Tri mab an toer koz



TRI MAB AN TOER KOZ
————
Kontaden nevez
gant Loeïz AR FLOC’H
————

Gwechall goz, araok ar Reveulzi vras, edo o chom e parrez Kerlouan, eun toer-soul, hanvet Yann al Loutik. Yann a oa eur marvailher eus ar penn kenta ; ar vugale koulz hag an dud en oad, o devoa mil vatier, a c’hoarze leiz o c’horf, pa vije Yann o konta eur marvailh bennag e toull al ludu. Raktal ma kavas eur vaouez dioc’h e gendere,[1] Yann a gemeras eur pried. Mac’harid an Teven, e vaouez n’oa ket a drazur eur gaer a bebren, met gwelloc’h evit gened he devoa, furnez ha relijion grenv evel he zud en he raok. Yann ne gemere ket eur vaouez evit he mac’hagni, evit beza ganti evel ki ha kaz, met evit he lakat evurus en e ser. Morse se vije gwelet an toer en eun hostaleri ; tec’hout a rea dioc’h an evach brein, rak gouzout a rea e chom ar vrud vat e toull an nor, hag e ia ar vrud fall beteg ar mor.

An daou bried o devoa bet digant Doue tri mab. Ar c’hosa, Cheun, a jomas er gaer da zikour e dad da dei ; an eil, Sezni, eur spered lemm a baotr, a ieas da Lezneven da ziski ar vicher a galvez, ha Biel, ar iaouanka, pa oa deuet war an oad, a fellas d’ezan mont da Vrest, da glask e rest. Ar paotr iaouank, eun tamm berr a spered, a zentas oc’h eur stultenn froudennus, a ieas da heul eun amezek hag a roas d’ezan da gredi n’oa netra da ober e Brest nemet lipat ar mel a ziver dioc’h ar mogeriou. Allaz ! evel a welimp e kerz an danevellig-man, ar paourkez paotr a gouezas e veud en e zourn, e vinaoued na deuas ket da veza souc’h, e lenn da veza mor, nag e vag da veza lestr, rak ne ouias ket ober e chaoser dioc’h e lenn.

Cheun, ar paourkeaz amboubal, adaleg m’en devoa desket sevel ar weren d’e vuzellou, a vije aliesoc’h mezo eget diabaf, hag heb mez e chome da alvaoni, da c’hlavourenni dirag ar poezon melen, keit ma vije e dad a-zevri o tei, evit delc’her d’ezan eun tamm bara. Ouspenn ma oa droch,[2] Cheun a oa c’hoaz eur c’hasaüs a zen ; en em zevel e rea oc’h e dud e-unan hag oc’h an estren, heb an disterra digarez, ha kaer a oa kas e dorz dezan d’ar gear, e kendelc’he bepred da ober talabao ha da ziskouez e gounnar-ruz.

An daou gos, war bouez beva divis ha labourat start, a zelc’has d’o mab kosa eun tamm bara ha dilhad dibikous, met n’eus forz da beleac’h e iea eus ar gear, e vijent enkrezet gantan, ar c’heaz furzod. Eun dervez, o tont d’ar gear eus ar bourk, Cheun, tom d’e c’henou, a gavas war e hent daou ganfard eus a Wiseni. — « Me eo ar gwella goaz a zo er vro, c’houi n’oc’h nemet daou zanvad, n’oc’h ket d’in eun tanva ; ho pruzuna rafen etre va meudou evel daou c’hlesker. »

Hag e krogas, e krogas e kolierou ar baotred en eur skragnal e zent. Kerkent avad edo d’an douar a stog-e-gorf, evel eun eubeul o c’hounit e gerc’h, e garavellou er vann, eun trepagn en devoa tapet. Neuze, a dreuz traonien ha lanneg, e ieas d’ar gear e kounnar-ruz, da ober harao ha trouz d’e dud.

Feas gant e vab lonker, Yann a ieas da gemen d’ar mear da lavaret d’ezan pe doare buez a rea d’ezan ha d’e wreg ar mab kasaüs. Ar mear a deuas antronoz vintin pe oa diabafet ar paotr hag a lavaras : « Diwar ar mare, Cheun, ez eo poent d’it ehana da ober cholori d’az tud, pe ma ne res ket, me a entento ouzit a zoare. Klevet a res ! ma rankan dont aman c’hoaz eur wech all, e vezo daou archer ganen, ha neuze o vezo gwelet piou [eo] ar mestr, pe te pe al lezen. Mez a dlefes da gaout o vale etouez an dud, met ne peus ket, rak ne gomprenes ket pegen kasaüs out. Eun trepagn a peus bet, ne peus ket hen laeret, ha da dud a vije lawen, ma vije an diveza, ma vijes diwar ar mare dizounet diouz an hosteleriou. N’eus den ebet er barrez ken fall oc’h e dad evel ma z’out-te, ha ma pije eun tam kalon en da greiz, ec’h en em strinkfes e-harz o zreid, e c’houlenfes pardoun outo, e lavarfes d’ezo e fell dit beza adarre evel pa oas bihan, eur mab fur ha sentus. N’oun ket deuet aman da ober eur zermoun d’it, met difen a ran ouzit seac’h ha glaz ober an disterra poan d’az tud, ma ne fell ket dit beza laket er goudor. Ma klevan eur grik diwar da benn, e c’halles lavaret emaout kraouiet da vad. Rakse, taol evez rak gwelloc’h paotred evidout-te a zo bet ententet outo, ha te, ma ne gares diwall, a vezo kavet an tu warnout ive. »

Pelloc’h goude, Cheun na lipas mui e vourrou diwar ar Melenog, dont a reas a zervez da zervez da veza zoken skouer ar goazed e Kerlouan, gwelloc’h e rea e zeveriou a gristen, heug en devoa oc’h an evach krenv, met gwin avad a zalc’he dizefot en ti evit e dud, evitan hag evit ar vignoned. Al levenez a gemeras adarre e ti an toer koz leac’h an dristidigez, an heol a baras war an daou goz, eleac’h an tan hag al luc’hed. Daou vloaz goude, Cheun, deuet da veza fur, a zimezas da Chef an Tibalann, intanvez iaouank gant daou a vugale. An daou bried iaouank, eleac’h ober o ziegez o unan, a jomas da veva e ti an daou goz, divisoc’h oa evito.

