Tri hent ar bed-all

Ti moulerez Sant-Gwilherm, 1911  (p. 1-5)



TRI HENT AR BED-ALL


————


Eur vamm baour a yoa war he zremenvan. Teir merc’h he devoa, ar gosa a c’helle kaout seitek vloaz. Gervel a reas anezo e-tal he gwele a varo, hag e komzas outo evel-hen :

— « Va bugaligou ger, emezi, echu eo va amzer ganen, hag e vezo red bremaik dispartia diouzoc’h. Doue am galv da vont da gavout ho tad. Ar pez a ra ar muia poan d’in eo dilezel ac’hanoc’h pa ’z hoc’h c’hoaz ker yaouank, ha lezel ac’hanoc’h paour glez, hep harp na difen war an douar-ma. An hini a ro o magadurez d’al lapoused hag al liou d’ar bleun er prajeier, n’ho tilezo morse, mar chomit fur. Digas a rai eun eal da ziskouez d’eoc’h an hent. Pedit Doue eta kalonek pa vezin eat eus ar bed-ma ; ya, pedit anezan alies, hag evit ma sello ouzoc’h gant madelez, dalc’hit sonj mat euz aliou ho mamm. N’em beus mui a-walc’h a nerz evit chom pell da goms ouzoc’h ; setu ama eta e ber gomzou va aliou diveza. En em garit atao etrezoc’h, ha grit dalc’hmat d’ar re all ar pez a garfac’h a ve great d’eoc’h hoc’h-unan. Hounnez eo an doare wella, an doare hep hini-all da blijout da Zoue, hon Tad d’eomp holl… Ha brema, va bugaligou, tostait ama an tri bara diveza-ze am eus aozet evidoc’h. Ya, ar re diveza int. Kemerit pep hini ac’hanoc’h unan anezo, ha grit implij vat gantan. Bezit piz warnan, arabat e vezo d’eoc’h avat chom hep roi d’ar paour ouz e naon. Ar paour a zo ho preur : ar paour eo Jezuz-Krist e-unan. Ranna a rai ganeoc’h e rouantelez mar rannit hoc’h-unan ho para gant ar paour. D’ar rouantelez-se eo ez an, va bugale ; eno e vezin oc’h ho kedal. Arabat e vezo d’eoc’h ankounac’haat an dra-ze pa ho pezo da c’houlen hoc’h hent evit dont betek ennon. »

Ar vamm gristen a roas he bennoz d’he merc’hed hag a varvas goude beza erbedet anezo eur wech c’hoaz ouz an Aotrou Doue.

Ar vugale a jomas penn-da-benn an deiz e-bars gwele ar maro. An hini gosa a zeblante beza lakeat nec’het gant maro he mamm, an eil a zec’he he daelou, ar yaouanka a ouele hag a bede.

Antronoz, a-boan m’oa diskennet ar c’horf er bez, setu perc’hen an ti o tont da c’houlen e c’houel-mikel.

— « N’hellit ket chom ama, emezan d’ar merc’hed ; ho mamm n’he deus ket paeet he gouel-mikel. Red e vezo d’eoc’h eta mont er meaz. »

Ha setu ar merc’hedigou lakeat nec’het bras, n’ouient da beleac’h mont.

— « Deomp atao, eme ar yaouanka ; ni a c’houlenno hent ar bed all, hag ez aimp da gaout hor mamm. »

En em glevet a rejont etrezo evit ober evel-se, hag hi da zastum ar pezig o devoa.

Ar bara roet gant ar vamm a yoa chomet war an daol. An tri bara n’oant ket ker bras ha ker bras.

Ar gosa eus ar merc’hed he devoa great eur zell korn hag he devoa gwelet ment an tri bara ; kemeret a reas dijipot an hini brasa.

An eil a yoa o vont da ober ar memes tra ; kas a rea he dourn d’an dorzig vrasa a jome ; hogen, sevel a reas evel mez ganti, hag e kredas hebken ober warnan eur jachaden, evel pa vije dizeblant.

Al loden lezet gant ar yaouanka n’oa ket tre henvel oc’h an hini a roas Joseph d’e vreurig Benjamin ; hogen, ar bugel na daolas ket nemeur a evez hag a gemeras ar pez a jome.

