1. — Ann ene mad.— Aotrou Doue, Tad santel, binniget ra viot a-vreman ha da viken, o veza ma’z eo bet great evel ma’z eo bet falvezet gan-e-hoc’h, ha ma’z eo mad kement tra a rit. Ne d-eo ket enn-han he-unan nag e den all e-bed, enn-hoc’h-hu hep-ken eo, o va Doue, e tle en em laouenaat ho servicher, o veza ma’z oc’h ar gwir levenez, o veza ma’z oc’h va fisians, va c’hurunen, va levenez ha va gloar.
Ha bez’ en deuz ho servicher netra nemet ar pez en deuz bet digan-e-hoc’h, petra-bennag n’en defe ket gounezet anezho ? D’e-hoc’h eo kement zo, hag ar pez hoc’h euz roet hag ar pez hoc’h euz great. Me a zo paour, hag e poan a vihanik, hag a-wechou va ene zo ankeniet ken na ouelann ; a-wechou all va ene a zo spountet enn he greiz gant ar gwall-ioulou a wask anezhan.
2. — Va c’haloun e deuz c’hoant da gaout al levenez a zigas ar gwir beoc’h ; goulenn a rann ouz-hoc’h, o va Doue, ar peoc’h a roit d’ho pugale ho deuz digan-e-hoc’h mezur ho ene enn ho sklerijenn hag enn ho frealzidigez. Mar roit d’in ar peoc’h, mar skuillit em c’haloun al levenez santel, neuze ene ho servicher a gano laouen enn eur ho meuli gant karantez.
Enn enep, mar pellait dioc’h va c’haloun, evel m’oc’h boaz da ober aliez, ho servicher ne vezo mui evit redek enn hent euz ho kourc’hemennou, en em strinka a raio d’ann daoulin evit skei war boull he galoun. Rak ne d-eo mui hirio ar pez ma oa deac’h na derc’hent-deac’h pa’z edo ho sklerijen o lugerni war he benn ha pa o poa lekeat anezhan dindan ho tiouaskel, evit he ziwall dioc’h ann templasionou a ziroll war-n-ezhan.
3. — Tad gwirion hag a zo red da veuli bepred, deuet eo ann amzer ma tleer gouzout petra dal ho servicher. Tad a zo red da garet, eunn dra reiz eo e c’houzanvfe breman ho servicher eunn dra-bennag dre garantez ouz-hoc’h. Tad a zo da veza meulet da viken, anavezet hoc’h euz a viskoaz ar mare ma tle ho servicher beza trec’het e-pad eunn nebeut amzer enn he ziaveaz, evit beva atao gan-e-hoc’h er peoc’h euz ann ene. Setu deud ann amzer : red eo e ve disprizet, izeleet, goapeet eunn dra-bennag dirak ann dud ; red eo e ve diskaret gant he zrouk ioulou ha gant ar poaniou, evit sevel adarre gan-e-hoc’h, pa darzo eur sklerijen nevez, hag evit beza meulet enn envou.
Tad santel, er c’hiz-ze eo ez eo bet falvezet gan-e-hoc’h e vije ann den, hag ar pez hoc’h euz lavaret a zo bet great enn he genver.
4. — Gouzanv poaniou ha beza enkrezet er bed-man dre garantez ouz-hoc’h, ken aliez gweach ha ma fell d’e-hoc’h, n’euz fors penaoz, n’euz fors a berz piou, setu ar c’hras a rit d’ho mignouned. Netra ne c’hoarvez war ann douar, heb eunn abek-bennag hag anez na ve bet araok gourc’hemennet gan-e-hoc’h, o va Doue.
Talvoudek eo d’in, o va Doue, beza bet izeleet gan-e-hoc’h, evit deski ho kourc’hemennou hag evit pellaat dioc’h va c’haloun pep rogentez ha pep stad vad a zalc’hann ac’hanoun va-unan. Talvoudek eo bet d’in beza bet goloet a vez, evit lakaat ac’hanoun da glask beza frealzet gan-e-hoc’h kentoc’h eget gant ann dud.
Dre-ze ive em euz desket douja ho parnedigesiou a zo enn tu all da spered ann den, o va Doue ; digas a rit gant gwir abek hag e pep lealded enkrez d’ann den a zoujans Doue kerkouls ha d’ann den difeiz.
5. — Ho trugarekaat a rann, va Doue, o veza n’hoc’h euz ket bet truez ouz-in e-kreiz va foaniou ; ho trugarekaat a rann o veza m’hoc’h euz skoet war-n-oun gant ho kwalen hirr, ha m’hoc’h euz digaset d’in poaniou hag ankeniou em diabarz hag em diaveaz.
Netra a gement zo er bed ne hell rei frealz d’in, netra nemed-hoc’h-hu, o va Doue, c’houi a bare ann eneou ; c’houi a sko war-n-omp hag a wella d’e-omp ; choui hor c’has d’ar bez hag hon tenn er-meaz anezhan. Setu ema ho skourjez a-ziouc’h va fenn, hag ho kwalen o kelenn ac’hanoun.
6. — En em lakaat a rann etre ho taouarn, Tad muia karet ; plega a rann dindan ho kwalen a gastiz. Skoit war va diouskoaz, skoit war va fenn evit ma teskinn eeuna, hervez ma plij gan-e-hoc’h, ar pez ne d-eo ket eeun enn-oun.