Abenn eur pennad mat a amzer goude, Cheun, gant e wreg hag e vugale, a ieas da bardoun Lezneven, da welet Sezni hag e familh. Sezni a oa ar voul gantan e Lezneven, brudet oa dre oll ar c’hanton evit ober benveou labour eus ar re wella hag arrebeuri eus ar c’henta.

Eur bardaezvez goude koan, an daou vreur a oa azezet en eur c’hougnig eus al liorz, hag a voas, e teuas hano eus ar breur dianket pell a oa.

« Te ne ouezes ket ive e peleac’h eman Biel ? eme Cheun. »

— « N’em beus bet kelou ebet dioutan pemp bloas a zo, Cheun. »

— « Eun druez eo !… Ouspenn ar vez evidomp ! Ar vamm, nozvesiou a zo, pa deu da zonj d’ezi anezan, ne gousk ket eur veraden, ne ra nemet hirvoudi ha skuilha daëlou. »

— « Me em beus estreget eur wech goulennet kelou dioutan, laket her c’hlask dre-oll, ha morse kelou mat ebet ! »

— « C’houek eo e dud da bep den, Sezni, ha pa deu em speret ar zonj eus ar paour keas Biel, e teu an dour em daoulagad. Ar paourkeas paotr, evel a ouezes, n’oa ket eus ar re finna, mont a reas da Vrest, touellet gant komzou flour eun amezeg a roas d’ezan da gredi n’oa netra da ober e Brest, nemet plega ha dastum. M’em bije gouezet neuze ar pez a ouezan hirio, em bije laket d’ar paotr-ze ar pik war an I, ha desket d’ezan eo kaletoc’h ar vein da derri e kear eget war ar meaz. »

— « Petra dalv keusial hirio ! gouzout a ra an hent de Gerlouan ha da di e dud, ha ni ne ouezomp ket e peleac’h ema hen. Gouzout a ra e vefemp lawen oc’h e welet ! Perak 'ta neuze ne deu ket beteg ennomp, pe da vihana perak ne skriv ket eur ger d’eomp, evit rei d’eomp eus e gelou, fall pe vad ! »

— « A-dra-zur, e tlefe hon dinec’hi holl, hag eur ger hebken digantan hor lakafe lawen… Met mar d’eo maro !…

— « Ma vije maro, e vije deuet eur paper evit kemen d’e dud ! »

— « Hini ebet ac’hanomp na oar petra da zonjal dioc’h ar paour keas amboubal, ne ouezomp ket petra eo deuet da veza, na petra zo bet oc’h hen poulza da gasaat hag e dud hag e vro. Awechou em beus bet c’hoant da lezer peb tra, ha mont da redeg ar vro, da welet hag her c’havout a rejen en eun tu pe du. Met evit beachi ez eo red kaout arc’hant, ha n’em eus ket. »

— « Mar kerez e zi da ober eun tamm tro, me a roio dit arc’hant, ha te a roio da amzer, a lavaras Sezni da Cheun. »

— « Great an traou, breur, warc’hoaz e zin e leo, ha bez sur ne gollin ket va amzer, rak eun anter e vezo easoc’h hor spered, pa ouezimp e peleac’h eman va breur dianket hag hor mamm a vezo astennet kalz d’ezi he buez, pa glevo kelou eus he mab Biel.

Cheun a ia da glask e vreur Biel

Antronoz vintin, goude beza kimiadet deus e dud, Cheun, eur ialc’had aour gantan e godel e vruched, a gemeras penn an hent evit mont da Vrest. Tri dervez oa bet o furchal ar gear-ze, ha den enni ne aneveze Gabriel Loutik, eus a Gerlouan. War mont kuit edo Cheun, pa welas azezet war ar geot eur plac’h goz-goz, oc’h ober stamm.

« Marteze, a zonje paotr Kerlouan, houman, ar vamm-goz-man a anavez va breur !… N’eus forz, ne vezin ket kannet ha refuzet ganti, mont a ran d’he c’havout ; eur wrac’h goz eo hi heb douetans ».

Pa on azezet Cheun etal an hini goz, e lavaras : « Demad d’eoc’h moëreb, skuiz oun o vale dre gear, hag aman e vezin brao, eun tachad, en họ kịchen. Me a zo deuet da Vrest, da welet ha kavet em bije va breur Biel, dianket tregont vloaz a zo. Aoun braz am beus ma ve maro, rak ar c’heaz den a oa anter droch ».

— Ho preur, va den mat, n’eo ket maro, met pell eman ac’halenn.

— C’houi a oar, moëreb, e peleac’h eman Biel Loutik, va breur ?

— « Ya, ha pa ho kwelan, e seblant d’in her gwelet, henvel-poch oc’h outan evel daou lomm dour ; ganen-me eo bet mevel epad tri bloaz. »

— « Va Doue ! mad em beus great azeza en ho kichen !… hag e peleac’h eman va breur neuze o koza, hast am eus da glevet, itroun ? »

— « Tri dervez ha teir nozvez e vefoc’h o vont beteg ennan »…

— « Goude ma ven tri c’hant, moëreb, an dra-ze ne ra ket, nemet her c’havin ar breur paour ! tridal a ra va c’haloun em c’hreiz. »

— « Tennit eus va biz ar walen-man, ha lakit-hi war biz bihan ho tourn kleiz, ha selaouit mat ar c’homzou emaoun o vont da lavaret d’eoc’h : « Keit ma vezo melen ar walen, a vefoc’h war an hent mad, met mar teufe d’ezi dua, o vefoc’h faziet war hoc’h hent. En noz-man o teufoc’h d’am zi plouz da loja, ha kouskat a reoc’h gant va zad e touez eur bern raden ».

