e talvezfac’h eunn dra-bennag enn abek d’ho mad oberiou. Hag evit gwir, ne d-oc’h nemet eur pec’her gwall dechet ha sparlet gant drouk-ioulou e-leiz.
Ac’hanoc’h hoc’h-unan e tennit bepred etreze netra ; buhan oc’h da goueza, buhan ez oc’h trec’het ; buhan oc’h reustlet, buhan ec’h en em zigalounekait. N’hoc’h euz netra, netra d’en em veuli ; enn enep, beza hoc’h euz meur a abek d’en em zisprizout, rak bez’ ez oc’h kals semploc’h eget na oufac’h kredi.
4. — Arabad eo ’ta d’e-hoc’h, e kement tra a rit, kredi e ve netra vraz e-bed, netra vad, netra souezuz, netra da veza brudet mad ; rak n’euz netra huel, netra da veza meulet, netra a dlefe e gwirionez beza c’hoanteet, nemet ar pez a bado da viken.
Karit ar wirionez dreist pep tra, kasait dreist pep tra ho tistervez a zo braz-meurbed. N’ho pezet aoun rak netra, ne damallit netra, na dec’hit dioc’h netra evel diouz ho kwall dechou ha diouz ho pec’hejou, rak bez’ e tleont displijout d’e-hoc’h mui evit n’euz fors peger braz koll a rafac’h war ann douar.
Darn zo ne gerzont ket eeun dira-z-oun ; heulia a reont ho choant da anaout pep tra, tud rok ma’z int ! Falvezout a ra d’ezho gouzout ar pez a oar Doue hep-ken ; falvezout a ra d’ezho sevel ho spered war-zu traou ann env. E keit se ne sonjont tamm enn-ho ho-unan nag enn ho silvidigez. O veza ma en em brizont re ho-unan ha ma fell d’ezho gouzout pep tra, ann dud-ze a gouez aliez e temptasionou hag e pec’hejou braz, rak me a zo a-enep d’ezho.
5. — Ho pezet aoun rak barnedigez Doue, ho pezet aoun pa vez drouk enn Holl-c’halloudek. Arabad eo d’e-hoc’h enklask oberiou Doue, kentoc’h e rankit sellet piz ouz ho pec’hejou. Gwelit ’ta ped gweach hoc’h euz pec’het, ped gweach all hoc’h euz lezet ar mad heb hen ober.
Darn all a gred beza tud a feiz, o veza ne garont nemet al levriou pe ann imachou santel, pe ann neuziou a-ziaveaz. Bez’ ez euz tud hag a zo va hano-me aliez enn ho genou, ha nebeut enn ho c’haloun.
Bez’ ez euz re all hag a zo leun a sklerijen hag a garantez ha ne c’hoantaont nemet madou ann env ; diez eo d’ezho klevet divizou diwar-benn traou ann douar, ne blegont nemet gant doan d’ar pez a c’houlen ar c’horf. Ar re-ze a oar petra lavar ar Spered-Santel enn ho c’haloun, rak deski a ra anezho da zisprijout ann traou krouet ha da garet madou ann env, da zilezel ar bed ha da c’hoantaat noz-deiz mont d’ann env.
Me a zo ann Doue Holl-c’halloudek, kerzit dira-z-oun ha bezit dibec’h. Evel-se e komze Doue gwechall-goz oc’h hon tad kenta Abraham. Ar gourc’hemenn-ze a zell gwelloc’h c’hoaz oc’h ar Gristenien, rak gwelet ho deuz Map Doue a zo en em c’hreat den, Map Doue skouer a bep furnez hag a bep santelez. Dre ’n abek-ze ez euz lavaret d’ezho : Bezit mad ha fur a bep hent, evel ma’z eo ho Tad a zo enn env. Brasa kelennadurez ! Sevel a ra hon distervez ho-unan, deski a ra d’e-omp petra eo ann denn prenet gant Jezuz, ha pegement a dal eur c’hristen da Zoue. Penaoz ’ta, tud diners ma’z omp, kroummet enn hon daou bleg a-zinaan beac’h hor c’horf, penaoz ec’h hellimp-ni tizout ar stad huel-ze a zo bet gourc’hemennet d’e-omp kerzet hep paouez war-zu enn-hi ? Selaouit Jezuz : Me a zo ann hent, ar wirionez hag ar vuez. Hag evit gwir Jezuz a zo ann hent a gas da Zoue, ar wirionez a zo Doue he-unan ; Jezuz a zo ar vuez a vezo roet d’ar re a gerz er wirionez, d’ar re a glask hag a gar ar wirionez, hervez ma lavar ann Abostol sant Paol gant gwir abek. Rak-se e rankomp ober pep tra e Jezuz-Krist ha dre Jezuz-Krist. Dre bedi, dre garet, dre ober evel Jezuz, e teuomp, kouls lavaret, da veza evel oc’h Doue, rak santelez ar Map a zo hevel oc’h santelez ann Tad. Ma’r Dezomp eta a-unan gant ar Map war ann douar ha goude a-unan enn env, e teuimp da veza santel evel ma’z eo santel ann Tad, hervez peden Jezuz-Krist : Tad santel, eme-z-han, plijet gan-e-hoc’h miret enn hoc’h hano ar re hoc’h euz roet d’in, evit ma vezint unan evel ma’z omp hon daou unan. Grit ma vezint santeleet er wirionez. Evit-ho eo en em zantelaan va-unan, evit ma vezint santeleet er wirionez.
Ne d-eo ket eunn dra eaz, kredit se, beza a-unan gant Doue hag en em zevel bete kaout hor lod er madou dreist kemm en deuz gounezet d’e-omp hor Zalver ; rak ne d-omp ket evit dont d’ar stad-ze nemet seul ma en em zilezomp hon-unan, nemet seul ma en em zistagomp dioc’h ar bed, nemet seul ma vezomp izel a galoun hag evel netra dirak Doue. Pa en deuz ann den karantez evit-han he-unan, pa ne vez ket c’hoaz maro ar c’hik, ann den ne hell ket beza a-unan gant Jezuz-Krist. Mervel a rank d’ezhan he-unan, mervel d’he c’hoantegesiou ha da gement tra a gar, mar fell d’ezhan beza unan gant Map Doue, evel ma’z eo Map Doue unan gant he Dad ; mar fell d’ezhan beza santeleet er wirionez. Eurusa maro ! Kas a ra ac’hanomp d’ar gwir vuez, da Zoue zo-ken, d’he zantelez na d’ar wirionez a bado da viken.