◄ Penaoz e tleer pidi Doue hag he veuli, pa zeu ann enkrez war-n-omp | Trede levr - XXX | Red eo d’ann den ober fae war gement tra zo krouet, mar fell d’ezhan kaout he Grouer ► |
1. — Jezuz-Krist. — Va map, me eo a zo ann Aotrou Doue, me eo a ro nerz d’ann den pa vez enn enkrez ; deut daved-oun pa wasko ar boan war-n-hoc’h. Ar pez a vir muia na zeu de-hoc’h frealzidigez ann env, eo o veza m’en em roit re zivezad d’ar beden.
Rak abars ma teuit d’am fidi a galoun, e klaskit ho tizoan enn traou a-ziaveaz. Kement-se a zo kiriek ne dro gan-e-hoc’h nebeud a dra da vad, ken na zeuit da anaout ez eo me a denn a boan ar re ho deuz fisians enn-oun, ken na zeuit ive da anaout ne d-euz tra na den a hellfe, er meaz ac’hanoun-me, rei d’e-hoc’h ann nerz hag ar c’huzuliou hoc’h euz ezomm anezho, hag a oufe ho parea evit mad.
Breman pa’z eo torret war-n-hoc’h nerz ann enkrez, tennit hoc’h halan hag en em galounekait o welet sklear va madelesiou enn ho kenver, rak me zo tost d’e-hoc’h, eme ann Aotrou Doue, evit disteurel d’e-hoc’h kement tra hoc’h euz kollet, ha kalz muioc’h oc’h-penn.
2. — Ha netra ziez a zo d’in-me ? Hag hevel ounn-me ’ta oc’h ar re a lavar komziou heb ober netra ? E pe leac’h ema ho feiz-hu ? Dalc’hit mad, kendalc’hit ha gouzanvit hep klemm e-c’hiz eunn den kalounek, hag e teuio ar frealzidigez pa vezo deuet ann amzer.
Gortozit ac’hanoun, gortozit ; dont a rinn hag e viot pareet gan-en. Ann demptasion eo a ra d’e-hoc’h kaout nec’h, hag ho toujans re gisidik eo a ra d’e-hoc’h krena. Perak en em nec’hit-hu gant ann traou a zo da zont ; n’int mad ken nemet da greski hoc’h enkrez hag ho poan ; a-walc’h eo he boan da bep dervez. Ne dal netra ho pe nec’h pe levenez evit traou ne vezo marteze biken anezho.
3. — Stad ann den er bed-man, siouaz d’ezhan, a zo beza touellet gant ar seurt traou-ze, sempl evel ma’z eo dre-z-han he-unan. Kement-se a ziskouez sklear ne d-eo ket kre c’hoaz he ene, dre ma pleg ken eaz da droidellou ann aerouant.
Rak ne ra fors ann drouk-spered e pe c’hiz e vezimp touellet, e pe c’hiz e raio d’e-omp fazia, pe gant traou gwir, pe dre sonjezonou goullo ; ne ra fors e pe c’hiz e lakai ac’hanomp da goueza, pe dre eur garantez vraz evit traou ar bed, pe dre ar spount euz ann traou da zont. Arabad eo eta e ve ho kaloun enn enkrez hag enn aoun. Kredit enn-oun ha likit ho fisians efn zrugarez.
Pa gredit emoc’h pell diouz-in, neuze aliez eo emoun tosta d’e-hoc’h ; pa gav d’e-hoc’h ez eo kollet pep tra, neuze aliez eo e tosta ann amzer da greski mad hoc’h ene.
Na gredit ket e ve kollet pep tra pa c’hoarvez eunn dra-bennag a-enep d’e-hoc’h. Arabad eo d’e-hoc’h gwelet ann traou dioc’h ma kredit ez int, nag en em rei d’ann doan, n’euz fors a be leac’h-bennag e teu, e-c’hiz na ve mui evid-hoc’h tu e-bed d’en em denna euz ar stad-ze.
4. — Na gredit ket e vec’h dilezet a-grenn gan-en dre’n abek m’am euz ho tiaezet evit eur pennad-bennag, pe dre’n abek m’am euz lamet digan-e-noc’h va frealzidigez ; rak dre ann hent-ze eo ez eer da rouantelez ann envou. Evid-hoc’h-hu hag evit va servicherien all ez eo talvoudekoc’h gouzanv eur boan-bennag eget ne d-eo kaout pep tra dioc’h ho c’hoant.
Me a oar petra zo e diabars ho kaloun, me a oar ive ez eo talvoudek evit ho silvidigez ho pe diouer ac’hanoun eur weach-bennag, gant aoun na zeufac’h d’en em c’houeza re, mar teufe pep tra da vad gan-e-hoc’h ; gant aoun na zeufac’h d’en em blijout re enn-hoc’h hoc’h-unan, o kredi ez oc’h ar pez ne d-oc’h ket.