— « Ho polontez bezet great, moëreb ! gant ma kavin va breur, ne ran ket a forz e pe leac’h na war betra e kouskin ».

— « Ho preur Biel a gavfoc’h, pe n’eo ket pemp biz a zo war va dourn, met da ziwall ho peus, grit hervez liou ar walen, pe… ».

— « Ober a rin, moëreb, bezit dinec’h war ar poent se ».

Cheun a en em gavas e ti-plouz ar wrac’h goz, ne ouias dare pe heur na penaoz, he mont a reas da gouskat e kichen tad ar voëreb madelezus.

Antronoz vintin, kerkent ha goulou-deiz, an dortezig kant vloaz a oa war-zao, o rei he ursiou da Cheun. « Ember da noz, pell goude kuz-heol, e veloc’h ar walen o rusia, neuze e vezoc’h tost da di va c’hoar, a zo hanter kant vloaz kosoc’h evidon. Eno e rankec’h kouskat, e kreiz etre daou gi kounnaret, a venno sailha ganeoc’h evit ho trailha etre o dent, taolit evez, paour keas den ».

— « Ma vezont stag mat, an dra-ze n’eo netra, kustum oun da glevout chas o c’harzal, moëreb. Bennoz Doue d’eoc’h, ha kenavo ! Skuiz maro, poan d’ezan o chom war e ellou, Cheun a en em gavas wardro deg heur e koat ar C’hrannou. Bleinet gant e walen, ec’h erruas e lochen ar wrac’h goz, daoubleget, met lemm he daoulagad.

« Edon oc’h ho kortoz, va den mat, ho kwele a zo great er c’hraou a zo stag oc’h va maner, me a zo vont d’ho kas, rak va c’hi Mindu na zouj den nemedoun, ha va c’hi Plaouf, a zo ken gwas hag hen, ho trailha rafent e berr-amzer. »

Eur pennad goude, Cheun a oa astennet war diou orden balann hir, ha n’oa ket nemeur a lorc’h ennan e kreiz etre an daou gi iud a oa oc’h hen diwall, ne dennent lagad ebet diwarnan.

Antronoz, kerkent ha sao-heol, mestrez al lochen a deuas da zihuna ar beachour, hag eur pennad goude, paotr Kerlouan a oa adarre en hent warzu eur vro dizanav evitan. Mont a rea evel p’hen dije great marc’had da vale. Evit krenvaat e galon, e kemere en hostaleriou a gave war e hent eun tamm bara hag eur banne gwin, hag adarre el leo. Wardro deg heur noz adarre, e welas e walen o rusia, ha prestik goude ec’h en em gavas en eun ti soul war ribl an hent, edo erruet e ti c’hoar ar voereb goz.

— « Ah ! erruet oc’h, va den mat, a lavaras ar wrac’h goz daou c’hant vloaz ; edon e-ged ac’hanoc’h rak va c’hoar a zo bet bremaïk oc’h va gwelet, hag he deus lavaret d’in e tliec’h digouezout en noz-man, eur mare bennag. It da gouskat pa garfoc’h, rak m’oar vad oc’h skuiz maro o veachi, abaoue ar mintin. »

— « E pe seurt parrez emaoun aman, mar plich, moëreb ? »

E parrez Lokronan-Kerne, peder leo eus Kemper. It aze da c’hourvez, da ziskuiza hoc’h ezili war an orden lann a vezo ho kwele en noz-man. »

Cheun na lavaras grik, met ne zonje ket nebeutoc’h, gourvez a reas war al lann garo a doulle e gorf d’ezan e kant leac’h. Evit gwir, evel a zonje, e vije bet gwelloc’h en e wele du-ze e Kerlouan, eget war al lann, met ar garantez a vage evit e vreur eo a rea d’ezan gouzanv gant habasked ar poaniou a zivaske breman.

Antronoz vintin, wardro pemp heur, ar wrac’h daou c’hant vloaz a loskas eur iouc’haden skiltrus, hag a zihunas krenn ar beachour. « Em-ber, va den mat, pa welfoc’h ho kwalen o rusia, e chomoc’h a-zav raktal, e c’hourvezoc’h el leac’h ma vefoc’h, hag e c’hortozoc’h ar pez a zo da zigouezout ganeoc’h. Trouc’hit araok gourvez eur vialen, ha lakit start en he fenn ar walen a zo war ho piz, rak da c’houren ho pezo oc’h eur strollad chas a lampo warnoc’h dioc’h ar c’hoad a vefoc’h tost d’ezan. Eun heur goude ar chas, eur vagad bleizi kounnaret gant an naoun, a sailho warnoc’h evel war eun danvad. Eun heur all goude, eun toullad moc’h gouez, naoun d’ezo da zrailha eskern, a zanto ar c’houez diouzoc’h, a deuio da glask ho mala gant o dent. Evit treac’hi an oll enebourien ze, n’ho pezet nemet kinnig ar wialen d’ezo, mar tizit unan hebken anezo, ar re all a ielo gant an tanfoueltr diouzoc’h. »

P’ho pezo bet an treac’h war al loened gouez, e kemeroc’h ar wenoden genta a vezo a zeou, e pignoc’h er c’hoad ken a weloc’h eun ti-mouded, hanvet Lochen an Ermit. Eno e c’houlennoc’h ar gwasked evit an noz. Eur flipad mat a hent ho peus da ober, rakse, lakit herr gant ho kammejou, na jomit ket d’o c’honta. En eur dremen dre Gemper it en iliz-veur da lavaret eur beden a galon, ha goudeze, kemerit an hent a verko deoc’h ho kwalen, sentit outi bepred ».

« Ha va breur Biel, e peleac’h her gwelin ? ».

— « It, ha gortozit, Doue a oar e peleac’h her c’havot. »

Ha setu Cheun el leo adarre. Pa oa erruet e Kemper, e ieas, evel e oa gourc’hemennet d’ezan, da lavaret e bater en iliz-veur. Goude beza en em erbedet oc’h Sant-Korantin, ha goulennet outan ar grasou en devoa ezom, a kemeras hent Rosporden, ha deus eno, e walen her c’hasas beteg koad braz Karnoët.

