◄ Ar garantez en deuz ann den evit-han he-unan a gas anezhan pell dioc’h ar mad dreist pep mad | Trede levr - XXVIII | Penaoz e tleer pidi Doue hag he veuli, pa zeu ann enkrez war-n-omp ► |
1. — Jezuz-Krist. — N’en em c’hlac’harit ket, va map, petra-bennag ne zalc’her stad vad e-bed ac’hanoc’h ha petra-bennag ma lavarer diwar ho penn traou hag a ra poan d’e-hoc’h da glevet. Kredi a dleit ez oc’h gwasoc’h eget ma lavarer ; kredi a dleit ive ne d-euz den disteroc’h evid-hoc’h.
Mar d-oc’h distag dioc’h traou ar bed, ne reot ket kalz a van euz a gomziou a ia gant ann avel. Fur-braz eo ann hini a oar tevel pa vez enn enkrez, ha trei he galoun ouz-in-me, heb ober van euz ar pez a lavar ann dud diwar he benn.
2. — N’ema ket ho peoc’h e komziou ann dud, rak pe c’houi zo deuet mad, pe c’houi zo deuet fatt gant-ho, ne d-oc’h nemet ar pez ma’z oc’h. Ar gwir beoc’h hag ar gwir c’hloar e pe leac’h emint-hi ? Ha ne d-eo ket enn-oun-me eo emint ?
Braz e vezo peoc’h ann hini ne glask ket plijout d’ann dud ha n’en deuz aoun e-bed da zisplijout d’ezho. Ann neb a gar ar bed dreist-penn hag en deuz aoun da zisplijout d’ann dud, hen-nez a laka da zevel enkrez enn he galoun ha dievezded enn he spered.
Tud zo hag a zalc’h muioc’h a stad
euz a varnedigesiou ann dud eget na
zalc’hont euz a varnedigesiou Doue. Pebez
follentez ! Pe e vec’h bet tamallet gant
ann dud, pe e vec’h bet karet garn-ho,
petra raio kement-se d’e-hoc’h pa’z eot
dirak ar Barner-braz ? Ne d-eo ket evit
se eo e vezo mad pe fall barnedigesiou
Doue enn hor c’henver. Ar wirionez eo a
varno ac’hanomp, hag he barnedigesiou
ne vezint ket dislavaret da viken. Ann
hini a zo bet touellet gant meuleudiou
ann dud e-pad he vuez, a zougo ar
boan dleet d’he bec’hejou kuzet : mont
a rai d’al leac’h ne d-euz enn-han nemet
gwelvan ha skrign-dent. Ann hini ervad
en deuz bevet e-kreiz ann dismegans
hag ann dispriz, a glevo ar c’homziou-man :
deut, c’houi a zo binniget gant
va Zad ; it d’ar rouantelez a zo bet savet
evid-hoc’h abaoe ann deiz kenta euz ar
bed. Rak barnedigesiou Doue ne d-int ket
hevel oc’h hor barnedigesiou-ni :
gwelet a ra e pep leac’h hag ive e diabarz
kaloun ann den.
Dre-ze ne dleit lakaat ho spered nemet enn-han hep-mui-ken ; na rit stad e-bed euz ann traou all. Na petra dal ar pez a lezomp war ann douar pa ziskennomp er bez ? Ar meuleudiou, pa glaskit anezho, a stlabez hoc’h ene ; mouga a reont ar mad-oberiou hoc’h euz great evit ho c’haout. Diwallit na rafac’h ho mad-oberiou dirak ann dud evit ma viot gwelet gant-ho ; rak neuze ne viot ket digollet gant ho Tad a zo enn env. Pa fell d’e-hoc’h eta ober ann aluzen, arabad eo d’e-hoc’h seni ar c’horn-boud enn ho raok evel ma ra meur a hini er sinagogou hag er ruiou, evit beza meulet gant ann dud. E gwirionez her lavarann d’e-hoc’h : ho digoll ho deuz bet. Evid-hoc’h-hu, pa roit ann aluzen, grit na ouezo ket ho tourn kleiz ar pez a ra ho tourn deou, evit na ouezo den hoc’h euz great ann aluzen. Hag ho Tad a anavez ann traou ar re guzeta, ho Tad a zistaolo d’e-hoc’h ar pez ho pezo roet. Pa bedit Doue, diwallit na rafac’h evel tud zo hag a gar pidi enn ho zav er sinagogou hag e korn leuriou-kear, evit ma vezint gwelet gant ar re all. E gwirionez me her lavar d’e-hoc’h : ho digoll ho deuz bet. Evid-hoc’h-hu pa bedot Doue, it enn ho ti, ha pa ho pezo serret ann or, pedit ho Tad hep gouzout da zen ; hag ho Tad a wel enn amc’houlou a zigollo ac’hanoc’h.