◄ E Doue hep-ken e tleer klask pep gwir dizoan | Trede levr - XVII | Red eo d’e-omp gouzanv a galoun vad poaniou ar vuez-man hervez skouer Jezuz-Krist ► |
1.— Jezuz-Krist. — Va map, list ac’hanoun da ober enn ho kenver hervez ma fell d’in ; me a oar petra a zo mad evid-hoc’h. Sonjal a rit evel ma sonj ann dud, ha peurliesa e varnit ann traou evel ma varn ann dud anezho, hervez pleg ho c’haloun.
2.— Ann ene mad. — Ar pez a livirit a zo gwir, Aotrou Doue. C’houi a ra d’in muioc’h a vad eget na oufenn ober me va-unan, rak ann hini ne zigor ket he galoun d’e-hoc’h pa vez enn enkrez, hen-nez a zo e-tal da goueza.
Aotrou Doue, gant ma vezo eeun ar pez a fell d’in, gant ma vezinn starteet enn-hoc’h, grit ac’hanoun ar pez a blijo gan-e hoc’h, rak kement a reot em c’henver ne hell beza nemet mad. Mar fell d’e-hoc’h e venn enn devalijen, ra viot meulet ; mar fell d’e-hoc’h e venn er sklerijen, ra viot binniget c’hoaz ; mar plij gan-e-hoc’h rei frealz d’in, ra viot binniget ; ha mar fell d’e-hoc’h e venn enkrezet, ra viot meulet evelato ha da viken.
3. — Jezuz-Krist. — Va map, setu penaoz e ve red e vec’h, roar fell d’e-hoc’h kerzet gan-en. Eunn hevel dra e tle beza evid-hoc’h gouzanv poaniou pe en em laouenaat, beza paour-glez pe beza pinvidik-braz.
Ann ene mad. Aotrou Doue, me a c’hoazanvo a galoun vad evid-hoc’h kement tra a zeuio d’in digan-e-hoc’h. Hevel-hevel e fell d’in digemeret digan-e-hoc’h ar mad kouls hag ann drouk, dudiou ann ene kouls hag anken ar galoun, ar pez a vezo c’houek kouls hag ar pez a vezo c’houero ; me a fell d’in ho trugarekaat evit kement tra a c’hoarvezo gan-en. Va mirit dioc’h pep pec’hed, ha neuze n’em bezo aoun e-bed rag ar maro na rag ann ifern. Gant n’am fellaot ket da viken diouz-hoc’h, ha gant ma vezo hano ac’hanoun-me e levr ar vuez, me n’em bezo drouk e-bed peger braz-bennag e ve ann enkrez a zeufe war-n-oun.
Ne oufet lavaret re aliez ez eo buez eur c’hristen mad o c’hoantaat ar pez a fell da Zoue, hep c’hoantaat tra all e-bed ken. Peurliesa omp touellet gant hor c’hoantegesiou, o veza ma’z omp saotret gant ar pec’hed. Evit ann Aotrou Doue, hen avad a anavez kemend a zo kuzet enn-omp, anaout a ra kement pleg a zo e gweled hon ene, gouzout a ra pegen diners eo hor c’haloun, gouzout a ra pe seurt poaniou eo ar re a zo mad da zigas d’e-omp hag ive ann nerz hon euz ezomm evit ho c’houzanv ; rak miret a raio e vemp temptet enn tu all d’hon nerz ; he furnez a zo dreist pep furnez ; oc’hpenn zo, kemend en deuz karet ac’hanomp, kement m’en deuz roet d’e-omp he Vap, ar Map n’en doa nemet-han. Nag a fisians, nag a beoc’h ne dleomp-ni ket da gaout enn eur zonjal enn dra-ze ! Hag hen a zo tra dudiusoc’h eget en em lakaat holl etre daouarn ann hini en deuz great pep tra evid-omp ? Hag hen a zo tra dudiusoc’h eget beza teuzet enn-han, kouls lavaret, oc’h en em lakaat ar-unan gant-han e pep tra, hep miret netra enn tu diouz-omp, netra nemet ann anaoudegez-vad hag ar garantez ? Evel-se ec’h hello hon ene ha kement a zo enn-omp teuzi, e-c’hiz ma lavarfed, er c’homziou-man ai zo pep tra enn-ho : Va Aotrou ha va Doue !