EIL GENTEL WAR-N-UGENT.


Red eo kaout sonj euz a holl vadelesiou Doue.


————


1. — Ann ene mad. — Aotrou, va Doue, digorit va c’haloun d’ho lezen ha diskin d’in kerzet hervez ho kourc’hemennou. Grit mac’h anavezinn kemend a fell d’e-hoc’h, grit ma talc’hinn sonj gant doujans ha gant kalz a evez euz ho madelesiou, ken ar re hoc’h euz graet e-kenver ann dud holl, ken ar re hoc’h euz graet em c’henver-me va-unan, evit mac’h hellinn ho trugarekaat, enn abek da ze, evel m’az eo dleet.

Gouzout hag ansao a rann e kement-se ne d-ounn ket, e nep kiz, evit ho trugarekaat hag evit ho meuli evel ma tleann hen ober. Me a zo re zister evit kaout digan-e-hoc'h ken aliez a vadelesiou ; teuzi a ra va spered pa welann pegement ez oc’h braz hag huel.

2. — Kement tra a zo enn hon ene pe enn hor c’horf, a ziaveaz pe a-ziabarz ac’hanomp, kemend a zo enn hor galloud pe enn tu all d’hon nerz, kement-se holl a zeu d’e-omp digan-e-hoc’h hag a ra d’e-omp derc’hel sonj euz ho karantez hag euz ho madelez evid-omp ; rak ni a denn digan-e-hoc’h kement tra vad hon euz.

N’euz fors pe en deuz bet he-man muioc’h pe egile nebeutoc’h ; ar pez ho deuz-hi bet a zo ho tra, hep-z-hoc’h ne oufent kaout ann distera tra vad e-bed. Ann hini en deuz bet muia ne die ket en em veuli evit se, nag en em zevel dreist ar re all, nag ive ober goap diwar-benn ann hini en deuz bet nebeutoc’h eget-han ; rak ann hini ne denn war-n-ezhan he-unan netra euz ar mad en deuz great, ann hini a zo he galoun izel-meurbed ha leun a feiz enn eur drugarekaat Doue, hen-nez a zo ar brasa hag ar gwella. Ann hini a gred ez eo disteroc’h ha falloc’h eget ann holl dud, hen-nez a zo ar gwella evit kaout lod euz ar madou brasa.

3. — An hini en deuz bet ann nebeuta, arabad eo e ve e poan enn abek da ze ; arabad eo dezhan klemm na kaout erez oc’h ann den pinvidikoc’h evit-han ; kentoc’h e tle sevel he spered war-zu enn-hoc’h, va Doue, ha meuli dreist holl ho trugarez, o veza ma roit ho madelesiou ker stank, hep ma ve red d’e-hoc’h hen ober, a ioul vad hag hep sellet da biou e roit anezho.

Pep tra a zeu digan-e-hoc’h ; rak-se e tleit beza meulet e pep tra. C’houi a oar petra zo mad da rei, da bep-hini ac’hanomp. Perak he-man en deuz neubeutoc’h, perak hen-nez en deuz muioc’h, ann dra-ze ne zell ket ouz-omp ; c’houi hep-ken hoc’h euz da welet war-n-omp, pa ouzoc’h petra dal peb-unan dre-z-han he-unan.

4 — Dre’n abek-ze, Aotrou Doue, me gav d’in ez eo eur c’hras vraz kaout nebeut a vadou euz ar re a zigas d’ann dud meuleudiou hag enoriou. Pa hon euz diouer anezho, e leac’h kaont nec’h ha doan pe en em zigalounekaat evit se, kentoc’h e tleomp en em laouenaat goude sellet ouz hor paourentez hag ouz hon distervez hon-unan, rak c’houi hoc’h-unan, va Doue, hoc’h euz dibabet ho mignouned hag ho servicherien e-touez ar re baour, e-touez ar re a zo izel ho c’haloun hag e-touez ar re a zo disprizet gant ann dud.

Da destou hon euz hoc’h Ebestel, hoc’h euz lekeat da brinsed war ar bed holl. Bevet ho deuz war ann douar heb en em glemm ; ken eeun, ken izel e oa ho c’haloun, ken dinoaz ha ken displeg e oa ho ene, ma’z oa d’ezho eunn dudi gouzanv pep dismegans evit hoc’h hano santel, ha ma en em roent a galoun vad d’ar pez a zo kaseet muia gant ann dud.