Teval-zac’h oa, pa welas ar walen o rusia, evel pa vije an tan ru enni. Neuze e chomas a-zav, e trouc’has eur ar c’harz eur wialen, e sankas en he fenn ar walen a zouge war a viz bihan. Gant e wialen en e zourn deou, o c’hourvezas war al letounen, hag e c’hortozas ar chatal gouez a dlie dont heb dale d’hen taga. Ne c’hedas ket pell, rak pemp minuten a veac’h goude, a oa kelc’het gant eun daou-ugent ki bennag hag a ziskragne d’ezan o dent lemm evel minaouedou.

Unan anezo, an tan en e zaoulagad, eun eonen wenn en e c’henou, a dostaas da esa tapout peg en e lavreg. Neuze, ken prim hag eul luc’heden, Cheun hen tizas gant e wialen, ha kerkent al loen kounaret a astennas e bevar ibil war al letounen, maro-mik oa. Ar chas all a dec’has, pa velchont o c’henseurt oc’h torgen.

Eun heur goude, eur vagad lampouned a bevar droad, sklear o daoulagad evel kefou tan, a zifoupas eus ar c’hoad en eur iudal, ha ken buhan ha lavaret, e oant war Cheun. Heman a c’hoarias a gleiz hag a zeou, sutal a rea ar wialen gant an herr a oa ganti, ha bleiz ebet na gredas tostaat da sailha war ar preiz a oa gourvezet en o c’hichen. Unan evelato, en eur lesker eur iudaden skiltrus, a reas en ear eul lamm spontus, o sonjal koueza a bloum war e breiz.

Allaz ! ar wialen hen tizas, ha kerkent al loen a gouezas a-fardakleo d’an douar, evel eur zac’had loaiou.

Cheun, deuet braoik a-benn eus ar chas hag eus ar bleizi, a c’hortoze ar moc’h gouez d’en em gavout war an dachen a vrezel. Ne zaleas ket da glevet ar c’harnach spontus ganto er c’hoad, hag heb dale o gwelas o tont a-benn-herr warnan en eur vagad. Cheun, oc’h o gwelet a lavaras :

« Ahanta, akolisted ! m’oarvad n’oc’h ket savet mintin awalc’h da lemel ho paro ha da lemma ho kildent, ha mar d’eus unan bennag ac’hanoc’h hag en defe c’hoant da welet adost va gwialen, aman ema-hi, tostait d’he lipat.

Kerkent, ar moc’h gouez a deuas en eur c’hrougnal, ha raktal daou anezo a lampas gantan, daoust ma troe e wialen a-zevri. Unan anezo, araok mervel, a ziframmas eun tamm eus e gof-gar. Met allaz ! koueza raent evel keilhen dindan nerz ar wialen, hag eur c’hart-heur goude, an diveza anezo, kaer en devoa bet grougnal ha digeri e skrin da ober aoun da Cheun, a gouezas evel e genseurted ; an treac’h a oa a-du gant an den.

P’en devoa gallet en em zizober eus al loened flerius-se, paotr Kerlouan, lorc’h ennan leiz e groc’hen, a zavas, a ieas a zeou, ha prestik ec’h erruas war ar wenoden a dlie da heulia evit digouezout e Lochen an Ermit.

Epad eun hanter-heur e valeas er c’hoad teval, netra na gleve, netra na wele nemet eur steredennig bennag en oabl du-pod. Evelato, rodig a dro a red bro, ha pa oa o sonjal an nebeuta, Cheun a welas eur c’houlaouen o lintra en devalijen. Divec’hiet en eun taol, dremm Cheun a lawennaas, rak e kichen ar sklerijen-ze, e tlie beza eun den eveldan, eun ermit, da lavaret eo eur c’hristen eus an dibab, eur zant marteze. Kennerzet gant ar zonj-ze, Cheun a ieas beteg an nor, he storlokas eun tamm. Kerkent eur vouez eus an diabarz a c’houlennas : « Piou a zo aze d’ar mare-man eus an noz ? »

— « Eun den kollet diwar e hent, a zo o c’houlen diganeoc’h hen digemer evit tremen an noz, ma ve ho madelez. »

An nor prestik a zigoras, ha Cheun neuze a welas eun den krommet muioc’h gant an dienez eget gant an oad.

« O vont da beleac’h emaoc’h neuze, va den mat, mar d’oc’h kollet diwar hoc’h hent ? » eme an ermit.

— «  Me a zo o klask eur breur d’in, Biel, va breur iaouanka, tec’het eus ar gear tregont vloaz a zo. Va mamm ne ehan da hirvoudi, ha da ober d’in poan spered, abalamour ma ne iean ket da glask ar breur dianket-se.

— «  Pe hano he deus ho mamm ? »

— « Mac’harit an Teven a ves great diouti e Kerlouan. »

— « Hag ho tad ? »

— « Va zad a zo toer soul, Yann al Loutik eo hano mat. »

— «  Ha me eo Biel al Loutik, da vreur iaouanka ! o va breur keaz deus d’am briata, keit all a zo n’hon d’eus ket en em welet ! Hag an dud, penaoz eman ar bed ganto e Kerlouan ?

