◄ Red eo evesaat piz oc’h c’hoantegesiou ar galoun ha lakaat anezho da blega | Trede levr - XII | Ann neb a zo izel he galoun a dle senti, hervez skouer Jezuz-Krist ► |
1. — Ann ene mad. — Aotrou Doue, ezomm braz am euz, hervez ma welann, da zeski gouzanv hep klemm, rak e-leiz a draou a zeu da enebi ouz ann den hed he vuez. N’euz fors petra a rinn evit beza e peoc’h, va buez ne hell tremen hep brezel nag anken.
2. — Jezuz-Krist. — Kement-se a zo gwir, va map ; ne fell ket d’in evelato e klaskfac’h eur peoc’h a ve hep ket a demptasion, hep ket a enebiez. Me a fell d’in enn enep e kredfac’h ho pe neuze kavet ar peoc’h, pa ho pezo gouzanvet eunn taol braz a enkresiou, pa ho pezo gouzanvet kals a enebiez. Mar livirit n’oc’h ket evit gouzanv kalz a boaniou, penaoz ec’h hellot-hu gouzanv tan ar purgator ?
Euz a ziou boan ar vihana atao. Deskit eta gouzanv, dre garantez evit Doue, poaniou ar vuez-man, evit mac’h hellot er bed all en em viret dioc’h ar poaniou a bado da viken. Ha kredi a rit-hu n’ho deuz tud ar bed nep seurt poan, pe dihana nebeut anezho da c’houzanv ? Ar pez ne gavot ket eo se, ha pa glaskfac’h e-touez ar re eurusa a zo.
3. — Bez’ ho deuz kals a zudiou, hag evel a fell d’ezho a reont, eme c’houi ; dre-ze ne d-eo ket pounner beac’h ho enkrez.
4. — Mad ! Lekeomp ez eo gwir ann dra-ze, lekeomp ho deuz kemend ho deuz c’hoant da gaout. Pegeit e kav d’e-hoc’h e pado kemeut-se gant-ho ? Tremen a rai evel moged ar re ho deuz kals a vadou war ann douar, ha ne vezo mui hano e-bed euz ho flijaduresiou kent, setu ! Endra vevont, kredit se, n’emint ket bepred e peoc’h ; beza ho deuz aliez poan, nec’h hag enkrez.
Rak ann traou a gavont dudiusa a zigas a-wechou dezho poan hag glac’har. Ha n’eo ket hep gwir abek eo e c’hoarvez se gant-ho, o veza ne d-eo ket dleet d’ezho kaout hep doan hag hep mez ar plijaduresiou emint o klask hag oc’h heulia anezho, tud direiz ma’z int.
O ! na peger buan e tremen ann holl blijaduresiou-ze ! Na peger fall, na pegen direiz ha pegen mezuz int-hi ! Koulskoude ann dud reuzeudik ne d-int ket evit gwelet kement-se, o veza ma’z eo ho c’haloun touellet ha dallet gant plijaduresiou ar bed. Hevel int oc’h loened mud, kas a reont ho ene da goll, evit eunn dra zister a blij d’ezho er vuez kollidik-man.
Evid-hoc’h-hu, va map, na d-it ket da heul ho c’hoantegesiou, it kentoc’h e-biou d’ar pez a blij d’e-hoc’h. Ra vezo hoc’h holl zudiou beza e Doue ; neuze Doue a roio d’e-hoc’h kemend a c’houlenno ho kaloun.
5 — Mar fell d’e-hoc’h kaout gwir zudiou ann ene, mar fell d’e-hoc’h kaout digan-en grasou e-leiz, e tleit ober fae war holl draou ar bed ha kas diouz-hoc’h holl blijaduresiou ann douar. Neuze e viot benniget, hag e kavot a-nevez pep seurt frealzidigez. Ha seul vui ma tec’hot dioc’h frealzidigez ann dud, seul welloc’h, seul vrasoc’h a ze e vezo va frealzidigez-me.
Siouaz, ne vezo ket hep beza stourmet da genta, ne vezo ket hep beza bet nec’h ha poan eo ec’h hellot kaout frealzidigez ann env, rak eunn tech fall-bennag a enebo ouz-hoc’h pep tro. N’euz fors, bez’ e viot treac’h d’ezhan dre heulia eur pleg gwelloc’h.