Netra e-bed, o va Doue, ne dle eta laouenaat ann hini ho kar hag ann hini en deuz anaoudegez-vad evit ho madelesiou, evel gwelet e ve great enn-han he-unan ar pez a fell d’e-hoc’h hag ar pez hoc’h euz gourc’hemennet a viskoaz enn he genver, hag hervez ma’z eo ho c’hoant. Dre gement-se levenez ann den-ze ha frealz he galoun a dlefe beza ker braz ma lakafent anezhan da c’hoantaat beza ar bihana e-touez ann dud, e-c’hiz ma c’hoanta eunn all beza ar brasa ; dre-ze c’hoaz e tle beza ken eaz ha ker sioul er renk izela, evel m’ema eunn all er renk huela ; dre-ze ken euruz o veza disprizet ha distereet, o veza heb hano kaer na brud vad e-bed, evel ma’z eo eunn all o veza meulet hag enoret gant ann dud.

Ober hervez a fell d’e-hoc’h ha karet hoc’h hano santel a dle beza evit ann den eunn dra dreist kement zo, a dle digas d’ezhan muioc’h a frealzidigez hag a zudi eget ann holl c’hrasou en deuz bet pe en devezo.


EVIT HOR C’HELENN.


Greomp hor mad gant ar c’hras a zo roet d’e-omp, ha ne glaskomp ket gouzout pe ho deuz bet pe n’no deuz ket bet ar re all muioc’h pe nebeutoc’h evid-omp. Doue en em ro e-c’hiz ma kar, Doue a zo mestr d’ar pez a ro. Petra omp-ni, tud paour ma’z omp, n’hon euz netra da welet war-n-ezhan. Bez’ e rankomp her meuli euz ar c’hrasou a ro d’e-omp gant he vadelez hag anezhan he-unan ; her meuli a rankomp ive evit ar c’hrasou ne fell ket d’ezhan rei d’e-omp, oc’h ansao ne dalvezomp ket ann distera euz he vadelesiou. Mar d-oc’h izel a galoun, ne c’hoantaot ket kaout grasou dreist ar re all. Ma ne d-oc’h ket izel a galoun, ar c’hrasou-ze e leac’h beza talvoudek evid-hoc’h, ne vezint mad marteze nemet evit ho kas da goll, enn eur lakaat ho kaloun da c’houeza enn ho kreiz hag enn eur lakaat ac’hanoc’h da gaout karantez evid-hoc’h hoc’h-unan. Beza anaoudek e-kenver Doue, en em lakaat holl etre he zaouarn hag ober pep tra e-c’hiz ma fell d’ezhan, kerzet rag-eeun enn hent m’emoc’h enn-han hervez he c’hourc’hemenn, setu kemend a dleit da c’hoantaat ha netra ken. Neuze e viot e peoc’h, o veza ma viot harp e Doue, o veza ma roio Doue skoaz d’e-hoc’h a-enep ho trouk-ioulou, o veza ma tigaso d’e-hoc’h frealz ha peoc’h enn ho poaniou hag enn hoc’h ankeniou, o veza, evit berr, ma kavot enn-han ar garantez a ra da bep tra ziez ha pounner beza eaz ha skanv.

Ma ve ar gwir garantez enn hor c’haloun, ne c’hoantafemp kaout netra e-bed oc’h-penn na netra e-bed gwelloc’h. Siouaz d’e-omp, ne ouzomp ket petra eo ar garantez. Gouelomp eta o welet peger ien eo hor c’haloun, ha pedomp Doue, hor mestr enn envou, da domma ha da entana hor c’haloun laosk, evit mac’h hellimp lavaret gant ann Abostol sant Paol : Petra oufe distaga ac’hanoun dioc’h karantez Jezuz-Krist ? Hag hen a ve o veza ma’z ounn enkrezet, o veza m’emoun er gloasiou, o veza ma’z ounn dare gant ann naoun ? hag hen a ve o veza ma’z ounn diwisket enn noaz, o veza ma’z ounn gwall-gaset hag e-tal da vervel dre ar chleze ? E nep kiz ; treac’h omp d’ann traou-ze holl dre nerz ann hini en deuz hor c’haret. M’her goar ervad, nag ar maro, nag ar vuez, nag an Elez, nag ar brinselezou, nag ar galloudou, nag ann traou a-vreman, nag ann traou da zont, nag ann nerz, nag ann huelder, nag ann dounder, na netra e-bed a gement a zo krouet, netra ne hello distaga ac’hanoun dioc’h karantez Doue a zo e Jezuz-Krist, hon Aotrou.