— «  Holl omp iac’h, Biel, ha me a zo dimezet da eur verc’h da Donig an Tibalann, hag em beus pemp a vugale, emaoun prest dija da veza tad-koz, rak eur verc’h ugent vloas em beus, hag unan a driwec’h vloaz. Ha te, Biel, petra res er c’hoad-man, perak e chomes en toull laou-man ? Red eo lavaret e ve kollet da skiant vad ganes, pa jomes en doare-ze da veva e kreiz eur c’hoad, emesk al loened gouez. Ha perak e lezes da dud da zizeria bemdez, ne roes kelou ebet d’ezo diouzit ! daoust m’em beus ebat oc’h da welet, n’oun ket evit miret da lavaret d’it e ran ganes eun diael a baotr amboubal ! Nag a boan em beus me bet. Kignet va zreid ganen o vale o tont aman, bet o kouskat war balan, war raden, war lann, heb tamm d’am c’hoan aliez. »

— «  Ha piou en deus lavaret d’it edon aman o chom ? »

— «  Plou !… eur vaouez goz eus a Vrest he deus roet d’in eur walen, ha ganti oun deuet a forz da vale, a-benn d’az kavout nemet e lavaran d’it em beus ranket delc’her penn da ouspenn kant aneval gouez bremaik er c’hoad aze. »

— « Ma !… skrijus eo ! »

— «  Ya ! Ken skrijus-se eo ! ha panefe va gwialen, e vijen bet breman m’oarvad a dammou e korf ar moc’h gouez, hag an oll draou-ze em beus gouzanvet dre garantez evidout, Biel. »

— « Da drugarekaat a ran a-greiz kalon, breur keaz, met m’oarvad out skuiz maro, hag ez eo mall d’it koulz ha d’in mont da gouskat. Varc’hoaz e kaozeimp adarre, breur. »

— « Ne zigases tamm ebet d’in d’am c’hoan, dare oun da vika gant an naoun hag ar zec’hed, breur Biel.

— « Aze en da gichen, en armel zu, e kavi bara ha kig-moc’h-gouez, deb leiz da gof, na res ket ardou, Cheun. »

— « Oh ! ne rin ket a ardou avad e ti va breur, tennet eo diganen ar c’hamembre, ha kof goullo, evel a leverer n’en deus ket a ziskouarn !… Ha petra res dre aman neuze, Biel, evit kaout da vara ? »

— « Varc’hoaz pa zavimp, e vezi abred awalc’h da glevet va buez, sonjomp hirio en em ziskuiza da genta, me a zo dare da goueza gant ar c’hoant kouskat, n’emaoun ket awalc’h war va zu.

— « Gwir a leveres, Biel, an noz a zo boulc’het mat, ha n’eman ket breman ar mare da gonta taluadou, deomp da gouskat. » Antronoz vintin, Biel ha Cheun a oa abred war zao. Cheun ne hunvree nemet en eun dra, klevet buez Biel penn-da-benn. Abenn eur pennad, an daou vreur a oa azezet etal an oaled mistr, ha Biel a lavaras : D’an oad a c’houezek vloaz e tec’his deus Kerlouan, penn-avelet ma oan d’ar mare-ze ; heulia ris Job an Tarros, ha labourat a ris gentan e Brest. Goude beza bet aliez bouc’hal distroad, taol da vor, taol da zouar, eun devez e kemeris eul lestr hag am zaolas war douar an Amerik-Izela. Er vro gaer-ze em beus gounezet va bara, laket meur a wennek a gostez, ha breman ar gwenneien-ze a dalv d’in, ganto e vevan didrabas, pell diouz trouz ar bed hag e ebatou milliget. Setu e berr-gomzou, an diverra eus va buez tremenet. »

— « Ha perak, e leac’h dont gant da arc’hant etouez da dud, out deuet en toull iskis-man, el leac’h ma vezi debret eun deiz a zeuio gant al loened gouez ! Red eo e vefes barbouellik, Biel. »

— « Mar d’oun deuet er c’hoad-man, eleac’h mont da Gerlouan, e c’halles kredi em beus eur rezon vras ha kuzet da ober ar pez a ran. »

— « N’oufen ket pe seurt digarez a c’hallfes da gaout !… mes war ar gont-se, ne deui ket ganen da Gerlouan neuze Biel ? »

— «  Nan, Cheun, ne c’hallan ket mont !… lawen bras e vijen bet o pokat d’am zud, a zo koz ha torret o c’horf gant al labour. »

— « Koulskoude, evit da lawennaat, e lavaran d’it n’em beus mui nemet pevarzek miz da chom aman, ha goudeze e vezo torret ar c’habestr am dalc’h pennasket el lec’h-man. »

— «  Va Doue, Biel geaz, petra peus great ? eun torfed ? »

— «  Netra a c’hrevus, Cheun, met senti a rankan oc’h ar stur a zo oc’h va bleinat. Sell, evit da zigoll evit ar garantez a peus evidon, o roan d’it tri zra hag a zo em zi, hag a zo deuet ganen eus en Amerik. Setu eur gaoued aour, hag ebarz eul lapousig marellet hag a daol dioutan ar sklerijen ar skedusa, dre-ze na pezo mui ezom da brena goulou lutik. Rei a ran dit c’hoaz ar pod melen-man : na pezo nemet rei eun taol loa bot war ar golo, ha kerkent e kavi eur podad stripou eus ar gwella. Ar vantell-man a roan dit ive, great eo gant kroc’hen eus aneval eus an Amerik. Pa vezi dindan ar vantell-ze, e niji evel eul lapous, ha pa pezo c’hoant d’en em guzat oc’h an dud, pa ne fello ket d’it beza gwelet, e lavari : « Dre nerz va mantell, ra vezin kuzet oc’h an dud am gwel. »

— «  Ma ! biskoaz kement all c’hoaz n’em boa gwelet ! E feac’h ! Katellig a c’hello lounka stripou marc’had mat, breman ! ha Lizig ’ta, kement all ma ter war ar stripou ! ha me ta ! teuzi ra em c’hof. E feac’h ! Chef a vezo fouge enni o tigemer kement all a draou, bet digant Biel he breur kaer !… Penoz e lavarin me d’it Biel !… emichans e teui ganen da Gerlouan breman, da vamm baour a vezo diez e fenn, ma ne deues ket ganen, goude beza da gavet, kemer truez outhi, da vihana. »

— «  Ne dalv ket d’id terri va fenn d’in gant an dra-ze. Cheun, n’oun ket evit mont, a lavaren d’it. Deus d’am gwelet, breman e vezo eat d’it, pegwir gant da vantell e teui war nij. »

— « Sell’ta, ia, n’oan ket o sonjal. Sed’aze eun diael a vantel avad hag a deus maji, oc’h ar gont se ! Lak anezi d’in’ta, ma vezo gwelet ha nijal a rin ganti, Biel ! »

— «  Lak ar vantell war da gein, kemer ar gaouet en da zourn deou, ha pod ar stripou en da zourn kleiz, ro eur pok d’in, ha kerz el leo da Gerlouan a dreuz an ear. Kenavo. Cheun… »

Evel en eun hunvre, Cheun a en em gavas e toull e zor a Kerlouan, ha pa en em gavas, Chef a oa oc’h ober iod silet da lein, strafuilhet oa bet, pa welas pe seurt mantell vlevek a oa war gein Cheun.

