◄ Red eo ober pep tra evit Doue, o veza ma’z eo ar penn kenta hag ar penn diveza euz a bep tra | Trede levr - X | Red eo evesaat piz oc’h c’hoantegesiou ar galoun ha lakaat anezho da blega ► |
1. — Ann ene mad. — Brema, e komzinn c’hoaz ouz-hoc’h, Aotrou Doue, ha ne davinn ket. Lavaret a rinn d’am Doue, d’am Aotrou, d’am Roue a zo enn envou : Aotrou, na peger braz eo ann dudiou a virit evit ar re ho deuz doujans evid-hoc’h ! Na petra ne reot-hu ket eta evit ar re ho kar ! Na petra ne reot-hu ket evit ar re a zervich ac’hanoc’h a greiz ho c’haloun !
Dreist kemend a hellfed lavaret eo ann dudiou a skuillit war ar re ho kar, pa zavont ho spered war-zu enn-hoc’h. Setu aman evit diskouez : pegen tener eo bet ho karantez em c’henver : ne oa ket c’hoaz ac’hanoun, ha c’houi hoc’h euz va c’hrouet ; pa edoun o vont pell diouz-hoc’h, c’houi hoc’h euz lekeat ac’hanoun da zont a nevez war-zu eon-hoc’h evit ho servicha c’houi hoc’h euz gourc’hemennet d’in ho karet.
2. — O feuntenn a garantez, feunteun ne zizec’ho biken ! Na petra livirinn-me ac’hanoc’h ? Penaoz ec’h hellfenn-me hoc’h ankounac’haat-hu, c’houi hoc’h euz prizet kaout sonj ac’hanoun pa oann deut dizech, pa edoun o vont da goll? Ho trugarez e-kenver ho servicher a zo eat enn tu all da gement tra a helle da c’hedal ; roet hoc’h euz d’ezhan ho krasou hag ho karantez, dreist kemend vad a ioa dleet d’ezhan.
Na petra roinn-me d’e-hoc’h evit ho trugarekaat ? Ann holl dud ne d-int ket evit dilezel ar bed ha mont da veva enn eunn abati, goude kuitaat pep tra. Hag hen zo d’in-me eunn dra vraz ho servicha, pa’z eo gwir ez eo lezen great da gement zo krouet ?
Arabad eo kredi e ve d’in eunn dra vraz ho servicha. Eunn dra hag a zo braz, eunn dra hag am laka souezet eo ho pe prizet digemeret d’ho servicha eunn den ker paour, eunn den didalvez evel ma’z ounn. hag he lakaat e-touez ho servicherien muia karet.
3. — Kement tra am euz, kemend a zo enn-ounn evit ho servicha, kement-se holl a zo d’e-hoc’h, ha koulskoude c’houi a zervich ac’hanoun muioc’h eget na rann-me ac’hanoc’h. Evit mad ann den, hoc’h euz krouet ann env hag ann douar ; senti a reont bemdez ouz-hoc’h ha plega da gement hoc’h euz gourc’hemennet d’ezho.
Dister dra eo kement-se, pa’z eo gwir hoc’h euz krouet ann Elez hag hoc’h euz lekeat anezho da ziwall ann den. Gwella zo, c’houi hoc’h-unan hoc’h euz prizet servicha ann den, hag ouspenn-ze, hoc’h euz lavaret ec’h en em rofac’h hoc’h-unan d’ezhan.
4. — Petra roinn-me d’e-hoc’h evit
kemend all a vadelesiou ? Plijet gan-e-hoc’h
ec’h hellfenn ho servicha bemdez
a-hed va buez penn-da-benn ! Plijet gan-e-hoc’h
ec’h hellfenn ho servicha bemdez
evel ma’z eo dleet, ha pa ne ve nemet
eunn dervez hed-da-hed !
