Armorica, 1935  (p. 19-20)
◄  Kerne Treger Leon  ►



TREGER
————

O bro goant Landreger, biken ankouât na rin
Nag an eurvad a teus a bell zo rôet d’in,
Nag an digemer wesk am oa bet diganid
Pa deuis, dizanve, va bara da c’honid,
Dilezet evidout va bro Gerne-Uhel,
E-touez da dud dilorc’h da stenna va zinell.
Da héñchou, vel da dud, am eus darempredet ;
Da jistr am eus tañvaet, ouz da dôl ’m eus predet ;
Hag o vevañ ganid, n’am eus kavet atao
’Med hent plen, tud gwirion ha c’hoantek d’ober brao.

————

Neb a wel ac’hanout diwar lein tosenn Vre
A wel eur berradur eus Breiz en pep doare :
Mene Gurunuhel, koajeier « Koad-an-Noz »,
Plenennou pinvidik ledet bete Perros,
Ha traouienn vraz Gwengamp ha saonennig Benac’h,
Ha, dantelezet brao gant reier Ploumanac’h,
Rubanenn c’hlaz ar môr o starda da ôchou.
Eur c’hastel koz bennag a ziguz a wechou
Gant e vogeriou teo ha gant e douriou moal,
O tigas soñj eus tud hag eus amzeriou all.
Peurvuia, koulskoude, dre da vaeziou laouen
Ne zav ’met traou yaouank, tier ha kêriou gwenn,

O verka deus a bell, mesk an tokajou koad,
Vel bleuniou « Marc’hared » e-kreiz glazur eur prad.
Rak plijout a ra d’id, Treger, an traou neve :
Darn eus ar giziou koz ’teus kaset da vale,
Ha kemeret, e-lec’h ar pez oa mad gwechall,
Lod dilhad ha dansou héñvel ouz re Bro-C’hall.
Mirout a rez, avat, gant nerz ha karante
Ar yez a zigasas Breiziz Tremôr gantê ;
Ha konta rez atao en dro d’an tan, bep noz,
Ar marvailhou koueet diwar deod ar re goz.
Duze ’man ar mistri vid ar fentigellou,
Tud hag a red ar gér diwar o muzellou
Vel ruz ar wazig dour dreist he gwele yeot glaz,
Tud hag a lak ’n o c’homz eur bébrenn hag eur vlaz
Seurd ma lak en pep meuz dorn skanv ar c’heginer.
Oh ! ya, konterien flour zo dre vro Landreger,
Ken flour ma seblantont a wejou d’ar re-all
C’hoarzin goap goude ne reont ’met kôzeal.
Hogen Landregeriz, mar plij d’ê farserez,
N’int ket tud da vêrat dre zroug ar oaperez.
Eur spered lemm meurbed ’n hini verv en Treger,
Skignet en êr gant sant Tûal, ar prezeger
A zigasas d’ar vro kelou an Aviel
D’ar c’houlz ma voe enni c’houezet tan ar brezel
Etre ar gristenien hag ar barz-meur Gwenc’hlan,
Chomet an divezañ hag ar brasañ Pagan.
E delenn a zonas mallozus ha garo ;
Ha pa voe he mouez arm mouget gant ar maro,
En douar Landreger, e-deun ar c’hoajou braz
E vanas da gousket telenn goz Roc’h-Allaz.
Setu perak emout, Treger, bro ar varzed,
Bro ar sperejou kaer hag ar c’homzou aezet,
Perak, en es tier c’hoarzus ha dereat,
E vê digoret frank an dorn d’an tremeniad.


————