— « Eus a beleac’h e peus laëret ar vantell-ze ? »

— « Digant Biel em beus bet anezi, ha ganti oun deuet war nij betek ar gaer, easoc’h ha dillooc’h eo mont en doare-ze, eget beza o lorgna an hent hag o kignat an treid. »

— « Ha Biel n’eo ket deuet ganes ? E pe leac’h ema-hen ? »

— « Biel !… Biel zo en eur c’hoad, etouez ar moc’h gouez, ha lavaret a ra ne deuio ket d’hor gwelet araok pevarzek miz aman ! »

— «  Hag oc’h ober petra eman an amboubal er c’hoad-se ? »

— « Allaz ! Kea da c’houlen outan, Chef ! n’eo ket falveret d’ezan lavaret d’in. »

— « Ha da ober petra eo deuet ar gaoued velen-ze ganes ? aman ez eus awalc’h a lapoused da vaga, n’oa ket ezom eus ar marellet. »

— «  Ar gaoued-ze a zo eur gaoued aour, Chef, hag al lapouz marellet a zo ebarz hor sklerijenno evel pa vije dek goulaouen war elum ! »

— «  Ah ! takabien avad ! honnez ar gwella c’hoaz ! hag ar pod melen, a vezo mad da gas boued d’an aod ! »

— «  Ar pod melen, n’eus netra da ober nemet lopa war ar goulc’her anezan, ha kerkent eman leun stripou tom. Me m’eus great eur jiletennad araok dont eus ti Viel, bremaïk ! »

— « Hop hop ! hennez eo ar gwella c’hoaz avad ! Katellig ha Lizig a c’hello lipat o mourou,ken mad all e kavont ar stripou. »

— «  Me zo o vont deustu da Lezneven, da lavaret da Sezni embeus kavet Biel, ez eo iac’h, hag e teui d’ar gear pa c’hello. »

— « Dreb da lein da genta, dare eo ar iod. »

— «  Me zo bour Chef keaz, reut eo va jileten gant ar stripou ! »

Cheun a gemeras e vantell, ha ken buhan ha lavaret, edo e Lezneven, e ti e vreur. Sezni dal m’her gwelas, a c’houlennas :

— «  Achanta ! penaoz eo bet da vuez en eiz dez tremenet, breur ? Kavet e peus hor breur Biel, evit doare, rak lawen out. »

— « Ya, Sezni, gant kals a boan em beus her c’havet, en eur c’hoad eman, ha ne deuio ket da Gerlouan kentoc’h evit pevarzek mis aman. En Amerik eo bet emezan ha breman eman o veva dioc’h e zanvez er c’hoat, tost d’ar bleizi ha d’ar moc’h gouez. Eun druez eo d’ezan chom en toull ze ; evidon me, ha goude ma vijen paeet evit chom eno, ne jomjen ket, nag evit daou nag evit unan ! »

— « Ar vantell-ze en deus roet d’it, breur ? »

— « Ya, ha ganti ez oun erruet er gear evel en eun hunvre, ha Chef a zo lorc’h enni gant he fod hag he lapous marallet. Ar pod a bourve stripou d’ezi ha deomp oll muioc’h eget na c’hellomp debri, hag al lapous hor sklerijenn gwelloc'h eget dek goulaouen. »

— « Red e vezo d’in mont da welet lapous Chef hag he fod stripou. »

— « Deuit disul da Gerlouan da ober beb a gofad, hag e kaozeimp. »

III
Gwarisi etre an daou vreur

Er zulvez warlerc’h, Sezni hag e familh a bez, a ieas da leina da di Cheun. Goude ma oa drebet ar zouben, Cheun a zigasas pod ar stripou war an daol ha goude beza diskouezet d’an holl e oa goullo ar pod, e lakas ar goulc’her warnan, a skoas warnan daou daol gant al loa-bod, ha kerkent ma oa tennet ar goulc’her, e oa kavet eun tamm c’houek a lip-e-bao, eur podad stripou melen-aour, eun dudi e welet. « Alo ! tudou, chachit ganeoc’h mar kavit mat, pa ne vezo ket ken, e vezo c’hoaz, » a lavaras Cheun, lorc’h ennan da vouga, gant e bod burzudus.

— « Ha lapouz ar sklerijen, Cheun, e peleac’h eman, a c’houlenas Sezni gant eun ear goapaüs. »

— « Er zolier eman, eme Chef, en e gaoued aour, mont a ran d’e gerc’hat, evit hen diskouez d’eoc’h, biskoaz n’e-meus gwelet eul lapous ken kaer pluet, ken dibikous ha lapous ar sklerijen. »

— « Eur c’hras eo ganeomp, eme Cheun, abaoue m’eman al lapouz en hon ti, rak, gwir-pater, eun dudi eo gwelet pegen kaer e sklerijen ac’hanomb bep noz. »

Pa oa laket ar gaoued gant Chef war an daol, Sezni a dennas al lapous diouti, a zellas piz outan, a welas skrivet dindan askell deou ar c’homzou-man : « An neb a zebro va fenn, a vezo roue e Bro-C’hall ! » ha war e askell gleiz : « An neb a zebro va c’halon, a gavo hanter-kant skoed bemdez dindan e benn-wele. »

