Disanv (Per ar Bailh)
Ledan, Hep bloavezh embann. (war-dro 1823)  (p. 45-58)






Trivet Cantic.


————


O va Zad ! va Doue misericordius !
Pe da goulz e teuint an deiziou precius,
Deiziou qen dezirabl ba qement deziret,
En pere va zourmant dle beza terminet ?
Da voalen a gasti varnon-me hep mui-qen
A zeblant appliqet da james, da viqen,
Hac a lèz var va c’horf ar mercou bronduet
Eus an dorn invisibl en deus va c’hastiet.
Te c’heus va digasset d’ar plaçou teval-mâ,
El lec’h ne velàn mui an eol sclêr o vrilla :
Va c’horf extenuet a rento hep dale
Entre da zaouarn just da james e vue.
Dizec’h eo va dargreiz, ne meus qet un ascorn
Na eller da gonta eus a dal an alzorn ;
Bete plantou va zreid, evel eur gueuneuden,
E zeo coenvet va c’hig ha ridet va c’hroc’hen.

En eur guir, ar chagrin en deveus va minet,
Hac evel eun ancou va feur-exterminet.
Penos gallout quittât va frison a vizer ?
Stouvet e c’heus an hent a dleyen da guemer.
Insansibl d’am peden, insansibl d’am poaniou,
Da zorn eus va chaden a redoubl ar maillou.
Hanval hon eus ar re, privet eus ar vue,
Ne ellont esperout pelloc’h guelet an de ;
Hac em andret te zo vel eur blei faminet,
En em strinq gant furi var eur vanden dênvet :
Evel eur rondachen, var peini e tenner,
Hon toullet en daou du gant biriou da goler.
Bec’h eo din chom em za… fatig eo va ene.
Ha pell evide c’hoaz hep digueri va be ?
Vid an dud pinvidiq ar maro zo cruel ;
Mes d’eur reuzeudiq paour eo sur eur mad reel.
Perac e carfen c’hoas eur vuez divalo ?
E c’hassât a dleàn, rac ne meus mui a vro.
Disprizet gant eur bobl feüs, malicius,
Goapêt ha bafouet, rentet stupid, confus,
Gourdrouzet, garotet evel eur c’hriminel,
Rassaziet a vez, a zismeganç cruel,

Deut da veza memes ar sujet, ar matier
Eus o zoniou malin, ha demeus o c’holer ;
Mezvet a doliou teod qer lem hac an aspic,
Er vro ma voen maguet abaoue bianic,
Ne allàn mui souten poaniou qen glac’harus,
Hep ma teu da zempla va c’halon hirvoudus.
Ar bara am mezur a zouten va regret,
Gant va daelou c’hoero e toràn va zec’het,
Pel ac’han exilet, ar peoc’h carantezus
He deus dizesperet va ene truezus.
Tourmantet òn dreist urz gant am amzer brezant ;
An hini da zonet a gresq c’hoas va zourmant :
E figur effroyabl a zistruch em speret
Betec ar zonjezon eus va joa tremenet.
Hac e meus lavaret : Adieu d’an esperanç !
En Doue va ene zo memes en balanç.
Oguen, prest o tonet d’ober reflexion
Penos en em livren re d’am affliction,
Hac o sonjal e voa va speret contristet ;
Gant eur galamite re droublet, trubuillet ;
E meus, gant eur voëz trist, a vouelet va ene,
Adresset evellen va ſeden d’am Doue :