Evit klevet ar c’hik oc’h ober klemm,
na rit van e-bed ; trec’het e vezo gant
nerz ho spered. Ann aerouant, m’hen
argarz, ann aerouant enn eur hilligat
ho kaloun a stourmo ouz-hoc’h. List da
ober ; garit ma pedot Doue, e tec’ho
kuit : oc’hpenn-ze, oc’h ober eul labour
mad-bennag e prennot out-han dor frank
ho kaloun.
Pep den en deuz pec’het, pep den ivez a dle gouzanv poaniou ; houn-nez eo al lezen douget a-enep ann den war ann douar. Eul lezen wirion eo, rak Doue ne ve ket Doue, ma ve ar pec’hed digastiz. Eul lezen a garantez eo, rak pa c’houzanvomp hor poan a galoun vad ha pa vezomp a-unan gant hor Zalver, ar poaniou a bare ann ene hag a laka anezhan da veza glann evel ma’z oa gwechall, pa’z edo enn he stad genta. Perak ’ta en em glemmit-hu, pa vezit lekeat da blega dindan al lezen Doue-ze ? Ha klemm a rit-hu dre’nn abek ma ro Doue d’e-hoc’h eunn eil vuez dre he vadelez ? Ha klemm a rit-hu dre’nn abek ma’z oc’h hevel oc’h Jezuz-Krist a zo bet falvezet d’ezhan hag a zo bet red d’ezhan gouzanv kalz a boaniou evit ho prena, evel ma’z oa bet skrivet e levr ann Aviel : Neuze e teskaz d’ezho e tlie Map ann den gouzanv kalz a boaniou, beza tamallet gant ar re goz, gant beleien ar Iuzevien ha gant ar Skribed, ha beza lekeat d’ar maro. Setu petra a c’houzanvaz Jezuz evit pec’hejou ann dud ; mar fell d’e-omp e ve ann dra-ze talvoudek evid-omp, ez eo red d’e-omp gouzanv evel-t-han hag a-unan gant-han. War ar Groaz eo bet sevenet mister ar zilvidigez e pep-hini ac’hanomp. Ar Groaz a zo euruzded ann den war ann douar, n’euz ken euruzded nemet-hi, rak ne oufe den beza euruz e giz all e-bed, nemet o viret striz lezen ar reiz-vad ; ac’hano e teu peoc’h ann ene, ac’hano peoc’h ar galoun. Touellet ha dallet oc’h gant plijaduresiou goullo ar bed, siouaz ! Ha kredi a rit-hu e ve tud ar bed hag ive ar re eurusa a zo enn ho zouez, ha kredi a rit-hu e vent hep gouzanv eur boan-bennag ? Tregaset int gant ho c’hoantegesiou o kreski seul ma ho deuz anezho. Ha gwelet hoc’h euz-hu biskoaz den euruz enn ho zouez ? Tra ; goude c’hoantegesiou e teu c’hoantegesiou all da grignat ho c’haloun. A-hend-all, ha n’ho deuz-hi ket poaniou da c’houzanv hed ho buez ? Eo e feiz ! Kemend ho deuz anezho hag ar re all, ha marteze muioc’h : doan, enkrez, nec’h, klenvejou stank a zo digaset gant drouk-ioulou ar galoun ha gant poaniou ar spered. Goude-ze e teu ar maro, ha war he lerc’h e teu Doue, ar Barner braz, da c’houlenn ar pez a zo dleet d’ezhan ; neuze ann den pinvidik a vez strinket enn noaz-beo e gweled eunn toull bac’h. E gwirionez, lavaret a rann d’e-hoc’h ne d-ai ket kuit ac’hano, ken n’en devezo paeet kement a zo dleet gant-han beteg ann diner diveza.
En em laouenait eta, pa blij gant Doue ho lakaat da veza glann hag ho tiboania er vuez-man ; grit eta penn-da-benn ha gant karantez ar pez a zo dleet da Zoue. Meur a hini a lavar : Piou a ziskouezo d’e-omp ar madou ? Piou nemet-hoc’h-hu, Aotrou Doue. Ho sklerijen-c’houi a zo kouezet war-n-omp ; roet hoc’h euz ar peoc’h d’am c’haloun. Rak-se e kouskinn hag ec’h ehaninn er peoc’h, o veza ma hoc’h euz, va Doue, kresket va fisians enn-hoc’h.