Sezni neuze, heb diskouez netra, a lakas al lapouz en e gaoued en eur lavaret dizeblant : « Ia, eul lapouz brao eo, met en Amerik ar seurt lapoused-se a zo ken stank evel ma z’eo ar filiped war dro aman, n’o deus ket a dalvoudegez. »

— He ! he ! eme Chef, a lapouz-ze a ve talvoudus d’it-te, Sezni, da lakat en da gampreier brao, aman eman etouez an truilhou. »

— « Ya avad ! dleet e ve d’eoc’h rei d’in al lapouz, en envor euz va breur Biel, ha koulz all, roet em beus da Cheun daou c’hant lur en aour evit klask Biel ha sur oun d’en deus ket dispignet an anter… »

— « Amzer ! eme Cheun o sevel e vouez ! Te, breur, ma peus roet da arc’hant, a zo e kichen unan hag en deuz roet e amzer, e boan gorf hag e boan spered. Pa edos-te o kouskat en da wele plunv, me a oa war ar raden du-ze en Koat ar C’hrannou, war ar balann e kreiz etre daou gi kounnaret, ha war al lann-pik, du-ze en eun tu bennag, a-bell, hag araok en em gavout en ti Viel, ez eo bet red d’in stourm oc’h eur strollad chas, oc’h eur vagad bleizi hag oc’h eun toullad moc’h gouez, paotr, hag en eur par-berr, e lavaran d’it ma ne vije ket bet digor-frank va daoulagad ganen, an aotrouien-ze o dije great eur paotr brao deus Cheun. Rakse 'ta m’am beus eun draïg bennag, eo dre va foan eo em beus anezan. »

— « Te zo eat da volc’h diwar da lin, evit doare Cheun !… piou zo o c’houlen da lapouz diganes ?… Chef eo a zo o kinnig anezan d’in, n’e ket me eo her goulen, a lavaras Sezni. »

— « Houman gant e ginou baz-dotu, a zo prest da rei he zraou evit netra, n’ho deus ket bet a boan oc’h o gounit, han ! »

— « Ha koulskoude, ne nac’han ket, ar re vihan a zu-man o dije plijadur gant al lapouz ! amzer muioc’h evit aman da entent outan a vije ive. Rakse, m’ho pefe c’hoant d’en em zirober dioutan, me a rofe eur gwennek bennag evitan, eme Sezni. »

— « Al lapouz a zo aze hag a jomo aze pa lavaran, eme Cheun. »

— « Petra ri gant ar c’hoz lapouz-ze ! gwelet a res ne zebr ket a vouet diganemp, ne ra nemet pismigat, ez eus eun tamm mat muioc’h a chastre gantan evit ar pez a dalv. Gwelloc’h e vezi pa weli anezan astennet e garavellou gantan en e gaoued, a lavaras Chef. »

— « Ar re-man, ar merc’hed-man a zo traou kasaüs evelato, deustu ma vezont direnket diwar al labour int kustum da ober, raktal, emaint o klem, zoken ma rankont boueta eul lapouz, eme Cheun. »

— «  Me roio pemp kant lur d’it evit da lapouz, kaoued hag all, ar gaoued eo a dalv, n’e ket al lapouz ! a lavaras Sezni. »

— « Han Cheun ! klevet a res ! da vreur a ro d’it evit da lapouz peadra da zevel hon tiegez ! N’eo ket gwelloc’h d’it kaout eur vuoc’h hag eul loen kezeg muioc’h en da graou, eget kaout al lapouz hag e gaoued ? Hennez a zo eul lapouz bourc’hiz, n’e ket eul lapouz kouer eo, ne jomo ket beo ganeomp-ni. »

Cheun, pa glevas hano eus a bemp kant lur, a lezas raktall e gleze da goueza d’an douar, hag a lavaras evel pa vije droug ennan : « Gra evel ma gari gant da lapouz, gwerz anezan, rak ne vezo peoc’h ebet diouzit, Chef, ken a vezo great da volontez, ha mar teufe d’ezan mervel prim, neuze e ve great an traou d’in n’em befe biken buez vad en da ser, rebech a rafes d’in ar pemp kant lur am bije lezet da vale, da vont ebiou d’in. »

— « Great ar marc’had, Sezni, kas al lapouz ganes kaoued hag all. Hennez, al lapouz keaz ze, a deuio vad ennan du-ze, hag aman n’en dije great nemet dizeria bemdez, eme Chef. »

— «  N’eus gwennek ebet ganen, Chef, termen a ranki rei d’in. »

— « Ha goude ! me ielo dụ-ze, eur wech bennag da garga va godel. »

Abenn eur pennad goude, Sezni a roas eur pred braz d’e hostisien, d’e vignouned, niverus wardro Lezneven, Landerne ha Landi. Ouspenn triwec’h kant den a oa direded da gemer perz er brasa pred a oa biskoaz roet e Lezneven. Cheun avad hag e Chef, n’oant ket pedet ne da vont d’ar friko, na da jom er gear, re a druilhou a oa outo, da zonjal e vijent pedet da vont d’eur banvez n’oa ennan nemet an dibab eus ar juloded a Leon. O tastum eun hevelep bagad tud en dro d’ezan en devez-ze, Sezni en devoa e zonj, ha ma rea kementse a vizou e ouie mat petra rea. Gouzout a rea, abenn beza roue, e vije d’an nebeuta red d’ezan beza anavezet er vro evel eun den pinvidik hag eun den a zoare, pe ar bobl n’en dije fisianz ebet ennan. Gouzout a rea mat, abenn ober eun dispign ken bras, e vije red d’ezan anzao oc’h e wreg an doare en devoa kavet da veza roue Bro-C’hall. Setu eun devez e tiskouezas e lapous d’e bried muia karet, e tiskouezas d’ezi ar c’homzou a oa skrivet en tu diabarz eus e askell deou « An neb a zebro va fenn, a veze roue e Bro-C’hall. » Goudeze e tiskouezas d’ezi en tu diabarz eus askel gleiz al lapouz, hag e welas skrivet freaz : « An neb a zebro va c’halon, a gavo hanter kant skoed bemdez dindan e benn wele ». Setu n’e ket aour da baea mizou ar pred bras, ha goudeze, n’eo ket enor a vankche d’ezan ha d’e familh. Hogen, Sezni o konta d’e wreg ar pez a dlie en em gavout, n’en devoa ket lavaret d’ezi tevel an traou-ze, hag abenn eiz dez goude, kement truilhen a ioa e Lezneven d’ar mare-ze a ouie, pell araok ar pred, e tlie Sezni al Loutik beza roue heb dale, en devoa eul lapouz en eur gaoued aour, ha oa merket freaz an traou-ze war e askell deou. Klevet e oa zoken e kave gwreg al Loutik anter-kant skoed bemdez dindan he fenn wele, bennoz ato d’al lapouz burzudus.