5. — Lemel a hellann ann traou am euz roet d’e-hoc’h ha rei anezho d’e-hoc’h adarre pa blij gan-en. Ar pez a roann a zo d’in ; mar teuann d’he lemel digan-e-hoc’h, ne gemerann seurt euz ho tra, rak digan-en-me eo e teu kement tra a zo roet d’e-hoc’h hag ive ar mad dreist pep mad.
Mar tigasann a-wechou d’e-hoc’h eur boan-bennag pe eunn enebiez-bennag, arabad eo ez afe drouk enn-hoc’h nag e teufac’h d’en em zigalounekaat, o veza ma hellann buhan rei skoaz d’e-hoc’h ha trei ho peac’h-enkrez enn eul levenez vraz. Enn eur ober evel-se eun ho kenver, me zo leal ha gwirion, ha va meuli a dleit.
Ma vec’h fur ha ma wellfac’h pep tra hervez ar wirionez, ne vec’h morse ken ankeniet ha ma’z oc’h, pa c’hoarvez eur boan-bennag gan-e-hoc’h. Kentoc’h e tlefac’h en em laouenaat enn eur drugarekaat ac’hanoun ; oc’h-penn zo, ne dlefac’h en em laouenaat nemet pa zigasann poaniou d’e-hoc’h hep kaout truez ouz-hoc’h.
Evel ma’z ounn bet karet gant va Zad, me ive a gar ac’hanoc’h. Setu am euz lavaret d’am diskibien ker ; koulskoude n’am euz ket kaset anezho dre ar bed da gaout dudiou ar vuez-man ; ho c’haset em euz evit stourm kalet. N’am euz ket kaset anezho da gaout enoriou ; da c’houzanv pep dismegans eo. N’am euz ket kaset anezho da veza vak war-n-ezho ; da labourat eo. Ne d-eo ket evit ehana eo em euz ho c’haset, bez’ ez eo evit dougen frouez e-leiz enn eur c’houzanv ho foaniou a galoun vad. Ho pezet sonj, va map, euz ar c’homziou-man a lavarann d’e-hoc’h.
Penaoz-bennag ec’h oufe ann dud n’emint war ann douar nemet evel tremenidi, evelato ez int douget dreist-penn d’en em staga ouz ar vuez-man, hag hi ker berr ; evelato ez int douget da brizout ann traou dioc’h ma kav d’ezho ez int mad pe fall. Bez’ e fell d’ezho beza euruz e-c’hiz pe c’hiz ha, gwasa zo, breman dioc’h-tu. Ann euruzded a glaskont n’ema ket e-touez ann dud, ne hell ket beza war ann douar. Fazia a reont, siouaz d’ezho ! Darn a gred ema ann euruzded e plijaduresiou hag e madou ar bed, ha goude klask anezho, e welont ne d-euz er bed nemet avel ha moged ha poan spered ; neuze e welont ive n’en deuz ann den netra oc’h-penn, evit-han da ober labouriou tenn ha kalet dindan ann heol. Oc’h anaout ne d-eo netra ar madou-ze, darn all a dro war-zu Doue. Eur c’hoant braz ho deuz ive da veza euruz a-vreman, ha dre-ze en em nec’hi, en em glemm a reont pa lam Doue he c’hrasou digant-ho, pe pa zigas d’ezho poaniou ha temptasionou. Ne ouzont ket ez eo stad ann den war ann douar beza klanv ha toc’hor ; ne ouzont ket ne d-eo ket ann den, dre’nn abek-ze, evit kaout ar gwir euruzded. Ne ouzont ket ez eo ann Doue mad a zigas ar poaniou a ra d’ezho klemm ; ne ouzont ket e tigas ar poaniou-ze da barea ho ene. A-ioul ec’h oufent ive ne d-euz euruzded e-bed war ann douar, n’euz peoc’h e-bed nemet oc’h en em rei holl da Zoue gant fisians ha gant karantez. Setu perak ar roue David a lavar ken aliez a weach ar beden-man : Ho pezet truez ouz-in, Aotrou Doue, o veza ma’z ounn klanv ; plijet gan-e-hoc’h parea ac’hanoun, rak ann drouk a zo eat beteg em eskern. Pareit va ene, c’houi a bare hon holl glenvejou.
Dre-ze e welomp ez eo red d’e-omp, hed ar vuez-man, gouzanv hor poaniou bep klemm e-bed, ober a galoun vad, e-kreiz tevalijen ar spered ha poaniou ar galoun, ar pez a fell da Zoue a ve great. Goude-ze hor bezo hep dale ar gwir vuez, ar peoc’h hag al levenez a bado da viken ; neuze c’hoaz hor bezo ar gwir euruzded, enn eur welet Doue dira-z-omp e-c’hiz m’ema.