Plijet gan-e-hoc’h e teufenn da veza eunn diskibl leun a zoujans Doue hag izel a galoun, eunn diskibl hevel oc’h ar re a ouzoc’h da ober, evit ma kerzinn e pep tra hervez ma plijo gan-e-hoc’h. En em lakaat a rann etre ho taouarn, me ha kement zo enn-oun, evit ma plijo gan-e-hoc’h va c’hastiza, rak gwell eo gan-en beza kastizet er bed-man eget er bed all.
Bez’ ec’h anavezit pep tra ha kement zo, hag ive ann traou ar re guzeta e kaloun ann den. Bez’ ec’h anavezit ann traou a zo da zont abars ma vezont bet great ; n’hoc’h euz neb ezomm e teufe den e-bed da gemenn pe da lavaret d’e-hoc’h petra a c’hoarvez war ann douar. Gouzout a rit petra a zo mad evit va c’has war gresk er mad ; gouzout a rit ive peger mad eo ann enkresiou evit lemel mergl ann techou fall a zo krog em ene.
Grit ac’hanoun ar pez a gerrot hag hervez ma kavo d’e-hoc’h e vezo ar gwella ; n’am dilezit ket enn abek d’am buez n’euz anezhi nemet pec’hejou ; enn abek d’am buez a zo anavezet gan-e-hoc’h gwelloc’h ha sklearoc’h evit gant den all e-bed.
7. — Grit d’in ar c’hras, o va Doue, mac’h anavezinn kement a zo red a oufenn, ma karinn kement a zo red da garet, ma talc’hinn stad euz ar pez a zo talvoudek dira-z-hoc’h, ha ma tisprizinn ar pez a zo louz dirag ho taoulagad.
Mirit ouz-in da brizout ann traou dioc’h ho gwelet, mirit na lavarfenn petra int, goude klevet komziou goullo ann dud ; grit mac’h anavezinn traou ann douar dioc’h traou ann env, enn eur zellet out-ho gant skiant ha furnez ; grit ma klaskinn bepred ha dreist pep tra ober ar pez a blij d’e-hoc’h.
8. — Ann dud a fazi aliez, o veza ma pouezont ann traou hervez ho skianchou a-za veaz ; ar re a gar ar bed, a fazi ivez, o veza ne garont ken nemet ann traou a welont. Ha gwelloc’h eo ann den pa vez great muioc’h a stad anezhan, eget, ne dal ?
Neb a veul eunn den dreist-penn, hen-nez a zo eunn den fallakr hag a laka da fazia eunn den fallakr all ; hen-nez a zo eunn den penn-avelek hag a zo oc’h ober goap euz a eunn all hevel out-han ; hen-nez a zo eunn den dall hag a gas diwar he hent eunn den dall evel-d-han ; hen-nez a zo eunn den klanv hag a lavar gevier d’eur c’hlanvour all. Hag evit gwir, meuleudiou er c’hiz-ze ne d-int mad ken nemet da ober mez d’ann hini a zo meulet. Rak evel a lavar sant Fransez : Nemet ar pez maz eo dira-z-hoc’h, o va Doue, ann den ne d-eo netra ken.
Kavout a ra d’e-omp a-wechou ez eo hon ene dilezet gant Doue, hep frealzidigez na sklerijen e-bed, e-kreiz ar poaniou, ann temptasionou hag ann enkresiou. Kredi a reomp neuze ema hon ene o vont da veza trec’het gant-ho, dre ne welomp mui ann dourn a zo oc’h harpa ac’hanomp. Na petra a raimp-ni neuze ? Bez’ e tleomp lavaret evel a lavaraz Jezuz-Krist : va Doue, va Doue, perak hoc’h euz-ha va dilezet ? Bez’ e tleomp ive gouzanv didrouz hor poaniou ha choum e-kreiz ann devalijen ken na vezo tremenet ann noz, ken na vezo gwelet goulou-deiz o tarza. N’euz tra gwelloc’h da greski hor feiz ; er stad-ze ann ene a zo evel pa ve maro : ien-sklaz eo, ne c’hoanta netra, bez’ ema evel pa ve bet lekeat enn eur bez. Kavout a ra d’ezhan ez eo distag dioc’h Doue, hag he nerz a zo ken dister ma’z ema e nec’h ha, war var e-kenver kement tra a c’hoanta.
Nag a c’hrasou a zeu war-lerc’h ar poaniou-ze, pa c’houzanvomp anezho hep klemm ha gant eur galoun izel ! Nag a bec’hejou a vez prenet dre c’hloasiou er c’hiz-ze ! Neuze e vez peur-c’hreat enn-omp mister ar zilvidigez ; neuze e gwirioniez e teuomp da veza hevel oc’h Jezuz-Krist, gant ma vezo gwir ha kre hor feiz, gant ma livirimp heb ehana hag a galoun vad ar c’homziou-man : Ia, va Zad, kemeret a rann ar c’halir-man, bez’ e fell d’in eva anezhan beteg ar berad diveza ; ia, va Zad, pa’z eo falvezet d’e-hoc’h e ve evel-se.