SEIZVED KENTEL.


Red eo kuzet ez vuel enn hon ene ar grason a zeu d’e-omp digant Doue.


1. — Jezuz-Krist. — Va map, n’euz netra a gemend a ve gwelloc’h a bep hent eget kuzet ho feiz hag ho karantez evit Doue, pa vez ar c’hras gan-e-hoc’h. Arabad eo ive d’e-hoc’h en em zevel enn abek d’ezho, arabad eo prezek huel diwar ho fenn ha kredi e vent braz-meurbed. Kentoc’h e tleit en em zisprizout hoc’h-unan ha krena gant aoun n’ho pe bet anezho hep beza ho gounezet.

N’en em fisiit ket re enn ho karantez, o veza mac’h hell trei buhan. Pa vez ar c’hras gan-e-hoc’h, sonjit peger paour ha peger reuzeudik oc’h hep-z-hi.

2. — Evit mont war gresk er vuez a c’hras ne d-eo ket a-walc’h kaout frealzidigez ar c’hras ; bez’ e rankit ive gouzanv ann diouer anezhi oc’h en em izelaat, oc’h en em zilezel hoc’h-unan hep klemm e-bed, evit na viot ket neuze diek da ober ho pedennou, hag evit na lezot ket a-grenn ann oll draou mad all oc’h boaz da ober. Enn enep, grit anezho a galoun vad, gwella mac’h hellot hag hervez ho skiant, ha taolit evez piz war-n-hoc’h hoc’h-unan, pegement-bennag ma’z eo seac’h hag enkrezet hoc’h ene.

Rak bez’ ez euz kals a dud a zeu d’en em chala ha d’en em zigalounekaat dioc’h-tu, pa c’hoarvez nep tra a-enep d’ho c’hoant. Koulskoude henchou ann den a zo peurliesa dreist he c’halloud. Da Zoue eo rei d’ezhan he chrasou hag he frealzidigez, pa gar, kement ha ma kar, da neb a gar, evel ma plij d’ezhan ha netra ken.

3. — Meur a hini a zo en em gollet dre zievezded, pa edo ar c’hras o tougen anezho d’ar garantez evit Doue, o veza ma’z eo bet falvezet d’ezho ober mui evit na hellent ober, o veza n’ho deuz ket eveseet a-walc’h pegen dister e oant, hag o veza m’ho deuz heuliet c’hoantegesiou ho c’haloun kent eget kelennadurez ar skiant-vad. O veza ’ta ma’z eo bet falvezet d’ezho sevel hueloc’h eget na blije da Zoue, ar re-ze ho deuz kollet ar c’hras hep dale.

Ar re a grede ez edont o vont da choum enn env, ar re-ze a zo deuet da veza paour ha dilezet e kreiz ho foaniou, evit ma teskchent ervad, goude beza bet izeleet ha lekeat reuzeudik, evit ma teskchent ne dlient ket nijal diwar bouez ho diouaskel ; evit ma teskchent e tlient en em lakaat gant fisians dindan va diouaskel-me. Ar re a zo eat a-nevez zo dre henchou ann Aotrou Doue hag a zo dre-ze hep gwiziegez, a hell fazia eaz war ann hent mad ha skei war ar c’herrek ma ne zentont ket oc’h ann dud fur o kuzulia anezho.

4. — Mar kavont gwell mont da heul ho menoz ho-unan eget kredi da guzuliou ann dud fur, ez aint e drouzivez, nemet distrei a rafent diwar ho menoz ho-unan. Ar re a lavar ez int fur, ar re-ze zo dibaot d’ezho gouzanv, gant eur galoun izel, beza sturiet gant ar re all.