O veza sammet ar pez o doa gallet kaout evit o beach, setu an teir baotrez o vont er meaz eus an ti.

Hag ez eant, pep hini evel ma’z oa tuet, buhanoc’h an eil evit eben. Ar gosa a yoa he spered ganti he-unan, mall bras he devoa da danva pelloc’h ar frankiz ; an eil n’oa ket nec’hetoc’h gant he c’hoarezed, hag an drede a yoa gant he mamm hag an aliou fur he devoa roet araok kimiada diouto. Hag evel-se, hep taoler evez a-benn eur pennadig ez oant eat pell an eil diouz eben ; ar gosa a ya da genta, an eil gosa da c’houde, hag ar yaouanka da ziveza. Evel ma ’z oa kalz tro gant an hent, ar c’hoarezed a rea ar memes hent hep en em welet.

E penn an hent-se ez oa eur groaz vras astennet ganti he divreac’h evel evit lavaret d’an tremeniad : Chomit a-zav. Pelloc’hig ez oa tri hent : unan a ziskenne a-gleiz, egile a yea kompes a-zeou, hag an trede a yoa sav gantan ; an diveza-ma a yoa war-eün adre kein ar groaz.

Hag ez oa eun den, eun den koz bras, azezet e kichen an hent a rea ar merc’hed ; pelloc’h, ez oa eun den yaouank e-hars troad ar groaz, e penn an tri-hent,

Pa zigouezas ar plac’h yaouank betek ennan, ar paour koz a zavas hag a lavaras d’ezi war eun ton meurbed truezus :

— « Eun draig bennak d’ar paour kez koz ! N’hellan mui labourat, naon am beus ha n’em beus ket eur gwenneg da brena bara. »

Ar plac’h faro na zelaouas ket hag a yeas ebiou o sailha gant he bara. »

— « Va merc’h, eme ar paour adarre, koz oun, ha naon du am eus ! »

Hi avat na rea van ebet.

— « En hano Jezuz Krist ! eme ar c’hoziad ; en hano Jezuz Krist, a bed ac’hanoc’h dre va ginou da rei d’in eun aluzennig ! »

— « Goulennit skoazel digantan, va den mat, evidon-me n’em beus netra da roi !… »

Hag e kendalc’he da vont gant he hent o chaokat he bara. An den yaouank a yoa e-hars ar groaz en doa gwelet ha klevet pep tra.

Nec’het oa ar plac’h o tigouezout en e gichen, e penn an tri hent.

— « Hent ar bed-all, mar plij ! » emezi d’an d’en yaouank flamm.

— « Tri a zo anezo, eme an den yaouank gant eur vouez rust. An hini kleiz a gemerot, kredabl eo, abalamour m’eo an easa ; n’eo ket hennez koulskoude an hini a gemeras ho mamm. »

N’en doa ket peur echuet e gomz hag edo ar plac’h o tisken dizoursi gant an hent kleiz, hent ledan ha fichet brao gant ar bokedou hag ar frouez a yoa a-bep tu d’ezan. Ya, disken a rea hep taoler an disterra evez oc’h ali an den yaouank.

E keit se, an eil blac’hig a zigoueze i ve gant an den koz. Hema a lavaras d’ezi evel d’eben :

— « Ho pezet truez ouzin, rak koz oun, n’hellan mui labourat ha n’em beus gwenneg ebet da brena bara. »

Koulz hag he c’hoar hena, houma he divije karet pellaat, hogen ar paour a gendalc’he da bedi :

— « Eun draig bennak, va bugel ker ! koz bras oun, ha naon am beus ! »

Ar baotrez a yoa etre daou.

— « En hano Doue ! eme ar paour, en hano Doue ! talvezout a rai d’eoc’h ! »

Dont a reas sonj d’ezi eus he mamm hag he devoe evel morc’hed ; tenna a reas a-zindan he zavancher ar bara he devoa c’hoanteet kuzat ; terri a reas eun tammig hag hen roas d’ar paour.

Daoust da gement-se, ar plac’h n’oa ket laouen pa zigouezas d’he zro gant an den yaouank a yoa en e zav e-hars ar groaz ; gwelet ha klevet en doa adarre pep tra.

