TREDE KENTEL HAG HANTER-KANT.


Doue ne ro ket he c’hrasou d’ar re a zo ho c’haloun stag oc’h traou ann douar.


1. — Jezuz-Krist. — Va map, va gras-me a dal kalz a dra ; ne fell ket d’ezhi e ve luziet gant traou ar bed na gant frealzidigesiou ann dud. Mar fell d’e-hoc’h eta kaout ar c’hras, ez eo red e pellafac’h diouz-hoc’h kement tra a vir out-hi da zont daved-hoc’h.

En em dennit enn eul leac’h distro, ra vezo eunn dudi evid-hoc’h choum eno hoc’h-unan ; na glaskit ket diviz gant den e-bed, kentoc’h e tleit pidi Doue gant feiz evit ma kendalc’ho ar gwir c’hlac’har enn ho kaloun ha ma vezo neat ho koustians.

Na rit stad e-bed euz ar bed, gwell eo d’e-hoc’h en em rei holl da Zoue, rak ne oufac’h en em rei d’in hag ive da draou ann douar a dremen buan. Red eo d’e-hoc’h mont-kuit dioc’h ho kerent ha dioc’h ho prasa mignouned ha dioc’h ann dud a zarempredit ; red eo d’e-hoc’h dioueret pep frealzidigez a berz ann dud.

Ann Abostol euruz Sant Per a lavar d’ar re a zo feal da Jezuz-Krist, beva er bed-man e-c’hiz ma vent tremenidi ha divroidi.

2. — Na peger braz e vezo fisians ann den a zo o vont da vervel, ma n’eo ket he galoun stag oc’h netra er bed ! Pa vez sempl c’hoaz ann ene, ne oar ket petra eo en em zisiaga dioc’h pep tra ; hag ann hini a bleg d’ar chik ne oar ket petra eo frankiz ann den a dro he ene war-zu Doue.

Mar fell d’ann den koulskoude en em rei e gwirionez da draou ann ene, ez eo red d’ezhan dilezel he vignouned hag he gerent, ha diwall out-han he-unan muioc’h eget oc’h den all e-bed. Ma vec’h evit en em drec’hi hoc’h-unan, e ve easoc’h a ze d’e-hoc’h beza treac’h d’ann traou all.

Oc’h en em drec’hi he-unan, ann den a c’hounid pep tra, rak ann hini a laka he galoun da suja evel-se, hen-nez a zo e gwirionez treac’h d’ezhan he-unan ha d’ar bed, o veza ma teu ar c’hik da blega d’he skiant-vad hag he skiant-vad da blega d’in-me.

3. — Mar hoc’h euz c’hoant eta d’en em zevel er stad huel-ze, ez eo red d’e-hoc’h da genta digeri kalounek ho labour ha skei gant ar vouc’hal oc’h troad ar wezen evit tenna ha disc’hrisienna euz ho kaloun ar garantez direiz hoc’h euz, hep gouzout d’e-hoc’h, ken evid-hoc’h hoc’h-unan, ken evit ho mad hoc’h-unan, ken evit madou ar bed-man.

Diwar ar garantez fall-ze en deuz ann den evit-han he-unan, eo e sao enn he galoun ann darn vuia euz ann techou fall a zo rankout d’ezhan trec’hi ha dic’hrisienna anezho. Mar teu da ober penn out-hi, mar teu da gas anezhi da netra, rak-tal e vezo braz ar peoc’h enn he ene.

Ne d-euz nemeur a dud, siouaz, a gemend a laka ho foan holl da vervel d’ezho ho-unan ha da zisc’hrisienna a-grenn ho zechou fall ; dre-ze ne hellont ket beza treac’h d’ar c’hik na sevel, ho spered dreist-ho ho unan.

Ann hini eta a fell d’ezhan kerzet gan-en-me er gwir frankiz a galoun, a zo red d’ezhan stourm oc’h he dechou fall ha distaga he galoun dioc’h pep tra krouet.


EVIT HOR C’HELENN.


N’euz den evit servicha daou vestr ; rak, pe e karo unan anezho hag en devezo kasoni oc’h egile, pe e talc’ho stad euz ann eil hag e raio fae war egile. N’omp ket eta evit servicha war-eunn-dro Doue hag ar bed. Buez eur c’hristen mad a zo oc’h en em zistaga dioc’h sujedigez ar bed evit dont da gaout gwir frankiz bugale Doue. Ar c’hras a stourm enn-omp evit Doue, a-enep drouk-ioulou ar c’hik ; ar re-man a zoug ac’hanomp da glask plijaduresiou ar bed. Er stourm kalet-ze, ne vez treac’h ann den nemet dre vervel d’ezhan he-unan, d’he c’hoantegesiou ha d’he zrouk-ioulou. Maro ar c’horf a zo ar stourm diveza etre ann den hag ar c’hras ; gant ar maro ar c’hristen mad a zeu da veza treac’h evit ar weach diveza. Enn abek da ze eo e lavare ann Abostol sant Paol : Piou am distago-me dioc’h ar c’horf marvel-man.

Poaniomp eta da vervel d’e-omp hon-unan ; en em zistagomp a-grenn dioc’h ann douar ha dioc’h traou ann douar ; en em zistagomp diouz-omp hon-unan evit beva e Doue, gant Doue hag evit Doue hep-ken. Na petra glaskomp-ni enn tu all d’ezhan ? ha n’ema ket enn-han kement tra vad a zo ? Peur e teuio ann amzer mac’h hellimp gwelet anezhan evel m’ema ? Peur e teuio ann amzer mac’h hellimp kaout hor gwalc’h euz a Zoue hag euz he c’hloar vraz-meurbed ? Bez’ e tleomp c’hoantaat e teufe buhan ann amzer-ze, rak neuze e vezo anavezet barnedigesiou Doue war-n-omp. Leveromp eta a greiz hor c’haloun, leveromp gant ar Profed David : Peger reuzeudik ounn-me, o veza ma’z eo bet astennet ann amzer ma vezinn divroad wor ann douar ! Bet ounn e-mesk ar re a ioa o choum e Sedar, ha va ene a ioa divroad enn ho zouez.