C’houi hep-ken e gwirionez a dle beza servichet hag enoret gant ann holl, c’houi hep-ken a dle beza meulet da viken. C’houi a zo e gwirionez va Doue, ha me a zo ho servicher paour ; dalc'het ounn d’ho servicha euz va holl nerz ; morse ne dleann skuiza o kana ho meuleudiou. Evel-se e fell d’in e ve great, evel-se eo am euz c’hoant da ober. Braz eo va dienez, plijet gan-e-hoc’h rei d’in ar pez am euz ezomm.
5. — Eunn enor braz eo, eur c’hloar vraz eo ho servicha hag ober fae euz a bep tra dre garantez evid-hoc’h. Rei a reot grasou e-leiz d’ar re a blego anezho ho-unan hag a galoun vad d’ho servich santel. Braz-meurbed e vezo ar frealzidigez a vezo roet gant ar Spered-Santel d’ar re ho devezo dilezet plijaduresiou ar bed dre garantez evid-hoc’h. Bez’ e vezint enn eur frankiz vraz a galoun, ar re a zisprizo holl brederiou ar bed hag ar re a ielo, evit hoc’h hano santel, dre’nn hent tenn ha striz.
6. — Nag hen zo kaer, nag hen zo mad servicha Doue ! Dre-ze ann den a zeu e gwirionez da veza santel ha distag dioc’h pep tra. Na santela stad eo plega dindan ar reolen ! Dre-ze ann den a zeu da veza par d’ann Elez ha mignoun da Zoue ; ann drouk-sperejou a gren ra-z-han, ann holl dud a feiz a veul anezhan. O sujedigez a dlefe pep den c’hoantaat ha klask anezhi ! Dre-z-hi e vezomp kavet mad da gaout ar mad dreist pep mad hag ann dudiou a bado da virviken.
Tud ar bed a zo ken touellet gant ho drouk-ioulou n’int ket evit gouzout pegen euruz eo bugale Doue. A-wechou ann dud-ze ho deuz truez oc’h ar re-man, e-c’hiz ma’z eo boaz ar bed da gaout truez oc’h ar re all, da lavaret eo enn eur ober fae anezho ; a-wechou all e sellont out-ho evel ma vent tud diot ha souezet, Ne ouzont tamm petra a zo enn eunn ene a zo a-unan gant he Grouer ; ne ouzont tamm petra eo he frealzidigez nag he beoc’h, nag ive he zudiou. Ne d-int ket evit klevet komziou ann Abostol sant Paol o lavaret : Karget eo va c’haloun a levenez e-kreiz va enkreziou. Biken ne vezint evit gouzout petra eo al levenez santel-ze a zo lealded ha peoc’h er Spered-Santel. Petra ho deuz eta tud ar bed evit ho led ? N’ho deuz nemet eur blijadur-bennag e-mesk enkresiou e-leiz ; n’ho deuz nemet rebechou ann ene, pa ne vezont ket c’hoaz dilezet a-grenn gant Doue. Furchit bete gweled ho c’haloun, ne gavot enn-ho netra ken. Broudou ann ene, setu ho gwir ; doan ar galoun, setu ho feoc’h.
Eneou mad, eneou distag dioc’h ar bed ha dioc’h kemend a zo enn-han, ho pezet ive truez oc’h ann dud reuzeudik a zo sammet c’hoaz gant chadennou pounner ar bed ; ho pezet truez out-ho oc’h en em izelaat hoc’h-unan e-c’harz treid ann hini en deuz diboaniet ac’hanoc’h ; e-c’harz treid ann hini en deuz roet d’e-hoc’h he c’hras n’ho poa ket gounezet, hag en deuz lekeat ac’hanoc’h da gaout madou n’euz nemet-ho gwirion. Dalc’hit mad d’ann tensor sakr-ze a zo bet fisiet enn-hoc’h gant Tad ar sklerijen, digant-han e teu pep mad ; ha goulennit gant karantez ma plijo gant Doue, eunn deiz a vezo, peurgarga ho kaloun a levenez enn envou, goude beza he c’harget a levenez war ann douar.