Pik pe vran a gan, ar c’heleier a ia buhan, ha Cheun al Loutik eus ar Gerlouan ne zaleas ket da glevout ar gaoz vras a reat e Lezneven ha wardro, diwarbenn e vreur Sezni. Darbet oa bet d’ezan koll e benn, ne gouske na ne zebre tamm ha ne ehane oc’h Chef ! « Ya, te, ha te hebken, salopen maz’out, eo a zo kiriek ma n’emaoun-me ket hirio war an tron ! te, gant da c’henou klapez, eo a zo penn-abeg ma ne gavan ket bemdez dioc’h ar mintin anter-kant skoed dindan va fenn-wele ! O va Doue ! va Doue ! pegen bras rann-galoun evidoun ! »

— « Mar kirit, tad, me lavaro deoc’h petra da ober, a lavaras Katellig en eur c’hoarzin. »

— «  Ha petra rin ’ta, va merc’h, evit beza roue ? evit beza pinvidik ? »

— «  Gouzout a rit ho peus eur vantell, ha ganti e c’hallit mont difre d’al leac’h m’ho pe c’hoant, zoken dindanni ne vezit ket gwelet gant den, a livirit. »

Ah ! satandallet ! va merc’h, awalc’h e peus !… daou a oar muioc’h evit unan, hag abenn dek minuten, eman va lapouz em c’hampr ha dindan alc’houez, hag an hini a dostafe da esa her c’haout, n’eus forz piou e ve, a ve great brenn eus e eskern. »

Cheun eta, leun a lorc’h, a gemeras e vantell, ha da Lezneven mar gouie mont gant herr. Mont a reas e ti e vreur dre ar prennestr a gavas digor er gegin, tremen a reas evel eur fourrad avel, spounta reas ar geginourez dre an tiz a oa gantan, furchal a rea dre ma iea, o klask al lapouz ; met kaer en devoa bet furika er c’halatrez hag er c’hampreier, tamm lapouz na welas. Neuze, e toull dor kampr e vreur, e choumas da ehana, da c’hortoz ma vije digoret an nor, rak eno douetus, e ranke beza al lapouz dibris o kluda. A bouez gedal eur pennad, Cheun a glevas ar gaoz a oa etre e vreur hag e c’hoar-gaer ; kount ar friko a oa ganto o daou, klevet a reas Sezni o lavaret : « Al lapouz a vezo laket war hor plad deomp-ni, da vare ar rost. Me a zebro ar penn, ha te a zebro ar galon, d’it an arc’hant, ha d’in ar gurunen aour. »

— « Mad eo, eme Cheun outan e-unan, en eur dec’hout trum, me, douetus, am bezo c’hoant da gaout eun tamm ive. » Evit mont eus an ti, oa bet red d’ezan spounta c’hoaz eur wech all ar geginourez, ha terri eur weren war ar prennestr.

Pa oa digouezet deiz ar pred bras, roet dindan ar c’hoc’hu ha wardro, ne welet nemet tud o dilhad kaera ganto, o tifoupa a bep tu. D’an taol a zeg heur, oa eur zervich bras laket gant familh al Loutik ha familh Penbroc’h, evit eneou kement hini a oat da anaoun d’ezo. An iliz a oa leun-chek, n’eus ket ezom da lavarout. Goude ma oa echuet al lidou kanv, eun niver bras a dud a redas d’ar Folgoat, da saludi an Itron Varia, ha da c’houlen outi ar grasou o devoa ezom.

Da ziv heur, an dud a dostea oc’h ar c’hoc’hu, ha mont a reant enni evel ar gwenan en o c’hesten, pa deu eur barr-glao. Vardro pemp heur, pa oa ar pennou lawen o welet ar rost o tostaat, pa oa an holl o hopal : Bevet hor roue ! eur fourrad avel spontus a lakeas da winta eun anter eus ar boutailhou hag eus ar plajou. An dud, strafuilhet-oll, a dec’has, hag a c’houlennas an eil digant egile petra oa c’hoarvezet. Allaz !… den na ouie da biou tamall, nemet d’an avel, ha pep hini a en em dennas d’e gaer, da gonta d’e dud an darvoud c’hoarvezet er banvez braz.

Cheun ive a en em dennas d’ar gaer gant e lapouz maro, a lounkas raktal kaloun al lapouz, a zebras e benn en eul lonkaden.

An istor ne lavar ket pe seurt reusiou en devoa great roue nevez Bro-C’hall, m’oarvad eo marvet ha douaret gant Chef e rouanez, e gwered Kerlouan.

Evelse, evel eur fourrad avel, e tremen enoriou ar bed-man : a-veac’h tizet, emaint tremenet.

Parvarzek miz goude, Biel, ar breur dianket, a deuas da vro e gavel, en devoa bet an eurvad da gennerzi kalon e vamm, da zigemer he huanad diveza. Paour e varvas evel m’hen devoa bevet.

Loeïz AR FLOC’H.

  1. Eur vaouez dioc’h e gendere : une femme à sa convenance.
  2. Droch a zinifi sod en bro Douarnenez.