Evel he c’hoar e oe nec’het o kaout tri hent dirazi.

— « Livirit d’in, mar plij, Aotrou, pehini eus an tri-ma eo hent ar bed-all. »

— « O zri e kasont d’ar bed-all, eme an den yaouank gant tristidigez. Kemerit an hini a zo a zeou, n’ho pefe ket a-walc’h a nerz-kalon evit mont gant an hent stris. Kaout a reot dor wer ar bed-all e penn an hent a ziskouezan d’eoc’h. »

Hag ar plac’h yaouank a yeas a-zeou ; eun tammig muioc’h a zisken a yoa, hag an hent n’oa ket ker koant hag hini an tu kleiz, n’oa ket re zieas evelato.

D’he zro, ar c’hoar yaouanka a yoa digouezet gant ar paour koz azezet.

— « Ho pezet truez ouzin ! a lavaras-hen ; koz oun ha kabac’h, hag ouspen-ze naon am beus ! »

N’en doe ket ezom da lavaret diou wech. Ar verc’hig vat a grogas er bara a yoa ganti dindan he c’hazel hag a ginnigas anezan en e bez d’ar paour.

— « Re eo an dra-ze, va merc’hig, eme an den koz, eun tammig bihan hebken, n’em beus ket ezom muioc’h. »

— « Nan, emezi, kemerit an hanter. O roi anezan d’in, va mamm he deus lavaret ranna gant ar paour abalamour, emezi, ar paour eo hor breur, abalamour m’ema Jezuz-Krist o chom dindan truilhou ar paour. »

Hag e torras an tammig bara e daou, o roi goude al loden vrasa d’ar paour koz.

An den yaouank a yoa e kichen ar groaz en doa gwelet ha klevet pep tra.

An hini vihan a oe ken nec’het hag he c’hoarezed o welet tri hent dirazi ; hag e c’houlennas digant an den yaouank :

— « Livirit d’in ’ta, mar deo ho madelez, pehini eus an tri hent-ma eo a gas d’ar bed-all. »

An den yaouank a vousc’hoarzas hag a lavaras :

— « An tri hent-se, va bugel, a gas d’ar bed-all. Hogen, kemerit an hini kreiz, an hini a zo eün gant ar groaz. Er penn pella anezan e kavot dor wenn ar bed-all. »

— « Eno eo ema va mamm, n’eo ket gwir ? Emezi ; c’hoant bras am eus da vont d’he c’haout. »

— « Ya, va bugel ker, eno ema ho mamm, hag ive ho tad hag an Aotrou Doue. Eno emaint o c’hedal ac’hanomp. »

— « O ! mont a ran buan neuze, emezi… Na tenn e oar zav ! na stris, na meinek eo an hent ! Aon am eus da goueza o vont dre ama. »

— « N’ho pezet nep aon, a lavaras an den yaouank koant ; me ho tougo etre va divreac’h, en aoun ne deufe, ho treid da steki ouz ar vein. »

— « Ha me, pa ho pezo naon, me a roio d’eoc’h eus va bara. »

An eal (an den yaouank a yoa eun eal) a gemeras anezi etre e zivreac’h, hag e pignjont gant an hent stris ha meinek betek m’errujont dizale gant dor wenn rouantelez ar bed-all. Jezuz-Krist e-unan eo a deuas da zigeri, tad ha mamm ar verc’hig vat gantan. An nor-ze oa dor ar baradoz.

An eil c’hoar a zigouezas ive prestik goude e kichen eun nor. An nor-ma na zigore ket war al leac’h m’edo ar bugel karantezus o tanva eul levenez hep he far, gant he zad hag he mamm. Kas a rea di ive, gwir eo, hogen, na tenn oa brema an hent he devoa da ober a-dreuz an drez, ar spern, ar vein, hag an tan ! An nor ze oa dor ar purkator.

Hag ar c’hoar gosa, an hini he devoa eur galon ken kalet, an hini na fellas ket d’ezi roi eun tamm bara d’ar paour a c’houlenne en hano Jezus-Krist, n’em beus ket ezom da lavaret d’eoc’h e peleac’h edo pa zigoras eviti ha pa zerras warni dor rus-glaou ar bed-all.


————