Gwelloc’h eo d’ann den beza izel a galoun ha kaout nebeut a ijin hag a spered, eget ne d-eo d’ezhan beza desket ha speredek-braz, mar teu d’en em brizout re he-unan. Muioc’h a dal d’e-hoc’h kaout nebeut eget kals, gant aoun na zeufac’h d’en em c’houeza re. Ne d-eo ket fur a-walc’h ann hini en em ro holl d’al levenez, disonch-kaer ma’z eo euz he baourentez a-ziagent hag euz he zoujans Doue ; ann doujans-ze ne deuz ken aoun nemet da goll ar c’hras a zo bet roet d’ezhi. N’en deuz ket ive ar gwir feiz ann hini en em zigalouneka, pa c’hoarvez gant-han eunn enkrez pe eunn enebiez-bennag, hag en deuz nebeutoc’h a fisians enn-oun-me eget na dlefe da gaout.

5. — Ann hini en deuz re a fisians enn-han he-unan e-pad m’ema he ene e peoc’h, hen-nez en em gavo aliez aounik ha diners, pa vezo ar brezel. Ma vec’h bepred izel a galoun, ma vec’h bepred dister dirak ho taoulagad, ma oufac’h suja ho spered hag he lakaat da blega, pa vez red, neuze ne gouezfac’h ket ker buhan er boan nag er pec’hed.

Eunn dra hag e ve mad da ober e-pad m’ema ho kaloun entanet gant ar garantez, eo sonjal a-zevri petra rafac’h-hu ma’z afe ar sklerijen diwar-n-hoc’h. Pa zigouez d’e-hoc’h dioueret anezhi, kredit neuze ec’h hell distrei a nevez, kredit n’am euz he lamet digan-e-hoc’h eur pennadik, nemet enn abek d’am c’hloar hag evit lakaat ac’hanoc’h da ziwall ouz-hoc’h hoc’h-unan.

Talvoudek eo d’e-hoc’h e ve ann traou er c’hiz-ze, talvoudekoc’h eget mar teufe d’e-hoc’h bepred pep tra da vad diouz ho c’hoant. Rak evit dont da anaout petra dal eunn den dirak Doue, ne d-eo ket red gouzout hag hen en deuz gweledigesiou pe frealzidigez e-leiz, hag hen zo gwiziek er Skritur sakr, hag hen en deuz eur garg vraz. Kement-se holl ne vern ket, mar bez e gwirionez izel-izel a galoun hag entanet holl gant karantez Doue, mar klask bepred, e pep tra ha dreist kement zo, gloar Doue hep-ken, mar goar ervad ne d-eo netra anezhan he-unan, ma en em zispriz he-unan e gwirionez, mar kav gwelloc’h beza goapeet ha disprizet gant ar re all eget beza meulet gant-ho.


EVIT HOR C’HELENN.


Anaout he zistervez hep distrei he zaoulagad diwar-n-ezhi, en em lakaat holl etre daouarn ann Aotrou Doue gant eur feiz kre hag eur garantez vraz-meurbed, setu ar vuez a c’hras pa vez diazezet enn eur galoun izel. Ann hini a lavar e gweled he galoun : peger sempl ha peger paour ounn-me, hen-nez n’en em harp ket war-n-ezhan he-unan ; e Jezuz eo ema he holl fisians. Heulia a ra war-eeun ar c’hras o vont hag o tont ; n’en em c’houez ket, pa vez entanet he ene ; n’ en em zigalouneka ket, pa vez seac’h he galoun. Bepred eo euruz, rak ne fell d’ezhan nemet ar pez a blij da Zoue. Ne c’hoanta tamm en em zevel da eur stad a gav d’ezhan zo gwelloc’h, pa ne d-eo ket galvet d’ezhi, rak gouzout a ra ec’h en em guz aliez ann drouk-ioulou e pleg ann eneou santela. Kerzet a ra sioul hag eeun enn he hent, hag e lavar da Zoue : Roit d’in ar furnez a zo tro-var-dro d’ho tron, n’am c’hasit ket euz a douez ho pugale, rak me a zo ho servicher ha map d’ho servicherez. Me a zo eunn den sempl hag a dremeno buhan ; ne anavezann ket ho parnedigesiou nag ho lezennou. Ra vezo e peoc’h ann hini a oar pidi evel-se, ann hini ne c’hoanta nemet se ; Doue a zell out-han gant karantez hag a skuillo he venosiou war-n-ezhan.