Tristidigez (Abgrall)

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Tristidigez.

Armorica, 1935  (p. 19-20)



TRISTIDIGEZ
___________


Pa zeu an avel da iudal,
    War lein ar meneziou,
A gommans an traou da strakal,
    En gweled ar iuniou ;
Nijal ra al lapoused noz,
    Gant an drouz strafuillet,
Kement tra a goll ar repoz,
    An holl zo ankeniet.

Neuze klever o wigourat,
    Karrigel an Ankou,
Skrij ar maro, an huanad
    Euz an drouk-sperejou ;
Tan a vez gwelet o strinkal
    War ribl ar foziou don
Hag e touez an drubuillou fall,
    Ve klemm an Anaon.

Ar c’hornandon, ar bugel noz,
    Zigor o ebatou,
Hag an teuziou, hep mui gortoz,
    A lamm ’barz an dansou…
Krog en o dorn, me meuz klasket,
    Va eurvad er bed ma,
Va mestrezik koant dianket,
    Bremaïk a vo daou vlâ.


Kerzet am euz en eur grena
    Gant aon ha paourentez
Er pevar c’horn euz ar vro-ma
    Da glask va c’harantez ;
Piou a laro d’in eur wech c’hoaz,
    Laro d’in he c’helo ?
Arok na ’mo santet, siwaz,
    Ienien ar maro ?



______________