Trede quevren - Ar seizvet Chabistr ha tregont

troet gant Charlez ar Brizh.
Youen-Yan-Lois Derrien, 1779-1792 (?)  (p. 346-350)





AR SEIZVET CHABISTR
ha tregont.
Evit an honestis eus ar guele Nuptial, pe eus ar guele a Briedelez [1].


AR guele nuptial pe a briedelez a dle beza hep souill hac hep taich ebet, evel a lavar an Abostol, da lavaret eo, e tle beza exant diouz peb-seurt lousdoniou profan hac impudic. Evelse ar Briedelez santel a oue da guenra instituet er Barados terres, eleac’h na doa bet biscoaz bete neuse nep-seurt direglamant eus ar goncupissanç na netra disonest.

N’en em arretàn quet da ober un instruction ampl d’ar priedou var ar sujet-mâ, gant aon na noassen da goustianç an eneou sempl, pere o deffe ar guriosite da len, hep ec’h apparchante outo, ar pez am be discleriet equenver ur vatier, pehini a so quer sansibl ha quen dangerus evel ma ze houmâ. Ar re pere a so angaget er briedelez a dle consulti ur C’honfessour sur ha prudant var an douetançou ha var an difficulteou, pere a allent da gaout er pouent-se. Lavaret a rân en ur dremen penaus ar pez a dle an eil pried d’eguile, a so galvet gant Sant Paul un dever hac un obligation quer bras, na fell quet dezàn e c’halle unan eus an diou barti en em exanti eus an obligation-se, nemet ar barti-all a gonsante libramant ha volontieramant ; non pas memes evit an exerciçou a zevotion, ar pez en deveus grêt din lavaret ar guer, pehini am eus lequeat diaraoc e chabistr ar Gommunion santel evit an articl-mâ : peguement eta e c’haller nebeuroc’h en em exanti eus an dever-mâ, oc’h e revusi gant pretantionou faltasius ha gant digarezou a vertuz, pe gant disprijanç, pe dre goler ha dre voual humor ? mæs ar priedou a renq lacat evez mad, na abussent eus an dever-mâ, o tremen dreist an urz hac an usaich, a so instituet ennâ gant Doue. Ar pec’hejou, pere a reont o pervertissa an urz-se, a so ato marvel, ha sulvui ma en em egaront diounta, sulvrassoc’h a sulexecraploc’h e o fec’hejou : rac evel ma ze ar guenta intention hac ar fin principal eus ar briedelez eo anjandri bugale, ne aller jamæs hep pec’hi en em ecarti ha dispartia diouz an urz pehini a so requis enni evit quemense, peguement bennâc na alle quet ar fin hac an intention-se beza effectuet neuse abalamour da un accidant-all bennâc, evel a erru pa vezer brases dija, peautramant pa vezer steril, da lavaret eo pa na vez quet a vertuz da anjandri frouez : rac en occasionou-mâ ne les quet an dever na ell beza just ha santel, nemet e vezo heuliet ar reglennou eus ar generation ; pa ze guir penaus accidant ebet ne ell jamæs prejudicia dal lesen pehini a so lequeat hac ordrenet gant ar fin principal eus ar briedelez. Certenamant an action iffam pehini a rea Onan en e briedelez, a yoa detestabl hac abominabl, evel a lavar ar Scritur sacr er Genese ; e punition a guemense ivez er scoas Doue gant ur maro subit, evit disquez exempl d’ar priedou da zioual ervat en o friedelez diouz an seurt actionou abominabl-se, pere a ve capabl da denna coler Doue hac e venjanç var o fenn er bed-ma memes.

Un dra vras eo, en em gomporte avizion an anevalet brutal gant mui a honestis er pouent-mâ, eguet an dud ræsonabl. An elefant ne deo, nemet un aneval bras ha lourd, mæs un aneval eo an dina so var an douar, hac en deveus ar muia santimant ; me a fell din lavaret deoc’h ur merq eus e honestis : jamæs ne cheinch a femell, hac e car estrainch an hini en devez choaset, pe gant hini cousgoude ne zeu d’en em barraat nemet a dri bloaz e tri bloaz, hac an dra-se e spaç a bemp devez hepquen, hac er gra quer secret na vez guelet jamæs oc’h e ober, mæs apparissa a ra d’ar c’huec’hvet devez, pe da hini abarz peb-tra tout e za directamant da ur rivier bennâc, eleac’h ma voalch e gorf antieramant, hep fallout dezâ morse-tout distrei da gaout ar re-all, quen a vez en em burifiet da guenta. Ha ne de quet ar re-mâ santimanchou caër hac honest en un seurt aneval, pehini a ra scol er fæçon-mâ d’an dud demezet na zalc’hint quet engaget ha staguet o affection ouz ar blijadur sansuel eus o friedelez ; quent-se ma voalc’hint o chalon he goude, ha ma en em burifiint diouti er c’henta guella, evit exerçi goudese gant peb liberte a speret an actionou-all, pere a so purroc’h ha noploc’h ? En avis-mâ eo e consist ar pratic parfet eus an descadurez excellanr a ro Sant Paul d’ar Gorintianet en termeniou-mâ. An amser a so ber, emezâ, hiviziquen eta ar re pere o deveus graguez, bevent evel pa n’o deffe quet. Rac hervez Sant Gregor, hennez a vev gant e c’hreg evel pa n’en deffe quet a c’hreg, pehini a guemer ar gonsolationou corporel ganti en hevelep-fæçon na vez quet evit quemense distroet diouz ar bretantionou spirituel, hac ar pez a lavarer amâ eus an ozac’h, a dleer da entent quer couls eus ar c’hreg. Ar re pere en em servich eus ar bet-mâ, eme ar memes Abostol, bevent evel pa n’en em servichent quet anezàn.

En em servichet eta peb-unan eus ar bed, hervez e stad hac e vocation ; mæs en ur fæçon na stago quet e affection ouz ar bet, ha ma vezo quel libr ha quer pront da servicha Doue, evel pa n’en em serviche quet eus ar bet. Hennez eo ar maler bras en deveus an den, eme Sant Augustin, fallout jouissa an traou p’eveus ar re ne dle nemet en em servicha, ha fallout en em servicha eus ar re ma tle jouissa hepquen anezo. Beza e tleomp jouissa eus an traou spirituel, hac en em servicha hepquen eus an traou corporel ; rac pa chenchomp an usaich eus an traou corporel er jouissanç anezo, hon ene ræsonabl a vez chenchet ivez en un ene brutal hac aneval.


————
  1. Gwall zifeal ouzh an destenn orin eo troidigezh ar chabistr-mañ, gant meur a frazennoù lezet e-maez pe dreuzfurmet bras. [Notenn gant Wikimammenn]