Trivac’hved Sul goude Pantekost
Er mareou-ze, Jezuz o veza pignet enn eur vag, a dreuzaz al lenn hag a zeuaz d’he gear. Ha selu digaset dirazhan, var eur guele, eunn den sounnet he izili. O velet feiz ann dud-ze, Jezuz a lavaraz d’ar c’hlanvour : Bezet fizianz, va mab, ho pec’hejou zo pardounet d’ehoc’h. Ha darn euz ar Skribed da lavaret raktal outho ho-unan : Blasphemi a ra hema. Mes, oc’h anaout petra zonjent, Jezuz a lavaraz : Perak e trouk-soujit c’hui enn ho kalounou ? Pe hini eo ann easa, lavaret : Ho pec’hejou zo pardounet d’ehoc’h ; pe lavaret : Savit ha kerzit ? Mad, evit ma ouezot en deuz Mab den ar c’halloud, var ann douar, da bardouni ar pec’hejou : Savit, emezhan neuze, d’ann den seizet, sammit ho kuele, hag it d’ho ti. Hag e savaz, hag ez eaz d’he di. Ar bobl o velet kement-se, a gemeraz aoun hag a veulaz Doue evit beza roet henvelep galloud d’ann dud.
Ann den paour-ma, seizet he izili, a verk d’eomp stad eunn ene gual daget gant eur pleg fall bennag, hen dalc’h ec’hiz chadennet er pec’hed, ha ne vezo biken pare, nemed ober a rafe evel ar c’hlanvour-ze, a gemeraz kement a boan evit mont beteg Jezuz ha senti outhan penn da benn.
Hema n’oa ket goest d’en em stleja he unan ; morse ne vije deuet iac’h, paneved ma kavaz tud vad d’hen dougenn ; ha c’hoaz, petra dalveze beza hen digaset da doull ann or, pa ne c’hellent ket tostaat ouz Hor Zalver ! Enn ho flas, meur a hini o divije hen lezet eno, enn eur lavaret : « Mignoun keaz, ne oufemp ober ken evidoc’h. » Mes, ar re-ma o doa muioc’h eget ze a zalc’h ; ha me laka ar c’hlanvour ive a c’houlennaz digantho n’hen dilezjent ket, abalamour da Zoue. Penaoz bennag eo, pignat a rejont var ann ti (Sant Mark,ii,4) ha dre eunn toull great enn doen e tiskenjont ho den, guele hag all, eharz treid Jezuz a roaz d’ezhan ar iec’hed.
Nag a bec’herien, siouaz ! o defe ezomm ive da veza douget daved medisin ann eneou. Dinerzet holl gant eur gual voazamant bennag ne c’hellont, dreizho ho-unan, en em zizober diouz ann drouk-spered. Ra zeuio eta ar guir gristenien da gemeret truez outho. Dre bedennou ha kuzuliou fur ho c’hasint varzu Hor Zalver. N’eo ket souez avad en defe ar pec’her diegi o tiblas. Mignounet treitour hen dizalio marteze. Ar bed a gavo abeg ennhan hag enn neb a glask hen tenna euz al lagenn. Mes, arabat eo falgalouni n’euz forz petra c’hoarvesfe da stanka ann hent ; ret eo poania da dremen divar c’horre pe d’ober ann dro, ha kenderc’hel da vale ken na ziguezer e penn ar veach.
D’ar pec’her neuze, Hor Zalver a lavaro, evel d’ann den seizet : Surge, savit ! hag e savo, a dra zur, pa vezo pardounet he bec’hejou. Ma talc’h hiviziken ploumm ha stard var he dreid, e vezo anat aoualc’h eo pare. Mes, goude ma kuesfe c’hoaz eur guechou bennag, mar sav adarre, a greiz kaloun, me lavar e teuio d’ezhan nerz ha iec’hed paduz.
Eunn eil tra a gemenno Jezuz d’ezhan : tolle lectum tuumt, sammit ho kuele ! Ar pec’her a ioa astennet var he zizursiou ec’hiz ar c’hlanvour var eurguele. Brema n’eo ket aoualc’h d’ezhan sevel ; mes, ret e vezo dougenn he blegou fall ; hag er penn kenta e c’helfe kaout gual veac’h gantho ; gant ann amzer avad, dre c’hras Doue, e teuint da veza skanvoc’h.
Erfin, Jezuz a lavaro d’ezhan : vade in domum tuam, it d’ar gear ! O vont da redet pell diouz he di ; o c’hoantaat guelet ha klevet pep tra ; o tarempred kalz re a dud heb taoler evez outho, oa en em gollet ann ene paour-ze. Ma kar, enn amzer da zont, tec’het diouz ann ebatou ha chom aketusoc’h er gear, da c’houzout eo, beilla var he zaoulagad, he ziouskouarn, he holl skianchou, neuze, e leac’h klenvel adarre ha mervel, e kemero bemdez muioc’h mui a nerz, hag e vevo da virviken e karantez ann Aotrou Doue. Evel-se-bezet-great.