O ! Tad carantezus ! pardon a c’houlennàn.
Sel ous da graouadur, ha bez truez ountàn !
Selaou va c’hlémou trist : Perac, Tad deboner,
Va bruzuni dindan ar boez eus da goler ?
Eus an dud oprimet, crignet gant an angen,
En amzer orajus, bremâ, siouas ! o rën,
Me zo, mar deus hini, dign a gompassion,
Goloet a vizer hac a gonfusion ;
Sézisset gant eston, a spont hac a orol,
Cassêt, abandonet, dilezet gant an oll.
Ur Mignon hano qer d’am c’halon ; mes, allas !
Pellec’h caout anezàn ?… ne meus hini, siouas !
Diaguent e cargue va ene eus a joa,
Bremâ gant dizesper e ra dìn languissa.
Graç eta, va Doue ! graç ! ô Tad deboner,
Ah ! n’em extermin qet en exces da goler !…
Da galon, va Doue, me gred zo het touchet,
O velet va daelou, va glac’har, va regret ;
Oguen, hep apezi va foaniou souveren,
E zout bet tenerrêt gant va c’heuz, va anqen ;
Neuze va c’honfianç, fontet var da zouster,
A rê dìn supporti gant constanç va mizer.

O Doue ! penevert da zicour en effet,
E voan bremâ maro, ha pel zo entêret ;
Ma pije d’am c’hlêmou grêt ar scouarn vouzar,
E voan pouldr ha ludu qemesqet en douar ;
Va c’halon un instant a zo bet en balanç,
Instant criminel dìn, ha dign eus da venjanç.
Mes, elec’h caout ennout eur barner rigourus,
Ne meus cavet nemet eun Tad carantezus ;
Eun Tad compatissant ouz va zempladurez,
Bet prodig em andret a deneridiguez.
Neuze meus lavaret eus a greiz va c’halon :
Hep murmur da viqen me en em abandon
Da providanç divin, ha sur me c’hortoyo
Hep en em glem pelloc’h gant courach ar maro ;
Gant joa me bartajo ganet va heritach :
Te seul a c’houlennàn, va Doue, da bartach.
Nep a heuill da lezen zo eürus er bed-màn ;
N’en dilezes camet, da c’hraç a zo gantàn.
Respeti humblamant ar pez zo rezolvet
E tecrejou divin, hep nep murmur ebet ;
En em zoumetti did, ha renta did homach
Adalec ar c’havel hac ar vugaleach ;

Gortoz constantamant, memes var bord ar be,
Ma souteno da vrec’h c'hoërvustet an ene ;
Laqat an esperanç ennout-te ep mui-qen ;
Carout ar solitud, medita da lezen ;
Bepret, hep ezita, heuill da voëz er silanç ;
Souffr persecution, hep sonjal er venjanç,
Anduri calz a boan, hep en em gontrista ;
Supporti gant courach an affront sansipla ;
Delc’hel huel ar penn, evel da vouir imach,
Ha n’er zoubla nemet da renta did homach :
Qementse tout a zo deomp oll, ô va Doue !
An avantach rara d’hor c’horf ha d’hon ene.
N’oufes qet, pa veles qer caer santimanchou,
Hor livra da viqen d’ar glac’har, d’ar c’hanvou.
Ha possubl ve penos hor prifes, va Doue,
Eus da brezanç divin, objet hor c’harante ?
Nan… Mar dout betec-hen bet rust en hon andret,
A viqen e vi douç en amzer da zonet.
Forcet da bunissa dre justiç hon offanç,
Da vadelez bepret a zurpas da venjanç :
Eun Tad out hac a zouffr pa gorich e vuguel.
Hor guelet a rejout, gant eur regret mortel,

O veritout ar boan hac ar bunicion
Ac’heus grêt deomp da zouffr gant justiç ha rêson ;
Mes d’ar bed, estonet ouc’h hor guelet impi,
E tleyes eun exempl c’hoaz mui eguet-domp-ni.
N’en eus eta netra caoz d’hon adversite
Nemet hon oll dizurz hac hon iniqite.
Doue ne deu james d’ober neb injustiç :
An den coupabl memes, pa renonç d’e valiç,
A gav ennàn eun tad qercoulz hac eur barner,
Carguet a garantez, madelez ha douster ;
Gorec da bunissa, mes pront da bardoni,
Pa gar ar pec’her paour a galon er pedi,
Hac én prest da leusqel an tanfoueldr var e benn,
En eur memes instant ec’h exauç e beden.
An hazard ne ra mann : ar C’hrouer eternel
A c’houarn e-unan ar bed universel ;
E furnes dreist-muzur a brepar evidomp
Ha poan ha plijadur, herves ma veritomp.
Ha ne brocur-i qet deomp an oll moyenou
Da gassât ar pec’het, da heuill ar vertuziou,
Hac en e c’harz hep risq da vale reis hepret,
En hent assur demeus ar guir evurustet ?

