Trede quevren - An tregontvet Chabistr

troet gant Charlez ar Brizh.
Youen-Yan-Lois Derrien, 1779-1792 (?)  (p. 311-314)





AN TREGONTVET CHABISTR.
Avisou-all c’hoas e quenver ar parlant.


HOn langaich hac hor parlant a dle beza douç, franc, sincer, naïf, ha fidel. Liquit evez n’en em servichac’h eus a gomsou doubl ha tromplus, nac eus a nep seurt finessaou ha feintisou en ho parlant ; peguement hennâc na ve quet mad lavaret ato peb-seurt guirioneziou, jamæs cousgoude ne de permetet mont a enep ar virionez : en em acustumit da veza quer sincer, na leverot jamæs an disterra gaou gant hoc’h anaoudeguez nac evit en em excus nac evit netra tout, o caout memor penaus Doue a so un Doue a virionez : mar c’hoarvez deoc’h lavaret ur gaou bennâc dre zievezdet, ha mar guillit e gourrija var ar Plaç dre un explication pe ur raparation bennâc, courrigit-èn : ur guir excusation e deveus cals mui a c’hraç hac a nerz da ober an excus eguet ar gaou.

Peguement bennâc ma c’hallet aviziou gant furnez ha gant prudanç dissimuli ha golo ar virionez o coms en ur fæçon artificius bennâc ; an dra-se cousgoude ne ranquer quet da bratica nemet a traou a gousecanç, pa er goulen servich Doue hac e c’hloar scleramant ; emeas ac’hano e dangerus en em servichout a gomsou artificius ; rac evel a lavar ar goms sacr, ar Speret santel ne chom quet en ur speret doubl ha diguiset. Ne deus finessa ebet quercouls ha quement da veza desiret, evel ar simplicite. Ar brudançou monden hac ar finessaou charnel ne apparchantont nemet ouz bugale ar bed ; mæs bugale Doue a ya gant an hent-eun hep clasq troïdellou, hac o deveus ur galon displeg ha dirid ; nep a vale simplamant, a vale hardimant, eme ar Fur. Beza gaouiad, beza doubl ha beza dissimulet a roï ato testeni eus a ur speret sempl a vil.

Sant Augustin en devoa lavaret er pevare lefr eus e gonfessionou, penaus e ene hac ene e vignon ne doant nemet unan, hac en devoa cas ouz ar vuez-mâ goude ma oa maro e vignon, abalamour na falle quet dezâ beva en hanter hepquen, ha penaus ivez abalamour da-se memes en devoa aon na c’hoarvise dezàn mervell, evit na varvse quet e vignon na cals na nebeut.

Ar c’homsou-mân a seblantas dezàn goudese re artificius ha re affectet ha deguiset, en hevelep-fæçon ma en deveus-ii revoquet ha reprenet ebars el lefr eus e retractationou oc’h o guervell comsou sot hac indeçant. Ha c’hui na vel, Philotee, peguen dilicat ha peguer sansibl oa an ene caër ha santel-mâ e quènver an affeterez hac an diguisamant a gomsou. Certenamant un ornamant vras eus ar vuez Christen eo ar fidelite, ar simplicite hac ar sincerite ebarz er c’homsou. Lavaret em eus, eme Zavid, me a lacai evez ouz va c’homportamant, evit na bec’hin quet em c’homsou. Liquit gard, emezâ, va Doue, var va guenou, hac un nor da serra var ma musellou, ha na bermetit quet e gonsante va c’halon da lavaret comsou malin ha tromplus evit clasq en em excusi em pec’hejou.

Un avis, pehini a roas ar Roue St. Lois, eo na zeuimp quet da zemanti den o controlia pe o repren e gomsou, nemet pec’het pe zomaich bras ve deomp chom hep e ober, evit d’ar fin evita peb contestationou ha peb disputou : mæs pa vezomp obliget da lavaret ar chontrol d’ar pez a lavar un all ha da opposi hor santimant ouz e hini, e rencomp usa gant un douçder ha gant un adress bras hep fallout violanti na contraign e speret : rac endeun ne c’hounezer netra evit quemeret an traou gant ruster ha gant c’huervder.

Ar parlant nebeut, pehini a so quement recommandet gant an dud fur aveich-all, ne dleer quet da entent ec’his pa na ranquer lavaret nemeur a gomsou ; mæs dre ar parlant nebeut-se e c’hententer, penaus ne ranquer lavaret nemeur a gomsou inutil : rac e quènver ar parlant, ne seller quet ouz ar gantite, mæs ouz ar galite eus ar c’homsou : hac e seblant din penaus e ranquer lacat evez ouz an diou extremite-mâ. RaC un den a rae re an ententet, ar sioul hac ar poset, hac a revusse contribui en discoursou familier pere a vez grêt er gonversation hac en antretien, a zisquesse caout pe ur certen disfizianç, pe ur certen disprigeanç eus a nep a so er gompagnunez ; un den ive pehini ne baouesse o parlant hac o vabillat hep rei na spaç na commodite d’ar re-all da barlant diouz o souhet, a zisquesse beza ur pen avel hac ur pen liger. Sant Lois na gafe quet mad, parlant e cusul hac e secret, pa vezer e compagnunez, ispicial ouz taol ; gant aon na lacaet ar re-all da sonjal penaus e vet o lavaret droug anezo. Nep a so ouz taol e compagnunez vad, emezâ, hac en deveus un dra bennâc a joaius hac a blesant da lavaret, a dle e lavaret en ur fæçon, ma en entento an oll : ha mar deo un dra a gousecanç, na falfe quet dezâ er g’ouffe an oll, e tle tevel var an dra-se hep coms anezàn nac e cusul, nac e nep fæçon.


————