O ! perac murmuri, tud coupabi ha mortel !
N’oc’h eus-u qet mil goech, dre bec’hejou cruel,
Gant eun outrach sanglant offanset ho Toue,
Provoqet e goler dre gant impiete ?
Ah ! mar doc’h maleürus, accusit ho crimou ;
Rac int epqen zo caos ma zoc’h en abimou.
Abreuvet a chagrin, maguet gant guir regret,
Calmomp eta Doue, suppliomp-én bepret ; ·
Reformomp hor buez, reparomp hor fotou :
Ra vo sur da viqen mestr var hor c’halonou ;
Fouillomp eus hon ene peb coign imajinabl,
Ha scuizomp an ênvou dre glêmou pitoyabl.
Penaos ! hor stad affreus, e goler foudroyant,
E c’hourdrouzou spontus, e rebechou sanglant,
N’o deus qet consumet ar vestl eus hor c’halon ?
Hor maliç a voa par d’hon oll affliction :
Hac én deus e gostez en e furor zo bet
Qen cruel, qen terrubl hac an tigr irritet ?
E zaoulagad divin a zerre pa voelemp,
Evit na velje qet an daelou, p’o scuillemp ;
Neuze, hep nep egard, na differanç ebet,
Gant e zorn e-unan en deveus massacret

Tad ha mab, breur ha c’hoar, hac ar verc’h hac ar vam.
O Doue, pez eston ! pez trubuill ! pez estlam !…
Oll en crenedien, sêzisset a spouron,
E savjomp hon daouarn pront etrezec e dron,
Hac hon tâl contristet, goloet eus a voad,
A brezante dezàn vivamant hor mennad :
En instant eus e dron eur barad curunou
En em form, en em frêz, a zissip hor vœuyou.
Evel ma tifframmer eur blanten hep bue,
Me zo bet displantet eus va bro, va c’hontre :
Hanval ouc’h serpantet, an dud feuls, disqient,
A zeblant dezirout va dispen gant o dent :
Ar pez abeurz Doue dê a brofetizen
Eo bet eus va maleur ar princip, ar zourcen :
Rac anonç a ren dê traou calet ha cazus,
Ha ne voant qet credabl d’o speret orgouillus ;
Ar pez a scorn bremâ o goad gant ar vorc’het,
Hac am expos hep cess d’o furor diremet.
E creiz qement a boan, a drubuill, a ganvou,
Allas ! ne allàn mann nemet scuilla daelou.
Nan, nan, ne baouezìn o voëla nos ha de,

Nemet pa’m azisti da-unan, va Doue.
Goerc’heset Israël, devoret gant chagrin,
A boq a greis calon da bennou da zaoulin :
Me c’himplor evito ; selaou va fedennou,
O c’hlêmou truezus, hac exauç o vœuyou :
Sel ive a druez eus va chanch deplorabl ;
Hepdout, allas ! e zeo va c’holl inevitabl.
Coezet e zòn dija memes er pech trompler,
Evel eun eonic paour en laç ar chasseer.
Danjerussa chomach eo va frison ténval !
En he c’harz eur rivier o redec ordinal
E c’harg a zour flêryus ha noazus d’am yec’het :
Va zreid ha va daouarn, va c’horf a zo brêvet
Dindan ar bec’h ponner demeus va chadennou ;
Ar prênvet a zevor va dillat a zruillou :
Amprefanet hep nombr, cunduet gant an naon,
A grign va bara gros e goelet va frison ;
A bep tu e clêvàn ar reyer o faouta ;
Eun drous epouvantabl a reont o coeza :
Eus a greiz va c’havarn infam, ampoezonet,
En em form eur gouabren a boultr hac a voguet
Eus eun exalezon a zoufr hac a roucin,

Am sufoq dreist muzur, am moug evit eur fin.
Ar yenien am c’hemer, o cresqi va foaniou,
Ar frim a sclass ar goad a red em goaziou :
Hac evit va friva eus sclêrijen an de,
Va bourrevien o deus cleuziet en daou goste.
Neuze meus lavaret : A fanq oùn grêt, m’er goar :
Retorn eta, va c’horf, en calon an douar.
Oguen, ô ! va Doue, eus fonç va funç fanqet,
E meus criet ouzit, biscoas ne meus manqet.
D’ar peurfin e clêvjout va moëz sempl ha dister,
Touchet voe da galon jenerus ha tener ;
Hac e rejout neuze dìn tanva deiz ha nos
An deliçou charmant a zouster ar repos,
Hacar c’housqet tranqil, abaoue pel amzer
Troublet, interrompet gant daelou hep niver.
Davantach a rejout, o prizout penetri
Bete fonç va c’hachot evit va c’honsoli,
Hac evit va difen ha va goarantissa
Eus ar marv, an ifern, var ar poent d’am lonqa :
En em disqeul a rez… va c’hachot zo flam oll.
Crëna ra va c’halon em c’hreiz gant horrol,
Pa c’heus ar vadelez hac an humilite

Da laret : Na spont qet ; me e zeo da Zoue,
A deui bremâ souden da rei did asistanç ;
Da bersecutourien, immolet d’am venjanç,
A berisso souden dirac da zaoulagad,
Consumet a regret, an dud vil hac ingrat ;
Oguen te vo barrec eus a vadelezou,
Ha da viqen pelloc’h ornet eus va graçou.
Var ar gomz, va Doue a zo disparisset
Gant ar sclêrijen vras a bini voa carguet,
Me’n em dol d’an daoulin hac a boq d’an douar,
Va c’halon anflamet eus eur garantez rar.
O neuy en daelou, cazi hep santimant,
E tremenis ar rest demeus an deiz prezant,
O veuli en secret hac o trugarecât
Ar vajeste divin eus eun Doue qer mad,
Peini n’eus prizet e-unan bruzuni
Va zirantet cruel, qemer lod em anui,
Ha soulaji mizer, ha glac’har, ha poaniou
Eur paour injustamant dalc’het er chadennou :
Ar zon douç eus e voëz, pini am c’honsole,
Em ene languissant a zigassas bue.
Eus a joa transportet o velet e galon

Sansiploc’h d’am goal-chanç ha d’am affliction,
E laris : Va Doue ! te c’heus va difframmet
A dal dór ar maro : ra vezi benniguet,
Meulet hac adoret dre oll da virviqen,
Va frotectour divin, va refuch, va zouten ;
Ra vezi da james va vanjer, va barner,
Ha va liberatour epad an oll amzer.
Va lam a grabanou cruel va muntrerien,
Hac o feur-extermin, ar vlasfématourien :
Gout a rez o dessign, o c’homplot, o maliç ;
Qemer ar fouèldr es torn, rent eta dìn justiç.
Hep ar pronta sicour n’oufen biqen tec’het,
Nos-deiz em poursuivont, ar gruel tirantet !
Emaint e clasq va c’holl a guichen goulou-de,
Allas ! ha da zer-nós en er c’hlasqont ive ;
Mar cessont eur moment o furor em enep,
Eus o chansoniou faos e zòn prest ar sujet.
Otrou, gra dê santout outrach evit outrach ;
N’espern-i e nep guiz, livr-i oll d’ar c’harnach ;
Redoubl o labouriou, ne glêo qet o c’hlêmou,
Ha troubl o daoulagad, rent cris o c’halonou
Lanç ive da gurun var ar raç divalo

Hac impi-ze, pini zo bet ruin va bro ;
Distruch bete nizet an nation fal-ze,
Ha ra zeuy da dolliou redoublet, va Doue,
Da garga tud ar bed a spouron, a eston,
O velet da goler, da indignation !…


Fin an drivet Cantic.


————